Va laeraden e kastellin

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 26-27)



III


Va laeraden e Kastellin
————

D’an Aotrou ...

Anavezout a rit Milin,
Mestr-ostiz e kêr Gastellin ?
’N e di e tebren eun devez :
Ken na rin biken a-nevez !…

Goude eur pred mat, lein pe goan,
— Her Gouzout ne dalv ket ar boan, —
’Vel kustum ez is d’ar c’hafe
Evit kemeret eur banne :
Gweren, plad arc’hant, loa arc’hant
Beteg ar sukr, holl ’oa brillant !…

N’ouzon na perag na penôz,
Ez oan e Pleyben antronoz,
Pa zeuas ar jandarmiri
Da c’houl ganen « arc’hantiri
« Laeret e « hôtel » vras Milin
« E kêr Sous-Préfet Kastellin… »

— « Arc’hantiri !… Petra sonjet ? » —
Chom a rean sabatuet.
Met buan Beg-e-Dog [1] va zac’h
A c’houlonderas… Penaos nac’h ?
Ma na oan ket c’hoaz barnet laer,
Feiz, eus se me am boa an aer !…

Kavet ’voe e-touez va dilhad
Eul loa arc’hantet hag eur plad !…
Hag er prizon e voen stlapet
Evit eun nozvez da gousket.


Kousket !… Ne rên nemet krafat…
Va fenn… Va breudeur, klevit mad !
Taolet e oan war eur planken…
’N em gaven kollet da viken,
Me, va gwreg ha va bugale,
Va c’herent ha va holl ligne…

Hag a drubuilh ! Pebez nozvez ! !
Tud paour, Mamm Doue, ho pet truez
Ouz an trista den a vevas
War ho pegad douar biskoaz !…
Nan, n’oun evit hen diskuilha
Hep klemm hag huana… gouela !

Pa zihunan… ’oan em gwele !
Hun !… Me am boa graet eun hunvre !


  1. Lezhano an archer.