Buez St Fransez a Asiz/a-bezh
Skrid a-bezh
Quimper, le 25 Octobre 1888.
Monseigneur l’Evêque de Quimper & de Léon autorise l’impression & la publication de la Vie de St François d’assise, en langue bretonne. Elle sera lue avec intérêt et profit par les fidèles, et surtout par les tertiaires de St François.
SERRÉ,
Vicaire Général.
Aoutrou Persoun,
C’houi eo oc’h euz va aliet da skriva buez Sant Fransez a Asiz. Da biou ive-ta e tlean kinnik va zammik skrid nemed d’eoc’houi ? Plijet ganeoc’h hen digemeret gand kement a galoun vad m’her c’hinnigan d’eoc’h.
Leun a anaoudegez vad evit ho madelezou,
Lan INISAN,
Belek euz ho parrez.
Ginivelez Iann Bernardon. — Tri dra burzuduz. — Les-hano Fransez. — He oad kenta. — He iaouankiz. — He garantez evid ar paour. — Prizoun Perouz. — Eur c’hlenved talvouduz. — Doue a sko var dor he galoun. — An den lor. — Jesuz stag ouz ar Groaz. — Var bez St Per ha St Paol. — An Drouk-Spered.
siz a zo eur gear vian euz a vro
Aan Itali, enn eun draonienn dudiuz
meurbed da velet, e kreiz menesiou hanvet
Appennin, hanter hent etre Roum ha
Lorett, eun tammik o tenna var ar c’hus-heol.
Enn eur penn euz an draonienn-ze
eman kear Perouz, hag er penn all
eman Asiz, el leac’h m'eo ganet St Fransez,
er bloaz 1182.
Evid diskouez peger braz Sant e tlie beza ar c’hraouadur, e c’hoarvezaz eun dra burzuduz araok ma teuaz var an douar. He vamm a ioa klan hag e doa eun enkrez euz ar re vrasa : krena a rea, rak aoun e doa n’en em gafche eur goall dra bennag gant-hi, pe gant he bugel. Enn eun taol e klefcheur skei var dor an ti. Ar gragez, a ioa enn dro d’ar Vamm, a ieaz da velet piou a skoe, hag e velchont diraz-ho eur perc’hirin (pelerin) o c’houlenn an aluzenn. An den n’oa ket guisket kaer, mez pa zellet piz outhan e kavet dez-han eun ear hag a lakea he zouja. Goude beza bet he aluzenn e lavaraz d’ar gragez : « Dougit ar c’hrek-se d’ar c’hraou, ha raktal e teuio he c’hraouadur er bed. » Ar gragez, o klevet o komz er c’hiz-se, ar paour ne gouie ket oa eur c’hrek klan enn ti, a jommaz sebezet. Kredi a rejont oa komzou ar paour eun ali euz an Env. Kaset e oue ar c’hrek d’ar c’hraou a ioa stag ouc’h an ti, ha ker buan e teuaz er bed an den a dlie beza eur zant ker braz, enn eur c’hraou, var ar c’holo, etouez al loened, evel Hor Zalver J.-K.
Ar c’hraou-ze a velor c’hoaz herrio e kear Asiz. Great e z’euz eur Chapel anezhan, hag a zo hanvet ger evit ger St Fransez bianik. Azioc’h an or eo skrivet e latin ar c’homzou-man :
« Ar Chapel-man a zo bet kraou an ejenn hag an azen, el leac’h m’eo ganet St Fransez, skouer ar bed. »
Tad ar c’hraouadur a ioa e hano Per Bernardon Moricon, marc’hadour pinvidik deuet euz a gear Luk da Asiz. Konversi a rea gant ar c’herriou a dro-var-dro, ha dreist oll gant Rouantelez Franz. Evel kals a varc’hadourien, stag oa be galoun ouz an arc’hant, ha n’en doa kenn ioul nemet da greski he zanvez. He vamm a ioa he hano Pika, mamm a grek a zoujanz Doue, a gouie kas enn dro he labourou hag he ziegez, ep ankounac’haat ar pez a dle d’he c’hrouer.
Dembrest goude he c’hinivelez e oue kaset d’an Iliz evit beza badezet. He dad Per Bernardon a ioa d’ar mareou-ze e Franz, hag he vamm a falvezaz dez-hi rei dez-han an hano a Iann.
Neuze e c’hoarvezaz adarre eun dra burzuduz all. P’edor o vont enn Iliz ec’h en em gavaz eno eun den iaouank n’oa anavezet gant den. Kregi a reaz er c’hraouadur ; hen tenna a reaz digant ar paeroun a jomme sebezet ; hen derc’hel a reaz var he zivreac’h epad m’edor of skuilla var he benn dour ar Vadiziant. Ne lavare ger ebed, mez he zaoulagad ne derc’hent tamm divar ar c’hraouadur : birvi a reant a garantez en eur zellet out-han.
Goude ar Vadiziant an den iaouank a roaz ar c’hraouadur d’he vagerez. Araok mont kuit e taoulinaz dirag an Aoter, el leac’h m’edo korf ha goad Hor Zalver J.-K., ha var ar mean ma taoulinaz eo chommet roudou pennou he zaoulin.
Nebeut amzer goudeze, eur perc’hirin all, pe ar memez hini, a deuaz da c’houlenn an aluzenn da di marc’hadour Asiz. Kregi a reaz er c’hraouadur, sellet a reaz out-han gant an deneredigez ar vrasa, her starda a reaz var he galoun, ha, gant he viz, e reaz eur groaz var he vreac’h deou, en eur gomz dez-han euz ar garantez a dleomp d’an A. Doue, evel p’en diviche skiant ar c’hraouadurik. En eur rei anez-han d’he vagerez e lavaraz : « Dalc’hit sonj mad, ar c’hraouadur-man, deuet enn oad, a vezo eun den braz dirak Doue ; ha kountet e vezo e touez an dud santella euz ar bed. An diaoul a zo dija oc’h esa kaout krok enn-han, diouallit na deufe da goueza enn he grabanou. »
Tremen a reaz ar bloaveziou kenta euz he oad e kichenn he vamm, evel Hor Zalver e kichenn ar Verc’hez. Pika a zeske dez-han he bedennou, hag a lakea dounna ma c’helle enn he galoun karantez Doue. Beleien euz a gear Asiz a zeskaz dez-han al latin.
Evel m’en doa he dad kals konvers gand bro Franz, e teue aliez Fransizien d’he gear, lod evit ober eun taol konvers ganthan, lod en eur vont da eur vro all larkoc’h, lod all o tont enn dro d’ar gear. Iann Bernardon, map Per ha Pika, en doa kement a joa ouz ar Fransizien ma teskaz buan ho langach. Zoken e falvezaz dez-han kemeret ho hano hag e leac’h an hano a Iann, a ioa roet dez-han deiz he Vadiziant, e c’hoanteaz beza a vizikenn hanvet Fransez. Ha dindan an hano-man nemed ken eo herrio anavezet dre ar bed-oll.
A benn m’oa bet eur pennad er skol, tad Fransez hen dalc’haz er gear. Mall en doa da zeski dez-han ar c’honverz, ha d’her lakaat da c’hounit arc’hant. Evelato e leze gant-han kement ha ma karie da zispign. Hag, evel ma z’oa Fransez eur paotr seder ha laouen, ma ne z’ea jamez drouk enn-han a enep den, ma c’houie tremen dioc’h an oll, e teuaz e berr amzer da veza karet ha meulet gant an oll, ha ma oue lakeat e penn iaouankiz kear Asiz. Evelse, e veze atao ar c’henta e penn an oll ebatou, an dansou, ar festou hag an oll c’hoariou. An dillad braoa ha pinvidika, riblennou aour hag arc’hant enn dro dez-ho, a veze enn he gerc’henn. Ne ket arc’hant a vanke dez-han, hag he vrasa plujadur oa rei d’ar gamaraded n’o doa ket. Map eur Roue n’en diviche ket great guelloc’h, n’en diviche ket skuillet puilloc’h he arc’hant. Evit guir, he dad a c’hrosmole eur veac’h an amzer, gourdrouz a rea zoken avechou. Poan gollet. Ar vamm, o velet he map o chomm pur ha neat e kreiz an ebatou-ze, rak jamez netra mezus n’en euz sklabezet kaloun Fransez, ar vamm, o velet he map e penn an dud iaouank ar re binvidika, ar re vrudetta euz a gear, a ioa fouge enn-hi, hag a roe dourn dez-han. Kredi a rea edo var hent an henoriou, ar c’hargou ar re huella pa z’eo guir edo er penn kenta euz a iaouankiz kear Asiz.
Ha penaoz ne ket en em gollet Fransez
e kreiz kement all a ebatou, a frikoiou
hag a skanvadurez ? M’her lavaro deoc’h,
eme St Bonavantur. Abalamour m’oa
mad, trugarezuz ha karantezuz e kenver
ar paour, ma roe d’he gamaraded kement
tra a c’houlennent digant-han, jamez ive
ne leze ar paour da vont kuit ep rei dezhan
an aluzenn, dreist oll pa c’houlenne
enn hano J.-K. Eun dervez evelato, epad
m’edo oc’h ober he gountchou divar
benn he gonverz, evel m’oa touellet he
spered gant ar gount a rea, e kasaz, gant
ruster divar he dro, eur paour hag a
c’houlenne an aluzenn. Mez kerkent ha
m’oa eat ar paour dreist an treujou er
meaz, e skoaz eun taol enn he galoun.
Keuz braz a deuaz dez-han euz ar pez en
doa great : redet a reaz varlerc’h ar
paour, ha rei a reaz dez-han eun dournad
arc’hant, kement hag a ioa enn he c’hodell.
Setu aze-ta, enie St Bonavantur ar
pez a viraz ouz Fransez da goueza, er
pec’hejou mezus ?
Ha ne ket-ta, an aluzenn a zo eun dra vad ?
Mad e z’ea betek hen an traou gand Fransez. He gonverz a iea brao enn dro : gounit a rea arc’hant braz : karet oa gand he gamaraded, ha deuet oa mad kenan d’an oll e kear Asiz. Mez ne ket an dra-ze a falveze da Zoue : c’hoant en doa da ober anez-han eur Zant braz. Hag, evel ne ket dre ar pinvidigesiou nag an henoriou eo e z’eor d’ar Baradoz, e tigasaz dez-han un tammik kroaz da zougenn.
D’ar mareou ma veve Fransez, keariou an Itali n’oant nemed, evel pa lavarfenn deoc’h tammouigou Republik, distak an eil d’ioc’h eben, ha c’hoant da bep hini da veza treac’h d’ar re all. Setu perak e veze aliez trabas ha trekas etre-z-ho.
Lavaret em euz d’eoc’h edo kear Perouz e penn eun draonienn hag Asiz er penn all. Mad, er bloaz 1201, e savaz brezel etre an diou gear. Tud iaouank Asiz a rankaz oll mont d’ar brezel. Koll a rejont, ha kalz euz ar re n’oant ket lac’het a oue kemeret ha dalc’het er prizoun. Etouez ar re-man edo Fransez. He gamaraded a vouele hag a hirvoude. Fransez avad a ioa dinec’h ha laouen. Lavaret a rea d’he gamaraded : « Evidoun-me em euz truez ouzoc’h ouz ho koeled ker glac’haret ; me n’ounn tamm enkrezet. Breman e velit ac’hanounn er prizoun, ha divezatoc’h me a vezo henoret dre bevar c’horn ar bed. »
Ne ket evit en em zevel, nag evit en em veuli eo e lavare an dra-ze. Doue he unan eo a lakea ar c’homzou-ze var he vuzellou, evit diskouez petra viche divezatoc’h, mez ne gouie ket a be ferz e lavare ar pez a rea.
Deuet er meaz euz ar prizoun ha distroet d’he vro, Fransez a en em lakeaz adarre da ober konverz evel a ziagent. Mez, enn eun taol, e kouezaz goall glan. Devet gant an derchenn, uzet he gorf gant ar c’hlenved, pounnerreat he benn gant ar boan, e kavaz dez-han edo erru ar maro. Neuze e velaz sklear pegenn dister eo traou ar bed-man, peger skaon eo madou an douar ne zonj mui breman nemed e Doue… Mez n’oa ket c’hoas deuet he heur : guellaat a reaz dez-han. Kerkent ha ma c’hellaz sevel ha bale eun tammik, e z’eaz harpet var he vaz, var eun tamm huelenn a zo e kichenn kear Asiz. Ac’hano euz eur guel an dudiusa, hag eno ec’h en em blije araok o velet peger kaer eo ar vro. Mez breman nak ar parkeier leun a eost, nak ar guez goloet a vleun, nak ar prajeier marellet gant ar bokedou a bep seurt liou, ne ra van evit ho guelet. Muioc’h-mui e vel pegenn dister eo traou ar bed-man, pegenn diskiant eo bet betek hen oc’h heulia plujadurezou he gamaraded. Sonjou fur a ioa neuze e penn Fransez. Kaout a ra deoc’h, ha ne ket-ha, eman o vont evit mad d’en em rei da Zoue ha da zilezer ar bed ? Nann. Doue en doa c’hoant da ziskouez oa en he unan eo a lakache an den iaouank-man da zistrei out-han.
Deuet e iec’hed e kouezaz adarre enn he goch koz. Guelet a rejor anez-han, gant-han an dillad kaerra, o vont dre gear e penn ar iaouankizou, o c’haloupat an ebatou… Eat oa euz he benn ar mennoziou kaer en doa bet epad he glenved…
Evelato e kreiz ar skanvadurezou-ze, ne ankounac’hea ket breman, kenn nebeut hag a ziagent, he vignouned ar beorien. Eun dervez, e kichenn kear Asiz, e kavaz eur zoudard var loan, ha n’en doa var he gein nemed eur goz vantell doull. Gant Fransez oa unan vad : Truez en deoue out-han. Lammet a reaz divar he ziouskoaz he vantell vad hag he roaz d’ar zoudard paour en eur gemeret enn he leac’h ar vantell leun a doullou. Ker buan e troaz kein hag e z’eaz kuit ep gedal bennoz-Doue ar zoudard. Enn noz varlerc’hen devoue eun huvre. Kaout a rea dez-han edo enn eur palez kaer leun a armou, ha var bep arm oa eur groaz. O veza goulennet dre he gousk da biou oa an armou-ze, eur vouez a respountaz dez-han : An armou-ze a zo evidout-te hag evit da zoudarded.
Pa zivunaz e savaz ar goad d’he benn, hac e c’houezaz ar rogentez, pe, ma kavit guell, an ourgouill enn he galoun. Kaout a reaz dez-han oa galvet da veza eur c’habiten dispar, da vania armeou euz ar re vrasa, ha da drec’hi kement enebour a deuche da esa harpa out han. Komz a reaz d’he dud euz ar pez a ioa enn he benn, ha mont a reaz enn hent.
D’ar mareou-ze, ar C’hount Gauthier de Brienn a ioa, varzu kear Napl, o vrezellekaat a enep impalaer an Almagn. D’en em ganna a du gant de Brienn a enep an impalaer eo e z’ea.
E kear Spolet e chommaz da loja. Epad an noz en deone eun huvre all hag a sklerijennaz anez-han var he huvre kenta. Fransez, eme eur vouez, mouez J.-K., pehini anez-ho a gaf d’eoc’h a rafe ar muia vad d’eoc’h, ar mestr pe ar mevel, ar pinvidik pe ar paour ?
— Ar mestr hag ar pinvidik, eme Fransez.
— Perak ive-ta e tilezit Doue, ar mestr hag ar pinvidik, evit klask an den ne d’eo nemed ar mevel hag ar paour ?
— Ah ! Aoutrou ; komzit, petra fell d’eoc’h a rafenn ?
— Distroit d’ar gear. Ar pez oc’h euz guelet enn hoc’h huvre ne zellont ket ouz traou ar bed-man. Dre nerz an env epken e teuot a benn anez-ho.
Antronoz, Fransez a zistroaz d’ar gear, ep mez, ep aoun ebed rak goaperez tud he vro. En em rei a reaz oll d’ar bedenn da c’hedal ar pez a c’hourc’hementche Doue dez-han. N’en doa mui nemed dismeganz evit plujadurezou ar bed. Evelato, evit kimmiada dioc’h he vignouned koz, e roaz dez-ho eur pred ha ne vanke netra enn-han euz ar cher-vad a veze a ziagent ; hag en he unan en doa an ear da veza kel laouen ha ker gae evel ma veze er blaveziou tremenet. Mez al laouenedigez-se, an abadennou c’hoarzin a rea n’oant ket guirion n’edont nemet enn diaveaz, he galoun a ioa gant Doue. Goude ar pred e z’eaz evel araok da bourmenn dre gear gant he gamaraded, mez en dro-man eman varlerc’h, e leac’h beza araok evel m’her grea guechall. Enn eun taol e chommaz e kreiz an hent, sounn enn he za, evel eun den mantret. He spered a ioa savet d’an env da c’houlen digant Doue petra falveze dez-han, ober anez-han. He gamaraded spountet en em vodaz enn dro dez-han, hag o deoue aoun. Fransez ne zaleaz ket da zont enn-han he unan, hag he gamaraded adarre da c’hoarzin, da farsal ha da ober goap anez-han.
— Asa, Fransez, emez-ho, e peleac’h
edo da spered ? Daoust hac o sonjal enn
eun dimezi bennag ed’oz ?
— Ia, eme Fransez en eur gemeret eun ear all ha n’oa ket henvel ouc’h hini he gamaraded, sonjal a ran enn eun dimezi, hag an hini a gemerign a zo a renk ken huel, ker kaer, n’euz ket enn he far var an douar.
O komz er c’hiz-se Fransez a gomze euz ar baourentez a blij kement da Zoue evit-hi da veza kenn dismeganset gand an dud, Doue a deu da sklerijenna ar zant, da ziskouez dez-han an hent ma tle bale dreiz-han.
Abaoue an dervez-se, Fransez a zileze muia ma c’helle he gonverz ; ne zonje nemed enn he bedennou hag er beorien. Pa ne veze ket e dad er gear e lakea digas d’he di sammou bara da boent ar pred. He vamm souezet a c’houlennaz digant-han enn dro genta :
— Evit piou va map, kement all a vara ?
— Evit peorien an A. Doue, va mamm, em euz evit-ho eur garantez hep pe far.
Neuze e z’ea er meaz euz an ti, hag e
roe torz da heman, torz da hen-hont. Ha
pa ne veze ket avoualac’h e tistroe enn
dro da gerc’hat he lod he unan d’ar re
n’o doa bet netra.
Eur veach oa bet darbot dez-han fal-galouni o velet eur paour keaz. Ha setu aman penaoz. Edo o vont var loan e kichenn kear Asiz. Enn eun taol, ep ma sonje, e velaz diraz-han eun den lor. Trei a reaz he benn, rak heug en doa out-han. Edo o vont da drei kein ha da dec’het pa deuaz da zonj dez-han e c’hoantea, nebeut derveziou a ioa, sevel enn huella santelez. Ha dilezer ar paour, tec’het diout-han oa bale var an hent-se ? Nann. Diskenn a reaz divar he loan, ha mont a reaz da vriata an den lor, da rei daou bok dez-han en eur lakaat he aluzenn enn he zourn. O velet oa bet treac’h dez-han he unan e savaz laouen var he loan. Distrei a reaz varzu ar paour lor evit lavaret kenavezo dez-han, meż n’oa den var an hent diraz-han, nak er parkeier a dro-var-dro… Neuze Fransez a velaz sklear oa deuet eun eal euz an env da velet ha karet a rea e guirionez ar beorien, mignouned an A. Doue.
Nebeut derveziou var lerc’h an dra-man, Fransez en em dennaz enn eul leac’h distro, el leac’h ma c’hellche, pell dioc’h trouz ar bed, komz ouz Doue a greiz he galoun. Eno savet he spered varzu an env, e pede noz-deiz c’houek ha kalounek, p’en em ziskouezas dez-han J.-K. stag ouz ar groaz. Ar guel a gementse a skoaz eun taol ker pounner var he spered ma rannaz he galoun gand an dristidigez. Hag abaoue an dervez-se betek he varo ne oue ket evit miret da skuilla daelou puill, bep tro ma sonje e pasion Hor Salver.
N’oa ket avoalac’h da Fransez rei d’ar paour kement en doa, c’hoant en doa ive d’en em rei he unan dez-han, ha da jomm betek he varo var dro ar re glan, ha dreist oll var dro ar re a veze goloet a lorgnez. Mez evel n’en doa c’hoant da ober netra anez-han he unan, e c’hoanteaz mont da Roum da bedi var beziou an ebestel St Per ha St Paol, ha da lavaret dez-ho goulenn digand Doue petra falveze dez-han a rache. O velet ne roe ket ar perc’hirined, pe ar pelerined profou braz, e taolaz var bez St Per kement guennek a ioa enn he c’hodell. Setu perag n’en doa ket eul liard da rei d’ar beorien a ioa o c’houlenn an aluzenn e tal dor ar porched. Sellet a rea out-ho gant karantez, mez siouaz ! n’en doa netra da rei dez-ho… Eo, dillad mad ha brao a ioa gant-han. Mont a reaz da gaout ar paour truilleka, rei a ra dez-han he zillad brao, ha kemeret a reaz truillou ar paour. Goudeze ec’h azezaz e touez ar beorien, ha, betek an noz, e chommaz enn ho c’hreiz da c’houlenn eveld-ho an aluzenn. — Goudeze e tistroaz da Asiz.
C’houi a gaf d’eoc’h marteze Fransez ne
gave mean ebed enn he hent da steki
ouc’h he dreid evit her lakaat da goueza ?
Difaziit, tud keiz. An Drouk-Spered ne
ehane noz-deiz da reded var he lerc’h ha
da rei beac’h dez-han. Lavaret a rea
dez-han her lakache da veza divalaoc’h
eged an den divaloa a zo var an douar…
Lakaat a rea dirak he zaoulagad an
danvez braz en diviche eun dervez da
zont… digaz a rea da zonj dez-han euz
ar plujadurezou en doa bet gand he
vignounet enn ebatou hag er festou e
kear Asiz… Sonjou euz ar re vezusa a
zigase da stlabeza he galoun… Mez kaer
en deque an Drouk-Spered taga Fransez
e pep giz hag e pep fesoun, Fransez
a jommaz neat a galoun ha startoc’h enn
he vennoz d’en em rei oll da Zoue.
Krusifi St Damien. — Fransez a zilez e gonverz. — Heskinet eo. — Kaloun eun tad ha kaloun eur vamm. — Hon Tad hag a zo enn Env. — Kannad eur Roue braz. — Eur pred mad-tre. — Teir Iliz raparet. — Anavezet eo he hent gant ar Zant.
ransez a ioa ive-ta distroet da Asiz,
hag enn he bedennou ne ehane da
c’houlenn digant Doue petra felle dezan
a rache. Ar c’hoant-se enn he benn hag
enn be galoun, edo, eun dervez, eat er
meaz a gear Asiz, pa gouezaz he zaoulagad
var eun tammik iliz vian ha dister,
a zo var dro pevar c’hant paz dioc’h
mogerriou kear, ha n’en doa bete neuze
jamez taolet evez ebed out-hi Hounnez
an Iliz-se a ioa goestlet da St Damien.
He mogerriou a ioa kenn dirapar m’edo
o vont da goueza enn he foull. Mont a reaz enn Iliz. — Ann dra-man a ioa er
bloas 1206. — Eno ec’h en em roaz a
greiz he galoun d’ar bedenn, en eur
zellet ouz eur grusifi. Enn eun taol, ne
c’hoar ket petra ia dre he voazied ; tomma
a ra he c’hoad ; eun dra bennag a zo
o touelli he benn hag ouc’h hen alia da
gomz ouz Hor Zalver stag ouc’h ar grusifi-ze.
Senti a reaz ouz an dra bennag-se, ne
gouie ket c’hoaz petra oa. Lavaret a reaz
a vouez huel, betek teir gueach, en eur
zerc’hell he zaoulagad stag ouz ar grusifi :
« Doue, oll galloudek ha leun a c’hloar,
J.-K. va Zalver, sklerijennit ac’hanoun,
me ho ped. Roit dign eur feiz
kren ha nerzuz, eun esperanz stard hag
eur garantez ep he far. O va Zalver,
lakit ac’hanounn d’hoc’h anaout ker
mad ma rign atao ar pez o pezo c’hoant
a rafen. »
Hag he zaoulagad leun a zaelou a jomme da zellet ouc’h ar grusifi. An ear en doa da c’houlenn eur respount. Enn eun taol ar grusifi a lavaraz ar c’homzou-man : « Kea, Fransez, rapar va zi : koueza a ra enn he boull, evel a velez. »
N’oa enn Iliz nemed an den iaouank-man : den ive-ta ne c’helle respount dez-han. Setu ar pez a lakeaz anez-han da ober eur skrijadenn. Hag e c’houlenne out-han he unan ha n’edo ket oc’h huvreal, pa deuaz ar vouez, evit an eil gueach, da lavaret dez-han krenvoc’h evit ar veach kenta : Kea, Fransez, rapar va zi ; koueza a ra enn e boull, evel a velez. »
Neuze e kreskaz he enkrez. En eur grena edo o c’houlenn digant-han he unan a beleac’h e teue ar vouez-se, pa glevaz, evit an drede gueach, ar memez mouez o lavaret dez-han : « Kea, Fransez, rapar va zi : koueza a ra enn he boull, evel a velez. »
Breman eo anat da Fransez eo Doue he unan eo a gomz out-han. Chomm a ra var bennou e zaoulin mantret ; he spered a zo savet d’an env da gaout an A. Doue ; n’oa nemed he gorf var an douar.
Enn dervez-se e c’hellor lavaret e oue diazezet enn Env Urz ar Breudeur-Bian, rak dre ar c’homzou-ze Doue a gomze euz he Iliz, an Iliz katolik ; ha pa lavare rapari he di, he lavare prezek dre ar bed evit lakaat ar re fall da zistrei var an hent mad, ha miret out-ho da vont da goll. Mez an traou-ze a ioa c’hoaz dreist spered Fransez ; en a gave dez-han ne c’hourc’hemenne netra dez-han nemed rapari Iliz St-Damien a ioa o vont da goueza.
Setu perag e teuaz dioc’h-tu ha var eeun da di he dad. Kemeret a reaz pesiou mezer ar c’haerra, sevel a reaz var loan ; hag e z’eaz d’ho guerza da gear Poligno, el leac’h ma trafikaz zoken he loan Goudeze e tistroaz var eeun da zigas an arc’hant da Velek St-Damien evit en em lakaat raktal e tu da rapari an Iliz. Mez ar belek-man ne falvezaz ket dez-han kemeret kement all a arc’hant abalamour ma gouie peger stag oa ouz madou an douar Bernardon, tad St Fransez. Heman neuze, fae gant-han derc’hell an arc’hant-se enn he c’hodell, hen taolaz var unan euz a brenecher an Iliz. Evelato, belek St-Damien, o velet pegement a garantez en doa Fransez evit he Iliz, a gemeraz anez-han evit eur pennad enn he di, evit ma viche tostoc’h d’ar grusifi e doa komzet out-han.
Tud fall, drouk enn-ho ouc’h ar Zant abalamour d’ar vad en euz great d’an
Iliz, o deuz lavaret oa laer dre n’abek
m’en doa kemeret mezer euz a di he dad
evit rei an arc’hant da rapari Iliz St-Damien
an dud fall ha difeiz o deuz
atao eur c’hlemm bennag da ober divar
benn ar re vad. Taolit evez ! Fransez, evel
a ouzoc’h, a ioa e penn festou hag ebatou
kear Asiz an dillad braoa ha kerra a
veze gant-han ive. Hag euz a beleac’h e
teue arc’hant dez-han da ober an dispignou-ze,
nemed euz a di he dad ? Heman
a c’hrosmole evit guir, avechou, mez ne
rebeche jamez he arc’hant d’he vap. He
vamm zoken, hag a ioa an hanter euz an
tiegez dez-hi, a veze fouge enn-hi o velet
he map e penn ar iaouankizou, ha ne
gave abek ebed enn dispignou a rea. Hag
e kaf d’eoc’h ne c’hell ket Fransez dispign
evit Iliz St-Damien an arc’hant a zispigne
a ziagent er follenteziou ? Alo ta ! Tadou
ha mammou, pa roit d’ho map pe d’ho
merc’h eur pez a bevar real evit mont dar
pardoun pe d’ar foar, ha kaout a reot
abek enn-ho ma kavent guelloc’h teuler
ho guennienne plad an anaoun eged
mont d’ho eva d’an hortaleri ?
Hag ouc’hpenn, evel a lavar St Bonavantur, oll madou ar bed-man a zo da Zoue, ha Doue en doa gourc’hemennet da Fransez rapari Iliz St-Damien, ha Fransez n’oa ket hen ober ep arc’hant.
Lezomp ive-ta an teodou fall hag an dud difeiz da grial ha da iouc’hal kement ha ma kirint. Evidomp-ni, tud a feiz, ne velomp aman nemed dourn Doue o lakat Fransez var hent an env, rak breman eman o vont a benn er boan. E z’eomp d’her guelet.
He dad Bernardon n’oa ket, evel a lavar an dud difeiz emaomp o paouez komz anez-ho, drouk enn-han abalamour d’he arc’hant. Kerkent ha m’ec’h en em gavas er gear, rak e beach edo, p’an doa guerzet Fransez he vezer hag e loan, e Foligno, e z’eaz da glask he vap. Drouk braz a ioa enn-han, rak karet a rea he vap Fransez. Kaout a rea dez-han, abalamour m’oa desket mad ha m’an doa kals skiant, e viche bet var he lerc’h eur marc’hadour euz ar re vrasa, euz ar re binvidika, euz ar re vrudetta, hag en diviche great kals a enor d’he hano. Piou eo an tad ha ne c’houlenn ket kement all digant he grouadur ? Setu perak oa drouk e Bernardon, ne ket abalamour d’he arc’hant oa avad. Kas a reaz gant-han lod euz he gerent evit mont da gerc’hat he vap d’ar gear euz a di belek St-Damien. Pa glevaz Fransez anez-ho o tont, e z’eaz da guzet da gambr ar belek. Lavaret a reor p’edo Bernardon hag he gerent o vont er gambr, Fransez en em harpaz ouz ar voger, hag ar voger a zigoraz hag a zerraz var he lerc’h, goude beza great eur volz a zioc’h he benn. Pa oue savet eno eur gouent evit ar Breudeur-bian, ar voger-ze a oue dalc’het enn he za enn henor d’ar Zant, hag herrio c’hoaz e velor ar volz-se, hag enn-hi eman Patrom St Fransez.
P’oa eat kuit he dad hag he gerent, Fransez a ieaz da eun toull mengleuz, n’eman ket pell ac’hano, el leac’h ma kase eun tamm boued dez-han mevel belek St-Damien. Eno e chommaz eur miz hed-a-hed o pedi Doue, o skuilla daelou var he bec’hejou ha pec’hejou ar bed, o iun bemdez, oc’h ober pinijennou ar re rusta, o sonjal noz-deiz e pasion Hor Zalver J.-K.
A benn eur miz, krenveat dre he bedennou hag he binijennou, e teu er meaz euz e doull mengleuz, hag e z’a var eeun da gear Asiz. P’her guelchont o tont e kear, he zaoulagad rusiet gant an daelou, he ziou voc’h pladed gant ar binijenn, dillad eur paour keaz gant-han, en hag a velet a ziagent dre gear guisket evel ar re binvidika, eul loan a c’hoad o fringal azindan-han, tud Asiz en em lakeaz da c’hoarzin dez-han ha d’her goapaat. E guirionez eo kollet he benn gant Fransez, emez-ho. Pri ha mein a veze stlapet out-han. Mont a reant en eur iouc’hal var he lerc’h, hag e touez ar re a iouc’he oa kalz euz he gamaraded koz en doa dispiguet kement a arc’hant gant-ho. — Tud iaouank ha tud koz, guelit petra eo kamaradiach ar bed-man. — Fransez ne ra van evit ho c’hlevet, mont a ra gant he hent pleget he benn.
He dad o klevet an trouz a ioa e kear a ieaz da doull he zor da c’houzout petra ioa a nevez. Pa glevaz oa he vap Fransez ar penn kaoz a gement-se a jolori, e lammaz er meaz euz he di, hag e razaillaz var n’han evel ma razaill ar bleiz var an danvad. Kregi a reaz enn-han, her chacha a reas enn ti, buanna ma c’helle evit hen tenna a zindan goaperez tud kear. Deuet enn ti, e rebechaz dez-han c’houero. he ziskianterez ; hen alia a reaz da zistrei d’he labour guechall, ha da rei dourn dez-ban da ober he gonverz. Fransez ne rea van ebed ouc’h he glevet. Neuze e z’eas kement a zrouk e Bernardon ma krogaz enn-han, ha mac’h en em lakeaz da skei varn-han evel var eur c’hi. Fransez a c’houzan ve pep tra ep en em glemm. O velet kement-se he dad her chachaz gant-han hac her strinkaz enn eun toull du a ioa dindan eur skalier, hag eno her stagaz gand eur jadenn houarn en eur lavaret dez-han e chomche eno keit ha ma kendalc’hche da veva enn eur c’hiz ker mezuz ha kenn diskiant. Fransez a ioa rannet he galoun oc’h ober kement-se a boan d’he dad, mez mouez ar grusifi a gleve atao o voudinella enn he skouarn, hag e lavare out-han he unan komzou an Abostol St Per : Guelloc’h eo senti ouc’h Doue eged ouc’h an dud.
Ne c’houzor ket pegeit eo chommet Fransez enn toull du a zindan ar skalier, mez gouzout a reor penaoz e teuaz kuit. Pika, ar vaouez devot, mamm Fransez, a vouele, evel eur vamm gristen, o velet petra reat d’he map. Pa gave he zro e z’ea da gaout he map d’an toull du, e tiskoueze dez-han he c’harantez hag e rea dez-han guella ma c’helle. Guelet a rea oa Doue he unan eo a henche Fransez. Abalamour da-ze, kerkent ha m’oa eat adarre he fried da ober konverz er meaz euz ar gear, e tijadennaz he map, her briataz, e pokaz dez-han en eur starda anez-han var he c’haloun, hag en eur lezer anez-han da heulia penn da benn ar pez a c’hourc’hemenne Doue dez-han.
Ar Zant iaouank a drugarekeaz he vamm, a lavaraz bennoz d’an A. Doue hag a zistroaz var eeun da Iliz St-Damien a ioa roet dez-han da rapari gant J.-K. Pa zistroaz Bernardon d’ar gear, o velet he vap eat kuit, e lavaraz a bep seurt traou divalo d’he c’hrek, en eur doui e teuche e giz pe giz a benn euz he vap. Mont a reaz raktal da di velek St-Damien, el leac’h ma gouie edo Fransez. Eno edo evit guir. Mez enn dro-man, e leac’h tec’het enn he raok, e z’a d’he gaout, hag e lavar dez-han en doa ankounac’heat an taoliou en doa bet kerkouls hag ar jadenn e doa her staget, hag a vizikenn e c’houzanvo pep tra evit an hano a Jesuz.
Kollet he benn gant-han o klevet kement all, hag o velet ne jommche ket he vap gant-han da gas he gonverz enn dro, Bernardon a glaskaz eun izign all evit hen heskina. Kaout a rea dez-han oa dispignet pell a ioa an arc’hant en doa bet evit he vezer hag he loan. Setu perak e c’houlennaz an arc’hant-se. Evel a ouzoc’h, Fransez, pa ne felle ket da velek St-Damien her c’hemeret ; en doa taolet an arc’hant var brenestr an iliz. Kerkent ha ma teuaz he dad d’her goulenn, Fransez a ieaz d’her c’herc’hat, hag her roaz dez-han penn da benn, guennek evit guennek.
Ann dra-man ha ne ziskouez ket d’an dud difeiz a gomzemp anez-ho n’euz ket pell, ne ket arc’hant ar mezer eo a glaske Bernardon, mez he vap oa, hag he vap epken. Ha ma teu breman da c’houlenn an arc’hant-se ne d’eo nemet evit hegal ouz he vap, hen inoui kement ma kafche guelloc’h distrei d’ar gear eged kaout kement a drabaz. Pa velaz Bernardon n’oa ket evit tizout he vap divar benn an arc’hant, e z’eaz da gaout barnerrien kear Asiz, hag e c’houlennaz digant-ho eur varnedigez da c’hourc’hemenn d’he vap distrei d’ar gear. Ar re-man a lavaraz dez-han an dra-ze ne zelle ket out-ho, rak Fransez, o veza eat da jomm da di velek St-Damien, o ioa relijiuz, hag ar relijiuzed hag ar veleien, e pep bro, pa vez enn-hi kristenien mad ha leal, ne vezont barnet nemet gand an Eskibien.
Bernardon, atao drouk braz enn-han, ne gilaz ket. Kas a reaz he vap dirak Eskop Asiz, en eur c’houlenn digant-han kement liard a c’hellfe c’hoaz beza etre he zaouarn, hag ouc’h penn an dilez euz al loden a dlie dont dez-han euz a vadou he dud goude ho maro.
D’ar mareou-ze, Eskop Asiz oa an A. Vido Sekundi, den a zoujanz Doue m’ar d’euz bet. Gervel a reaz Fransez da vont d’e gaout.
— Fransez, emez-han, ho tad a zo
drouk braz enn-ban. Goulenn a ra kement
tra en d’euz roet d’eoc’h. Distolit
dez-han kement oc’h euz. Bezit fizianz e
Doue ; ne zilezo ket ac’hanoc’h.
O klevet ar c’homzou-ze, Fransez a zavaz enn he za en eur lavaret.
— A. n’Eskop disteuler a rign d’am zad kement tra en euz roet dign, an dillad a zougen zoken.
Ker buan e z’eaz enn eur gambr adre, e tiviskaz he zillad, hag e teuaz d’ho digas d’he dad, eur gouriz epken enn dro d’he groaz-lez, en eur lavaret dez-han : « Betek hen em euz ho kalvet va zad var an douar a vizikenn e c’hellan lavaret ep aoun da fazia Hon Tad hag a zo enn env, c’houi eo va oll madou, ennoc’h « eman va oll fizianz. »
An A. n’Eskop, estlammet oll o velet kement all a garantez evit Doue hag he fizianz enn-han, a zavas enn he za, a gemeraz Fransez etre he zivrec’h hag a daolaz var he ziouskoaz ar vantell a zouge, en eur gourc’hemenn da dud he di rei dez-han dillad d’en em viska. Roet e oue dez-han dillad eun devezour a veze dioc’h an deiz o labourat enn Eskopti. Fransez ho c’hemeraz gant anaoudegez vad, ha dioc’h-tu e reaz, gand eun tamm pri, eur groaz varn-ho evit diskouez n’oa nemed eun den paour, ha ne glaske nemed kroasiou var an douar. Gand an dillad-se Fransez a ieaz er meaz euz an Eskopti, ar paourra mez ive al laouenna euz an dud. Evel hon euz her lavaret, edo neuze e kreiz he vrud, n’en doa nemed pemp bloaz varnugent.
Distak breman dioc’h pep tra var an douar, Fransez n’en doa kenn ioul nemed da garet Doue ha d’he zervicha a greiz he galoun. Mont a ra he-unan-penn dre ar meneziou hag ar c’hoajou en eur gana e gallek meuleudiou an A. Doue. Eun dervez, laeroun kuzet er c’hoajou o c’hedal tremenidi da laerez, o klevet kana e gallek, a redaz var he lerc’h : kaout a rea dez-ho oa eun den pinvidik bennag a vro C’hall eo a ioa o tremen. P’her guelchont guisket ker paour e chommchont souezet, hag e c’houlennchont digant-han :
— Piou out-te ?
