EUN NATUR VAD A ZEN
Kounchou ar verc’h zo reiz. Piou laro ar c’hontrol ?
Rak se ive Laouik ne lez hini da gol.
Med seul vui ma tiskuez Ivona hi skiant,
Seul vui hor maout abad a gav hon oanik koant.
Da genta ne wie petra groge enhan,
Pa wele hi lagad glaz ker lemm ha ker glan,
Hi c’huchennou vleo du dizent war hi zal gwen,
Hi c’herzed ker skanvik hag hi c’hoarz ker laouen.
Han ! genaouien zo ho deuz tennet d’ar zort
Pa deu eul lommik fler en ho diou froen tort.
Breman zo eun draïk o veski, o skrapa
En he bruchet. Kommans ra divinout petra.
Santout a ra penoz euz he benn an estlamm
Zo kouezet izelloc’h ha troket en eur flamm.
Gwechal wie oa fur, goude eur pennadik,
Sellet war zu ar ger ha kwitad an tadik ;
Ne oa ken n’em gemer hirie vit dispega...
A wechou e kave eun dra da zisplega,
Allaz ! gand eur vestrez, mestrez e pep fèsoun,
Eman hualat net he speret, he galoun !
Petra fell deoc’h, va zud ? Ar bed zo er giz-se,
Ha kano pe ioulo pap, eskop ha kure,
Ar voulik a droio. Gwaz aze d’ar bèlek
A troc’h he dreid d’an oan d’he lakad da redek !
Hep gouzout e tizkenn ouz speret an abad
Betek kreiz he ine, med velken neur welad
— Pa ne ket dall — e van ganthei a galon-vad,
Ivona a ra c’hoaz war Laouik eur reujad.
Silaouit eun tammik ha larit din eun dra
E deuz gwall enkrezet va fenn betek vrema :
Pep pap nevez a gleo kana dezhan :« Annos
Petri non videbis ». « Na reni ket ker koz
Ha da vreur henan Per. »
Neuze eta perag
Pi-nao n’em ankouéaz war he gador ker stag ?
Ato, va mezel koant, Pera.zo bet seiz vloa
Eskop en Antioch.
Han ! pebez den a oa !
Arog ar c'honsil ?
Ia… Nan, pa sonjan… goude.
N’ouzoc’h petra d’ober, me z’aoun, gand ho leve....
Perinaïk ive, podad leaz war hi fenn,
A grede na welje founz hi ialc’h birviken.
Evel eun oan e teu da zansal... patatra !
Euz hi madou ne choum ganthi-netra, netra.
Arog, nann ; ni oar mad ; goude, ne laran ket,
Rak sur en Antioch, Paul hen deuz skandalet
En abek ne gerze en hent ar wirionez.
Klaskit breman ho kount, mar gallit, aotrou kez.
Ma ! n’ouzoc’h ket ? Laouik en em lak da c’hoarzin
Ker brao ma c’hoarz ganthan lapouset Plougistin.
Setu aze petra eo kaout eun natur vad...
Choarzin pa ver tapet a dal n’em zovetad.
N’em boa ket laret deoc’h non pas c’hoari kounta
Gant va merc’hik vihan ?
Ganeoc’h en taol kenta
E vijen bet rinset.... Elec’h mestr eur vestrez,
Ne n’oun ket kalz da glem... Dousoc’h kavin va mez.
Deuz aman, Ivona, breman ma pokin did.
Ha choui, bezit krenvoc’h, eur wech all, mar gellit.
Ho ! med me Ivona, neur ginnig hi zal glan
Da veg hi zadik koz, ne ket achu va c’han...
Al lost euz va histor zo choumet e dilerc’h. »
Kan. Arabad eo did ankouad netra, va merc’h.
Samit, samit ar paotr ; ne vo nemet skanvoc’h
He vec’hik da zougen, pa viot c’houi e peoc’h.
Paul a ziskler eze — daoust ma n’em priz dister —
« Ker braz hag hevreudeur : Jakez, Ian, Simon-Per »
Ha Per, e lec’h pignat er gador huella,
« E servicher Doue » kemer an izella.
Hini ta na wie e touez an ebestel,
En doa laket ar Mestr ieot kaeroc’h n’he rastel.
Eeun meurbet a gredan e deuz skoet va merc’h.
Eur girik am euz c’hoant da ziskoulm war hi lerc’h.
An ebestel henvel kas Per da Samari.
Allaz ! troet ar bed ha troket ar c’hoari !
Hirio, petra weler ? Eur vagad eskibien
Kaset gand eskop Rom evel koz lakizien !
Ha c’hoaz, tra truezuz ! ar re-man bleg ho chouk
Platoc’h hag an denvad e ve kaset d’ar grouk !
Pegoulz ta, o va Frans ! Vide te katolik
Vel en amzer kenta ? Loskite ar pabik
En he eskopti Rom da vale en he c’hiz
Ha da eskibien frank da rena da iliz ?
Pep eskop a oa pap er c’henta kantvedou
Ha n’anveze vit mestr med ar Christ, hon Aotrou.
Mouez ar bobl a choaze vit eskibien ar re
Dalc’he gand he fizianz en he greiz ar gwir fe.
Pep parroz re hi choaz etouez ar veleien.
Velse rene an urz en touez ar c’hristenien.
Republik en hom stad ; Republik en iliz ;
Ar bobl hepken Roue. Hennez eo va avis.
Kemenn hag e kavi zentidigez er Franz.
Me eo a lavar did, daoust ne z’oun med Loranz.
Ne vo ket pell, te oar, e ranki dont d’am pal ;
Med perag, o va bro ! ne deufez ket raktal :
Seul vui ma kemer troad ar vossen en eur ger,
Seul vui d’an doktoret ar bec’h eve pounner.
Republik en hor stad. Republik en iliz.
Ar bob hepken roue. Setu frank va aviz.