Ivona/a-bezh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche




J. CADIOU



IVONA




MORLAIX


A. CHEVALIER, ÉDITEUR



1886








IVONA







J. CADIOU



―――o―――



IVONA


―――o―――



MONTROULEZ


A. Chevalier, Mouler



1886






D’AN AOTROU


MIKAEL AN DANTEC


BARNER E PORS-LOEÏS


MOR-BIHAN


―――――o―――――



Aotrou ha mestr muia karet,


N’esaïn ket larad ar blijadur a zantan em c’halon o kinnig va leorik d’ar mestr gwella em euz karet ha prizet evel just ha rèzon, nag ive diskouez pegen anaoudek oun evid an digemer vad a blij ober d’am Ivona eun den a zo anvezet evit beza ker guiziek en iez dudiuz hom zadou koz. Va joa ha va anaoudegez, c’houi hell kredi, a zo braz.

Ar pinvidik, pa ro, a ra plijadur d’ar paour ; ar paour a ve eüruz pa digemerer diganthan, ha pa ne vez nemed he drugare.

Ha breman, larin dec’h, mar ge Loranz eur patriarch enoruz meurbet ; Ivona skouer ar merc’hedou iaouank, eur pried euz ar goanta hag ar reïsa, eur vam evel dlefe beza kals a vamou en Breiz-Izel, er Franz ; Laouik eun den leun a lealdet hag a nerz-kalon ; me oar erfad eo chomet va zelen dister pell warlerc’h ar c’han skiltruz en dije distaget, gant gwir, da bephini anhei, eur Prosper Proux — et, siouaz ! re abred ouc’h touez he vignounet kalonek a zong c’hoaz he gaon — pe eur barz all euz he vent. Allaz ! « Non datur omnibus adire Corinthum, » Ne gan ket nep a gar ker awalc’h da laouenad ar bed ; hag er goumanand, mar plij, ne ve ket bemdez eureud penherez.

Evel m’am euz gret va zroïk en Breiz-Izel, o tont hag o vont dre an henchou, pe c’hoaz goude koan, en eur gounta e giz an tad Loranz, perlez alaouret mantel an noz en he gander, evel-se em euz kavet adarre, tamm aman, tamm aze, peadra da gempen va Ivona.

Ar pez hellan kovez a vouez huel dirag an holl eo em euz displeget pen-da-ben kreden va c’houstianz e pehini am euz c’hoant — nan da vervel — mez da nijal en eur vuez koantoc’h evid houman a stlejomp en draounien a zaelou.

Ia ze eo va c’hreden, va c’hoant, va esperanz, en despet d’ar bac’hadou a gouezo war va chouk evel taoliou kleve en dour.

Ma na blij ket va marc’hadourez, evit c’hoaz, da eur rumm bennag, n’oufen petra ober d’hei. nemed diskleria penoz Ivona en do ar vadelez da c’hortoz ma vo savet an de en ho speret, pez a c’hoarvezo hep dale, a gredan, dre trugarez an Aotrou hag he Vab divin, hor Zalver binniget.

J.-C.




Chêne, an ugent a viz guengolo 1885.




I


AR VERC’H VIHAN HAG AN TAD KOZ


ivona

Nav heur zo paouez son, tadik, deut ar mare
Da gemer eun diskuiz beteg warc’hoaz veure

loranz

Ia, mad, ma Ivona, me ia raktal ganez.
Ha va Loranz, eun dorn e dornik ar baotrez,
En egile he vaz, o tont ganthi d’an ti.
Ar sonj n’eur ho gwelet zeue d’in ouz Tobi
Hinchet gant Rafaël.

Pemzek kwech e doa gret
Ar bed he dro d’an heol aboue ma oa ganet

Ivona. Flam hi liou ; hi beg eur gerezenn ;
Hi diou jod henvel beo d’an diou gaera rozen ;
Gwen vel an erc’h hi zal ; he lagad lem ha glaz ;
Hi bleo du rodellet divar he c’herc’hen noaz
A gouez a vouchadou izelloc’h he zargreiz
Vefe eur blijadur paka gant pevar biz.
Daou renket dent ker gwen, ker bihan, ker koantik
Ma rofe eun he viz da gregi d’ar plac’hik ;
Hi dorn ave laret hini eur varkizez,
Ha biken bravoc’h troad n’e deuz bet eur brinsez.

Med koanteri hi c’horf a zo nebeut a dra
E kenver vertuziou ha furnez Ivona.
Hi dillad zo dister, med ker fresk ha ker net
Mar geuz c’houez mad ganthei, ha joa gwir ho gwelet.
Dre hi labour en de, hag alies en noz
He talc’h an ti en urz ha lirzin hi zad koz.
A hed eman ar verc’h o ferra, ampeza,
O walc’hi, o c’hrouiad, Loranz da Ivona

A len ar skritur sakr, pe an histor santel,
Hep ankouad, zezo skler, hini kaer Breiz-Izel.
Peger brao an elik ambrouge hi zad keaz
Pa en doa c’hoant d’ober eun dro vale er meaz !
It kazel-az-skazel ha kement a garfot,
Ma mezel, va bourc’hiz ; ia, met gand a refot,
N’huvréet ket beza ker koant hag Ivona
Pa ro hi brec’h da vrec’h an tadik joaüsa.

C’houi ive pere lak an eurvad er madou,
A gred ne choum nemed e kreiz ar bombansou,
Diskit en eun ti paour penoz al levenez
A ren eno pa vez azezet ar furnez.

Bemde goude he goan pa luc’he ar steret
E niver braz en env, vel perlez alaouret,
Loranz en em denne ’n he liorz da sonjal
En dud en doa karet.

He sonj gerze raktal
Da gomzou hor Salver : « Meur a lec’h benniget
A zo e ti va zad.
 »

Perak na vefe ket
Ha va zad, ha va mam, va greg, va bugale
Er steredenn lugern da genta, a zale
Beteg an de, hanvet er mintin Lusifer,
Pe steredenn an heol, d’abardaez Vesper.
Pe c’hoaz e Breiz-Izel steredenn ar meser.
Ha deuz roet ouspenn he hano d’hor gwener ?

Awechou gand eurvad he zellou a starde
War an teir stereden galvet an tri roue ;
Pe war an Ours-Vihan, Sirius, an Ours-Vraz,
War ar C’haor, an Dragon, al Léon ha Pegaz.

Kalz plijadur en doa o tiviza bemdez
Gant pephini anhe. Hogen, aman ivez
Lezenn ar garante ne gollez ket hi zro.

Pa re Loranz al lez d’an ugent koant ar vro,
Piou lekeaz unan da ober ho baro
D’an naountek plac’hik all, nemed al lezen-ze
Lare : « unan dreist holl dle gounid da ine ? »
Hon Loranz koz eta n’em blije peurvuia
Gand ar steredenn gaer a garie ar muia.
Steredennik an noz — ha red eo hen laret —
Ouz an nao ugent mil, oe an hini karet.
D’ehi, goude beza gret he bedenn d’an Aotrou,
Distak vel eur bugel, e roe he sonjou,
Ha na vije tam skuiz p’arrue neur gana
Eur zonik vrao bennag hi verc’h mistr Ivona.

Ne vize skuiz ebet, ha koulskoude, ker brao
Kave mouëz an el, ma lavare atao :
Ia, ia, ma Ivona, me ia ganez raktal ;
Warc’hoaz embo amzer adarre da sonjal ;
Pep devez ’n euz he zam ; lezomp he vec’h d’eun all.


————


II


SONJOU AN TADIK KOZ


Kement tra zo krouet a bado da viken.
Netra ne ia da goll. Pa welan eun delienn
O koueza, o ruilla kaset gand an avel,
O vreina, daoust hag hi a ia eeun da vervel ?
Salokroaz, ar maro ne ze nemed eur ger,
An delienn dizec’het ha breinet, mar kerer,
Azsavo adarre en eun delienn nevez,
Pe n’em droko e seo, ha marteze e frouez.
Gwelomp eur c’hreuneun ed ; hi a vrein en douar,
Oh ! ia-zur, med evit azbeva en he c’hloar.

Me zant ive penoz va spered a zo gret

Evit padoud atao, ha n’ouzoun tra er bed
Tristoc’h eget va breur o klask lakad ’nhe benn
Ne nemed eun tam poultr hag a choumo poultrenn !

Esoc’h e kav larad : « na gredin mui netra
Hag evelse n’em bo kount ebet da renta »
Eget lakad he boan da viret al lezenn,
Da zenti ouz Doue, da veva e kristen,
Daoust hag hen ar breur-ze a c’hell ive laret :
Broudou ar choustianz, n’ho anavezan ket ?
Lounko ze nep a gar : vid’ounme Thomaz all,
Laro pez a lare va faerounik gwechall.

Nag abet ’meuz klevet, pad ma oant kren ha iac’h,
O c’hober berniou goap euz an Aotrou, he nac’h,
Ha pa zantent ho zroad tostik d’ar bez riskuz,
Dihun ho c’houstianz, o krignat : in manus……
Pe en brezounek c’houek : en ho taouarn, Jesus,
A lakan va ine ; oh ! bezit truezuz !


Mez, kemeromp eur vro ha na vo den enhi
Met kanfardet hep fe, petra a welfomp ni ?
Eul leon, evit sur, o varna evelhenn :
» Setu ni, mignounet, dirak peder loden :
» Karante renket mad gommanz dre hi unan ;
» An eil lodenn a zo evidoc’h re vihan ;
» Paz’oun krog en derved, koulz eo din he faka :
» Pe me welo, na vo grik war an diveza. »

N’euz ket da larad nann. Kaer deo ar re vihan
Krial enep ar varn, koll a refont ho foan.
An hini nac’h ar Mestr a gaso da bourmenn
Ar rebechou, ar gwir, ar c’hlemmou, al lezenn.
Ar barner, hep mar braz, adu gand ar c’hrenva.
Eur wech krog en histrenn, weo hen divoeda.

Petra fell d’ec’h, tud kez ! N’em lakit en hom flaz ;
Pe seurt de danz, mar plij, renkfemp ober warc’hoaz ?
Danz-tro, passépié, bal, kontredanz ? p’hini ?

An eil hag egile, ha marteze hini :
Rak c’houi marvad e ve gwasoc’h en hom c’henver
Eget ni evidoc’h — daoust ne oamp ket tener —
Hag a zistakfe deomp ar blijadur hep ken
D’ober ar zoniri war lein ar varriken.
Piou am zislavaro, a roio da intent
Neur diskar ar ponchou ezetaer an hent ?
A c’hell kement kanfard, eur wech troc’het he ben,
Vel an aotrou Denis, war he zorn he dougen ?

Eur roue prussian, Frederik, a lare :
» Ma renkan, vit gounid, mont gant ar wirione,
» Me iel barek ganthi : m’eo gwelloc’h larad gaou,
» Me a vezo gaouiad da nebeuta vel daou, »
Kleo nep doa c’hoant klevout. Ar c’hanfard hugunod
Na droïdelle ket tro war dro d’ar ribot.
En he rouantelez, brema c’houec’h ugent vlaz,
An aotro man, m’am euz sonj mad, zigemeraz
Ar jesuistet gwinted e meaz ar broiou all,

Ouz Bro-Saoz, ouz ar Frans, ouz Spagn, ar Portugal
Kredi re beza et, pell a voa, da louarn
Daoust, na grede netra. Allaz ! etre daouarn
An tadou dizemez ne oa met eur bugel,
Ha dezhan vel d’eun all ho deuz gret ar gentel.
Ze c’hoarve alies gand ar sperejou fin,
N’eo ket awalc’h, mar plij, d’ho empen, d’ho ijin
Nac’h ar Mestr, he lezenn ; nan, red eo d’an dud kez
Planta ho bek tano etre dent an durkez,
Ober ar c’hontrol tre euz pez ho doe laret,
Ha lakad ho labour a dreuz gand ho speret —

Setu penoz, e lec’h c’houennad an drouk ieoten,
A gassaont dreist holl, ve c’houennet d’hei ho fenn ;
Eur wech gret ar beget, kresket al louzou foll
Ha dioanet kant all, en em lakont da goll
Nemorant ho skiant, en eur doui Doue
E p’hini, emezho, na gredont koulskoude.

Pell d’ober ho menec’h, ar re man a dapfe :

Kentoc’h diou vit unan. Hogen, groagez hep fe
Peger brao evefent ! Mar geuz chas bleo hirio,
Neuze eve gwelet kalz muioc’h etrezho.

Evit ar vugale pebez tristidigez !
Daelou, trubul, glac’har hadet en tiegez !
Rak pe seurt de doujanz defe vit ho c’herent
Ar vugaligou gez tam girik na gleofent
Euz an Tad Gallouduz zalc’h ’nhe zorn ne oar den
Pet kant million bet ! A verk d’ar stereden
An hent a dle redek, hag a c’houlen ive
Diouc’h he vugel skiantek doujanz ha karante !

Oh ! ni oar, ar vuez zo diez da zougen :
N’omp ket evit diskar ar bec’h diwar hom fen.
Da vihana m’hon euz eun dra bennag a boan,
Er fe, en Esperanz e kavomp eun dizoan.

Mez piou, eno, siouaz ! dorro nerz ar glac’har

Ma na weler netra e tu all d’an douar ?

An hini zalc’h ar zac’h, mar ge henvel d’al laer
A lak ebarz, setu eun dra all a weler :
Eun den hep fe gristen, na gred netra ebet,
O lounka marvaillou ann holl furlukinet.

Pa gounte he sonjou, en ti, da Ivona.

Ivona


Oh ! p’hen larit tadik, kementse dle beza.


————
III

EUR C’HAMARAD NEVEZ


Evel se peurvuia achue pep histor,
Rak Ivona dije kentoc’h lounket ar mor
Hag he pesket evit mankoud da gaout fizianz
E pep gir ziskoulme hi zadik fur Loranz.

Eun allik abaoue eun toullat deveziou
Wele an daou gristen hag heulie ho giziou.
Hor c’hamarad nevez oa pentet evelhen :
War he gein eur zae du ; tok kampet war he ben ;
Bleo hir ; fas touz henvel d’hini eur verc’hodenn ;
En eul leor alaouret va mab ra van da len,
Mez, d’an distera trouz, krak ! he fri zo en er.

Awechou all a stlap taoliou lagad dre laer
Dreist ar c'hleün ieotennet zisparti ho jardin,
Er gearik ker zeder rer anhei Plougistin.

Evelse oa disket gant he vreudeur hena,
Ar blantenn deut gwezenn vir hi fleg peurvuia.

Perak na choume ket, p’en doa c’hoant da pedi
Sioulik brao en he gampr ?
Oh ! plijo d’ec’h kredi,
Ar paotik doa lennet an Aviel buhan,
Hep gwelet ar rebech gret d’ar farizian ;
Hag ouspen piou gredfe beza divez awalc’h
Da sonjal ve traou faoz dindan lost eur voualc’h ?...

Hogen pep krouadur zo staget d’he vicher,
Pephini ra an neûn eo galvet da ober.
An alc’houeder en deuz vit nijal diou askel,
Hag a nij ; eur c’hure eur brevial vit teurel

Tu man, tu hont d’an dud he bedennou santel,
Hag ar fésoun gwella d’ho skuilla, d’ho leda
Eo pedi en avel, kreiz an drouz, petra ta !

Pa deue ar plac’hik el liors, oh, neuze
Pater, Ave, salmou, Oremus a deuze
War bek teot an Aotrou.
Rak Laouik ne oa ken
Laouik evel diagent. N’ouzoun dare zoken
Hag hen an aotrou mear na denne he dok plouz
Evit larad bonjour da genta d’ar marmouz.
Pez zo sur, tad ha mam, breudeur ha c’hoarezet
Hag an holl koulz laret, nemed ar c’hanfardet
Doa c’hoariet ganthan pikarom, pentoullik,
Re, marplij, an Aotrou euz lostenn du Laouik.

Neuze ta pa lamme an diaoul kreiz he bedenn,
Nebaon ! va goazik ’n doa bec’h kaer gand he gudenn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Me garje, emezhan, kreiz krignat he vreuvial,
Gouzoud petra a c’hell Loranz koz huvreal.

Ar bik, me z’aoun, en doa kroget en he skouarn.....
Mez, loskomp an abad da c’hoari he louarn.....

Ia debron braz am euz d’ober anaoudegez
Gand an den enoruz welan aze bemdez
Hi benn zavet en env. Mez penoz n’em gimer ?
Ne lar, war a glewan, na Pater na Noster.

Oh ! ar farizian lare ive gwechall :
» Mil bennoz, va Doue, n’oun ket vel an dud all
» Pere a zo laeron. Vit pez a zell ar iun
» Diou wech da nebeuta her ran striz pep sizun.
» An deog a roan euz a gement am euz.....
» Harao, d’ar publikan son he ialc’h ato kleuz ! »
Ha koulskoude heman — c’houi a oar koulz ha me,
N’em dennaz en he di iac’h pesk, neat ha pare.

Ma c’halfenn, lare c’hoaz, gounid an ine ze !
Piou oar, me ve person hep dale marteze...
Pep soudard zoug 'nhe zac’h danvez eur marechal,
Araog’ na pa dapfenn met karg a jeneral.