— Me, eme ar Zant, eo kannad ar Roue braz.
— Heman a zo sot, eme al laeroun.
Evelato drouk enn-ho abalamour m’o doa great eun taol guenn, e rojont dez-han eur guiskat bac’hadou hag hen taolchont enn eur foz doun, leun a erc’h, a ioa e kichenn, en eur lavaret kenavezo dez-han dre ar c’homzou goapauz-man :
— Chomm aze keit ha ma kiri, kannad louz ar Roue braz.
Fransez a c’hellaz dont er meaz euz ar foz, fouge enn-han abalamour m’oa bet kannet ha taolet enn-hi dre n’abek ma lavare oa kannad eur Roue braz, en, en doa c’hoant da lavaret oa kannad an A. Doue. Mont a reaz adarre enn hent en eur gana atao e gallek, mez krenvoc’h eged a ziagent, meuleudiou d’he Zoue. En em gaout a reaz gant eur gouent, n’edo ket pell ac’hano, hag eno e chommas tri pe bevar dervez evit labourat er gegin evel an disterra euz a dud an ti. Mez ne ket labourou er c’hiz-se eo a felle da Fransez ; mont a reaz da gear Gubio. Eno e kavaz eur c’hamarad-koz, a roaz dez-han, dre druez out-han, dillad ha n’oant ket ker fall hag ar re a ioa gant-han : henvel oant ouz dillad an Ermited.
Goloet gant an dillad-se e kresk he binijennou. Klevet a ra e goueled he galoun he garantez o tenerraat evit an A. Doue, hag he c’hoant da sevel varzu an huella santelez. En em lakaat a ra da redet an hospitaliou, da velet ar re glan ha dreist-oll an dud lor.
Eugusa klenved eo al lorgnez ! — Breman, a drugare Doue, n’euz ket kalza dud lor, da vianna enn hor bro-ni — Eun den lor a zo leun a c’houliou a zistak a damm-a-damm diout-han, enn dro dez-han evel ma tistak an delliou euz ar guez d’an diskar-amzer. Eur c’houez euz ar re bounerra a zo ive gant an dud lor. Ouc’h penn m’eo euguz ha louz ar c’hlenved-man eo ive staguz meurbed. Setu perak e veze kaset ar re lor da hospitaliou, savet evit-ho epken, pell dioc’h an tiez all. Mad varzu ar re glan-ze eo a redaz Fransez. Araok an dra-man, mar oc’h euz sonj, p’edo o ren he iaouankiz, en doa roet, e kichenn kear Asiz, an aluzenn ba daou bok da eun den lor. Enn hospital, Fransez a voalc’he ho zreid d’ar re glan, louzaoui a rea ho gouliou ; ha goudeze, evit rei nerz d’ho c’haloun, evit ho lakaat da gaout fizians e Doue ha d’her c’haret e kreiz ho c’hlenved, e poke dez-ho gant karantez.
Doue dre eur burzud a ziskouezaz da Fransez pegement a blujadur a rea dez-han o karet er c’hiz-se an dud lor, he vignouned. Eun dervez, var ar meaz, e kichenn kear, ec’h en em gavaz gant-han eun den paour euz a gostez kear Spolet, a ioa debret he c’hinou hag e ziou voc’h gant eur c’hrign-beo. O tistrei euz a Roum edo, el leac’h m’oa bet o c’houlenn ar pare var beziou St Per ha St Paol. Kerkent ha ma velaz ar zant, kuzuliet gant Doue, me gred, ec’h en em strinkaz d’an douar evit poket d’he dreid. Fransez n’her lezaz ket da ober, sevel a reaz anez-han enn he za, kregi a reaz enn-han a dro-vriad en eur boket dez-han. Enn eun taol an den klanv en em gavaz pare. Distrei a reaz d’he vro en eur bedi Doue a greiz he galoun.
Evelato Fransez ne ankounac’hea ket e doa lavaret ar grusifi dez-han rapari iliz St Damien. Abalamour da-ze, hag o sonjal ive oa breman ienneat kasouni he dad, e tistroaz da Asiz. Mont a rea dre gear en eur c’houlenn an aluzenn evit he iliz paour. N’en doa ket a vez oc’h astenn he zourn er gear-ze, el leac’h ma selle an oll out-han a ziagent abalamour d’he zillad brao ha lugernuz, el leac’h ma taole arc’hant diout-han ep ho c’hounta Lavaret a rea : « An neb a roio di-me eur mean evit va Iliz a vezo paet gand Doue, hag an hini a roio daou vean a vezo diou veach paet. » Lod euz a dud kear a iea var he lerc’h en eur c’hoarzin goap dez-han, hag en eur lavaret pep seurt traou divalo divar he benn. Lod all ne lavarent ger. Oc’h esa gouzout edont penaoz e c’helle diskenn enn eur renk kenn dister eun den iaouank, unan euz ar re binvidika euz a gear. Red eo, a lavarent an eil d’eguile, e ve Doue a du gant-han.
He dad, p’her guele o tont varzu enn-han, a dec’he da guzet enn tu bennak buanna ma c’helle. Mez en doa ouz he velet enn egar e z’ea. Pa ranke en em gaout diraz-han e taole varn-han he valloz. An dra-ze a rea eur boan vraz da Fransez. Petra da ober-ta evit miret ouz an dra-ze ? Kemeret a reaz gant-han, da vont dre gear, eun den kos ; ha bep tro ma taole he dad he valloz var Fransez, an hini koz a rea varnez-han Sin ar Groas.
He vreur, hanvet Anj, n’oa het guelloc’h evit he dad. Koulskoude breman oa dez-han penn-da-benn oll madou Bernardon, an tad, pa z’eo guir n’oa kraouadur ebed nemet-ho ho daou, ha m’an doa roet Fransez an dilez euz an hanter a dlie dont dez-han. Eun dervez edo Fransez o karga mein enn he gar : divera a rea ar c’houez dioc’h he dal. Anj he vreur a ioa o sellet out-han hag o c’hoarzin goap dez-han. Lavaret a reaz da unan euz he gamaraded a ioa enn he gichenn : « Kea da brena digant va breur Fransez eur banne euz he c’houezenn. »
— « Ne fell ket dign, eme Fransez, guerza va c’houezenn d’an dud : kerroc’h e verzign anez-hi d’an A. Doue. » Kentel gaer d’ar re a rank gounit ho boued divar bouez ho divreac’h.
Belek St-Damien, o velet pegement a boan a gemere ar zant, gant aon na deuche da noazout d’he iec’hed, a rea guella ma c’helle evit rei boued mad ha kren dez-han. Fransez ne zaleaz ket da velet madelez ar belek-se. Neuze e lavaraz out-han he-unan : « Fransez, ha kaout a ri e kement leac’h ma z’i eur belek ker mad enn da genver ? Ne ket hounnez eo ar vuez paour ha glaskez var da veno. Kea ive-ta da glask da damm boued euz an eil dor d’eben evel ar beorien, eur skudell enn da zourn. Er c’hiz-se e rank beva a galoun vad an neb a fell dez-han bale var roudou an hini a zo ganet er baourentez, en euz bevet er baourentez, a zo marvet enn noaz var ar groaz, a zo bet lakeat enn eur bez ha n’oa ket dez-han. »
Antronoz e z’eaz gant he skudell da ober
tro kear en eur c’houlenn he damm boued
enn hano Doue. Pa falvezaz dez-han dibri
euz ar boued-se, taolet enn he skudell,
tamm digant he-man, tamm digant hen-hont,
lousoc’h pe lousa an darn vuia anez-ho,
e teuaz he galoun da eugi : N’oa ket
evit kas eul loaiad epken d’he c’hinou.
« Asa, emez han dez-han he unan, paour
out ; ha daoust hag ar paour a dle sellet
ker piz-se ouz ar pez a vez roet dez-han ? »
Moustra a reaz he galoun. Jesuz, o velet
pegement a c’hoant en doa da vale var he
roudou, her lakeaz da gaout mad-tre ar
skudellad boued-se ; ha biskoaz, er festou
kaer a rea gueach all gand he gamaraded,
n’en doa kavet netra kerkouls blazet.
E kreiz he labourou, Fransez en deveze evelato tammouigou levenez. Ar pez a dlie c’hoarvezoute iliz St Damien a ioa bet disklerriet dez-han gant Doue. Evelse, pa z’ea da c’houlenn an aluzenn evit he iliz, e lavare d’an dud evit ho alia da rei : « Roit hoc’h aluzenn, rak iliz St-Damien a deuio da veza eur gouent Leanezed, hag a vezo, a berz Doue, brudet dre bevar c’horn ar bed » Hag evit guir, ar pez en doa lavaret ar Zant a c’hoarvezaz ; rak pemp bloaz goudeze, en he unan a lakeaz eno Stez Klera hag he c’hoarezed. Kals tud euz a Asiz o doa sonj mad euz ar pez en doa lavaret Fransez, hag a anzave oa deuet he c’her da vir. Hag ouc’h penn Stez Klera, araok tremen euz a vuez ar bed-man, er bloaz 1253, her lavar ger evit ger.
Echu eo eta iliz St-Damien, mez eun dra a vanke enn-hi c’hoaz. Fransez a felle dez-han e viche atao, noz-deiz, daou c’houlou var alum dirak ar grusifi e doa komzet out-han. Mez penaoz ober an dispign-ze ? N’en doa netra, paour-glez oa. An dra-ze ne ra man. Mont a ra da gestell eol da gear Asiz ; roet e oue dez-han ar pez a c’houlenne, ha dont a reaz a-benn euz he faltazi.
Al labourou-ze a ioa padet epad ar bloaz 1206. Evit guir Fransez en doa avoalac’h da ober en eur vont da velet an dud lor hag o pedi Doue. Mez c’hoant en doa da rei eun tamm labour d’he gorf evit her c’hastiza hag ober pinijenn. Abalamour da-ze, epad ar bloaz 1207, ec’h en em lakeaz da rapari eun iliz savet enn henor da St Per, n’oa ket pell dioc’h kear Asiz. Al labour-ze a rea dre n’abek m’en doa kals a garantez evit St Per, penn ha mestr an Ebestel.
Goude beza raparet an iliz-se ec’h
en em lakeaz da zevel a nevez eun iliz all
kouezet enn he foull, hag a ioa bet
gueach all savet enn henor da vamm
benniget Hor Zalver, dindan an hano a
Zantez-Mari-an-Elez, abalamour ma teue
aliez an Elez d’en em ziskouez el leac’h-se.
Koz braz oa an iliz pa z’eo guir oa bet
savet er bloaz 353, goude maro Hor
Zalver. Ar bastored gand ho denved a
iea, pa veze goall amzer, da glask ar
goudor e c’harz he mogerriou n’oa ken
nemet-ho enn ho za.
An iliz-he a zo var dro tri c’hard heur bale dioc’h kear Asiz, enn eul leac’h hanvet Porsionkul. Ar garantez en doa Fransez evit Rouanez an Elez hen dougaz da zevel an iliz-se a nevez. Ar memez karantez a lakeaz anez-han d’en em staga out-hi betek ar maro. Eno en euz great ar reolenn a vuez a laka an dud, mac’h heuliont anez-hi evel ma z’eo dleet, da zevel enn huella santelez ; eno en euz poaniet ha pedet he unan evit beza eur zant; eno eo marvet, he galoun entanet a garantez evit Doue, he Vestr. En eur vervel, e c’hourc’hemennaz d’he vreudeur karet al leac’h-se abalamour m’oa karet gand ar Verc’hez. Santez-Mari-an-Elez a zo herrio unan euz an ilizou brudetta euz ar bed, hag hounnez eo an iliz a gar ar muia Urz ar Breudeur bian. Ne ket souez, eno int ganet, eno int kresket, hag ac’hano int en em skignet dre bevar c’horn ar bed.
P’an doa savet he iliz, Fransez a dremenaz enn-hi eul lodenn vraz euz he amzer en eur bedi a c’hinou hag a galoun. Eno, ec’h en em erbede ouz ar Verc’hez ; skuilla a rea daelou puill e c’harz he zreid. Pedi a rea anez-hi da veza he alvokadez dirak Doue, da lavaret d’he map Jesuz digeri frank ha ledan he galoun ma c’hellche her c’haret evel ma z’eo dleet, hag heulia penn da benn kuzuliou ha gourc’hemennou an Aviel. Eur c’hoant ep he far en doa da zevel enn huella santelez, mez penaoz en em gaout eno ? N’her gouie ket c’hoaz. Fizianz braz en doa er Verc’hez abalamour m’an doa savet a nevez he iliz dez-hi. Kredi a rea e viche kuzuliet hag henchet gant-hi. Mont a rit da velet penaoz oa bet sklerijennet Fransez ha diskouezet he hent dez-han.
Per, belek St-Damien, a deue eur veach an amzer da lavaret he ofern da iliz Stez Mari. Hogen eun dervez edo, e Aviel an ofern, ar c’huzuliou a roaz Hor Zalver d’he ziskibien en eur ho c’has da brezek dre ar bed : « N’ho pezet nag aour nag arc’hant, na guennek mouniz ebet enn ho ialc’h, nag eur zac’h evit an hent, na diou zae, na boutou na baz ebed. » Fransez a zelaoue ar c’homzou-ze digor he ziouskouarn. He galoun a dride enn he greiz ; kavet eo he hent gant-han ; ar c’homzou-ze euz an Aviel, a zo evit-han, ober a raint a vizikenn ar reolenn euz he vuez. Doue he unan, enn he Aviel, a ziskouez an hent ma tle bale dreiz-han. Evelato, evit miret da vale evel eun dall, e pedaz ar belek da zisplega dez-han petra oa ar c’homzou-ze, euz an Aviel. Dre ma tisoloe ar belek dez-han petra en doa c’hoant Hor Zalver da lavaret, ar Zant a zante eur joa vraz enn he galoun. P’oa echu gant ar belek, Fransez a lavaraz en eur zevell he ziouvreac’h enn ear : « Setu aze ar pez a fell dign ; setu aze va c’hoant ar brasa. » Breman p’eo kavet he hent gant-han e z’ai araok ep arjila. Diviska a ra dioc’htu he voutou, teuler a ra diout-han he vaz, leuskel a ra he zac’h ; ne gemer nemet eur zae ; tenna a ra he c’houriz, hag enn he leac’h e laka eur gordenn. Re vrao e kaf he zillad hermit, ho dilezer a ra evit kemeret dillad all paourroc’h ha disterroc’h.
Ne d’an ket da lavaret d’eoc’h penaoz oa great sae St Fransez. Henvel oa, pe var dro, ouc’h an hini a zoug herrio c’hoaz ar Breudeur bian, he vugale. Ar Zant ne zelle ket ker piz-se ouz an dillad : avechou ar zae a veze brasoc’h, avechou all e veze biannoc’h, ervez an tamm mezer a veze roet dez-han. Ar pez a ranke da gaout oa mezer groz ha dister a liou tenval, evel liou al ludu.
Tud iaouank, evel St Fransez, oc’h euz
c’hoant da veza eun dervez heuruz gand
Doue enn he Varadoz. Evit en em gaout
eno e rankit klask hoc’h heur evel ar
Zant-man, hag an hent-se eo ar stad a
vuez m’oc’h galvet da veva enn-han. Ha
c’houi a dle beva etouez trouz ar bed ? Ha
c’houi a dle dilezer ar bed evit beva enn
eur stad all ? Ne ouzoc’h ket c’hoaz. Pedit
Doue hag ar Verc’hez d’ho sklerijenna,
ha goudeze goulennit kuzul digant ho
tad konfessour. Fransez he unan en doa
goulennet kuzul digant belek St-Damien,
ha c’houi a gafe diez goulenn ar memez
tra digant an hini a zo karget d’ho kelen ?
Prezegennou. — An diskibien kenta. Urz ar Breudeur bian. — Rivo-torto. — Eur Iudaz. — Ar baourentez mean-fount an Urz. — An impalaer Otho IV. — Prezegennou nevez. — An amzer da zont dizoloet. — Distro da Rivo-torto. — Kentelliou Fransez d’he vreudeur. — Ar belek Silvestr. — Reolenn ar Breudeur bian. — Ar marc’hek Tankred. — Fransez hag Hon Tad santel ar Pap.
enta tiz en deoue Fransez goude beza
sklerijennet gant Doue var an hent
ma tlie bale dreiz-han, oue mont, evel
eun abostol, da labourat evit silvidigez
an eneou. Ha da beleac’h mont da genta
nemed da gear Asiz, el leac’h m’an doa
roet kement ha skouerriou fall, el leac’h
m’an doa diskouezet kement a skanvadurez ?
Di e z’eaz ive-ta da genta, ha
prezek a reaz gant kement a galoun hag
a nerz ma teuaz da lakaat kalounou an
oll da strafilla.
Eun den euz a gear Asiz, unan euz ar re binvidika, unan euz ar pennou brasa, he hano Bernard Kuintavall, a ioa, evel ar re all, souezet o klevet komz er c’hiz-se, hag o velet enn eur stad ker paour, Fransez, map Bernardon ar marc’hadour brudet dre he zanvez. « Daoust, emez-han out-han he-unan, ha ne ket ormidou a ra Fransez ? Me a ranko guelel. » Hag e pedaz ar zant da vont da goania gant-han. Mez Fransez ne falveze ket dez-han. Bernard Kuintavall ne falgalounaz ket evit-se. Bep tro ma c’helle guelet Fransez ne vanke jamez da renevezi he bedenn, hag hen ober a rea startoc’h-starta. Inouet, hag evit en em zizober anez-han eur veach evit mad, Fransez a lavaraz dez-han e z’ache dioc’h an noz, enn dervez-se zoken, da goania gant-han.
Pa oue debret koan e z’ejor d’ar gueleou. Ar c’hiz a ioa, d’ar mareou-ze, da loja er memez kambr gand an hini a viche bet o koania ganeoc’h. Fransez ha Bernard Kuintavall a ioa ive-ta er memez kambr. E kreiz an noz, Fransez o kredi oa kousket Bernard, a zavaz euz he vele evit pedi. Var bennou he zaoulin, he zaoulagad savet varzu an env, he zivreac’h astennet e kroaz, ec’h ankounac’heaz e peleac’h edo, hag e lavare : « Aoutrou Doue, c’houi eo va oll vad, va oll nerz, va oll binvidigez, va joa, va heurusted : enn oc’h epken ec’h esperan, enn oc’h eman va oll fizianz. » Avoalac’h en doa guelet Bernard Kuintavall. Antronoz vintin e lavaraz da Fransez :
— M’an diviche eur sklavour bet digant he vestr eur zoumm vraz a arc’hant, ha m’an n’en diviche izoum ebed anez-hi, petra dlefe da ober ?
— E tlefe e rei d’ar mestr adarre.
— Mad neuze, eme Vernard, neuze e z’an da restaoli d’an A. Doue ar madou am euz bet digant-han, rak n’em euz izoum ebed ken anez-ho.
— Ar pez a livirit dign aze, eme Fransez, a zo eun dra vraz, eun dra a bouez. Red eo deomp mont da c’houlenn kuzul digant Doue.
P’edont o vont d’an iliz ec’h en em gavaz gant-ho eun den all, a ioa he hano Per Katann. Heman a ioa ive gounezet he galoun o klevet Fransez o prezek hag o velet penaoz e veve. Falveout a reaz dez-han dilezer ar bed, ha beva er baourentez evel ar Zant. Mont a reaz ive-ta gant-ho ho daou d’an iliz.
P’an d’eoue ar belek echuet he ofern, Fransez a bedaz anez-han da zigeri teir gueach leor an Aviel, evel ma tenn, er skoliou, ar vugale d’an A, da c’houzout pehini anez-ho en de vezo ar groaz. Teir gueach e lavare digeri al leor enn hano an tri fersoun euz an Dreindet ; hag ar c’homzou kenta a gouesche dindan taol lagad ar belek a viche ar pez en doa c’hoant an A. Doue a rachent.
Enn dro genta ma tigoraz ar belek leor an Aviel, e lennaz ar c’homzou-man : Mar fell did sevel enn huella santelez, kea, guerz kement tra ec’h euz ha ro an arc’hant d’ar paour. Enn eil gueach e lennaz an dra man : Ne gasit netra ebed ganeoc’h enn hent. Hag enn drede gueach : Mar fell da unan bennag dont var va lerc’h, ra raio an dilez anez-han he unan, ra zougo he groaz ha ra deuio d’am heul.
« Va breudeur, eme Fransez, en eur zistrei ouc’h Bernard Kuintavall hag ouc’h Per Katann, setu aze hor buez hag hor reolenn : hounnez eo buez ha reolenn kement bini a deuio d’hon heul. It ie-ta breman, ha mar fell d’eoc’h sevel betek an huella santelez, grit ar pez emaoc’h o paouez klevet. »
An daou zen-man ne varc’hatachont ket. Bernard en doa madou braz. Guerzet e ouent betek an tamm diveza hag an arc’hant a oue roet d’ar beorien. Per a reaz ar memez tra ; rei a reaz zoken an dilez euz ar garg en doa, hag ho daon int chommet betek ar maro gand Fransez.
Setu int-hi breman tri. N’oa ket eaz dez-ho chomm e kear Asiz, rak an oll a viche o sellet out-ho, oc’h ober goap anez-ho. Setu perak e z’ejont, ho zri, d’eun tammik ti dilezet gant an oll, enn eul leac’h hanvet Rivo-torto — kanol dort — abalamour ma z’ea dre eno eur ganol kamm-digamm, evel pa viche tort. O velet an tri den-man tec’het kuit e oue chaok ha glabouz e kear Asiz. Lod euz an dud ne reant nemed c’hoarzin hag ober goap a Vernard hag euz a Ber. Lod all a jomme mantret o velet tud ker pinvidik oc’h en em zizober euz ho feadra. Evelse e z’ea ar glabouserez e Asiz p’en em gavaz er gear eun den a renk huel, hag a ioa anavezet gant an oll evel eun den a zoujanz Doue. He hano oa Jilez. E beach edo p’oa troet Bernard Kuintavall ha Per Katann a du gant Fransez. Pa glevaz petra o doa great an daou zen-ze e skoaz eun taol enn he galoun. « Ha me ive, emez-han, em euz c’hoant da veva evel an dud-se. » Evelato, araok ober netra, e tremenaz an noz o pedi Doue hag o c’houlenn kuzul digant-han. Zoken, antronoz vintin, e lakeaz lavaret an ofern e iliz St-Jorj, evit beza sklerijennet var ar pez a dlie da ober. Doue a zelaouaz he bedenn ; hen alia a reaz da vont da heul Fransez. Mez e peleac’h edo Fransez gand Bernard ha Per ? Den n’her gouie e kear. N’euz forz Jilez ne oue ket nec’het, rak etre daouarn Doue oa en em lakeat. « Enn tu bennag emaint ; emez-han. » Hag en enn hent. A veac’h m’oa eat er meaz a gear m’ec’h en em gavaz tri hent diraz-han. Pehini da gemeret ? En em daoler a ra d’an daoulin en eur lavaret : « A. Doue, ma tlean kenderc’hel da veva er stad m’emeuz c’hoant, diskouezit dign, dre ho madelez, an hent a gaso ac’hanoun betek an tri den a glaskan. »
Unan euz an tri hent a gemeraz, hag a veac’h m’an doa great eur pennad bale dreiz-han, m’a velaz o tont d’he gaout Fransez a ioa o pedi Doue enn eur c’hoad e kichenn an hent. « Bezit deuet mad, va Breur, eme Fransez, rak Doue he unan eo en deuz ho tigaset da vidomp. » Goudeze her c’hasaz da gaout Bernard ha Per, en eur lavaret dez-ho : « Setu aman eur breur mad digaset d’eomp gant Doue. »
An tri den-ma en em lakeaz er skol gant Fransez, skol ar bedenn a c’hinou hag a galoun, skol ar baourentez hag an dismeganz var draou ar bed-man. Pa velaz ar Zant anez-ho desket avoalac’h var an traou-ze ha start enn ho c’hredenn, e lavaraz dez-ho e rankent mont da brezek ar binijenn e komzou dister hag eaz d’an oll da gomprenn. Alia a dlient an oll da veva e peoc’h an eil gant egile ; gourc’hemenn a dlient ive d’an oll dilezer ar pec’hed ha karet Doue, a greiz kaloun. Kas a reaz Bernard ha Per da eur vro hanvet Emili : Jilez hag en a ieaz varzu kear Ankon. An dra-man a ioa er bloas 1209.
Ha ne velit-hu ket Doue he unan o tigaz tud da Fransez evit beva divar an aluzenn eveld’han ? Ha na velit-hu ket eo a berz Doue e kas anezho da brezek evit-ho da gaout nebeud a zeskadurez ? Eo. Dourn Doue eo a zo o rena Fransez, her guelet a raimp dre m’ac’h anavezimp he vuez.
Setu aman ar penn kenta euz a brezegennou ar Breudeur bian, evelse eo hanvet bugale Sant Fransez. Mont a reont enn hent ep eur guennek enn ho godell, etouez tud ha n’ho anavezont ket, ep eun den da rei eunn tamm skoazell dez-ho. N’o deuz ket eun tamm bara da derri ho naoun, nak eun ti da loja enn-han. Mez ho faourentez a ra ho nerz, rak ar brasa dismeganz a reont var madbu ar bed-man. N’o deuz netra da goll, ne c’houlennont nemed gounit eneou da Zoue. Ar boan hag ar goaperez n’int netra evit-ho. N’o deuz kenn ioul nemed da garet Doue, hag ho brasa c’hoant eo gouzaon pep tra evit Jesuz stag ouz he groaz.
E meur a leac’h ar bobl a c’hoarze dez-ho, a iouc’he var ho lerc’h en eur lavaret n’oant nemed tud didalvez galouperrien hent, n’o doa c’hoant nemed da laerez guir beorien ar vro. Meur a veach ar iaouankizou diroll ha divergont a stlape pri out-ho, avechou zoken e taolent mein out-ho. Avechou all e krogent enn ho zae hag e chachent anez-ho var an hent dre greiz ar vouillenn.
O velet anez-ho o chomm bepred seder ha laouen e kreiz ann taoliou fallagriez-se, lod euz an dud a jomme sebezet hag a zelaoue anez-ho. Neuze ar Breudeur bian en em zile enn ho zouez hag a gomze dez-ho euz ar vuez a zo varlerc’h hini ar bed-man, hag a lavare dez-ho krena gand aoun rak tan an ifern. Selaou a reat anez-ho avechou, ha meur a hini a zistroaz divar an hent fall.
Goude beza tremenet evelse eur pennad
o prezek d’ar bobl, e tistrojont d’ho
c’hear, a ioa evel a ouzoc’h, eun tammik
koz-ti e Rivo-torto, evit en em rei d’ar
bedenn da c’houlenn nerz nevez, ha da
lavaret an eil d’egile penaoz o doa gellet
teneraat ar galounou hag ho distrei ouz
Doue.
Eun nebeut derveziou goude m’oant en em gavet eno e teuaz, d’en em lakaat da veva evel d’ho, eun den all hanvet Sabadino. Ne ouzer ket a be vro oa : ar pez a zo guir eo m’eo maro evel eur zant. Hennez oa ar pevare euz a Urz ar Breudeur bian.
Eun dra burzuduz a zigasaz ar pemped, he hano Morico Picciolo, ha setu aman penaoz Morico a ioa abaoue pell braz klan enn hospital St-Salver, e kear Asiz. Uzet gand ar c’hlenved edo o c’hedal he heur diveza pa glevaz hano euz a Fransez, hag euz ar c’hiz ma veve. Kas a reaz tud da c’houlenn digant-han pedi Doue evit-han. Fransez o velet an den-ze o kaout kement a fizianz enn-han, en em lakeaz da bedi. Goudeze e kemeraz eun tamm minvik bara, hag e skuillaz var nez-han daou pe dri verad eol, euz an hini a zeve noz-deiz dirak aoter ar Verc’hez e iliz ar Porsionkul. Ober a reaz evel eun tamm toaz euz an traou-ze, hag her roaz d’an den klan. Kerkent ha m’en deoue Morico debret an tamm minvik-se boukead gand an eol ec’h en em gavaz pare enn eun taol. Dre anaoudegez vad evit ar Zant e teuaz d’he gaout, da veva er baourentez ar vrasa evel-d’han. Hag hen ober a reaz betek he varo.
Ne c’hoarvezas ket ar memez tra gand Iann Kapell, ar c’houeac’hved euz ar re a ioa deuet da c’houlenn beva er baourentez gand hor Zant. Heman oue Judas an ebestel nevez. Evel p’en diviche bet Hor Zalver c’hoant da ziskouez d’he zervicher e c’hoarvesche gant-han ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han he unan, Iann Kapell a ioa karget euz an aluzennou evel m’oa Judaz. Iann Kapell en em stagaz ouc’h madou an douar : ankounac’haat en doa great e tlie beva er baourentez. Fransez her gourdrouzaz gant madelez meur a veach. Poan gollet. Karantez an arc’hant a ioa enn he galoun. Eun dervez, evit hen distaga dioc’h madou ar bed-man, e lavaraz dez-han zoken e kouesche varnez-han eur c’hlenved braz, hag en diviche eur goall varo. Iann Kapell a rea atao ar skouarn vouzar. — Na petra eo beza re stak ouz an arc’hant ! — Nebeut amzer goude Iann Kapell a gouezaz klanv : he gorf a oue goloet. gand eul lorgnez euzuz. N’en deoue ket evit-se ar galoun da anaout he zallentez, ha da velet eo dourn Doue o poueza varn-han. Kuitaat a reas Fransez hag he vreudeur ; koll a reaz fizianz e Doue, hag, evel Judaz, e z’eaz d’en em grouga.
Fransez a felle dez-han e viche ar baourentez ar mean-fount euz an Urz nevez en doa c’hoant da zevel evit silvidigez an eneou ha brasa gloar Doue. Dija oant bet, en hag he vreudeur, o prezek evel an Ebestel ; breman e fell dez-han e z’afent da glasq an aluzenn, evel ar beorien all. Abalamour da z’e ho c’hasaz da gear Asiz, el leac’h m’oant anavezet gand an oll. Mont a rankent euz an eil dor d’eben da c’houlenn eun tamm bara da zibri, pe eun tamm mezer da c’holo ho korf evit diskouez d’an oll n’o doa ken netra var an douar nemed ar pez a viche roet dez-ho enn aluzenn. Ha n’oa ket eun dra iskiz guelet, guisket evel peorien, o klask ho zamm boued dre gear, tud hag a ioa a ziagent dillad brao, dillad arc’hantet hag alaouret enn ho c’herc’henn, tud hag a ioa ar re binvidika euz ar vro, tud hag a roe neuze d’ar re all an tamm boued ha c’houlennont breman dez-ho o-unan ? Setu perak ive, ne ket ar c’homzou groz, ne ket ar rebechou c’houero, ne ket an dismegansou a vankaz dez-ho. Euz a eun tu, ho zud a gave dez-ho oa kollet ho brud vad gant-ho ho unan, o velet ho c’herent oc’h ober ar seurt diotachou-ze. Euz a eun tu all, oa e Asiz, evel ma zo e pep parrez, tud hag a gaf dez-ho n’eo nemed eun denik dister ha mad da netra an hini ne zestum ket a zanvez, an hini n’en deuz ket a arc’hant evit ober, er c’hiz ma z’eo dleet, he dreuz var an douar. Ne ket souez ive-ta ma oue goapeat an dud paour-man : avechou zoken e vezent buntet a daoliou skoaz, a gleiz hag a zeou etouez ar pri. Evelato, kaer o deoue an dud fall goapaat ha dismegansi ar glaskerrien baour-man, meur a hini a zantaz ho c’haloun gounezet o velet gand pegement a zouzder e c’houzanvent ep en em glemm an drouk a ioa c’hoant da ober dez-ho, hag a roe dez-ho, kals traou enn aluzenn.
Eskop Asiz, he unan, a ioa evel spountet
o velet tud o veva er c’hiz-se ep kaout
a espern nag eur c’hrinsenn da zibri,
nag an disterra tamm mezer da c’holoi ho
c’horf. Lavaret a reaz da Fransez :
— Diez braz, a gaf dign, eo d’eoc’h beva var ar bek douar-man ma ne zalc’hit ket eun dra bennag diraz’hoc’h evit an amzer da zont.
— Aoutrou n’Eskop, eme ar Zant, me a gaf dign eo kals easoc’h. Rak an nep en deuz eun tam peadra a vez aliez he spered o sonjal enn-han hag a deu da ankounac’haat an Aoutrou Doue. Aliez zoken emaint e riskl da gaout trouz pe brosez evit difenn ho guir, ha dre an hent-se ne garint ket ho nesa. Guelloc’h eo chomm ep netra, rak neuze e c’hellor karet Doue epken, hag an nesa er guel a Zoue.
An Aoutrou n’Eskop a gavaz kaer meurbed komzou ar Zant, hag a lavaraz dez-han ne deuche ket d’hen ankounac’haat.
D’ar mareou-ze, Otho IV, impalaer an Allemagn, o vont da Roum da weza sakret gand ar Pap Innosant III, a dremenaz abiou Rivo-torto. Fransez a ioa neuze o pedi Doue. Ne zavaz ket divar bennou he zaoulin evit mont da velet an impalaer hag he dud. — Gant brasoc’h Mestr edo. — Mez sklerijennet gant Doue, e kasaz unan euz he vreudeur da lavaret dez-han diouall-mad he ene, rak ne jomche ket pell var he dron An impalaer ne blijaz ket ar c’homzou dez-han, hag ec’h en em lakeaz, he dud hag en da c’hoarzin goap d’ar Zant. Ne zaleaz ket da gaout keuz. Er blavez varlerc’h e oue exkommunuget gant ar Pap abalamour m’oa eat a enep he c’her, hag abalamour m’an doa great lezennou a enep lezennou an Iliz. Tud he vro a droaz kein dez-han hag a zavaz enn he enep. Abarz nemeur e varvaz evel eur paour. — Guelet a rit mar doa paour Breudeur bian Rivo-torto, oant da viana santel, e reant burzudou hag e lavarent an amzer da zont.
Abenn eur pennad goude m’oa bet Breudeur Franzez o klask an aluzenn e kear Asiz, e z’eaz gant-ho da draonienn Rieti. Bemdez e z’eant dre an draonienn-ze da c’houlenn an aluzenn, da brezek d’an dud Aviel J.-K. ha da zisklerria d’an oll oa red dez-ho ober ho silvidigez. Pa deue an noz ec’h en em zastument enn eul leac’h distro, e c’harz eur roc’h vraz, n’oa ket pell dioc’h kear Boggio Bastone.
Eun dervez e lezaz he Vreudeur da vont da gestal ha da brezek, hag e chommaz he unan er gear, da lavaret eo e c’harz ar roc’h. P’oant eat kuit ec’h en em strinkaz d’an daoulin, hag ec’h en em roaz gand mui a nerz c’hoaz d’ar bedenn, mar gellor hen ober. He spered a ioa savet d’an env, he galoun a verve gand tan ar garantez… Komz a rea ouz Doue, ha Doue a gomze out-han. Disklerria a reaz dez-han oa pardounet he oll bec’hejou, hag oa ker guenn he ene evel ma oa p’edo o tont divar mean-fount ar Vadiziant. Goudeze e tiskouezaz dez-han an hentchou goloet a dud, hag a ioa erru da veva gant-han enn e Urz, a zindan he lezennou. Dont a rea tud euz a Franz, euz ar Spagn, euz a Vro-Zaoz, euz an Ekos, euz an Irland, euz an Allemagn. Ker braz oa an niver anez-ho m’oant avoalac’h evit mont da bevar c’horn ar bed evit gounit eneou da Zoue. Evelato e oue lavaret dez-han ive ne jomche ket an oll dud-se gant-han. Lod a deuche d’hen dilezer ha da zistrei er bed, siouaz dez-ho.
Antronoz, goude ar bedenn, Fransez a lavaraz d’he breudeur : « Ne falgalounit ket abalamour n’omp nemed eun nebeudik a vreudeur. Abarz nemeur aman e vezimp kalz muioc’h. Doue en d’euz hen disklerriet dign. M’her lavaran d’eoc’h herrio eo dre vir garantez evidoc’h, evit rei nerz d’ho kaloun da genderc’hel da bedi, da ober pinijenn ha da veva er brasa paourentez. Bezomp ive-ta, va Breudeur, fizianz e Doue. »
Eun dervez bennag goude an dra-ze, e teuaz eun den all da c’houlenn beva gand Fransez. Filip oa he hano. Heman n’oa tamm ebed desket, mez eeun oa a galoun, hag atao en doa aoun da ober poan d’an A. Doue. Abalamour da-ze e savaz enn huella santelez, ha Doue a ziskouezaz dez-han he garantez. Evelse, eun dervez, epad m’oa savet a speret enn env, e velaz eun eal, evel guech all ar Profed Isaï, o steki eur c’hef-tan ouz he vuzellou, hag abaoue ec’h entente an traou diesa euz ar Skritur Sakr, hag e gouie ho displega d’an oll.
Euz a draonienn Rieti, Fransez a deuaz adarre gand he Vreudeur da Rivo-torto. Ho c’haz a reaz adarre ive, a dro-var-dro, dre eno, da glask an aluzenn, evit ho boaza da c’houzaon, ep en em glemm, dismegansou tud ar bed. Mez an dra-man ne badaz ket pell. Kaloun Fransez a ioa leun diskarga a ranke. Ne gave ket oa avoalac’h evit han prezek e Asiz hag e Rieti, falvezout a rea dez-han prezek dre ar bed-oll, gounit an oll dre ar binijenn hag ho lakaat da garet Doue. N’oant c’hoaz, evit guir, nemed seiz : petra ra-ze ? Doue en devoa lavaret dez-han e teuche tud a bep tu var he lerc’h. Deuet an heur, a gaf dez-han, da gregi a zevri el labour. Kas a ra ive-ta he vreudeur, daou ha daou, da brezek e broiou a bell, ep mont evelato er meaz euz an Itali.
Araok ho c’has enn hent e roaz dez-ho kuzuliou hag a renkan rei d’eoc’h pen-da-benn, pe var dro, rak ar c’homzou-man a ioa neuze, hag a zo bet abaoue meur a gant vloaz, reolenn oll prezegennou ar Breudeur bian.
« Diskennomp enn hor c’haloun, ha guelomp da betra omp galvet gant Doue. Enn he vadelez, en euz galvet ac’hanomp da vont dre ar bed, ne ket epken evit hor silvidigez hon unan, mez c’hoaz evit silvidigez kalz a re all. Dre ar kouer vad a roimp, muioc’h eged dre hor c’homzou, ec’h aliimp an dud da ober pinijenn, ha da zenti ouc’h gourc’hemennou Doue. Na it ket da grena abalamour ma z’omp tud dister hag evel diskiant, mez disklerriit ep aoun ebed d’an oll e rankor ober pinijenn. Bezit fizianz enn Hor Zalver J.-K ; a en a lakaio var ho muzellou ar pez a dleit prezek d’an dud. Diouallomp, ni hag hon euz kuiteat pep tra, diouallomp d’en em goll gand c’hoariellou ar bed-man. Mar kavomp arc’hant enn eun tu bennag, greomp fae varnez-han, evel var ar pri louz a zo var an hent.
Na varnomp, na zismegansomp ket ar re binvidik a vez dillad brao var ho c’hein ha boued dibab var daol ho zi, rak Doue eo ho Mestr, kerkouls hag hon hini-ni. Hor breudeur int ive-ta, hag ouc’h penn gand ho danvez e c’hellont ober an aluzenn deomp-ni ha d’ar beorien all.
