Yun Elez (Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yun Elez.

Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 23)



YUN ELEZ
————

Da P.-M. ar Born.

Kefeleged, houidi, bouilhennou, paourentez,
Eul lagenn er mene, sed aze Yun Elez.


Hon tadou he hanve « Ifern al Lutined »,
An eneou e poan pe an dud saouzanet !
Ar roll eus ar re-man a zo c’hoaz em memor ;
O lezomp da ehan hep trouz na dizenor…
Komz a reont ivez a gizier kounnaret
O redek a vandenn, en noz steredennet,
O viaoual, o vudal, ’ vit spouron an douar,
Kent mont d’en em daga ouz sklêrijen al loar.


E pep stad dihetus, Yun Elez, gwall-vrudet,
A zo eul lec’h a spont. Ne c’houfed her gwelet
Gant kalz a levenez nemet diouz ar mintin,
Abred, war-dro sav-heol, pa zon kleier sklintin,
Ha pa vez golôet dindan eur voren wenn,
Evel dindan ar gliz douarou ’n eur zaonenn.
En eur-ze e seblant beza eur porzig-mor
E dinaou Brenniliz, Sant Mikael ha Kador,
Ha c’hoaz e tamanter d’al loened, d’ar vuhez
Sebeliet er vrumen giz e goueled eur bez…


Yun Elez melkonius, e-kichen da foziou,
Pegen kaer e kavan reier va meneziou !
Pegen eürus warne e ven, em holl frankiz,
Oc’h eva an aer vad, laez glan va yaouankiz !