Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— XII —

naouennou digaset d’eomp a rum da rum gant ar re a zo bet en hor raok ; ni a fell d’eomp miret an onestiz, ar peoc’h, ar garantez, an unvaniez hag an urz vad e-touez hor c’henvroïz. N’eo ket dre ar galleg, m’oar vad, na giziou iskiz ar C’hallaoued eo hon devezo kement-se.

Gant ar brezoneg eo deuet ar feiz e Breiz, ha gant ar brezoneg ez ay kwit, ma tle ar brezoneg mont kwit eun deiz bennak. Penaoz an dra-ze ?

Eur bobl hag a goll he yez hag he giziou a zo eur bobl direizet ha distur. Ankounac’haat a ra an hent heuliet ganti e-doug eun niver bras a gantvejou, evit mont ’vel eun den dall en eur stread risklus ha seul ziesoc’h m’eo nebeut anavezet… Sonjit ervad, Bretoned !

Skoazel eta d’ar Varzed, e leac’h o goapaat ! Skoazel d’ezo abalamour d’ar vad a reont ; ober a rajent c’hoaz muioc’h ma na gavchent ket kement a enebiez…

Peb Breizad kalonek a dlefe beza war sav en hon amzeriou trubuilhet evit difen ar Feiz, ar Yez hag ar Vro ! Mez d’an drubarded a dro kein d’ar madou sakr fiziet enno gant sent koz an Arvor, oberourien dispar hor bro !

Fellout a ra d’in ama rei meuleudi da Yaouankiz Kristen Breiz-Izel, he deuz ententet e tle an holl hirio e Breiz lakaat o foan da viret ar brezoneg, da rei d’ezan al leac’h a enor ; ententet he deuz n’eo ket eur c’holl-amzer pleal gant unan eus ar yezou kaera eus ar bed, beo-buezek hirio kouls hag en amzer ar roue Gradlon, sant Pol a Leon, sant Kaorintin ha sant Herve. Fellout a ra d’ezo kana e yez o bro.

E gwirionez, gwelet o deus sklear en amzer da zont, rak Breiz a chommo breizek, youl Doue eo !