Gloan ha Pilhou
pe
Istor, Boursou ha traou-all
————
Prix : 1 fr. 25
————
SAINT-BRIEUC
imprimerie francisque guyon, libraire-éditeur
Rue Saint-Gilles, 4
—
1922
AVANT-PROPOS
————
Il semble qu’on ne puisse plus écrire deux pages sans se
croire obligé de faire une préface. J’aurais voulu m’en dispenser ;
une remarque d’un compatriote m'impose une courte explication.
Mon compatriote s’étonne que ma brochure E Menez Arre ha
war hor mæziou ne contienne pas certains chants de terroir, voire
des gaudrioles. Ces chants ne sauraient être l’objet de retouches.
Comme me l’a écrit M. Pierre Le Roux, professeur à la Faculté
des Lettres de Rennes, « l’idéal serait de les recueillir et de les
reproduire avec le plus grand souci d’exactitude, non seulement
de pensée mais de forme. » Puis, c’est là du folklorisme. Ma
tâche, pour ne pas parler d’œuvre, est tout autre
[1].
Pour ce qui est des gaudrioles, c’est un genre facile où la
matière ne manque pas, mais je m’en serais mal accommodé :
« Spered Kerne ’zo skanv ! »
ai-je observé dans une fantaisie d’un goût douteux que je ne
publierai pas.
Je voudrais être lu autrement que sous le manteau.
- Ivonig Picard.
————
I.
Gradlon
————
Gant prederiou d’o c’harg Gradlon ha Gwennole
O fennou enkrezet en aot a dremene.
Truezus e lenvont da euz an techou fall
A ren en-dro Dahut ’vel e Sodom gwechall.
— « Ne fell d’in diougana, ’zisplegas Gwennole,
« Met kêr-Is a gouezo dindan gwalenn Doue !… » —
En abeg garventez eun hevelep lavar
Gradlon, e zremm glebiet, a stouas d’an douar.
Bemdez, mintin ha noz, en deveziou war-lerc’h,
Hirvoude e balez gant e glemm war e verc’h.
Eur spouron a grogas ar wech kenta ennan :
Strafilhet e wele doare an Dremenvan :
An tiez o krena, an avel o krozal,
Ar c’houmoul o frega, ar gurun o strakal,
Gwagennou rust ar mor o flastra ar garreg,
O tic’hlanna e kêr, eonennet ha fankek…
A-unan gant ar zant war eur marc’h e savas,
Gant Dahut en tailher. D’an daoulamm e redas
Dre vleina er Reter o klask gounit ar roz ;
Met e loen re zammet a c’houlenne repoz.
Neuze, urzias ar zant teurel er mor brouezet
Ar bugel divergont gant an Nenvou nac’het.
Dioustu e pellaas affo hag a-stampou
En eur dreuzi kêriou, krec’hiou ha stankennou.
Heb ehan ez eas war-zu aber Kemper :
Hen gweljod antronoz e troad ar maen-aoter.
|
■
Nomenoe
————
E deun e valvennou den e zaoulagad glaz
A zisklerie da Vreiz ’vije adsavet c’hoaz
Rouantelez Morvan [2], kouezet e Langonnet,
Dre eun taol-treitouriez, dindan yeo ar Franked.
Rak-se hon c’henvroïz a c’hortoze gant droug
Ar c’hemenn da lemel ar sparl diwar o choug :
Pa skedas an tantad war veneziou ar Vro…
A-strollad e savjont evel ed en ero.
E-kichen kêr Redon [3], diou noz ha tri dervez
Enep Charlez ar Moal e stourmjont hep paouez,
Pa weljont, d’an enderv, Impalaer ar Franked
Tec’het diouz an dachen, e galon spouronet.
Neuze ar Vretoned, en o nerz hag o gloar,
E-keit ma tremene war c’horre an douar
Askell an noz tenval, a embannas Roue,
Tad o Broadelez, ar Brenn Nomenoe.
|
■
Alan Baro-Reustlet
————
En tenvalder ’losker kadarnded hon Breudeur,
A harpas mab-bihan kont Gwened, Alan-Veur,
Pa zouaras aman da ziframma hon Bro
Diouz yeo al laeron-vor, an Normaned garo.
Met ni holl, Bretoned, saludomp o envor ;
Rak, izel hag uhel, ez oant tud a enor,
Truezus d’ar gwalleur, kalonek e pep giz,
Ha, pe vern o hano, gwir Gelted, gwir Vreiziz !
Ar walen ar gwasa war Vreiz a oa kouezet ;
Gwel’t a rêr en aochou ar bagou dilezet ;
Er c’hêriou an tïez serret, didan, goullo ;
Ar venec’h o kuitât o mousteriou affo ;
Ar c’houerien o c’hounit ar menez, ar c’hoajou ;
An tan-gwall o tevi mereuriou, ilizou :
A1 loened dianket er porziou o vlejal,
War treuziou an doriou ar chas keiz o yudal.
Kement a zismantrou war Arvor a rene
Ma rankas he leuskel Matudoe, he roue.
Amzer a dremenas. Siouaz, pebez diroll !
Meur a hini ’varne ’z oa sonet eur hon c’holl.
Penaos savetei Breiz ? E-barz e abati
Kêrig Landevenneg, eur beleg ’n eur bedi
Dirag ar gwastadur en-dro d’ezan ledet.
Test da zic’halloudez e genvroïz flastret,
A lare na gavjed d’ar stad-ze ken termen
Met ’n hon nerz hon-unan, hag e Doue hepken !…
Deus Bro-Zaoz e c’halvas mab-bihan ar roue,
’N hini ’n doa argaset kentoc’h gant e gleze
Paotred an Hanternoz. War ger manac’h Arvor,
Alan Baro-reustlet a zavas en dounvor.
Heb aon rag ar garreg, eün war-zu ar C’hreiste,
Dipleget o goueliou, al listri a rede,
Wano, moarvat, ez oa ouspenn eur merdead
E spered entanet gant ar c’hoant d’ober mad,
Da deurel prim er-maez eur rumm-tud digristen
A labeze o Bro, ’voe gwerc’hez betek-hen.
’Vel-se, pa dostaont da riblou teven Dol,
E tiskennont en aod, evel eun avel-foll,
’Vit koueza hebdale, da boent eur pred eured,
War an enebourien a c’houient dizarmet.
