Sant Yvon

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 11)



Sant Ivon [1]
(En Uhelgoad)
————

D’an Aotrou Dujardin, doctor-medesin.

Kaer ho po kaout hano, galloud, pinvidigez,
N’ho po ket, evit se, lod en Divarvelez.
Er bed, holl a dremen : ar gened ar gaera
En em dro e ludu, kouls laret e netra !
’Vel-se da zant Ivon, en desped d’e c’houenn gwerc’h,
E oberou hepken a dalv brud war e lerc’h.
Hen goulennit kentoc’h ouz ar c’hizeller koad
A lakas hon aotrou en iliz Uhelgoad :
Eno ’c’heller gwelet eus Difennour ar Gwir
Eur skeudenn gentelius — r’he devo buhez hir ! —
Ivon o plansoni heb ardou, dibismig,
Eur gurunen d’ar Paour dirag ar Pinvidig,
O rei da anaout e tle ar barnour mad
Barn hervez al Lezenn ha ne ket dioc’h ar stad.

Ker pell amzer e Breiz, evel er broiou all,
D’ar Gwir, d’ar Vadelez eo bet trec’h an urz-fall,
Keit yeo an Drougiez ’c’houzanvas an douar
Ma kar ganen kavout e tïegez hon Gloar,
E penn hon tud vrudet, unan eus hon Zent koz :
Goulou en deus taolet e tenvalder an noz.


  1. E chapel an Nenv, Uhelgoat.