Marfadik, p’am euz gret eun tam mad a studi,
N’am bezo poan ebet evit c’houeza he fri.

Ma n’oc’h euz ket gwelet, o denik kez Loranz,
Eur maout a seminer goest da frika ar Franz
Dre an théoloji 'neuz plantet en he benn,
Lakit evez, warnoc’h eman prest d’hen astenn...
Ne zeuz den evelthan. Disket ’neuz B-A-BA
E gallek, e latin... rak se diwallit ta.

Ne doa ket echuet an abad he huvre,
Teu eur c’houezadenn sec’h divar lein menez-Bre,
Ha setu eur follen — War pehini meudou

Hon Aotrou o pedi, doa lezet ho roudou
Da nijal ouz he leor ha da vont da Loranz.

» Kaera tra, emezhan ! Oh, na brava taol chanz !
» Pebez digare koant a gouez d’in euz an ee
» D’anaout ar pagan koz, d’hen c’hounid da Zoue !
» Abars nebeut, m’he tou, e teuio d’an iliz... »

Allazik ! nep a gount, Laouik, hep he hostiz,
A renk kounta diou wech ha distrei war he giz.

Hep beza gwel c’hoantek, Loranz e doa sellet
Ar paper ; warnhan oa... fas itron ar Salet
Er gwiskamant iskiz doa ar penn asotet
Lamerlier, vit c’hoari ar Werc’hez, invantet.

Loranz

Dalit, Aotrou kure… deoc’h eo zur ar paper...

An Abad

Benastoue va den.

Loranz

Aotrou, ho servijer.

Sell ta, eme Laouik... ne oan ket e gortoz
Da gaout ken amgraüz ha ker mad ar paotr koz.
Red vo din, a welan, warc’hoaz pa zistroin,
Kemer ganthan an ton jentilla a c’hallin.


————
IV

DERSIENN


E de warlerc’h, Laouik. — Sonjet ganthan ar pez
A larje da Loranz, ha penoz ar baotrez
Dapje he gomz kenta — rak plantet doun en doa
En he benn a choumje da c’hortoz Ivona —
Arruaz, he vreuvial kloz dindan he gazel,
Digor frank he lagad, ha koantoc’h, diskabel.

Azéet hor Mentor war he gadorik koat,
Setu raktal Laouik o tont hag o tostaad
Vel eun eskop luban pa ia da eur palez
Da ober fors kudou e harz treit eur brinsez
Ha zoken chiboudik dirag al lakizien,

Rag eno ve meür mel kein hon eskibien,
Muioc’h marteze c’hoaz eget er Vatikan
E pelec’h n’em lakont ker plat ha bara kan.

Laouik

Noz vad d’ec’h, Loranz koz ; penoz a rit hirie ?

Loranz

Bennoz d’ho madelez ; a drugare Doue,
Na c’houitan ket, Aotrou.

Laouik

Ho kweloud ran bemdez
O sellet en envou. Ha c’houi pefe enkrez ?
Na pezit aoun ebet evit diskleria d’in
Ho poaniou, d’hei vezo kement harp a gavin...


Loranz

N’oun bet biskoaz, aotrou, gwall aounik em buez,
Ha mont a gil hirio dirag ar wirionez
Ne man ket em speret. Hep distro ta na gaou,
Me gounto va foaniou pa blij d’ec’h va zilaou.

An amzer zo klouar, Mae en he gaera stad ;
He vokejou a strink a bep tu ho c’houez mad.
Seiz taolik neuz roet gand he vouezik skiltruz
Kloc’h an iliz parroz. An heol zo vont da guz.
Al lapouset ’nho c’hlud deuz lezet ho richan,
Hag ar vugaligou ho c’hoariou dre gan.
Ar gearik e ve sioul paneved eun drouz mor
Zistag an hent houarn.
Didrouz e tal ho dor,
E tu-man, daou bried a gount al labour gret,
En hini a wintfont warc’hoaz veure a bret ;
Penoz ive eo poent kas Rozik da zizoun,
Penta ar mab henan vit eureud he baeroun.

Etu hont, daou allik verk ar gounidegez
Dleont kaout war ar zaon, an hollen, an ampez...

Lod all gand ho loa beuz, war ho skabel e meaz
Lip dizeblant vit koan, krampoez trempet ’n ho leaz.

Aman, Per da Jannik a zispleg he dro Franz,
Ha Jannik lar da Ber penoz brema michanz
E sonjfont dimezi...

Aze, Iann hag Anna
Gemer ho doaréou vit pep sul pardonna.

Eur verc’hik a garfe tanvad eur begik lez,
Allaz ! pinvidik e hag ouspen... penherez,
Ha paotr na gred tostaad, ker lorc’hek e ar vam.

Etretant Ivona chas laouen war hi stam.

Daoubleget war ar c’hleun Laouik astenn he vek
Evit klewoud gwelloc'h histor an amezek.
Deut ive c’houi, lenner ha lennerezed vad
Da zilaou petra lar tad Loranz d’an abad.


Loranz

Job gwasket gand an drouk a lare evelhen :
» Buez an den ne de nemet poan hag anken ;
» Dont ra vel eur rozen, goude e ze troc’het
» Hag e ia vel eur skeud hep ehan tam ebet. »

Jakob lare ivez d’ar roue Faraon :
» Va buez zo bet berr ha leun a ran-galon. »

N’oun netra e kichen ar patriarchet-ze,
Kement hag ho hini ’neuz poaniet va ine.
Dek vlaz ha tri ugent zo brema war va fenn
— Na hetan da nikun eveld’oun dho zremenn —
Iaouank em euz kollet va zad, va mam karet.
Eun tamik peadra gant poan ho doa goret,
Ar paourkez danvez se, dre laer zo et en dro
Evel ma gountin d’ec’h bremazoun, va aotro.

Eur vreg a fesoun boa dibabet, ha Doue

A ziskennaz warnomp eur rumad bugale,
Pevar Hen deuz galvet. Abarz nemeur goude,
Ho mamik ker tener ieaz d’ho heul d’an ee !

Choui am c’hredo, Aotrou ; mar d’oun bet glac’haret,
Bep wech, e kreiz va c’holl, da Zoue ’m euz laret :
» He roet ho poa din, hag he gemer a rit,
» Ra vezo gret pep tra, O Mestr, vel ma karit. »

Allaz ! — aman Loranz n’em savaz neur grena —
Kement all a enkrez ne oant netra, netra,
E kenver ar poaniou ’m euz gouzanvet warlerc’h.
— Laouik n’em zao ive en he za — An teir verc’h
Oe choumet c’hoaz ganen (eben oa dimezet)
Ha ne ket deut an diaoul da lakad ’n ho speret
Oa dleet d’hei lezel ho zad koz hag intaôn
Da veva, mar karie, divar glac’har he gaôn,
Pe da vervel kentoc’h dre nerz he ran-galon ! ! !
Biken befe kredet divize ho mistri
Flastret kalon eun tad evel eun torch listri ! ! !

Ia, el int ’n eur gouent, an eil warlerc’h eben,
Da n’em vezia beo, ha dra kriz, ’n eur goulenn
Al lod a zeue d’hei a berz ho mamik kez !
Penoz c’hell tud devot beza ker didruez !
Goude beza rannet, brevet kalon eun tad
Dont c’hoaz da ziframma ar pez en doa a vad !
Ar c’houec’hvet gourc’hemen : « tad ha mam enori »
Ho respet evithan eo hen deurel er pri !
Lezel al liberte gant tud zo ker digar,
Me c’houlen, ô va bro, ha ne ket eur glac’har ?

Laouik a éj he benn, hep larad tra war ze,
Teuzi renk ar gaou vil dirag ar wirione.

Pounner oa bet an taol. Eur c’houezen ien grogaz
E tal hon Loranz koz.
Ivona p’arruaz :
« Petra zo, emezhi, tad, n’em gavet ganeoc’h ? »


An Aotrou

Oh ! bezit, Ivona, bezit dinec’h e peoc’h...
Ho tad en deuz sonjet er c’hroaziou a bere
Eo karget hom buez...

Ivona

Klevit va digarre ;
Eun dra bennag, Aotrou, zo c’hoarvezet aman,
Rak biskoaz na veliz al liou fall ze warnhan.
Deomp eta, tadik kez... skuiz a dleit beza

Laouik (en eur zellad)

Evurusa Loranz ! Chentilla Ivona !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Ivona

Tad, petra rin-me d’ec’h ?

Loranz

Oh ! netra ; p’am be poan,
D’az kweloud, d’az silaou ez e va holl dizoan.

————
V

ENKREZ

Loranz hep nec’hamant a ieaz d’he wele ;
Ivona enkrezet a choumaz war vale.
» Arabad emezhi, klask wiou e nezou koz.
Me avad e ve brao ma tigouezfe fenoz
Drouk gant va zadik kez — e despet d’ar gomz vad
’Neuz vit an taol kenta laret d’in an abad —
Ha ma vefenn kousket ! Petra larfe an dud ?
An teodou fall ve eaz d’am c’havoud zod ha mud.

Dao, dao, dao ! — sell ! div heur ! Piou a sko war an or ?
— An aotrou medisin zo e c’houlenn digor.


Ar Medisin

Dimezel Ivona, na pezit aoun ebet.
Ervez zo laret d’in, drouk zo en em gavet
Dec’h d’an noz gand ho tad, hag ez’oun deut founnuz
Da welet e pe stad man Loranz enoruz.

Ivona

O aotrou Douarlan, kant bennoz Doue d’ec’h...
Pignomp ta, mar kirit, pignomp sioulik d’an nec’h

Poent e oa erruoud. Loranz, hep klem, a gren
Vel eur wezen dero a ej eun avel gren.

Ar Medisin

An dersien ma a vo distaget a dro vad...
Med, m’am c’hredit, va merc’h, na lezfot ket ho tad,
Arog m’am bo laret, da vont en he jardin.

Bep heur vije goulenn a bep korn Plougistin,
Euz iec’het ar c’hlanvour, rag an holl hen karie.
An aotrou en he doull oa nec’het e keit-se.

Teir zun choumaz Loranz hep lakad troad e mez.
Ar sivi deuz kresket, al lapouz gret he nez ;
Ar rozen digoret hi deliou dudiuz ;
Dre holl, Even gwisket he gaerdet ker joaüz.
Ar foen barz ar prajou, zo koantik da welet ;
Ar parkeier glaz-griz vo prestik alaouret ;
Kerez, koper, gregon, ra plega ar brankou ;
Iec’hedou vo evet gant chist ar verjezou ;
E pardon Béaj-vad a ruillo levenez,
Ha zur, da Foar-an-Nech vo laouen Montroulez.

Mez distroomp d’hor maout. He spered da Laouik
Oa gant Loranz, oh ! ia ; ha marvad eul lommik
Gant Ivona. Gwall hir e kave an amzer ;
Ne wie pelec’h tréi, na pe seurt stum kemer.

Petra c’hoari ganez, c’houlennaz e person,
Eun devez war lost lein ; ha klanv ve da galon ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Kovesour, ’nhe kaset, a laro d’ec’h bep taol :
« Arabad kuz » ; med hen, lipet al leaz, ne dol
D’he person med... ar pod...

Ar C’hure

N’am euz netra ebet
Med anken o welout penoz e ia ar bet.

Darbet oe d’ar gomz-ze lakad an tan en ti.
Dour skler oa war an daol ; c’hoarzet oe bet outhi,
— Vit freskad ar c’hafe, e doare ma zeo just
Deur paour kez labourer e deuz eur vicher rust —

N’ouzoun dare penoz ar person a gredaz
Oa rebechet dezhan ober he damik goaz.

Ar Person

Ha sonjal a ra d’id am euz ezom breman
Mont d’az vete vit goud ped beraden aman
Ziskarin em gweren ?

Ar C’hure

Koll rit ho poult, aotrou,

O tenna war gedon a red en Tombouctou.

Ar person pehini ne oa ket go he doaz :
— Tom boutou, tom boutou... Skrivet a vo warc’hoaz
D’an eskop hag a vo......

Ar C’hure

Mez pa lavaran d’eoc’h...

Ar Person

Ha me a lavar d’id z’oun mestr aman... ha peoc’h...

Ar C’hure

Ne oa tam gir ganen da sellad petra rit,
War ze ez’oun dinec’h. Choui skrivo, mar karit...

Ar Person

Han, han ! ne ket d’inme ez poa sonjet... mad, mad...

Ha setu Laouik kez, eun dren e mez he droad,
Da redek d’ar jardin ha klask tenna eben.
Allaz ! ker en euz klask eno, na wel den, den !...
Hag an dren n’he galon ne ra nemet gwasad !

Evelato Loranz a zeu da zederad,
Et an drouk en he hent ; hag ar verc’h stad enhi
Deuz mignounet nevez : pemp pe c’houec’h gwenili.
— Ne oar ket ped dre just.
E korn he fenestrik,
An tad hag e farez feal d’ho mestrezik,
E distro a vro bell, doa neziad adarre.
Ah ! n’ho doa aoun ebet deuje ar vugale
Gant ho daouarn skalfet da nejaoua eno.
« Piou garfe, emezint, oc’h anaout mad ar vro,
« Ober poan da eun el, d’an elik Ivona ? »

Peger brao oa gwelet hi dorn o vruzuna
Bara d’hi labouset! hag ar vam hag an tad,
Goude eun droïk nij, dont d’he zrugarekad !
Ha na brava traouik ! Ivona fringole
Gant hi mouez ker dousik d’an eil ha d’egile !

M’en dize Laouik kez klewet unan hep ken,

N’en dije gand ar joa zur zur kousket taken.
Med allaz ! en he droad a poaz atao an dren !
Loranz a zalc’h an ti ; ar verc’h choum n’he gichen.

D’he dro, kreiz peoc’h an noz, an eostik eüruz
Zistage d’he vestrez zoniou melodiuz ;
Ivona a dride o klewoud ar mestrik.
Ho ! Laouik a garje beza al labousik !


————
VI

EUR GENTEL


Dre fors kana Nouel, lare d’in m’amezek
Gwechal pa oan bihan, e teu an Nédélek.
Ar medisin — unan ar re wella, dam giz,
Em beuz anavezet adal ma iaouankiz —
Doa roed e c’hrad vad ma ieje Loranz kez
D’ober eun dro liors, harpet war he baotrez ;
Ha setu int eta o vont sederik braz
Evel daou amouruz beteg ar gador skoaz.

Ivona

Alo ! breman, tadik, me ia prim da pinset
Va lienach ; ha c’houi, c’hoarzit brao d’ho steret.


Loranz

Ia, ke, va labousik, d’az labour binniget ;
Vid’oun me vo gentil gant va mignounezet.

Evel ma sonjit mad, Laouik ne oa ket pell ;
Na wie gant ar stad penoz en em derc’hel

Laouik

Na me zo bet poaniet, Loranz, en deziou man !...
Setu c’houi en ho ploum ha pare a welan...

Loranz

Ia zur, aotrou kure, ha ra vezo meulet
Hon Tad a zo en Env

Laouik

Hag itron ar Salet...

Loranz

Goustad, deomp war hon han hag ez afomp pelloc’h.
N’oun ket gwal souézet o klewoud ac’hanoc’h,
Nann sur, va aotrou kez, rag gouzout ran penoz
Kalz euz ho kenvreudeur a vir ho lagad kloz

War ar gevier paket ebarz ar siminer.
Sonjal re d’in velken o poa eur skiant re gaer
Vit harpa eun dra faoz ha noazuz d’ar gwir fe.

Ar C’hure

Gaou, itron ar Salet! neuze ta, me garfe
Kaout etre va skilfou eur pinsin balc’h bennag,
Kanfe goap d’ar Salet! ’Neun taol pao ve distag|
He c’hoaperez diouthan ; rak, pez so zur, eur mab
En deuz evit hen ren an tad santel ar pab,
Mistri zibun dre leor Billuar, Ligori,
Rodrigez, Peroné, Veuillot, Tronson, Guri,
Na c’hell ket fazia na beza eun azen.

Loranz

Ichékon ! nag a dud ! vit paka fri pep den
Renkfenn kaout eun dévez...

Ar C’hure

Choarzit, Loranz, atao ;
Med ar Salet, ha c’houi ve goest d’hen dianzao,
Ha da ziskouez d’in em beuz lounket eur gaou ?

Loranz

Raktal Aotrou kuré, mar kerit va zilaou.

Da genta ar Werc’hez, piou lar deuz hi gwelet ?
Daou gezik oa a vec’h digorct ho speret.
Hervez ho lezennou eun test ne test ebet ;
Pevarzek vla zo red, ha Maximin n’en doa
Met unnek, Melani a vec’h pevarzek vloa.
Rak se ta testeni ar paotr zo didalvez,
Ha na refot netra gand hini ar baotrez.
Eskop ebet na hell gand eun testik hepken
Planta traou burzudus en eun iliz kristen.