It ive-ta dinec’h, prezegit d’an dud e rankont ober pinijenn evit kaout ar pardoun euz ho fec’hejou. Lod anez-ho ho selaouo ; lod all ho koapaio, ho koall-gaso, a raio ar skouarn vouzar, na rit van ebed ; Ne falgalounit ket evit-se. Abarz nemeur e teuio d’ho kaout tud a renk huel, tud skiantek : ar re-ze a brezego d’ar brinsed ha d’ar rouanez.
Na it ket d’en em glemm enn ho poaniou ; pedit a greiz ho kaloun an A. Doue evit ar re a vezo enep d’hoc’h ; bezit anaoudek e kenver ar re a raio vad d’eoc’h, ha rouantelez an env a vezo evidoc’h. »
Komzou Fransez a entanaz kalounou he Ziskibien. En em daoler a rejont d’an daoulin dira-z’han en eur lavaret e rachent kement tra a c’hourc’hemenche dez-ho. Ar Zant gounezet he galoun ne lavaraz netra dez-ho nemed komzou ar Profed En em daolit etre divreac’h an A. Doue heman a roio d’eoc’h kement tra ho p’ezo izoum.
An ebestel nevez-man a ieaz enn hent, daou ha daou, d’ar broiou m’oa lavaret dez-ho mont. Fransez a zalc’haz unan anez-ho evit mont ive gant-han. P’en em gavent dirak eun iliz bennag e z’eant ebarz hag e lavarent, daoulinet var leur an iliz : « A. Doue ni hoc’h ador enn iliz-man, hag e kement iliz a zo savet enn hoc’h enor var an douar. »
Evel er veach kenta, ho frezegennou a lakeaz meur a zen da zistrei ouc’h Doue, ar pez a rea eur joa vraz d’ho c’haloun. Meur a veach evelato ive e vezent goapeat ha goall-gaset. Avechou ne veze ket roet a lojeiz dez-ho. E kear Floranz, Bernard Kuintavall hag an hini a ioa gant-han ne gafchont ket, evit eun nosvez zoken, na ti na kraou da gousket enn-ho, hag a rankaz chomm er meaz da loja ekreiz miz du. Aliez e rankent tremen an noz e porched an ilizou. Ekreiz ar poaniou-ze, an Ebestel nevez-man a ziskoueze eun douzder hag eur vadelez ep he far, ar pez a c’houneze dez-ho kalounou an dud vad. Pa veze goulennet digant-ho piou oant e lavarent : Ni a zo tud a gear Asiz oc’h ober pinijenn.
Fransez eo an hini en em gavaz da genta er gear. Eur joa vraz a ioa ouc’h her gedal pevar den all a ioa deuet da c’houlenn beva a zindan-han hag eveld-han. Ho hanoiou a zo dalc’het etouez banoiou bugale St-Fransez : ne gountign d’eoc’h nemed histor unan anez-ho han vet Silvestr.
Lavaret em euz d’eoc’h, er penn kenta euz an tammik leor-man, en doa Fransez raparet iliz St-Damien, e kichenn Asiz. Mad evit ober an tamm labour-ze e ranke Kaout mein, hag evit paea ar vein-ze e z’ea da glask an aluzenn dre gear. Eur belek a ioa hag en doa mein da verza. Mez, e fesoun, en doa c’hoant d’ho guerza re ger, rak ar Sant a rankaz mont meur a veach d’he gaout, ha da varc’hata gant-han. Evelato a forz dajipotal e teujor d’en em glevet : ar mein a oue prenet ha paet. Hano ar belek-se oa Silvestr.
Gouzout a rit ive Bernard Kuintavall en doa guerzet he oll vadou a roet an arc’hant d’ar paour. Mad, epad m’edo Bernard, var leur gear Asiz, o lodenna he arc’hant etre peorien ar vro, ha Fransez enn he gichenn, ar belek Silvestr a deuaz gand eun ear divergont da lavaret d’ar Zant :
— Ha ne ket guelloc’h d’eoc’h paea ho
tle eged na d’eo beza evelse o feltra
hoc’h arc’hant enn aner ?
— Va dle, eme Fransez souezet ?
— Ia ho tle. Daoust ha n’em euz ket roet mein d’eoc’h da zevel iliz St-Damien ?
— Paet emeuz anez-ho.
— N’hoc’h euz ket zoken paet an hanter euz ar pez a dallient. Me fell dign beza paet.
Fransez mantret oll ne respountaz netra tostaat a reaz ouz Bernard, lakaat a reaz an douru enn he zac’h, tenna a reaz anez-han eur vozad arc’hant, hag en eur ho rei da Zilvestr e lavaraz :
— Han, paet avoalac’h oc’h breman ?
— Ia, breman ounn paet avoalac’h, eme Zilvestr.
Hag en d’ar gear da gounta he arc’hant.
Abarz nemeur evelato an arc’hant-se a deu da boueza var goustianz Silvestr : noz-deiz e pike he galoun. Penaoz, a lavare avechou out-han he unan, e chomman-me ker stag ouz an arc’hant, ha me koz, o velet an den iaouank-se, araok pinvidikoc’h eged omm-me, oc’h ober kement a fae varn-han ?
Ne veve ket dinec’h. Eun nozvez, ekreiz he gousk, e velaz Fransez enn he za diraz-han, hag eur groaz o tont euz he c’hinou hag a iea betek an env : he divreac’h en em astenn var daou benn ar bed. Enn dro-man oa sklerijennet Silvestr. Kerkent ha ma klevaz oa distro Fransez, e z’eaz d’en em strinka d’he dreid. Goulenn a ra pardoun digant-han ouc’h hen arbedi d’he zigemeret e touez he ziskibien. Digemeret e oue a galoun vad gant ar Zant Guerza a reaz he oll vadou, hag an arc’hant a oue roet d’ar paour. Goudeze ec’h en em roaz d’ar bedenn ha d’ar binijenn evel ar Breudeur all.
— Hennez eo kenta belek a zo bet e Urz St Fransez, e Urz ar Breudeur bian.
O velet kement all a dud deuet d’he gaout, Fransez en doa c’hoant braz da velet he Vreudeur o tistrei enn dro euz ho frezegennou. He c’hoant ne badaz ket pell. Daou pe dri dervez goudeze ec’h en em gafchont oll er gear, evel pa vichent digaset gand Doue. An dra-man a ioa er bloaz 1209.
An nemorant euz ar bloaz-se a dremenchont oll e Rivo-torto. Hag epad an amzer-ze, Fransez ne ehane da gentellia he Vreudeur, da zeski dez-ho pedi Doue, ha dreist oll d’her pedi a galoun. Bemdez e z’eant d’an ofern evit lakaat dounnoc’h-dounna enn ho c’haloun karantez eun Doue marvet var ar groaz evidomp. Lavaret a rea dez-ho e rankent ankounac’haat an den koz, en em zizoker a bep seurt c’hoantegez, ha senti atao dioc’htu, hag ep en em glem, ouz ar pez a c’hourc’hemenche dez-ho an hini a viche karget d’ho sturia.
Er penn-kenta euz ar bloaz 4240, ar Zant
a gomzaz evel hen ouz he Vreudeur : « Va
Breudeur muia karet, evel ma plij d’Hor
Zalver digas deomp Breudeur nevez, ha
kreski an niver ac’hanomp, e kaf dign
eo red deomp ober eur reolenn a vuez,
evit ma c’hellimp oll beva er memez giz,
lavaret ar memez pedennou, ober ar
memez pinijennou ; enn eur ger, beva
oll evel pa ne vefemp nemed unan ep-ken.
Hag, evit gouzout pe z’eo mad pe ne
ket ar reolenn-ze, e z’aimp da Roum d’he
diskouez d’Hon T. S. ar Pap, a zo e leac’h
J.-K. var an douar. Mar he c’haf mad, e
talc’himp dez-hi ; ma ne ra ket, e c’houlennimp
kuzul digant-han evit ober
guelloc’h. Goulennomp, dre hor pedennou,
sklerijenn digant Doue. »
Komzou Fransez a blijaz d’an oll ; hag oll ec’h en em lakechont da bedi a greiz ho c’haloun. Goulenn a reont digant Doue sklerijenn d’an hini a gemerent dija evit ho Zad, da ober eur reolenn hag a bliche ive dez-han. Hag, e guirionez ar reolenn-man a zo kenn huel dreist sonjesonou tud ar bed ma ve lavaret eo disklerriet da Fransez gant Doue he unan.
Var ar baourentez e pep giz, e pep tra, eo diazezet ar reolenn-ze. Setu aman an traou brasa anez-hi :
1° — Ar Breudeur a dle en em dilezer hag en em ankounac’haat ho unan : ne dleont kaout c’hoant a netra nemed euz ar pez a vezo gourc’hemennet dez-ho.
2° — Ne dleont kaout nag arc’hant, na leve.
3° — Beva a dleont divar an aluzenn, pe divar boan ho divreac’h.
4° — Pedi a raint bepred a c’hinou hag a galoun.
5° — Iunniou hir a rust ha raint.
6° — Beva a raint etrez-ho er garantez
ar vrasa : enn urz n’euz mestr ebed : oll
oar breudeur : atao e tleor plega.
7° — Toui a raint chomm dizemez, diouall a raint, a spered hag a gorf, ouz pep pec’hed, dreist oll ouz an hini a lavar an Abostol St Paol ne dlefe ket beza hanvet e touez ar gristenien.
Ha ne jommor ket mantret o velet eur reolenn evel houman great gand eun den iaouank a 28 vloaz, en doa tremenet he iaouankiz e kreiz plujadurezou kear Asiz ? Daoust ha lavaret a rafet eo er c’hiz-man e komz euz ar baourentez map Bernardon, ar marc’hadour pinvidik euz a gear Asiz ?
Ia heman eo : mez heman a zo breman en em roet evit mad da Zoue.
Ar reolenn-man a oue lennet gand Fransez d’he Vreudeur. Oll e c’hafchont evit ar guella, rak enn-hi oa merket ar pez a c’hoantea pep hini. Enn dervez-se e kemerchont an hano a Vreudeur bian ho deuz dalc’het abaoue.
En em lakaat a rejont oll enn hent evit mont da Roum. Bernard Kuintavall a ioa enn ho fenn : Fransez a falveze dez-han kaout ar renk izella. Mont a reant diarc’henn, guennek ebed enn ho godell na baz enn ho dourn, o veva euz ar pez a vezo roet dez-ho, mad pe fall ; atao her c’havet mad. Hed an hent ne reant nemed pedi Doue.
En eur dremenn dre gear Rieti, Fransez a velaz eur marc’hek o vont abiou dez-han, d’an drot vraz var he loan. Trei a reaz out-han en eur lavaret dez-han chomm a za. A berz Doue eo e komze out-han evel hen, rak ne gouie ket hen anaout. Tankred oa hano ar marc’hek-se. « Pell avoalac’h a zo, eme ar Zant dez-han, emaoc’h o tougenn ho tillad soudard, kleze ha kentrou. Breman e rankit kemeret dillad all. Eleac’h ho kuiskamant soudard e tougot eur gordenn enn dro d’ho kroaz-lez ; e leac’h ho kleze e tougot kroaz J.-K., hag evit kentrou o poezo pri louz an hentchou. Deuit d’am heul ha me a raio ac’hanoc’h soudard J.-K. » Tankred a zentaz ; diviska a reaz he zillad soudard, ha kemeret a reaz sae paour kenvreudeur St Fransez. Heman a oue an daouzek vet euz a ziskibien ar Zant.
Jesuz a lavare, gueach all, d’he ebestel ; dilezit pep tra, ha duit d’am heul. Ha ne ket Jesuz ive a gomz dre c’hinou Fransez pa lavar : Tankred, diviskit ho tillad soudard, ha duit var va lerc’h ? Eo, eo. Fransez a zo a du gant Doue : Doue eo a ren anez-han e kement a ra.
Kerkent ec’h en em lakejont adarre enn hent varzu Roum. Eno Fransez a gavaz Eskop Asiz a lakeaz anez-han da ober anaoudegez gand ar c’hardinal Ugolini, niz d’ar Pap, ha Pap var he lerc’h azindan an hano a C’hregor IX, evel m’her guelimp divezatoc’h. Ar Pap a sturie an Iliz, d’ar mareou-ze oa ar Pap Innosant III.
Nebeut derveziou araok m’oa en em gavet Fransez e Roum gand he zizkibien, ar Pap en deoue eun huvre, pe evit lavaret guell, Doue a falveze dez-han rei da anaout da Sturier an Iliz ar pez a dlie c’hoarvezout hag ar pez a dlie da ober. Ar Pap-ta, epad he gousk, a velaz iliz St Iann Latran, penn ha mamm oll ilizou ar bed, oc’h orzella var he zreid, he mogerriou o volzi hag o vont da goueza enn ho foull. Strafillet oll ar Pap keaz, enn he huvre, a rede varzu an Iliz a astenne he zivreac’h a rea guella ma c’helle evit miret out-hi da goueza. Enkrez en doa, eur c’houezenn ien a zivere dioc’h he dal, chomm a rea spourounet, sounnet…, pa velaz eun den paour ha dister o tont, hag oc’h en em harpa ouc’h mogerriou an Iliz, ha, gand he ziouskoaz, ouz ho skora evit miret out-ho da goueza. An Tad Santel ne gouie ket neuze petra oa an traou-ze ; m’ez p’en em gavaz Fransez dira-z-han da ziskouez dez-han he reolenn a vuez, ec’h hen anavezaz dioc’htu evit ar paour en doa guelet oc’h harpa mogerriou iliz St Iann Latran evit miret out-ho da goueza, rak henvel poch oa out-han. Abalamour da-ze hen digemeraz gand kalz a vadelez, hag e reaz eur stad vraz anez-han.
O tiskouez d’ar Pap Fransez o skora iliz St Iann Latran, Doue ha ne lavare ket oa heman an hini a zigase da zifenn he iliz a enep he oll enebourien ? Eo : Fransez a deu aberz Doue : Fransez eo den Doue.
Evelato, ar Pap, araok aotrea reolenn St Fransez, a falveze dez-han goulenn kuzul digant ar Gardinaled. Lod euz ar re-man a gave oa diskiant reolenn Fransez. « Penaoz, emez-ho, beva var an douar ep tamm da zibri, na ti da loja, pa vez izoum ? Daoust ha Doue a ranko ober bemdez eur burzud bennag evit rei bevanz ha golo d’an dud-se ? Beza var c’hed a gement-se a zo ober goap a Zoue. » Neuze Eskop Sabin a zavaz enn he za, hag a lavaraz :
« Ma ne aotreomp ket reolenn ar paour-man, diouallomp da vont a enep an Aviel ha gourc’hemennou J.-K. En he unan a lavar deomp N’ho pezet nag aour nag arc’hant… Na vezit ket nec’het divar benn ho pevanz : laboused an env o deuz ho boued, ha c’houi o poezo ive… An nep en deuz c’hoant da zont d’am heul a dle en em a zilezer he unan, dougen he groaz ha dont var va lerc’h… » ha kals a draou all evelse, tennet euz an Aviel.
Ar c’homzou-man a bouezaz var spered ha kaloun an oll. An Tad Santel ne varc’hateaz mui. Aotren a reaz reolenn St Fransez, Staga a reaz out-hi guiriou braz en eur lavaret e kreskche anez-ho c’hoaz divezatoc’h.
Ouc’h penn-se rei a reaz an Urzou-munud d’ar re n’oant ket beleien. St Fransez a oue great Avieler ; ne ket falvezet gant-han sevel huelloc’h : re zizder ec’h en em gave, hag en sant koulskoude !!
Ar Pap Innosant III her lakeaz e penn an Urz nevez, goude beza roet dez-han he aliou evit sturia he genvreudeur var an hent mad. En eur ho briata ho daouzek, en eur starda anez-ho var he galoun e lavaraz dez-ho : « Iit, baleit, ha, dre bevar c’horn ar bed, prezegit J.-K. hag he Aviel. »
Setu eta diazezet, ervez lezennou Hor Mamm Zantel an Iliz, Urz ar Breudeur bian, Urz St Fransez. An dra-man a ioa er bloaz 1210.
Ar c’har-tan hag ar voul lugernuz. — Iliz Stez-Mari-an-Elez roet da Fransez. — Jesuz hag ar Verc’hez en em ziskouez d’ar Zant. — Sermoun Bernard Kuintavall. — Doue en em ziskouez da vugale Fransez. — Fransez e Perouz, e Korton, e Arezzo, e Sarziano. — Distro da Stez-Mari. — Stez Klara. Fransez a ia adarre da brezek.
ransez en diviche gellet chomm e
Roum, e kichenn Hon Tad Santel,
sklerijenn ar bed pa z’eo guir eman var
an douar e leac’h J.-K., eil Fersoun euz
an Dreindet, mez ne falvezaz ket dez-han.
Trouz eur gear vraz en diviche miret
out-han da bedi Doue ervez m’en doa
c’hoant. Dont a ranke var ar meaz, enn
eul leac’h distro, ne viche netra o viret
out-han da bedi noz-deiz an A. Doue a
c’hinou, a spered hag a galoun. Eno ive
e c’hellche kentellia guelloc’h e genvreudeur,
hag ho c’has kentoc’h da brezek dre ar bed J.-K. hag he Aviel. Araok
mont kuit euz a Roum e kimmiadaz dioc’h
eskop Sabin ha dioc’h ar c’hardinal
Ugolini a ioa bet ker mad evit-han pa oue
menek da aotren he reolenn.
En eur zont euz a Roum, Fransez a ieaz gand he Vreudeur varzu traonienn Spolet. Dre ma z’eant ar Zant a gomze euz an digemer o doa bet digant ar Pap, euz a garantez Doue evit-ho, euz he vadelez enn ho c’henver, hag euz a gals a draou brao er c’hiz-se. Dont a reant dre an hent hep sonjal enn ho skuisder ; klevet Fransez o kaozeal a Zoue a garge o c’halonou d’an oll. Evelato, kaer zo, ar c’horf en deuz he izomou, ha ne ket great a zir. Chomm a rankchont a za duet gant an naoun. Mez e peleac’h kaout eun tamm da lakaat a zindan an dant ? Ar vro a ioa gouez ; n’oa ti ebed var dro… Petra da ober ive-ta ? Edont o sonjal pa velchont o tont varzu enn-ho eun den, eun dorz vara gant-han var he benn. Rei a reaz dez-ho he dorz, hag e tec’haz kuit ker buan ma ne gouie den petra oa deuet da veza.
— Piou oa an den-ze ? Ne gredan ket e ve diez her gouzout. Doue a ro bemdez ho boued d’al labousedigou : ha kaout a ra d’eoc’h en diviche lezet da vervel gant an naoun, e traonienn Spolet, tud hag o doa dilezet pep tra evit-han ?
Krenveat gant an tamm bara du-ze ec’h en em lakechont adarre enn hent, evit distrei d’ho c’hear, da Rivo-torto, en eur dremen abiou kear Orti.
Netra paourroc’h eged an ti m’edont o chomm enn-han, e Rivo-torto. A veac’h oa braz avoalac’h evit digemeret Fransez hag he genvreudeur. N’o doa evil azeza nemed treustou koz astenned a-hed ar mogerriou ; n’o doa ket zoken eur vriad kolo da gouzket varn-ho epad an noz. Ha koulskoude an dud-man a ioa laouen. Tremen a reant ho buez en eur bedi Doue hag o sevel o c’haloun hag ho spered varzu an env. Fransez a ioa evel pa ne viche ken var an douar. E kreiz he bedennou e chomme evel mantret o sellet ouz an env, ep lavaret ger. Komz a rea ouz Doue a lakea anez-han da lenn e koustianz pep hini, hag a zizoloe dez-han an amzer da zont.
Eur zadornvez da bardaez e z’eaz da Asiz evit ober eur zermoun antronoz vintin. E kreiz an noz, epad m’edo ar Zant o pedi a greiz kaloun enn eur c’hougn distro, e chardin chalounied Asiz, he genvreudeur, enn ho zi, e Rivo-torto, a velaz eur c’har-tan, enn-han eur voul lugernuz evel an heol, hag a ziskoueze d’an oll goueled koustianz pep hini anez-ho. Evel hen e velont an eil egile ar pez a zo e kaloun pep-hini. Teir dro d’an ti a reaz ar c’har-tan gand he voul lugernuz, ha bep tro e tiskoueze d’an oll kement kougn distro a ioa e kaloun pep hini anez-ho. Oll e kredchont oa ar voul-se skeud St Fransez, a vele pep tra guzet, hag a ioa galvet da sturia kalz relijiused gand kement a sklerder ma tizoloe ar voul lugernuz kaloun pep hini. Pa deuaz Fransez enn dro e komzaz out-ho evel pa viche bet enn ho zouez p’edo ar c’har-tan oc’h ober an dro d’ho zi, hag evel m’an diviche guelet ive ho c’haloun sklerijennet gant ar voul lugernuz.
An traou burzuduz-se ne lakeant ket Fransez da ankounac’haat ar c’hoant en doa da brezek dre ar bed J.-K. hag he Aviel Bep tro ma z’ea da sermoun da gear Asiz, e c’houneze atao unan bennag hag en doa c’hoant da zont da veva gant-han. Mez, e peleac’h loja kement all a dud ? Re vian oa he goz-ti, e Rivo-torto, evit-ho ho daouzek. E peleac’h, dreist oll, lavaret an ofern ha kana meuleudiou an A. Doue ?
Goude beza goulennet kuzul digant he genvreudeur, e z’eaz da Asiz da c’houlenn digant an A. n’Eskop, pe digant ar chalounied, hag eun ti brasoc’h da loja hag eun ilizik da bedi Doue. Siouaz ! Nag an A. n’Eskop, nag ar chalounied ne c’hellent ket rei dez-han he c’houlenn.
Neuze Fransez a ieaz da gaout menec’h St Beneat a venez Subasio. Ar re-man a roaz dez-han a galoun vad iliz Stez-Mari-an-Elez, en doa raparet, evel a c’houzoc’h. Eun dra epken a c’houlennent : falvezout a rea dez-ho e chomche atao eno ar Breudeur-bian, evit diskouez d’an oll, betek fin ar bed, oa hounnez an iliz-se mammenn Breudeur St Fransez.
Ne oue ket diez da Fransez plega d’ar goulen-ze, rak enn iliz-se, evel a c’houzoc’h ive, komzou aviel an ofern a lavare evit-han belek St-Damien eo a sklerijennaz anez-han var ar stad a vuez paour en doa kemeret. Rei a rejont dez-han ouc’h penn an ti a ioa stag ouz an iliz, ha tachennou bian o doa tro-var-dro. Abalamour da-ze al leac’h-se a zo hanvet Porsionkul, ger italian hag a zinifi tammouigou, tachennou. — Divezatoc’h e komzimp euz a induljanz ar Porsionkul.
Ne oa ket avoalac’h kement-se. Tad superior menec’h St Beneat a falveze rei an traou-ze oll da Fransez evit netra. Mez an dra-man ne blijaz ket d’ar Zant : paour oa, ha paour en doa c’hoant da jomm. Ne falveze ket dez-han kaout enn he hano talvoudegez zoken eun diner toull. Lavaret a reaz e paeche bep bloaz he c’houel-Mikeal d’ar menec’h, en eur gas dez-ho bep bloaz eur maniad pesked paket er ganol a iea abiou d’an iliz. Ar c’homzou-ze a blijaz kenan d’ar venec’h ; hag evit diskouez e rea an dra-ze plujadur dez-ho, e tigasent d’ho zro, bep bloaz, eur podad eol da vugale St Fransez da veska gand ho boued evit her lakaat guelloc’h blazet.
En em glevet oa Fransez gand menec’h St Beneat. Eun dra all en doa da ober c’hoaz. Eur belek a gear Asiz a veze o lavaret an ofern e iliz Stez-Mari : red e oue goulen he aotre araok kemeret perz enn he iliz. Fransez a ieaz d’he gaout da Asiz. Ar belek-se a ioa eun den santel. Choa en doa ouz he iliz, evit guir, mez kaout a rea dez-han e viche guelloc’h henoret ar Verc’hez gand Fransez eged gant-han : setu perak e roaz a greiz he galoun he iliz hag he di.
Dioc’h an abardavez-noz eo e tremene an dra-man, etre Fransez ha belek Stez-Mari. Kerkent ha m’o deoue en em glevet, ar Zant en em hastaz da zont buanna ma c’helle da berc’henna he iliz dre ar bedenn. A veac’h m’oa en em lakeat da bedi ma velaz Hor Zalver oc’h en em ziskouez var an aoter, ar Verc’hez Vari enn he gichenn, hag enn dro dez-ho Elez, n’oar den pegement. Oll e sellent out-han gand kals a zouzder hag a vadelez. Steredennet he zaoulagad gand ar sked a lugerne a zaoulagad Jesuz ec’h en em daolaz d’an douar ep lavaret netra. A benn eur pennad evelato e c’hellaz en eur grena komz evel hen :
— Salver binniget, Roue an env, va oll garantez, ha c’houi Rouanez an Elez, petra gavit a vrao hag a vad enn iliz paour-man evit kuitaat ar Baradoz ha diskenn enn-hi ?
— Diskennet omp euz an env, va mamm ha me, eme Hor Zalver, evit ho staga, c’houi hag ho pugale, ouz al leac’h-man a garomp dreist oll.
Goudeze netra ken. Jesuz hag ar Verc’hez a ioa distroet d’ar Baradoz, an Elez enn dro dez-ho.
Fransez, evel pa lavarfenn d’eoc’h er meaz anez-han he unan, a zavaz enn he za enn eur grial : « Ia, ia, santel eo al leac’h-man. Ne ket tud evel d’omp-ni a dlefe beza o chomm aman, an Elez ho unan eo. Ia, keit ha ma c’hellign, me a jommo stag ouz al leac’h-man, me ha tud va Urz. Digas a raio atao deomp da zouj peger mad eo bet an A. Doue enn hor c’henver. »
Antronoz e oue great an dilojadek euz a Rivo-torto da Zantez-Mari-an-Elez, ar pez ne oue ket diez, rak ar Breudeur paour n’o doa netra. Breman e c’hell Fransez digemeret lod euz ar re o doa c’hoant da veva a zindan he reolenn. Re hir e ve lakaat aman ho hanoiou ha kounta ho furnez hag ho santelez. Ne lavarign d’eoc’h nemed hano ar Breur Leon, euz a gear Asiz, a gaozeimp anez-han divezatoc’h. Fransez a bede gant-ho oll, a zeske dez-ho pedi ha karout dreist pep tra ar baourentez. Mall en doa da leuskel anez-ho var dud ar bed, d’ho dihuna, da lavaret dez-ho o doa pinijenn da ober hag eur Baradoz da c’hounit. Mezaoun en doa, rak, her gouzout mad a rea, n’oant, ervez ar bed, nemet tud dister, dizesk ha berr a spered.
Er penn kenta euz ar bloaz 1211, evit
gouzout petra c’helle pep hini da ober, e
lavaraz d’ar Breur Bernard Kuintavall sevel
enn he za hag ober eur zermoun d’he
genvreudeur. Bernard, ken dinec’h ha
tra, a zavaz enn he za, hag a reaz eur zermoun
ker brao, kel leun a garantez evit
Doue ma chommaz mantret Fransez.
Goudeze e lavaraz dar breur Per Katan
ober ar memez tra. Per a gomzazive ker
brao ma viche lavaret edo ar Spered Santel
o komz dre he c’hinou. Goude Per e
oue galvet eur Breur all hag a brezegaz
kerkouls hag an daou genta.
Fransez n’edo ket breman var var, kas a c’helle he vreudeur da brezek d’an oll an Aviel. Evelato Doue a blijaz dez-han, evit her lakaat dinec’h e pep giz, ober eur burzud braz evit-han. J.-K. Mestr ar brezegerrien, Mestr an ebestel a ziskennaz e kreiz Breudeur St Fransez ; astenn a reaz e zourn varnez-ho, en eur rei dez-ho oll he vennoz, hag en eur daoler varnez-ho eur zell a garantez hag a vadelez.
Evel spountet, hag evelato ho c’haloun karget a joa, ec’h en em daolchont oll d’an douar evit trugarekaat an A. Doue euz ar vadelez en doa evit-ho, hag a ziskoueze ker sklear dez-ho herrio. Goude m’oa savet Hor Zalver d’an Env, Fransez a lavaraz d’he Vreudeur : « O va Breudeur, ha va bugale, lavaromp bennoz d’an A. Doue abalamour ma z’eo plijet gant-han lakaat komzou ker brao var muzellou tud ken dister ha ni. Ia, Doue epken a zesk d’ar vugale kaozeal, a ro ar gomz d’ar re vud, hag a laka komzou mad ha skiantek var muzellou an dud dizesk. Evit brezellekaat a enep an Drouk-Spered, en deuz c’hoant kas kals tud d’an ifern, eo plijet gant-han choaz tud dister evel d’omp-ni evit diskouez d’eomp ne ket ni hon unan eo a gaoze, mez en epken, en he unan dre hor ginou. N’hoc’h ket deuet enn Urz-man evit chomm dre aman, enn ho pro, e touez ho tud ; galvet oc’h da vont da brezek Aviel J.-K. dre ar bed oll, euz an eil penn d’egile. It ive-ta dinec’h enn hent. Komzit ep aoun ebed, ker kalounek dirak ar Rouanez evel dirak ar bobl. Varc’hoaz, ep marc’hatta, e raimp lodennou euz a vro an Itali, eul lodenn da bep daou ac’hanomp ; ha goude an dra-ze e z’aimp betek ar broiou pella euz ar bed. »
Ar pez a lavaraz Fransez a oue great. Antronoz e z’ejont, daou ha daou, d’ar vro m’oa merket dez ho gand ar Zant. En, a ieaz ive enn hent gand ar Breur Silvestr, hen doa dalc’het gant-han. Mont a rejont, ho daou, varzu kear Perouz. Eno edo o prezek, eun dervez, var al leur-gear p’en em gavaz da ober goap anez-han tud var loan, enn ho fenn iaouankizou pennou-skan kear. C’hoarzin en eur iouc’hal, ha krial a bouez ho fenn a reant, en eur vont abiou d’ar Zant, evit miret ouc’h an dud da glevet ar pez a brezege. En em lakaat a rejont zoken da c’hoari an armou diraz-han evit diskouez e reant fae anez-han.
O velet kement-se, Fransez a zavaz huelloc’h he vouez hag a zisklerriaz dirak an oll : « Noblanz ha tud a renk huel kear Perouz, Doue en euz roet d’eoc’h ar gounid enn hoc’h emgannou gand ar c’herriou a zivar dro. Pinvidik oc’h deuet da veza. Abalamour da-ze e tlefac’h beza anaoudek e kenver an hini en deuz roet d’eoc’h an oll draou-ze, hag ive e kenver ar re a gomz d’eoc’h anez-han. Ne ket an dra-ze a rit. Ne rit forz euz ho krouer, ho madouberour ; goap a rit ac’hanomp-ni a zo o prezek d’eoc’h enn he hano. Mad, m’her lavar d’eoc’h ma ne zistroit ket ouc’h Doue, e teuot, abarz nemeur aman, d’en em zevel an eil a enep egile, da ober brezel an eil d’egile, kement ha kement, ma ne vichac’h ket bet lakeat enn eur stad truezusoc’h gant ho krisa enebourien. »
Hag evit guir, nebeut derveziou goudeze, ar bobl, ne c’hoar den abalamour da betra, en em zavaz a enep an noblanz hag ar re binvivik. En em ganna didruez a rejor e kear, a dreuz hag a-hed, euz an eil penn d’eguile : ne velet e pep leac’h nemed ar goad o reded, tud mac’haniet ha korfou maro, astennet a-hed mogerriou an tiez… Ar gounid a jommaz gant ar bobl ; an noblanz a rankaz kemeret an teac’h ha mont kuit euz a gear.
Ar re-man drouk braz enn-ho, evel pa viche an diaoul enn ho c’haloun, en em lakeaz da redet dre ar parkeier a ioa enn dro da gear, da voasta an eost dre ma z’eant trec’hi ha displanta ar viniennou a reant, ha goudeze e lakeant an tan enn tiez. Ar vro a ioa evel pulluc’het.
Ar bobl, pe, ma kavit guell, an dud intre, n’oant na paour na pinvidik, chommet mestr e kear, o velet an eost eat da netra, hag o ziez devet, a ieaz d’ho zro e tiez pinvidik an noblanz, a laeraz kement tra a gavent hag a flastre ar pez ne c’hellent ket kas gant-ho. Setu ive-ta dismantret kement tra a ioa er vro baour-ze, hag an oll, pobl ha noblanz, lakeat enn eur stad glac’haruz meurbed, ervez gourdrouz St Fransez. Evelato kalz tud iaouank, o velet petra ioa c’hoarvezet, a zigoraz ho daoulagad, o deoue keuz d’ar pez o doa great, hag a deuaz da c’houlenn beza digemeret e renk ar Breudeur bian.
Euz a Berouz, Fransez a ieaz da gear Korton. Eno, dre he brezegennou, e c’hounezaz d’he Urz meur a hini. Ar re anavezetta a zo Gien, den iaouank desked mad : Eli spered kaer a zen, bet e leac’h Fransez e penn an Urz hag a velimp c’hoaz enn histor-man, ha Vituz leun a garantez evit Doue. Er gear-ze, ar Zant a zavaz eur gouent, hag a lakeaz enn he fenn ar breur Silvestr, deuet gant-han euz a Zantez-Mari-an-Elez, hag hor beuz c’hoaz komzet anez-han.
Mez tostaat a ra ar c’horaiz. Fransez a dec’h kuit dioc’h he vreudeur sioul, hag lavaret netra da zen. Mont a reaz enn eun enezennik a zo e kreiz eul lenn vraz, hanvet Trazimen. Eno, epad daou ugent dervez, e vevaz gand eun hanter dorz vara ha banneou dour eienn a rede e kichenn. Da bask e tistroaz da Gorton. Eno ec’h en em lakeaz da skollia ha da ziskouez an hent mad d’ar re a ioa enn nevez deuet enn he Urz. Goudeze e lakeaz enn ho fenn ar breur Gien, deuet e berr amzer da vale eeun var hent ar zantelez. Ha p’an doa great an traou-ze e z’eaz adarre enn hent gand ar breur Silvestr.
P’en em gafchont e Arezzo oa freuz e kear. Tud ar vro a ioa etre diou lodenn, ha drouk braz enn eil hag enn eben : edont o vont d’en em ganna. Fransez, dre druez ouc’h an dud keaz-se, a en em lakeaz da bedi. Goude beza pedet e komzaz out-ho a Zoue ; euz ar garantez a dle an eil kaout evit egile, ha traou all brao evelse. Tud Arezzo a deuaz d’en em unani, ha, dre anaoudegez-vad evit ar Zant, e leschont anez-han da zevel eur gouent. enn ho c’hear. Izoum braz en doa a gement-se, rak kals tud, gounezet gand he gomzou, a falveze dez-ho dont da veva gant-han er baourentez.
Euz a Arezzo e c’hoanteaz dez-han mont da Floranz ; mez uzet oa e iec’het, hag e rankaz choum e Gargereto, el leac’h ma savaz evelato eun tammik ti bian evit he Vreudeur.
E Floranz e c’hounezaz tud euz ar renk huella. Enn ho zouez e kavomp Iann Parant, den a lezenn desket meurbed, ha divezatoc’h Jeneral an Urz. Tud vad a roaz dez-ho eun tiik bian abalamour m’oa Fransez mignoun da Zoue. Var dro miz here ec’h en em lakeaz adarre enn hent. E kear Piz e tigemeraz enn he Urz daou zen hag a ioa dija huel er zantelez : Anj hag Albert. Kenta rener o deoue ar Breudeur bian e Franz, a oue Anj.
Er bloaz 1212 ar Zant a en em gavaz e Sarziano. Tud ar gear-man o doa kement a blujadur o klevet anez-han o komz a Zoue, m’her pedchont da jomm enn ho zouez. Ar Zant a lavaraz dez-ho e ranke mont c’hoaz da vroiou all da brezek J-K. Neuze da viana, eme an dud vad-man, lezit ganeomp unan bennag euz ho preudeur. Ar Zant a zelaouaz ho goulenn. Eun ti bian a oue savet evit-ho eun hanter heur vale dioc’h kear, var eur menez a beleac’h e velet Asiz. Fransez a garie kenan mont var ar menez-se da bedi abalamour m’edo pell dioc’h trouz ar bed. Setu perak eun den a gear a lakeaz sevel dez-han, distak dioc’h ti ar breudeur all, eul lochenn e koat. Ar Zant ne falvezaz dez-han jamez mont el lochenn-ze ; re vrao e kave anez-hi : e koat oa great ! Red e oue sevel dez-han eur c’hoz-lochenn henvel ouz al lochennou a zavor breman, er pennad dioc’h an ti, da lakaat al ludu.
En eur zont a Zarsiano, Fransez a dremenaz dre gear Sitonio, el leac’h ma savaz eur gouent all, hag ac’hano e tistroaz var eeun da Asiz.
Bloaz a ioa abaoue m’oa eat kuit. Tud Asiz a reaz dez-han eun digemer dispar. Ar brud euz he brezegennou, euz he zantelez, euz ar burzudou a rea a ioa deuet pell-zo betek enn-ho. Abalamour da ze, e z’ejont d’hen diambrouk, bokedou ha skourrou guez gant-ho enn ho dourn. Kana a reont himmou ha kantikou enn henor d’ar Zant. Fransez a iea dre douez an dud pleget he benn da Zoue e kase an oll meuleudiou-ze. Evit-han he unan, ne c’houlenne nemed dismeganz an oll.
Kenta ma c’hellaz en em distaga dioc’h tud Asiz e z’eaz d’ar gear, da Zantez-Mari-an-Elez. Eno e kavaz kals tud deuet da c’houlenn beza digemeret enn he Urz. En em lakaat a reaz dioc’htu da brezek dez-ho, da gelen anez-ho, da zeski dez-ho bale dre an hent mad, evel ma rea ar Breudeur kosoc’h a ioa o prezek dre bevar c’horn an Itali.
Karget e oue da brezek, e kear Asiz, ar c’horaiz euz ar bloaz 1212. Hen ober a reaz gand kement a nerz hag a zantelez, ma teuaz kals tud da zistrei ouz Doue, ha lod all da c’houlenn beza digemeret enn he Urz.
Etouez ar re a deuaz da gaout St Fransez edo Stez Klara dibabet gand Doue evit beza mamm da eur vandenn c’hoarezed — herrio e leveror seurezed — a dlie lugerni dre ar bed, euz an eil penn d’egile, evel ma lugern ar stered enn env epad an noz.
Klara a ioa ganet e Asiz, a dud nobl ha pinvidik-braz. He mamm e doa desket dez-hi, abred karet Doue a greiz he c’haloun. Guisket kaer, ervez he c’hendere, e ranke beza ; mez a zindan he dillad brao e touge eur gouriz reun. Gounezet neat e oue o klevet Fransez o prezek. Dont a reaz meur a veach, gand eur voereb koz dez-hi, da Zantez-Mari-an-Elez da c’houlenn kuzul digant ar Zant. Lavaret a rea dez-han e felle dez-hi beva er baourentez ar vrasa, beva divar an aluzenn, ha tremen he buez, pell dioc’h trouz ar bed, o pedi Doue noz-deiz, a c’hinou hag a galoun.
