Nav heur zo paouez son, tadik, deut ar mare
Da gemer eun diskuiz beteg warc’hoaz veure
loranz
Ia, mad, ma Ivona, me ia raktal ganez.
Ha va Loranz, eun dorn e dornik ar baotrez,
En egile he vaz, o tont ganthi d’an ti.
Ar sonj n’eur ho gwelet zeue d’in ouz Tobi
Hinchet gant Rafaël.
Pemzek kwech e doa gret
Ar bed he dro d’an heol aboue ma oa ganet
Ivona. Flam hi liou ; hi beg eur gerezenn ;
Hi diou jod henvel beo d’an diou gaera rozen ;
Gwen vel an erc’h hi zal ; he lagad lem ha glaz ;
Hi bleo du rodellet divar he c’herc’hen noaz
A gouez a vouchadou izelloc’h he zargreiz
Vefe eur blijadur paka gant pevar biz.
Daou renket dent ker gwen, ker bihan, ker koantik
Ma rofe eun he viz da gregi d’ar plac’hik ;
Hi dorn ave laret hini eur varkizez,
Ha biken bravoc’h troad n’e deuz bet eur brinsez.
Med koanteri hi c’horf a zo nebeut a dra
E kenver vertuziou ha furnez Ivona.
Hi dillad zo dister, med ker fresk ha ker net
Mar geuz c’houez mad ganthei, ha joa gwir ho gwelet.
Dre hi labour en de, hag alies en noz
He talc’h an ti en urz ha lirzin hi zad koz.
A hed eman ar verc’h o ferra, ampeza,
O walc’hi, o c’hrouiad, Loranz da Ivona
A len ar skritur sakr, pe an histor santel,
Hep ankouad, zezo skler, hini kaer Breiz-Izel.
Peger brao an elik ambrouge hi zad keaz
Pa en doa c’hoant d’ober eun dro vale er meaz !
It kazel-az-skazel ha kement a garfot,
Ma mezel, va bourc’hiz ; ia, met gand a refot,
N’huvréet ket beza ker koant hag Ivona
Pa ro hi brec’h da vrec’h an tadik joaüsa.
C’houi ive pere lak an eurvad er madou,
A gred ne choum nemed e kreiz ar bombansou,
Diskit en eun ti paour penoz al levenez
A ren eno pa vez azezet ar furnez.
Bemde goude he goan pa luc’he ar steret
E niver braz en env, vel perlez alaouret,
Loranz en em denne ’n he liorz da sonjal
En dud en doa karet.
He sonj gerze raktal
Da gomzou hor Salver : « Meur a lec’h benniget
A zo e ti va zad. »
Perak na vefe ket
Ha va zad, ha va mam, va greg, va bugale
Er steredenn lugern da genta, a zale
Beteg an de, hanvet er mintin Lusifer,
Pe steredenn an heol, d’abardaez Vesper.
Pe c’hoaz e Breiz-Izel steredenn ar meser.
Ha deuz roet ouspenn he hano d’hor gwener ?
Awechou gand eurvad he zellou a starde
War an teir stereden galvet an tri roue ;
Pe war an Ours-Vihan, Sirius, an Ours-Vraz,
War ar C’haor, an Dragon, al Léon ha Pegaz.
Kalz plijadur en doa o tiviza bemdez
Gant pephini anhe. Hogen, aman ivez
Lezenn ar garante ne gollez ket hi zro.
Pa re Loranz al lez d’an ugent koant ar vro,
Piou lekeaz unan da ober ho baro
D’an naountek plac’hik all, nemed al lezen-ze
Lare : « unan dreist holl dle gounid da ine ? »
Hon Loranz koz eta n’em blije peurvuia
Gand ar steredenn gaer a garie ar muia.
Steredennik an noz — ha red eo hen laret —
Ouz an nao ugent mil, oe an hini karet.
D’ehi, goude beza gret he bedenn d’an Aotrou,
Distak vel eur bugel, e roe he sonjou,
Ha na vije tam skuiz p’arrue neur gana
Eur zonik vrao bennag hi verc’h mistr Ivona.
Ne vize skuiz ebet, ha koulskoude, ker brao
Kave mouëz an el, ma lavare atao :
Ia, ia, ma Ivona, me ia ganez raktal ;
Warc’hoaz embo amzer adarre da sonjal ;
Pep devez ’n euz he zam ; lezomp he vec’h d’eun all.
|