A naontek gwengolo, emberr daou ugent vla
Petra deuz int gwelet? « Ar werc’hez o wela ! »
Ec’h ! Me larfe kentoc’h, an diaoul o vouzc’hoarzin
Neur welet an dud kez o koueza ’nhe pinsin.
Ha petra, emezint, e deuz lavaret hi.
« Ma na fell ket d’am fobl, klewit, d’am fobl senti »

Biskoaz an drouk speret n’euz stignet falloc’h tra
« E vo red din lezel brec'h va mab da goueza.
« C’houec’h de em boa roet d’an dud vit labourad,
« Med ar zeizvet zo d’in, ha den n’hen vir ervad »
Gand ar sotoni ze daoust ha c’hui gav c’houez vad ?
Hag ar werc'hez a ve muioc’h trugarezuz
Eget salver ar bet ? Euzuz, Aotrou, euzuz ! !
« Eun Doue zo hepken, eun advocad hepken
« Etre Doue ha ni, Jesus-Christ mab an den »
Ze lennomp el lizer gant Pol da Dimote,
Ha c’houi hen deuz lennet michanzik koulz a me.
Ar werc’hez n’hem rafe Doue hi he unan !
Ne ket hi, mez an dud her ra Doue breman !

Laouik silaou bepred, hep lavaroud netra.
Med Loranz ia en dro, ha falz kammet ne ra.
Ar werc’hez hirie zo a uz Doue an tad !
Ia, siouaz, kement se ne ze met re anad.
Petra weler breman, ebarz an ilizou ?

War aoter ur werc’hez ar c’haera bokejou
Hag an aour o ruilla harz treit an itron goant,
An dilerc’h vo roet d’ar Mabik ma ’neuz c’hoant !

Pad eur miz hep diskuiz, hi a dap enoriou
Hag e kement kantik an holl meuleudiou.
Digarez ma kanont Ave maris stella
War toniou da zanzal, an tadou Loiola...

Ar C’hure

Ia, ia, med diskouezit, ervez m’ho c’heuz gwestlet
Ez eo faoz hon itron burzuduz ar Salet.

Loranz

Fé ! diez e ze d’in gant eur c’hoz dimezel
Ober d’ec’h eun itron... Med, koulskoude, evel
Maz’oun techet d’ober plijadur d’am nesa,
Vit plijout d’ec’h, aotrou, me raio eun esa.

Koef soun kroumet eûn tam war an arog er pen,
Kurunen roz var dro ; eur pez gouzougen wen,

Boukejou tro war dro ; roben wen goloet
A berlez lugernuz ; davancher alaouret
Leun a berlez melan ; lerou melan zo ken ;
Boutou ler gwen, gand roz ; bouklou metal melen ;
Er bruchet eur groaz aour dre eur chaden dalc’het ;
Krist, turkez ha morzol ; eil chaden melennet ;
Ment braz evit eur plac’h ; bek gwen hir eun tamik.

Setu aze, aotrou, al leanez sodik
Zo bet ker burzuduz e menez ar Salet.
Dimezel Lamerlier eo ar pen avelet
Deuz gret ar c’hoari ze. Pep hini en Grenobl
Anvez mad ar zodez a lavare : Ma fobl.
Hag arog a goude an naontek gwengolo
Ez e ’n’em diskouezet en he gwisk divalo.

D’ar person Déléon he dewa tamalet
Da veza c’hoariet ar Werc’hez er Salet,
E deuz gret daou brosez : ho daou e deuz kollet.

An advokad, Jul Favr, ker brudet e Pariz
Na zistrofe hirie mez’aoun braz war he giz,
Ker brao oe ar chupen e doa tapet eno
Neur difen eur zodez anvezet mad er vro.

Red eo beza leal : pinvidik braz e oa
Ma mezel ; ar mizou e deuz prizet paea.

Hi unan deuz renket ouspen eur wech anzao
Oa hi ar werc’hez foll ; — sod ve paket atao —

Mar doc’h en douet, aotrou, testou a zo beo c’hoaz.
Goude ma plich d’ec’h lenn, c’houi laro din warc’hoaz
Hag hen meuz laret gaou diwar ben kement se ;
Presta rin d’ec’h levriou ziskouez ar wirione.

An eskop Dupanloup, goude eun enklask piz,
’Neuz laret: Ar Salet zo noazuz d’an iliz. »

Ar miraklou nevez, en deuz laret eun all,
Ro d’an dud disfizianz ouz ar re gwir gwechall.

Ar C’hure

Hag an abek ma choum hon Itron en he za ?

Loranz

Arc’hant ar pennou zod deu eno da goueza.

E keit ma vezo aour o harpa ar gevier
Kement Leon a vo harpo pep Lamerlier.


————
VII

EUN NOZVEZ LUGERNUZ



Ivona

Gwall hirrik ez eo bet, tadik ho komzerez
Gant Laouik, ha mez’aon, c’heuz ive didruez
Stardet ar vinz dezhan ; rak a ié d’ar ger
Vel eul louarn troc’het he lostik gand ar ier.

Loranz

Bez dinec’h, Ivona ; ar pabor ze a Rom
’Neuz klasket eur gentel a b’hini doa ezom.
Na p’am befe gwasket eun tamik he golier,
N’am euz ket diskaret c’hoaz dez’han he vannier.

Ivona

Oh ! neuzfors, tadik kez...


Loranz

Sell, sell ta ! ha tez pe
Tolet eul tammik sell war an aotrou kure ?

Ivona

Fe ! ne laran ket nann. Eun den iaouank a zo,
A zo bet a viskoaz hag a vezo ato
— Nemed eve ganthan dirol he chapelet —
Da gement merc’hedik eun dra vrao da welet.

Loranz

Mad, mad, ma Ivona ; ar gwir a zo ganez.
Ar ger ze dall d’inme eur vagad gwirionez.
Warze deomp d’hon diskuiz.

Antronoz, kenta tra
Ra an aotrou, ez e dirak Loranz roga,
Dibenna ha drailla he Itron ar Salet
Oa et eun de war nij ouz he leor alaouret.

Oh ! nag a wech vite, taolik avel meulet

Gant Laouik d’hen beza ouc’h he vec’h dizamet !
Panevedoud marvad vije c’hoaz an aotrou
O peuri ber en ti ar person Tomboutou.

Ha c’houi o c’heuz sonjet, va lennerezik koant,
Penoz oc’h n’em gavet, ouz dek, triugent, kant,
Gand ho muia karet ? Ma, sonjit en dra-ze,
Hag e veulfot ive eun draïk marteze.

D’eur pardon oc’h bet et, hag eno c’heuz kavet
An neudenn ouz p’hini ho chanz vad oa staget.
Mez piou, mar plij, ho toa aliet da vont di ?...
Eun tam bihan ouc’hpen, m’ho kwele o senti
Ouz eur c’hoz pikezen, hag o vont dre gaera
Da vrouda kantikou, da flemma rosera.
Petra pefe tapet ? E kuz, eur c’hoarzaden
Digand eun tam zakrist! Ha goude ? an neuden ?...
An neuden ! unan all he dije dastumet,
Ha gant spillou santel, Katel c’houi ve choumet.


Loranz (d’hean he unan)

— Hag an er ve spountet rag al laouenanik ?
Pe heman ’n egile troet ? — Ha da Laouik :
Buanik it e dro, a gav d’in me, aotrou ;
Eun tolik, ha setu gwintet ho idolou ?...

Laouik

Ne dal netra, Loranz, stourm enep ar reier...
Me zo ’r paotr egiz-se : enebour d’ar gevier.
N’oun ket evit miroud eur gaou em galotenn ;
Hogen, war ar Salet eo gret va sklerijenn,
Ha setu an abek ma tizkolpan hep mez
Ar pez ne gredan mui beza ar wirionez.

Loranz

E kement tra blij d’in eun doare kren ha berr,
Ha dreist holl an dud eeun vel linen ar Bater.
Henvel beo ho kavan ouz an aotrou Gaston.

(Laouik enhan he unan)

Oh ! m’an dije laret ouz ar verc’h a galon
A zalc’h vel eun tenzor dudiuz en he di !
Nag a bet a garfe beza henvel diouthi !...


Loranz

Penher an dud chentil e ti pere, brema
Pemp bloa, oamp hom pevar : va merc’h henan, Mona
Va mab kaer, Ivona ha me kent evuruz
Haller beza er bed.
An dud-man enoruz
Ha kalounek zoken, daoust ma oant ouz Bro-Saoz,
Doa kontrol d’ho c’hreden, ne oar nikun penoz,
Fiziet ho mab Gaston d’an tadou dizemez,
Pez oa sklear vel dour sklear, c’hoarvezaz, eur zulvez :
Eul lizer ouz ar mab.
Choum a ra er banner
Beteg an de warlerc’h gand an holl kelier.
Ligori hen dije kutuliet war an tom ;
Ind d’ar zul na rent tra met striz pez zo ezom.
Lenn ar gazetennou zo kontrol d’ho lezen ;
Diouc’h eul lizer memeuz n’ouzont ket dont a-ben.

Ar mabik a skrive gir vit gir an dra-man :

« Va zad, va mam karet, trugarekad a ran
« A c’hanoc’h diouz pep tra hoc’heuz gret evidoun,
« Brema renkan silaou hag heulia va c’haloun.
« Diwalit ive c’houi ouz Luter ha Kalvin ;
« Ho c’hreden a zo faoz, va hini zo divin,
« Ra plijo gant Mari kas deoc’h ar sklerijen
« Edeuz va ziframet diouc’h an devalijen.
« Neuze ni n'hom welo adarre er bed-man ;
« Med anez da viken deoc’h keno a laran. »

Ne ket dinme hepken, en hano hon Doue,
Teu trubardet Jesus da ranna an ine.
Ar frèret, seurezet deuz gwelloc’h da ober :
Dimezi hep spounta diouc’h ar c’henta dever.

Peurmantret, glac’haret, distrempet gand ar vez,
An daou brotestant trist zistroaz da Londrez.
Va mab kaer ha Mona a heuliaz ho mistri.
Hogen, joa da laret, n’int ket evidomp kri ;

Eur wechik an amzer ho deuz sonj ouz ar ger,
Ha gant pep sonj kavomp eul liour sterling pounner.
Evel-se e vevomp, ha gant labour va merc’h
Ezomp hep nec’hamant diouz an devez warlerc’h.

Laouik

Dre-ze, Loranz, me well eun dra rouez en ho ti...

Loranz

Ia, va fizianz er Mestr, ha dezhan meuleudi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Laouik

Hag an aotrou Gaston, kontant braz e vefenn
Da glewoud c’hoaz eur wech kélou diwar he benn.

Loranz

Allaz ! Aotrou, war-ze eo ret mad deomp kroaza.
Pa ve zec’h ar billik, an tan na frit netra.


————
VIII

SEUREZ WENN


Daon avad ! me Laouik, setu aze eun den
Hag a oar dizeblant diluia he guden
Meur a dro a zo c’hoaz en he ben arc’hantet.
Ma voutfen anezhan war ar protestantet.
Med, goustad, amzer zo. An noz ro kuzul vad.
Da c’hortoz, breviel, deuz ha pedomp eur pennad.

Ah ! Wicht ! pedi, pedi, ze zo brao da larad.....
Loranz koz ha Gaston — eul lommik Ivona —
A drot en he speret ; koulz ve dezhan kana :
Marlbroug s’en va-t-en guerre hag esaad brevierou.
He veud hag he lagad a zo war gousperou.

Med hep linval, ken peul an eil hag egile.
An noz zo et en dro ha deut war lein an de
Ar c’housk gand he pao ploum. Kenavo gousperou,
Komplijou hag ar rest.
E kreiz he huvreou,
Mare an offeren, pa lavar ar c’hloc’hik :
Din din balaon dindin, dindindin ha daonik,
Nann, nann, me ar c’hure, ne ket ar zon blij din.

Hogen, epad ma roc’h, ar paour ofern vintin
A dremen brao entre baro ar seurezet.

Med hep dale arru Tomboutou kounaret.

Ar Person

Penoz m’oud aze c'hoaz, lanchore didalvez !.
Petra a larin me d’ar superiorez ?

Ar C’hure morgousked

Oh ! iei, iei ! Aotrou kez, pebez red-kof meuz bet !
Ho ped truez ouz-in ha n’em damalit ket

N’oun ket bet eoest zokcn d’echui va breviel.

Ar Person

Mad, mad, me ia raktal da glask Seur Sant-Armel
A zo ken anoudek e kement seurt klenved.

Laouik ('nhe unan)

Krak ! Ar Seurez wel drouk pelec’h n’euz droug ebet !
Zur, n’em bo ket emberr, nann n’em bo ketar chanz
Da weloud, da glewoud va c’hamarad Lorans...
An diaoul gand ar seurez ! Hounez, eur médisin,
A gemer pik vit bran ha panez vit irvin !
Oh ! med n’euz fors, warc’hoaz me vo barek em za...
Ha koef gwen n’am harzo da c’houista eun esa.
Evit gwelad... Loranz.

Seurezik al louzou

En eul lamm oa e pen guele plun an aotrou.
A vec’h ma oe eno, eun taol gurun a strag.

Seurez Sant-Armel

Me zante er c’hoummoul eur c’hoant venjanz benag.


Ar Chure

Mouez an Aotrou Doue a lavar, seurez kez,
Ho c’heuz laket ho piz er wech man a gostez.
Me n’oun tam klan ebet.

Ar Seurez

N’euz fors, pe me welo,
Aze, aotrou kure, choumfot an de hirio.

Laouik d’he unan

Oh ! mad, petra ra ze ? N’am beùz netra fenoz
Da frita er jardin, rak marvad Loranz koz,
Pad ar gurun, ar glo, n’em zalc’ho en he di,
Hag e keit se em bo amzer gaer da pedi
Ar werc’hez, mar gallan.

Darn zo ha n’ouzont ket
Penaoz hor bro karet zo renet gant merc’het ;
Ma, er giz se man kount koulskoude, koulskoude !
Ha ne oar den pegoulz vo skubet ar c’hiz se !

Pobl, personn ha kure a sent ouz ar vaouez ;
Ar zaëou du, glaz, gwen, ne glevont nemet mouez
A ziver a zindan ar zaëou violet ;
Ar re man hag ho mestr nezint nemei sklavet
Ar zaëou dek kwech-du pere a zent d’ho zro
Ouz an itrounezet a douzont e pep bro.

Laouik

Mez, ne ket se e ze. Brema pa z’oun barnet
Da veza klan, da iun, ha da choum hep pignet
Ouz tol paotr Tomboutou, ha gant Seur Sant-Armel
Diskarget ouz ar bec’h da zibun va breuviel,
Me ia en honestiz, da leuskel va sonjou
Var Gaston, var Loranz hag he holl divizou.

Gaston a zeblant din a zo eur paotr leal.
Ne ket eaz ’nhe voutou, ho lez a ra d’eun all,
Ha flip, flip, setu hen — laro teod leiz eur c’har —

Piou oar e pe seurt bro, da zizoun he ziou c’har.
Ne gav ket din ve sod ar mabik Gaston ze ;
Er greden protestant n’em skuizaz, vit doare ;
Me wio an abek ; Loranz oar ho anaout,
P’eo gwir hen deuz ganthei kriniet meur a dam maout.

Pep seurt traou divalo ’meuz klevet ha lennet
War ho c’hount. Mez piou lar ez’oun bet kelennet
Ervez ar wirionez ? Ar Salet ’m boa ive
Lounket, ha ze zo gaou, eur pez gaou koulskoude !
Diwalomp ta ; me gleo Loranz o larad deomp
Hon euz paket gevier c’houekoc’h ha na gredomp ;
Hogen pe seurt gounid en defe Loranz kez
Da hada drez ha spern ken tost da doul he vez ?

Esaad a rin eta goulen ouc’h va Mentor
Hag hen hon euz war ze lennet er memez leor.
Velkent ne gavan ket en deuz Gaston gret mad
Diframma ho c’halon d’he vamik ha d’he dad.

An tadou dizemez, red eo beza gwirion,
M’ho defe bugale, a drokfe pen d’ho zon.

Kement ze ha traou all a zile hon Laouik
Pa zigouezaz Morfe da freskad he bennik.


————
IX

EN EM ZALUDI REONT


Brava abardaez, e tal an arne dec’h !
Ker koantik ma chouman eur pennadik ganec’h.
Biskoaz al loar en env n’en deo bet ken zeder :
Ha velkent me oar eun kaeroc’h eget an er
Distanuz alanan, eget an oabl ker glan,
Eget ar bokejou a gas c’houez mad aman,
A lare Ivona daoulinet ker mistrik
Hi daouarn unanet var daoulin hi zadik ;
Eur mouchouer gouzoug a liou glaz pers a gouez
Tost beteg hi zargreiz, evel evit diskouez
Peger fin eo hi ment ; war hi bruchet hi bleo
Plansonet dilikat en diou wiaden teo ;

Choarzin ra hi lagad.
Eaz eze da Laouik
— A zel dre he bedenn — gout penoz ho daouik
A zo en em hegaz.

Laouik

Skurpul meuz da dostaad...
Ma teufe, evidoun Ivona da gwitaad
An doare dudiuz ha ker brao da welout...
Penoz a hellin me paourik goude tapout
An el em bo spountet ha laket da nijal ?...
Oh ! ma choumfe aze ! ma c’helfen kozeal
Diraz hi gant Loranz, ober daou dra’n eun dro...
Vit eur wech da vihana me vefe maout ar vro !...

