AVEL D’AR VIL
M’en doa he zisgloier bet amzer da zec’ha,
He vek da Laouik kez oa deut krenn da graza.
Eun nebeut deveziou e choumaz en he di.
Marteze, gand ar vez, n’em daolaz er studi,
Rak gwall gorna re he ziskouarn d’hom goaz
Gand ar gentel kerse hen lake nec’het braz.
Marteze en doa aoun ouz eun teodad bennag,
Rak ’neur gerik, ni oar, flatrerez en em stag
Ouz ar robennou du vel eur gelienen-zall
War kroc’hen ar ronsed. Eur c’hure renk diwall
Dioc’h ar c'houibuen-ze, pe vo rinset he stall.
Hag ouc’h pen personet euz vent hon Tomboutou
Na stagont ket ho c"hi gant ho gwadegennou.
Mouza re marteze ? Feiz ne laran ket nan,
Rak flemmed e ze bet gand eur verc’hik vihan.
— Petra a larit-hu ? Mouza ouz Ivona...
Hen ! kentoch vize deut an douar da ranna —
Koulskoude, tudo kez, kalon an den zo drol.
Nez euz na dous na koant pa c’hoari ar c’hontrol
Diouzhan, a na dapo eur ruaden ganthan.
Kement-se, va c’hredit, c’helle beza aman.
Ha ne c’heuz, maout kerne, eur wech hen da vuez,
Evel e despet d’id, santet ar vouzerez
O taga da empenn ? Fe ! neuze bez e peoc’h,
D’am avis, te ve sant, eun dra bennag muioc’h.
Hogen, neuz fors petra oa kroget en Laouik,
Setu hen adarre o tisput er lochik
Gant an tadik Loranz hag an el Ivona.
Ar ster a heul he red, ar c’halon memeus tra.
Beteg ama hon euz komzet divar ben Per
Vel m’ho dije eur wech treuzet he zivesker
Ruiou ger-veur a Rom. Hogen ze ne tam sur
Mar ge da vihana gwir histor ar skritur.
Pemp ploa warnugent tre e bet Per eskop Rom.
M’en diskouez ar c’hontrol, d’ho Skritur a vo tom.
Enoromp ar Skritur, mar plich, aotrou kure,
Ha kozeomp didrouz evel tud a zoare.
Eman krog a nevez... Lakit evez, aotrou,
Ivona oar kounta.
Va joa eo hi silaou.
Pegoulz e marvet Per, plij ganec’h din laret ?
Er bloa seiz-tri-ugent.
Mad ; boulc’h he eskopded
En daou ha daou-ugent. Unanomp hom c’houitel.
Jerusalem, ervez aktou an ebestel,
A welaz er bloa-se, Paul o vizita Per,
Choum ’n’he di pemzek de. Ze zo eur poent skler.
Eun dra all ken anat, pevarzek vla goude,
Paul e Jerusalem a gav Per adarre.
Petra zo drol en-ze ? Ha n’en doa ket bet Per
Amzer da zireudi kant kuech he zivesker !
Me anvez eun eskop en doa ar memez giz,
Na beure en he ger, med ato en Pariz.
Arog daou-daou-ugent, Per ne ket deut da Rom,
Rag e Jerusalem, pe tro war dro e chom :
E Samari, e Lidd, e Joppe, Sézaré.
Eskop Rom n’helle ket beza dre holl vel se.
Neuz mar ebet, aotrou ; red eo anzao ho tle,
Hogen, c'houi lar eo deut sant Per da Rom etre
Bla daou-ha-daou-ugent ha blavez ar c'honsil,
En c’houec’h hag hanter kant.
Avel breman d’ar vil.
Oh ! lezit han gannen ; eman entre va fao
Ha bremazoun, vit sur, e vezo gwasket brao.
Konsil Jerusalem oe e pemp-hanter-kant ;
Oh ! na chipotin ket ; lekomp c’houec’h m’ho peuz c’hoant.
Eno an ebestel hag ar re ansien
Oa en em dastumet gant kalz a gristenien.
Sellomp piz. Da genta, tam lizer d’ho bedi.
Ar pez a ro dem urz ha rézon da gredi
E oant deja war dro.
D’an eil, Paul, Barnabaz
A gount pez ho deuz gret ; ha Per, an eskop braz,
Per, mestr an eskibien n’hen deuz netra, netra
Da larad war benn Rom, euz Rom ar ger genta ?
Er gérik Antioch zo kement a labour
Ma tistag ar c’honsil daou all evit sikour
Da Baul ; Jud ha Silas. Per a zistro da Rom
Ha ne c’houlen nikun ! Penoz ! n’en deuz ezom !
Ha c’houi lakfe breman Per warlec’h he vreudeur ?
Marteze ho c’heuz chans, met n’he welan nemeur.
D’ho breudeur Antioch, Siri ha Silisi
Re ar c’honsil a gas eul lizer pehini
A ziskuez ho lezen. Dioc’h breudeur Rom, ger, ger !
Piou a gredo en doa prezeget eno Per ?
Per ne oa ket e Rom arog ar c’honsil braz,
Hen diskouezet am euz. Ar ger oa pagan c’hoaz.
En eiz hag hanter-kant, Paul skriv d’ar Romaned,
— Kristenien deut da Rom a lec’hiou all ar bct —
Saludi ra tregont. Ouz Per tam gir ebet !
Tri bloa goude arru Paul e Rom prisounier.
Pad daou vloa ne gav roud euz prezegennou Per !
Da Filemon a skriv ha d’ar zent a Golos.
Komz ra ouz he vreudeur. Piou a laro penoz
Ne gomze gir ouz Per, ouz Per a oa eno ? ? ?
Eur wech all teu da Rom — er blavez he varo.
Pedi ra Timote, he vab muia karet,
Da zont gand hast d’hen gaout « rag holl deuz hen lezet »
Per n’helle ket beza e Rom, ze zo re skler.
Pelec’h eta e oa ? Lennomp he zaou lizer :
Skriva ra er c’henta : « Re zo e Babilon
A salud ac’hanoc’h, kristenien a galon,
Pere zo sklabezet er Pont, er Gallasi,
Kapados, Bitini, c’houi holl euz an Asi. »
En eil e oar he kle prest kuitaad ar bed ma »
Ha deut eve da Rom en he heur diveza ?
Eur flipaden en doa da ober evit se...
Med neuze an henchou oa en dir marteze !