An Normaned mezo a voe lakaet a blad :
Er palud, tro-war-dro, redek a rae ar gwad.
E Sant-Brieg, Naoned, goude emgannou taer,
Hon re-ni a jomas e kalon an diou gêr.
Neuze, al laeron-vor a bella spouronet,
Hag o tiskenn al « Loar » e c’heller o gwelet.
An deveziou war-lerc’h, e pep kêr, e bro-Vreiz,
Ar poblou diboaniet a veule en o c’hreiz
Daou zen ha daou hano hiviziken staget :
Abad Landevenneg, Alan Baro-Reustlet !
|
■
Emgann ar Releg
————
D’an Aotrou Loeiz Lautrou.
Releg « abbaye de l’ordre des Citeaux, qui dans le ixe siècle eut ce nom à cause du grand nombre de corps morts qu’on y enterra après le sanglant combat que les Bretons avaient eu, dit-on, avec les barbares du Nord, dans la montagne, d’Arrê, près de cette abbaye. »
Meneziou ar Releg, mengleuziou a vein glas,
O bezit benniget ! En hon Bro pa zeuas,
Breman ez eus mil bloaz, an Normaned drastus
Da glask lakat o yeo garo ha glac’harus
War douar Breiz-Izel, e kavjont ouz ho troad
Mibien leun a galon da stourm a briz o gwad,
Da ziskouez e choment Kelted yac’h hag ampart,
Prest da rei taol ’vit taol, direbech, dizaon, start.
⁂
War o c’hezeg kalet, ’binviou en o daouarn,
Goafiou ha klezeier, filc’hier, horziou houarn,
O askre skouedennet, o lagad lugernus,
E kanent unanet eur c’han beo ha skiltrus :
« Bretoned, setu deut an deiz
« Evidomp da zifenn hon Feiz
« Hon Frankiz, hon Gouenn, hon douar !
« War zao ! heuliomp roudou ar Gloar !
« Kentoc’h mervel eget kila !
« Beza dishual da genta…
« Malloz war an den na oar ket
« ’Vid ar Vro koueza pa vez red !
« Ni a dle holl en em zouten
« Da bellât diouzomp pep chaden,
« Ha mervel aman mar bez red.
« Malloz war an neb n’her goar ket !
« Sonit, biniou ha kerniel-bout,
« ’Vit rei dal laeron da c’houzout
« O bazataïmp mar bez red :
« Gwad hon Tadou ne nac’himp ket !
« D’eomp hon menez, hon c’hoad, hon mor !
« Ouz pep estren prennomp hon dor.
« Dirag Doue, dirag ar Bed,
« O touomp mervel mar bez red !
« O Arre santel, hon sikour !
« ’Vit diwall pinvidig ha paour
« Ni ’vo gouest da zevel bepred.
« Hirio ni ’varvo mar bez red !
« War-raok, war-raok, you, hou, hou !
« War-raok, war-raok, you, hou, hou ! »
Neuze, en eur youc’hal, bugale ar Gelted
’Ziskennas en draonien war eul linenn renket,
E-keit ma tasone beteg doun ar c’hoajou
Strak ar varc’hegerien ha son an trompilhou…
An emgann a voe stard. E ledander ar c’han
Astennet rag Arre ez oa red, heb ehan,
Douara ar c’horfou kouezet war an dachenn,
Ha dre gant ha dre vil, rag aon ouz ar vosenn…
Ha, goude, me ’gav d’in klevet war e c’horre
Esus, mestr ar brezel, en e zourn eul lore :
« Drouïzed enoret, gwisket ho mantell wenn,
« Kemerit ho falz aour, lakit ho kurunen.
« Kelted ho ene taer doujet dre ar broiou,
« War-zao, affo, affo ! Er-maez eus ho peziou !
« Breiz-Izel a chom sounn ha bepred galloudus.
« Miret an darvoud-man ’n hoc’h Istor burzudus ! »
|
■
(En Uhelgoad)
————
D’an Aotrou Dujardin, doctor-medesin.
Kaer ho po kaout hano, galloud, pinvidigez,
N’ho po ket, evit se, lod en Divarvelez.
Er bed, holl a dremen : ar gened ar gaera
En em dro e ludu, kouls laret e netra !
’Vel-se da zant Ivon, en desped d’e c’houenn gwerc’h,
E oberou hepken a dalv brud war e lerc’h.
Hen goulennit kentoc’h ouz ar c’hizeller koad
A lakas hon aotrou en iliz Uhelgoad :
Eno ’c’heller gwelet eus Difennour ar Gwir
Eur skeudenn gentelius — r’he devo buhez hir ! —
Ivon o plansoni heb ardou, dibismig,
Eur gurunen d’ar Paour dirag ar Pinvidig,
O rei da anaout e tle ar barnour mad
Barn hervez al Lezenn ha ne ket dioc’h ar stad.
Ker pell amzer e Breiz, evel er broiou all,
D’ar Gwir, d’ar Vadelez eo bet trec’h an urz-fall,
Keit yeo an Drougiez ’c’houzanvas an douar
Ma kar ganen kavout e tïegez hon Gloar,
E penn hon tud vrudet, unan eus hon Zent koz :
Goulou en deus taolet e tenvalder an noz.
|
■
Ar Rouanez Anna
————
Ar rouanez Anna, e « Langeais » o paouez,
A zelle ouz stêr Loar diwar eur pondalez
O ruilha en he c’han ’vel en eur gampoullen
He gwagennou c’houezet, bouilhennek ha melen.
Hag, e-pad ma kerzent ’trezeg ar mor ehon,
He spered o heulie, leun a brederiou don…
Pell du-hont, er C’hornog, en em zante galvet
Gant he c’hoad, he menez, kement he doa kuitêt.
An noz he c’havas trist. Dre he c’housk e kleve,
Daoulinet ’tal he dor, eur rummad bugale
Gwisket e-giz ’n he Bro, o pedi en o yez
Ma chomfe Breiz o mad, hag atao d’an Dugez !
Antronoz ster al Loar, bouilhennek ha melen,
’Ruilhe war-zu ar mor heb ehan na termen ;
Ha « Langeais » a welas, dindan mourenn Anna,
O kwilc’hat he lagad, an daerou o koueza.