N’hini na risk netra ne c’houne netra bet...
Arog eta, Laouik, ha c’huistomp mar be ret.

Noz vad dec’h, tad Loranz, ha dec’h mamezel koant.
Ar verc’h denn eur zalud dije dallet eur zant,

Ha frrrou, var nij d’ar gear.
Achanta, Laou al loue,
Kement-se c’heuz paket.

Loranz

Noz vad aotrou kure.

Laouik

Ha me befe gret aoun d’ho merc’hik Ivona?
Evit sur ne oa ket va c’hoant d’he spourouna.
Vel maze bet savet ’neun doare dizhenvel
Diouc’h paotrezet ar vro, me zaounik braz ar gwel
Euz eur zoudanen du a ro spount d’hi lagad...

Loranz

Emoc’h a biou, aotrou. Goest ez’oun da eeunaad
Ho mennoziou var ze.
Vit gwir, va merc’h vihan
Na ze na protestant na katoiik roman,
Mez katolik hep pap, vel en iliz kenta.
En eun ti protestant eo ganet, ac’hanta...

Hag hi ve zod dre-ze ?
Ar protestant en deuz
Doujanz vit he vugel. E lec’h planta traou kleuz
En he ine, hec’had ennhi abred ar c’hred
Euz he holl oberou. Evel se he speret
D’ar c’hrouadurik kez ne ze ket mac’hagnet.
War an drouk hag ar mad bihan ve kelennet.
Evit ober ar mad en euz skouer he gerent
Ha na zisk ket an drouk na gevier er gouent.

Ne ia ket da govez da flaztra hi nesa,
Da glevoud goulennou var an traou riskusa.

Kuz, e kuz, traou da guz, e skouarn eur belek,
Kredi ver dizammet hag e c’haller redek
Gwasoc’h evit biskoaz en hent ar pec’hejou,
Evel ma ra siouaz ! kalz a verc’hedigou !
Ne ket hi sod awalc’h vit heul ar c’hustum-ze...
Ne ket diwar hi goust a c’hoarzo eur c’hure.


Dirag ar Mestr ne vo nikun kred evithi ;
Hi oar ze, ha rak-se hi oar penoz pedi.

Pez zo kaer, gwir ha mad, hi hen vir da genta,
Nemed ouz an traou vil n’hen veler o spounta.

Laouik

Neuze ta, me zo vil, euzuz war a glewan ?

Loranz

Na droit ket, aotrou, ar c’homzou zisplegan.
Ne raio ket evel merc’hed ar c’houenchou,
Dirag eun den iaouank, arveou, grimasou ;
Na zerr ket hi lagad vit seilet war hi lerc’h...

Laouik

Ar baotrez hugunod zo ker gwen hag an erc’h !

Loranz

Ma ne ket, gle beza. Goud a oar ai lezen :
« Karout a ri da vreur, hep gwel ouz he greden. »

Va merc’h hon deuz kuitet. Choui sonj d’ec’h marteze
E ze abalamour ma oa ho sae aze.
Nan, me hell he toui. N’e deuz bet aoun nemet
Da veza diavez. Mad gredan e deuz gret.
Deread e ze bet, deread e vezo
Gand an dud a fesoun e pep lec’h n’em gavo...
En ber gomzou, aotrou, eur zalud ho c’heuz bet
A zizkoueze penoz n’e doa tam aoun ebet.

Laouik (he unan)

Ia, dioc’h ar zalud ze em bo sonj a gredan.
Velken... perak... kentoc’h... n’eo ket choumet aman ?
Med, n’euz fors, mad an taol, gwelloc’h vo barz nebeut...
Gwaskomp c’hoaz, marteze ar zac’h a roio bleud.

Laouik (eta)

Ma n’hoc’h ket protestant, tostik hoc’h da veza.

Loranz

Ho lagad zo pikouz ; vit he dipikouza,
N’am beuz ezom ebet da deurel va chupen ;

Mar plij d’ho madelez, en devo sklerijen.

Nann, n’oun ket protestant, nan, nan pell a c’hane.
N’am euz tra da laret enep d’hei, koulskoude ;
Ar c’hontrol a zo gwir.
Ganthei avad e z’oun
Pa bilont gevier Rom, oh ! ia a greiz kaloun.
Hiniennou siouaz ! zo troet ho speret
Hag a vouzc’hoarz ouz Rom evit beza prizet.

Med Ivona a zeu war hi zroadik mistrik
Ha ’n eur gana atao, da gerc’houd hi zadik.

D’ar verc’h hen deuz stouet an aotrou distanet
A zistag eur zalud ar c’hoanta ’n euz tennet
En he vuez. Ha ioup ! ho zri raktal d’ar gaer.


————
X

DIVINADELLOU


Ne ket achu an de ; ar verc’h a lar ember :

Ivona

Ne ouzoc’h ket, tadik... va biz bihan zo fin...
Laret ’n euz... divinit.

Loranz

Diez eo d’ar velin
Treï en dro hep dour... ; kement a draou, a dud
Zo er bed, ma kavan an divinadell pud.

Ivona

N’it ket re bell da glask. An dour a red a leïz
Hag ar velin, tadik, a dro koant en hom c’hreïz.

Loranz

Neuze, da viz bihan en deuz lavaret d’id
A po war c’hoaz kenta eun dra vrao da c’hounid ?

Nan. Siouaz, ne ket se.

Loranz

E deuz sonj Jannedik
D’az pedi da veza maerounez d’hi Soazik ?

Ivona

It en dro, tadik kez, nez hoc’h ket e kichen.

Loranz

Hanvo an aotrou person ac’hanoud da zougen
Relegou, ar Verc’hez, baniel zantez Barba ?

Ivona

Ho ! Ho! Ho! tadik koz, na c’houi zo drol brema !
Tostad a rit vel ken ; eun taol c’hoaz ha me wel
Va zadik kez he viz war an divinadell.

Loranz

Vi pedet, va merc’h koant, gand ar mear jentilik
Da gas eur boket roz da hoel ar Republik ?


Ivona

Oh ! m’he garje avad. Allaz! n’euz gir aze,
Ha diouc’h ar pal, tadik, c’houi bella adarre.

Loranz

Ac’han ! me a zivin. Lavaret e deuz did
Hon euz Laouik ha me komzet eun tam diouzit.

Ivona

Krak ! deut an taol ganeoc’h. Paria ze zo gwir ?

Loranz

N’oun ket vit laret nan.
War a welan, te vir
Eur plas en da galoun vit an aotrou kure ?...

Ivona

Choui ve, mez’aoun, tadik, stad braz en hoc’h deuz-se.
Petra neuz laret hen ?

Loranz

Divin brema d’az tro —

Ivona

Me oar en taol kenta : oan eur vez vid ar vro ?


Loranz

Fe, krak, emoud ebarz.

Ivona

Choui respontaz dezhan ?

Loranz

Oh ! divin adarre, pazoud lem en traou man,
Displeg eta, ma merc’h, da speret ar c’haera.

Ivona

Meuz sonj da n’em lakad ’nhe breuriez Rosera ?

Loranz

Mad, mad, ma Ivona, c’hoant oc’h euz da c’hoazin...
Plijadur vraz em euz daz kweloud ker lirzin.
Me avad a c’hoarzfe mar bez paket eno !

Ivona

Oh ! ia ia, med war-ze, c’hellit laroud keno.
Ac’han, me oar tadik, Laouik en deuz laret
E oan gwall dizhenvel ouz he holl paotrezet ;
Ne garrien ket va zad p’hen losken en Londres,

Ha pa choumen aman d’ober va fennerez ;
Ha c’houi, va zadik koz, evel just ha rezon,
C'heuz laret e tu gin dezhan ha d’he person ;
Oan eur verc’h savet mad, evel ma n’euz ket kalz,
Ha na zisprizen med ar varc’hadourez falz ?

Loranz

Souezet oun meurbet, mestrez divinerez...
Ganez man adarre paket ar wirionez.
Kerkoulz hag eun den klan da skouarn zo tano,
Skei a rez just evel ma vijez bet eno.

Ivona

Leztan hardi ganen ; eur wech m’hen gwasko
Ha diouz va fagoden he zae du a rosto.

Loranz

Da vezo din gweloud eun dornik dilikat
O pila boulou pep en butun eun abad...


Ivona

Bezit sioul, tadik kez ; diwallit d’am gwerza.

Loranz

Oh ! kentoc’h me lakfe ar c’hadik da goueza
En da rouejou koant.

Ivona

Boen ! tadik, trugarez.
Ni welo an aotrou gand he chupen nevez.


————
XI

GWESTL NEVEZ


En de varlec’h abred, ar verc’h skler hi lagad,
Eul lizer en hi dorn, a red da gamp hi zad :
— Digorit houma prim ; paria zo kelou mad,
Loranz len hag a c’hoarz. Ivona drid a joa.

Ivona

Petra zo, petra zo ?

Loranz

Bez sioulik, Ivona.

Med kerkent, tal Loranz a zeu da devalaad.
Eun daelaouen pounner a gouez euz he lagad.

Ivona

Tadik kez, tadik kez, lavarit din buan

Pe seurt abek ho deuz an daelou a welan !

Loranz

Dal al lizer, ma merc’h... Te Iaro din ember,
Goude m’hen po poezet pez vi en zonj d’ober.

Hep dale Ivona en em strink d’an douar :
» Doue holl madelez, sel da verc’h ’n he glac’har.
» Petra rin me ? P’hini eo va dever kenta ?
» O silaou va feden ! pe hent eo ar gwella ?
» D’am c’herent dleourez roan va holl doujanz ;
» Med gweslet ’meuz ive d’am zadik koz Loranz
» Choumin beteg mervel da harpa he gozni.
» Pell ouz he vro karet ma teufe da wenvi...
» Me renkfe va Doue, mont arog va unan
» Daz pedi da skuilla da drugarez warnhan...
» Tad an env, komz brema, diskIer d’az verc’h da ioul ».

Ivona vel eun eal choum eur pennadik sioul.
Sevel ra en he za, ha ’neur poket d’hi zad

Zalc’he war zu an env gand fizianz he lagad !
Oh! bezomp, tadik kez, a lavar a vouez kren
Giz d’eur plac’h kalounek ne oar ket kul adren,
Bezomp hep nec’hamant...
Ar mab n’en deuz met dont...
Me wio distaga hep arvar va respont.

Lorantz

Ivona, Ivona, va merc’h, va merchik koant !

Ivona

N’en deuz nemet tostaad gand he vagad arc’hant...
Doue e deuz komzet. Me anve va dever.
Ar bedenn a skanva hon bec’hiou re bounner.

E pen lizer brosaoz, gret ar zalud kenta,
Hi mam, Lolo Erlan, a gomze d’Ivona
Euz eun dimezi koant ha pinvidik gwal vraz,
Loranz kez oa kontant; evit se e c’hoarzaz.
Hen renkje divroï; evit se e welaz...
Hep dale he veljent an denik a fesoun

’N ho zi e Plougistin. Ze ranne he galoun,
Sonjal renkje kuitaad he vro ker Breiz-Izel !
Gwelloc’h vije dezhan gant droug ar goug mervel,
Med he verc'h ’n euz komzet, dijal eo ha diboel.

Loranz hag Ivona zo en ho flijadur :
Ar verc’h a ra hi gri, an tad al lennadur,
P’erru, var dro pemb heur, eur jolori en ker ;
E dro d’eur c’harroz lintr, lakizien guisket kaer
Gant tokou kern huel, rubanou alaouret,
Gwisk lost pik, manégou, boutonou melennet,
A drid, a skrij, a verv eur stroll bugaligou ;
Ar re vraz war ho dor a zigor ho begou.

— Pe seurt de c’hoari zo hirie ’n ti Loranz koz ?
— Nebaon, ar Jannédik e do bec’h ker fcnoz,
Vit boeta ha loja kement all a prinset...
— Ma ne garont diwal, me oar piou vo pinset...
— Oh ! ar pemp lakez-se ne maint fulen e poan

Da foeta eul liourik vid eur fritaden koan.
An teodou gwasoc’h gwaz a gerze flour en dro.

War ze, diouc’h ar c’harroz e tisken eun aotro,
Eur pikol paotr iaouank a zoare koant meurbet,
Ha setu a nevez an henchennou war ret.
— Oh ! me oar hen anaout... n’ouzoun dare pelec’h
’Meuz gwelet anezhan — Sodez ! — Pa laran d’ec’h !...

Loranz

Penoz, Aotrou, penoz... Aotrou Gaston aman ! !

Gaston

Ho trugarez da c’houll ; en beo, me va unan.

Loranz

Hastit buan, Aotrou, hastit displega deomp,
Rak n’oump ket vit kredi an dra gaer a velomp...
Ni sonje oac’h maro...

Gaston

Ia, zur, maro oun bet,

Pe tost da vihana ; med ma vijen choumet
E oa gret va affer.
Ar skoler zo diod...
Na wel, n’intent netra met poaz he viz er iod.

Loranz

Ken a ver bet fouetet, ne glever mad ar strag,
P’oc’h euz tanvet ar fouet, c’houi oar eun dra benag.

Gaston

Awalc’h, tadik Loranz, evit krial d’an holl :
Na fiziet oc’h ine — met c’hoant ho pe d’he goll —
Entre daouarn lazuz an tadou jesuistet,
Pe tadou all nez int nemed ho c’hemsortet ;
Rag en ho réjimant vo red deoc’h dilezel
Ho tad, ho mam, ho preur, ho c’hoar, hep skoazel.
Gand an tirantet ze eo red nac’h ar rezoun,
Mouga al liberte, diframma ar galoun ;
Karoud ar gasoni ; flastra, evel tud dall,
Kement tra ra brezel d’ho giziou louz gwechall.

Piou bennag na vev ket evit ar pab a Rom,
Kentoc’h evit he vro, hennez n’euz ket ezom
Da zonjal bout salvet ! ’Nho ifern man he blas
Hag eno e lesko ; ia, mar gellont he gas.

Néze ket fellet din beza tad dizemez,
Daounet vo ma bragou, met me vezo emez.

Va intentet oc’heuz, nekuita, tad Loranz,
Hag ar mabik prodik vo absolvet michanz ?

Loranz

Kant gwech e lec’h unan. Trugarez d’an Aotrou,
Pebez joa d’ho kerent poa stlaped en daelou !
Ha gouzout reont hi ?.....

Gaston

N’o c’heuz hu ket santet
Ar joa en ti ma zad ! Al loue lard digaset
Ha rostet gant Lolo ? Ar goulenn am euz gret
Hag oun bet eüruz da weloud aotréet ?...

Oh ! na c’houi kenebeut, dimezel Ivona ?...

Kaouledet e choumont hep dibluska netra...

Ma, sellit al lizer hag he lennit erfad...
Warc’hoaz me zistroïo ; da c’hortoz nozvez vad.


————
XII

EUR ZAC’H


E keït eman Gaston, er gerik Plougistin,
Gant Loranz hag he verc’h o tiviza lirzin,
Ar pemp lakez kaerik, tom kaeroc’h d’ho chupen,
Zo deut d’al Leon aour da rinsa ho gorzen.

Raktal, mac’hom warnhei, paotrezet koant ar vro,
War digare, houma klask eur podad leaz tro,
Hounnez flatra buan oa ar moc’h el liors,
Eun all laret netra, tra ebet, med n’euz fors,
Ar vigodez warlerc’h plac’h furik ar c’hloc’her,
Ret da di Jannedik vit paka keleier.


Ac’hanta, ma faotrez, n’am boa ket larad did,
Anvezan ar Gaston ? Ro peoc’h ta, Mac’harid,
Ma klevfomp ar c’helou a bere n’ont ket din,
Lar ar re all souchet vel logod en eur c’houin.

Al lakizien ziskoulm e gallek kelier
A c’haloup vel an dour hep stanka en tier.

Gaston a c’hell breman ober he paotr jentil,
Evit Ivona geaz eo zonet an drompil.

Pep kure n’he barroz en euz evit kustum
Da furketa bemdez — Peurvuia e tastum
Eur malard kaer bennag — rak ma choum en he di,
Pell diouz ar c’helier ne ra met moredi.
Med eno eur gomer a ve peurliesa
O pilat torziou sukr divar goust an esa.
Deuz ar c’houëz d’ar forn, deuz ar forn d’ar c’houëz,
Da pelec’h ta houman a gaz-fe hi golvez,



Ma neo d’ar presbital, d’ar garabasen trenk
N’em sav gand hi ferson war an hevelep renk ?

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

En deal, mar boa bec’h war ar paour kez kure,
Tudo, c’houi c’hell kredi.

Laouik

Brema, penoz rin me
Hep klevoud va Mentor, hep santout an elik
Karantezuz, an el ker joauz, ken mistrik !...
Ha laret na welin birviken ken marfad
Va amezeien kez ! O pebez kalounad
A strink Doue warn’oun !

C'houi gav, en plas hema,
O pije lavaret: gwel aze d’Ivona
Zo eur baotrezik vad, mar ge gwir deuz kavet
Eur pried pinvidik gant p’hini eo karet.

Vid eur wech e weler ar vertuz gopréet,
Eur galon vad prizet evel maz eo dléet,
Hag hen ve kristen mont da damal renadur
An Aotrou biniget a gar pep krouadur ?

