Mont d’an endalc’had

E Roc’h ar Salud

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 41)



E ROC’H AR SALUD
————

Eürus er gouyender skignet e Breiz-Izel,
Kerkouls er gwafennou hag el lec’hiou uhel,
Dizeblant e sellen ouz ar roc’h arc’hantet
A ledane he skeud war al lann alaouret,
Rag, neuze, harluet ’va sonj ha va memor
A rede, eneb d’in, eus ar menez d’ar mor.

Va hunvre ’echuas pa welis Braspardiz
O stoui ’harz ar Roc’h ’vel e-tal eun iliz,
’Pedi a greiz-kalon, anzavout o bresked
Ha goulenn gant Doue o zouten, o c’hlevet.
N’ eur bed leun a vister kenteliou koz ar Feiz
’Zihunas birvidig ’vit dasson en va c’hreiz.
Rag, gwechall, Kernevad, pe yaouank peden koz,
Ne dremenje Arre anez ober eur poz,
Heb dont da zaoulina endan Roc’h ar Salud,
Da lavaret « Hon Tad », « Mari, ni ho Salud. »
Ma tistrôe eur zell diouz Mamm ar Vadelez,
E veze eur zell dous, eur zell a garantez
Etre daou zen yaouank, a-bell-zo prometet
A zante o tridal o c’halon tenerêt.

Pemzek a viz eost 1911.