Ivona/14

Eus Wikimammenn


XIV

EUR BEDEN


Darn a lavar penoz « neur dibri teu an naoun »,
An aotrou a lavar : C’hoant diski rog an aoun.

Ar gwenilied nij gwal rez an douar zec’h ;
Ar gwazi o c’houl dour a zilez pen a nec’h ;
Tost zeblant ar menez. Em ber vo glao a bil,
Ha va c’hatoliket a choumo istribil,
A zonje hon Laouik e kreiz eur mor anken.

Mar geuz tri medisin na fazifont biken :
« Beza iae, mont war boez, a wechou choum war iun. »

An tri zra huelloc’h n’ho deuz troumplet nikun.
En hor bro Plougistin.
Laouik vo glac’haret
Ma n’hell gwelout fete he vignounet karet !

« Ho med, me a savo, me iel da gaout va zad. »
Vit eur wech ma ferson n’em zuillo ket marvad !

Stang an envou he deuz diskaret hi chaoser ;
An dour a red, a strink, a lamm a leiz dre ger.
Laouik, hep marc’hata, a grog n’he zisglaoier.
Den n’hen gwel, rag an holl zo klozet ’nho dier.

Ivona

Bezit deut mad, aotrou ; hi da zerri an or
Ha, vel eun heizezik, da ginnig eur gador.

Laouik

Bennoz deoc’h. Gwasa glao ! Dre eur, n’oun ken dindan.


Ivona

P’hon euz gwelet ar c’haz he lost troet d’an tan,
Hon euz laret raktal deuje eur banac’h glo.

Med, tadik, mar kerit, ni breman a bedo...
An aotrou en devo, me gred, ar vadalez
Da ober ar beden ; n’hon deuz ket aliez
Ar blijadur d’he gaout.

Loranz

Rezon o teuz, va merc’h.
Pedomp hom zri kevret, ni gozeo warlerc’h.

Oh ! ma pize gwelet neuziou ar c’hure kaer,
Pa hen pedaz Loranz da laret ar bater,
Vijac'h, va zudo keaz, dirollet da c’hoarzin.
Roufenna ra he fri bremazoun ker lirzin ;
He dam breuvial a dro, a zistro en he zorn,
Vel rafe eur marmouz o c’hoari gand ar skorn.
Kustum e da bedi en he leor alaouret.

Med pa ne ket ganthan peur gollet he speret,
Gwenta bomou latin he zant ne dal netra
Dirag an tad Loranz hag he verc’h Ivona.
Hag a hend all ober eur beden a galon
Dezhan kure roman azo diez nebaon !
Na c’hell ive sonjal tamoeza hep c’hoarzin
Ar beden en deuz gret eur gall en he gegin :

« Ma Doüe, me gred fermamant
« Penoz emoc’h aman presant.
« Rakse gant gwir humilite
« Me rend hommaj d’ho majeste. »

Daoust ma wel Ivona oa ken nec’het ar paotr
Eget eur gelienen kouezet en eur ribot,
Neur ober gand hi dorn finv eur rod ia e dro :

Ivona

Choui c’heuz eur velin flour, nekuita, va aotrou,
Evit mala bemdez kement a c’hloria,
Dominus vobiscum hag a Alleluia ?


Choui sonj deoc’h marteze ia Laouik da vouza,
Pe da n’em zifen ? Nann ; gand he vouezik dousa :

Laouik

Ho ! pedit Ivona... N’em beuz ket c’hoaz klevet
Eun elik o pedi.
Ha kerkent daoulinet.

Ivona

« Salver ar bed, hor mestr, pehini en euz laret :
« E pep lec’h ma vefot daou pe dri unanet
« Evit pedi va zad, me vezo en ho kreiz. »
« Grit ma kresko bemdez en hor c’halon ar feiz.
« Hom joa eo esperout helfomp gand ho krasou
« Derc’hel ho karante ha pignat d’an envou.
« Roit da bep hini ac’hanomp, o Doue,
« Kement tra a ouzoc’h n’euz ezom hon ine.
« Me c’houlen da genta ar peoc’h d’am zadik kez,
« Iec’het d’am zad, d’am mam a boagn stard en Londrez.
« Skuillit ho sklerijen d’ar belek zo aman,
« Ha diouc’h kement drougueur diwallit anezhan.

Ra zeuio he skouer vad da lakad pep kristen
D’ho c’hanaout muioc’h mui, d’ho karout da viken. »

Setu aze eta, me Laouik skoet mud,
Peden an daou pagan ker daounet gand an dud !

Daonjigho ! sonje c’hoaz, me renk lakad evez.
Nag a draou a welan, neur gwiskamant nevez !

Nep na gleo med eur c’hloc’h na gleo nemed eur zon.
Ma silaoufen eun all hag hini va ferson,
Hag hen va diouskouarn a zeufe da hirrad
Evel re eun azen ? Va skiant da verrad
Neur glevoud eun den fur ? Oh ! nannda emichanz ;
Deomp eta en arog gand an tadik Loranz,
Pa zomp aman didrouz ha fresket hon ine.
Sodik ar paotr a ra kaka war an anne.


————