Ia, med n’em lakit mad e lec’h ar c'hure kez,
Choui c’hra ho kristen flour, deoc’h vo va holl druez :
Ho kalon vel hini Laouik paour a c’harmo
Hag ho lagad ive hep daelou na choumo.

Peger brao eo laret, pegen diez ober !
Nag ha bet gav abek na reont tam micher !
Ra goap ouz eur zonik ha n’ouzont kan dister !
Zo hirrik ho neuden hag ho c’hriadur ber !

M’en dize bet ezom Loranz hag Ivona
Eul lommik sklerijen evid anaout petra
A verke ho lizer, an amezek oa goest
Da ziskleria ar roz a zante en ho goest.


Oc’h pen unan deuaz war nij hag hep distro
Da ziskouez e gwirion ho levenez dezho.
Int silaou sioulik, ha didrouz responte
Da pob tra gant furnez ha dreist holl hep fouge.

Choum rejont, e de se, ho daou koantik e ti
Da zonjal, da zelloud a nevez, da bedi ;
« Rak vit eun dra a boez evel maz e heman,
« Eo hom dever poeza ha menna mad kenan,
« Peden daou unanet dirak tron an envou
« Neuz digemer kaeroc’h e palez an Aotrou »
A lare an tad koz d’he verc’hik Ivona.
An elik oa re fur vit mankout da blega.

Oh ! ar beden zo mad, hi ro ar sklerijenn
D’an ine enkrezet kreiz an devalijenn.

Ivona zant eur peoc’h brasoc’h en he speret,
Ha na vesteodo tam d’ar ginnig a vo gret.


Karroz ruil a nevez war hent koant Plougistin.
An eol vel pa vije c’hoant ganthan da c’hoarzin
Euz ar mabik Brosaoz, a strink he dan joauz.
Biskoaz Gaston n’e bet ken zedcr, ken fiziuz.

Gaston

Ac’hanta ! gret hoc’h-euz ho sonj, va zadik koz ?
En hoc’h em euz tizianz. Ho kir fell din fenoz.

Loranz

Kavit mad, me ho ped, aotrou va digarez,
N’am euz gir da ziskoulm. Mar plij d’ho madelez,
Ivona a gomzo ; me na rin met silaou
A pez a lavarfot diraz’oun sioul ho taou.

Gaston

Dimezel Ivona, ni n’em garrie gwechall ;
Ha droug e vefe d’in, va mignounez, sonjal
Pe dalc’het evid’oun eur plaz en ho kalon ?

Ivona

Galloud a ran anzao, hep mez, aotrou Gaston,

Em euz d’alc’het sonj mad deuz ar madelezou
Ho poa vit ar paourik ; hag em holl fedennou
Meuz goullet ma skuilje ar Mestr en oc’h ine
He c’hrasou binniget, vel ar c’hlizenn beure
War he roz dudiuz.

Gaston

Selaouet ez oc’h bet
Gand an Aotrou Doue. Hirie ive me gred
A roïo din paourik pez c’houlennan ganthan :
An tenzor oun c’houantek da zerc’hel er bed man :
Ho tornik, Ivona, d’am difen e peb heur
Ho furnez d’am diwal euz a bep seurt drougeur.

Ivona

Nan, nan, aotrou Gaston, arabad ez e deoc’h
Sonjal tam en dra ze. Na gollin ket ar peoc’h
Am euz gant va zadik.

Gaston

Med Loranz a deuio
Ganeomp...


Ivona

Choumo aman, pe anez a varvo...
Oh ! me varvfe kentoc’h.

Gaston

Ivona, Ivona !

Ivona

Aotrou, aotrou Gaston, war ze e koulz kana.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hag oc’h pen me zo paour, ha c’houi pinvidik braz.
Hirie, warc’hoaz, ato, me a viro dinoaz
Va c’hreden katolik ; hoc’hini zo dispar.

Gaston

Gwechall e oa ive, ha koulskoude, c’houi oar
Ne oa gir etrezomp...

Ivona

Amzer all, giziou all.
N’anvezan med eur gir, gir sklear, frank ha leal.
Deoc’h e choumin, aotrou, mignounez koulskoude.


Gaston

Hag ho mam, Ivona ?

Ivona

A deu warlerc’h Doue.
Hogen, Hen n’euz merket an hent gleomp derc’hel ;
Prezegi ar gwir fe hon daou betek mervel.
Va zad, va mam garan. Ind a oar e klean
Sikour va zadik koz ha choum ganthan aman.


————
XIII

AN DEK GOURC’HEMEN


Trist oe bet ar c’himiad.
Diskampet ar c’harroz ;
Paket, vel just, ho stal gand al lakizien zaoz
Vit beza kaketet gand ho begou re fresk ;
Gaston gez ker mudet eget eul louarn besk ;
Badaouet Jannedik, an holl komerezet :
Eur paotr, e Plougistin, en em gav frealzet.

Ha gwelet c’heuz eur c’hez vel kondaounet d’ar grouk,
Hag ar varn en eun taol lammet divar he chouk ?
Ma, me hen beuz gwelet eur wechik em buez
Ha n’euz ket pell aze ; an aotrou eo hennez.

Vit daou liard, Laouik, ker skan e sant he droad,
Ha ker laouen he fri, vije et n’eur gammad
Da pokad da Loranz.
Allaz ! en hom amzer,
Aliès eo red mad skoulma he vouchouer,
Ha sklaka burlu ru e lec’h ober trouz all...
Petra fell deoc’h ! An dud zo ker zod ha ker fall,
N’ekuita, Laouik kez ?
Med avad pa deuaz.
Loranz koz n’he liors,

Laouik

Va genlevenez braz
Ginnigan deoc’h, Loranz : Choui dle beza kontant !
Mad ho c’heuz gret réi he zac’h d’ar protestant
Né anve pell aze gourc’hemennou Doue.

Loranz

Pebez gaou adarre a zistagit aze !
Arabad vo deoc’h klem, ma roit din ho chouk.
Vit pigossad varnhan.


Komz rit vel eur plac’h drouk
A ler hi fask, bep goel, da laret eo a dap
Absolven, daoust na gred lezen nevez ar pap,
Ra goap zoken diouthan, a werz hi fec’hejou
D’eur belegik bennag, vel hi chapeledou
D’eur genaouegez all.

Klevet am euz hounez
Disket en eur gouent, en he ziwiziegez,
O kana pouil d’hi breur dre ma zaremprede
Eur pastor protestant « n’anvée na grede
An dek gourc’hemen zakr. »

Na brizaz ket d’am bek
Esaad sklerijenna eun azenez gornek.
Med c’houi, aotrou kure, penoz a hellit hu,
Gand ho tiskadurez, henti ar c’hoajou du ?


Ar protestant, vit gwir, n’anve ket hoc’h iliz,
Rak se ne lak evez da zelloud ouz he giz.
Warze me gred eo fur.
Hag hen en deuz ezom
Da zilaou eun aotrou a zo eskop e Rom,
A gemenno dezhan kovez eur wech er bloa,
He bec’hejou, pa oar, ervez an urz gwella,
A dle kovez kant gwech bemdez ma n’euz pec’het ?

Ha kovez d’eur belek, pa oar n’eket dalc’het
Da lakad eur nejad lapouset da c’hoarzin
Divar he goust ? nan, nan ; he fri a zo re fin.

Goud a oar pez a lar, warlerc’h ar Mestr, Sant Paol ;
« Kemerit hep skurpul, pan’emgavfot diouc’h taol ;
« Pez vo kinniget deoc’h. Rak vit zur, kcment tra
« Zo krouet, a zo mad. Ra na varno eta
« Den ac’hanoc’h blamour d’an dibri, d’an eva,
« Pa vezo kemeret pep tra gant trugarez. »


Laouik

« Al lizeren a laz, ar spered ro buez. »

Loranz

Mho kwel o tont, aotrou, gand ho potellat foen.
Pa n’hellit ket sparla an denik paour da len
Al lizerennou sakr, pignet war ho marc’h braz,
Iouc’hal a rit dezhan : « Al lizeren a laz. »

Hag a larit ato nez’omp med azenet
Ma na blij d’hor speret plega rag ho speret...

Hogen dont ra bemdez eur banac’h sklerijen,
Ha pa wio ar bobl divoeda ar grogen,
Ar bouet choumo ganeoc’h nebaon vo munudik.
Enor ta d’hor skoliou, enor d’hom Republik.

Laouik paour a choum mud ; rag an hini a den
Ar c’harrik war he chouk, fe ! Ve ber he enchen.


Ha breman divarben gourc’hemennou Doue,
Petra larin me deoc’h, paour kez aotrou kure ?
Rimadellet o c’heuz al lezen Sinaï,
Med anez n’em lakad e renk an dud zod naï,
Nep c’hristen na lounko an eil gourc’hemen man :

« Na ri imaj ebet vit pedi dirazhan. »

Laouik

Han ! me wie ervad ne moamp ar memez leor.

Loranz

Salokroaz, aotrou keaz, dirazomp man digor.
Lakit evez, c’houi stag an eil ouz ar c’henta,
Goude renkit ranna en daou an diveza.

Kemerit ho leor zakr. Pez zo merket enhan
Eo va c’hreden, aotrou, hag ar pez ar laran.
Kemerit ta ho leor, c’houi welo an dra-man
En dekvet gourc’hemen :


« Na c’hoantaï netra
« Euz ar pez anveï beza tra d’az nesa,
« Nag he di, nag he vreg, he ijin, he azen,
« Nag he zervijerien, netra, netra agren. »

Euz ar gourc’hemen ze c’houi ra daou c’hourc’hemen
« Na c’hoanta... Na zezir... N’eo ket ar memez tra ?
Ze zo sklear hag anat d’in me da vihana
Ha da gement hini sonjo an nebeuta.

Abalamour eta ar pap en deuz laeret.....

Laouik

Laeret, laeret, ho ze na dle beza laret.

Loranz

Laeret eur gourc’hemen, pe lounket ma kerer,
— Vit beza ouz ar vro n’oun ket gwal eskiner —
Eo red dezhan tourtal ha faouta unan all.
Hogen an huguenod, laran deoch, ne ket dall,
Nebeutoc’h c’hoaz diek da viroud al lezen.

N’anve netra gwelloc’h hag an dek gourc’hemen,
Ha lakad ra evez d’ho heulia pen-da-ben.
Setu ar wirione na spounto dirag den.

Ar c’hatolik-kristen kazi henvel diouthan
War an hevelep renk kalounek a lakan.
Eur wech all, mar kerit, ni gozeo war ze.
Da c’hortoz, nozvez vad deompni, aotrou kure.


————
XIV

EUR BEDEN


Darn a lavar penoz « neur dibri teu an naoun »,
An aotrou a lavar : C’hoant diski rog an aoun.

Ar gwenilied nij gwal rez an douar zec’h ;
Ar gwazi o c’houl dour a zilez pen a nec’h ;
Tost zeblant ar menez. Em ber vo glao a bil,
Ha va c’hatoliket a choumo istribil,
A zonje hon Laouik e kreiz eur mor anken.

Mar geuz tri medisin na fazifont biken :
« Beza iae, mont war boez, a wechou choum war iun. »

An tri zra huelloc’h n’ho deuz troumplet nikun.
En hor bro Plougistin.
Laouik vo glac’haret
Ma n’hell gwelout fete he vignounet karet !

« Ho med, me a savo, me iel da gaout va zad. »
Vit eur wech ma ferson n’em zuillo ket marvad !

Stang an envou he deuz diskaret hi chaoser ;
An dour a red, a strink, a lamm a leiz dre ger.
Laouik, hep marc’hata, a grog n’he zisglaoier.
Den n’hen gwel, rag an holl zo klozet ’nho dier.

Ivona

Bezit deut mad, aotrou ; hi da zerri an or
Ha, vel eun heizezik, da ginnig eur gador.

Laouik

Bennoz deoc’h. Gwasa glao ! Dre eur, n’oun ken dindan.


Ivona

P’hon euz gwelet ar c’haz he lost troet d’an tan,
Hon euz laret raktal deuje eur banac’h glo.

Med, tadik, mar kerit, ni breman a bedo...
An aotrou en devo, me gred, ar vadalez
Da ober ar beden ; n’hon deuz ket aliez
Ar blijadur d’he gaout.

Loranz

Rezon o teuz, va merc’h.
Pedomp hom zri kevret, ni gozeo warlerc’h.

Oh ! ma pize gwelet neuziou ar c’hure kaer,
Pa hen pedaz Loranz da laret ar bater,
Vijac'h, va zudo keaz, dirollet da c’hoarzin.
Roufenna ra he fri bremazoun ker lirzin ;
He dam breuvial a dro, a zistro en he zorn,
Vel rafe eur marmouz o c’hoari gand ar skorn.
Kustum e da bedi en he leor alaouret.

Med pa ne ket ganthan peur gollet he speret,
Gwenta bomou latin he zant ne dal netra
Dirag an tad Loranz hag he verc’h Ivona.
Hag a hend all ober eur beden a galon
Dezhan kure roman azo diez nebaon !
Na c’hell ive sonjal tamoeza hep c’hoarzin
Ar beden en deuz gret eur gall en he gegin :

« Ma Doüe, me gred fermamant
« Penoz emoc’h aman presant.
« Rakse gant gwir humilite
« Me rend hommaj d’ho majeste. »

Daoust ma wel Ivona oa ken nec’het ar paotr
Eget eur gelienen kouezet en eur ribot,
Neur ober gand hi dorn finv eur rod ia e dro :

Ivona

Choui c’heuz eur velin flour, nekuita, va aotrou,
Evit mala bemdez kement a c’hloria,
Dominus vobiscum hag a Alleluia ?


Choui sonj deoc’h marteze ia Laouik da vouza,
Pe da n’em zifen ? Nann ; gand he vouezik dousa :

Laouik

Ho ! pedit Ivona... N’em beuz ket c’hoaz klevet
Eun elik o pedi.
Ha kerkent daoulinet.

Ivona

« Salver ar bed, hor mestr, pehini en euz laret :
« E pep lec’h ma vefot daou pe dri unanet
« Evit pedi va zad, me vezo en ho kreiz. »
« Grit ma kresko bemdez en hor c’halon ar feiz.
« Hom joa eo esperout helfomp gand ho krasou
« Derc’hel ho karante ha pignat d’an envou.
« Roit da bep hini ac’hanomp, o Doue,
« Kement tra a ouzoc’h n’euz ezom hon ine.
« Me c’houlen da genta ar peoc’h d’am zadik kez,
« Iec’het d’am zad, d’am mam a boagn stard en Londrez.
« Skuillit ho sklerijen d’ar belek zo aman,
« Ha diouc’h kement drougueur diwallit anezhan.

Ra zeuio he skouer vad da lakad pep kristen
D’ho c’hanaout muioc’h mui, d’ho karout da viken. »

Setu aze eta, me Laouik skoet mud,
Peden an daou pagan ker daounet gand an dud !

Daonjigho ! sonje c’hoaz, me renk lakad evez.
Nag a draou a welan, neur gwiskamant nevez !

Nep na gleo med eur c’hloc’h na gleo nemed eur zon.
Ma silaoufen eun all hag hini va ferson,
Hag hen va diouskouarn a zeufe da hirrad
Evel re eun azen ? Va skiant da verrad
Neur glevoud eun den fur ? Oh ! nannda emichanz ;
Deomp eta en arog gand an tadik Loranz,
Pa zomp aman didrouz ha fresket hon ine.
Sodik ar paotr a ra kaka war an anne.


————
XV

LAOUIK ER SKOL


Laouik

Neuze ta, tad Loranz, eun den katolik-koz
Zo vel eur protestant ? C’houi larfe din penoz ?

Loranz

Ne laran ket evel. War ar memez linen
E maint abalamour ne anvezont hep ken
Evit pen d’an iliz met ar Mestr binniged,
Hor Zalver Jesus-Krist, ha nan den all ebet.

Laouik

Hag ar pap, petra eo evit ho katolik ?
Eur c’hristen hep ar pab a zo eur chismatik.

Loranz

Chismatik, chismatik ! c’houi lavar ze buan
Ar pap zo chismatik evid ar c’hrezian
Evit ar protestant, evit an anglikan.

Mar zellit an niver, diwallit ; ar re-man
— Daou c’hant hugent million — rofe lam-choug-a-ben
Deoc’houi, kant hanter-kant million roman hepken.

Ar poent kenta eta eo goud e pe koste,
Ervez ar gwir histor n’em zalc’h ar wirione.

Kommansomp dre ar pab.
Piou e ? N’euz ket ezom
Da larat deoc’h ez e eskop a gear a Rom.

Laouik

Hag eskop ar bed oll.

Ivona

Goustadik, goustadik.
Ne lazit ket, aotrou, en eun taol, an eostik
En euz urz da veva beteg vo diskouezet
Sklear hag anat d’an holl en deuz gret eur beget.

Loranz

Dre betore lezen ?