Ha hi, deut Rouanez er vrava bro er bed,
’Chome he c’halon stag ouz he Broïg bepred.
|
■
Ar Bonedou Ruz
————
O klask en em zevel eneb o Renerien
Dibaot eo, er bed-man, kavout rumm ar gouerien,
Nemet pa welont ren en desped da bep gwir,
Ober dispignou bras, brezel disleal, hir,
Gwaska kement ar Bobl ma n’he deus ken diviz
’Met derc’hel penn d’ar gwall pe veva deiziou kriz.
Kement-man ’zigouezas dindan Loeiz Pevarzek,
’Voe pounner e veli war an dud ezommek.
Flastret gant an tailhou re-gresket ha drastus,
E doun Kerne-Uhel, stroll ar Bonedou-Ruz
A reas eun emgleo ’vit diskar al lezenn
Savet ouz ar paper, butun ha listri-stên
Heb aotre hon Breujou betek-hen kuzuliet
Hervez an diviz graet pa voemp ouz Gall staget.
Pa weljont an Noblans o peursoubla o choug
Dindan an urz nevez, e tiskouezjont o droug,
Hag e tizalbennent o c’hestel, o madou :
Alïes reuz ha mesk a heuilh seurt strolladou.
⁂
Reizidigez dre nerz en em gavas rak-tal :
War girzier ar parkou ’c’halled gwel’t o hejal
Korfou noaz hag euzus, « frouëz » dispar « nevez »,
’Skriv mestrez ar « Reier », eun itron, eur vaouez [5].
« Kement ez oa krouget » a lavare d’he merc’h
« Ma n’oa ken da grouga » a gakete war-lerc’h.
He meulit, mar karit. Diouti me ’n em zistro.
An hini am zamall, karout a ra e Vro ?
Beleien, tud santel, ha mistri, selaouet !
Me ’garfe en iliz, er skoliou, ho klevet
Tiski d’hon bugale oberiou o Zadou :
N’ eo ket o hencha mat o c’has war o roudou ?
Paotred o Bonedou a varvas merzerien ;
Ne doun ’vit o lakal e-mesk ar bec’herien.
|
II.
VA ZI
————
E fonz ar Porz-Kloz [6],
’Welan va zi koz,
Graet gant Riwall Yeun
E seitek kant eun,
Michans ’vit beza
Hostel da genta ;
Rag ennan ’kaved
Eur c’hao bet stouvet,
Kambjou a bep ment,
’Vel boaz an ampoent
An holl ’zigore
War eur pondale
E-lec’h e pignen
Dre eur skalier mên.
Re goz ar Fouilhe,
Lïes a gonte
E oa darempred
Ar wella gwazed
Diskenn an noter
Ha pennou bras Kêr.
⁂
O lezel’fell d’in
Ha d’eoc’h ’lavarin
E ’oa unvaniez
En hon tiegez ;
Bepred koz, yaouank,
’Pad ar bloaz, hep mank,
A rê o dever,
Leal ’n e genver,
’Heuilhe ar mennad
A enor va zad
Set aman e c’her,
Krenvêt gant e skouer :
« Staga d’eul labour
« ’Giz d’eun oberour
« Na vez eürus ’met
« Pa hen gwel peurc’hraet.
« Neuze ’tiazez,
« Laouen ha kompez. »
|
PEUZDISKAR
————
Eun nozvez ’tal va fignon,
D’in e laras, o mignon :
« Eus an tiegeziou koz
« Ne gavomp ken er Porz Kloz
« Gwel da-unan nemet tri…
« Aman ’ren diavezidi ! »
Keit-se ’c’houeze an avel
Diwar torgenn Sant-Mikêl
Hag e kleved o voudal
An deliou en oabl tenval.
Hunvreal ’raen ’hed an noz
En istor hon penn-kêr koz,
En izili dek rummad
A vagas ’n eun doare mat.
Didrouzik ez ejont kuit :
Diouto n’eus na keal na skrid…
E-keit-se ’c’houez an avel
Diwar torgenn Sant-Mikêl
Hag e klever o voudal
An deliou en oabl tenval.
Mignon, trist ’vefes d’az tro,
Ma welfes ’raog da varo
Da vibien o tilezel
An ti ’luskas o c’havell,
O tiskouez d’it distervez
Kaera mennad da vuhez !
C’houeza ’ra choaz an avel
Diwar torgenn Sant-Mikêl…
’Lïes ’klever o voudal
An deliou en oabl tenval.
|
Tantad Sant Yan
————
Kement paotrig bihan
A gas bodigou lann
D’ober tantad sant Yann,
Savet e-tal ar groaz,
E kreiz ar blasenn vras,
En disheol d’ar gwez glas.
Kêriz, deuet an noz,
Ha zoken ar re goz,
En eur gonta o c’haoz
En em vod el leur-gêr.
’Vit digor ar gouel kaer
Em parrez a reer.
Prest e vraller ar c’hloc’h,
Hag hep gortoz pelloc’h,
E klevit o tiloc’h
Ar merc’hed eus pep korn,
O chapeled ’n o dorn,
Gwazed echu o c’horn.
Ar beleg en aoter
A lavar eur bater,
Ha goude e weler
An iliz o leuskel
Sant Yan war e vanniel,
Douget ploum hag uhel.
An tantad benniget
Dioustu ’vez elumet.
Ha neuze ’vez klevet
Kan ar « Magnificat »
Evit trugarekât
Doue, hor Mestr, hon Tad.
⁂
E tommder mezeven,
Dindan al loar velen,
Ra welor da viken
Kendalc’het en hor c’hreiz
Giz koz ha mat hor Feiz !
Hebdi Breiz ne ve Breiz.
|
An daou Ganer pe Mouez kenta an Awen
————
War holl doniou dans Kerne.
Er c’hiz koz ’fell ganen, kanerien Breiz-lzel,
Enori daou Ganer hag o moueziou uhel.
Pedi a ran eta da rei d’in sklêrijen
Ar zent hag an êlez ha Doue, hor zouten.
Ra vevo en ho mesk envor Yann Jezekel [7]
Ha Laouig Pouliken, evidoc'h eur gentel !
Ganet ez int o-daou e parrez ar Fouilhez,
’Tre Leon ha Kerne, war vordig ar menez.
Asamblez pa vezent, da zervez eur foar goz,
Yaouankizou ar vro n’o leze e repoz
Ken n’o dije kanet enn dro-zanz er blasen
E-lec’h en em voded e pep tu, e pep penn.
