D’eur Genvroadez

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 40)



D’EUR GENVROADEZ
————

D’an Aotrou G. F...

Pep den, ’n e yaouankiz er vro ma ’z eo ganet,
En deus karet eur verc’h, goude-se dilezet.
Pa zeue da bellât, da guitaat ar gêr
A adgwele hepken a-bell-da-bell-amzer.
Met, en desped d’ezan, ’wechou eun tarz-kalon
A sko ennan pounner, ken nerzus e tason
Ma astenn e zellou betek tôenn e di,
Hag e sav ’n e spered koun garv an Disparti…

Evel-se e chomimp er vuhez disrannet !
Ar Maro e-unan n’hon lako a-gevret.
An eil diouz egile e vevimp en harlu,
En hevelep bered ne vimp ket tu-ha-tu.
War hor lerc’h ne vano roud eus hor c’harantez,
Hec’h envor a gouezo ’vel eun dra didalvez,
E-giz danvez eun neiz a hej war ar skourrou
Pa zeu ar wall-avel da zulia an deliou.