Laouik

Dre al lezen divin :
« Me lavar did oud Per, war ar roc'h man savin
« Va iliz »

Loranz

Intentit. Petra eo ar roc’h se ?
An anzao n’euz gret Per oa Jesus mab Doue.
« Ia, Per, eme ar Mestr, gwir mad ec’heuz laret.
« Rak war ar greden-ze va iliz vo zavet. »

An douar, gwir ha found, a zo d’ar C'hrist eta
Hag deuz an templ zantel Hen eo ar mean kenta ;
Goude an Ebestel, goude ar Brofetet,
Goude kement hini Hen ador en speret.

*   *
*

Laouik

Per oa mestr an daouzek ; hen anzao a renket.

Loranz

Ta, ta, pel a c’hane ; n’anzavin gaou ebet.


Eur pennadik a ioa, hen doa laret Jesus :
« Te zo Per. » Pa zeuaz an daouzek arvarus
Da c’houlen digant-han : « Mestr, piou é etrezomp
Ar c’henta, ar brasa ? Lavar deomp ma ouefomp. »

Ivona

Ar pap zur zo furoc’h, eget an ebestel....

Loranz

Choui oar anaout, aotrou, koulz ha me he gentel :
« Rouane ar boblou, ho deuz gallout varnho.
« Med, me lar, en ho touez, kement se na vezo.
« Ra vezo ar brasa evel ar bihana,
« Ha servicher d’an holl nep klask ar renk kenta.
« Piou benag n’em zavo a vezo izeleet,
« Nep n’em izelao hennez a vo zavet,
« Eur Mestr hepken eta anvefot etrezoc’h,
« Ha me eo ar Mestr ze. War ze breman vo peoc’h.

*   *
*

Laouik

Med koulskoude hom Mestr da Ber hen euz laret :

« Pask, mes, boet va oaned : boet, mes, pask va denved ».
An oaned eo ar bobl, an denved ar mistri ;
Rak se ta dindan Per an holl a dle peuri.

Ivona

Ar re en deeun a ra stad euz an Aviel !
Fe ! neuze renk beza skiltr meurbet he c’houitel...

Loranz

An tadou jesuistet, brema zo tri c’hant vla,
Ho deuz iventet ze, gant traou all ar falla.
Unan anhei, leal — Doue a oar penoz —
Maldonat, a choumaz e tu an Tadou koz
A intente penoz ha oanet ha denved
Verke ar gristenien, an holl hep kem ebet.
N’ho c’heuz, aotrou, nemet lenn an dekvet pennad
Euz Aviel sant Ian hag e kleofot ervad
Hor Zalver o c’hervel dre ar girik denved
Ar re en anzavo evit Meser ar bed.

*   *
*

Ankouad a rit eun dra.

Loranz

Gwelomp, aotrou kure.

Laouik

« Did roin alc’hweziou rouantelez an ee »
Setu ta, eur wech c’hoaz, ar renk kenta da Ber

Ivona

C'hoant braz o c’heuz me zaoun d’he dremen evit ler.

Loranz

Kemerit a nevez leor hor c’hreden gristen
Hag e welfot penoz ne ket da Ber hep ken
Neuz roet hor Zalver alc’hweziou an envou
Met d’an holl diskibien ; ze lennomp skler, aotrou.
Maze, pennad triouech ha Ian pennad ugent.
Arog prena eur marc’h e zeller ouz he zent.
Arog kredi eur pap, vo Léon, vo Gregor,
Me zalc’h, vel tud Bere, va daoulagat digor
War ar skrituriou zakr evit gwelet hag hen
He prezegen a zo ervez ar gwir lezen.

Kement man ’neur dremen laran dan tad zantel
Defe ezom d’astenn Aktou an Ebestel

*   *
*

Laouik

Ac’han ! e moun o vont d’ho paka en dro ma.
Va skoulm harpo ho tent ker a po ho lemma.
« Pedet ’meuz evidoud, evit na ielo ket
« Da feiz da fallaad tre. Te, eur wech distroet,
« Krenva da genvreudeur »
Per eta biken ken
Na fazio er fe. Hen eo mestr hor chreden.

Ivona

Ho toktoret, aotrou, deuz gret ar skoulm dall ze ?
War ho bec’h, vel Eli, michanz int et d’an ee !
Hag o bonet kouezet a c’holo ar gaouik.

Daoust hag hen vo paked he unan hor Laouik
Adarre en he roued ? Fe ! n’en deuz met redek,
Anez e vezo groac’h evel eur c’hoz belek.

Ar skoulm, tad, vit ho tent, zo re nebeut a dra.
Med mar plij d’an aotrou, me zisplego petra
A verk he gomzou ker.

Laouik

O Ivona, komzit.

Ivona

« Emoud’tost da goueza, Simon, me lavar did,
« Hem anzavet oc’heuz vit beza mab Doue,
« Med allaz ! nac’h a ri va anaout hep dale.
« Pedet meuz vit m’az po, goude m’Hcn po nac’het,
« Keun ha nerz da walc’hi en daelou da bec’het.
« Goude avad, bez sonj da larad da re all
« C'heuz manket a galon, ha dre ze da ziwall
« Diouc’h an hevelep drouk. »

N’euz gir a netra ken ;
Anez peden ar C'hrist — pez na sonjo kristen —
A vize bet eur gaou ; rak Per a faziaz
En Antioch, ha Paul hardi hen tamallaz
» Dre ma na kerse ket ervez ar wirionez. »
Gant displeg Ivona c’hachuaz
an nozvez.


————
XVI

AVEL D’AR VIL


M’en doa he zisgloier bet amzer da zec’ha,
He vek da Laouik kez oa deut krenn da graza.
Eun nebeut deveziou e choumaz en he di.
Marteze, gand ar vez, n’em daolaz er studi,
Rak gwall gorna re he ziskouarn d’hom goaz
Gand ar gentel kerse hen lake nec’het braz.

Marteze en doa aoun ouz eun teodad bennag,
Rak ’neur gerik, ni oar, flatrerez en em stag
Ouz ar robennou du vel eur gelienen-zall
War kroc’hen ar ronsed. Eur c’hure renk diwall
Dioc’h ar c'houibuen-ze, pe vo rinset he stall.
Hag ouc’h pen personet euz vent hon Tomboutou

Na stagont ket ho c"hi gant ho gwadegennou.

Mouza re marteze ? Feiz ne laran ket nan,
Rak flemmed e ze bet gand eur verc’hik vihan.
— Petra a larit-hu ? Mouza ouz Ivona...
Hen ! kentoch vize deut an douar da ranna —
Koulskoude, tudo kez, kalon an den zo drol.
Nez euz na dous na koant pa c’hoari ar c’hontrol
Diouzhan, a na dapo eur ruaden ganthan.
Kement-se, va c’hredit, c’helle beza aman.

Ha ne c’heuz, maout kerne, eur wech hen da vuez,
Evel e despet d’id, santet ar vouzerez
O taga da empenn ? Fe ! neuze bez e peoc’h,
D’am avis, te ve sant, eun dra bennag muioc’h.

Hogen, neuz fors petra oa kroget en Laouik,
Setu hen adarre o tisput er lochik
Gant an tadik Loranz hag an el Ivona.

Ar ster a heul he red, ar c’halon memeus tra.

Loranz

Beteg ama hon euz komzet divar ben Per
Vel m’ho dije eur wech treuzet he zivesker
Ruiou ger-veur a Rom. Hogen ze ne tam sur
Mar ge da vihana gwir histor ar skritur.

Laouik

Pemp ploa warnugent tre e bet Per eskop Rom.
M’en diskouez ar c’hontrol, d’ho Skritur a vo tom.

Ivona

Enoromp ar Skritur, mar plich, aotrou kure,
Ha kozeomp didrouz evel tud a zoare.

Loranz

Eman krog a nevez... Lakit evez, aotrou,
Ivona oar kounta.

Laouik

Va joa eo hi silaou.


Ivona

Pegoulz e marvet Per, plij ganec’h din laret ?

Laouik

Er bloa seiz-tri-ugent.

Ivona

Mad ; boulc’h he eskopded
En daou ha daou-ugent. Unanomp hom c’houitel.
Jerusalem, ervez aktou an ebestel,
A welaz er bloa-se, Paul o vizita Per,
Choum ’n’he di pemzek de. Ze zo eur poent skler.
Eun dra all ken anat, pevarzek vla goude,
Paul e Jerusalem a gav Per adarre.

Laouik

Petra zo drol en-ze ? Ha n’en doa ket bet Per
Amzer da zireudi kant kuech he zivesker !

Loranz

Me anvez eun eskop en doa ar memez giz,
Na beure en he ger, med ato en Pariz.


Ivona

Arog daou-daou-ugent, Per ne ket deut da Rom,
Rag e Jerusalem, pe tro war dro e chom :
E Samari, e Lidd, e Joppe, Sézaré.
Eskop Rom n’helle ket beza dre holl vel se.
Neuz mar ebet, aotrou ; red eo anzao ho tle,
Hogen, c'houi lar eo deut sant Per da Rom etre
Bla daou-ha-daou-ugent ha blavez ar c'honsil,
En c’houec’h hag hanter kant.

Loranz

Avel breman d’ar vil.

Ivona

Oh ! lezit han gannen ; eman entre va fao
Ha bremazoun, vit sur, e vezo gwasket brao.

Konsil Jerusalem oe e pemp-hanter-kant ;
Oh ! na chipotin ket ; lekomp c’houec’h m’ho peuz c’hoant.
Eno an ebestel hag ar re ansien
Oa en em dastumet gant kalz a gristenien.


Sellomp piz. Da genta, tam lizer d’ho bedi.
Ar pez a ro dem urz ha rézon da gredi
E oant deja war dro.

D’an eil, Paul, Barnabaz
A gount pez ho deuz gret ; ha Per, an eskop braz,
Per, mestr an eskibien n’hen deuz netra, netra
Da larad war benn Rom, euz Rom ar ger genta ?

Er gérik Antioch zo kement a labour
Ma tistag ar c’honsil daou all evit sikour
Da Baul ; Jud ha Silas. Per a zistro da Rom
Ha ne c’houlen nikun ! Penoz ! n’en deuz ezom !
Ha c’houi lakfe breman Per warlec’h he vreudeur ?
Marteze ho c’heuz chans, met n’he welan nemeur.

D’ho breudeur Antioch, Siri ha Silisi
Re ar c’honsil a gas eul lizer pehini
A ziskuez ho lezen. Dioc’h breudeur Rom, ger, ger !

Piou a gredo en doa prezeget eno Per ?

Per ne oa ket e Rom arog ar c’honsil braz,
Hen diskouezet am euz. Ar ger oa pagan c’hoaz.
En eiz hag hanter-kant, Paul skriv d’ar Romaned,
— Kristenien deut da Rom a lec’hiou all ar bct —
Saludi ra tregont. Ouz Per tam gir ebet !

Tri bloa goude arru Paul e Rom prisounier.
Pad daou vloa ne gav roud euz prezegennou Per !

Da Filemon a skriv ha d’ar zent a Golos.
Komz ra ouz he vreudeur. Piou a laro penoz
Ne gomze gir ouz Per, ouz Per a oa eno ? ? ?

Eur wech all teu da Rom — er blavez he varo.
Pedi ra Timote, he vab muia karet,
Da zont gand hast d’hen gaout « rag holl deuz hen lezet »
Per n’helle ket beza e Rom, ze zo re skler.


Pelec’h eta e oa ? Lennomp he zaou lizer :
Skriva ra er c’henta : « Re zo e Babilon
A salud ac’hanoc’h, kristenien a galon,
Pere zo sklabezet er Pont, er Gallasi,
Kapados, Bitini, c’houi holl euz an Asi. »

En eil e oar he kle prest kuitaad ar bed ma »
Ha deut eve da Rom en he heur diveza ?
Eur flipaden en doa da ober evit se...
Med neuze an henchou oa en dir marteze !


————
XVII

EUN NATUR VAD A ZEN


Kounchou ar verc’h zo reiz. Piou laro ar c’hontrol ?
Rak se ive Laouik ne lez hini da gol.
Med seul vui ma tiskuez Ivona hi skiant,
Seul vui hor maout abad a gav hon oanik koant.
Da genta ne wie petra groge enhan,
Pa wele hi lagad glaz ker lemm ha ker glan,
Hi c’huchennou vleo du dizent war hi zal gwen,
Hi c’herzed ker skanvik hag hi c’hoarz ker laouen.

Han ! genaouien zo ho deuz tennet d’ar zort
Pa deu eul lommik fler en ho diou froen tort.

Breman zo eun draïk o veski, o skrapa

En he bruchet. Kommans ra divinout petra.
Santout a ra penoz euz he benn an estlamm
Zo kouezet izelloc’h ha troket en eur flamm.

Gwechal wie oa fur, goude eur pennadik,
Sellet war zu ar ger ha kwitad an tadik ;
Ne oa ken n’em gemer hirie vit dispega...

A wechou e kave eun dra da zisplega,
Allaz ! gand eur vestrez, mestrez e pep fèsoun,
Eman hualat net he speret, he galoun !

Petra fell deoc’h, va zud ? Ar bed zo er giz-se,
Ha kano pe ioulo pap, eskop ha kure,
Ar voulik a droio. Gwaz aze d’ar bèlek
A troc’h he dreid d’an oan d’he lakad da redek !

Hep gouzout e tizkenn ouz speret an abad
Betek kreiz he ine, med velken neur welad

— Pa ne ket dall — e van ganthei a galon-vad,
Ivona a ra c’hoaz war Laouik eur reujad.

Ivona

Silaouit eun tammik ha larit din eun dra
E deuz gwall enkrezet va fenn betek vrema :
Pep pap nevez a gleo kana dezhan :« Annos
Petri non videbis ». « Na reni ket ker koz
Ha da vreur henan Per. »
Neuze eta perag
Pi-nao n’em ankouéaz war he gador ker stag ?

Laouik

Ato, va mezel koant, Pera.zo bet seiz vloa
Eskop en Antioch.

Ivona

Han ! pebez den a oa !
Arog ar c'honsil ?

Laouik

Ia… Nan, pa sonjan… goude.


Ivona

N’ouzoc’h petra d’ober, me z’aoun, gand ho leve....

Loranz

Perinaïk ive, podad leaz war hi fenn,
A grede na welje founz hi ialc’h birviken.
Evel eun oan e teu da zansal... patatra !
Euz hi madou ne choum ganthi-netra, netra.

Ivona

Arog, nann ; ni oar mad ; goude, ne laran ket,
Rak sur en Antioch, Paul hen deuz skandalet
En abek ne gerze en hent ar wirionez.

Loranz

Klaskit breman ho kount, mar gallit, aotrou kez.

Ma ! n’ouzoc’h ket ? Laouik en em lak da c’hoarzin
Ker brao ma c’hoarz ganthan lapouset Plougistin.
Setu aze petra eo kaout eun natur vad...
Choarzin pa ver tapet a dal n’em zovetad.


Loranz

N’em boa ket laret deoc’h non pas c’hoari kounta
Gant va merc’hik vihan ?

Laouik

Ganeoc’h en taol kenta
E vijen bet rinset.... Elec’h mestr eur vestrez,
Ne n’oun ket kalz da glem... Dousoc’h kavin va mez.

Loranz

Deuz aman, Ivona, breman ma pokin did.
Ha choui, bezit krenvoc’h, eur wech all, mar gellit.

Ho ! med me Ivona, neur ginnig hi zal glan
Da veg hi zadik koz, ne ket achu va c’han...
Al lost euz va histor zo choumet e dilerc’h. »

Loranz

Kan. Arabad eo did ankouad netra, va merc’h.

Laouik

Samit, samit ar paotr ; ne vo nemet skanvoc’h
He vec’hik da zougen, pa viot c’houi e peoc’h.


Ivona

Paul a ziskler eze — daoust ma n’em priz dister —
« Ker braz hag hevreudeur : Jakez, Ian, Simon-Per »
Ha Per, e lec’h pignat er gador huella,
« E servicher Doue » kemer an izella.
Hini ta na wie e touez an ebestel,
En doa laket ar Mestr ieot kaeroc’h n’he rastel.

Loranz

Eeun meurbet a gredan e deuz skoet va merc’h.
Eur girik am euz c’hoant da ziskoulm war hi lerc’h.

An ebestel henvel kas Per da Samari.
Allaz ! troet ar bed ha troket ar c’hoari !
Hirio, petra weler ? Eur vagad eskibien
Kaset gand eskop Rom evel koz lakizien !
Ha c’hoaz, tra truezuz ! ar re-man bleg ho chouk
Platoc’h hag an denvad e ve kaset d’ar grouk !


Pegoulz ta, o va Frans ! Vide te katolik
Vel en amzer kenta ? Loskite ar pabik
En he eskopti Rom da vale en he c’hiz
Ha da eskibien frank da rena da iliz ?

Pep eskop a oa pap er c’henta kantvedou
Ha n’anveze vit mestr med ar Christ, hon Aotrou.
Mouez ar bobl a choaze vit eskibien ar re
Dalc’he gand he fizianz en he greiz ar gwir fe.

Pep parroz re hi choaz etouez ar veleien.
Velse rene an urz en touez ar c’hristenien.

Republik en hom stad ; Republik en iliz ;
Ar bobl hepken Roue. Hennez eo va avis.

