Mari Boutou Lous

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 32-33)



Mari Boutou Lous
————


I


Mari he Boutou lous
’Deus atao eur c’houef rous ;
He zavancher, he zae
’Zo leun a zour-hanvoe.

Hervez he fried Lann

Eo lousoc’h c’hoaz dindan

diou wech.

II


Ober ’ra he zouben
En eur grafat he fenn,
Hag, o silan ar yod,
’Tiver he fri er pod.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).

III


Ouz an daol o tibri,
Ne ra ’met breugeudi,
Krignat he ivinou
Pe skarza he genou.
Hervez. . . . . . . . . . . . . . . . (diou wech).

IV


He gwele, serret-kloz,
A zo du ’vel an noz :
C’houen, loenedigou all
’Lamm e-barz dishual.

Gwelet ’m eus an ampoent

M’o laze ’tre he dent.

diou wech.

V


Ma tizac’hfe he broz,
’Neudenfe eun nadoz ;
Eviti, marteze,
Ma ve red, ’labourfe.

Met pell ’kavoc’h he gwaz

Gant e vemprou e noaz.

diou wech.

VI


Laosket eo bet disher :
Bennigomp hor Zalver !
Penaos rei bugale
D’eul louzen ar seurt-se ?

Hervez he fried Lann

N’o dije bet ’met poan.

diou wech.

VII


Pa ’z ay deus ar bed-man,
Echu ganti aman,
Da netât he ene
E vo pedet Doue.

Ha, sur mat, ’vo klevet :

« Evel-se bezet graet ! »

diou wech.