Da zant Houardon

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 44)



Da Sant Houardon
————

D’an aotrou abad Goff, aluzenner e « Lycée »

D’ar yaou, ’us d’az chapel pa dinte kloc’h nav eur,
Bugale ar barroz en em renke er c’heur
’Vit diski pedennou, laret ar c’hatekiz
’Vez kelennet breman war skaoniou, en iliz.
Laosket out da-unan gant hor Mamm a Druez [1]
A zo a-hed ar bloaz da holl gompagnunez.
Koulskoude e kaver c’houek ha lirzin da zremm
Na ziskouezas nepred az pije lec’h da glemm,
Zoken pa zigoueze d’eur paotr ha d’eur baotrez
Meska gant o c’hentel mousc’hoarz ar garantez.
War da neuz e lenned da c’hoant da gaout bennoz
Digant Doue, hon Tad, evit mad ar barroz.
Perak out dilezet ?… An den a zo hedro
Er vro m’az peus bevet kerkouls hag e pep bro.
Lealoc’h egetan, te hon miro bepred :
Moarvat da ziskouarn n’ehano d’hor c’hlevet.
War hor menez ’talc’hi da bara da lagad,
Atao ’kouezo warnomp da zellou hegarat.
Dihun ha war evez ’chomi ’vel ar Gedour
Dare pa vezo red da zonet d’hor sikour !


  1. He skeudenn a zo er chapel.