Kemenn hag e kavi zentidigez er Franz.
Me eo a lavar did, daoust ne z’oun med Loranz.
Ne vo ket pell, te oar, e ranki dont d’am pal ;

Med perag, o va bro ! ne deufez ket raktal :
Seul vui ma kemer troad ar vossen en eur ger,
Seul vui d’an doktoret ar bec’h eve pounner.

Republik en hor stad. Republik en iliz.
Ar bob hepken roue. Setu frank va aviz.


————
XVIII

AL LIZEREN A LAZ


Ivona

Choaz, c’hoaz eur pennadik, mar plij, aotrou kure.
N’hoc’h euz den da govez betek warc’hoaz veure.
Kovesaït aman eun oanik kaledet
Ha, zo koantoc’h, a gan laouen en hé bec’het.
Oh ! ma tigouezfe dec’h gounnid an ine-ze !
Kerkent d’ar baradoz ac’halen c’houi nijfe.

Petra ez eo, aotrou, ar pez a zo hanvet
E latin, e gregach, en hebrach, n’ouzon ket...
Induljansou ?
Int-hi ar purgator gwerzet

Evit pep tra d’an dud na welont tra ebet,
Gand eur pap brezeliad pa n’em gav en ezom,
Gand eun all pa c’hoanta sevel iliz e Rom ?

Eur vech drewarizi, menec’h Augustinet
Ho deuz pilet me zaoun menec’h Jakobinet
Pere ho doa tapet gwerz an Induljansou...
Peg an aour sakr eta a zo leun a c’hrasou ?

Laouik na ziskoulm gir ; choum a ra da zonjal,
Med Ivona skanvoc’h a grog n’eur géiel all.

Ivona

Ho purgator p’hini a ra kemverz kénan,
Ha pigoulz ha pelec’h eo deut ar c’hiz diouthan ?

N’ouzoc’h dare mezaoun. Da vihana, aotrou,
Larit din da belec’h e kerz an dispansou ?
Teodou fall a lavar e krazont en ti kaer

An eskop, ha velken eo ret ho faea ker...

Eur c’hoarzaden war ze, ha setu holl respount
Hon Laouik sebezet. Ar verc’h vo skler hi c’hount.

Ivona

Choui gred miraklou Lourd, ne kuir, aotrou kure ?

Loranz

Eur c’huzul, diwallit... n’it ket da enklask re
Ar roll en deuz eno c’hoariet an Itron.
Ec’h ! ec’h ! a lavarfac’h raktal cand heug kalon !

Pebez glac’har em beuz, o va bro ken karet,
D’az kwelet azeuli eur bern falz douéed :
Kalon goad hor Zalver, ha Lourd hag ar Salet,
Idolou ker noazuz d’hon iliz binniget !


Laouik

Oh ! penoz ! eun idol, kalon sakr hor Zalvcr !
Burzuduz e pep lec’h, meulet a bep amzer !

Loranz

N’en em zislarin ket. Ia, aotrou, eun idol
Dioanet neuz ket pell e pen leanez fol.

Me lavar deoc’h, aotrou, n’ho c’heuz beteg hirio
Klevet nemed eur c’hloc’h. Eun devez a deuio
Hag e kleofot re all. Neuze gant levenez
E stlapfot ho kevier, dirag ar wirionez.

Ivona

An ofern e latin ne intentet gant den !
Petra rit hu euz Paul neuz roet ar reolen :
» Ra bedo pep hini en he iez ; gweIloc’h eo
» Pemp girik skler eget tregont mil na glevo
» Den en iliz santel. »

Med afad komzit din
Euz ar c’hatolik koz. An oferen divin
Zispleg a vouez huel, e gallek vit ar gall.....
Mal am euz da welad en hom bro kement all.

Loranz

Fizianz, merc’h. Tam a tam ra al lapouz he nez,
Er Franz, en Breiz-Izel, arog fin da vuez,
A weli ren, me gred, ar gwir fe katolik,
Kendalc’homp hor fizianz ebarz hon Republik.

Hi gwelet a refemp — va lezit da laret —
Kalz krenvoc’h en hi za, ma vize bet harpet
Gant tud a fe hepken, gant tud a fe kristen.
Ze a laran bepred, rak se eo va c’hreden.
Hi gwassa enebour eo an den divadez
A zonj penoz ar bobl a vev hep karantez
Pe a choumo houman etouez ar bobl kristen
P’en do laket he fe da vale dierc’hen !

Va bro, silaou Loranz a gar ar Republik
Koulz a den all ebet. Te a zo katolik,
Bez, med gwir katolik ha pell, pell diouzit stlap
Da idolou, ha bez eur bobl libr ouz ar pap.
Gra ze hag e weli aben nemeur amzer
Ar peoc’h o ren ennoud, pep hini ’n he zever.

Laouik

Mad. Aze c’hin d’oc’h heul barrek, tad kez Loranz.
Ze c’houlennan bemde vit va bro kaer, ar Franz.

Ivona

Trugarez deoc’h, aotrou, evit ar c’homzou ze ;
Joa ra ganen gwelad zo nerz en hoc’h ine.

Eun taolik diveza, oh ! med eun taolik ber
Hag ho lezin da vont skanvik skanvik d’ar ger.
Goude ar gorreou ha c’houi gred ive c’hoaz
Ar bara hag ar gwin ho deuz kollet ho blaz ?


Laouik

Sur. Ar Mestr neuz laret : « Kemerit ha debrit.
Rag eman eo va chorf... va goad. »

Ivona

Ha ! diwallit !
Aotrou, lakit evez ! « Al lizeren a laz ! »
Sonjit en ze, m’ho ped, en hoc’h ofiz warc’hoaz.

Laouik

Breman me gav va zamm brao awalc’h kempenned.
Penoz e kanin me, Doue, ma ofern bret ?


————
XIX

RATOZ BUAN
rezolusion prim

En eur gravad he benn Laouik zizred d’ar ger.
Fas koat ! grik, grik en ti !
Ar c’hi skrab ar voger ;
Rak dor ar porz, dre eur, a zo choumet digor,
Ha velse d’he gure e c’hell ober enor.
Azezet war ar bank a servij d’ar mizer
O c’hedal ar vatez evit kaout hi gwener.

Laouik

Mil bennoz did, minndu, gwelloc’h evit da vestr,
Hen ’n euz serret an or ; te ziskouez ar prenestr.
Tost aman, mindukez, deuz ma pokin did stard ;
Te zo muioc’h kristen eget al leonard.
Hag ar paourik mindu, vel pa santje ar rost,
Digemer ar pokou ’n eur fistoulat he lost.

Hon Laouik kez a sonj en hini ’n euz laret :
« Dre ma weler an dud e karer al loennet. »
Pa neverd Ivona, hen larje memeuz tra,
Med Ivona ! Ar sonj ouz an elik a ra
Ma kouez war fri mindu eur bern pokou diroll.
« Pep hini vit he stal ha Doue vit an holl. »

Mindu, vel gand ar joa a lamme, a dride,
Selle ouz he vestrik, hep arzal koulskoude.
Mignoun, chomomp aman eur pennad didrouzik,
Vit lezel Tomboutou da gweza ’n he kouskik,
Ha me zento diouzit, me iel sioulik d’az heul
Rak me wel va mindu, te ziskouez din ar skeul,
Ia, ia, te zo paotr mad. M’em bo sonj, n’az be nec’h,
C'hoaz d’az trugarekad, pa vin pignet d’an nec’h.

Laouik zo en he blun, ha dioc’htu da roc’hal
Krenvoc’h vit he berson, hag ar c’hi da arzal.


Daouned ! me Tomboutou, pez diaoul zo gant va moc’h,
— Gand va farresianet, Chon, mar kavit gwelloc'h
Laouik a c’hoarz, a c’hoarz ha gwasoc’h c’hoaz a roc’h.

Ar person n’he rochet, ker n’euz mindu arzal,
Na wel den tro war dro.
Ha me ve meo mik dall ?...
Setu aman afad, eur c’hoari, emezhan...
Sur, va c’hure zo kaoz, eun diaoul bennag ganthan...
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Tomboutou hag he Chon et d’an templ da bedi,
Laouik, hep koll amzer, kleng ar skeul er c’hardi.

A vec’h ze displeget he oferen veure,
Ha skarzet lipouzik he skudellad kafe,
Ar person ’neur c’haloup pign da gampr ar c’hure.

Ar Person

Pelec’h e oaz te dec’h... c’heuz lezet a c’hanoun
Da zispign va skevent ?


Ar C'hure

Marvad oan kousket doun
Evel kaner em boa c’hoant da zerc’hel va brud,
Setu perak...

Ar Person

Ta, ta. « Piou glask plijout d’an dud
Neze ket din diouzin. » Da brezeg a zon kleuz,
Mabik, eur pennad so, da stern a zo adreuz ;
Ha ne c’heuz ket a vez ? Néa eeunoc’h renki...
N'oun ket evit gouzanv gwiad kefnid em zi.

Laouik (e meaz he blun)

Setu paket ganen adarre eur sarmon.
Ma ne ganan ket just, ne vo abek d’an ton.

Hogen, distaga ra an ofern ker koantik
Mar ge kren er barroz leshanvet an eostik.

Med allaz ! n’e man mui he ben gant kaniri !
N’en deuz peoc’h ebet ken da eva, da zibri.

Hag epad ma n’em blij eur vanden verc’het kaer
O klevoud a bep tu meleudi ar c’haner,
Hen ra ar zonjou man :
« Gret e aman va stal.
Koll rafen va skiant o chom da chipotal
Gant person ker grignouz. Bemdez a c’hroz eun dra :
— Te laka an amann re deo war da vara.
— Re a zellaz a gorn d’an orate fralres.
— Da zoaréou a zo gwall flour gant va matez.
— Ato ve touz da veg ha du da donsuren.
— Han ! m’oud bet adarre o walc’hi da groc’hen !
— Nag a dro gant da zae ! Arc’hant tolet er ster...
Ha te glaskfe heulia giz itrounezet ker ?
Ha petra an dra-ze ? Ha perak an dra-ma ?
Ac’han hag alese, pa pati, ha pata.

Mar kav brao eun eskop d’ar pap beza lakez,
Eur person d’an eskop — ha d’eun all aliez -
Ar vicher gounner-ze, me zant hirie erfad,

Barz nebeut a deufe da gaouledi va goad.

N’em beuz eta nemed eun draïk da ober ;
Skriva brao d’am c’herent, paea va c’hemener,
Trugarekad an dud — ha dreist holl Tomboutou,
Ha, fouet e gras Doue, eun tu bennag, aotrou.

An dud, me oar, zo kri, ouspen kri e kenver
Ar belek n’euz an nerz da heul hent he zever.
Med n’euz fors ! Mar be red d’az kuitad, ô ma Franz,
Me vevo el lec’h all libr gant va goustianz.

Na ehani enn de d’az karout, o va bro,
Nan, nan, nan, pas eun heur ken a vo an distro.


————
XX

KIMIAD


Mud da lein, mud da goan, ha person ha kure.
Mad a reont ; an eil ne gleofe egile.
Arabad huvreal ve n’hini pehini
Krog ar pez a c’halver el lec’h all kasoni.
Biskoaz n’ho c’heuz gwelet ha na welfot biken
Daou velek diraghi o c’houeza n’ho zouben.

Med marteze en deuz eun tamik gwarizi
Heman ouz egile ? Ze ? n’it ket d’he gredi.
Sur, eur person a gar kovez ar begou fin...
Oh ! med, neuz gir aze gant person Plougistin
Zo eun denik santel, vel an holl personnet
A dle teurel evez war furoc’h friponnet.


Goude koan vel kustum, Laou ra eun dro jardin.
Loranz hag Ivona n’ho liors zo lirzin.

Laouik
(He unan, neur gantrea, he zaouarn a dreg he gein
hag eun tam kroummet)

Setu aze, e gwir, ar furnez er bed man.
Beva gant lealdet ha libr ouz pep unan.
Setu aze ar skouer dle heulia pcp kristen,
An hent gant gras Doue a heullin penaben,
Na pa vefen barnet epad ma zam buez
Da c’houennad an henchou, da frita dienez
Didan eun doën plouz.
Liberte war ar bec’h
Zo gwelloc’h vit sklavaj ha presbital gant nec’h.

Ouc’hpen, nag a c’hevier moa paket e latin
Welan hirie ho deuz dispeget net diouzin !
Me laka zo manet eun toullad c’hoaz em zac’h,
Gant diskouarn azen m’em be bek koant d’he nac’h !
Hogen ma kav kleuzik ar person va lavar
Petra ne graincho ket pa em gwelo bouzar

War he zisplegou toull diwarben he Salet
A bed, a veul, a gan, a lip gant he gaoulet !

Biken n’ n’hellin prezek ar pez ne gredan ket,
Rak se ta, eur wech c’hoaz, va stal aman zo gret.
Diskampomp ac’halen. Kimiadomp da genta
Va gwella mignounet : Loranz hag Ivona.

Han ! Loranz, Ivona ! Petra a laran me ?
Me, me Laou an Dero, me kwitad ar re ze ?
Ha me eve ganen beuzet va skiant vad ?

Dilezel va oanet, dilezel va denvad,
Ho leuskel da beuri e park sec’h Tomboutou
Betek vo kaset d’hei a nevez eun aotrou,
War ze hellin tremen — en eur dremen buan —
Med dioueri hi gwel, n’em dizoun ouz hi c’han !
Med n’hallout biken mui klevoud va skolerez
O flourad n’eur c’hoarzin va zammou menerez !

Birviken ken gwelad an elik daoulinet !
Hi begik roz war dal hi zadik astennet !

Ha me ve zod awalc’h evit eur c’hoz tagnouz
Koll va evuruzded ! Blamour d’eun tammik trouz
Mont da gaoliata bro ?
N’alfen me ket ive.
Evel darn anvezan, serri he vek dam fe,
Tricha eur wech er ramz, teurel pik lec’h karo,
Ha leuskel Fanch-ar-Peul gand ar c’hred a garo ;
Neur larad : nc rain fors p’em bo pe n’em bo c’hoaz
Eur vleven da benta e kreiz va zalik noaz ?

Han ?… Me choumfe breman, ar bigel em daouarn
Da zellad ouz ar ier evel eur c’hoz louarn ?

Nan. Rom ne ze met gaou.
Nan, nan, Laou an Dero ;
Skrivet eo e kleaz tapout pen an ero.
Arog, arog eta. Dastum nerz da galon ;

Loranz hag Ivona strinko did eur pardon.

Laouik en em zispag ouz vali ar gwez frouez
Drek pere oa kuzet.
Nozved vad, tudo kez.
Dont ran da ginnig d’ec’h va zalud diveza.

Vel vize deut an tour war ho zi da goueza,
Ho zri int ker mantret an eil hag egile.

Loranz

Petra, ha ni ve kaoz, aotrou, euz an drouk se ?

Ar verc’h tristet dremen hi dornik war hi zal.

Laouik

Nan, nan bezit dinech. Me laro deoc’h raktal
Ar sonj neuz darevet heol gras Doue em fenn :

N’eur domma ar bankou, hep gout ar pez a renn,
Kalz re a draou lekiz er banner va c’hreden.
Hogen aman n’hallin netad va zac’hik gwen.

Ker am befe ioual kement ha ki Bonnier,
Pep gwech mar ro ar brall d’he gloc’h braz hon c’hloc’her.

Loranz

Feiz ! aotrou kez... ne ket evit lavaret deoc’h,
Med ar c’henta tra dle klask eun den eo ar peoc’h.
Eun dra en deuz atao va laket da spounta
Eo ar c’hount ho devo ho mistri da renta
Abalamour d’ar bec’h a sammont re abred
War chouk eur paotrik paour ne hanve tra er bed.

Me zo koz ha marfad na welin ket ar pez
Kredan em c’houstianz eze ar wirionez ;
Difenn d’an eskibien, a beurz hon Republik,
Da lakad urzou sakr war pen eur c’hloaregik
Ha d’heman d’ho gemer arog m’en do poket
D’hom bannier trikolor ; arog vo dimezet.

Ivona sederet

Hag e pe bro, aotrou, ma n’omp ket diavez,
Sonjit hu n’em denna ?


Laouik

Joa ra din, tudo kez,
Vec’h douget evid’oun. Da gaout an aotrou mear
Ez in warc’hoaz abred, hag arog mont d’ar gear,
E pedin va faeroun a intent traou ar bed
D’ober he vek d’am zad. Eno, hep den gwelet,
Rin eur studi nevez, a zonjin, a bedin
Ha mar plij gant Doue e kristen a vevin.

C’houi em lezfe, Loranz, eur wechik an amzer,
Da c’houl ouz ho kélou dre eun tammik lizer ?

Loranz

Gant plijadur, aotrou.
Keno eta neuze
Va zud kez, keno. — Keno, aotrou kure.


————
XXI

BEVET AL LIBERTE !

Ivona

Setu aze, tadik, eur pikol a abad
Ha na ro ket amzer d’he vleiji da gosad !

Loranz

Me blij din a seurt se ; mez ne zeuz ket siouaz !
Eun druillad evelthan.

Ivona

Nag hennez a zo goaz !
En deal, kerse vo gant ar barresiannet !...
Gwest e int da sklepel mean gant ar baiannet ?