Ar re goz o-unan, n’hen ankouaïn morse !
Gant eur seurt follentez en abaden ’lamme.
Er vourc’h, war ar maeziou, evit an eureujou.
O moueziou ’zasone e fons an draouiennou.
Kêriz o selaouas hag, e pep korn-douar,
An holl dud o c’have dudïus ha dispar.
Kanomp, kanomp, paotred ! kanomp da virviken
Envor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !
Kenta em eus santet petra eo ar C’haerder
’Voe o klevet o c’han sklêr, plijus ha tener,
A skôas war eun dro va c’halon, va skouarn,
Ken doun ha ken nerzus ma strakis va daouarn.
Setu aman penôs, em ene a vugel,
’Santis, ouz o c’hlevet, an Awen o c’henel :
Goude eur pred eured, e-barz eur marchosi [8]
’Oa bet kaset an dud eus an ostaleri.
Va mignoned ha me ’zavas en eur rastell,
Lorc’h ennomp ’vel er prins a vez en e gastell,
Pa glevjomp eur vouez treut, hini mestrez an ti
« Buan, buan er-maez, holl sec’herien o fri ! »
Kalz eus ar grennarded an nor a gemeras ;
’Vel eur c’hog war e glud em flas me a chomas.
Prest goude e teuas an daou ganer brudet…
O burzud souezus ! dioustu ar joausted
A welis war bep dremm hag e kement lagad ;
Redek a raed d’an dans evel en eur bagad.
Kement a glask a oa ’mesk an dud ’vit klevet
Ma voe en toull an nor meur a hini flastret !
Da boent ar « c’hontredans », pa zistonas er c’hraou :
« Nec’h ha traon er c’hoajou… ’n eur vale daou ha daou
Ar c’horfou a eünas, ar pennou a zounnas,
Ken na grene al leur ar bouteier ’skôas.
Ar zellerien bamet, ha me, war va rastell,
En em zalc’has sioul evel en eur c’havell.
Pa voe echu an dans, em c’hlud me a gleve :
« Betek termen ar bed war o lerc’h ni ’redfe ! »
Kanomp, kanomp, paotred ! kanomp da virviken
Envor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !
Eur bloavez, da foar Mark, e kanton Huelgoat,
E oan aet gan va zad da gerc’hat eur garg koad,
Da c’hortoz an distro ’valeen en dachenn
E-lec’h d’abardaez-noz e oa an abadenn.
Daou baotr a Blouïe, paotred ar re wella,
’Gase an dans en-dro gant an toniou brava.
Pa lavaras Laouig da Yann, e gamarad
« Tro-en-dro, jabadao ! Distag d’eomp ar « C’himiad » !
El leur-gêr e savas evel eur mor a gan,
Ken na glevis kaeroc’h war zouar Breiz-Vihan.
Tud an holl barreziou a vern a ziredas,
Dans paotred Plouïe prim a beurechuas ;
O c’hanerien zoken a chome sebezet…
Er C’hres va c’henvroïz ’vije bet kurunet !
Ar pez na zonjen ket diwezatoc’h konta
Ez oun eürus breman o c’hallout her skriva.
Ya, ya, meulomp, paotred ! meulomp da virviken
Envor Yann Jezekel ha Laouig Pouliken !
|
————
Ar Merour Paour
————
En envor Laouik ar C’here, merour er Fouilhez (1819-1897).
Chom a ra en eun ti-balan,
Karget a vugale vihan,
Diannez, diarc’hant ha paour
Evel lojeiz meur a verour.
Beva ’ra e-giz eun ejen
Dindan ar yeo er park pa denn,
En eur wel’t hepken an ero,
An ero keit ha ma pado.
Ha, goude labourat bemdez,
A-boan ma chounit e vuhez :
Bara ha yod ha patatez
Hag a-wechou souben al laez
A zo e bred, da lein, da goan,
E peb amzer, en hanv, er goan,
Rak an tammou kig a vez ral…
Alïes renker o gedal !
E zilhad penselied, truilhet,
Eur wech ar bloaz ne vent gwelc’het ;
Ma na vije ofern da zul,
E varo n’en defe muzul :
En deiz-se ’ra eun tamm kempen
D’e zaouarn, d’e fri ha d’e benn.
Ne vev mat en e aezamant,
N’en deus morse kontantamant :
Pa ’n de maget e vugale,
’C’hoanteont mont war ar bale,
Hag ar merour, en e gozni,
A vez dilojet eus e di.
Aman, du-hont ’z a war zevez.....
Set evitan an dïenez,
Pa na renk ket astenn e zorn
Da choul an aluzen ’n eur c’horn.
|
Maro va c’hi koz
————
D’an daou vignon chase Per-Mari Bihan ha Per Gral
War gostez ar mene ’lec’h e kase ar c’had
P’edo ’n e yaouankiz kouls hag e kreiz e oad,
Hevlene va c’hi koz ganen a chasee :
N’ ehane da harzal e-pad hon tro-vale.
Souden ouz troad eur roc’h e savas eur c’hadig.
Ha war he lerc’h va c’hi a gerzas goustadig.
Gant e vouez gouraouliet e tazone Flagouz [9],
Ken ma weled war nij, spontet, meur a lapouz.
Va c’hi a zistroas dialan d’am c’hichen
Ha kerkent ’n eur dermal ’c’hourzevas ’vit biken :
Trec’het gant ar gwall droug en doa en e galon,
E lagad a zerras en eur zellet ouzon.
Tremen a rae sioulik war ar c’hornig douar
A oa bet test keit all eus e daoliou dispar.
Kalz ’glaskfe, vel va c’hi, mervel ’n eur labourat :
N’oufen kaeroc’h diwez, en gwirione, c’hoantât.
|
■
————
He moue reustlet ha hir ; digostezied ha treut ;
He memprou kropet, sec’h evel tammou keuneud,
Tiskenne ar grec’hien, ereet lost-ouz-lost
A-gevret gant kezeg disneuz da wel’t a-dost.
Donet a raent, michans, eus foar Vikêl Berven
A verk da veur a loen er bed-man e dermen.
An eil hag egile a gased d’ar c’higer,
Pe marteze zoken da borz ar c’hivijer.