Var dro fin ar c’horaiz euz ar bloaz 1212, Fransez a lavaraz dez-hi oa deuet an heur da guitaat ar bed ha d’en em rei oll da Zoue. Klara e doa neuze 48 vloaz. D’ar zul bleuniou, an 18 a viz meurs, e z’eaz d’an ofern da gerc’hat he bod palmez, hag enn he c’herc’henn an dillad ar braoa. Enn noz varlerc’h, gant unan euz he flac’hed, e kuiteaz ti he zad hag e z’eaz da Zantez-Mari-an-Elez. Fransez hag he vreudeur a ioa enn iliz o lavaret ho matinezou. Oll e kemerchont bep a c’houlaouenn goar evit he digemeret. Trouc’het e oue dez-hi he bleo, ha Fransez a roaz dez-hi, evit ober he guiskamant, eun tamm mezer, er memez liou gand he zae he unan.
Setu aze ar penn kenta euz ar c’hoarezed Stez Klara, han vet Urz an Itrounezed paour. Goude an traou-man e oue kaset da gouent c’hoarezed St-Beneat. Her c’houmpren eaz avoalac’h a refot, kerent Klara a ieaz eun drouk braz enn-ho o velet ho merc’h o kemeret eur stad ken dister ha ker paour, int-hi hag a ioa nobl ha pinvidik braz. N’euz fors Klara a harpaz out-ho. Goasoc’h c’hoaz, ervez ar bed, a en em gavaz gand an dud-se touellet gand an henoriou hag an arc’hant. Eur verc’h all dez-ho, hanvet Agnez, a dec’haz ive euz ar gear hag a redaz da gaout he c’hoar. An dra-man a ioa re. Eur marc’hek eontr d’an diou blac’h iaouank, a ieaz d’ar gouent ; hag evel n’oa ket evit lakaat hini anez-ho da zistrei d’ar gear, e krogaz e Agnez dre he bleo, hag he zreinaz er meaz euz ar gouent. Mez Doue a ioa eno. Breac’h ar marc’hek a zounnaz enn eun taol, hag e rankaz diskregi Klara a deuaz da gerc’hat he c’hoar, ha goudeze ne oue trouz ebed ken. Ouc’h penn an dra-ze, eur c’hoar all da Glara ha da Agnez, hanvet Beatrix a deuaz, a benn eur pennad, d’ho c’haout da c’houlenn beva divar an aluzenn evel-d’ho. Ho mamm ive, deuet da veza intanvez, a guiteaz ar bed hag a deuaz da veva evel he zeir merc’h.
Hennez eo an eil Urz savet gand St Fransez.
Marteze ounn chommet re hir da gounta d’eoc’h histor Klara hag hini e c’hoarezed. Mez c’hoant am oa da lavaret eun dra bennag divar benn an Urz-se ne ket kals anavezet e Breiz-Izel. Meur a ene paour, e touez ar merc’hed iaouank, a zo marteze e poan, abalamour ma n’ho deuz ket c’hoaz kavet ho hent. Ra deuio va c’homzou da sklerijenna ho spered, ha da ziskouez dez-ho ar stad m’int galvet marteze gand Doue da veva enn-han ?
Distroomp breman da histor St Fransez.
He brezegennou epad ar c’horaiz o doa
skuizet ar Zant. Ma n’en diviche selaouet
nemet-han he unan, e viche chommet e
Santez-Mari-an-Elez da bedi, da zevel, ep
ehan ebed, he spered hag he galoun varzu
an Env, ha da veva, evel pa lavarfenn
d’eoc’h gand Doue hag an Elez. Mez ar
Zant a falveze dez-han ober e pep tra ar
pez a bliche da Zoue. Setu perak e kasaz
ar breur Maze ha Filip da c’houlenn digant
Stez Klara hag ar belek Silvestr ar
pez a dlie da ober : pe chomm e Porsionkul,
e kouent Santez-Mari-an-Elez, da
bedi a-hed he vuez, pe mont adarre da
brezek ar bedenn, ar baourentez hag ar
binijenn dre ar bed.
Ar belek Silvestr, a ouzoc’h er-vad, eo ar belek-se en doa klasket trabas ouc’h ar Zant divar benn ar vein en doa guerzet dez-han evit rapari iliz St-Damien. Ha n’oa ket an dra-man diskouez dirak an oll en doa ankounac’heat an drouk a ioa bet c’hoant da ober dez-han ? O, St Fransez, ma teufe ar gristenien da heulia ar skouer-vad a roit dez-ho aman, ne ve ket kement a gasouni hag a brosezou enn ho zouez !
An daou Vreur-man a lavaraz da Zilvestr, da Glara ha d’he c’hoarezed pedi Doue, da goulenn digant-han petra dlie Fransez da ober. Na Klara, na Silvestr n’o doa en em velet. Koulskoude, goude beza goulennet sklerijenn digant Doue enn ho fedennou, e leverchont ar memez tra.
P’en em gavaz an daou Vreur enn dro, Fransez o c’hasaz gant-han enn eul leac’h distro, e kreiz eur c’hoat ; hag eno, var bennou he zaoulin, dizolo he benn, he zivreac’h e kroaz, e lavaraz dez-ho : « Ac’hanta, petra c’hourc’hemenn dign J.-K. ? »
— Hon Tad hag hor Breur, eme ar re-man, Doue a fell dez-han e z’afac’h da brezek, rak n’en euz ket galvet ac’hanoc’h da labourat evidoc’h hoc’h unan epken, mez evit silvidigez an oll. It ep aoun ebed ; prezegit, Doue a lakaio var ho muzellou ar pez a dlefot da brezek. »
Ar Zant, o klevet ar c’homzou-ze, a zantaz he galoun o virvi enn he greiz dre ar garantez en doa evit he nesa, hag a lavaraz :
— Eomp-ta enn hent enn hano J.-K. Hor Zalver.
Hag e guirionez, evit-han da veza, ne lavaran ket klan, mez uzet gand he labourou hag he binijennou, e z’eaz var eeun enn hent, en eur gas gant-han an daou vreur Maze hag Anj Rieti.
Fransez a ia enn hent. — Sermoun d’al laboused. — Ar penn-danvad. — Oan bian Jaketta Settisoli. — Fransez o pedi a-unan gand laboused. — Eur c’hrill. — Ar falc’hun ha Fransez. — Ar guennelied. — An den lor. — C’hoant da vont da vro Sao-Heol. — Bevagna. — Aotre ar Pap. — Pense. — Roue ar bluen. — Den iaouank kear Milan. — Klenved Fransez. — Daou lizer. — Ar Marok. — Kear Terni. — Ar marc’hek Orlando. — St Jakez Kompostel. — Kotolai. — Fransez a jomm daou vloaz er Spagn. — Distro d’he gouent. — Ar c’houeriad Iann. — Fransez hag an azenn. — Menez Alvern. — Orlando. — Al laer.
etu ive-ta Fransez enn hent gand he
zaou vreur Maze hag Anj Rieti. N’oant
ket eat goall bell dioc’h ar gear pa dremenchont
dre greiz eur c’hoat. Eno oa
eur vandenn laboused, a nije divar an eil
vezenn var eben, a zave hag a ziskenne
divar an eil skour var eguile. Kana ha richounat a reant a greiz ho c’haloun. Ar
Zant ouz ho c’hlevet a deuaz da zonj dez-han
euz a gomzou Hor Zalver : « It, prezegit
an Aviel da gement tra grouet a
zo. » Chomm a reaz a za, en eur lavaret
d’he zaou Vreur :
— Gedit ac’hanoun aman eur pennad var ar vinojenn : mont a ran da zermoun d’al laboused, va breudeur.
Gervel a reaz al laboused, hag oll ec’h en em vodchont enn dro dez-han. Neuze ar Zant a gomzaz out-ho evel-hen :
— « Labousedigou, va vreudeur, c’houi
a dle meuli ha karet Doue a greiz o kaloun,
rak en eo en euz goloet ac’hanoc’h.
a blun evit ho tiouall dioc’h ar riou ; en
eo en euz roet d’e c’h diouaskell da
nijal dre an ear, el leac’h ma kirit ; den
ne c’hell stanka an hent ouzoc’h. Euz ar
re genta e touez an anevaled oc’h bet
krouet gand Doue ; e arc’h Noe eo bet
miret ho tud koz. N’hoc’h euz izoum na
da hada, na da eosti ; ho poued a gavit
atao. Guez huel oc’h euz da ober ho
neichou, ar pez ho diouall dioc’h pep
drouk. Abalamour da-ze kanit bepred
meuleudiou d’an A. Doue. »
Epad ma komze ar Zant al laboused a astenne ho gouzouk varzu enn-han, a zave hag a blege ho fenn : an ear o doa da entent ar pez a lavare. En, euz he du, a iea dre ho c’hreiz, a jomme da zellet out-ho gand plujadur, hag hini anez-ho ne dec’he kuit. Lavaret e viche oant oll laboused don. Goude he zermoun e roaz dez-ho he vennoz, ha ker buan e nichont oll kuit oc’h en em ranna e peder renkad evel ma lavarfac’h e peder breac’h ar groaz, hag o vont varzu pevar c’horn ar bed. An A. Doue, me gred, en doa c’hoant da ziskouez dre gement-man d’ar Zant pegen nerzuz e viche he gomzou, e kement bek douar a zo, euz ar Zao-heol d’ar C’hus-heol.
Guelet a rit pe ger braz galloud en doa
Fransez var al loened mud, pe, pa lavarign
mad, guelet a rit penaoz e teu an
A. Doue da ziskouez he zantelez dre
graouadurien ha n’o deuz ket a skiant.
Mez ne ket eur veach epken e reaz ar
Zant burzudou evel an hini em euz kountet
d’eoc’h. Mont a ran da lavaret d’eoc’h
unan bennag all c’hoaz, rak ho c’hounta
oll penn-da-benn a ve re hir.
E Stez-Mari-an-Elez, e oue eun dervez digaset dez-han eur penn-dan vad Arzant her c’hemeraz gand plujadur : choa en doa ouz an denved abalamour m’int loenedigou ha ne reont drouk da zen Evelato e kentelliaz anez-han en eur lavaret dez-han e tlie atao, hag e pep leac’h, meuli Doue. An danvad, evel p’en diviche ententet ar Zant, pa gleve ar Breudeur o kana ho ofisou, enn Iliz, a iea d’ho c’haout, hag a blege e ziou c’har araok en eur dremen dirak ar Zakramant, meulet ra vezo ! ha goudeze e z’ea da vlejal dirak aoter ar Verc’hez. Epad an ofern, d’ar gorreou, e plege e bevar droad, hag ec’h en em astenne var an douar, evit diskouez d’an oll pegement e tleor kaout doujanz evit ar Zakramant burzuduz-se, m’eman enn-han, dre garantez evidomp, Korf ha Goad Hor Zalver J.-K.
Setu aman eun dra all. Epad m’edo, eun dro, e Roum, unan bennag a roaz dez-han eun oan-bian. Pa z’eaz kuit her lezaz e ti eun itroun, hanvet Jaketta Settisoli, hag a ioa douget kenan da Fransez ha d’he Urz. Mad, an oan-ze, evel pa viche desket gand ar Zant da garet Doue, ne vanke jamez da vont d’an Iliz bep tro ma z’ea he vestrez. Mar teue an itroun-man, eur veach bennag, da gaout re vouk he guele dioc’h ar mintin, ha ma talee da zevel, an oan a c’hapoule, a lamme dre an ti, a rea kement a drouz ma tihune anez-hi, ha, dre he vlejerez, e lavare dez-hi oa mall mont d’an iliz.
Eur veach all, ar Zant a ioa e kouent St-Verekond, e Eskopti Gubio. Eun danvadez a deuaz da hala : eur viz didruez a zebraz an oan-bian. Pa glevaz ar pez a joa c’hoarvezet, o sonjal enn oan dinam a zo marvet evidomp var ar Groaz e lavaraz : « Oanik bian, va breur, evel J.-K. n’ho c’heuz great drouk da zen. Ra vezo milliget al loen kriz ha divalo en euz lazet ac’hanoc’h ! Ra na deuio na den, nag aneval ebed zoken da zebri euz he gik ! » Ker buan ar viz a deuaz da zizec’hi var he zreid, ha da dreutaat kement ma varvaz tri dervez goudeze. Taolet e oue er meaz euz he c’hraou enn eur c’hougn distro e leac’h ma teuaz da zec’ha evel eun tamm koat brein. Aneval ebed n’en doa efer anez-hi.
Eun dro e oue digaset dez-han eur c’had veo. He lakaat a reaz var an douar en eur rei frankiz dez-hi da vont kuit. Mez ar c’had, e leac’h tec’het, a lammaz var he varlenn. Ar Zant he stardaz var he galoun, evel ma ra eur vamm d’he c’hraouadur, en eur lavaret dez-hi, enn he skouarn, diouall da veza paket eur veach all. Lakeat e oue goudeze meur a veach var an douar, ha bep tro e lamme atao var barlenn ar Zant. O velet an dra-ze e tivinaz petra c’houlenne ar c’had keaz. Lavaret a reaz da unan euz he vreudeur mont d’he c’has enn eur park bennag pell dioc’h an tiez. Great e oue ar pez a lavare, hag ar c’had, kaset di, a en em lakeaz da redet hag a jommaz eno.
Eun dervez edo Fransez o tremen dre eul louc’h a zo e kichenn kear Veniz. Eno, e kreiz ar broustaill, oa eur vandenn laboused hag a gane goalc’h ho c’haloun. « Selaouit-ta, va Breur, emez-han, d’an hini a ioa gant-han ; setu al laboused, hor breudeur, o kana meuleudiou an A. Doue. Eomp enn ho zouez, hag, a unan gant-ho, e kanimp pedennou an iliz. Al laboused ne rechont van ebed evit guelet anez-ho o tont enn ho zouez, hag a gendalc’haz da gana a bouez o fenn. Mez re a drouz a reant, hag an daou relijiuz n’oant ket evit lavaret ho fedennou er c’hiz m’oa red. Neuze ar Zant a lavaraz dez-ho : « Va breudeur laboused, ehanit da gana eur pennadik ma c’hellimp, va breur ha me, lavaret hor pedennou evel ma z’eo dleet deomp hen ober. » Ker buan al laboused a davaz. Goude m’oa achu he bedennou gant-han, e lavaraz d’al laboused : « Breman, kanit adarre meuleudiou an A. Doue. » Hag al laboused en em lakeaz da gana adarre kement ha ker brao, m’oa eun dudi ho c’hlevet.
E kouent Santez-Mari-an-Elez, e Porsionkul, oa eur vezenn fiez dirak lochenn St Fransez. Enn tu bennag var skourrou ar vezenn-ze oa deuet eur c’hrill ha ne ehane da gana. Ouc’h he c’hlevet, ar Zant en en gave douget da bedi muioc’h c’hoaz an A. Doue. Abalamour da-ze he galvaz eun dervez da zont d’he gaout Ar c’hrill a zentaz hag a deuaz d’en em lakaat var he zourn. Neuze e lavaraz dez-hi : « Grill, va c’hoar, diskouez deomp, d’am breudeur ha dime, peger brao e kanez, ha kan deomp a greiz kaloun meuleudiou an A. Doue. » Ker buan ar c’hrill en em lakeaz da gana, ha ne ehanaz da gana ken a lavaraz ar Zant dez-hi distrei var he guezenn. Chomm a reaz eno epad eiz dervez. Mont a dont a rea en eur gana ervez ma c’hourc’hemenne dez-hi ar Zant. A benn eiz dervez, Fransez a lavaraz d’he Vreudeur : « Avoalac’h a blujadur e deuz great deomp hor c’hoar, ar c’hrill. Eiz dervez a zo m’eman oc’h alia ac’hanomp da gana kantikou d’Hor Zalver. » Lavaret a reaz dez-hi ive-ta mont kuit ; ha goudeze ne oue klevet ken : aoun e doa, me gred da zizenti ouz ar Zant.
Fransez a ioa eat, pell dioc’h trouz ar bed, var menez Alvern, evit ober he goraiz. Kerkent a m’oue en em gavet eno, laboused a bep seurt a deue da nijal ha da c’hournijal enn dro d’he lochenn o kana, pep hini evel m’oa lakeat gand Doue da ober. An dra-ze a ioa evit diskouez dez-han ar blujadur o doa al labousedigou-ze ouc’h he velet, hag ive evit hen alia da jomm atao eno. O velet kementse, e lavaraz d’he Vreudeur : « Guelet a ran e fell da Zoue e chomfemp pell aman, pa z’eo guir e ra hor breudeur laboused eun digemer ken dispar de-omp. » Epad m’edo ar Zant er gouent-se, eur falc’hun a reaz he neiz e toull unan euz ar mogerriou, hag a deuaz da veza eur mignoun braz dez-han. Bep noz, pa veze deuet an heur da zevel, da lavaret ar pedennou, ar falc’hun a grie hag a rea trouz ken a viche dihunet ar Zant. Avechou e veze skuiz goude beza bet var ar meaz o prezek, neuze ar falc’hun a leze anez-han da gousket, ha n’hen dihune nemed da c’houlou-deiz. Ha ne ket Doue he unan eo en doa digaset di ar falc’hun-ze evit brasa mad Fransez ? Oh ! eo. Anat eo.
Eun dervez edo hor Zant o tremen dre eur bourk braz, hag ec’h en em lakeaz da zermoun var al leur-gear. Ar bobl a vodaz enn dro dez-han. Mez guennelied, ne oar den ped, a ioa var doennou an tiez a dro-var-dro, hag a richoune kement n’oat ket evit en em glevet gant an trouz a reant. Neuze ar Zant a droaz varzu enn-ho, hag a gomzaz out-ho evel hen : « Guennelied, va c’hoarezed avoalac’h oc’h euz glabouset evel-se : tavit eur pennad, ha lezit ac’hanoun da gomz d’an dud-man euza Zoue hag euz he vadelez. » Raktal ar guennelied a davaz. Kerkent ha m’oue achuet he brezegen gand Fransez, ec’h en em lakechont adarre da richounat ker goaz, pe goasoc’h eged a ziagent.
Mez ne ket dre vurzudou great var loened mud epken en deuz diskouezet an A. Doue santelez Fransez. Eun dervez e teuaz ar Breudeur da lavaret dez-han oa enn hospital eun den lor ha ne rea nemed lavaret a bep seurt traou divalo dez-ho. Zoken e skoe gant-ho pa dosteant out-han. Toui ha sakreal a rea ken a dregerne an ti gant-han. N’oa ket avoalac’h kementse, ne gave komz louz avoalac’h ebed da lavaret divar benn Hor Zalver hag he vamm ar Verc’hez Vari. Ar Breudeur o diviche gouzanvet ep en em glemm he daoliou ; mez ar pec’hejou all a laoske a rea re a boan dez-ho. Setu perak e teuchent da gaout an Tad. Fransez a ieaz da gaout an den lor, a roaz dez-han he vennoz, hag a gomzaz out-han gand dousder en eur lavaret e tlie plega d’ar pez a felle da Zoue. Poan gollet. Neuze e z’eaz, evel dre guz, enn eur c’hougn euz ar gampr. Eno ec’h en em strinkaz d’an daoulin hag e vouelaz dourek en eur bedi Doue. Goudeze e teuaz da gaout an den lor, hag e lavaraz dez-han : « Mad, va breur paour, petra c’helfemm-me da ober hag a rafe plujadur d’eoc’h ? — « Me fell dign, eme an den a klan divergont, e voalfac’h va c’horf penn-da-benn, rak n’ounn ket evit hen ober va unan : donjer em euz ouzign, re a c’houez-fall a zo gan-en ; mez me a a fell dign her rafac’h, c’houi. »
Fransez, ep lavaret ger, a lakeaz tomma dour en eur deuler enn-han eun dournad louzeier c’houez-mad. Lammet a reaz he zillad digant an den lor, ha raktal ec’h en em lakeaz, a greiz he galoun, da voalc’hi he c’houliou euguz. Oh ! tra burzuduz ! E kement leac’h ma lakea Fransez he zourn santel, al lorgnez a iea kuit, hag, enn he leac’h, e teue eur c’hroc’henn iac’h ha flamm.
Ar guel a gement-man a skoaz eun taol pounner var galoun an den klan. Goude lorgnez he gorf e kouezaz ive lorgnez he ene. Daelou puill a zivere euz he zaoulagad, deuet oa enn-han he-unan, distroet oa divar an hent fall. En em strinka a reaz d’an daoulin da drugarekaat an A. Doue, ha da c’houlenn digant-han pardoun euz he bec’hejou Doue a zelaouaz he bedenn. Tremen a reaz er gouent eur blavez bennag oc’h ober pinijenn, hag o c’houlenn trugarez ouz Doue. Mervel a reaz evel eur Zant, en eur boket d’he grusifi. Doue, evel p’en diviche c’hoant da baea ar Zant euz ar pez en doa great, a reaz ma velaz ene ar paour lor o vont d’ar Baradoz e touez an Elez hag ar Zent.
An traou burzuduz-se, emaoun o paouez kounta d’eoc’h, ha ne ziskouezont ket anat e teue Fransez a berz Doue ?
Ar Breudeur bian a brezege, eur pennad a ioa, dre bevar c’horn an Itali. Fransez a felle dez-han breman mont pelloc’h. Da vro Sao-Heol e ranke mont he unan, a lavare, da brezek an Aviel d’an dud divadez. Kaout a rea dez-han ive, ar pez a ioa he vrasa c’hoant, en diviche gellet dre eno skuilla he c’hoad evit J.-K. Mez ne gave ket mad mont keit-se ep goulenn kuzul digant H. T. S. ar Pap. Hag en varzu Roum. En eur dremen dre gear Bevagna, ec’h en em lakeaz da brezek var ar garantez a dleomp kaout evit Doue gand kement a nerz ma teuaz eur vandenn bec’herrien da zistrei divar an hent fall : lod euz anez-ho zoken a felle dez-ho mont enn he Urz da ober pinijenn. Goude ar zermoun e oue digaset dez-han eur plac’h iaouank hag a ioa dallez. Her pedi a rejor da rei dez-hi ar gueled. Fransez, goude beza teir gueach glepied he viz var de deod, ha frotet gant-han teir gueach daoulagad ar glanvourez, en eur lavaret hano an tri fersoun euz an Dreindet, he rentaz pare.
Dre ar burzud-se, ar Zant a velaz sklear edo an A. Doue a du gant-han, hag e z’eaz dioc’htu var eeun da Roum, ep dale e nebleac’h. Ar Pap Innosant III hen digemeraz gand eur joa vraz, en eur veuli Doue, da veza, e ker berr amzer, kresket an niver euz he vugale a rea kement a vad enn Itali, hag a aotreaz gant-han mont da vro Sao-Heol da brezek an Aviel d’an Durked divadez.
Epad m’edo enn dro-man e Roum eo e reaz anaoudegez gant an intanvez santel, hanvet Jaketta Settisoli, emeuz komzet anez-hi d’eoc’h dija, hag e komzign c’hoaz. E ti houman eo e loje ar Zant hag he Vreudeur bep tro ma z’eant da Roum.
Fransez a zistroaz buanna ma c’helle da gouent Stez-Mari : mall braz en doa da vont da vro an Durked. Lakaat a reaz Per Katan da ren ar gouent hag ar Breudeur all epad ma viche er broiou a bell, ha dioc’h-tu, eur Breur epken gant-han, e z’eaz d’eur porz-mor da glask eul lestr hag a iache d’ar broiou-ze. Nebeut derveziou goude m’ec’hen em gavaz unan : hag en ebarz. Mez, e fesoun, n’oa ket deuet c’hoaz evit-han ar poent da vont er broiou-ze, rak pense a reaz, ha taolet e oue var douarou a zo breman d’an Autrich. Ne jommaz eno nemed nebeuta ma c’hellaz. Kenta lestr a gavaz e savaz enn-han adarre evit distrei d’an Itali. E kear Ankon e touaraz.
A veac’h digouezet var douar an Itali mac’h en em lakeaz da brezek ker goaz ha biskoaz. E kear San-Severino oa eur skrivanier euz ar re vrudetta. Ervez ar gont a reor e troe he skridou ker brao ha ker brao ma oue leshanvet Roue ar bluen. An Impalaer Frederik II en doa roet dez-han eur gurunenn aour abalamour ma renke ker brao kement tra a skrive. Enn eur ger, n’oa ken kaoz er vro nemed anez-han hag euz ar pez a skrive. Mad, mont a reaz, evel kals ar re all da zelaou ar Zant a komze enn dervez-se euz a eun Doue maro var ar groaz dre garantez evidomp. Gounezet he oue he galoun ; dont a reaz da c’houlenn digant Fransez beza digemeret gant-han, ha beva betek he varo, oc’h ober pinijenn, a zindan guiskamant groz ha rust ar Breudeur-bian. Fransez hen digemeraz. Eur spered eaz-kenan a zen oa : kement tra a reat a blije dez-han ; jamez n’en em glemme nag euz a zen, nag euz a netra. Setu perak ar Zant a hanvaz anez-han ar breur Pasific, e brezounek, Den a beoc’h.
N’eo anavezet breman nemed a zindan an hano-ze ; he hano epad m’edo er bed, evit-han da veza brudet, ne ket deuet betek ennomp.
Hano ar relijiuz o zo chommet, hano den ar bed a zo eat e moged. Ha c’hoaz e tilezor Doue evit klask enoriou ar bed-man !
E miz here, 1212, distro d’ar gouent Stez-Mari, ec’h en em lakeaz adarre e penn e Urz evit sturia he genvreudeur. Eno e kavaz he Vreudeur koz, ha kals a dud iaouank deuet da c’houlenn beza digemeret gant-han evit beva ervez ar reolenn en doa great.
Nebeut amzer goude m’oa distroet, ec’h en em gavaz, e Stez-Mari, ha gant-han eur Breur-bian, eun den iaouank euz al Lombardi. Heman a deue d’ar gouent, enn dro dez-han kals kamaraded, kerent ha zoken fors mevellien. Ar Zant, souezet o klevet kement a drouz e tal dor ar gouent, a ieaz da c’houzout petra a ioa a nevez.
— Va Zad, eme ar Relijiuz m’oa deuet gant-han, heman an den iaouank-man a zo desket kenan ; pinvidik eo hag euz a dud a renk huel a gear Milan eo ive. Goulenn a ra beva ervez ar reolenn oc’h euz great.
— Heman an den iouank-man, eme ar Zant, en eur vousc’hoarzin, ne ket great evit beva enn hon Urz-ni. Re a fouge a zo enn-han re e kar al lorc’h. Guelit kement all a dud deuet gant-han da eun ti ker paour hag hon-hini-ni ! An dra-ze a ziskouez eo eun den rok, hag en deuz muioc’h a garantez evit ar bed eged evit ar baourentez. Evelato pa z’eo guir eo deuet, e z’an da c’houlenn kuzul digant va Breudeur.
Ar re-man a roaz oll, dirak an den iaouank, ali d’ar Zant da jomm ep her c’hemeret. O klevet kementse an den iaouank a zirollaz da vouela. Fransez, gounezet ouc’h he velet, a lavaraz : « Va Breudeur, ha kemeret a refot anez-han mar pleg, ha m’ec’h en em izella da ober labour dister ar gegin ? An dra-ze a denno an avelach euz he benn. »
Ar Breudeur a lavaraz ia : hag an den iaouank a zoublaz a galoun vad da ober ar pez a c’houlennet digant-han. Ar Zant ouz her c’hlevet a grogaz enn-han a-dro-vriad, a bokaz dez-han, a lakeaz anez-han da verza he zanvez ha da rei an arc’hant d’ar paour. Goudeze e kasaz anez-han da eur gouent all. Eno, e kreiz he labour dister, e teuaz da zevel kement er zantelez, ma oue lakeat gand Fransez, abarz nemeur, e penn ar gouent-se, da sturia ar Breudeur all.
Var dro fin ar bloas, uzet gand he labourou, e kouezaz ker klan ma rankaz Eskop Asiz gourc’hemenn dez-han kuitaat he gouent, dilezer he binijennou rust, ha mont da jomm en eur gambr enn Eskopti. Eno e viche lakeat unan bennag var he dro evit rei dez-han ar pez a viche red evit her parea. Diez braz e oue diloja ar Zant ; evelato senti a reaz ouz mouez an A. n’Eskop. Ne ouet ket evelato miret out-han da zigemeret ar Breudeur nevez a veze digaset dez-han euz ha bep tu. Rei a rea dez-ho sae he Urz, sae ar binijenn, ha da lod, sklerijennet gant Doue, e tizoloe an amzer da-zont.
Er penn kenta euz ar bloaz 1213, oa atao klan a gorf ; mez he garantez evit Doue a ioa bepred birvidik. N’en doa kenn huvre nemed da stigna karantez Doue dre ar bed, n’en doa kenn c’hoant nemed da zavetei an oll. Mes astennet, pe, evit lavaret guell, staget gand ar c’hlenved var he vele, n’oa evit mont da nebleac’h. Neuze, evit dizamma he galoun hag ober atao eun dra bennag evit Doue, e skrivaz eul lizer d’an oll gristenien euz ar bed evid ho alia da garet Doue a greiz ho c’haloun, ha da lakaat ar re all da ober ive. Al lizer-ze a oue digemeret gand an dudi ar vrasa gand an oll. Pep hini her skrive he unan, evit er c’haout atao gant-han, pe a bae re all d’her skriva evit-han ; rak d’ar mareou-ze ne gouiet ket c’hoaz moulla al leoriou evel m’her greor breman. Ia, gand kement a zudi e oue digemeret al lizer-ze, ma oue pedet ar Zant da ober eun all hirroc’h evit displega sklearroc’h ar pez en doa skrivet enn he hini kenta. Hen ober a reaz, hag, en eur achui ne lavare n’oa nemed servicher an oll, ha ne rea nemed he zever en eur zisklerria freaz ha sklear d’an oll, kerkouls d’ar re binvidik, evel d’ar re baour, e tlient karet. Doue dreist pep-tra, ha tostaat an aliesa ar guella ouz Zakramant an Aoter, el leac’h m’eman e guirionez korf ha goad Hor Zalver J.-K.
Evel em euz her lavaret d’eoc’h, Fransez n’en doa kenn ioul nemed da skuilla he c’hoad evit J.-K. en doa skuillet he hini evidomp. C’hoant en doa bet da vont varzu bro ar C’huz-heol, ha Doue en doa her lakeat da ober pense : n’oa ket sounet evit-han c’hoaz an heur da vont er vro-ze : divezatoc’h e raio. Breman e fell dez-han mont d’ar Marok, gueach all bro gristen, hag el leac’h m’eman herrio bugale divadez Mahomet oc’h ober ho reuz. Ar pez a rea c’hoant da Fransez da vont da brezek d’ar vro-ze, eo abalamour an dud ac’hano a dage listri ar gristenien a dremene abiou, a laere kement a veze enn-ho, a lac’he lod euz an dud hag a gase ar re all gant-ho evit beza esklaved.
Ar vro, hanvet Marok, a zo stag ouz an Aljeri dioc’h tu ar C’huz-heol, ha distag dioc’h ar Spagn dre raz Jibraltar.
Mad, d’ar vro-ze e falveze d’ar Zant mont breman da brezek Aviel J.-K. Setu perak, d’an nevez amzer euz ar bloaz 1243, he nerz o veza deuet eun tammik bian da grenvaat, e lakeaz adarre Per Katan e penn he Urz. En em lakaat a reaz enn hent gand Per Kuintavall hag eur Breur all bennag evit mont dre ar Spagn ha raz Jibraltar betek ar Marok.
Setu ive-ta Fransez enn hent gand he Vreudeur. Mez an den santel n’oa ket evit mont abiou ar paourra iliz ep mont ebarz da bedi Doue : n’oa ket evit tremen dre an disterra bourk ep prezek ar garantez hag ar santelez da dud ar vro-ze.
E kear Terni, an A. n’Eskop, goude beza klevet sermoun ar Zant, a lavaraz d’ar bobl a jomme enn iliz evel mantret : « Guelet a rit, an den-man n’eman ket o klask komzou flour hag huel ; mez komz a ra d’eoc’h euz ho krouer, euz ar baourentez, euz ar zantelez gand kement a nerz hag a dan, ma tiskouez Doue ne ket an den epken eo a gomz pa vez o sermoun, mez en he unan dre he c’hinou, hag e kemer aliez ar re zisterra, ar re baourra da ober muioc’h a vad d’an eneou eged an dud skianteka hag a renk huella. » Ar Zant, o klevet ar c’homzou-ze, en em strinkaz da dreid an A. n’Eskop hag a bokaz dez-ho en eur lavaret : « Ho trugarekaat a ran da veza lavaret d’an oll n’ounn nemed eun den dister hag eur pec’her paour. Me n’ounn nemet eur preon douar. M’am euz lavaret eur gomz vad bennag, Doue eo en deuz he lavaret dre va ginou. » An A. n’Eskop en em hastaz d’her sevel enn he za en eur vouela, hag o sonjal pegenn dister ec’h en em lakea eun den ker zantel.
Meur a vurzud a reaz Fransez e kear Terni. Setu aman unan anez-ho. Eun dervez e teujor da lavaret dez-han oa kouezet eur voger var eun den iaouank hag e doa flastret-neat anez-han. Fransez a lavaraz d’an dud a ioa deuet d’he gaout tenna ar vein divar gorf an den maro, hag hen digas dez-han. Kementse a oue great. Ar Zant en em astenaz var ar c’horf flastret, a bedaz Doue a greiz he galoun, hag abarz nemeur goudeze, an den iaouank a zavaz ker beo ha ker iac’h hag a ziagent.
Edo adarre Fransez enn hent. Tremen a reaz dirak eur maner, el leac’h m’edo dastumet noblanz ar vro evit eur gouel a reant enn henor d’an Aoutrou Iaouank, e chapell he dud koz. Ar Zant a garie ar gouelliou kaer. Lavaret a reaz d’he Vreudeur : « Chommomp aman evit ar gouel brao-man. » P’oa achuet an traou er chapell, ha p’oa deuet an dud er meaz, e savaz var eun dosenn a ioa dirag, hag ec’h en em lakeaz, evel m’oa boazet da ober, pa gave he dro, da gomz d’an dud nobl-se euz a Zoue a zo ker mad evidomp, euz ar garantez a dleomp da gaout evit-han, euz ar baourentez hag euz a zilvidigez hon ene. P’oa achu gant-han e teuaz d’he gaout eun den iaouank nobl, ha zoken marteze a huelloc’h renk eged ar re all, hag a lavaraz dez-han en doa c’hoant da gaozeal gant-han etre en hag en. « Bremaik, eme Fransez ; pedet oc’h da zont aman d’ar fest, evel an aoutrouien all ; mad it gant-ho da leina, ha, goude ho lein, ni a gaozeo euz ar oc’h euz c’hoant da lavaret dign. »
Ar pez a lavare ar Zant a oue great. Kerkent ha m’oue debret he lein, Orlando — hennez oa hano an aoutrou iaouank ; dalc’hit sonj mad euz an hano-ze — Orlando a deuaz da gaout ar Zant hag a lavaraz dez-han : « Dioc’h ar pez oc’h euz lavaret deomp bremaik, c’houi hag ho Preudeur a zo tud hag o deuz c’hoant, goude beza bet o prezek d’ar re-all, da veva pell diouz trouz ar bed evit pedi Doue ha beva euz ar pez a vezo kaset d’eoc’h enn aluzenn. Mad, me ameuz du-hont, e bro Toskan, eur menez huel ha gouez. Eno e c’hellot beva ha pedi er c’hiz ma kerfot, rak ne d’aio den var ho tro. Mar plij d’eoc’h, me a roio ar menez-se d’eoc’h evit netra, evit ma plijo gand Doue digeri dign dor he Varadoz. » O klevet ar c’homzou ze kaloun Fransez a dridaz gand ar blujadur. Kas a reaz di daou euz he Vreudeur, en eur drugarekaat Doue hag an A. Orlando. Hag en a ieaz adarre enn hent varzu ar Spagn. Tremen a reaz dre ar c’hresteiz a Franz ep dale e nebleac’h : mall en doa d’en em gaout er Marok.
Evelato ne falvezaz ket dez-han treuzi ar Spagn ep mont da bedi var bez St Jakez, leshanvet ar major, a ioa e kear Kompostel. D’ar mareou-ze hennez oa ar pelerinach brudetta euz ar bed goude hini Jerusalem hag hini Roum. En em gavet eno, e z’eaz da c’houlenn lojeiz, er meaz kear, digant eur glaouaer paour, hanvet Kotolai. Epad an noz e save euz he vele evit mont da bedi var eur menez a ioa e kichenn. Petra c’houlenne dre he bedennou ? E z’eomp d’her guelet Aliet e oue gand Doue da zevel eur gouent euz he Urz enn eul leac’h hanvet Traonienn Doue hag an ifern, abalamour m’ac’h en em gave eno, an eil gand eben, diou draoniennik vian, unan hanvet Traonienn Doue hag an hini all Traonienn an Ifern. Al leac’h-se a ioa da venac’h St Beneat euz a gear Kompostel. Fransez a ieaz d’her goulenn digant an Tad Abad.
— Mez petra rofot dimme evithan, eme heman ?
— Me n’em euz nag aour, nag arc’hant, na netra, eme ar Zant. Paour-glez ounn. Evelato, e roign deoc’h bep bloaz, a galoun vad, dre anaoudegez evit ho madelez, eur manniad pesked euz ar c’houer a red enn draonienn, ia m’ar gellan paka.
An tad Abad o klevet komzou kenn displek, hag eur zantelez kenn eeun a verzaz Traonienn Doue hag an Ifern evit eur manniad Pesket ma viche gellet paka ; ma ne viche ket avad goaz a-ze. Fransez a zistroaz laouen da di Kotolai, hag a lavaraz dez-han :
— Va hostiz, mall eo deoc’h kregi enn ho labour, rak eur gouent euz va Urz oc’h euz da zevel e Traonienn Doue hag an Ifern. Doue a fell dez-han kementse.
— Va Zad keaz, eme Kotolai, penaoz e rafenn-me ann dra-ze ? Me n’ounn nemed eur glaouer paour o veva divar boan va divreac’h. Gouzout a rit em euz beac’h o c’hounit bara dign ha d’am zud.
— Na it ket da spounta, va map ; kemerit ho tranch, hag it da doulla eun tammik izelloc’h eged ar feunteun a zo e kichenn ho ti. Kleuzit eun tammik bian an douar hag e kafot eun tenzor braz. Gand an arc’hant-se e c’helfot ober ar pez a c’hourc’hemenn Doue d’eoc’h.
Kotolai, ep chipolal, a ieaz dioc’h-tu enn hent. Kaout a reaz an tenzor ha lavare ar Zant dez-han. Ar gouent a oue savet abarz nemeur, hag e Iliz ar gouent-se e oue lakeat, goude ho maro, korf Kotolai hag hini he c’hrek.
Al labouriou-ze ne virent ket ouc’h Fransez da veva evel a ziagent, me lavar da brezek, da c’hounit eneou da Zoue, ha da bedi noz-deiz a galoun hag a spered. En em lakaat a rea e doare da veza krenv avoalac’h evit prezek ar feiz da dud divadez ar Marok, ha da gaout eur garantez braz avoalac’h evit Doue evit skuilla he c’hoad evit-han. Mez ne ket an dra-ze eo a falveze da Zoue. Digas a reaz eun eal da lavaret dez-han chomm er Spagn, sevel eno kals kouentchou ho stegna he Urz dre bevar c’horn ar Rouantelez. Sevel a reaz ne oufenn ped kouent. Setu perak e rankaz chomm er vro-ze epad daou vloaz, 1213 ba 1214.
