Mont d’an endalc’had

Ivona/5

Eus Wikimammenn
◄   Dersienn Eur gentel   ►


V

ENKREZ

Loranz hep nec’hamant a ieaz d’he wele ;
Ivona enkrezet a choumaz war vale.
» Arabad emezhi, klask wiou e nezou koz.
Me avad e ve brao ma tigouezfe fenoz
Drouk gant va zadik kez — e despet d’ar gomz vad
’Neuz vit an taol kenta laret d’in an abad —
Ha ma vefenn kousket ! Petra larfe an dud ?
An teodou fall ve eaz d’am c’havoud zod ha mud.

Dao, dao, dao ! — sell ! div heur ! Piou a sko war an or ?
— An aotrou medisin zo e c’houlenn digor.


Ar Medisin

Dimezel Ivona, na pezit aoun ebet.
Ervez zo laret d’in, drouk zo en em gavet
Dec’h d’an noz gand ho tad, hag ez’oun deut founnuz
Da welet e pe stad man Loranz enoruz.

Ivona

O aotrou Douarlan, kant bennoz Doue d’ec’h...
Pignomp ta, mar kirit, pignomp sioulik d’an nec’h

Poent e oa erruoud. Loranz, hep klem, a gren
Vel eur wezen dero a ej eun avel gren.

Ar Medisin

An dersien ma a vo distaget a dro vad...
Med, m’am c’hredit, va merc’h, na lezfot ket ho tad,
Arog m’am bo laret, da vont en he jardin.

Bep heur vije goulenn a bep korn Plougistin,
Euz iec’het ar c’hlanvour, rag an holl hen karie.
An aotrou en he doull oa nec’het e keit-se.

Teir zun choumaz Loranz hep lakad troad e mez.
Ar sivi deuz kresket, al lapouz gret he nez ;
Ar rozen digoret hi deliou dudiuz ;
Dre holl, Even gwisket he gaerdet ker joaüz.
Ar foen barz ar prajou, zo koantik da welet ;
Ar parkeier glaz-griz vo prestik alaouret ;
Kerez, koper, gregon, ra plega ar brankou ;
Iec’hedou vo evet gant chist ar verjezou ;
E pardon Béaj-vad a ruillo levenez,
Ha zur, da Foar-an-Nech vo laouen Montroulez.

Mez distroomp d’hor maout. He spered da Laouik
Oa gant Loranz, oh ! ia ; ha marvad eul lommik
Gant Ivona. Gwall hir e kave an amzer ;
Ne wie pelec’h tréi, na pe seurt stum kemer.

Petra c’hoari ganez, c’houlennaz e person,
Eun devez war lost lein ; ha klanv ve da galon ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Kovesour, ’nhe kaset, a laro d’ec’h bep taol :
« Arabad kuz » ; med hen, lipet al leaz, ne dol
D’he person med... ar pod...

Ar C’hure

N’am euz netra ebet
Med anken o welout penoz e ia ar bet.

Darbet oe d’ar gomz-ze lakad an tan en ti.
Dour skler oa war an daol ; c’hoarzet oe bet outhi,
— Vit freskad ar c’hafe, e doare ma zeo just
Deur paour kez labourer e deuz eur vicher rust —

N’ouzoun dare penoz ar person a gredaz
Oa rebechet dezhan ober he damik goaz.

Ar Person

Ha sonjal a ra d’id am euz ezom breman
Mont d’az vete vit goud ped beraden aman
Ziskarin em gweren ?

Ar C’hure

Koll rit ho poult, aotrou,

O tenna war gedon a red en Tombouctou.

Ar person pehini ne oa ket go he doaz :
— Tom boutou, tom boutou... Skrivet a vo warc’hoaz
D’an eskop hag a vo......

Ar C’hure

Mez pa lavaran d’eoc’h...

Ar Person

Ha me a lavar d’id z’oun mestr aman... ha peoc’h...

Ar C’hure

Ne oa tam gir ganen da sellad petra rit,
War ze ez’oun dinec’h. Choui skrivo, mar karit...

Ar Person

Han, han ! ne ket d’inme ez poa sonjet... mad, mad...

Ha setu Laouik kez, eun dren e mez he droad,
Da redek d’ar jardin ha klask tenna eben.
Allaz ! ker en euz klask eno, na wel den, den !...
Hag an dren n’he galon ne ra nemet gwasad !

Evelato Loranz a zeu da zederad,
Et an drouk en he hent ; hag ar verc’h stad enhi
Deuz mignounet nevez : pemp pe c’houec’h gwenili.
— Ne oar ket ped dre just.
E korn he fenestrik,
An tad hag e farez feal d’ho mestrezik,
E distro a vro bell, doa neziad adarre.
Ah ! n’ho doa aoun ebet deuje ar vugale
Gant ho daouarn skalfet da nejaoua eno.
« Piou garfe, emezint, oc’h anaout mad ar vro,
« Ober poan da eun el, d’an elik Ivona ? »

Peger brao oa gwelet hi dorn o vruzuna
Bara d’hi labouset! hag ar vam hag an tad,
Goude eun droïk nij, dont d’he zrugarekad !
Ha na brava traouik ! Ivona fringole
Gant hi mouez ker dousik d’an eil ha d’egile !

M’en dize Laouik kez klewet unan hep ken,

N’en dije gand ar joa zur zur kousket taken.
Med allaz ! en he droad a poaz atao an dren !
Loranz a zalc’h an ti ; ar verc’h choum n’he gichen.

D’he dro, kreiz peoc’h an noz, an eostik eüruz
Zistage d’he vestrez zoniou melodiuz ;
Ivona a dride o klewoud ar mestrik.
Ho ! Laouik a garje beza al labousik !


————