EUN NOZVEZ LUGERNUZ
Gwall hirrik ez eo bet, tadik ho komzerez
Gant Laouik, ha mez’aon, c’heuz ive didruez
Stardet ar vinz dezhan ; rak a ié d’ar ger
Vel eul louarn troc’het he lostik gand ar ier.
Bez dinec’h, Ivona ; ar pabor ze a Rom
’Neuz klasket eur gentel a b’hini doa ezom.
Na p’am befe gwasket eun tamik he golier,
N’am euz ket diskaret c’hoaz dez’han he vannier.
Oh ! neuzfors, tadik kez...
Sell, sell ta ! ha tez pe
Tolet eul tammik sell war an aotrou kure ?
Fe ! ne laran ket nann. Eun den iaouank a zo,
A zo bet a viskoaz hag a vezo ato
— Nemed eve ganthan dirol he chapelet —
Da gement merc’hedik eun dra vrao da welet.
Mad, mad, ma Ivona ; ar gwir a zo ganez.
Ar ger ze dall d’inme eur vagad gwirionez.
Warze deomp d’hon diskuiz.
Antronoz, kenta tra
Ra an aotrou, ez e dirak Loranz roga,
Dibenna ha drailla he Itron ar Salet
Oa et eun de war nij ouz he leor alaouret.
Oh ! nag a wech vite, taolik avel meulet
Gant Laouik d’hen beza ouc’h he vec’h dizamet !
Panevedoud marvad vije c’hoaz an aotrou
O peuri ber en ti ar person Tomboutou.
Ha c’houi o c’heuz sonjet, va lennerezik koant,
Penoz oc’h n’em gavet, ouz dek, triugent, kant,
Gand ho muia karet ? Ma, sonjit en dra-ze,
Hag e veulfot ive eun draïk marteze.
D’eur pardon oc’h bet et, hag eno c’heuz kavet
An neudenn ouz p’hini ho chanz vad oa staget.
Mez piou, mar plij, ho toa aliet da vont di ?...
Eun tam bihan ouc’hpen, m’ho kwele o senti
Ouz eur c’hoz pikezen, hag o vont dre gaera
Da vrouda kantikou, da flemma rosera.
Petra pefe tapet ? E kuz, eur c’hoarzaden
Digand eun tam zakrist! Ha goude ? an neuden ?...
An neuden ! unan all he dije dastumet,
Ha gant spillou santel, Katel c’houi ve choumet.
— Hag an er ve spountet rag al laouenanik ?
Pe heman ’n egile troet ? — Ha da Laouik :
Buanik it e dro, a gav d’in me, aotrou ;
Eun tolik, ha setu gwintet ho idolou ?...
Ne dal netra, Loranz, stourm enep ar reier...
Me zo ’r paotr egiz-se : enebour d’ar gevier.
N’oun ket evit miroud eur gaou em galotenn ;
Hogen, war ar Salet eo gret va sklerijenn,
Ha setu an abek ma tizkolpan hep mez
Ar pez ne gredan mui beza ar wirionez.
E kement tra blij d’in eun doare kren ha berr,
Ha dreist holl an dud eeun vel linen ar Bater.
Henvel beo ho kavan ouz an aotrou Gaston.
Oh ! m’an dije laret ouz ar verc’h a galon
A zalc’h vel eun tenzor dudiuz en he di !
Nag a bet a garfe beza henvel diouthi !...
Penher an dud chentil e ti pere, brema
Pemp bloa, oamp hom pevar : va merc’h henan, Mona
Va mab kaer, Ivona ha me kent evuruz
Haller beza er bed.
An dud-man enoruz
Ha kalounek zoken, daoust ma oant ouz Bro-Saoz,
Doa kontrol d’ho c’hreden, ne oar nikun penoz,
Fiziet ho mab Gaston d’an tadou dizemez,
Pez oa sklear vel dour sklear, c’hoarvezaz, eur zulvez :
Eul lizer ouz ar mab.
Choum a ra er banner
Beteg an de warlerc’h gand an holl kelier.
Ligori hen dije kutuliet war an tom ;
Ind d’ar zul na rent tra met striz pez zo ezom.
Lenn ar gazetennou zo kontrol d’ho lezen ;
Diouc’h eul lizer memeuz n’ouzont ket dont a-ben.
Ar mabik a skrive gir vit gir an dra-man :
« Va zad, va mam karet, trugarekad a ran
« A c’hanoc’h diouz pep tra hoc’heuz gret evidoun,
« Brema renkan silaou hag heulia va c’haloun.
« Diwalit ive c’houi ouz Luter ha Kalvin ;
« Ho c’hreden a zo faoz, va hini zo divin,
« Ra plijo gant Mari kas deoc’h ar sklerijen
« Edeuz va ziframet diouc’h an devalijen.
« Neuze ni n'hom welo adarre er bed-man ;
« Med anez da viken deoc’h keno a laran. »
Ne ket dinme hepken, en hano hon Doue,
Teu trubardet Jesus da ranna an ine.
Ar frèret, seurezet deuz gwelloc’h da ober :
Dimezi hep spounta diouc’h ar c’henta dever.
Peurmantret, glac’haret, distrempet gand ar vez,
An daou brotestant trist zistroaz da Londrez.
Va mab kaer ha Mona a heuliaz ho mistri.
Hogen, joa da laret, n’int ket evidomp kri ;
Eur wechik an amzer ho deuz sonj ouz ar ger,
Ha gant pep sonj kavomp eul liour sterling pounner.
Evel-se e vevomp, ha gant labour va merc’h
Ezomp hep nec’hamant diouz an devez warlerc’h.
Dre-ze, Loranz, me well eun dra rouez en ho ti...
Ia, va fizianz er Mestr, ha dezhan meuleudi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hag an aotrou Gaston, kontant braz e vefenn
Da glewoud c’hoaz eur wech kélou diwar he benn.
Allaz ! Aotrou, war-ze eo ret mad deomp kroaza.
Pa ve zec’h ar billik, an tan na frit netra.