Kristenien a lenn an dra-ma, ped gueach n’hoc’h ket bet distroet, dre ali ho konfesour, dioc’h eun dra bennag o poa lakeat enn ho penn abalamour ma kave d’eoc’h n’oa netra guelloc’h evit ho silvidigez ? Ped gueach ive e kavac’h abek er c’honfesour-ze abalamour ma ne leze ket ac’hanoc’h da ober ho penn ? Koulskoude hennez ar c’honfesour-ze a gomz deoc’h enn hano Doue, evel ma reaz an eal da Fransez. Ar Zant a zentaz ep en em glemm, grit evel d’-han mar oc’h euz c’hoant da vale var he roudou. Ha c’houi a c’hoar guelloc’h eged Doue petra zo ar guella deoc’h da ober ?
Selaouit.
Tremen daou c’hant vloaz goude m’an doa Fransez diazezet he Urz er Spagn, martoloded ar vro-ze, Kristof Kolomb eun ho fenn, a zizoloaz eur vro hanvet Amerik, bro kals brasoc’h eged an Europ a bez, hag a ioa leun a dud gouez ha divadez. Mad, kerkent ha m’oa dizoloet, Breudeur-bian St Fransez, breman stignet dre ar Spagn, a ioa e doare da vont da brezek dez-ho an Aviel, ha d’ho badezi enn hano an Tad ar Map, hag ar Spered-Santel. Da bed ene n’o deuz ket ive-ta digoret dor ar Baradoz ? Ha ma viche eat Fransez da vervel, evel merzer d’ar Marok, he vugale hag int-hi o diviche gellet mont ker huan d’an Amerik ? Koulskoude eno, kerkouls hag el leac’h all, e varve tud bemdez, ha bemdez ive e koueze tud e puns an ifern, rak n’oant ket badezet. Ha c’houi, m’o piche great ho penn hoc’h unan, ha great o piche ar vad a rit breman, pe oc’h galvet da ober divezatoc’h ? Sentit ep en em glemm ouc’h ho konfesour evel m’her greaz Fransez ouc’h an eal.
A benn daou vloaz, Fransez a guiteaz ar Spagn evit distrei da Asiz. Dre gear Perpignan ec’h en em gavaz e Franz. Ne zaleaz ket eno. E kear Montpellier e lojaz enn eun hospital, hag e lavaraz d’ar re a ioa eno e viche an hospital-ze eur gouent euz he Urz. Hag, e guirionez, an dra-ze en em gavaz pemzek vloaz goudeze.
Oc’h en em gavout e Zantez-Mari-an-Elez, e chommaz souezet braz o velet eun ti nevez savet stag ouz ar gouent. Poan a rea dez-han guelet eun ti ker brao. — Koulskoude oa dister avoalac’h. —
— Breur Katan, emez-han, houman ar gouent-man a dle beza ar skouer euz ar c’houentchou all euz hon Urz. Var ar baourentez omp diazezet, ar baourentez eo hor c’hoar. Ar Breudeur, a zo o chomm e kouent Stez-Mari-ar-Porsionkul, a dle gouzaon an dienez, hag an ti-man a zo re vrao ; red eo hen diskar.
— Mez neuze, Tad, eme ar Breudeur all, ar pelerined a deuio aman a ranko chomm er meaz da loja evel al loened gouez. Neuze emaoc’h o vont da ziskouez n’oc’h euz tamm karantez ebed evit ho nesa.
Ar gomz diveza-man a oue avoalac’h evit gounit kaloun Fransez, hag an ti a jommaz enn he za.
Er misiou kenta euz ar bloaz 1215, eo ec’h en em gavas ar Zant e kouent Stez Mari. Eno e kavaz eun niver braz a dud : tud a bep renk, tud paour ha tud pinvidik. Gand al levenez ar vrasa e oue digemeret gand an oll. Pell a ioa edot oc’h her gortoz. Komz a reaz gand karantez ouc’h an oll. Disklerria a reaz sklear dez-ho petra ranke pep hini da ober m’an doa c’hoant da veva ervez ar reolenn en doa great. Aliez an dud euz ar renk disterra a zo bet ar re zantella, her lavaret emeuz deoc’h. Ar re baour, ar re divar ar meaz a blije muia dez-han. Ha setu aman hag hen diskouez deoc’h.
Eun dervez oa eat var ar meaz hag e kavaz eun lliz ha n’oa ket neat. En em lakaat a reaz da skuba anez-hi. Pa oue klevet, dre ar bourk, edo Fransez o skuba an Iliz, e tiredaz oll dud ar vro d’her guelet. Enn ho zouez oa eun den iaouank a ioa dilammet, var manchou he roched, euz ar park m’edo oc’h arat enn-han gand daou ejenn. Dre druez ouc’h ar Zant, o velet anez-han oc’h ober eul labour ker poanniuz, e z’eaz d’her c’haout hag e c’houlennaz digant-han her lezer da beur-skuba an Iliz. Ar Zant her lezaz da ober ; ha goude man doa skubet ker piz ne jomme ket eun tamm poultrenn var leur an iliz, e z’eaz da gaout Fransez, hag e lavaraz dez-han :
— Va Zad, abaoue m’am euz klevet penaoze vevac’h, c’houi hag ho Preudeur, me euz c’hoant braz da veva evel d’oc’h. Mez ne gavenn ket an dro da gomz ouzoc’h herrio, pa gavan an dro, her lavaran d’eoc’h : c’hoant em euz da ober eveldoc’h ober a rign ar pez a lavarfot dign da ober.
Dioc’htu ar Zant a zisplegaz sklear diraz’han reolenn he Urz. Pa lavaraz dez-han e rankche guerza kement en doa, ha rei an arc’hant d’ar paour, Iann, hennez oa hano an den iaouank, Iann a respountaz :
— Pell zo emaoun er gear o labourat evit va zad : me gred e c’hellan kemeret eun ejenn evit va lod, her guerza ha rei an arc’hant d’ar paour.
Ker buan e tistroaz d’ar park, e tistarnaz an ejenn, hen digasaz gant-han d’ar gear, hag e lavaraz d’he dud petra en doa c’hoant da ober.
An dud paour-man, glac’haret oll, a redaz en eur vouela d’an Iliz, el leac’h m’edo c’hoaz Fransez. Her pedi kalounek a rejont da lezer gant-ho ho map. Ar Zant ho digemeraz gand kals a vadelez, a lavaraz dez-ho eur ger kalounek bennag, ha goudeze e c’houlennaz he lein digant-ho.
Ar re-man a zistroaz laouen d’ar gear, fouge enn-ho, abalamour ma teue Fransez da leina d’ho c’hear, hag abalamour ma kave dez-ho oant deuet a benn euz ho zaol, hag e chomche ho map gant-ho. Goude lein, ar Zant a gomzaz out-ho evel hen :
Ho map a fell dez-han servicha Doue : ne dlefac’h ket beza glac’haret evit an dra-ze, laouen e tlefac’h beza zoken o velet unan euz ho pugale oc’h en em denna euz ar bed, el leac’h m’eman e riskl da goll be ene. Hag ouc’hpenn, digant piou oc’h euz bet ar c’hraouadur-ma nemed digant Doue ? Doue ive-ta a c’hell her c’hemeret evel he berc’henn. Ar pez a c’hellan da ober a rign evidoc’h a galoun vad. Ho map en doa c’hoant da gas gant-han eun ejenn, d’her guerza ha da rei an arc’hant d’ar paour. An dra-ze o ioa eun dra deread, lezer a rea er bed ar pez a ioa d’ar bed, evit en em deuler paour-glez etre divreac’h J.-K. Mad, me a aotre anez-han da lezer an ejenn-ze ganeoc’h.
Ar c’homzou-ze a reaz vad da galoun an dud paour. Lezer a rejont ho map da vont gand Fransez. E nebeut blavesiou, Iann a deuaz da veza santel meurbed. Fransez ne hanve ken anez-han : Va Breur, evel ar re all, mez Mignoun an A. Doue. Mervel a reaz iaouank-flamm evit mont kentoc’h d’ar Baradoz.
Goude beza chommet eur pennadik da ziskuiza e kouent Ste-Mari, e falvezaz dez-han mont da velet ar Breudeur hen doa kaset, araok mont d’ar Spagn, da venez Alvern, em euz komzet deoc’h anez-han c’hoaz. Kemeret a reaz da vont gant-han an tri breur Leon, Maze hag Anj : gant ar re-man peurvuia e z’ea atao enn hent. Siouaz ! he nerz a vankaz dez-han epad ar veach-man, hag e oue red mont da di eur c’houeriad da c’houlenn eun azenn d’hen dougen. Pa glevaz ar c’houeriad oa evit Fransez e c’houlenner he azenn, her roaz a greiz he galoun, rak meur a veach en doa klevet hano euz ar Zant ; zoken e lavaraz d’ar Breudeur mont enn he di. Rei a reaz da zibri dez-ho, ha, goude beza lakeat ar bas var he azenn, e falvezaz dez-han mont he unan d’her bleina.
Var dro krezdeiz ec’h en em gafchont e maner Chiusi, el leac’h m’edo o chomm ar c’hount Orlando, ha anavezit, rak en eo en doa, evel a c’houzoc’h, roet menez Alvern d’ar Zant. Orlando a falveze dez-han ho derc’hel da loja enn he vaner ; mez ne c’hellaz ket hen ober, ha, goude lein ec’h en em lakejor adarre enn hent. E penn ar vandenn edo Fransez ha blenier he azenn. Heman, evel kals a dud divar ar meaz, a garie kaozeal : hag ar Breudeur, ne lavarent ger : ne reant nemed pedi dre ma z’eant. Teod ar c’houeriad n’oa ket evit chomm ken e peoc’h. Trei a reaz ouc’h Fransez, a ioa var he azenn, hag e lavaraz dez-han :
— Breur Fransez, me am euz klevet kals a vad ac’hanoc’h hag euz ar burzudou a rit : C’houi a zo eun dleour braz da Zoue.
— Ia, va mignoun, Doue a zo bet madelezuz meurbed e kenver eun den kenn dister ha me.
— Mad, mar d’eo guir an dra-ze diouallit da laoskaat, ha da ziskouez n’oc’h ket ker santel ha ma leveror : Anez, den n’en devezo hivizikenn fizianz enn oc’h.
O klevet an aliou-ze digant eun den divar ar meaz, Fransez a ziskennaz divar he azenn evit poket da dreid ar c’houeriad en doa roet dez-han kentelliou ker mad ha kenn talvouduz.
A benn eun heur pe ziveur vale, ar c’houezenn o tivera euz he dal, he c’houzok dizec’het gant an domder, ar c’houeriad a jommaz a za, hag a lavaraz d’ar Zant :
— N’ounn evit mont mui : re a zec’hed am euz.
— It aze, eme ar Zant, dre druez out-han, a-dren ar roc’h ha velit dirazoc’h ; eno e kafot dour eienn.
Biskoaz n’oa bet eienenn el leac’h-se.
Ar c’houeriad a ieaz var ger ar Zant, a
gavaz eno dour-red ar freska, hag a evaz
ar pez a rea vad dez-han. Kerkent ha m’oa
deuet kuit blenier azenn Fransez an
eienenn a zizec’haz.
Poaniuz kenan oa sevel var menez Alvern ; evelato ec’h en em gafchor a-benn an noz e bek ar menez. Eno ar Breudeur-bian o doa savet eun diou pe deir lochenn euz ar re zisterra a oufet da velet : Lojeiz paour da dud paour.
Antronoz an A. Orlando, atao leun a vadelez, a zigasaz dez-ho peadra da zebri. Goude lein ar Zant a bedaz anez-han da zevel dez-han, e traon eur vezenn fao, huel ha bouchok, eun tammik lochenn hag eur Chapell, hirder eun taol mean dioc’h lochennou ar menac’h all, el leac’h ma viche he unan, evit gellout pedi Doue ervez he faltazi. Orlando a lavaraz e viche sevenet ouz he c’hoant. Araok mont kuit, e tisklerriaz d’ar Zant, evel m’hen doa great c’hoaz, oa ar menez-se dez-han ha d’he Vreudeur-bian, hag ouc’hpenn-ze e lavaraz dez-ho c’hoaz dont ep aoun ebet da c’houlenn d’he vaner kement tra o diviche izoum. Ar Zant hen trugarekeaz a greiz he galoun, ha goude m’oa eat kuit, e komzaz evel-hen ouz he Vreudeur :
— An Aoutrou-ze a zo mad kenan enn hor c’henver ; mez ne lakeomp ket hor fizianz enn-han : E Doue epken e tleomp fiziout, ha dalc’hit sonj mad e tleomp beva er baourentez.
Fransez goude beza lavaret penaoz sevel he lochenn, ha goude beza diskouezet e pe leac’h, hag e pe giz, ober he japell, a ieaz da ober eun dro dre gern ar menez. Eno oa reier euzuz da velet, hag atao emaint eno ; lod a zo fraillet dre an hanter, evel ginou eul loen gouez, digor da lounka an nep a dosta : lod all a zao ho bek enn ear evel p’ho defe c’hoant d’en em daga ouc’h an env lod all, stag an eil ouc’h eben, a ia, hag a ia, evel oc’h en em astenn, a ziouzoc’h, ma ve lavaret eun aneval deuet euz an ifern o vont da goueza ploumm var ho penn. Skrija a ra eun den o velet eur bek douar ker gouez. Koulskoude eno, var ar menez-se, e tle c’hoarvezout eur burzud euz ar re vrasa, evel m’her guelimp divezatoc’h.
Sant Fransez, gounezet he galoun o velet traou ker spountuz, a c’houlennaz digant an A. Doue penaoz oa c’hoarvezet an dra-ze : Ha lakeat oa ar reier er c’hiz-se pa oue dismantret ar bed gand an dour-diluj, pe divezatoc’h gand eur c’hren-douar bennag ? Eun eal euz an env a deuaz da lavaret dez-han : a Ar menez-man a zo bet dismantret epad pasion Hor Zalver J.-K. : ar vein a zo fraillet p’edo o tenna he huanad diveza var ar groaz, evel m’her lavar St Vaze enn he Aviel. » Abaoue an deiz-se, bep tro ma teue ar Zant da zellet ouz ar reier-ze, e venne d’he galoun ranna enn he greiz, o sonjal er poaniou en euz gouzanvet Hor Zalver en eur vervel var ar groaz evit hor prena.
E mesk ar reier-ze oa eur roc’h brasoc’h
eged ar re all, distag diout-ho dre
eur fraill kenn doun ha ker spountuz ma
teue ar penn da drei pa zellet enn-han.
Mad, enn eun toull e kreiz ar roc’h-se e
veve eul laer euz ar re grisa. Evit dont
er meaz euz he doull kuz, en doa taolet
eur vezenn da ober pount var ar fraill.
Dre eno e z’ea, gand eur vanden laeroun
all ker goaz hag en, var an hentchou
braz, da daga an dud, d’ho laerez,
d’ho lac’ha, pe d’ho digas gant-han, d’he
doull-kuz er roc’h, ken a viche roet dez-han
arc’hant avoalac’h evit ho lezer da
vont kuit.
Drouk a ieaz enn-han pa velaz ar Breudeur-bian o sevel ho c’houent e bek menez Alvern, rak kaout a rea dez-han oa en epken roue ar menez. Meur a veach e c’hourdrouzaz anez-ho, mez ar re-man a gendalc’he da ober ho labour : ne reant van ebed, rak ne rea netra nemed gourdrouz.
Pa glevaz oa deuet Fransez, mestr ar Breudeur-bian, da velet he vugale, e teuaz er meaz euz he doull-kuz, ruz-tan gand ar gounnar, he zaoulagad o tevi enn he benn. Mont a reaz var eeun, rok an tamm anez-han, varzu ar Zant. Lavaret a reaz dez-han a bep seurt traou divalo ; pec’hi, sakreal, charneal a rea m’oa skrijuz. Fransez ne rea van ebed ouc’h he glevet ne rea nemed sellet out-han gand eun ear a druez, a garantez, a deneridigez zoken. O velet Fransez o sellet out-han gand kement a zouzder, ep lavaret ger, ep tamm aoun ebed, en hag en doa lakeat kement a dud da grena gand eur ger epken, e chommaz sebezet. Falvezout a reaz dez-han gouzout perak e chomme ken dinec’h dira-z-han. Setu perak e c’houlennaz digant-han mont eur pennad dervez da gaozeal gant-han enn he lochenn. Fransez ne c’houlenne ket a vell.
A benn m’oa bet pevar pe bemp dervez gand ar Zant, o velet peger kalounek e pede ar Breudeur-bian, ha pegen distag oa ho c’haloun dioc’h madou ar bed-man, e oue gounezet-tre. Goulenn a reaz beza digemeret enn Urz : aotreet e oue gant-han. Araok oa leshanvet ar Bleiz : en eur rei dez-han sae ar Breudeur-bian, Fransez hen hanvaz ar breur Oanik. Diskouez a reor, herrio c’hoaz, al leac’h ma veze enn-han ar breur Oanik oc’h ober pinijenn euz he bec’hejou, euz he laeronsiou, euz he vuntrou, hag al leac’h-se a zo hanvet : Prizoun ar breur Bleiz.
Sant Fransez e Roum. — St Fransez ha St Dominik. Eur Chabistr. — Ar Breudeur-bian o prezek. — C’hoant dont da Baris. — Mansounerrien ha kilvizien sec’hed dez-ho. — Ar c’hardinal Ugolini patroum ar Breudeur-bian. — Chabistr an torchennou. — Eun ofern enn henor d’ar Verc’hez konsevet ep pec’hed. — Ar Breudeur er broiou pella.
oude eur burzud ker braz evel an
hini en doa great o tigas da veza
oan al laer ar c’hrisa, hag o velet e z’ea
mad al labour a reat var ar gouent a
zavet var bek menez Alvern, Fransez en
em lakeaz enn hent evit mont da Roum.
Ne ieaz ket evelato var eeun. Dre ma z’ea
e tistroe divar he hent, a gleiz hag a
zeou, evit prezek d’ar bobl, ha lavaret
d’an oll beza distag dioc’h madou ar
bed-man, ha karet Doue dreist pep tra.
N’en em gavaz e Roum nemed er penn
kenta a viz du.
D’ar mareou-ze, d’an 14 a viz du, euz ar bloaz 1215, e talc’het e Roum ar pevare Konsil, pe sened, enn iliz Latran. Beza oa eno tremen mil den a iliz, etre Arc’heskipien, Eskipien hag Abaded kouentchou, deuet euz a bevar c’horn ar bed. Mad, Fransez a iea d’ar C’honsil-se da c’houlenn digant Hon Tad santel ar Pap eun aotre nevez evit he Urz ; ha goulenn a rea ouc’hpenn ma viche roet an aotre-ze dez-han dirak an oll Eskibien destumet enn iliz Latran. Araok breman, evel a c’houzoc’h, Urz St Fransez a ioa bet aotreet gant ar Pap : mez an oll dud a iliz ne gouient ket an dra-ze. Abalamour da-ze eo oa deuet Fransez da Roum da c’houlenn eun aotre nevez hag a viche roet dez-han dirak an oll. Er c’hiz-se e viche anavezet he Urz dre bevar c’horn ar bed. Hon Tad S. Innosant III a aotreaz raktal a nevez Urz ar Breudeur-bian, hag a lakeaz he aotren ive gand kement hini a ioa er C’honsil, goude beza diskouezet dez-ho reolenn St Fransez.
St Dominik a ioa ive deuet euz ar Spagn da Roum da c’houlenn aotre Hon T. S. evit eun Urz nevez en doa savet : Urz ar Breudeur-prezegerrien, pe Urz an Dominikaned. Na Fransez nag en n’oant biskoaz en em velet.
Eun nozvez, Dominik a ioa o pedi, ervez he gustum, enn eun Iliz. Kredi a reor eo enn iliz St-Per eo e z’edo. Enn eun taol, e vel, dirak he zaoulagad, Jezuz drouk braz enn-han ouc’h ar bed, tri gef tan ruz enn he zourn evit puluc’hi an dud ourgouilluz, an dud a so stag ho c’haloun ouz an arc’hant, hag ar re en em ro da blujadurezou ar c’hik. Mez ar Terc’hez en em strink d’he dreid en eur c’houlenn trugarez evit he bugale dizanaoudek. Lakaat a reaz dira-z-han daou zen hag a lakache, emez-hi, ar bed enn he stead kenta, en eur zistrei ar bec’herrien divar an hent fall. Pedenn ar Verc’hez a oue kaved mad gand Jezuz.
Dominik en em anavezaz evit unan euz an daou zen-se ; mez egile, ne gouie ket piou e oa. Lakaat a reaz he batrom doun ha stard enn he benn. Antronoz Dominik a ioa adarre o pedi er memez iliz : enn he gichenn eun den all, guisket evel eur paour, a bede ive kalounek. Dominik a reaz eur zell out-han. Ker buan ec’h anavezaz anez-han evit an den all e doa diskouezet ar Verc’hez da Jezuz. Ker buan all ive e savaz enn he za, hag ec’h en em daolaz a-dro-vriad da c’houzouk Fransez, rak hennez, an den guisket paour-ze oa Fransez. Her starda a rea var he galoun ep lavaret ger… A benn eur pennad evelato e teuaz ar gomz dez-han hag e lavaraz : « C’houi eo va c’hamarad, baleomp a unan hag e tistroimp ar bed var an tu mad : netra ne c’hello enebi ouzomp. » Goudeze e kountaz dez-han ar pez en doa guelet enn nozvez araok.
Setu aze penaoz e reaz anaoudegez St Fransez ha St Dominik an eil gand egile. En em lakaat a rechont da labourat a-unan evit distrei ar bec’herrien divar an hent fall, ha d’ho alia da garet ha da zervicha Doue evel ma tleor hen ober.
Tremen 600 vloaz a zo abaoue m’eo en em glevet Fransez ha Dominik da labourat a-unan evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, hag, a-hed an amzer-ze, ho bugale o deuz baleet, evel pa lavarfenn d’eoc’h, dourn-ha-dourn, evel an daou Zant o doa diazezet ho Urz. Herrio c’hoaz eman er memez tra. Bugale St Dominik ha bugale St Fransez en em gar evel breudeur. Evelse, pa vez pardoun an Dominikaned, d’ar 4 a viz eost, an ofern-bred a vez atao kanet gand eur Breur euz a Urz St Fransez, evel ma vez kanet an ofern-bred, da c’houel St Fransez, d’ar 4 a viz here, gand eur Breur euz a Urz St Dominik.
Meur a veach Fransez ha Dominik a zo
en em gavet an eil gand egile. Gloar
Doue, mad an Iliz, silvidigez an eneou,
setu atao a betra e komzent etre-z’ho.
Eun dervez, Dominik, o velet pegen
devot, peger karantezuz, pegen douz oa
Fransez, a c’houlennaz out-han staga he
Urz ouc’h he hini, ker brao her c’have.
« Nann, eme Fransez ; Doue a fell dez-han
e ve an traou evel m’emaint. Digaset
en deuz ac’hanoc’h da ziazeza
hoc’h Urz evel oc’h euz great, ha me
da zevel eun Urz all strisoc’h. Evel hen
pep hini a gavo, ervez he faltazi, hag a
raio, er guel a Zoue, ar pez a blijo dez-han.
Lod a deuio em Urz-me, lod all a
ielo enn hoc’h hini-c’houi. » St Dominik
a zoublaz ep lavaret ger ebed.
Distro euz a Roum, Fransez a c’halvaz da zont d’he gaout he Vreudeur a ioa eat da brezek e meur a vro. Ho dastum en doa c’hoant enn dro dez-han evit en em glevet gant-ho divar benn ar pez a zelle ouc’h an Urz. Setu perak e kemennaz dez-ho beza e kouent Stez-Mari-an-Elez, d’an 30 a viz mae, 1246, deiz gouel ar Pantekost. — Setu aze ive ar pez a c’halvor eur Chabistr er c’houentchou : Ar relijiuzed enn dro d’ho Zad evit en emglevet divar benn ar gouent, pe divar benn an Urz. Betek neuze Fransez epken a c’helle digemeret unan bennag enn Urz : ar Breudeur all n’oant ket evit hen ober. Er Chabistr-man e oue disklerriet e c’helche hivizikenn ; an hini a viche e penn ar Breur-bian er broiou all, digemeret enn Urz ar re a gafche mad da zigemeret.
An oll draou reizet er Chabistr, setu
aman da beleac’h e kasaz Fransez he
Vreudeur. D’ar Spagn e kasaz eiz, ha
Per Kuintavall enn ho fenn : Tregont e
oue kaset d’ar C’hreiz-deiz a Franz ha
tri uguent d’an Almagn. Fransez a zalc’haz
evit-han Paris hag ar broiou all a
dro-var-dro ha zoken ar Beljik.
Oll e klefchont gand laouenedigez an urzou a ioa roet dez-ho. N’o d’oa nag aoun, na spount rak netra. Nag an hirder euz an hent, nag ho zammik boued da glask dre ma z’eant ne lakeant nec’het anez-ho. Daoust ha n’oant ket bet boazet da gaout fizianz e Providanz Doue ? Daoust ha marvet oa bet unan bennag anez-ho gand an naoun ?
Goude beza bet bennoz Fransez e z’ejont enn hent. Ar re a ioa eat d’ar Spagn o d’eoue kalz poan el leac’hchiou n’oant ket anavezet. Ar re a ioa deuet e Franz o d’eoue kalz da c’houzaon gand an ienienn, hag ive a berz tud hag o d’oa difizianz anez-ho abalamour m’oa bet enn ho raok tud fall o prezek fals kredennou. Ne oue nemed dre ho zantelez hag ho douzder ma teuchont a benn da c’hounit unan bennag. Ar re a ioa eat d’an Almagn a ouę darbot dez-ho beza lakeat d’ar maro, dre an abek ma kredet oant heretiked : hag an dra-man abalamour ma ne gomzent ket tre evel tud ar vro ne gouient ket mad avoalac’h petra lavarent.
Fransez euz he du, ne ankounac’hea ket en d’oa Paris evit he lod. Mall kenan en d’oa d’en em gaout er gear-ze abalamour ma z’oa enn-hi kals tud brudet dre ho deskadurez, ha dreist oll abalamour ma z’oa enn-hi eun devosion ep he far evit Sakramant an Aoter. Araok mont enn hent e falvezaz dez-han mont da Roum da bedi var beziou St Per ha St Paol da c’houlenn digant-ho nerz ha sklerijenn da skuilla karantez Doue e kaloun tud ar gear vraz-se.
Mont a reaz ive-ta enn hent gand ar breur Mase, ha, dre ma z’ea, ne rea nemed, evel pa lavarfenn deoc’h, hada burzudou.
Eun dervez an daou veajour o d’eoue naoun-du. Mont a rejont da glask an aluzenn. Eun tamm bara a oue roet dez-ho, eun tammik bian epken. Dont a rejont d’hen dibri e kichenn eur feunteun, e dis-heol eur vezenn doutok. An tamm bara a oue rannet dre an hanter, ha lakeat var eur roc’h plad a ioa eno. Neuze Fransez, laouen evel an heol, a lavaraz d’ar breur Mase :
— Breur Mase, pebez tenzor en d’euz roet Doue d’eomp herrio !
— Pe seurt tenzor, eme Vase souezet, rak ne oa nemed eun tammik korn bara var ar mean ?
Ha Fransez adarre :
— Breur Mase, pebez tenzor en d’euz Doue roet deomp herrio !
Betek teir gueach e lavaraz ar memez tra, ha bep tro ar breur Mase a respounte evel ar veach kenta.
Neuze Fransez :
— N’hon doa netra, ha Doue en euz roet d’eomp an tamm bara-man, eur vezenn dokok evit hon disheoli, eur feunteun da derri hor sec’hed, hag eur mean da ober taol… Ha ni n’hon oa netra !… Ha ne ket an traou-ze eun tenzor ?
Goude beza debret ho zamm korn-bara
e z’ejont da gaout eur feunteun, hag ec’h
efchont gand ho boz dour da derri ho
zec’hed, hag, evit lavaret ho ajimuz, ec’h
ejont enn eun iliz a ioa e kichenn da
drugarekaat an A. Doue. Eno, daoulinet,
he zaouarn savet varzu an env,
Fransez a lavare : « O va Doue, bezit
truez ouzign hag ouz ar baourentez, va
mignounez ar vrasa ! Oh ! Ia ! He c’haret
a ran a greiz va c’haloun, ep-d’hi
n’ounn ket evit beva, »
E kear Trabe-Bonata oa mansounerien ha kilvizien o sevel eur gouent d’ar Breudeur-bian. Tomm oa an amzer, ha skuiz oant ive. Goulenn a rejont bep a vanne guin digant ar Zant, evit terri ho zec’hed ha digas dez-ho nerz nevez. Siouaz ! n’oa ket evit rei dez-ho pa z’eo. guir n’en doa ket. Enn eun taol, e velaz, var dro kant pas ac’hano, eur c’houer dour-red. Mont a reaz var ribl ar c’houer, rei a reaz dez-hi he vennoz en eur ober sin ar groaz, ha ker buan, e leac’h dour, guin eo a rede dre ar c’houer. Ar vansounerien, ar gilvisien hag ho darbarerien o d’eoue da eva kement ha ma karient dioc’h ho zec’het. Ha goudeze ar c’houer a deuaz d’he micher goz, ne rede ken nemed dour enn-hi.
Fransez a ioa e Roum pa deuaz ar maro d’ar Pap Innosant III a ioa bet ker mad evit-han hag evit he Vreudeur. Doue ne zilezaz ket he zervicher : daou zervez goudeze e oue hanvet da Bap Honorius III, en euz bet ive kals madelez evit ar Breudeur-bian, evel m’her guelimp divezatoc’h.
An traou-ze ne virent ket ouc’h ar Zant da gaout atao sonj euz a Baris hag euz a Franz. Setu perak ec’h en em lakeaz dioc’htu enn hent evit dont di. En eur dremen dregear Floranz e z’eaz da gaout ar c’hardinal Ugolini, a ioa bet ker mad evit-han, evit goulen kuzul digant-han. Ar C’hardinal hen dizaliaz da vont keit-se dioc’h he vro. « Ha ne ouzoc’h ket, emez-han, oc’h euz bet beac’h avoalac’h o lakaat aotren hoc’h Urz ? Mad, c’hoaz enn deiz a herrio oc’h euz e Roum enebourien kuzet pe dizolo. Red eo deoc’h ive-ta chomm dre aman evit beza e doare da respount da gement hini a gomzo enn hoc’h enep. »
— Ia, eme Fransez, guir a livirit enn eur c’hiz ; mez me am euz kaset va Breudeur da labourat er broiou a bell : Naoun ha sec’hed o deuz dre eno marteze, hag e lavarint ounn-me chommet dre aman da veva em eaz. E leac’h mar d’an enn hent evel d’ho, n’o devezo netra da lavaret.
— Ia, mez perak, eme ar C’hardinal, oc’h euz kaset ive keit all ho Preudeur ?
— Aoutrou, eme ar Zant d’he dro, ha kaout a ra d’eoc’h n’en d’euz an A. Doue savet Urz ar Breudeur-bian nemed evit bro an Itali epken ? E guirionez, her lavaret a ran d’eoc’h, Doue en euz savet Urz ar Breudeur-bian evit maz’aint drearbed oll, kerkouls e touez an dud divadez evel e touez an dud badezet. Mont a raint dre oll evit gounit eneou da Zoue.
Evelato e sentaz ouz ar c’hardinal Ugolini ; chomm a reaz enn Itali, ha kas a reaz da Baris eun den skiantek ha desket meurbed, ar breur Pasifik, hon euz komzet anez-han araok breman, ha gant-han daou vreur all, o lezer tud ar bed da zonjal anez-han n’oa nemed eur penn skan a dro da bep avel.
Euz a Floranz Fransez a zistroaz da
Zantez-Mari-an-Elez, da glask ober e pep
giz mad he Vreudeur. Ar c’hardinal
Ugolini en doa lavaret dez-han en doa
enebourien : ne zaleaz ket d’her gouzout.
Beza oa kristenien, pe, pa lavarign mad,
hanter gristenien hag a deue da spounta
o klevet oa eun Urz diazezet var ar
baourentez. « Eun Urz er c’hiz-se, emez-ho,
n’oa ket evit padout, n’oa nemed
evit ober drouk d’ar Religion ha d’an
Iliz, rak koueza a ranke abarz nemeur
enn he boull. »
Doue a deuaz he unan da sklerijenna ar Zant var an traou-ze. Eun nozvez, dre he gousk, e velaz eur iar zu, treid eur goulmik dez-hi, hag e d’oa kement ha kement a laboused bian ma n’oa ket evit ho dastum azindan he diouaskell, kaer e d’oa ho astenn. Setu perak e z’ea lod anez-ho gand ar skoul, p’en em gavaz eul labouz braz hag a astennaz he ziouaskell ledan hag hir var ar iar ha var he laboused bian : er c’hiz-se ho diouallaz dioc’h pep drouk. Pa zihunaz, Doue a lavaraz dez-han oa en ar iar zu, hag he Vreudeur al laboused bian. Ma n’oa ket ar iar evit rei golo d’he zorrad laboused, en, kenn nebeut, denik dister evel ma oa, ne c’helle ket anez-han he unan kas enn dro da gouarn kement all a Vreudeur. Eul labouz braz gand he ziouaskell hir ha ledan a ziouallaz ar iar hag he zorrad, en ive a dlie goulenn digant ar Pap eur C’hardinal, hag a viche atao a du gand an Iliz, evit hen difenn, en hag he Vreudeur, a enep ho enebourien, n’euz forz piou e vichent, hag ho diouall ive dioc’h pep drouk.
Rei a reaz anaoudegez d’he Vreudeur. euz ar pez en d’oa guelet, hag euz ar pez en d’oa diskuliet Doue dez-han divar benn an dra-ze. « Mont a rign da Roum, emez-han dez-ho. Goulenn a rign eur C’hardinal evit beza e penn hon Urz, rak Iliz Roum eo mamm an oll Ilizou, mamm an oll Urzou. Harpet out-hi e chommimp enn hor za ; ne z’aimp nag a gleiz nag a zeou. Bale a raimp ervez hor reolenn diazezet varar baourentez. Ma teufe unan bennag da fazia, an hini a vezo enn hor penn, enn hano an Iliz, her rebecho dez-han, hen distroio var an hent mad, pe her c’haso er meaz euz hon touez ma ne zent ket. »
Mont a reaz ive-ta da Roum da c’houlenn digant an Tad Santel eur C’hardinal evit beza enn hano an iliz patroum d’he Urz — E gallek e leveront Protecteur — Hennez ar C’hardinal-ze n’oa ket diez da gaout, rak an oll a gouie pegement a stad a rea euz a Urz St Fransez ar c’hardinal Ugolini, Eskop Ostii, en doa kerkouls digemeret Fransez hag he zaouzek diskib, er veach kenta m’oant bet e Roum.
Ugolini, evit diskouez d’ar Pap, d’ar Gardinaled all ha d’ar pennou braz euz a Roum, peger brao ha gand pegement a nerz e prezege Fransez, a falvezaz, d’ez-han her lakaat da ober eur zermoun diraz-ho. Fransez a c’hinaz : Lavaret a rea n’oa boazet da brezek nemed da dud divar ar meaz, ha n’oa ket evit ober eur zermoun da blijout da dud ker skiantek. Mez ar c’hardinal Ugolini a zalc’haz mad, hag ar Zant a rankaz plega : Fransez el em lakeaz da studia ha da labourat he zermoun guella ma c’helle. Deuet an deiz, e savaz er gador. Mez, o velet dira-z’han ar Pap, eur vandenn Kardinaled ha kement all a dud a renk huel, e oue dallet ; he evor a ieaz kuit, ankounac’haat a reaz kement en d’oa desket, ne c’hellaz lavaret ger, chomm a reaz mud… Diskenn a reaz euz ar gador evit dont d’en em strinka da dreid ar Pap, ha da c’houlenn pardoun digant-han ha digant ar Gardinaled da veza bet divez avoalac’h evit sevel er gador dirak tud ker skiantek, en, ha n’en doa tamm deskadurez, en, denik a netra hag hanter ziskiant. Goudeze, o kinnig da Zoue ar vez her goloe, e c’houlennaz digant ar Speret-Santel eun tammik sklerijenn evit gellout lavaret eur gomz bennag ; n’e ket abalamour dez-han he unan oa, avad, mez abalamour da vad ha da henor he Urz. Hag e guirionez, ober a reaz raktal eur zermoun ker skiantek, ker brao, ker santel ma c’hounezaz kalounou an oll, ha m’oue guelet meur a hini o skuilla daelou puill enn Iliz.
Ar pap Honoriuz III a oue gounezet evel ar re all. Lavaret a reaz da Fransez mont d’he gaout da ober he c’houlenn. Ar Zant a ieaz hag a lavaraz : « Tad Santel, me n’ounn nemed eun denik paour ha dister : evelato e kredan dont d’ho kaout ha da ober d’eoc’h eur goulenn. Kement tra a zell ouc’h an Iliz hag ar relijion a zo d’eoc’h da ziluia. Gouzout a ran oc’heuz betek re a labour gand an traou-ze. Abalamour da-ze, e pedan ac’hanoc’h da lakaat, enn ho leac’h, e penn Urz ar Breudeur-bian am euz diazezet, unan euz ho Kardinaled evit beza hor patroum e Roum. Hennez, enn hoc’h hano, a hentcho ac’hanomp evit ma chommimp atao, a spered hag a galoun, unanet gand hor Mamm Zantel an Iliz. Hennez a lakaio derc’hell atao enn hon touez d’ar baourentez, mean-fount hon Urz. » O klevet ar c’homzou-ze Hon T. S. a oue karget he galoun a levenez. Rei a reaz evit patroum d’ar Breudeur-bian ar c’hardinal Ugolini, den a renk huel ha desket var an oll skianchou. Deuet da veza Pap, a zindan an hano a C’hregor IX, en deuz disklerriet eo Fransez eur Zant hag e tle beza henoret evel sant gand an Iliz, e pep bro euz ar bed, evel m’her guelimp divezatoc’h.
Goude beza lakeat he Vreudeur hag he Urz, evel pa lavarfenn deoc’h a zindan diouaskell an Iliz, Fransez a falvezaz dez-han gervel da zont d’he gaout, da gouent Stez-Mari-ar Porsionkul, an darn vuia euz he Vreudeur a ioa breman e pep korn euz ar vro. An deiz d’en em gaout a ioa merket d’ar 26 a viz mae, deiz gouel ar Pantekost, euz ar bloaz 1219. Lavaret d’eoc’h pegement a dud a en em gavaz eno evit an deiz merket, ne ket eaz. N’her c’hredot ket marteze. Koulskoude ec’h en em gavaz e kouent Stez-Mari tremen pemp mil Breur euz a Urz St Fransez, hag evelato, e pep kouent oa chommet unan bennag er gear da ziouall an ti.
Eun dudi oa ho c’hlevet o tont gand an hent, avechou a hiniennou, avechou a vandennou, oll o pedi Doue, ep lavaret ger an eil ouc’h egile. Trei a reant avechou divar ho hent evit mont da zermoun enn eur barrez bennag, mez ne ankounac’heant ket e tlient en em gaout e kouent Stez-Mari enn dervez merket dez-ho. Oll, koz ha iaouank, oant diarc’henn, ar memez sae enn ho c’herc’henn : N’oa ket unan ha n’en divije ket stumm eur paour.