Ar gazeg, o tremen war c’horre pont ar Stank,
’Anavezas ar prat e-lec’h gwechall friant
E-mesk eur strollad saout ebeulez e peure
Dindan lagad he mestr zelle lorc’hus oute.
Neuze laouennaet ’e c’hrizink d’he c’havell ;
Mouez eur c’hi nemetken ’ra hekleo en avel…
Mantret, al loenig paour a zalc’h war hent Kastell
’Lec’h c’houzanvo da noz laonen griz ar gontell.
|
■
Er menez da skleur al Loar
————
Gwenn al lanneg ha gwenn an hent !
Kribell ar reier hag o dent
A zo renket er gwaremmou
Evel skilfou en eur genou.
O skeud en em led war ar lann,
Henvel ouz bizied eur graban.
Soroc’h ebet, avel hepken.
A-hed, a-dro ne gavit den !
N’ez eus ket eur stad poaniusoc’h ;
’Wechou ne gredit mont larkoc’h
Ken welit o steredenni
Ar goulou e prenestr eun ti.
Neuze, seder e tiskennit,
Hag ho nerz kresket a zantit
’Vit tremen dre greiz ar gêrig
’Lec’h m’eo dihun pep lochennig.
Ar bed evidoc’h n’eo ken mud :
Adarre ’vevit ’mesk an dud !
|
■
YUN ELEZ
————
Kefeleged, houidi, bouilhennou, paourentez,
Eul lagenn er mene, sed aze Yun Elez.
⁂
Hon tadou he hanve « Ifern al Lutined »,
An eneou e poan pe an dud saouzanet !
Ar roll eus ar re-man a zo c’hoaz em memor ;
O lezomp da ehan hep trouz na dizenor…
Komz a reont ivez a gizier kounnaret
O redek a vandenn, en noz steredennet,
O viaoual, o vudal, ’ vit spouron an douar,
Kent mont d’en em daga ouz sklêrijen al loar.
⁂
E pep stad dihetus, Yun Elez, gwall-vrudet,
A zo eul lec’h a spont. Ne c’houfed her gwelet
Gant kalz a levenez nemet diouz ar mintin,
Abred, war-dro sav-heol, pa zon kleier sklintin,
Ha pa vez golôet dindan eur voren wenn,
Evel dindan ar gliz douarou ’n eur zaonenn.
En eur-ze e seblant beza eur porzig-mor
E dinaou Brenniliz, Sant Mikael ha Kador,
Ha c’hoaz e tamanter d’al loened, d’ar vuhez
Sebeliet er vrumen giz e goueled eur bez…
⁂
Yun Elez melkonius, e-kichen da foziou,
Pegen kaer e kavan reier va meneziou !
Pegen eürus warne e ven, em holl frankiz,
Oc’h eva an aer vad, laez glan va yaouankiz !
|
BOTMEUR
————
Da Fanch Menez, maer hoz.
Da vourc’h e kostez
Ar yun, ar menez,
Dindan ar vorenn
Pe er sklerijenn,
Bepred a gavan
Hetus d’am ehan.
Bez’ eo evidoun
Eur blijadur doun.
En da iliz koz
Pennou ar barroz
En-dro d’an aoter
D’ar zul a weler
’Kana ’n oferenn
A-grerz o c’herc’hen.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.
Da zeiz ar pardon,
Da heul o ferson,
C’heont daved al lenn,
Ar maer en o fenn,
’N eur veuli o zant,
O c’halonou drant.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.
Deut da zen yaouank
Em peded hep mank
Da zikour dorna
E1 leuriou brasa ;
Ha da beb eured
E vezen galvek.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.
Pet gwech d’ar goueliou
Zoken d’ar foariou
Em eus o tansal
Laket da fringal
Plac’higou seder
’Ambrougen d’ar gêr.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.
Breman war an oad,
’C’han lïes war droad
A-hed da henchou,
Eürus em sonjou,
Rak moueziou gwechall
’Glevan o sourral.
Ze ’zo evidoun
Eur blijadur doun.
Ra vevo Botmeur
Hep gloaz, hep gwalleur !
En eur stad uhel
’Vo e Breiz-Izel
Keit ha ma viro
Boaziou kaer hor Bro.
Ze ’ve evidoun
Eur blijadur doun.
|
■
III
Va laeraden e Kastellin
————
Anavezout a rit Milin,
Mestr-ostiz e kêr Gastellin ?
’N e di e tebren eun devez :
Ken na rin biken a-nevez !…
Goude eur pred mat, lein pe goan,
— Her Gouzout ne dalv ket ar boan, —
’Vel kustum ez is d’ar c’hafe
Evit kemeret eur banne :
Gweren, plad arc’hant, loa arc’hant
Beteg ar sukr, holl ’oa brillant !…
N’ouzon na perag na penôz,
Ez oan e Pleyben antronoz,
Pa zeuas ar jandarmiri
Da c’houl ganen « arc’hantiri
« Laeret e « hôtel » vras Milin
« E kêr Sous-Préfet Kastellin… »
— « Arc’hantiri !… Petra sonjet ? » —
Chom a rean sabatuet.
Met buan Beg-e-Dog [11] va zac’h
A c’houlonderas… Penaos nac’h ?
Ma na oan ket c’hoaz barnet laer,
Feiz, eus se me am boa an aer !…
Kavet ’voe e-touez va dilhad
Eul loa arc’hantet hag eur plad !…
Hag er prizon e voen stlapet
Evit eun nozvez da gousket.
Kousket !… Ne rên nemet krafat…
Va fenn… Va breudeur, klevit mad !
Taolet e oan war eur planken…
’N em gaven kollet da viken,
Me, va gwreg ha va bugale,
Va c’herent ha va holl ligne…
Hag a drubuilh ! Pebez nozvez ! !
Tud paour, Mamm Doue, ho pet truez
Ouz an trista den a vevas
War ho pegad douar biskoaz !…
Nan, n’oun evit hen diskuilha
Hep klemm hag huana… gouela !
Pa zihunan… ’oan em gwele !
Hun !… Me am boa graet eun hunvre !
|
■
Va skaon Goz
————
Me am eus eur skaon goz,
Dereat pa deu noz ;
Ugent real e koustas,
Tremenet pevar bloas,
Hag ouspenn eul lipad
Evel war bep marc’had.
’Roen ’met ugent real,
M’hen lar hep fougeal,
Rak en se pa zonjan,
Breman c’hoaz am bez poan.