Loranz

Nan, va merc’h ; bez dizoan, ha pedomp evitho.

Antronoz, gret he val, lugernuz he voto,
Gwisket he dok, he zae, he gouriz nevez flamm,
Laou betek ti ar mear ne ra nemed eul lamm.

Ar C’hure d’ar Mear

Ha c’houi blijfe rei din eun testeni dre skrid
Z’oun eun den a zoare ?

An aotrou Mear

Daou ha tri, mar kerit.
Mez, petra a nevez ? Ha c’houi zonjfe kwitad
Ar barroz e p’hini hoc’h d’an holl deut ker mad ?

Laouik

Ia zur ; da vihana, aotrou, vit eun nebeut.

Silaou ! Krosmol en ker warlerc’h ar person treut...
Chon a red da genta da gelen ar person

War min dilojadek diveskel ar pichon.
Ar person a c’houlen vel an holl er gerik
Pe diaoul zo kroget en ilpen an eostik ?

Chon

Marfad ho poa stignet re stardik he gorden,
Hag en deuz ijinet klask esoc’hik kuden.

Ar Person da Laou en distro

Petra ? Petra ? Mabik, petra ar c’hoari man ?

Laouik

Pad ma ze tom ar forn, a ran mad, a gredan,
Lakad va zoaz ennhi.

Ar Person

Holà ! Hag an eskop ?
Petra a lavaro ?

Laouik

An eskop ?... Hop ! hop ! hop !
Ar c’har-skanvek zo prest, ha Laou ebarz : Mar tap

An eskop ac’hanon, rouantelez ar pap
A vezo askavet.

Chon

Han ! iac’hoc’h hoc’h, grignouz ?
N’em boa ket laret deoc’h tanoad ho kourdrouz ?

Ar Person

Mad, mad ! ni a welo pe an escop pe hen,
Kanerik dorlotet, a ranko souz adren !

Da c’hortoz, maint endro ; heman en ti he dad,
Hag e Rom egile ha digemeret mad
Gand ar pap nhe balez, dre m’en devoa touzet,
Arog kwitad he Vreiz, keinik kez he zenvet.
Pemp ha tregont mil livr. — Ne ket kalz... peadra
D’ar pap paour da lakad golc’het plouz da zec’ha. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
A skuillaz eskop koant person koant Tomboutou
Harz treid paour eskop Rom « vit gloar vras an Aotrou. »

Netra evit netra ; ze eo lezen ar bet.
Hogen, warlerc’h eun all biskoas pap ne choumet.
Eskobik Tomboutou ’n do an enor brema
Var bazen tron ar pab — mar be plas — d’azeza,
Ha ma ne ve ket plas, da choum reud en he za,
Med afad tostik tost, pez a zo memez tra.

Kement-se, ar person dremen trist ar zizun.
Treutoc’h teu da veza ha troad he gorn butun.
Er c’hontrol, hon Laouik a zedera bemde,
Oc’h eva ar vuez en heol al liberte.

Loranz hag Ivona, an daou pagan brudet,
’N he galon anaoudek zo kant gwech binniget.
E kement tra a zonj, e kement paz a ra
E luc’h en he spered lagad glan Ivona.

Biskoaz n’en doa kavet ker ker leor an natur.
E pep lec’h zisk ganthi eun dra ra plijadur.

En trouzik an dour red, neur bokad d’ar ieoten,
A wel skeud ar vuez a dle er peoc’h tremen.

’Neur wezennik gwéet, e touez a gwez huel
A laka en gwasket he Genkiz, hen a wel
Eol vrec’h eur roman koz o wéa eur verset
Evit tenna diouthan ar pez ne lavar ket.

Ar Genkiz diazez war ziribin eur c’hreac’h
Zo goloed a goad. Euz prenestrou an neac’h
Al lagad koulskoude hell kounta pemp tour koant
Vel re holl Breiz-Izel.
En eur renkad zo plant
A verko pell amzer, marteze da viken,
Ar bloa e zo bet deut er Genkiz eiz kristen.
Hini an aotrou Laou eze an huella ;
Pep brank a ziskouez deomp man tost da dregont vla.
Hini dero Perrik e ze an distera,

Ha fillor Per er skol warc’hoaz zuno Rosa.
Ar c’houec’h all, disket brao, ha paotret ha merc’het,
Gant ho zadik intaon a c’houist, a boagn meurbet,
Vit derc’hel an danvez hag he greski bemde.
Perak né euz muioc’h a ziegezou ze ?

Laou a zonj a wechou : daon ! ama zo c’hoaz plas...
Daou, tri, pevar ouspenn, ar zaout gresko ho leaz ;
Nebeut a gousto deomp kaout, tro war dro d’an ti,
Eun dousen ier ouspen... hag eun toullad houidi.
Kik sall ha patates... gant eun tammik bevin.
Setu gant daou wennek vit tri gret ar gégin.
Ar gampr vraz a zo gret vit ober eur chapel,
Ennhi er fesoun re gwechall an ebestel,
P’am bo disket va zud, me gano an ofern.

Piou eta lare din rankjen troka va stern ?

Ter gwech en deuz skrivet ha ter gwech en deuz bet
Kelou euz Plougistin. Na brao a oa gwelet
Laou gand he lizerou, oc’h eva, o suna
Pep komz, pep lizeren, rak dornik Ivona,
Hep mar, he doa moulet vit an tadik Loranz !

Eun devez teu dezhan ouz an tu all d’ar Franz
Al lizer man a lak he galon da dridal :
» Va mignon, kemeret e teuz an hent leal.
» Torret c’heuz chaden Rom hag hi idolatri.
» Va zi zo dit digor e keit a ma kari ;
» Doue veulfonp kevret ha kalounek bemde,
» Neur brezeg he lezen. Bevet al Liberté !


————
XXII

EUN DIMEZ E BREZOUNEK


Pevar devez goude, Laou oa gand he vignon.
Heman raktal : va greg ; Per, Souzik hag Ivon.
Va greg : va c’henvroad, va mignon An Dero.
Ha breman, dibluskomp keleier koant ar vro.
An tri marmouz a zel, a zel ar roben hir
Gand ho daoulagad vraz ; mez, ouz bek Laouik... gir :
» Eur vreg, he vugale... n’he di... da eur belek !
» E pe seurt bro eman va mignon Ar Gorrek ?

ar person katolik-koz

Ha ha ha, va Laouik, abafet oud kenan
Hem gwelad o terchel eur vreg gannen aman !
Ne ran, neur ober ze, netra bet koulskoude

Nemed heulia reiz Paul, reiz konsil braz Nisé :
« Ar belek dle beza pried d’eur vreg hepken. »

Laouik

Ia, ia, ia, mez te oar penaoz eo gret an den...
Hor gevier koz ho deuz ker boutet ho c’hriziou
Ma n’ell ho c’houennad tre nag eur balad na diou.

War ze hon daou Breizad koantik da gaketal
En ho iez binniget diwar benn stang Plouzal,
Men-hir kaer Guerliskin, Kastel-Lin, Plonevez,
Kreiz-Ker-a-Gastel-Paol, foar-an-nec’h Montroulez,
Pardon koant Lannuon, An hini goz ar Ponthou,
Kregen San-Jan-a-biz, hep ankouad Tomboutou.
War an teoloji dalc’hmad vize diviz
Etrezho, muioc’h c’hoaz war histor an iliz,
Rag Ar Gorrek anvez eun-a-eun ar pabet
Ho deuz renet e Rom ; an hanter friponnet.


Loranz hag Ivona doa digoret ar glouet,
Ha Laou ebarz ar park, e trog eur peuri louet,
En em bourve founnuz euz peuraj ar c’houeka
A gav eno a leiz kalounek da baka.
Lartad a ra bemde evel eul logoden
Sioul en eur zac’had bleud.
Petra servij d’an den,
Emezhan, kaout madou, ma choum evel eur peul
Etouez an dud meuluz elec’h monet d’ho heul ?

Grimp eta pez zo red ; Doue hom zikouro ;
Ha raktal he galon a nij war zu he vro.

Ha kerkent all e skriv da Loranz vit goulen,
Hep tam troidellad, an dornik voulouz gwen
A briz, a gar ’n tu all da gement tra krouet.

Et al lizer da Vreiz setu ar paotr tristet ;
Ne well, ne gleo netra ; evit ia laro nan ;

Dhe baour daoulagad kez, pez zo ru zo melan.
Ar Gorrek, he itron a intent he anken.
« Mam, me ar vugale, perak ne c’hoari ken
« An aotrou Laou ganeomp ? »

Ar vam

Eun tamik eze klan ;
Grit ho c’hoari didrouz, ha na rit ket a van ;
Pa vo iac’h hen gwelfot adarre sederik.

Loranz

Achanta, Ivona ?

Ivona

Ac’hanta, va zadik ?

Loranz

Petra lerez war ze ?

Ivona

Petra a zonjithu !


Loranz

Me wel da vad, va merc’h,dorn Doue a bep tu.

Ivona

Me zonj, va zadik kez, krag ha ber evel doc’h.
Eun draïk koulskoude, arog mavin e peoc’h,
Renkfot ober ho taou : hen, dont da choum er vro.
Ha c’houi en hom c’hichen.

Loranz

Mad, evel se e vo.

Ar Gorrek

Setu... aman... da varn. Petra lar Ivona ?
Laou zigor al lizer... he varn... en eur grena.

Laouik

Meulomp Doue ! Hag hen da bokad de vignon,
D’an tri marmouz bihan, da bokad d’an itron...

It da giask eul lapouz laouennoc’h er bed ma...
Kentoc’h embo savet kear a Iz en hi za.


Tri miz zo ho deuz gret Loranz hag Ivona
Gant Laou anoudegez gant ar vro ar vrava
En Europ ha marvad ar c’hoanta euz ar bet.

N’euz forz, eme Loranz, Breiz-Izel zo bepret
Breiz-Izel ar chaera, pa wele dirazhan
Chèn, Ermanz, Jeneva gand he lagen Leman,
Kope, Vevei, Montreu, Meneziou Thoum ha Bern,
Kerik Interlaken, ar Rigi koant Lusern.

Paul Erlan hag he vreg ho deuz kwited da vad
Bro-Saoz, war digare euret elik ho zad,
Er zonj da veva frank diwar ho zamik tra,
En ho bro koant Treger, e kichen Ivona.

Arruet An Dero gant Fant he verc’h hena,
War peden ar c’herent ar person Ar Gorrek
Gant eurvad ar vrasa eureuj e Brezounek.


Mil ha mil trugarez kalounek d’ar mignon ;
Prezant d’ar vugale, kement all d’an itron :
Eur weladen en Bourg, en Makon, en Paris,
Ha setu gae an dud o festa er Genkis.

Hiniennou, er vro, oe ien ho digemer.
Eur belek dimezet ! poan doe vit n’em ober
Gand ar c’hustum goz se. Med nebeut a nebeut
En pen eun toulladik ar sklerijen zo deut,
Ha parroz an aotrou ne rai nemet kreski
Rag ar person nevez lak evez da zeski
An aviel zantel d’an dud kcz tro war dro.

Plijet gant Doue ve kalz a seurt se er vro !
Breiz-Izel a deufe, er gwir fe katolik,
Da garout, da zifen ar gwella Republik.


————
XXIII

EUR CHAPEL KATOLIK-KOZ
en breiz-izel

Loranz hag Ivona vel p'ho dije mennet
En ho furnez tapoud an amzer tremenet,
Pe kentoc’hik hast braz da glevoud en ho iez,
En oferen zantel, prezeg ar wirionez,
Kemer bep sul ho flas da genta en iliz ;
Goude teu An Dero, gant tud vad ar Genkiz ;
Warlerc’h weler o tont eur rum amezeien
Stad ennho da n’em gaout adarre kristenien.
Adarre kristenien ia, rag al loden vraz
A garie kalz bravoc’h ober ho hent ar groaz

En ho lochik didrouz, vit n’em glevoud pronet
Abalamour ma zint gwir republikanet.

Ha ni leuskfe aze eun draïk bennag faoz !
Nan, siouaz, ni anve eur vam, intanvez koz,
Zo bet meur wech pronet blamour ma talc’he ker
Hi fevar den iaouank vid ar Présidant Thiers,
Ma, ar roéalist, breman person kanton,
A lip he c’hopr dre c’hras an eskop ! An aillon !

Darn all choume er ger dre ma n’houllent paka
Ar pillou ro breman ar roman da wiska :
Infaillibilité, Sillabus, traou nevez :
Koz pèlerinachou Lourd, Salet, follentez ;
Kemwerz chapeledou, koll amzer ar seurez,
Kemwerz skapulerou, krog-liard ar sodez.


Aman eo enoret ar Bater, ar Gredo,
Hag an dek gourc’hemen neuz roet An Aotro.
Ar seiz sakramant zo miret holl en ho fez ;
Pep kristen hell kemer ar Binijen hep mez ;
Hini an oléo deuio ive dhe dro ;
Pa vo eur vanden vad a gristenien er vro
Neuze e tibabfont en ho zouez an digna
Vid ober en iliz ar preder huella.
Ar Stad he sikouro pe n’he sikouro ket :
Vit sur, ne raio mann vit dihincha ar bed,
Pe anez, krak ; d’an traon, ha bec'h d’ar votaden.
War skoaz eskop ar bobl dle choum ar gwir greden,
Vel en amzer genta.

Ha ze ve tra diez ?
Oh ! nan zur, ma laka pephini he evez.
An alc’houeder bihan ve lezet gant he vam
Araog nijel en er d’esaad e genta lam.
Va Franz muia karet, ne welaz ket penoz
Hellaz dizhuala da Gatoliket-koz.

Ar paour kez konkordat a gouezfe plat souden
Vel c’houizigel broudet gant begik eur spillen.

Peoc’h brema ; setu deut goel vraz an Nédelek :
Pephini a lavar kevret gand ar belek :
« Me govez da Zoue hon tad holl c’halloudek
« Ha d’am breudeur kristen penoz em euz pec'het...
War-ze gand ar person he brezegen zo gret,
En divez, he lar ro Doue an absolven
D’ar re holl ho deuz gret ’nho ine ar goulen.

Pa hen deuz ho sakret en oferen divin
He kinnig he unan ar bara hag ar gwin :
Ar bara neur larad : Kemerit ha debrit.
Krist torraz ar bara ; ne larez ket : Lounkit.
Petra eo neuze ta an tamik bara kan
Ro neur feson iskiz da lounka ar roman ?

Hag ar c’halis. Perag e vefe fall hirio
Pez pad daouzek kant vla oa mad e kement bro ?

Eur zelladen, arog achui hon histor,
War hom c’hamaraded.
Loranz eo ar Mentor,
An orakl barz ar vro.
En eun ti nevez koant
Hanvet Ker-Paul-Lolo, kement beg fin neuz c’hoant,
A drog he goz peziou, ober tam lip-he-bao,
Pep seurt meuz dilikat e kav eno atao.
Rag Lolo zo tremen mestrez keginerez
Ha koantoc’h evit Paul ne zeuz servijerez.

Laou an Dero ne oar awalc’h trugarekad
An Aotrou d’em beza ambrouget en hent mad.

An Dero koz brema lorc’h ennhan gand he vab
He c’half, vel an dud all : mabik henan ar pap.

Ivona leshanvet Keritron ar Genkis
D’abardae pemdez a zisk ar c’hatekis
D’eur rummad bugale, ha d’ar sul ’nhi gichen
E kanont holl salmou epad an oferen.

Ivona, Ivona, koulmik koant ouz an ee
Ha binniget ganthan, war da zaoulin hirie
A welomp gand eurvad eur pennik alaouret
O rei he c’hoarz kenta d’he dud hen kar meurbet.

Oh ! mar goa brao gwelet warlene an elik,
He vleo melen etal re wen erc’h an tadik,
Oc’h ober war e vrec’h lammoïgou a stad,
O planta he zornik ’nhe c’hinou, ’nhe lagad,
Hag heman sederik o kinnig c’hoaz d’an el
He varo da sacha a sach kement a c’hel...

Hirio, p’en deuz paket he genta vragezen,
Ziskouez weo eun de kavout lost he bellen.
He vrassa plijadur eo redeg digabestr
Ha war ar ponsinet kommans he zamik mestr.
Eun tam kuign diganthan eur wech dap azorik
Med arog renk senti hag ober chiboudik.
Eur wech all lekeio war eur gador minet,
He gas bihan, hag hen, en em kredi kuzet
Adreg ar varigner, laro : koukou ! kakao !

Ra vezo gand he dud ken evuruz atao !
Oh ! ia, bezit e peoc’h, Loranz hag Ivona,
Ha loskit ar re zod war ho lerc’h da gana.
Bez eüruz, Laouik, rak mar gout tamallet
Gand eur rum, gant darn all furoc’h ezout meulet.

Bezit holl binniged ! Ra welfot da viken
An enor hag ar peoc’h o ren er Franz kristen !


————


TAOLEN


――o――


Pagen

 31
V Enkrez 
 39
 47
 57
 65
 81
 87
 95
XIV Eur beden 
 113
 119
 127
 143
 151
XX Kimiad 
 157
Taolen 
 189







DU MÊME AUTEUR


――――――


EN BREIZ IZEL