Kouent Stez-Mari, el leac’h m’edo o chomm, nao bloaz araok, Fransez gand he zaouzek diskib, n’oa ket, anat eo rei lojeiz da gement all a dud. Abalamour da-ze, pep bandenn, dre m’en em gave, a zave he zeltenn e kichenn hag a renk gand ar re a veze savet araok. Eno, enn teltennou-ze e kouskent enn noz var torchennou blansounet gand brouan pe gand kolo. Setu perak e oue roet, d’an eil Chabistr-man, an hano a Jabistr an torchennou. En em zastum a reant a vandennou, tri ugent pe gant e pep bandenn, evit komz euz an Env, euz ho zilvidigez, euz an eneou o doa gounezet da Zoue er broiou m’oant bet kaset, hag euz ar pez o doa c’hoant da ober enn amzer da zont. Ar c’hardinal Ugolini a ioa deuet da Zantez-Mari evit beza, evel mestr, e penn ar Chabistr. Eno e c’heller, en hano an Iliz, gourc’hemenn ar pez a gafche mad, ha miret ober ar pez a gafche fall. Mont a rea euz an eil teiltenn d’eben, hag e chomme sebezet o velet kement all a dud o veva var an douar noaz, a zindan ho zeltennou evel pa vichent bet enn ho c’houent. Ia, ker sebezet e oue, ma ne oue ket evit miret da lavaret : « E guirionez, aman eman ti an A. Doue, aman eman he zoudarded. »
O velet kement all a dud santel, ar c’hardinal Ugolini a zonjaz henvel lod anez-ho da Eskibien. « Oh ! nann, Aoutrou, eme Fransez enn hor penn emaoc’h evit guir : evelato, me ho ped, na it ket da ober-se. Ni n’hon euz da ober nemed prezek euz ar gador-zermoun, difenn hor Mamm Zantel an Iliz hag he lezennou, hag harpa ouc’h he enebourien. Breudeur-bian omp galvet, lezit ac’hanomp en hor renk izel, ne zavit ket ac’hanomp enn henoriou. » Ar C’hardinal a gavaz mad komz ar Zant, ha ne lavaraz ger ebed ken divar benn an dra-man.
Ha penaoz rei da zibri, epad an amzer-ze, da dremen pemp mil den, e kouent Stez-Mari ? Na it ket d’en em jala, da veza nec’hed. Daoust ha Doue en euz jamez dilezet he graouadurien ? Euz a gear Asiz, euz a Berouz, euz a Spolet, euz a Foligno hag euz ar c’herriou all a dro-var-dro, ec’h en em gave aluzennou ha boued avoalac’h evit an oll. Eskibien, Beleien, Noblanz, re bin vidik, oll ec’h en em glevent evit miret ouc’h ar Breudenr-bian da jomm enn dienez. Ar c’hardinal Ugolini en d’oa eur blujadur vraz o tiskouez, d’ar re a zigase ho aluzenn, penaoz ha pe gel laouen e veve bugale Fransez azindan ho zeltennou. Ar guel euz an traou-ze a bikaz meur a hini. Setu perak, pa oue achu ar Chabistr, e oue ouc’hpenn pemp kant den o c’houlenn digant ar Zant dont da veva ervez he reolenn.
Evel em euz her lavaret d’eoc’h, er Chabistr e tliet komz euz a gement tra a zelle ouc’h an Urz. Mad, beza e oa Breudeur ha n’oa ket avoalac’h dez-ho heulia ar reolenn roet gand Fransez. Kastiza a reant o c’horf goasoc’h, ober a reant pinijennou rustoc’h eged ma lavare ar reolenn, ha, dre an abek-se, e kouezent klan, ha ne c’hellent ket neuze ober kement tra a c’houlenne reolenn an Urz. Fransez ho gourdrouzaz. Lavaret a reaz d’ez-ho oant eat enn Urz evit ober pinijenn, evit guir, mez ive evit prezek J.-K. evel an Ebestel, hag, evelse, ne dlient ket noazout d’ho iec’hed.
Lod all a gave dez-ho oa re rust an Urz, hag e tliet souplaat eun tamm bennag ar reolenn. Lavaret a rejont d’ar c’hardinal Ugolini komz euz an dra-ze da Fransez, ep anzao evelato ho hano. Ar c’hardinal a gave ive oa rustik reolenn Fransez, hag a gomzaz dez-han euz a glemm he Vreudeur. « Nann, nann, eme ar, Zant, Doue he unan en deuz disklerriet dign ar reolenn am euz roet… Diskiant eo ervez tud ar bed, mez dre an diskianterez-se eo e z’eor d’ar Baradoz. — Ar re a fell dez-ho freuza va reolenn, pe tenna lod anez-hi, o deuz c’hoant da heulia finesaou ar bed ha da vont da goll… Nann, nann ; va reolenn a jommo evel m’eo roet dign gand Doue… »
Goude beza komzet er c’hiz-se, Fransez a ieaz kuit hag a lezaz ar C’hardinal gand he Vreudeur a ioa ouz her selaou. Heman a lavaraz neuze : « Klevet oc’h euz ar pez en deuz lavaret Fransez : he gomzou a zo komzou Doue, red eo senti out-han, dindan boan da vont er meaz euz an hent m’hoc’h galvet gand Doue da vale dreiz-han, hent ar Baradoz. » Ar Breudeur o doa komzet d’ar C’hardinal a jommaz toutek, ne gredchont lavaret ger. Plega a rechont oll, hag heulia a rechont ive penn-da-benn ar reolenn en doa roet dez-ho Fransez.
Unan euz an traou brasa, a oue disklerriet er Chabistr a gomzomp anez-han, hag a dle skei ar muia var spered an den, eo an dra-man. Fransez a c’hourc’hemennaz ma viche lavaret, bep sadorn euz ar bloaz, e kement kouent a ioa euz he Urz, eun Ofern var-gan, enn henor d’ar Verc’hez Vari konsevet ep pec’hed. Dre aman e velit pegement e karie Fransez ar Verc’hez, pa z’eo guir, tremen 600 vloaz araok m’oa gourc’hemennet d’eomp, dindan boan a bec’hed, gand Hon T. S. ar Pap Pi IX, kredi eo deuet ar Verc’hez er bed-man ep pec’hed ebed, dishenvel e kement-se dioc’h an dud all, e leveror e kouentchou St-Fransez, eun Ofern var-gan enn he henor. Ouc’hpenn-ze, ar Breudeur-bian, enn ho frezegennou, hag el leoriou o deuz skrivet, o deuz atao disklerriet freaz d’an oll ar virionez-man.
Er Chabistr-man, e oue gourc’hemennet c’hoaz d’an oll Vreudeur-bian lavaret, enn ho oll Ofisou, eur bedenn enn henor da Zant Per ha da Zant Paol, evit staga muioc’h-mui an Urz ouc’h Iliz Roum, penn ha sklerijenn an oll Ilizou.
Lod ive euz ar Breudeur, eat da brezek er broiou, er meaz euz an Itali, n’oant ket evit hen ober ervez m’o doa c’hoant, abalamour n’oant ket anavezet gand an Eskibien, ha ma n’o doa tamm skrid ebed da ziskouez piou oant. Evit guir, ar Pap Innosant III en doa lavaret dirak an oll, e Konsil Latran, o doa guir da brezek e pep leac’h, hag oa anavezet evit mad ho Urz gant-han. Mez an oll Eskibien n’edont ket eno. Setu perak ar Zant a c’houlennaz, digant ar Pap Honoriuz III, eun tamm skrid evid diskouez ec’h aotrea anez-ho da brezek e kement leac’h a zo er bed gand ma kafche mad Eskibien ar vro. Ar Pap Honoriuz a roaz, a galoun vad, he c’houlenn d’ar Zant.
En eur rei lizer ar Pap d’he Vreudeur, Fransez a lavaraz dez-ho beva e peoc’h gand pep hini, gouzaon pep tra ep en em glemm er c’hiz-ze e c’houneschent kalonou an oll. Goudeze e lavaraz dez-ho derc’hel atao mad d’ar baourentez, rak ar baourentez eo mean-fount an Urz. « Bezomp ive-ta paour, emez-han ; paour en hor guiskamant, paour enn tamm boued a glaskimp, paour er c’houentchou a zavimp. »
Goude kentelliou ker fur ha ker santel, ar Zant en em daolaz d’an daoulin hag en em lakeaz da bedi… — Goude he bedenn e lodennaz ar bed etre he Vreudeur, evel m’her greaz gueach all Hor Zalver etre he Ebestel. Kas a reaz lod d’ar Grez, lod da Duniz, lod d’ar Marok, lod d’ar Spagn, lod da Franz, lod da Vro-Zaoz, lod d’an Hongri. Ne gasaz hini ebed d’an Almagn, re goall-gaset oant bet eno enn dro genta. Evit-han e talc’haz evit he lod an Ejipt, hag ar Siri, broiou ha n’oa enn-ho nemed tud divadez ha kriz meurbed e kenver ar gristenien.
Ker buan pep hini a iaz enn he hent, en eur glask an aluzenn, d’ar broiou ma tlient prezek enn-ho, laouen ha dinec’h, evel ma z’eaz gueach all an Ebestel da brezek J.-K. dre bevar c’horn ar bed.
Evelse ec’h achuaz Chabistr ar bloaz 1219, ar brudetta, a leveror, euz a oll Jabistrou an Urz.
Fransez e bro Sao-Heol. — Enn Ejipt. — Ar Sultan Meledin. — Ar Breudeur-bian er Marok. — Ho merzerinti. St Anton a Badou. — Distro Fransez d’an Itali. — Rebechou d’ar breur Eli. — Per Katan e penn an Urz. — Fransez a zalc’h mad d’ar baourentez. — Pe ger zentuz oa Per Katan. He varo.
oude beza roet he vennoz d’he Vreudeur
evit kimmiada diout-ho, e lakeaz
e penn he Urz, e Stez-Mari-an-Elez,
Eli a Gorton, betek neuze eur relijiuz euz
ar re galouneka. Goudeze e kemeraz, da
vont gant-han, daouzek euz he Vreudeur-bian,
hag e z’eaz da gear Ankon da glask
eul lestr evit treuzi ar mor da vont da
vro Sao-Heol.
Kerkent ha mec’h arruaz eno e kavaz eul lestr hag a ioa o vont d’ar vro-ze. Mont a reaz var eeun da gear St-Iann-d’Akr ha da enezenn Chipr, en eur lezer er broiou-ze dek euz he Vreudeur. Ac’hano e teuaz d’an Ejipt gand eur Breur epken, hanvet Iann, ha leshanvet ar breur sklerijennet, abalamour d’an aliou ha d’ar c’huzuliou kaer a roe, hag a deue dez-han a berz Doue.
D’ar mareou-ze, edo kristenien vad ar Rouanteleziou Katolik, Rouanez ha Noblanz ar broiou-ze, enn ho fenn, oc’h ober, evit ar pemped gueach, divar ho dispign, hag a vir galoun, brezel d’an Durket, evit ho c’has divar an Douar Santel euz a Jeruzalem, el leac’h m’oa marvet Hor Zalver J.-K. Ar Pabed ho alie da ober ar brezel-ze, hag a roe dez-ho induljansou braz evit ar galoun vad a ziskouezent. Mad, p’en em gavaz Fransez enn Ejipt, edo an diou arme an eil dirag eben. Siouaz ! En em hegal a rea ar gristenien n’oant ket evit en em glevet. Ar re a ioa var loan a lavare o doa ar re var droad aoun evit ho c’hroc’henn ; hag ar re a ioa var droad a lavare n’o doa tamm kaloun an dud var loan. Setu perak Iann de Brienn, an hini a ioa e penn an arme, a rankaz, evit kaout peoc’h diout-ho, ho c’haz d’an emgann.
Derc’hent deiz an emgann eo ec’h en em gavaz Fransez enn Ejipt. Sklerijennet gant Doue var ar pez a ioa o vont da c’hoarvezout, ec’h aliaz starta ma c’hellaz ar gristenien da jomm ep mont d’en em ganna ouc’h an Durked divadez. Ne oue ket selaouet. « Daoust, eme ar zoudarded, hag eun den ken treut, guisket ken dister a c’hell gouzout eun dra bennag a var draou ar brezel ? » En em ganna a rejot ive-ta d’an 29 a viz Eost, euz ar bloaz 1219… C’houeac’h mil gristen a jommaz maro var an dachenn, pe a oue paket gand an Durked. Evelato arme ar gristenien ne oue ket dismantret oll. Chomm a reant dirak an Durked ep mont adren. An diou arme a ioa atao an eil dirag eben ; mez ne oa den ebed avad hag a c’helche tremen euz an eil arme d’eben dindan boan da gaout ar maro. Rak Meledin Sultan an Durked — Ar re-ze a rea Sultan euz ho Roue — rak Meledin a roe eur pez aour da gement hini a gase dez-han penn eur c’hristen.
Fransez a ioa deuet da vro Sao-Heol evit sklerijenna tud ar vro-ze, lakaat anez-ho da anaout J.-K., digeri dez-ho dor ar Baradoz, en eur rei dez-ho ar vadiziant, pe mervel, evel merzer, en eur skuilla he c’hoad evit an hini en deuz skuillet he hini evidomp. Hage kaf d’eoc’h en devezo aoun rak gourdrouzou kriz Meledin ? Oh ! nann. Goude beza en em roet eur pennad d’ar bedenn, Fransez a ieaz var-eeun ep aoun varzu an Durked. « Hag e ve ar maro o para var va fenn, emez-han, n’em bezo aoun ebed, rak c’houi, o va Doue, a zo a du gan-en. » He vreur Iann ar sklerijennet a iea d’he heul ep kaout na muioc’h a aoun, na muioc’h a spount evit-han.
N’oant ket eat goall bell dioc’h ar gristenien pa gafchont var ho hent daou benn-danvad. Pa velaz Fransez an daou benn-danvad, e lavaraz gand al laouenedigez ar vrasa d’he Vreur : « Bezomp fizianz : deomp-ni eo herrio ar c’homzou a lavare gueach all Hor Zalver d’he Ebestel : Ho kas a ran evel denved e kreiz ar bleizi. » Ne zalechont ket da veza paket gand an Durked. Goall lakeat e ouent taoliou boutou, taoliou baz, taoliou kleze a oue roet dez-ho, ne ket dioc’h kount ; bronduet oa ho c’horf, redet a rea ho goad, ha goudeze e ouent sammet a jadennou. P’oue ehanet da skei varn-han. Fransez a lavaraz : « Me a zo kristen, kasit ac’hanoun da gaout ho a mestr Meledin. » P’en em gavaz ar Zant dirak ar Sultan Meledin, heman a c’houlennaz digant-han piou en doa hen digaset, hag evit petra oa deuet d’he gaout. « N’ounn deuet a berz den ebed, eme Fransez ; deuet ounn a berz Doue a zo enn Env ; deuet ounn da ziskouez d’eoc’h, ha d’ar bobl m’emaoc’h enn he fenn, hent ar zilvidigez, ha da brezek d’eoc’h an Aviel guirion. » Ker buan ec’h en em lakeaz da zermoun, hag hen ober a reaz gand kement a dan, gand kement a nerz, gand kement a sklearder ma chomme mantret Meledin, ha kement hini a gleve he gomzou.
Kement a blujadur en doa ar Sultan Meledin euc’h he zelaou ma pedaz anez-han da jomm gant-han ha gant he bobl. « Ia, chomm a rign euz a greiz va c’haloun, eme Fransez, ma kirit, c’houi hag ho pobl, trei ouc’h J.-K., hag heulia he lezennou. Ha mar d’emaoc’h var var da zilezer lezenn Mahomet evit an hini a gomzan deoc’h anez-hi, greomp evel hen. Savit aze, dirak an oll, eun tantad braz hag huel : lakit an tan enn-han. Pa vezo an tan enn he vrasa, beleien Mahomet ha me a ielo enn he greiz. Neuze e velfot pehini eo ar guella euz ar c’hredennou, pe hini Jezuz Hor Zalver a brezegan-me, pe hini Mahomet hag he Veleien. »
Epad ma komze ar Zant, unan euz a veleien Mahomet, hag unan zoken euz ar re huella e karg, o klevet petra lavare, petra ginnige da ober, a droaz buan kein, hag a ieaz kuit sioul ha dre guz. Ar Sultan en doa guelet mad evelato an dra-ze : setu perak e respountaz : « Ne gredan ket e ve hini euz va beleien hag en em lakafe e riskl da veza devet gant an tan evit difenn he feiz. »
— Mad, eme Fransez, greomp guelloc’h neuze. Mar kirit rei dign ho ker, ha toui e teufot da veza kristenien c’houi hag ar bobl a ia d’hoc’h heul, me a ielo va unan dre greiz tan an tantad, ha, ma ne vezan ket devet, e velfot eo J.-K. Doue evel he Dad, hag e z’eo evel-d’han oll galloudek.
Ar Sultan a respountaz n’oa ket evit
ober an dra-ze rak dont a rache he bobl
d’en em zevel enep-d’han.
Ar Sultan a vele sklear ar virionez ; mez aoun a gemere dirak tud hag a grene ho unan diraz-han ! Tra glac’haruz ? Nag a bed n’euz ket herrio var an douar henvel ouz ar Sultan Meledin ? Lod o d’euz aoun da goll ho c’harg, lod all o d’euz aoun da veza goapeat gand an dud ma teuont da heulia ar pez a c’hourc’hemenn dez-ho ho c’houstianz ! Petra raio an A. Doue euz ar gristenien fall-ze ?
Meledin a ginnigaz d’ar Zant traou kaer evit kaout souj anez-han. Fransez ne falvezaz dez-han kemeret netra, en eur lavaret n’oa ket deuet d’an Ejipt evit destumm danvez, mez evit gounit eneou da Zoue.
— Kasit anez-ho ganeoc’h da viana, eme Veledin, evit ho rei d’ar beorien, pe evit lakaat kaerroc’h hoc’h ilizou.
— Ne gasan jamez netra gan-en, eme Fransez : Doue a ro dign el leac’h ma vezan kement tra em euz izoum.
Fransez ne c’hellaz ket gounit da Jezuz Meledin hag he bobl : he veach en Ejipt ne oue ket kollet evelato. Meledin a lavaraz dez-han e lesche ar Breudeur-bian da brezek evel ma karchent dre vro an Ejipt hed-a-hed. Goude m’an doa koumzet ouz Fransez, ne oue ket kenn nebeut ker rust ouc’h ar gristenien a ioa er vro-ze. Zoken, araok m’oa great ar peoc’h, e lezaz da vont kuit, evit netra ar re en doa paket hag a zalc’he er prizoun ; hag ouc’hpenn c’hoaz, d’ar re baourra anez-ho e roaz arc’hant evit distrei d’ar gear. Var gorre an oll draou-ze, e reaz eun dra hag a lakeaz da dridal kaloun an oll gristenien : rei a reaz ar Vir-Groaz a ioa eat euz a Jeruzalem gand Saladin, unan euz ar Sultaned a ioa bet enn he raok.
Abarz kuitaat ar Zant, Meledin a lavaraz
dez-han pedi Doue da lakaat anez-han,
araok mont euz ar bed-man, da
anaout ar guir relijion. Mad, a benn eur
pennad bloaveziou, ar Zant en em ziskouezaz
da zaou euz he Vreudeur a ioa
er Siri, hag a lavaraz dez-ho mont da rei
ar Vadiziant d’ar Sultan Meledin a ioa
goall glan. Mont a rejont. Deski a rejont
dez-han ar guir relijion : Eun Doue e tri
fersoun, Tad, Map ha Speret-Santel.
Meledin a zianzavaz he fals kredennou,
hag a oue badezet gand an daou Vreur
kaset gant Fransez.
Abaoue S Fransez, he Vreudeur a gendalc’h da brezek dre eno relijion J.-K., atao a-unan gand Hor Mamm Zantel an Iliz. Tremen c’houeac’h kant vloaz a zo emaint dre eno, hag int-hi eo a ziouall e Jeruzalem bez Hor Zalver.
Edo c’hoaz Fransez o prezek dre eno pa deuaz dez-han kelou euz an Itali evit lavaret dez-han ne d’ea ket an traou enn he Urz, nag e Stez-Mari, nag er c’houentchou-all, ervez m’en doa gourc’hemennet. Red e oue dez-han-ta distrei d’ar gear. Mez araok kounta an traou-ze, emeuz c’hoant da lavaret d’eoc’h petra c’hoarvezaz gand ar Breudeur a ioa eat d’ar Marok.
Pemp Breur en doa kaset Fransez d’ar vro-ze. Mil boan o d’eoue o treuzi ar Spagn, abalamour ar c’hreiz-deiz euz ar vro-ze, a ioa a zindan galloud an Durked. Evelato, goude beza bet lakeat er prizoun, barnet d’ar maro ha laosket adarre enn hent, e teujont a benn da c’hellout treuzi raz Jibraltar, ha diskenn er Marok.
D’ar mareou-ze edo o chomm er Marok don Pedro, breur da Roue ar Portugal, bro stag ouz ar Spagn dioc’h tu ar C’huz-Heol. Tec’het en doa ranket kuit araok he vreur ar Roue abalamour m’oa savet trouz etrez-ho. Heman a zigemeraz ar Breudeur-bian gand kals a garantez hag a vadelez. Ho loja a reaz enn he di. Ne lavare ket dez-ho chomm ep prezek relijion J.-K., mez alia a rea anez-ho d’hen ober sioul hag e kuz. Ne ket an dra-ze a felle d’ar Breudeur-bian : deuet oant evit prezek an Aviel, hag hen ober a rankent dirak sklerijenn an heol. Setu perak ec’h en em lakechont da brezek d’ar bobl var ar meaz kerkouls hag er c’herriou. Nann, n’o d’oa aoun ebed : Disklerria ha displega an Aviel a reant e kement leac’h ma kavent tud d’ho zelaou. Ouc’hpenn-ze, pa glevent e tlie Roue ar vro tremen dre eul leac’h bennag ec’h en em lakeant var he hent, hag e z’eant hirra ma c’hellent d’he heul, en eur brezek dez-han relijion J.-K.
Ar Roue ouz ho guelet hag ouz ho c’hlevet, a ieaz drouk enn-han, hag a lakeaz paka pek enn-ho. Kaset e ouent d’ar prizoun, emmerret ho divesker hag ho daouarn gand chadennou pounner. Bazateat, skourjezet e ouent gand kement a grizder m’oa toullet ho c’hroc’henn, ha ma veze gellet guelet ho bouzellou… Goudeze e vezent ruillet var dammou boutaillou torret, hag, epad an noz, e veze skuillet guin-egr var ho gouliou leun c’hoad. Mez int-hi ne reant van ebed. Bennoz zoken a lavarent d’an A. Doue, ha kana a reant kantikou enn he henor. Eun nozvez edo ar pemp Breur-bian, goloet a c’houliou, astennet var ho c’huchenn golo hanter-vrein. Enn eun taol, e paraz dira-z’ho eur sklerder skeduz meurbed, hag a ioa evel p’e diche c’hoant da zamma gant-hi ar pemp merzer evit mont d’an env. O velet eur sklerijenn ker vraz, ar goardou, lakeat d’ho diouall, a dec’haz kuit. Ar pemp Breur-bian, laouen hag euruz, a bede Doue, krenveat gand ar sklerijenn-ze, a deue euz an env.
Antronoz ar Roue a c’hourc’hemennaz dez-ho mont dira-z’han, hag a lavaraz dez-ho gant ruzder :
— Ha c’houi eo-ta an dud fall n’ho c’heuz nemed dismeganz evit hor feiz-ni ? Ha c’houi eo an dud diskiant-se ne reont nemed lavaret a bep seurt goall draou a enep Mahomet, an den santel digaset gant Doue var an douar ?
— O Roue, emez-ho, n’hon euz dismeganz ebed evit ar feiz guirion, pell ac’hano. Laouen e roimp zoken, evit he difenn betek ar berad diveza euz hor goad. Kas hon euz avad ouz ho fals kredennou-c’houi, hag ouc’h an den fall en deuz ho frezeget d’eoc’h.
Ar Roue morian, o velet n’oa ket evit ho zrec’hi er c’hiz-se, a glaskaz dont a-benn anez-ho er c’hiz-all.
— Mar kirit, emez-han, heulia lezenn Mahomet, me a roio d’eoc’h evit gragez ar merc’hed iaouank koant ha guisket kaer a zo aman diraz-hoc’h ; ha goudeze, me ho lakaio er c’hargou huella euz va Rouantelez.
— N’hon euz, eme ar Breudeur-bian, efer ebed nag euz ho merc’hed, nag euz hoc’h henoriou. Dalc’hit an traou-ze evidoc’h. Evidomp-ni, ne glaskomp, ha ne c’houlennomp nemed J.-K. hag he Varadoz.
Ar Roue, o klevet komzou ker rok, a ieaz gand ar gounnar. Kregi a reaz enn he zabrenn, ha faouta a reaz, an eil var-lerc’h egile, ho fenn dre an hanter d’ar pemp merzer… An dra-man a c’hoarvezaz d’an 20 a viz genver euz ar bloaz 1220.
An dud divadez euz a gear a razaillaz, kerkent ha m’ouent taolet dez-ho, var gorfou ar verzerrien. Ho zreina a rechont dre ruiou kear, en eur stlepel tamm aman tamm a-hont anez-ho dre ma z’eant. Ar pez a jomme anez-ho a oue taolet var eun dachenn douar vag, er meaz a gear, evit beza eno debret gand ar chas pe gand an anevaled gouez. Kristenien ar vro, kaset gand don Pedro a zestumaz ho relegou. Digaset e ouent da Iliz ar Groaz, e kear Koimbr, e Rouantelez Portugal ; hag eno emaint, c’hoaz herrio, dalc’het gand kals a henor e diou voestl arc’hant.
Hanoiou ar pemp merzer-ze a zo : Berardo, Pietro, Otton, Ajuto hag Akursio. Ar re-man eo ar pemp merzer kenta euz a Urz St-Fransez. Mez abaoue nag a bed n’o deuz ket skuillet ho goad evit J.-K. dre bevar c’horn ar bed ? A veac’h ma c’hellor ho niveri. Pa glevaz Fransez merzerinti he bemp Breur-bian, e savaz he zivreac’h varzu an Env en eur lavaret, hag an daelou a zirede euz he zaoulagad : « Oh ! Ia : breman e c’hellan lavaret gand guirionez em euz pemp Breur-bian ! »
Relegou ar verzerrien-ze a lakeaz an A. Doue da skuilla he vennoz var Rouantelez ar Portugal, hag, ouc’hpenn-ze, gounit a rechont da Fransez unan euz ar brasa sent euz he Urz. Eun den iaouank euz ar vro-ze o chomm e kear Koimbr, he hano Fernandez, euz an huella noblanz, a oue gounezet he galoun o pedi dirag merzerrien ar Marok. Goulenn a reaz guiska sae ar Breudeur-bian, ha dilezel he hano a Fernandez gant aoun da veza anavezet, ha great re a stad anez-han abalamour m’oa ganet a dud a renk huel. Falvezout a reaz dez-han beza hanvet Anton. Hennez eo St Anton a Badou anavezet gand an oll, ha leshanvet a Badou abalamour m’en euz tremenet er gear-ze ar pe vrasa euz he vuez.
Lavaret em euz d’eoc’h en doa ranket Fransez kuitaat bro Sao-Heol evit distrei d’an Itali. Setu aman abalamour da betra. Gouzout a rit en doa lakeat enn he leac’h, e penn he Urz, ar Breur Eli. Mad, epad m’edo Fransez o prezek d’an Durked hag o klask an dro da skuilla he c’hoad evit J.-K., ar Breur Eli a falvezaz dez-han souplaat ar reolenn hen doa great Fransez, rak re rust e kave anez-hi. « An oll, emez-han, n’int ket evit heulia ar reolenn great gant Hon Tad, rak ne ket krenv avoalac’h ho nerz evit tizout keit se… », ha kals a draou all evelse. Ar Breur Eli a ioa eun den skiantek meurked ; kas a rea koumpez enn dro kement tra a zelle ouz kouentchou an Urz setu perak, kals euz ar Breudeur-bian a ioa eat a du gant-han.
Pa glevaz Fransez an traou-ze e oue glac’haret oll. Evelato araok ober netra euz he benn he unan, ec’h en em lakeaz da bedi ha da c’houlenn kuzul digant he Vestr, digant Doue. Lavaret e oue dez-han dilezel bro Sao-Heol, ha distrei da Asiz.
E kear Veniz e tiskennaz euz he lestr, hag ac’hano e teuaz da gear Bologn. Hogen, e penn kouent Bologn edo ar Breur Iann Stracchia hag a ioa a du gand ar Breur Eli. Fransez a oue rannet he galoun o velet an tiez brao ha kaer a ioa savet eno evit kouent d’ar Breudeur-bian. « Ha petra, emez-han, hag aze eman o chomm tud a n’o deuz netra ? Hag e manerriou e tle loja ar Breudeur-bian ? Nann, an ti kaer-ze ne ket eun ti euz va Urz eo, hag ar re a zo enn-han n’int ket va Breudeur. Gourc’hemenn a ran dez-ho, mar o deuz c’hoant da jomm enn Urz, mont kuit dioc’htu, ha lezer ar maner-ze gand tud pinvidik ar bed. »
A veac’h ar c’hardinal Ugolini, patroum an Urz, d’ar mareou-ze e bologn, a c’hellaz terri nerz an ioul a ioa eat enn-han. Ar Breudeur-bian a anzavaz oant faziet, hag a oue ker buan pardounet. Mez eun abek all c’hoaz a gavaz er Breur Iann Stracchia, abalamour m’an doa great euz a eur gouent eun ti skol evit deski skiantchou ar bed, e leac’h eun ti ha ne dliet enn-ban nemet pedi Doue : tiez all a ioa savet evit ober skol enn-ho. Iann Stracchia a reaz van da zenti ouc’h Fransez ; mez abarz nemeur e kouezaz adarre enn he faziou koz. Fransez, dirak an oll a daolaz varn-han he valloz. Eur blavez bennag goudeze ar Breudeur-bian a bedaz ar Zant da bardouni da Iann Stracchia ha da rei dez-han he vennos. « Penaoz, eme Fransez, e rofenn-me va bennoz dez-han, pa z’eo guir Doue he unan en deuz roet dez-han he valloz ? » Hag evit guir, Iann Stracchia a gendalc’haz da vale dre an hent fall : ne c’houlennaz ket a bardoun digant Doue, ha, var he dremenvan e oue klevet o krial : « Daonet ounn, daonet ounn da vikenn ! »
P’en em gavaz Fransez e Asiz e velaz anat en doa great mad kuitaat bro Sao-Heol, rak e kouent Stez-Mari n’e d’ea ket ken nebeut an traou var an tu m’oant lakeat gant-han da vont. Gourdrouz a reaz stard ha c’houero ar Breur Eli : Hag, er Chabistr a oue da c’houel Mikeal, euz ar bloaz 1220, e oue lammet he garg digant-han. Enn he leac’h e oue lakeat Per Katan, an eil euz a ziskibien ar Zant.
Fransez a ioa torret he gorf gand he labourou, he brezegennou, a skuiz muioc’h eged na zonjor, he binijennou hag ar beajou poaniuz en doa great. Setu perak e falvezaz dez-han en em zizamma euz gouarnamant an Urz a bez, ha lakaat Per Katan enn he fenn. Senti a rache, emez-han, ouc’h Per, evel an disterra euz ar Breudeur-bian. Mez an oll relijiuzed a zavaz enn he enep. « Nann, nann, emez-ho ; n’hor bezo evit mestr nemed Hon Tad Fransez, epad ma plijo gand Doue her lezer var an douar. » Ar Zant a blegaz, hag a jommaz e penn an Urz.
Per Katan a gasaz an traou enn dro er guel a Zoue, ha gand kalz a garantez evit he Vreudeur. Evelato avechou e veze nec’het, rak avechou n’en deveze tamm da rei d’he relijiuzed. Kear Asiz a gase kals aluzennou da gouent Stez-Mari, guir eo : mez allaz ! aliez ne veze ket hanter euz ar pez a viche izoum. Ar brud euz a Fransez hag euz he zantelez a ioa eat dre bevar c’horn ar vro, hag euz a bep tu e teue tud d’her guelet, da c’houlenn digant-han kuzuliou evit ho zilvidigez. Ar re-ze a veze ive bevet evit netra er gouent, hag, evit rei dez-ho da zibri, ar Breudeur-bian a ranke iun.
O velet kementse, Per Katan, dre druez ouz he Vreudeur, ha dre garantez evit-ho, a ieaz da gaout Fransez hag a lavaraz dez-han :
— Tad, kals tud a deu da c’houlenn beva ganeomp ervez ar reolenn oc’h euz great, hag a zigaz gant-ho ar pez o deuz. Mad, e leac’h guerza ar pez a zigasont gant-ho, ha rei an arc’hant d’ar paour, ha ne ve ket guelloc’h d’eomp derc’hell ar madou-ze ganeomp hon unan ? Er c’hiz-se, e kafemp atao, pa vefe izoum, peadra da rei eun tamm boued bennag d’hor Breudeur.
— Guelloc’h e kafenn, eme Fransez, lammet kement tra a zo var dro Aoter ar Verc’hez eged dilezer ar baourentez, mean-fount hon Urz. Ar Verc’hez ne gavo abek ebed ennomp evit hor guelet o lakaat he aoter enn noaz evit heulia kuzuliou an Aviel, ha derc’hell mad d’ar ger hon euz roet d’he map Jezuz
Per a oue gounezet he galoun o klevet ar c’homzou-ze, ha ne lavaraz grik ebed ken. Evelato, dre garantez evit he Vreudeur, ne zalc’he ket striz avoalac’h d’ar reolenn, ha neuze e kleve trouz gand ar Zant. Plega a rea ep jamez en em glem. Pa veze menek da ober eun dra bennag a vraz, atao e c’houlenne kuzul digant-han. Eur penn fall bennag a zave avechou he vouez, hag a en em glemme. Per a veze neuze glac’haret oll, hag e skrive d’ar Zant, pa ne veze ket er gear, evit goulenn digant-han petra da ober. Heman a lavare dez-han mont dre zouzder ha gant karantez ; dre an hent-se e teuche a benn euz an oll. Per a zente hag ar peoc’h a veze ker buan great etre an oll Vreudeur.
Mont a rea mad an traou enn dro e Stez-Mari abaoue m’oa lakeat Per Katan e penn ar gouent. Siouaz ! an dra-ze ne badaz ket pell. Doue a c’halvaz Per Katan da vont d’he Varadoz, e miz meurs, euz ar bloaz 1221.
Burzudou euz ar re vrasa a c’hoarvezaz var he vez dembrest goude he varo. Bemdez, hag aliesoc’h eged bemdez, goude beza pedet var bez Per, e veze guelet tud klan o kaout ar iec’hed, tud kamm ar bale, tud dall ar gueled, tud bouzar ar c’hleved. Evelse ar brud euz ar burzudou-ze a redaz buan dre ar vro, hag a lakeaz eun niver braz a dud da zireded varzu kouent Stez-Mari. Digas a reant ive gant-ho profou braz da ginnik da Ber evit ar vad a rea dez-ho. An traou-ze ne blijent ket da Fransez. Ar pelerined, dre ma teuent ha dre ma z’eant, a rea kement a drouz ma n’oa ken ar menac’h evit pedi Doue e peoc’h enn ho c’houent. Ar profou braz a zigasent a spounte ive ar Zant, rak aoun en doa da vankout d’ar baourentez, he vignounez ar vrasa, evel a lavare. Setu perak e teuaz da vez Per, ha, divar bennou he zaoulin, e komzaz evel-hen : « Breur Per, p’edoc’h var an douar e sentaz ouzign var ar ger, n’euz forz petra em biche gourc’hemennet d’eoc’h. Mad, guelet a rit euz breman dre aman re a drouz, ha n’omp ket evit komz ouc’h Doue a voueled hor c’haloun. Digas a reor ive, abalamour d’ar burzudou a rit, kals re a brofou oc’h esa, me gred, miret ouzomp da veva er baourentez ervez kuzul an Aviel. Mad, breur Per, dont a ran herrio, me ho Tad, dont a ran da c’hourc’hemenn deoc’h chomm hivizikenn ep ober burzud ebed ken, aman, var ho pez. »
Per Katan a zentaz, rak goudeze, burzud ebed ken ne c’hoarvezaz var he vez.
Ar breur Eli adarre e penn an Urz. — An trede Urz. — Luchesiuz ha Bonadonna. — Induljanz ar Porsionkul. — Fransez hag ar Pap Honoriuz III. — Roz guenn ha Roz ruz. — Ar Pardoun braz. — An daou zervez kenta a viz eost. — Induljanz ar Porsionkul staget oc’h Ilizou all. — Petra rankor da ober evit gounit an induljansou-ze.
leac’h lakaat dioc’htu, goude maro
Per Katan, eun all da eil e penn an
Urz, Fransez a c’hortozaz gouelliou ar
Pantekost, rak enn derveziou-ze, evel
hoc’h euz her guelet c’hoaz, e veze atao
eur Chabistr braz, e veze galvet da vont
dez-han ar pennou braz euz an Urz. Da
c’hedal an dervez-se, Fransez a bede noz-deiz
da c’houlenn piou da henvel, rak
nec’het e oa. Chomm a reaz an oll mantret
o klevet an Tad Fransez, enn dervez
diveza euz ar Chabistr, o lavaret dirag an
oll oa ar Breur Eli an hini a felle da Zoue a viche lakeat da eil var he lerc’h.
Ar Breur Eli, evel a c’houzoc’h, a ioa bet
torret euz he garg nebeut amzer araok.
Mez ar Breur Eli n’en doa ket bet a vez
oc’h anzao he faziou hag o plega azindan
gourdrouzou ar Zant : hen ober en doa
great ep en em glemm. Anavezet en doa
ne d’ea ket dre an hent mad, pinijenn en
doa great, ha breman, e pep tra, e sente
atao ouc’h aliou ar Zant, hag ar Zant ive
en doa ankounac’heat en doa baleet var
an hent fall.
Setu petra dle da ober pep kristen mad pa vez eat var an hent fall : Anzao he dorfed, goulenn pardoun digant Doue en eur skei var boul he galoun, heulia aliou he gonfesour, senti out-han, ha Doue, d’he dro, a ankounac’haio he oll faziou.
Goude beza lakeat ar Breur Eli da vleina an Urz enn he leac’h, Fransez en em roaz d’ar bedenn goasoc’h eged biskoaz, araok mont adarre da brezek dre ar c’hearriou hag ar bourkou a dro-var-dro. En eur zonjal pegen dallet oa an dud var ar pez a zell ouz ho zilvidigez, ha pegement oant stag ouz madou ha plujadurazou ar bed-man, oa rannet he galoun. Enn he bedennou e c’houlenne stard digant Doue penaoz distrei tud ar bed divar an hent fall hag ho lakaat da vale var an hent mad, var hent ar Baradoz.
Dija, evit ar goazed, en doa diazezet Urz ar Breudeur-bian a brezege hag a c’houneze eneou da Zoue dre bevar c’horn ar bed : dija en doa savet, evit ar merc’hed, eun Urz all, an eil urz, Urz C’hoarezed Stez Klara, a bed noz-deiz, hag a ra pinijennou ar re rusta evit lakaat an A. Doue da gaout truez ouz ar bec’herrien diskiant, ha d’ho distrei out-han. Guir an dra-ze. Mez an oll goazed n’int ket galvet da veza beleien pe da veva enn eur gouent dizemez, evel ar Breudeur-bian, nag an oll merc’hed ne c’hellont ket kenn nebeut beva er c’houentchou divar an aluzenn, evel C’hoarezed Stez Klara.
Petra da ober-ta ?
