LAOUIK ER SKOL
Neuze ta, tad Loranz, eun den katolik-koz
Zo vel eur protestant ? C’houi larfe din penoz ?
Ne laran ket evel. War ar memez linen
E maint abalamour ne anvezont hep ken
Evit pen d’an iliz met ar Mestr binniged,
Hor Zalver Jesus-Krist, ha nan den all ebet.
Hag ar pap, petra eo evit ho katolik ?
Eur c’hristen hep ar pab a zo eur chismatik.
Chismatik, chismatik ! c’houi lavar ze buan
Ar pap zo chismatik evid ar c’hrezian
Evit ar protestant, evit an anglikan.
Mar zellit an niver, diwallit ; ar re-man
— Daou c’hant hugent million — rofe lam-choug-a-ben
Deoc’houi, kant hanter-kant million roman hepken.
Ar poent kenta eta eo goud e pe koste,
Ervez ar gwir histor n’em zalc’h ar wirione.
Kommansomp dre ar pab.
Piou e ? N’euz ket ezom
Da larat deoc’h ez e eskop a gear a Rom.
Hag eskop ar bed oll.
Goustadik, goustadik.
Ne lazit ket, aotrou, en eun taol, an eostik
En euz urz da veva beteg vo diskouezet
Sklear hag anat d’an holl en deuz gret eur beget.
Dre betore lezen ?
Dre al lezen divin :
« Me lavar did oud Per, war ar roc'h man savin
« Va iliz »
Intentit. Petra eo ar roc’h se ?
An anzao n’euz gret Per oa Jesus mab Doue.
« Ia, Per, eme ar Mestr, gwir mad ec’heuz laret.
« Rak war ar greden-ze va iliz vo zavet. »
An douar, gwir ha found, a zo d’ar C'hrist eta
Hag deuz an templ zantel Hen eo ar mean kenta ;
Goude an Ebestel, goude ar Brofetet,
Goude kement hini Hen ador en speret.
*
Per oa mestr an daouzek ; hen anzao a renket.
Ta, ta, pel a c’hane ; n’anzavin gaou ebet.
Eur pennadik a ioa, hen doa laret Jesus :
« Te zo Per. » Pa zeuaz an daouzek arvarus
Da c’houlen digant-han : « Mestr, piou é etrezomp
Ar c’henta, ar brasa ? Lavar deomp ma ouefomp. »
Ar pap zur zo furoc’h, eget an ebestel....
Choui oar anaout, aotrou, koulz ha me he gentel :
« Rouane ar boblou, ho deuz gallout varnho.
« Med, me lar, en ho touez, kement se na vezo.
« Ra vezo ar brasa evel ar bihana,
« Ha servicher d’an holl nep klask ar renk kenta.
« Piou benag n’em zavo a vezo izeleet,
« Nep n’em izelao hennez a vo zavet,
« Eur Mestr hepken eta anvefot etrezoc’h,
« Ha me eo ar Mestr ze. War ze breman vo peoc’h.
*
Med koulskoude hom Mestr da Ber hen euz laret :
« Pask, mes, boet va oaned : boet, mes, pask va denved ».
An oaned eo ar bobl, an denved ar mistri ;
Rak se ta dindan Per an holl a dle peuri.
Ar re en deeun a ra stad euz an Aviel !
Fe ! neuze renk beza skiltr meurbet he c’houitel...
An tadou jesuistet, brema zo tri c’hant vla,
Ho deuz iventet ze, gant traou all ar falla.
Unan anhei, leal — Doue a oar penoz —
Maldonat, a choumaz e tu an Tadou koz
A intente penoz ha oanet ha denved
Verke ar gristenien, an holl hep kem ebet.
N’ho c’heuz, aotrou, nemet lenn an dekvet pennad
Euz Aviel sant Ian hag e kleofot ervad
Hor Zalver o c’hervel dre ar girik denved
Ar re en anzavo evit Meser ar bed.
*
Ankouad a rit eun dra.
Gwelomp, aotrou kure.
« Did roin alc’hweziou rouantelez an ee »
Setu ta, eur wech c’hoaz, ar renk kenta da Ber
C'hoant braz o c’heuz me zaoun d’he dremen evit ler.
Kemerit a nevez leor hor c’hreden gristen
Hag e welfot penoz ne ket da Ber hep ken
Neuz roet hor Zalver alc’hweziou an envou
Met d’an holl diskibien ; ze lennomp skler, aotrou.
Maze, pennad triouech ha Ian pennad ugent.
Arog prena eur marc’h e zeller ouz he zent.
Arog kredi eur pap, vo Léon, vo Gregor,
Me zalc’h, vel tud Bere, va daoulagat digor
War ar skrituriou zakr evit gwelet hag hen
He prezegen a zo ervez ar gwir lezen.
Kement man ’neur dremen laran dan tad zantel
Defe ezom d’astenn Aktou an Ebestel
*
Ac’han ! e moun o vont d’ho paka en dro ma.
Va skoulm harpo ho tent ker a po ho lemma.
« Pedet ’meuz evidoud, evit na ielo ket
« Da feiz da fallaad tre. Te, eur wech distroet,
« Krenva da genvreudeur »
Per eta biken ken
Na fazio er fe. Hen eo mestr hor chreden.
Ho toktoret, aotrou, deuz gret ar skoulm dall ze ?
War ho bec’h, vel Eli, michanz int et d’an ee !
Hag o bonet kouezet a c’holo ar gaouik.
Daoust hag hen vo paked he unan hor Laouik
Adarre en he roued ? Fe ! n’en deuz met redek,
Anez e vezo groac’h evel eur c’hoz belek.
Ar skoulm, tad, vit ho tent, zo re nebeut a dra.
Med mar plij d’an aotrou, me zisplego petra
A verk he gomzou ker.
O Ivona, komzit.
« Emoud’tost da goueza, Simon, me lavar did,
« Hem anzavet oc’heuz vit beza mab Doue,
« Med allaz ! nac’h a ri va anaout hep dale.
« Pedet meuz vit m’az po, goude m’Hcn po nac’het,
« Keun ha nerz da walc’hi en daelou da bec’het.
« Goude avad, bez sonj da larad da re all
« C'heuz manket a galon, ha dre ze da ziwall
« Diouc’h an hevelep drouk. »
N’euz gir a netra ken ;
Anez peden ar C'hrist — pez na sonjo kristen —
A vize bet eur gaou ; rak Per a faziaz
En Antioch, ha Paul hardi hen tamallaz
» Dre ma na kerse ket ervez ar wirionez. »
Gant displeg Ivona c’hachuaz
an nozvez.