Botmeur

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 24-25)



BOTMEUR
————

Da Fanch Menez, maer hoz.

Da vourc’h e kostez
Ar yun, ar menez,
Dindan ar vorenn
Pe er sklerijenn,
Bepred a gavan
Hetus d’am ehan.
Bez’ eo evidoun
Eur blijadur doun.

En da iliz koz
Pennou ar barroz
En-dro d’an aoter
D’ar zul a weler
’Kana ’n oferenn
A-grerz o c’herc’hen.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.

Da zeiz ar pardon,
Da heul o ferson,
C’heont daved al lenn,
Ar maer en o fenn,
’N eur veuli o zant,
O c’halonou drant.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.

Deut da zen yaouank
Em peded hep mank
Da zikour dorna
E1 leuriou brasa ;
Ha da beb eured
E vezen galvek.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.


Pet gwech d’ar goueliou
Zoken d’ar foariou
Em eus o tansal
Laket da fringal
Plac’higou seder
’Ambrougen d’ar gêr.
Ze ’oa evidoun
Eur blijadur doun.

Breman war an oad,
’C’han lïes war droad
A-hed da henchou,
Eürus em sonjou,
Rak moueziou gwechall
’Glevan o sourral.
Ze ’zo evidoun
Eur blijadur doun.

Ra vevo Botmeur
Hep gloaz, hep gwalleur !
En eur stad uhel
’Vo e Breiz-Izel
Keit ha ma viro
Boaziou kaer hor Bro.
Ze ’ve evidoun
Eur blijadur doun.