’Tlefen beza prizet
Trôn eun ti estimet !
Ne dan mui oc’h e du,
O va c’hredit dioc’htu,
Gant aon rag al lignen.
Ennan holl a gavfen,
Dirag ar gourdadou,
An tad-kunv, an tad-you.
An tad-koz, tad ha mamm,
— Ne jomfe diouzin tamm ! —
Hep konta al lignez
A greiz hag a gostez,
Eur wrac’hellad vibien,
O gwragez, kristenien !
Kendirvi ha eontred,
Nizien, moerebezed !
Ouspenn ar mammou-kaer.
Ha koumerezed kêr,
’N o heul o re vihan,
— Me ’rafe gaol buan ! —
A deufe d’am zamall,
Da hopal ’m oa graet fall,
Da c’houl ouzin renta,
Renta dioustu an dra.
⁂
Dilezel va c’hador,
Eur c’havell, eun tenzor,
Va skaon ken lufr ha koant
’Dalv he fouez en archant !…
Nan, ne rin ket, va zud !
Kouls ganen eur gwall vrud…
Ha klevit al lavar,
— Em affer, tra dispar : —
« Eur pec’hed diskleriet
« ’Zo hanter-zistaolet. »
Dre va fôt, dre va fôt,
Ha dre va brasa fôt !…
⁂
Me zalc’h ’ta va c’hador,
Eur c’havell, eun tenzor,
Va skaon ken lufr ha koant
A dalv eur bern arc’hant !
|
■
Mari Tro-ker
————
A-boan debret dijuni
Ema Mari ’maez an ti ;
Kerzet a ra ouz an nec’h
En eur heja he diou vrec’h.
Ma kav Janed, he c’houmer,
O c’huzulig ne vo berr :
Paotred, merc’hed, mamm ha tad,
Pep-hini ’dap e vegad,
Ha me ’gred, o deus o ger
Marc’h, buc’h, loue, maout, ki, kaz, yer.
⁂
Youpik ! Mari en he frez
A lamm er voulanjerez
’Vit gouzout gant ar fornier
An traou arruet e kêr.
Goude ema an dibun
Ebarz ar bureo butun.
Ma ’z it d’an episiri
Oc’h sur da gavout Mari.
D’ar skolaer, d’ar skolaerez,
E ra eur zell a gostez :
Re-man n’o deus ket amzer
Da zevel o fri en aer.
Met prest er jandarmiri
E vez c’hoarzerez ganti,
Bommou ha bourdou pounner,
’Sort-se a blij d’an archer.
En iliz, ar rederez
A vo kalz dousoc’h he mouez
P’he do lâret he fater
’Teuio marteze d’ar gêr.
⁂
Sed ar mintin tremenet,
Ha netra ’bet n’he deus graet ;
Koulskoude deus he gwele
Eo deut araok goulou de.
⁂
D’ar pardaez, stamm ’n he daouarn,
Bepred tano he diskouarn,
Ha lemmoc’h c’hoaz he lagad,
He daou droad ive dibrad,
E welo en he bale
Pelec’h e vez graet kafe.
⁂
Pa ne c’hallo sortial,
’Balamour d’an amzer fall,
’Savo lïes he ridoch :
’N eur blega e teui lespoch.
⁂
Sed aman, e komzou berr,
Gwir batrom Mari Tro-kêr
Moan eo evel eun hinkin,
Sec’h egiz eun tamm sapin.
|
■
Mari Boutou Lous
————
I
Mari he Boutou lous
’Deus atao eur c’houef rous ;
He zavancher, he zae
’Zo leun a zour-hanvoe.
Hervez he fried Lann
Eo lousoc’h c’hoaz dindan
|
|
diou wech.
|
II
Ober ’ra he zouben
En eur grafat he fenn,
Hag, o silan ar yod,
’Tiver he fri er pod.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).
III
Ouz an daol o tibri,
Ne ra ’met breugeudi,
Krignat he ivinou
Pe skarza he genou.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).
IV
He gwele, serret-kloz,
A zo du ’vel an noz :
C’houen, loenedigou all
’Lamm e-barz dishual.
Gwelet ’m eus an ampoent
M’o laze ’tre he dent.
|
|
diou wech.
|
V
Ma tizac’hfe he broz,
’Neudenfe eun nadoz ;
Eviti, marteze,
Ma ve red, ’labourfe.
Met pell ’kavoc’h he gwaz
Gant e vemprou e noaz.
|
|
diou wech.
|
VI
Laosket eo bet disher :
Bennigomp hor Zalver !
Penaos rei bugale
D’eul louzen ar seurt-se ?
Hervez he fried Lann
N’o dije bet ’met poan.
|
|
diou wech.
|
VII
Pa ’z ay deus ar bed-man,
Echu ganti aman,
Da netât he ene
E vo pedet Doue.
Ha, sur mat, ’vo klevet :
« Evel-se bezet graet ! »
|
|
diou wech.
|
|
■
Marc’harit al Leur-gêr [12]
————
Marc’harit al Leur-gêr
A ra bemnoz tro kêr
O klask ar re vihan
’Vez er maez o-unan.
Marc’harit an druilhen
O c’has da veg al lenn
Pa n’ o moug er poullou
A gav war he henchou.
He bleo gris ha dispak
Gant an avel a strak ;
He mouez moan ha monklus
Da glevet ’zo euzus.
En he genou hep ment,
’Zo skilfou ha nann dent ;
E beg he c’hrabanou
’Zo mellou ivinou.
He zreid zo brasoch c’hoaz
Daoust d’ê beza en noaz ;
He c’horf hir ha melen
’Zo ’vel eur vuzugen.
Sorserez ha diaoulez,
Chom a ra er menez,
’N eun toull dindan eur roc’h
’Lec’h ’klever he soroc’h.
Eur spont eo ’vit ar vro,
Gwall-vrud he deus tro-dro.
Merc’hedigou dinamm,
Pa laro d’ eoc’h ho mamm :
« Marc’harit al Leur-gêr !… »
Kerzit buan d’ar gêr,
Sentit raktal outi
Ha serrit dor ho ti.
|
Plac’h Sant-Riwall
————
Ti ar Boudiged
Pe ar C’horriked
A zo war ziskenn
Hent ar menez Gwenn [13].
