DIVINADELLOU
Ne ket achu an de ; ar verc’h a lar ember :
Ne ouzoc’h ket, tadik... va biz bihan zo fin...
Laret ’n euz... divinit.
Diez eo d’ar velin
Treï en dro hep dour... ; kement a draou, a dud
Zo er bed, ma kavan an divinadell pud.
N’it ket re bell da glask. An dour a red a leïz
Hag ar velin, tadik, a dro koant en hom c’hreïz.
Neuze, da viz bihan en deuz lavaret d’id
A po war c’hoaz kenta eun dra vrao da c’hounid ?
Nan. Siouaz, ne ket se.
E deuz sonj Jannedik
D’az pedi da veza maerounez d’hi Soazik ?
It en dro, tadik kez, nez hoc’h ket e kichen.
Hanvo an aotrou person ac’hanoud da zougen
Relegou, ar Verc’hez, baniel zantez Barba ?
Ho ! Ho! Ho! tadik koz, na c’houi zo drol brema !
Tostad a rit vel ken ; eun taol c’hoaz ha me wel
Va zadik kez he viz war an divinadell.
Vi pedet, va merc’h koant, gand ar mear jentilik
Da gas eur boket roz da hoel ar Republik ?
Oh ! m’he garje avad. Allaz! n’euz gir aze,
Ha diouc’h ar pal, tadik, c’houi bella adarre.
Ac’han ! me a zivin. Lavaret e deuz did
Hon euz Laouik ha me komzet eun tam diouzit.
Krak ! deut an taol ganeoc’h. Paria ze zo gwir ?
N’oun ket vit laret nan.
War a welan, te vir
Eur plas en da galoun vit an aotrou kure ?...
Choui ve, mez’aoun, tadik, stad braz en hoc’h deuz-se.
Petra neuz laret hen ?
Divin brema d’az tro —
Me oar en taol kenta : oan eur vez vid ar vro ?
Fe, krak, emoud ebarz.
Choui respontaz dezhan ?
Oh ! divin adarre, pazoud lem en traou man,
Displeg eta, ma merc’h, da speret ar c’haera.
Meuz sonj da n’em lakad ’nhe breuriez Rosera ?
Mad, mad, ma Ivona, c’hoant oc’h euz da c’hoazin...
Plijadur vraz em euz daz kweloud ker lirzin.
Me avad a c’hoarzfe mar bez paket eno !
Oh ! ia ia, med war-ze, c’hellit laroud keno.
Ac’han, me oar tadik, Laouik en deuz laret
E oan gwall dizhenvel ouz he holl paotrezet ;
Ne garrien ket va zad p’hen losken en Londres,
Ha pa choumen aman d’ober va fennerez ;
Ha c’houi, va zadik koz, evel just ha rezon,
C'heuz laret e tu gin dezhan ha d’he person ;
Oan eur verc’h savet mad, evel ma n’euz ket kalz,
Ha na zisprizen med ar varc’hadourez falz ?
Souezet oun meurbet, mestrez divinerez...
Ganez man adarre paket ar wirionez.
Kerkoulz hag eun den klan da skouarn zo tano,
Skei a rez just evel ma vijez bet eno.
Leztan hardi ganen ; eur wech m’hen gwasko
Ha diouz va fagoden he zae du a rosto.
Da vezo din gweloud eun dornik dilikat
O pila boulou pep en butun eun abad...
Bezit sioul, tadik kez ; diwallit d’am gwerza.
Oh ! kentoc’h me lakfe ar c’hadik da goueza
En da rouejou koant.
Boen ! tadik, trugarez.
Ni welo an aotrou gand he chupen nevez.