Goude beza tremenet eur pennad amzer o pedi Doue d’her sklerijenna, ar Zant a ieaz adarre enn hent da lavaret d’an dud karet Doue a greiz ho c’haloun hag ober pinijenn euz ho fec’hejou. Bale a rea dre vro an Ombri hag an Toskan, ha, dre ma z’ea, e prezege : hag her grea gand kement ha nerz, ma tirede an dud var he lerc’h. Guelet a reat goazed o kuitaat ho gragez, ha merc’hed o tilezer ho goazed evit reded var lerc’h ar Zant, ha goulenn digant-han eur roudenn evit ma viche easoc’h dez-ho a vizikenn servicha Doue gand muioc’h a zoujanz eged a ziagent. Ar Zant, evel a gomprenit, n’oa ket evit dispartia an dud a ioa e stad ar briedelez ; mez c’hoant en doa da ober eur reolenn hag a lakache tud ar bed, en eur jomm pep hini enn he stad hag enn he gear, da veva oll, evel enn eur gouent vraz ; da bedi an eil evit egile, ha da vale dre eun hent merket dez-ho, easoc’h hag eeunnoc’h varzu ar Baradoz.
Edo ar Zant o sonjal enn traou-ze, hag o c’houlenn, dre he bedennou, sklerijenn digant Doue, p’en em gavaz, etre kear Floranz ha bourkik Kagiano, gand unan euz he gamaraded koz, unan euz a vignouned follenteziou he iaouankiz. He-man a ioa he hano Luchesiuz. Marc’hadour oa bet enn he amzer genta, ha madou braz en doa destumet, marteze evelato eun tammik a-dreuz hag a-hed, evel a c’hoarvez avechou gand ar re a zo o terc’hel konverz. Da vianna anaout en doa great n’eo madou ar bed-man nemed poufadou moged a ia gand an avel, nemed traou dister ha rankor da lezer var al lerc’h da heur ar maro. Setu perag oa troet ouz Doue, hag en em lakeat da labourat evit mad da zavetei he ene. Kastiza a rea he gorf dre iunniou ha pinijennou rust, ober a rea muia ma c’helle aluzennou d’ar paour, mont a rea da velet ha da brederria an dud klan enn hospitaliou, alia a rea an oll da zistrei ouz Doue ha d’her c’haret.
Dimezet oa d’eur vaouez han vet Bonadonna. Houman n’oa ket henvel-tre ouz he goaz : grignouz kenan e oa — E fesoun, araok herrio euz bet merc’hed pennou fall var an douar. — Eun dervez, Luchesiuz en doa roet d’ar beorien kement tamm bara a ioa enn ti. Peorien all a deuaz, eur pennadik goudeze, da c’houlenn adarre eun tamm bara, hag e lavaraz d’he c’hreg rei dez-ho — Penn sot ha diboell, eme Bonadonna, droug enn-hi, anat eo eo divoueded ho penn dre ho iunniou, hag o chomm epad an noz da bedi ep kousket berad. Kement a draou a roit m’emaoc’h o vont da lakaat ho tud da vervel var ar c’holo. Daoust ha ne c’houzoc’h ket oc’h euz roet kement tamm boued a zo enn ti ? — Luchesiuz, ep ober van ebed ouz he c’hlevet, a lavaraz dez-hi gand an douzder ar vrasa : — Digorit an armel, marteze e kafot c’hoaz enn-hi eun tammik bennag da rei — Bonadonna a zigoraz an armel, hag he c’havaz leun a vara !… Araok an dervez-se oa kristenez mad avoalac’h, mez goude ne oa ket kavet he far, na paour ebed ne ieaz dioc’h toull dor he zi ep kaout an aluzenn.
Roit d’ar paour ha Doue a roio d’eoc’h. Mad, hennez an den-ze eo en em gavaz gand Fransez, hag a c’houlennaz digant-han eur reolenn, evit beva, e kreiz trouz ar bed, e karantez Doue, evel enn eur gouent. Fransez o klevet ar c’homzou-ze a dridaz he galoun. Doue en doa selaouet he bedennou, rak he vennoz oa sevel eun Urz evit tud ar bed. Mont a reaz gand Luchesiuz d’he di ; hag eno, e ti ar marc’hadour koz se e fountaz an Trede Urz, pe Urz ar Binijenn, en eur digemeret enn-hi Luchesiuz ha Bonadonna he c’hreg. Dre c’her epken e roaz dez-ho he reolenn, n’oa ket great penn-da-benn gant-han c’hoaz. Ne c’hourc’hemennaz dez-ho nemed eur bedenn bennag en eur rei dez-ho, evit merk an Urz nevez, eur Skapuler liou al ludu, e ment ar skapulerriou all, hag eur gordenn, tri pe bemp koulm enn-bi, da zougen a zindan pe var gorre an dillad. Hennez eo guiskamant Breudeur ha C’hoarezed an Trede Urz. Galvet eo evel hen abalamour an daou Urz kenta savet gant ar Zant eo Urz ar Breudeur-bian hag hini C’hoarezed Stez Klara.
Ar reolenn a oue skrivet er memez bloaz 1221, ha ker buan kavet mad gand ar Pap Honoriuz III.
An Trede Urz ne zaleaz ket d’en em stigna dre bevar c’horn ar bed. Kement a dud a ioa enn-han euz an Itali ma skrive, nebeut blaveziou goudeze, Per des Vignes da Frederik II, Impalaer an Almagn, a ioa oc’h ober brezel d’ar Pap : « Ar Breudeur-bian, ha, dreist oll, Breudeur an Trede Urz a zo kement anez-ho dre aman m’ho deuz savet an oll en hoc’h enep, ha m’int goasoc’h evidoc’h eged ar brasa armeou. »
Enn Trede Urz euz tud paour ha tud pinvidik, tud a renk huel ha tud dister, hag evelato int oll Breudeur ha C’hoarezed : n’eman ket an eil huelloc’h eged egile. Henvel a rign d’eoc’h unanik bennag evel St Louis, Roue a Franz ; Stez Elisabeth, Rouanez Hongri ; St Ferdinand, Roue ar Spagn ; St Bonavantur, Doktor euz an Iliz ; Kristof Kolomb, en euz dizoloet an Amerik ; St Yvon, pe Eozen, a Vreiz-Izel, alvokad an intanvezed hag an dud paour, ha kals a re all, ep henvel d’eoc’h Pie IX, hag Hon Tad Santel ar Pap Leon XIII, herrio var gador St Per, lakeat gand Doue da c’houarn he lliz.
N’eman ket em mennoz kounta d’eoc’h histor an Trede Urz. Evelato p’am euz lavaret d’eoc’h penaoz oa bet savet gand St Fransez, eo red dign disklerria d’eoc’h lod euz ar pez a rankor da ober evit mont enn Urz ha beva enn-han.
1° N’hor ket evit mont ebarz araok
14 vloaz echu.
2° Red eo dougen ar skapuler hag ar gordenn.
3° Lavaret a rank bemdez, ar re ne ouzont ket lenn, 12 Pater, 12 Ave ha 12 Gloria Patri.
4° Iun a rankor diou veach ar bloaz : d’ar 7 a viz herzu, derc’hent gouel ar Verc’hez konsevet ep pec’hed ha d’an 3 a viz here, derc’hent gouel St Fransez.
N’euz pec’hed ebed evit mankout d’ar reolenn, mez neuze avad n’euz induljanz ebed ive.
Klevet em euz tud hag a lavar ne c’hellont
ket dimezi ar re a zo enn Trede Urz
dindan boan da veza kaset er meaz. Gevier
n’int ken ar c’homzou-ze. Eo, dimezi
a c’hell da ober Breudeur ha C’hoarezed
an Trede Urz, diou veach, teir gueach
ma keront, ep beza kaset er meaz euz an
Urz, ep beza kavet abek ebed enn-ho.
Tadou ha mammou, en eur alia ac’hanoc’h
da lavaret d’ho pugale mont enn
Trede Urz, e c’houlennan diganeoc’h pegement
bep sul ha bep foar a rankit da
rei d’ho kraouadur ? Ne gredit ket lavaret
dign pegement ? Ma ve enn Trede Urz,
ne rafe ket kement a zispign.
M’am euz eun tamm kuzul da rei d’an dud iaouank, goazed ha merc’hed, eo alia anez-ho da vont kenta ma c’hellint enn Trede Urz. Eno, o devezo induljansou braz da c’hounit. Eno, unanet gand Breudeur ha C’hoarezed all euz a gement bro gristen a zo er bed, e kavint nerz da harpa ouz an Droug-Speret ne ehan da daga an dud iaouank ; rak gouzout a ra, mar gell plega an den enn he iaouankiz hen dalc’ho a zindan he dreid betek he varo. M’am befe eun ali all da rei d’an dud iaouank eo lavaret dez-ho choaz evit pried unan hag a zo enn Trede Urz. Furroc’h eo.
Hon Tad Santel Leon XIII ne ehan da alia ar gristenien vad da vont enn Trede Urz. Perak an dra-ze ? Abalamour, evel hel lavar he unan, hon amzer-ni a zo henvel ouz hini St Fransez. Neuze ive, an dud a veve enn diroll ar vrasa : ne zonjent tamm enn ho ene ne reant stad nemed euz ho c’horf.
Hag herrio, ha ne ket ker braz an diroll evel e amzer St Fransez ? Siouaz ! goasoc’h eo zoken. Doue a zo, evel pa lavarfenn d’eoc’h kaset er meaz euz ar bed, rak beva a reor evel pa ne ve Doue ebed. Ne glaskor nemed plujaderezou ar bed hag ar c’hik : N’euz kenn c’hoant e kaloun pep den nemed ar c’hoant da zestum arc’hant ha danvez, n’euz forz dre be hent.
Evel oc’h euz guelet enn amzer St Fransez, Impalaer an Almagn, ha re all gant-han, ne ehanent da ober brezel d’ar Pap, evit hen diskar divar he dron.
Hag enn dervez a vreman, daoust ha ne ket lammet digant-han he dammik Rouantelez, ha lakeat anez-han da rankout chomm atao enn he di, pe enn he balez mar kirit. Eno eman er prizoun, rak mar teu er meaz e vezo taget dioc’h-tu gand an dud fall, he enebourien. Ker paour eo lakeat ma rank goulenn an aluzenn digant he vugale. Setu perak e kestor bep bloaz evit Hon Tad Santel ar Pap, ar pez a hanvor diner St Per.
P’edo Fransez o sevel he Urz, hag araok ive, an Albijoaed a ioa o tispenn a daoliou teod Hon Tad Santel. Diframma a reant a damm-a-damm lezennou an Aviel ha gourc’hemennou an Iliz. Ho mennoz oa diskar relijion J.-K. E toullou kuz ec’h en em zestument evit en em guzulia hag en em glevet.
Hag enn hon amzer-ni, ha n’eman ket ar Framansouned, bugale vian an Albijoaed, oc’h ober brezel d’an Iliz ? Rokoc’h int evit ho zud koz. Herrio ne ket he toullou kuz ec’h en em zestumont ; e tiez brao, hanvet lochennou, eo, e sklerijenn an heol ha dirak daoulagad an oll. Anavezet int. Int-hi eo a zo o kas an traou enn dro e kals Rouanteleziou, enn Itali hag e Franz dreist oll. Int-hi eo a zalc’h ar Pap er prizoun, 18 vloaz a zo. Int-hi eo a fell dez-ho ne ve mui hano, e nep giz, a Zoue e skol ebed. Digristena ar vro a rankont da ober, evel a lavare, enn ho hano, n’euz ket goall bell, unan euz ar pennou braz anez-ho !… An den divergond !…
Nann, ne raint ket. Doue a ziouallo he
Iliz. Hag ar Pap a zo enn he leac’h var
an douar, sklerijennet gant-han, a lavaro
d’eomp petra da ober evit trec’hi hon
enebourien, ha lakaat an dud da zistrei
var an hent mad. Doue, gueach all, a
lakeaz Fransez da zevel an Trede Urz ; ha
pedennou Breudeur ha C’hoarezed an Trede Urz o d’euz bet kement a c’halloud
m’ho d’euz distroet an dud divar an hent
fall, ha lakeat da gila Frederik II Impalaer
an Almagn, evel oc’h euz her guelet. Setu
perak herrio, ar Pap Leon XIII a deu, kenn
aliez a veach, da alia an dud da vont enn
Trede Urz. Sentit, kristenien vad, ouz aliou
ar Pap : kemerit ep mez hag ep aoun,
Skapuler ha Kordenn an Trede Urz. Pedi a
reot evit ho preudeur hag ho c’hoarezed
dianket ha dallet gand plujadurezou ar
bed, a unan gand tremen pemp kant mil
den all, a bep oad, a bep stad, stignet a
dreuz hag a hed, euz an eil penn d’egile euz
ar bed. Pedi a reot an A. Doue da verraat
an amzer glac’haruz-man. Pedi a reot evit
Hor Mamm Zantel an Iliz Katolik, ma teuio
Hon T. S. ar Pap er meaz euz he brizoun
da c’houarn an Iliz ep ma vezo den o viret
out-han. Pedi a reot zoken evit hoc’h
enebourien a herrio ma teuio Doue d’ho
sklerijenna. Pedi a reot evit Franz hor
bro, ma vezo kaset ar Framansouned
aheurtet d’ho zoullou kuz, ma teuio d’hor
gouarn tud vad hag a raio lezennou ne
d’aint ket a enep gourc’hemennou Doue
ha re an Iliz. Evelse bezet great.
Avechou e klevor tud o kaketal hag oc’h ober goap euz an Trede Urz. Ne lavaran ket ne ve ket kavet eun abek bennag e lod euz a Vreudeur ha C’hoarezed an Trede Urz. E peleac’h eman an den ha ne ve ket kavet avechou eun draik bennag da lavaret divar he benn ? Mez, ma klevit unan pe unan o tismegansi an Trede Urz, dreiz-han he unan, lavarit, ep aoun da fazia, eman an Droug-Spered o komz dre he c’hinou, hag ez’eo d’an nebeuta kender-goumpez d’ar Framansouned. Daoust ha ne ket Doue he unan eo en euz lavaret da Fransez sevel an Trede Urz ?
Goude m’an doa diazezet an Trede Urz, Fransez, en eur brezek d’an dud dre ma z’ea, a zistroaz d’he gouent. Eno e kouent Stez-Mari-an-Elez, e pede hag e rea pinijennou ar re rusta evit lakaat an A. Doue da gaout truez ouz an dud diskiant a deue d’hen dilezer, ha d’ho distrei varzu enn-han. Planta karantez Doue e kaloun an oll, setu eno he vennoz.
Eun novez, epad miz here, euz ar bloaz 1221, edo o pedi enn he doullig kambr ; hag e vouele, hag e c’hirvoude o velet dallentez an dud, pa deuaz eun eal da lavaret dez-han mont da Iliz ar Porsionkul, hennez eo hano Iliz kouent Stez-Mari-an-Elez, el leac’h m’edo ouz he c’hedal J.-K., ar Verc’hez hag eur vandenn Elez. En em gavet enn Iliz, e velaz Hor Zalver e kreiz he Elez, hag he Vamm enn tu deou dez-han. Fransez en em lakeaz da grena, hag, er meaz anez-han he-unan, ec’h en em daolaz d’an daoulin, he dal harp ouz an douar.
— Fransez, eme J.-K., gand eur garantez an dudiusa, c’hoant braz oc’h euz da zavetei an eneou. Mad, me ho lez da c’houlenn digan-en ar pez a gafot ar guella evit ho zilvidigez, hag ive evit henor va hano.
Pa velaz Fransez diraz-han J.-K., ar Verc’hez hag an Elez, e chommaz sebezet, sounnet ; n’oa evit lavaret ger, he spered a ioa savet d’an Env. Deuet enn-han he unan, e respountaz gand an doujanz ar vrasa :
— O Tad Santel, me ho ped, me paour keaz pec’her, da rei d’ar bed oll ar c’hraz-man : Goulenn a ran ma vezo pardounet ho fec’hejou d’ez-ho, ha ma n’ho devezo dle ebed da baea evit-ho, abaoue m’ho d’euz skiant, kement hini a deuio da bedi enn Iliz-man, goude beza kofeseat gand glac’har ho fec’hejou, hag ar re a c’helfent da veza ankounac’heat, ha bet an absolvenn anez-ho. En em arbedi a ran ive ouz ar Verc’hez, ho mamm, evit ma plijo gant-hi beza va alvokadez diraz-oc’h, hag alia ac’hanoc’h da rei dign va goulenn.
Ker buan Rouanez an Elez a zistroaz ouz he map, a en em lakeaz a du gand Fransez, hag en em arbedaz out-han evel-hen :
— O Doue oll c’halloudek, dont a ran da bedi ac’hanoc’h da rei da Fransez ar pez en euz goulennet diganeoc’h.
Hor Zalver a respountaz :
— Breur Fransez, ar pez a c’houlennit digan-en a zo eun dra vraz meurbed : Evelato, kaer-so, her roan d’eoc’h. Me-ta, Fransez, a ro d’eoc’h ho koulenn ; mez red eo d’eoc’h kaout aotre va Vikel, var an douar, an hini en euz ar galloud da liamma ha da ziliamma an traou er bed-man hag er bed-all, var an douar hag enn Env. Goulenn a reot digant-han, euz va ferz, an induljanz-se.
Ar Breudeur-bian all a ioa dihunet gand an diviz a ioa etre Fransez hag an A. Doue. Klevet a reant kement tra a veze lavaret : guelet a reant an Iliz sklerijennet ; chomm a reant sebezet o velet kement all a Elez, mez hini anez-ho ne gredaz mont er meaz euz he doullig kambr, na mont enn Iliz. Antronoz, Fransez a zifennaz out-ho lavaret grik ebed divar benn ar pez o doa guelet ha klevet. Evit-han, he galoun a dride enn he greiz mall en doa da gaout aotre ar Pap. Setu perak, antronoz vintin, da c’houlou deiz, e kemeraz gant-han ar Breur Mase, hag e z’eaz dioc’htu var eeun da gaout Honoriuz III.
D’ar mareou-ze, ar Pap Honoriuz III a ioa e kear Perouz. Ar Zant a ieaz d’he gaout, hag a lavaraz dez-han, ep distro ebed, evel m’her grea atao :
— Tad Santel, raparet em euz, enn eul leac’h hanvet Porsionkul, eun Iliz savet enn henor d’ar Verc’hez, mamm da J.-K. Pedi a ran ac’hanoc’h da staga ouz an Iliz-se induljansou hag a c’hello an oll da c’hounit ep kaout guir ebed dez-ho euz ho ferz ho unan.
— An induljansou ne vezont ket roet ep guir, eme ar Pap. Evelato lavarit dign ped vloaz oc’h euz c’hoant e padfe an induljansou-ze ?
— Oh ! Tad Santel, eme ar Zant, plijet ganeoc’h selaou ac’hanounn : Ne ket bloaveziou a c’houlennan diganeoc’h, eneou eo.
— Petra oc’h euz c’hoant da lavaret en eur goulenn digan-en eneou kentoc’h eged bloaveziou ?
— Me fell dign, Tad Santel, e rofac’h,
da gement hini a deuio da lliz ar Porsionkul,
goude beza kofeseat gand keuz
ha glac’har he bec’hejou, ha bet an absolvenn
anez-ho, e ve pardounet dez-han
ar pec’hejou all hen defe ankounac’heat,
kerkouls hag ar pec’hejou bian ne vez
ket taolet kals evez out-ho ; me fell dign
m’en defe hennez tamm dle ebed da baea
da Zoue, evit he bec’hejou, na var an
douar nag er bed all ; ha, ma ve kenn
dibec’h ha kenn neat he goustianz, o
vont er meaz euz an Iliz, evel pa ve o
tont divar mean-fount ar Vadiziant.
— Fransez, skrija a ran ouc’h ho klevet. Biskoaz jamez Pap ebed n’en euz roet induljansou ker braz.
— Tad Santel, evidounn-me n’ounn nemed eun den dister ha mad da netra. Evel-se, ar pez a c’houlennan, ne ket em hano eo her goulennan, mez enn hano J.-K. en deuz lavaret dign dont d’ho kaout.
O klevet kement-se ar Pap a zavaz enn he za, ha dirag ar Gardinaled e lavaraz teir gueach dioc’htu :
— Ia, Fransez, me fell dign rei d’eoc’h ho koulenn.
Lod euz ar Gardinaled o d’eoue c’hoant da zerc’hell, eun tammik bian, penn ouc’h Hon Tad Santel, en eur lavaret dez-han biskoaz jamez Pap ebed n’en d’oa roet induljansou ker braz ep eur binijenn pe eun aluzenn bennag,
— Ar pez a zo great, a zo great, eme
ar Pap ; euz a berz Doue e teu. Eun dra
epken a zisklerriomp, ha setu aman petra :
Lavaret ha disklerria a reomp ne
bado an induljansou a c’houlenn Fransez
nemed eun dervez epken bep bloaz.
Goudeze e c’halvaz Fransez da zont d’he gaout hag e lavaraz dez-han :
Aotre a reomp, Ni, Honoriuz III, Pap, ha Vikel J.-K. var an douar, n’en devezo pec’hed ebed var he goustianz, ha n’en devez-ho dle ebed da baea evit he oll bec’hejou, abaoue m’euz deuet skiant dez-han, an neb piou bennag a vezo eat enn Iliz ma komzit d’eomp anez-hi, ha lavaret enn-hi eur bedennik bennag, goude beza kofeseat gand glac’har he oll bec’hejou en euz sonj enn-ho, ha bet an absolvenn anez-ho. Mez an induljansou-man, hag a bado betek fin ar bed, n’o devezo talvoudegez nemed eun dervez hag eun nozvez hed-a-hed, evel ma kount lezennou an Iliz ; da lavaret eo, adalek kresteiz betek antronoz kus-heol. An dra-ze a fell dign, hag an dra-ze a vezo evelse. Fransez o klevet ar c’homzou-ze a blegaz he benn gand anaoudegez vad ; dridal a rea he galoun gand al levenez. Bennoz Doue a lavaraz d’Hon Tad Santel Honoriuz, hag edo erru kuit pa c’halvaz ar Pap anez-han.
— Denig paour ha dizonj, da beleac’h ez z’it-hu evelse ? N’hoc’h euz tamm skrid ebed evit diskouez em euz roet d’eoc’h an induljansou braz a c’houlennac’h digan-en.
— Tad Santel, eme Fransez, ho ker a zo avoalac’h evidounn. Mar d’eo mad ar pez a c’houlennan, Doue hen diskouezo he unan, hag an dra-ze a vezo avoalac’h. Ha m’ar deo red kaout eun tamm skrid bennag, ar Verc’hez a vezo va zamm skrid, J.-K. an naoter hag an Elez an testou.
An dra-man a ziskouez pegement a fizianz en doa ar Zant er pez en doa Doue disklerriet dez-han e lliz ar Porsionkul.
Setu ive ta roet gand ar Pap, goude Doue, he c’houlenn da Fransez. Mez da be zeiz euz ar bloaz e c’hellor gounit an induljansou braz-se ? Ar Zant n’her gouie ket he unan. Pedi ha pedi a rea a ziagent, mez breman e ped startoc’h c’hoaz evit lakaat an A. Doue da zeiziada an dervez a falvesche dez-han.
Epad pemzek miz e pedaz, ha Doue ne rea van ebed ouz he gleved…
Ha goude guelet n’oa ket roet ker buan he c’houlenn da eur Zant ker braz, e klevor tud digristen avoalac’h o lavaret : Oh ! me am euz pedet, ha pedet meur a veach, pedet bemdez epad eur miz, daou viz, ha n’ounn ket selaouet. Ne dal ket ar boan dign pedi ken, rak Doue ne zelaou ket ac’hanounn. Oh ! kristen digaloun, na c’houi a fazi ! Doue ne vank netra d’eoc’h ; selaou a rai ho pedenn pa blijo gant-han. Bezit fizianz enn-han, pedit ha kendalc’hit da bedi, ha, pa deuio an heur, Doue a roio d’eoc’h ho koulenn mar d’eo talvouduz evit ho silvidigez.
Fransez ive-ta a bede noz-deiz hag a rea pinijennou braz. A benn ar pemzekved miz Doue a zelaouaz he bedenn, ha setu aman penaoz.
E miz genver euz ar bloaz 1223, epad m’edo adarre o pedi e kreiz an noz, e klevaz eur vouez o c’houeza ar c’homzou flour-man enn he ziou skouarn : « Fransez, pell ha pell braz a zo emaoc’h o pedi. It da gousket : varc’hoaz e pedfot adarre. Pinijennou re rust a rit ive. « Guelit, eman uzet ho korf hag ho iec’hed : poent eo d’eoc’h chomm a-za. Evelse ec’h espernfot ho korf hag e padfoc’h hirroc’h. »
Fransez a anavezaz dioc’htu piou oa an hini en d’oa an ear da gentellia anez-han gand kement a garantez An Drouk-Spered trubard an hini oa. Setu perak, e leac’h. senti out-han, e savaz rak eeun divar bennou he zaoulin, hag e z’eaz d’ar c’hoad a zo e kichenn ar gouent. Eno, e tiviskaz he zillad, hag, enn noaz pill, ec’h en em lakeaz d’en em ruilla etouez an drez hag ar spern gand kement a grizder m’oa deuet an oll skourrou da veza ruziet gand he c’hoad. Enn eun taol, eur sklerijenn lugernuz a c’holo ar Zant An drez hag ar spern a zo deuet da veza plantennou roz, drean ebed enn-ho, goloet a roz guenn hag a roz ruz : ha koulzkoude edot e kreiz ar goan, pa z’eo guir edot e miz genver, ha zoken oa rust ar goan er blavez-se.
Abaoue a vezo bremaik seiz kant vloaz, hag evelato, herrio, er bloaz 1889, e velor c’hoaz e hars Iliz ar Porsionkul, ar plant roz-se, atao glaz, o rei han-c’hoan roz epad ar bloaz, lod ruz ha lod guenn, ha n’euz drean ebed enn-ho, ar pez ne gavot e leac’h all ebed.
Ar Zant a jommaz mantret o velet eur burzud ker braz : Drez ha spern deuet da veza plant roz ! Epad m’edo evelse sebezet, eur vandenn Elez a deuaz d’en em voda enn dro dez-han. Lakaat a rejont dez-han dillad guenn-kann, ha goude e leverchont dez-han mont d’an Iliz, el leac’h m’edo Hor Zalver ouz her gedal. Araok mont kuit e kutuillaz daouzek rozenn venn ha daouzek rozenn ruz da gas gant-han, ha goudeze e z’eaz d’an Iliz.
Eno edo ouz he c’hedal J.-K. hag ar Verc’hez. Fransez, evel en d’oa great pemzek miz araok, en em strinkaz adarre d’an daoulin, hag a en em arbedaz evel hen ouz J.-K. :
— Hon Tad Santel meurbed, Roue an env hag an douar, Salver ar bed, plijet ganeoc’h lavaret dign pe zeiz e devezo he zalvoudegez an induljanz vraz oc’h euz bet ar vadelez da rei dign.
— An induljanz-se, eme J.-K., e devezo he zalvoudegez adalek div eur goude kresteiz, an dervez kenta a viz eost, hag ive epad an noz, betek antronoz kuz-heol. Enn dervez-se, kenta a viz eost, gouel St Per enn ereou, e tiskennaz eun eal euz an env da derri chadennou St Per, ha d’hen tenna er meaz euz ar prizoun. An deiz-se eo a verkan d’eoc’h. It da Roum d’her lavaret d’ar Pap ; kemerit ganeoc’h eun dournad roz ruz ha roz guenn da ziskouez dez-han ; kasit ive ganeoc’h lod euz ho Preudeur ma c’hellint dougen testeni d’ar Pap euz ar pez o d’euz guelet ha klevet.
Ac’hanta, kristenien digaloun, ha ne velit-hu ket penaoz, a fors da bedi ha da ober pinijenn, en euz bet Fransez he c’houlenn digant Doue ? Ha c’houi, hag a lenn an dra-man, ha falgalouni a reot hivizikenn ma ne vez ket roet d’eoc’h dioc’htu ho koulenn ?
Fransez a ieaz dioc’htu var eeun da Roum. Lavaret a reaz d’ar Pap penaoz en doa an A. Doue merket dez-han an eil lodenn euz an dervez kenta a viz eost, hag an noz, betek antronoz, eil a viz eost ken a viche kuzet an heol. Diskouez, a reaz dez-han ive ar roz en doa kaset gant-han. Ar Breudeur a ioa eat d’he heul a lavaraz evel ar Zant, hag ar Pap Honoriuz a aotreaz gant-han dioc’htu ar pez a c’houlenne. Skriva a reaz zoken da Eskibien Asiz, Perouz, Todi, Spolet, Foligno ha d’ar re all a-dro-var-dro, evit lavaret dez-ho embann enn ho Eskoptiou an induljanz vraz a ioa stag ouz Iliz ar Porsionkul.
Enn dervez kenta euz a viz eost euz ar bloaz 1223, e oue ive-ta eur gouel braz e Stez-Mari-an-Elez. Kals Eskibien a en em gavaz eno, ha, gant-ho, an dud euz ar renk huella euz ho Eskoptiou, ep kounta an dud divar ar meaz a ioa n’eaz gouzout ped anez-ho. Ar Breudeur n’edont ket o chomm enn Itali a ioa ive en em gavet eno evit an darn vuia.
Fransez a oue pedet da ober eun tammik sermoun d’ar bobl. Hen ober a reaz, gant-han enn he zourn, he zermoun skrivet, setu perak e c’hellan he rei d’eoc’h ger evit ger, ne ket hir :
« Va Breudeur, c’hoant em euz d’ho kas oll d’ar Baradoz. Rei a ran da anaout d’eoc’h em euz bet digant an A. Doue, dre c’hinou Hon T. S. ar Pap, eun induljanz vraz hag a bado da vikenn. C’houi oll, deuet aman herrio, mar oc’h euz kofeseat ho pec’hejou gand keuz ha glac’har dez-ho, ha bet an absolvenn anez-ho, n’oc’h euz tamm dle ebed da baea da Zoue, evit ar boan dleet d’ho pec’hejou abaoue dervez ho padiziant betek herrio. Ar memez induljanz o devezo kement hini a deuio aman bep bloaz, d’an daou zervez merket, gant ma kofesaint gand glac’har ho fec’hejou evit kaout an absolvenn anez-ho, ha ma pedint e Iliz ar Porsionkul. »
Ne vioc’h ket eta souezet o klevet ne oue ket pell evit beza embannet dre ar vro ar Pardoun braz. Evelse e vez hanvet aliez induljanz ar Porsionkul ; avechou all e vez hanvet c’hoaz Pardoun braz Asiz. Dont a rea bep bloas, da Zantez-Mari-an-Elez, tud a bep bro. Kountet euz bet ouc’hpenn kant mil den er memez dervez, rak an oll o d’oa c’hoant da baea, en eun taol, an oll boaniou dleet d’ho fec’hejou abaoue ho badiziant.
Mez n’oa ket an oll evit mont da Zantez-Mari-an-Elez : ar re a bell a ranke chomm er gear. Koulskoude Fransez a lavare en doa c’hoant kas an oll d’ar Baradoz, hag evit an dra-ze eo oa roet dez-han an induljanz a c’houlenne. Setu perak, ar Paped, an eil var lerc’h egile, o d’euz, dre ho galloud, staget an induljansou vraz-se ouz Ilizou, aman hag ahount, dre ar bed, evit ma viche easoc’h d’an oll kaout perz enn-ho, ha paea enn eur pennadik dervez, ar boan dleet d’ho fec’hejou er bed-man hag er bed all.
Henvel a c’hellan d’eoc’h an Ilizou, e bro Leon, a zo staget out-ho induljanz ar Porsionkul. Setu int-hi aman : Folgoet — Rosko — Guinevez-Lochrist — Guimilliau — Iliz kouent St Fransez e Montroulez, ha Chapel skol Lezerazien e kichenn Landivisiau.
Breman, petra rankor da ober evit gounit induljanz ar Porsionkul ? Setu aman :
1° — Her guelet oc’h euz dija, red eo kofez gand keuz ha glac’har an oll bec’hejou, ha kaout an absolvenn anez-ho. Enn eur ger, red eo beza e stad a c’hraz, ha mont da gommunia. Mez n’eo ket red kofez ha kommunia er barrez m’eo stag an induljanz out-hi ; pep hini a c’hell kofez ha kommunia enn e Iliz parrez, pe el leac’h ma karo.
2° — Red eo mont enn Iliz e d’euz an induljanz, ha lavaret enn-hi eur bedennik bennak, n’euz forz pehini. Alia a reor ac’hanoc’h da lavaret ar Miserere mei, pe Litaniou ar Verc’hez, pe Litaniou an hano a Jezuz, pe, mar kavit guell, pemp Pater, pemp Ave Maria ha pemp Gloria Patri.
An induljanz a c’hellor da c’hounit ken aliez ha ma keror, dek, daouzek gueach hag ouc’hpenn, gant ma teuor eur pennadik er meaz euz an Iliz, araok mont enn-hi adarre, hag en eur lavaret beb tro ar memez pedennou, pe re all. An induljanz-se a c’hellor da c’hounit evit ar re veo hag ar varo.
En eur achui lezit ac’hanounn da lavaret
d’eoc’h ar pez a skrive an Tad Bourdalou,
unan euz ar zermounerrien guella
a zo bet e Franz. « Induljanz ar Porsionkul
a laka an diaoulou da iudal, gand
ar gounnar e fons an ifern, abalamour
gand an induljanz-se n’o deuz krog
ebed er bec’herrien. » Rak, evel oc’h
euz guelet, an nep a c’hounit induljanz
ar Porsionkul a zo kenn neat he goustianz
evel hini ar bugel o tont divar mean-fount
ar Vadiziant, evel hini ar merzer
a zo o paouez skuilla he c’hoad evit he
Zoue.
Ar reolenn nevez hag ar Breur Eli. — Klemmou ar Breudeur. — Bleiz Gubio. Pedennou Fransez. — Fransez savet enn ear hag ar Breur Leon. — Bleizi Gresio. — Ar paour laeret gand he vestr. — Ar Breur Leonard hag an Azen. — Mervel a rign gand an naoun. — Ar Breur klan hag ar rezin. — Ar Breur Riger. — Eun danvad etouez ar bouc’hed. — Fransez o tiskana ouc’h an eostik. — Ofern hanter-noz Nedelek. — E menez Alvern.
vit-han da veza savet an Trede Urz,
evit-han da veza bet digant J.-K. he
unan induljanz ar Porsionkul, Fransez
ne ankounac’hea ket he Urz he unan, Urz
ar Breudeur-bian. Abalamour da-ze e
sonjaz, nann lammet eun dra bennag euz
ar reolenn genta en d’oa great, mez he
disklerria sklearroc’h. Setu perag, evit
goulenn sklerijenn digant Doue, e kemeraz
gant-han daou Vreur-bian, hag e
z’eaz gant-ho var beg eur menez e kichenn
kear Rieti. Goude beza chommet eno daou ugent dervez o pedi, o iun, oc’h
ober pinijenn, e tiskennaz d’an traon
evit rei he reolenn d’he Vreudeur.
Ar Breur Eli, evel em euz lavaret d’eoc’h a ziarog, a ioa, e leac’h Fransez, e penn an Urz. Hogen Eli n’edo ket a du gand Fransez var ar reolenn penn-da-benn ; re striz e kave anez-hi. N’oa mad emez-han nemed da bellaat an dud dioc’h an Urz. Setu perag, pa oue menek da lenn dirag an oll ar reolenn nevez-great, Eli a reaz an neuz da veza kollet, etouez he baperou all, ar paper en d’oa roet ar Zant dez-han.
Fransez, glac’haret oll o klevet kementse, a zavaz adarre var ar meuez evit goulenn kuzul digant Doue, hag a ziskennaz gand ar memez reolenn, ger evit ger.
Mez, epad m’oa bet oc’h ober he dro, Eli en d’oa troet kals Breudeur a du gant-han. Lavaret a reant oll n’oant ket evit senti ouc’h eur reolenn ker rust. Ar Breur Eli a ioa bet dija gourdrouzet gand Fransez. Bet en d’oa, evel a leveror, e begement digant-han ; Evelato, abalamour d’he zantelez, n’oa ket evit miret da ober stad anez-han. Setu perag ne gredaz ket enebi out-han ep eun tammik distro. Abalamour da-ze e lavaraz d’ar Breudeur all mont araog, hag en, pa viche red, a gomzche enn ho hano. Mez ardou ar bed ne dalont netra dirak Doue.
Pa velaz Fransez ar Breur Eli, hag ar re a ioa gant-han, o vont d’he gaout, e z’eaz d’ho digemeret ; hag, evel pa viche drouk enn-han, e lavaraz dez-ho :
— Petra a glaskit ?
— Ar re-man, eme ar Breur Eli, pleget he benn, a gaf re rust ar reolenn oc’h euz great d’eomp, hag e pedont ac’hanoc’h da zousaat anez-hi.
— A. Doue, eme ar Zant o klevet ar c’homzou-ze, hag en eur zevel he zaoulagad varzu an Env, ha n’em oa ket lavaret d’eoc’h ne gretchent ket ac’hanounn ? Perag-ta oc’h euz lakeat ac’hanounn da zisklerria dez-ho ar reolenn-ze ? Evid-ounn me ha va Breudeur kenta he heulio betek ar maro, mez ar Breudeur all, hag hi a reont-ho ive ?
Neuze enn eun taol, J.-K. en em ziskouezaz
dirag an oll e kreiz eur sklerder
lugernuz meurbed, hag a lavaraz :
— Paourig keaz den, d’en em betra en em jala kement ? Daoust ha c’houi eo oc’h euz great ar reolenn-ze ? Ha ne ket me an hini eo ! Me a c’hoar petra em euz great. Ar re a blijo ar reolenn dez-ho a jommo enn Urz, hag ar re all a ielo kuit. Na vezit ket nec’het, mar da kals kuit me a zigaso muioc’h c’hoaz d’eoc’h, hag a raio anez-ho relijiuzed ervez va dourn.
Enn eun taol, ha ker buan ha m’oa deuet, ar sklerder lugernuz a ieaz da netra : J.-K. a ioa savet d’an Env. Ar Breudeur, spountet ha goloct a vez, a jomme astennet var an douar da c’hedal petra a ioa o vont da c’hoarvezout. Fransez, evel pa ne viche en em gavet netra burzuduz ebed, a ieaz d’ho c’haout gand kals a vadelez, a grogaz enn ho daouarn, an eil varlerc’h egile, evit ho zevel enn ho za, hag a lavaraz dez-ho gand an douzder ar vrasa : « Savit ha n’ho pezet aoun ebed. Anaout a dleit e z’eac’h a enep ar pez a fell da Zoue, oc’h ober ar pez oc’h euz great. Kaout a rea d’eoc’h oa eun den eo a roe ar reolenn-man d’eoc’h, ha breman e velit e faziac’h. Soudarded J.-K. oc’h ; kemerit ive-ta he armou, hag an armou-ze a zo ar binigenn hag ar bedenn : Gant-ho e c’hellot atao enebi ouz an Drouk-Spered, ne ehano d’ho taga ; ha dont a benn anez-han hag euz he finesaou. »
Goudeze e tiskennaz gant-ho da eur gouent a ioa e traon ar menez, evit rei he reolenn da Vreudeur ar gouent-se. Ar re-man a zelaouaz ar Zant : ha p’oa achu gant-han, e c’houlennchont digant-han dousaat eun tamm ar reolenn var ar pez a zelle ouz ar baourentez. « Kreski bemdez, emez-ho, a ra ar Breudeur-bian ; eman leun ar c’houentchou. Ha penaoz kaout boued avoalac’h da gement all a dud ma ne vez espernet netra, ma ne vez lakeat tamm a gostez a benn ma vezo izoum ; rak an aluzennou a c’hell berraat, mankout zoken ? Ha a neuze ?… Euruz hag a galoun-vad, ar Breudeur-bian a raio pinijenn, mez n’o deuz ket a c’hoant da vervel gand an naoun. »
Ep lavaret ger divar benn klemmou he Vreudeur, Fransez a zavaz dioc’htu var ar menez da c’houlenn digant he Vestr petra da ober. « Me, eme Hor Zalver, eo mad ha peadra ho pugale. Ne fell ket dign e teufent d’en em jala e giz ebed gant traou ar bed-man. Da gement hini a vezo enn Urz, hag a zalc’ho mad d’ar reolenn, me a roio dez-ho keinent tra a c’helfent da gaout izoum er bed-man. Seulvui e vizint kals, seulvui ive e roign kals dez-ho. Ne fell ket dign e vent jamez nec’het gand traou an douar. »
O klevet ar c’homzou-ze, an oll a blegaz ep lavaret ger. Goudeze e teuchont oll da Asiz da zisklerria ar reolenn d’an oll Vreudeur a ioa eno, hag oll e tigemerchont anez-hi ep en em glemm. Goudeze e oue great leoriou bian anez-hi evit gellout kas unan da gement kouent Breudeur-bian a ioa er bed.