Di an dud diroll,
Dare d’en em goll,
Hervez hon tud koz,
Ganl an Drouk-spered
A veze stlejet
En eun dans padus
Ha meurbet drastus.
Eun hevelep avel-dro
’Guitaer hanter-varo,
Ha, gwasa ’zo d’an den,
Kondaonet da viken !
Ma n’em c’hredit,
Selaouit :
Eur plac’h eus ar re goanta,
Ouspenn ar binvidika,
Aet da bardon Brenniliz,
A zisprizas an iliz.
En eur ober mil buhez
E tremenas he devez.
Gant eur c’horrigan,
’N eur waremmad lann,
Ez eas da goania,
O Itron Varia !
Goude e tansas,
E lammas !…
Antronoz vintin,
E troad eur bod pin,
Tost d’eun ti balan,
En em gavas dialan…
Parrosianiz Sant-Riwall,
Eus ho pro ’z oa ar plac’h fall !
Pa voe en-dro d’ar gêr,
E klevas he fater.
Chom a reas digas ha dilavar
Dirak he zad, labourer-douar.
Eun den en e stad
A oa da glemm mad :
Karget da urzia eur bugel didalve
E pep tu, e pep lec’h mezus he bale.
E drubuilh, siouaz, echu n’ez oa ket :
Bemde e weled e verc’h o kerzet
Er gwaremmou,
Er yuniou.
Eur zadorn, he daoulagad fero,
Ne lare nemet komzou c’houero.
En eur drouk-pedi,
En eur vallozi,
E krias :
« Mallaz !
« Dre an drein ha dre an drêz,
« Dre ar siminal er-maez !… »
Kerkent e tisparisas,
’Keit ha ma rêd sin ar Groaz…
Er vro,
Tro-war-dro,
Er menez,
E yun Elez,
E weled eur skeudenn
En devalijenn ;
En ti, e kêr e renas eun hevelep spont
Ken na grede den na mont na dont.
Bep sizun, d’ar zadorn,
War-lerc’h konchou born,
Ar plac’h kêz,
Gwechall leun a furnez,
A gerze d’he dizurziou.
’Vit he zud pebez poaniou !
A bell ne vevas,
An diaoul he sammas…
Setu termen pep buhez fall !
Dalc’homp sonj eus plac’h Sant-Riwall.
|
■
E baperou en noaz pe Ibil ar Bragou-bras
————
Bodreou ha bragou-bras
A zouger breman c’hoaz :
Evel-se e marc’had
Kêr-ganton Huelgoad
’Z oa, diziou tremenet,
Eun koz a Lokeoret
’Koubl e vrec’h eur baner,
Ha hi karget a ber.
Da welet ar burzud
’N eur red ’teuas kalz tud :
Brestiz, Parizianed,
O gwragez, o merc’hed,
Ouspenn, kement bourc’hiz
’Gaver ’tal an iliz [14],
Oc’h ober o zamm tro
’N eur gomz eus traou ar Vro.
Ma Lokig [15] a ouie
Ar gernez a rene,
Ha, pa c’hoantêd prena,
— Ne lezas ket tanva, —
E lare hep souez :
« Pemp kwenneg eo ar pez. »
Pemp kwenneg ar berenn,
Gwechall priz eun dousen !…
Neuze ’vat pep koumer
A oa war al leur-gêr
’Zavas uhel he mouez
’Vel ’man giz ar vaouez.
E-pad ma reer trouz,
Eur paotrig, eur marmouz
’N em zilas a-davik
A-hed penn eur stalig,
’Lemas an ibil-prenn
A gloze war dorchenn
Va eontr ha va faeron,
Laoskik en e feson.
Heb dale e vragou
’Risklas war e votou.
Da guzat e vizer,
E lakas e baner,
Nann hep laret goustad
Ha start ivez, moarvat :
« C’hoarzit, c’hoarzit, merc’hed,
« Med va fer n’ho po ket !… »
Ha d’ezo ’talc’has krog
Ken ’teuas Beg-e-Dog [16]
Da rei d’ar paperou
Lojeiz el lavregou [17]
|
■
IV.
’N eur park balan
————
Etrezomp paotred ha merc’hed,
Alïes ’c’hoariomp kuzet
O tiwall ar zaout er prajou,
Er parkeier hag er c’hoajou,
Hag a-wechou ’n eur park balan.
Pebez plijadur p’oamp bihan !
Va amezegez Nann ha me
Eno peurvuia ’n em gave,
Ha pa veze lavaret : « Koug ! »
— En se na welit ket a zroug —
E kuz ar memes bod balan
’Veze Ivonig hag e Nann.
E-lec’h en em glask ’n eur c’hornig,
Ni ’jome d’ober kuzulig
’N eur boket an eil d’egile
’Vel daou vugel en o gwele.
Pebez plijadur p’oamp bihan,
C’hoari kuz en eur park balan !
E kornig an oaled em zi
’M euz sonj e laken da deuzi
En eul loa houarn eun tamm stên :
D’am c’halonig ’rên eur walen
Evit bravât he biz bihan
’N eur c’hoari kuz er park balan.
Eur wech, war-lec’h hon mignoned
Kalz re bell e chomjomp kuzet ;
Diwezat ’n em gavjomp er gêr ;
Gant hon mammm ’klevjomp eur bater,
Ha n’ejomp ken d’ar park balan
A-gevret gant ar re-vihan.
Breman, goude beza oajet,
N’eo ket heb dudi, am c’hredet,
’Sonjan en oad ’rên allazig,
Em yaouankiz, pa oan paotrig,
D’an hini a c’halven va Nann
O c’hoari kuz er park balan.
|
D’EUR GENVROADEZ
————
Pep den, ’n e yaouankiz er vro ma ’z eo ganet,
En deus karet eur verc’h, goude-se dilezet.
Pa zeue da bellât, da guitaat ar gêr
A adgwele hepken a-bell-da-bell-amzer.
Met, en desped d’ezan, ’wechou eun tarz-kalon
A sko ennan pounner, ken nerzus e tason
Ma astenn e zellou betek tôenn e di,
Hag e sav ’n e spered koun garv an Disparti…
Evel-se e chomimp er vuhez disrannet !
Ar Maro e-unan n’hon lako a-gevret.
An eil diouz egile e vevimp en harlu,
En hevelep bered ne vimp ket tu-ha-tu.
