RATOZ BUAN
rezolusion prim
En eur gravad he benn Laouik zizred d’ar ger.
Fas koat ! grik, grik en ti !
Ar c’hi skrab ar voger ;
Rak dor ar porz, dre eur, a zo choumet digor,
Ha velse d’he gure e c’hell ober enor.
Azezet war ar bank a servij d’ar mizer
O c’hedal ar vatez evit kaout hi gwener.
Mil bennoz did, minndu, gwelloc’h evit da vestr,
Hen ’n euz serret an or ; te ziskouez ar prenestr.
Tost aman, mindukez, deuz ma pokin did stard ;
Te zo muioc’h kristen eget al leonard.
Hag ar paourik mindu, vel pa santje ar rost,
Digemer ar pokou ’n eur fistoulat he lost.
Hon Laouik kez a sonj en hini ’n euz laret :
« Dre ma weler an dud e karer al loennet. »
Pa neverd Ivona, hen larje memeuz tra,
Med Ivona ! Ar sonj ouz an elik a ra
Ma kouez war fri mindu eur bern pokou diroll.
« Pep hini vit he stal ha Doue vit an holl. »
Mindu, vel gand ar joa a lamme, a dride,
Selle ouz he vestrik, hep arzal koulskoude.
Mignoun, chomomp aman eur pennad didrouzik,
Vit lezel Tomboutou da gweza ’n he kouskik,
Ha me zento diouzit, me iel sioulik d’az heul
Rak me wel va mindu, te ziskouez din ar skeul,
Ia, ia, te zo paotr mad. M’em bo sonj, n’az be nec’h,
C'hoaz d’az trugarekad, pa vin pignet d’an nec’h.
Laouik zo en he blun, ha dioc’htu da roc’hal
Krenvoc’h vit he berson, hag ar c’hi da arzal.
Daouned ! me Tomboutou, pez diaoul zo gant va moc’h,
— Gand va farresianet, Chon, mar kavit gwelloc'h —
Laouik a c’hoarz, a c’hoarz ha gwasoc’h c’hoaz a roc’h.
Ar person n’he rochet, ker n’euz mindu arzal,
Na wel den tro war dro.
Ha me ve meo mik dall ?...
Setu aman afad, eur c’hoari, emezhan...
Sur, va c’hure zo kaoz, eun diaoul bennag ganthan...
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Tomboutou hag he Chon et d’an templ da bedi,
Laouik, hep koll amzer, kleng ar skeul er c’hardi.
A vec’h ze displeget he oferen veure,
Ha skarzet lipouzik he skudellad kafe,
Ar person ’neur c’haloup pign da gampr ar c’hure.
Pelec’h e oaz te dec’h... c’heuz lezet a c’hanoun
Da zispign va skevent ?
Marvad oan kousket doun
Evel kaner em boa c’hoant da zerc’hel va brud,
Setu perak...
Ta, ta. « Piou glask plijout d’an dud
Neze ket din diouzin. » Da brezeg a zon kleuz,
Mabik, eur pennad so, da stern a zo adreuz ;
Ha ne c’heuz ket a vez ? Néa eeunoc’h renki...
N'oun ket evit gouzanv gwiad kefnid em zi.
Setu paket ganen adarre eur sarmon.
Ma ne ganan ket just, ne vo abek d’an ton.
Hogen, distaga ra an ofern ker koantik
Mar ge kren er barroz leshanvet an eostik.
Med allaz ! n’e man mui he ben gant kaniri !
N’en deuz peoc’h ebet ken da eva, da zibri.
Hag epad ma n’em blij eur vanden verc’het kaer
O klevoud a bep tu meleudi ar c’haner,
Hen ra ar zonjou man :
« Gret e aman va stal.
Koll rafen va skiant o chom da chipotal
Gant person ker grignouz. Bemdez a c’hroz eun dra :
— Te laka an amann re deo war da vara.
— Re a zellaz a gorn d’an orate fralres.
— Da zoaréou a zo gwall flour gant va matez.
— Ato ve touz da veg ha du da donsuren.
— Han ! m’oud bet adarre o walc’hi da groc’hen !
— Nag a dro gant da zae ! Arc’hant tolet er ster...
Ha te glaskfe heulia giz itrounezet ker ?
Ha petra an dra-ze ? Ha perak an dra-ma ?
Ac’han hag alese, pa pati, ha pata.
Mar kav brao eun eskop d’ar pap beza lakez,
Eur person d’an eskop — ha d’eun all aliez -
Ar vicher gounner-ze, me zant hirie erfad,
Barz nebeut a deufe da gaouledi va goad.
N’em beuz eta nemed eun draïk da ober ;
Skriva brao d’am c’herent, paea va c’hemener,
Trugarekad an dud — ha dreist holl Tomboutou,
Ha, fouet e gras Doue, eun tu bennag, aotrou.
An dud, me oar, zo kri, ouspen kri e kenver
Ar belek n’euz an nerz da heul hent he zever.
Med n’euz fors ! Mar be red d’az kuitad, ô ma Franz,
Me vevo el lec’h all libr gant va goustianz.
Na ehani enn de d’az karout, o va bro,
Nan, nan, nan, pas eun heur ken a vo an distro.