Gradlon

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 5)
Gradlon Nomenoe  ►



I.


Gradlon
————


Gant prederiou d’o c’harg Gradlon ha Gwennole
O fennou enkrezet en aot a dremene.
Truezus e lenvont da euz an techou fall
A ren en-dro Dahut ’vel e Sodom gwechall.
— « Ne fell d’in diougana, ’zisplegas Gwennole,
« Met kêr-Is a gouezo dindan gwalenn Doue !… » —
En abeg garventez eun hevelep lavar
Gradlon, e zremm glebiet, a stouas d’an douar.

Bemdez, mintin ha noz, en deveziou war-lerc’h,
Hirvoude e balez gant e glemm war e verc’h.

Eur spouron a grogas ar wech kenta ennan :
Strafilhet e wele doare an Dremenvan :
An tiez o krena, an avel o krozal,
Ar c’houmoul o frega, ar gurun o strakal,
Gwagennou rust ar mor o flastra ar garreg,
O tic’hlanna e kêr, eonennet ha fankek…

A-unan gant ar zant war eur marc’h e savas,
Gant Dahut en tailher. D’an daoulamm e redas
Dre vleina er Reter o klask gounit ar roz ;
Met e loen re zammet a c’houlenne repoz.
Neuze, urzias ar zant teurel er mor brouezet
Ar bugel divergont gant an Nenvou nac’het.

Dioustu e pellaas affo hag a-stampou
En eur dreuzi kêriou, krec’hiou ha stankennou.
Heb ehan ez eas war-zu aber Kemper :
Hen gweljod antronoz e troad ar maen-aoter.