GWESTL NEVEZ
En de varlec’h abred, ar verc’h skler hi lagad,
Eul lizer en hi dorn, a red da gamp hi zad :
— Digorit houma prim ; paria zo kelou mad,
Loranz len hag a c’hoarz. Ivona drid a joa.
Petra zo, petra zo ?
Bez sioulik, Ivona.
Med kerkent, tal Loranz a zeu da devalaad.
Eun daelaouen pounner a gouez euz he lagad.
Tadik kez, tadik kez, lavarit din buan
Pe seurt abek ho deuz an daelou a welan !
Dal al lizer, ma merc’h... Te Iaro din ember,
Goude m’hen po poezet pez vi en zonj d’ober.
Hep dale Ivona en em strink d’an douar :
» Doue holl madelez, sel da verc’h ’n he glac’har.
» Petra rin me ? P’hini eo va dever kenta ?
» O silaou va feden ! pe hent eo ar gwella ?
» D’am c’herent dleourez roan va holl doujanz ;
» Med gweslet ’meuz ive d’am zadik koz Loranz
» Choumin beteg mervel da harpa he gozni.
» Pell ouz he vro karet ma teufe da wenvi...
» Me renkfe va Doue, mont arog va unan
» Daz pedi da skuilla da drugarez warnhan...
» Tad an env, komz brema, diskIer d’az verc’h da ioul ».
Ivona vel eun eal choum eur pennadik sioul.
Sevel ra en he za, ha ’neur poket d’hi zad
Zalc’he war zu an env gand fizianz he lagad !
Oh! bezomp, tadik kez, a lavar a vouez kren
Giz d’eur plac’h kalounek ne oar ket kul adren,
Bezomp hep nec’hamant...
Ar mab n’en deuz met dont...
Me wio distaga hep arvar va respont.
Ivona, Ivona, va merc’h, va merchik koant !
N’en deuz nemet tostaad gand he vagad arc’hant...
Doue e deuz komzet. Me anve va dever.
Ar bedenn a skanva hon bec’hiou re bounner.
E pen lizer brosaoz, gret ar zalud kenta,
Hi mam, Lolo Erlan, a gomze d’Ivona
Euz eun dimezi koant ha pinvidik gwal vraz,
Loranz kez oa kontant; evit se e c’hoarzaz.
Hen renkje divroï; evit se e welaz...
Hep dale he veljent an denik a fesoun
’N ho zi e Plougistin. Ze ranne he galoun,
Sonjal renkje kuitaad he vro ker Breiz-Izel !
Gwelloc’h vije dezhan gant droug ar goug mervel,
Med he verc'h ’n euz komzet, dijal eo ha diboel.
Loranz hag Ivona zo en ho flijadur :
Ar verc’h a ra hi gri, an tad al lennadur,
P’erru, var dro pemb heur, eur jolori en ker ;
E dro d’eur c’harroz lintr, lakizien guisket kaer
Gant tokou kern huel, rubanou alaouret,
Gwisk lost pik, manégou, boutonou melennet,
A drid, a skrij, a verv eur stroll bugaligou ;
Ar re vraz war ho dor a zigor ho begou.
— Pe seurt de c’hoari zo hirie ’n ti Loranz koz ?
— Nebaon, ar Jannédik e do bec’h ker fcnoz,
Vit boeta ha loja kement all a prinset...
— Ma ne garont diwal, me oar piou vo pinset...
— Oh ! ar pemp lakez-se ne maint fulen e poan
Da foeta eul liourik vid eur fritaden koan.
An teodou gwasoc’h gwaz a gerze flour en dro.
War ze, diouc’h ar c’harroz e tisken eun aotro,
Eur pikol paotr iaouank a zoare koant meurbet,
Ha setu a nevez an henchennou war ret.
— Oh ! me oar hen anaout... n’ouzoun dare pelec’h
’Meuz gwelet anezhan — Sodez ! — Pa laran d’ec’h !...
Penoz, Aotrou, penoz... Aotrou Gaston aman ! !
Ho trugarez da c’houll ; en beo, me va unan.
Hastit buan, Aotrou, hastit displega deomp,
Rak n’oump ket vit kredi an dra gaer a velomp...
Ni sonje oac’h maro...
Ia, zur, maro oun bet,
Pe tost da vihana ; med ma vijen choumet
E oa gret va affer.
Ar skoler zo diod...
Na wel, n’intent netra met poaz he viz er iod.
Ken a ver bet fouetet, ne glever mad ar strag,
P’oc’h euz tanvet ar fouet, c’houi oar eun dra benag.
Awalc’h, tadik Loranz, evit krial d’an holl :
Na fiziet oc’h ine — met c’hoant ho pe d’he goll —
Entre daouarn lazuz an tadou jesuistet,
Pe tadou all nez int nemed ho c’hemsortet ;
Rag en ho réjimant vo red deoc’h dilezel
Ho tad, ho mam, ho preur, ho c’hoar, hep skoazel.
Gand an tirantet ze eo red nac’h ar rezoun,
Mouga al liberte, diframma ar galoun ;
Karoud ar gasoni ; flastra, evel tud dall,
Kement tra ra brezel d’ho giziou louz gwechall.
Piou bennag na vev ket evit ar pab a Rom,
Kentoc’h evit he vro, hennez n’euz ket ezom
Da zonjal bout salvet ! ’Nho ifern man he blas
Hag eno e lesko ; ia, mar gellont he gas.
Néze ket fellet din beza tad dizemez,
Daounet vo ma bragou, met me vezo emez.
Va intentet oc’heuz, nekuita, tad Loranz,
Hag ar mabik prodik vo absolvet michanz ?
Kant gwech e lec’h unan. Trugarez d’an Aotrou,
Pebez joa d’ho kerent poa stlaped en daelou !
Ha gouzout reont hi ?.....
N’o c’heuz hu ket santet
Ar joa en ti ma zad ! Al loue lard digaset
Ha rostet gant Lolo ? Ar goulenn am euz gret
Hag oun bet eüruz da weloud aotréet ?...
Oh ! na c’houi kenebeut, dimezel Ivona ?...
Kaouledet e choumont hep dibluska netra...
Ma, sellit al lizer hag he lennit erfad...
Warc’hoaz me zistroïo ; da c’hortoz nozvez vad.