War hor lerc’h ne vano roud eus hor c’harantez,
Hec’h envor a gouezo ’vel eun dra didalvez,
E-giz danvez eun neiz a hej war ar skourrou
Pa zeu ar wall-avel da zulia an deliou.
|
■
E ROC’H AR SALUD
————
Eürus er gouyender skignet e Breiz-Izel,
Kerkouls er gwafennou hag el lec’hiou uhel,
Dizeblant e sellen ouz ar roc’h arc’hantet
A ledane he skeud war al lann alaouret,
Rag, neuze, harluet ’va sonj ha va memor
A rede, eneb d’in, eus ar menez d’ar mor.
Va hunvre ’echuas pa welis Braspardiz
O stoui ’harz ar Roc’h ’vel e-tal eun iliz,
’Pedi a greiz-kalon, anzavout o bresked
Ha goulenn gant Doue o zouten, o c’hlevet.
N’ eur bed leun a vister kenteliou koz ar Feiz
’Zihunas birvidig ’vit dasson en va c’hreiz.
Rag, gwechall, Kernevad, pe yaouank peden koz,
Ne dremenje Arre anez ober eur poz,
Heb dont da zaoulina endan Roc’h ar Salud,
Da lavaret « Hon Tad », « Mari, ni ho Salud. »
Ma tistrôe eur zell diouz Mamm ar Vadelez,
E veze eur zell dous, eur zell a garantez
Etre daou zen yaouank, a-bell-zo prometet
A zante o tridal o c’halon tenerêt.
|
■
AR C’HEFIOU KOZ
————
O kefiou koz, ken enorus,
War eun dro seder ha pouezus,
Gwir vignoned hon parkeier,
Ha bonnou sakr ar prajeier,
M’ho azaouez [18] ha me ho kar,
Kerkouls p’hoc’h eus skourrou dispar
Evel pa zavit kinviet,
Pe hepken a ilio gwisket !
Na noz na de en ho kichen
Dizeblant ne c’hellan tremen :
Benniga ’ran an dourn en deus
Ho sanket, plantennig, er c’hleuz.
Penaos ouzoc’h ’vezer garo
Ouz ho tispenn kent ho maro,
Pa c’hoantêt golei ho korre,
Pa ziskouezit brankou neve ?
Goude beza hon gwaskedet,
’Vidomp e tommit an oaled ;
Bihan, bras, hag aet da netra,
Oc’h atao dare d’hon eila.
Evit kement a vadelez
’Tlefed gouestla d’eoc’h trugarez
Dre ho terc’hel war bep douar.
Alas ! ne reer ’met ho tiskar…
Me ive n’em eus ket ganeoc’h,
Em yaouankiz, bevet e peoc’h ;
Dibreder ’n ho skeud, goude koan,
Ne vijen ket aet va unan.
Rak kredi ’rên ennoc’h kuzet
Bugelien-noz, korriganed,
Eneou poaniet o c’hortoz
Digor dor aour ar Baradoz.
Breman ho parnan, o kefiou,
Gwir zilvidigez hon maeziou ;
’Vidoun ez oc’h spered ar vro,
Hekleo kement ’vevas ’n he zro.
Hebdoc’h gwall-noaz e vefe Breiz,
Peb-unan hel lar en e greiz !
Da beb eur, bemde ha bemnoz,
M’ho kar, m’ho meul, o kerfiou koz !
|
■
Da Sant Houardon
————
D’an aotrou abad Goff, aluzenner e « Lycée »
D’ar yaou, ’us d’az chapel pa dinte kloc’h nav eur,
Bugale ar barroz en em renke er c’heur
’Vit diski pedennou, laret ar c’hatekiz
’Vez kelennet breman war skaoniou, en iliz.
Laosket out da-unan gant hor Mamm a Druez [19]
A zo a-hed ar bloaz da holl gompagnunez.
Koulskoude e kaver c’houek ha lirzin da zremm
Na ziskouezas nepred az pije lec’h da glemm,
Zoken pa zigoueze d’eur paotr ha d’eur baotrez
Meska gant o c’hentel mousc’hoarz ar garantez.
War da neuz e lenned da c’hoant da gaout bennoz
Digant Doue, hon Tad, evit mad ar barroz.
Perak out dilezet ?… An den a zo hedro
Er vro m’az peus bevet kerkouls hag e pep bro.
Lealoc’h egetan, te hon miro bepred :
Moarvat da ziskouarn n’ehano d’hor c’hlevet.
War hor menez ’talc’hi da bara da lagad,
Atao ’kouezo warnomp da zellou hegarat.
Dihun ha war evez ’chomi ’vel ar Gedour
Dare pa vezo red da zonet d’hor sikour !
|
■
War eur Wezenn dero goz kouezet em liorz
————
D’an Aotrou René Ar Rouz.
Va gwezenn dero goz en eur hiboudi pell
’Vel o c’houlenn sikour, moarvat en eur c’hervel,
Gant eur barrad arne a voe dec’h diskaret
Rak he c’heneilezed a jomas sebezet…
Ha me o prederia : « N’eo ket echu he foan…
« Gouzanv a raio c’hoaz beteg ’n he zremenvan ;
« Kaer he devo heja ’vel eun den en argoll
« He c’hern hag he brec’hiou, a dammou ez ay holl…
« Da vikana, harzit da droucha he gwriziou,
« Leuskit-i d’adveva evel war ar c’hleuziou
« Ar pendologou moal o c’henel eur vodenn.
« Ma adsavfe eun deiz, va c’haloun ’ve laouen.
« Dindan-i bann an heol ’ve ken c’houek ha ken mat
« Pa zeufe d’am zomma ’n eur lugerni goustad
« Ma kavfe d’in bepred klevout e deun va c’hreiz
« Boudal va yaouankiz hag holl voueziou va neiz,
« Santout er memes lec’h spered va ziegez
« Ene va gourdadou, c’houez karet va menez… »
Eun delien dam-grinet ’gouez e troad eur wezenn :
Set adarre eur marv. Da bep tra ’z eus termen…
|
■
Da zivanka e-harz
Gloan ha Pilhoù,
pajenn 23 :
Lakat e penn ar bajenn an teir gwerzenn a zo e fin ar pez.
pajenn 45 :
En eil gwerzenn : ’Vel
o c’houlenn e-lec’h
’Vel e c’houlenn.
TAOLENN
————
DIWEZ