Houman, an eil reolenn-man, a ioa henvel ouz an hini genta nemed m’oa berroc’h. Eun dra nevez epken a lakeaz ar Zant enn-hi, ha setu aman petra : Gourc’hemenn a rea d’an hini a viche e penn an Urz senti atao hag e pep-tra ouz Hon T. S. ar Pap. Difenn a rea out-han ober netra ep kaout he aotre. Setu perag, abaoue c’houeac’h kant vloaz, eo chommet ar Breudeur-bian ker stak ouz an lliz katolik.
P’an doa great Franzez kementse e z’eaz da Roum da c’houlenn aotre ar Pap hag he vennoz evit he reolenn. Honoriuz a gavaz ive rustik houman evit ar baourentez ; alia a reaz anez-han da gemeret, ha da zerc’hell ar madou hag al leveou a viche roet dez-han ; rak, emez-han, var var e vezo atao hoc’h Urz, ma n’ho c’heuz nemed an aluzenn da veva. « Tad Santel, eme Fransez, Doue, hag a roio d’eomp he Varadoz er bed all, hag en a c’hello miret da rei d’eomp er bed-man an nebeudik a zo red evit beva ha guiska hor c’horf ? » Ar Pap o velet pegement a fizianz en d’oa Fransez e madelez an A. Doue a jommaz sebezet. Rei a reaz dioc’h tu he aotre d’ar reolenn nevez. Ha Fransez, he galoun karget a joa, a ieaz da brezek, ba da c’hounit eneou da Zoue e bro an Ombri hag ar Romagn.
P’en em gavaz e kear Gubio, enn Ombri, e klevaz oa var dro kear, meur a vloaz a ioa, eur bleiz kement hag eul leue bloaz, hag a lakea keariz oll da grena ; rak mar d’oa braz kenan oa ive kriz meurbed. Taga ha samma a rea an dud kerkouls hag an anevaled mud ; ha den ne grede mont er meaz euz he gear ep kaout armou gant-han. Fransez dre druez ouc’h tud Gubio, a lakeaz enn he benn mont da gaout ar bleiz. He unan, ep aoun ebed, leun a fizianz e Doue, e z’eaz er meaz a gear varzu ar menez el leac’h ma rea ar bleiz he guz.
Kerkent ha ma santaz c’houez eun den, ar bleiz a zilammaz varzu enn-han leun a gounnar, ruz he zaoulagad evel daou gef-tan, digor he c’hinou, eun ionenn liou ar goad o tivera dioc’h bek he deod. E fesoun edo o tibri eun aneval, pe eun den bennag marteze. Ar Zant a valeaz var eeun varzu enn-han, ha, goude beza great sin ar groaz, her galvaz a vouez huel :
— Bleiz, va breur, deuz aman d’am c’haout. A berz an Aoutrou Krist e tifennan ouzit ober drouk di-me, na da zen all ebed.
Kerkent ar bleiz a zerr he c’hinou, a
jomm eur pennadik a za, ha goudeze e
teu kenn douz hag eun oan da c’hourvez
e-harz he dreid.
— Bleiz, va breur, eme adarre ar Zant, goall draou ec’h euz great epad da vuez. Ne ket anevaled epken ec’h euz lounket, dibri ec’h euz great ive tud krouet gant Doue dioc’h he skeudenn. Ne dlefe beza nemed ar maro evidot. Kement den a zo dre aman n’en deuz nemed kasouni hag euz ouzit. Mez me a fell dign e vefez e peoc’h gand an oll, rak me a lavaro dez-ho kaout trugarez ouzit. Gouzout a ran eo an naoun eo en euz lakeat ac’hanot da veza kenn didruez ha ker kriz ; mad, mar kerez toui dign e vevi dinoaz hiviziken, hag e chommi ep ober drouk na da zen, na da aneval ebed, e vezo roet dit bemdez peadra da veva.
Ar bleiz a blegaz he benn betek an douar evit diskouez d’ar Zant e toue hag e sentche out-han.
— Deuz gan-en neuze betek kear Gubio evit diskouez d’an oll ec’h euz dilezet an hent fall hag e valei breman var an hent mad.
Ar Zant a droaz dioc’htu he gein d’ar bleiz evit distrei da gear. Ar bleiz a deue d’he heul evel eur c’hi.
Tud Gubio, goazed ha merc’hed, a ioa oll deuet er meaz euz a gear da c’houzout petra c’hoarvesche gand ar Zant. Lounket e vezo, ep mar ebed, eme an eil d’egile, an den paour Fransez gand ar bleiz. Tro oant oll ouc’h ar menez m’edo ar bleiz enn-han. Enn eun taol e velchont ar Zant o tiskenn hag o tont varzu kear, var he lerc’h ar bleiz deuet da veza don. Chomm a rejont oll sebezet. Fransez, gand he vleiz, a ieaz dre greiz an oll varzu kear, hag, en em gavet eno, e savaz var eur mean evit komz ouz ar bobl a ioa deuet d’he heul.
— Va mignouned ha va breudeur,
emez-han, Doue en deuz digaset ar
voalenn-man da gastiza ac’hanoc’h abalamour
d’ho pec’hejou : bale a reac’h var
hent an ifern ep aoun ebed, hag e krenac’h
dirak eur bleiz ! Koulskoude tan an
ifern a zo goasoc’h eged skilfou ar bleiz-man.
Distroit var an hent mad, grit
pinijenn, hag hiviziken ar bleiz-man ne
raio drouk ebed d’eoc’h. Setu aman pe
seurt marc’had am euz great gant-han :
C’houi, betek he varo, a roio dez-han
bemdez pe a dra da veva ; hag en, ne raio
bikenn ken droug na da zen na da aneval.
An oll a zavaz ho mouez evit lavaret e kavent mad ha talvouduz ar marc’had great gand ar Zant. Neuze, en eur zistrei ouz ar bleiz, Fransez a lavaraz :
— Ha te, bleiz va breur, ha ne ket evelse ec’h euz lavaret dign e rachez ? Ha derc’hell a ri da ker ?
Ar bleiz, evit diskouez e kave mad ar pez a ioa great, ha n’en em zislavarche ket, a zavaz he bao evit her lakaat e dourn ar Zant.
O velet eun hevelep tra, an oll a laoskaz eur griadenn a levenez ker krenv ma tregerne kear ; sevel a stlakal a reant ho daouarn, evel tud er meaz anez-ho ho unan. Goudeze ec’h en em daolchont d’an daoulin evit kana meuleudiou d’an A. Doue evit ar vadelez en d’oa bet evit-ho. Fransez en d’eoue beac’h oc’h en em denna euz ho zouez, rak ne rea an dud nemed boda enn dro dez-han evit hen trugarekaat.
Ar bleiz a vevaz c’hoaz daou vloaz goudeze e kear Gubio. Mont a rea bemdez a zor da zor da c’houlenn he damm ; betek enn tiez zoken ez’ea ep ober drouk da zen ; den ebed ive avad ne skoe gant-han. Pourmenn a rea dre ar ru a gare, na ki ebed jamez ne harze var he lerc’h. A benn daou vloaz goude m’oa deuet var an hent made varvaz, ha tud Gubio a vouelaz d’ar breur bleiz, rak pa velent anez-han o tont pe o vont dre ar ruiou, don evel eun oan, e teue da zonj dez-ho euz a vadelez hag euz a zantelez Fransez.
Goude eur burzud ker braz, o klevet prezegennou Fransez hag o velet ar skouer vad a roe, tud kear Gubio ne zaleschont ket da zistrei ouz Doue ha da veva guelloc’h evit na reant a ziagent. Penaoz ive, a zonjit marteze, en euz bet Eransez kement a c’halloud var an anevaled ar re c’houesa, ha var gement tra grouet a zo ? M’her lavaro d’eoc’h e daou c’her : abalamour ma rea pinijennou ar re rusta, hag abalamour ma pede noz-deiz, rak Doue ne ket evit dinac’h netra d’eur bedenn paduz ha great mad. Fransez ne veve ket evit an douar : madou ha plujadurezou ar bed-man, n’en d’oa efer ebed anez-ho. Ober pinijenn ha kaout poan er guel a Zoue, setu petra a glaske. Komz ouz Doue dre ar bedenn, setu he blujadur hag he joa ar vrasa. Setu eno petra roe da Fransez ar c’halloud da ober burzudou : ar bedenn, hag ar bedenn epken.
Aliez e kreiz he bedennou e chomme evel sebezet : he spered hag he galoun a veze savet d’an env da gomz ouz he vuia karet. Aman e renkan kounta d’eoc’h ar pez a zo c’hoarvezet ouspenn eur veach, evit diskouez d’eoc’h pegement e veve karantez Doue e kaloun hor Zant.
Peur vuia pa z’ea da brezek enn tu bennag, e veze atao gant-han ar Breur Leon, he dad konfesour. Kerkent ha m’ec’h en em gavent enn eul leac’h distro bennag, enn eur c’hoat pe enn eul leac’h all, ec’h en em daolent d’an daoulin, hag ec’h en em lakeant da bedi Doue a greiz ho c’haloun. Aliez-aliez e kreiz ar bedenn ar Breur Leon a vele, enn eun taol, Fransez distaget dioc’h an douar, ha savet enn ear, evel pa viche o vont d’ar Baradoz. Pa ne veze ket savet huelloc’h eged ment enn den, ar Breur Leon a boke d’he dreid, ho goalc’he gand he zaelou hag a lavare : « O va Doue, bezit truez ouz eur pec’her paour evel d’om-me, dre milidou an den santel-man, ha roit dign eul lodennik euz ho krasou. » Pa zave Fransez re huel ha ne c’helle ket tizout betek enn-han, ec’h en em strinke d’an douar, el leac’h m’edo Fransez araok beza savet enn ear. Avechou e save kenn huel ma ne c’helle ket her guelet, neuze e vouele hag e c’hirvoude gand aoun da goll he dad. Klevet a rea ar Zant o komz ouz Doue, avechou gand enkrez ha spount, avechou evel ma komz eur mignoun ouz eur mignoun all. Meur a veach e vele enn dro dez-han eur sklerder lugernuz meurbed, hag e kreiz he huanadou. ne gleve nemed ar c’homzou-man : Oh ! na pe ger braz oc’h, o va Doue, ha me pe genn dister !
Eun dervez goude m’oa diskennet Fransez d’an douar, Hor Zalver a ziskennaz ive var eur roc’h plad, e veze Fransez o tibri he bred varnez-hi pa dremene dre eno. Ar Zant a redaz d’he gaout, hag a jommaz eur pennad mad da gaozeal gant-han ; mez den ne gleve ha ne gouie petra lavarent an eil d’egile. Dioc’htu m’oa savet Hor Zalver d’an env, Fransez a ziredaz, laouenn evel an heol, da gaout ar Breur Leon, hag a lavaraz dez-han : « digasit aman balsam ha bokedou c’houez vad evit goestla ar mean-man a da Zoue. » Ar Breur Leon a zigasaz dez-han eur vuredad eol. Fransez her skuillaz var ar mean, evel m’her greaz gueach-all Jakob, en eur lavaret ar c’homzou-man « Ar mean-man eo Aoter an A. Doue. »
Ha ne zantit ket ho kaloun o tomma
enn ho kreiz, o klevet traou ker burzuduz ?
Lenner, karet a rit St Fransez pa
z’eo guir e lennit al leorik-man, ha, ma
n’her c’harit ket c’hoaz, her greot abarz
nemeur o velet an traou burzuduz en euz
great. Mad, pa garor eun den ne c’houlenner
ket a vell eged klevet, an aliesa
ar guella, hano anez-han hag euz ar pez
en euz great. Abalamour da-ze e z’an da
gounta d’eoc’h eul lodennik euz an traou
burzuduz en euz great Fransez. Lavaret
a ran eul lodennik, rak mar ho c’hountfenn
d’eoc’h oll e ven re hir. Hag ouspenn,
unan bennag anez-ho em euz
kountet d’eoc’h araok breman. En eur
lenn an traou-man e velfot penaoz oa
great kaloun Fransez, mignoun an A.
Doue. Baleit var he roudou.
Eun dervez, Fransez a ioa o veaji gand eun den divar ar meaz, etre Gresio ha Katanello, pa deuaz eur vandenn vleizi da lipat he zourn dez-han evel ma ra ar chas. Pa velaz tud ar vro an dra-ze e teujont oll d’he gaout ha da bedi anez-han d’ho dizamma dioc’h an diou voalenn a gastize hag a c’hlac’hare anez-ho : ar bleizi hag a c’hazarc’h. Fransez a lavaraz dez-ho : « Evit henor ha gloar Doue oll c’halloudek, me ro d’eoc’h va ger e teuio mestr an env hag an douar da denna divarnhoc’h an diou voalenn ho klaz, hag e teuio douar ho pro da rei eost ar guella, e pep tra, mar kirit kredi ac’hanounn ha kaout truez ouz hoc’h eneou en eur ober konfesionou mad, ha pinijennou evel ma z’eo dleet evit pec’hejou ker braz. Mez disklerria a ran d’eoc’h ive, mar teuit da veza dianaoudek, mar kouezit enn ho pec’hejou koz, Doue, droug enn-han, a zigaso eun hanter muioc’h a vleizi da voasta ho pro, hag a lakaio ar c’hazarc’h da goueza aliesoc’h var hoc’h eost pa vezo o vont da zarevi. »
Epad me chommet tud Gresio, eme St Bonavantur, sentuz ouz aliou ar Zant, bleiz ebed n’en euz great drouk d’ho anevaled, hag ar barrou arne a droe divar ho douar evit kas ar c’hazarc’h da goueza enn eun tu-all bennag.
Sant Bonavantur, nevez-ganet e Bagnara, klan da vervel, a oue pareet ha badezet gand St Fransez. Deuet enn oad e z’eaz e Urz ar Breudeur-bian. Skriva en euz great histor ar Zant en d’oa her pareet ha badezet, ha lakeat eo e renk Doktoret an Iliz.
Eun dervez edo Fransez o vont da gear Perouz p’en en gavaz gant-han var an hent eur paour, ruz glaou he zaoulagad gand an droug a ioa enn-han.
— Breur, emez-han, perag euz kementse a zroug enn oc’h ?
Ar paour en em lakeaz da leusker a bep seurt mallochou var he vestr en d’oa laeret, a lavare, kement tra en d’oa.
— Breur, eme adarre ar Zant, red eo d’eoc’h pardouni d’ho mestr pe e kolloc’h hoc’h ene gand ho madou, ar pez a zo goasoc’h.
— Nann, nann, eme egile, ne bardounign biken anez-han, ma ne ro ket dign ar pez en deuz laeret divar va c’houst.
Neuze Fransez, gand eur vouez douz evel mouez an eal, a lavaraz :
— Sellit, setu aze va mantell ; me he ro d’eoc’h n’emeuz nemed an dra-ze, anez em biche roet c’hoaz d’eoc’h. Pedi a ran ac’hanoc’h enn hano Doue da bardouni d’ho mestr.
Ker buan e lammaz he vantell divar he ziouskoaz hag he roaz d’ar paour. Heman a gemeraz ar vantell en eur blega he benn. Ker buan all ive e oue guelet daelou puill o koueza euz he zaoulagad : pardonnet en d’oa d’he vestr.
Setu aman pegenn dister ec’h en em lakea, en hag a rea burzudou ker braz.
Eun dervez edo oc’h ober eur veach hir gand ar Breur Leonard, a ioa eveld’han euz a gear Asiz. An den Doue, torret he gorf gand al labour hag ar skuisder, a ioa savet var an azen a ioa gant-ho. Ar Breur Leonard, skuiz kenan ive a iea d’he heul var he droad. An Drouk Spered a c’houezaz eur sonj fall enn he galoun. Lavaret a rea out-han he unan en eur zonjal e Fransez : « Eun tamm mad a gemm a ioa, e kear Asiz, etre tud heman a ha va re-me ; hag herrio eman var loan ha me a rank bale. » A veac’h m’oa eat ar zonj fall-ze e kaloun ar Breur Leonard, m’oue guelet Fransez o tiskenn divar he azen en eur lavaret : « Ne ket deread di-me, va breur, mont var loan. ha lezer ac’hanoc’houi da vale, rak, er bed, oac’h noploc’h ha pinvidikoc’h evidom-me. » Ar Breur Leonard, mantret ha mezek o velet e gouie ar Zant pe seurt sonja ioa enn he galoun, en em strinkaz en eur voucla d’he dreid. Anzao a reaz ar zonj fall en d’oa bet, ha gant choa e oue pardounet.
Fransez a ioa rust evit-han he-unan, mez mad kenan oa evit he nesa. Eun nosvez eur relijiuz iaouank, dinerzet gand he iunniou, en em lakeaz d’en em glemm en eur lavaret : « Mervel a ran gand an naoun. » Ar Zant her c’hlevaz. Ker buan e savaz, hag e lavaraz lakaat eun tamm boued var an daol. Evit miret n’en diche mez ar relijiuz iaouank ec’h azezaz var ar skaoun enn he gichenn. Gervel a reaz zoken ar relijiuzed all da zont da zibri gant-ho. Goude m’oa achuet ar pred, e lavaraz : « Va breudeur, hen disklerria a ran d’eoc’h e guirionez, pep hini a dle ober dioc’h he nerz : lod a zo hag a rank kaout kals, ha lod all nebeutoc’h. Diouallomp da zibri re, an dra-ze a zo noazuz d’an ene ha d’ar c’horf : diouallomp ive da zibri re nebeut, rak Doue, ma lavar d’eomp ober pinijenn, ne c’houlenn ket e varfemp gand an naoun. Va breudeur, dre garantez evit hor breur hon euz debret gant-han, ne ket dre c’hoantegez na a dre izoum oa. »
Setu aman eun dra all hag a ziskouez d’eoc’h pegenn izinuz oa Fransez evit diskouez, e garantez e kenver he vreudeur. Doue a zisklerriaz dez-han eur veach oa eur breur klan hag en d’oa eur c’hoant vraz da gaout rezin, mez ne grede ket goulenn. Fransez a ieaz d’he gaout var digarez goulenn kelou euz he iec’hed. Goude beza komzet out-han er pennad, e lavaraz :
— Va breur, gouzout a ran oc’h klan eur pennad-so. Me gaf dign e rafe vad d’eoc’h kemeret eun tamm an ear. Mar kirit, ez’aimp hon daou da bourmenn er meaz euz ar gouent, dre ar guinojennou, e kreiz an douarou. Ear ar parkeier ha c’houez ar bokedou a raio ar brasa mad d’eoc’h, a gredan.
Ar breur klan ne c’houlenne ket a vell.
Mont a reant ho daou dre an hent en eur bedi hag o komz euz a Zoue. Enn eun taol, Fransez a jommaz a za.
— Sellit-ta va breur, marteze oc’h eun tammik skuiz. Mar kirit ez’aimp da ehana aman, er park-man, e disheol delliou ar vinienn a velit aze.
— Eomp-ta, eme ar breur klan ; eun tammik ehan ne raio ket a zroug dign.
Setu an daou relijiuz er park.
—Sellit-ta, va breur, eme Fransez, setu aman eur blokad rezin hag en euz an ear da veza mad avad. Perc’henn ar park-man a zo unan euz hor mignouned ; bemdez e tigas he aluzenn d’eomp. Ne d’aio ket a zroug enn-han o velet ac’hanomp o kemeret bep a vlokad.
Ha ker buan ar Zant distaga unan, hag en em lakaat da zibri. Ar breur klan a zelle out-han, mez ne grede ket kemeret.
— Ac’hanta, va breur, eme Fransez,
ha c’houi, ha ne gemerfot ket ? Me a ia
da gutuill eur blokad d’eoc’h ive.
Ha ker buan e tistagaz an darea blokad a ioa er vinienn evit her rei d’ar breur klan. Hag heman da zibaba dioc’h ar blokad, a bini da hini, an eil rezinenn varlec’h eben. Fransez a zebre ive dioc’h he du, hag en eur zellet ouc’h he vreur :
— Han ! Ha ne ket mad ar rezin ?
— Eo mad tre. Dare brao int ive zokenn.
— Mad, debromp-ta, va breur, ar pez a raio vad d’eomp, ha trugarekaomp Doue da veza lakeat rezin dare var hon hent.
Ha braoc’h e c’helle ar Zant diskouez he garantez evit he vreur klan, ep ober an disterra mez dez-han ?
Eun histor all c’hoaz, evit diskouez d’eoc’h pegement a garantez en d’oa Fransez evit he vreudeur.
Eur breur, han vet Riger, ha lakeat abaoue he varo e renk ar Zent, a veze goall daget gand an Drouk-Speret. N’en d’oa tamm ehan ebed : nos-deiz an diaoul a vroude anez-han e pep giz : a bep seurt sonjou fall a zigase enn he spered. Pa bede e kave dez-han klevet he ziouskouarn o voudinella gant ar c’homzou-man : « Paour keaz Riger, ne dal ket ar boan did pedi ; daonet out koulskoude, me a zo krog enn-out. »
Ar breur paour, dizec’het he galoun, ha skuiz oc’h enebi ouz an diaoul, a lavaraz eun dervez : « Me a ielo da gaout va zad, Fransez. Ma vezan digemeret mad gant-han, an dra-ze a ziskouezo e vezo Doue trugarezuz emm c’hever, hag e kar ac’hanoun c’hoaz ; ma vezan digemeret fall e vezo eur merk evid-ounn ounn dilezet gand Doue ha daonet evit eur jamez. » Ker buan great ha lavaret ; hag en var eeun da Asiz.
D’ar mareou-ze Fransez a ioa e palez Eskop Asiz, klan gand he glenved diveza. Doue a zisklerriaz dez-han e pe stad edo ar Breur Riger, ha perag e teue d’her c’haout. Dioc’htu e c’halvaz ar Breur Mase hag ar Breur Leon. « It, emez-han, da ziambrouk ar Breur Riger a zo erru d’am guelet. Roit dez-han daou bok euz va ferz : komzit out-han gand ar brasa douzder : lavarit dez-han her c’haran emm c’haloun dreist an oll vreudeur a zo skuillet dre ar bed. »
Leon ha Mase a ieaz raktal enn hent.
Ober a rejont kement tra en d’oa gourc’hemennet ar Zant dez-ho. Ha Riger,
krenveat enn he feiz, a oue kerkent karget
he galoun a levenez. P’en em gavaz
el leac’h m’edo Fransez astennet var he
vele a boan, heman a zavaz, evit-han da
veza beac’h dez-han chomm enn he za ;
mont a reaz d’her c’haout, taoler a reaz
he ziouvreac’h enn dro d’he c’houzouk,
en eur lavaret dez-han : « Va map ker,
choa braz em euz ouzoc’h : euz an oll
vreudeur a zo er bed, c’houi eo a garan
ar muia. » Goudeze e reaz sin ar groaz
var he dal, hag en eur boket d’al leac’h
m’en d’oa great sin ar groaz e lavaraz :
« An Drouk-Spered a zo pell-zo o taga
ac’hanoc’h, oc’h alia ac’hanoc’h da vont
var an hent fall ha da goll fizianz e
Doue. Evit mad ho silvidigez eo c’hoarvezet
kementse. Mez pa z’eo guir oc’h
euz re a boan oc’h harpa ouz ar brezel
a ra d’eoc’h an Drouk-Spered, hivizikenn
ne deuio mui da daga ac’hanoc’h,
na da ober poan ebed d’eoc’h. »
Hag, e guirionez, abaoue an dervez-se, Riger
ne oue mui lakeat nec’het gand ardou
an diaoul, hag herrio, evel em euz her lavaret
d’eoc’h, eman lakeate renk ar Zent.
Araok breman em euz lavaret ha diskouezet d’eoc’h pegement e karie Fransez an anevaled, dreist oll an denved. Setu aman eun tammik histor all var an dra-ze.
Pa veze Fransez o veaji dre an hent, an denved a veze er parkeier a lamme er meaz hag a deue d’her c’haout, da lipat he zaquarn gand ho zeod, d’en em frota out-han ha da vlejal pa z’ea diout-ho.
Eun dervez e velaz, o peuri enn eur foennok, eun danvad e mesk eur vandenn vouc’hed. Glac’haret oll e oue o velet kementse Distrei. a reaz ouz ar breudeur a ioa gant-han en eur lavaret dez-ho : « Evelse edo gueach all Hor Zalver e touez ar Juzevien, red eo tenna an danvad paour alese. Mont a rejont oll da varc’hata an danvad, great e oue ar priz ; mez, pa oue red paea, den n’en doa guennek enn he c’hodell ; n’o d’oa oll nemed ho mantellou ! Setu int-hi goall-glac’haret. Eur marc’hadour a ioa o tremen dre eno en d’eoue truez out-ho, hag a baeaz an danvad. Heman a ieaz raktal da heul ar Zant evel pa viche bet desket an dra-ze dez-han. Mez allaz ! Fransez n’oa ket evit kas ar paour keaz penn-danvad gant-han e kement leac’h ma z’ea, hag a rankaz he lezer enn eur gouent Leanezed paour. Ar re-man he zalc’haz betek he varo, ha, gand he c’hloan, e rejont eur zae d’ar Zant.
Eun histor all c’hoaz araok achui. Eun dervez edont adarre enn hent, ar Breur Leon hag ar Zant. Edont o vont da zibri ho lein enn disheol azindan eur vezenn, enn eur c’hoat, pa glefchont eun eostik o kana. Kaloun ar Zant a dridaz enn he greiz.
— Selaouit-ta, Breur Leon, emez-han, an eostik o kana meuleudiou da Zoue ; red eo d’eoc’h diskana out-han.
— Tad keaz, eme Leon, gouzout a rit ne ouzounn ket kana, rak faoz eo va mouez.
— Neuze-ta, eme Fransez, me a ranko hen ober.
Hag ar Zant, ep mez ebed, evel eun den diskiant, pe, evit lavaret guell, evel eur c’hraouadurik, da ziskana ouz an eostik. Adalek poent lein betek an noz e chomchont ho daou evel-se, pep-hini d’he dro, an eostik da fringoli ha Fransez da ziskana out-han en eur gana kantikou da Zoue. Fransez a rankaz abarz ar fin anzao e kane an eostik braoc’h evit-han hag oa treac’h dez-han. Her gervel a reaz neuze da zont d’her c’haout. An eostik ha zentaz raktal hag a deuaz da ziskenn var he zourn. Ar Zant en em lakeaz da floura he benn dez-han en eur lavaret e kane braoc’h evit-han meuleudiou d’an A. Doue. Goudeze e roaz da zibri dez-han euz an tamm bara a ioa gant-han, hag e lavaraz dez-han mont kuit. Mez an eostik ne rea van evit her c’hlevet, ken a deuaz Fransez da rei dez-han he vennoz. Breman avad, kerkent ha ma lavaraz Fransez dez-han mont adarre da gana dre ar c’hoajou madelez Doue e kenver he graouadurien, e nijaz kuit en eur richounat.
Ha ne ket mall d’eomp distrei da histor Hor Zant ? Her lezet hon euz, evel a ouzoc’h, o prezek dre vro ar Romagn hag an Ombri, er bloaz 1223. D’ar 24 a viz kerzu, derc’hent gouel Nedelek, e teuaz da zelaou Ofern an hanter-noz da eur gouent a ioa e kreiz koat Gresio. Kement tra vrao a ioa er gouent a oue lakeat er meaz. An oll vreudeur, enn dro d’ar Zant, a ganaz an Ofisou ker brao ha ker brao m’oa eun dudi ho c’hlevet. An traou-ze a blijaz kement d’ar mabik Jesuz, ma teuaz d’en em ziskouez da Fransez, ha da garga he galoun a levenez.
Enn dervesiou kenta a viz genver euz ar bloaz 1224 ec’h en em gavaz e kouent Asiz evit guelet he vreudeur ; mez ne zaleaz ket eno, n’oa ket evit chomm ep labourat Setu perag ez’ eaz adarre enn hent, evit-han da veza torret he gorf hag uzet he iec’hed gand he labourou hag he binijennou Mont a reaz dre ar c’herriou, dre ar parresiou divar ar meaz, dre greiz ar c’hoajou ; ha dre ma z’ea ne ehane da brezek d’an oll karet Doue, kofez ho fec’hejou hag ober pinijenn anez-ho.
Da viz eost e teuaz d’ar gouent a ioa
savet evit-han var menez Alvern gand an
den pinvidik Orlando. Deuet oa di evit
en em lakaat e stad da ober gouel St Mikeal
guella ma c’hellche. Enn arc’hel-man
en d’oa eur fizianz vraz ; her c’hemeret
en d’oa evit patroum he Urz dirag
Doue : bep bloaz e rea enn henor dez-han
unan euz an nao goraiz a rea.
Fransez var menez Alvern. — Pevar dra disklerriet gand Doue. — Ar Breur Leon dizent. — Ar guir joa. — Ar Brevier. — Fransez hag an diaoul. — Gouliou St Fransez. Ar Breur sklerijennet. — Gouli e gostez anavezet. — Klenved var ar chatal. — Barrou kazarc’h. — E kreiz an erc’h. — Burzud ar Gouliou anavezet gand an Iliz.
iarc’henn ha dilerou, Fransez hag ar
Breur Leon a ieaz euz a Zantez-Mari
da gouent menez Alvern. Kals a boan o
d’eoue, an daou vanac’h, oc’h ober eur
veach ken hir ha ken diez. Bale a rankent
dre ar vein, a-dreuz an drez hag ar
spern, rak menez Alvern a ioa enn eur
vro c’houez, sounn, ha n’oa hent ebed
evit sevel var he c’horre. Nag a boan en
d’eoue ive-ta ar Zant evit sevel betek
eno, en, ken uzed he gorf hag he iec’hed !
Mez tan ar garantez a ioa enn he galoun,
hag a roe nerz dez-han.
Kerkent ha m’oue en em gavet ec’h en em dennaz enn he doullik kambr. Ne felle dez-han den var he dro nemed ar Breur Leon, he vignoun, an hini ma c’houlenne kuzul digant-han pa veze eun tammik nec’het, an hini a veze peurvuia gant-han enn hent, he dad konfesour, evel em euz lavaret d’eoc’h araok breman. Eno e tremene he amzer o pedi hag o komz ouz Doue. Aliez he spered ne veze ket var an douar tan karantez Doue a zeve kement he galoun ma veze savet enn env evit komz out-han : ha Doue en euz disklerriet dez-han meur a veach traou burzuduz.
Eun dervez e c’halvaz ar Breur Leon hag e lavaraz dez-han : « Breur Leon, Doue en euz diskuillet dign pevar zra. 1° Ar genta, e pado hon Urz betek fin ar bed. — 2° An eil, ar re o devezo eur guir garantez evit hon Urz, hag hor breudeur, o devezo, da heur ho maro, keuz ha glac’har d’ho fec’hejou hag ar pardoun euz anez-ho. — 3° An drede, ar re a hegaso hag a raio brezel d’hon Urz a varvo abarz nemeur ma ne reont ket a binijenn. — 4° Ar breudeur euz hon Urz a deuio da zilezer ar reolenn ha da veva e stad a bec’hed ne jommint ket enn hon touez. Unan a zaou a raint : pe e kofesaint ho fec’hejou hag e tistroint var an hent mad, pe, ne raint ket, ha neuze e vezint kaset kuit. »
Doue en d’oa diskuillet an traou-ze da Fransez abalamour d’he bedennou, d’he binijennou, hag ive abalamour ma veve distag dioc’h oll draou ar bed-man. Ne felle dez-han kaozeal nemed gand Doue hagout-han epken. Gourc’hemenn mad en d’oa great da Leon miret ouz den ebed da vont var he dro, hag ar Breur Leon a ioa sentuz. Eur veach epken oa chommet dizent, ha me a ia da gounta d’eoc’h penaoz.
An dra-man a ioa er penn kenta euz an Urz. Eun dervez edo Fransez ha Leon ho veaji. N’oa leor ebed gant-ho evit lavaret ar pedennou a rank ar veleien da lavaret bemdez, ha koulskoude oa deuet an heur. « Breur Leon, eme Fransez, n’hon euz leor ebed evit lavaret ar pedennou merket Evelato eo red d’eomp kana meuleudiou da Zoue. Setu aman penaoz e raimp me a lavaro : Breur Fransez, kement a bec’hejou oc’h euz great, ma tlefac’h beza stlapet e puns an ifern. — Ha c’houi, Breur Leon, a respounto : Ia, e kreiz tan an a ifern e tlefac’h beza o tevi. »
Breur Leon, evel eur c’hraouadurik, a lavaraz : « Ia, a galoun vad e rign an dra-ze. » — Mez e leac’h respount evel m’en d’oa lavaret Fransez dez-han ober, Leon a respountaz : « Doue a lakaio ac’hanoc’h da ober kement a vad ma z’eot d’ar Baradoz. »
Ar Zant her skandalaz. « Ne ket evel-se eo d’eoc’h da ober, Breur Leon. Pa livirign : O Breur Fransez, kement a draou oc’h euz great a enep Doue, ma tlefe rei d’eoc’h he valloz, lavarit : Ia, c’houi a dlefe beza milliget. » — Leon a respountaz : « O Breur Fransez, Doue en devezo truez ouzoc’h hag e viot er renk huella e touez ar re euruz. »
Neuze ar Zant evel pa viche eun tamm
drouk enn-han : « Petra, Breur Leon,
divez avoalac’h oc’h evit mont a enep
ar reolenn a lavar e rankor senti atao
ouz an Tad a zo e penn an Urz, hag o
respount ken aliez dishenvel dioc’h ar
pez am euz gourc’hemennet d’eoc’h ? »
— Tad keaz, eme Leon, Doue a c’hoar em oa c’hoant avoalac’h da lavaret ar pez a c’hourc’hemennac’h dign.
— Enn dro-man da viana, respountit evel ma livirign d’eoc’h. Me a lavaro : « O Fransez, denik dister, ha mad da netra, kaout a ra d’eoc’h evit mad en devezo Doue truez ouzoc’h ? Ha c’houi a lavaro ar memez tra var va lerc’h. » — Leon a respountaz : « Doue en devezo truez ouzoc’h, da doriou ar Baradoz a vezo digor-braz evit ho tigemeret, rak an nep en em izella a vezo huelleat. N’ounn ket evit respount nemed evelse, rak Doue he unan eo a gomz dre va ginou. »
Pa z’eo guir euz hano ganeomp euz ar Breur Leon, setu aman eun dra all divar he benn hag a ziskouezo d’eoc’h pegement a garantez a ioa e kaloun Fransez evit J.-K. Goude beza lennet an dra-man ne vioc’h ket souezet o klevet ar pez a zo c’hoarvezet var menez Alvern.
Eun dervez edo Fransez ha Leon o tont ho daou euz a gear Perouz da gouent Stez-Mari-an-Elez. Kazarc’h ha dour-erc’h a goueze bep eil var ho c’hein : ien kenan oa an amzer. Eur pennad a ioa edont enn hent ha n’oa ger ebed etrez-ho. Enn eun taol, Fransez a lavaraz : « Oh ! ma lakafe an A. Doue ar Breudeur-bian da rei d’ar bed oll ar skouer euz ar brasa santelez ! Hag an dra-ze a ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Eur pennadik larkoc’h : « O Leon, ma velfemp ar Breudeur-bian o rei ar gueled d’ar re zall, ar gomz d’ar re vud, ar bale d’ar re gamm, ar vuez d’ar re varo, ha kementse a ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Eun tammik pelloc’h : « Ma oufe ar Breudeur-bian kement iez a gomzer dre ar bed, mar gelfent ober skol var an oll skiantchou, mar gelfent lavaret an amzer da zont, mar gelfent lenn e kaloun pep den, hag eno e ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Eun tammik larkoc’h c’hoaz : « O Breur Leon, oanik Doue, ma teufe ar Breudeur-bian da sklerijenna speret an oll dud divadez, ha d’ho lakaat da veza kristenien, hag eno e ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Fransez a gendalc’haz eur maread amzer da gomz evelse. Evelato a benn eur pennad, Leon, souezet ouz he glevet, a lavaraz « Tad, me ho ped, enn hano Doue, lavarit dign e peleac’h eman ar guir joa. »
Setu aman, eme ar Zant. « P’en em gavimp e Stez-Mari, gleb-dour-teil, skournet gant ar riou ; pa skoimp var an or da c’houlenn digor ; ma lavar ar porcher d’eomp : c’houi n’hoc’h nemed daou zen didalvez, daou c’hallouper-poullou, deuet da laerez aluzenn ar paour ; ha ma lez ac’hanomp epad an noz da loja er meaz, var ar skourn hag e kreiz an erc’h, mar gouzan vomp an dra-ze ep en em glemm, en eur veuli Doue abalamour ma tlie rei muioc’h a boan d’eomp c’hoaz, setu eno ar guir joa. — Ha ma teufe ar riou hag an naoun d’hon digas adarre da gichenn an or ; ma teufe neuze ar porcher er meaz euz ar gouent, eur vaz teo gant-han enn he zour, da rei d’eomp bep a roustad bac’hadou, mar sko kement varnomp ma vezo hor c’horf bronduet ha goloet a c’houliou zoken, neuze mar gouzavomp an dra-ze er guel a Zoue, evit hol lodenn euz ar poaniou en euz gouzanvet J.-K., setu eno, Breur Leon, oanik Doue, setu eno ar guir joa. Kredit ac’hanounn, rak ar c’haerra tra a oufemp da ober eo en em drec’hi hon unan ha gouzaon pep tra dre garantez evit Doue. »
Goude beza klevet komzou evelse, ha souezet e viot o velet ar burzud braz a ia da c’hoarvezout var menez Alvern ?
Lavaret em euz d’eoc’h oa gourc’hemennet d’ar Breur Leon miret ouz den ebed mont da zirenka ar Zant enn he doullik kambr : n’en d’oa da ober nemed lakaat bemdez, dioc’h an noz, eun tamm bara hag eur banne dour e kichenn an or. Da hanter noz avad, pa veze deuet ar poent da lavaret ar Matinezou, e tlie dont d’her c’hemenn dez-han en eur lavaret, a vouez huel, ar c’homzou kenta-man euz ar Brevier : Domine labia mea aperies : — Aoutrou, c’houi a zigoro va muzellou. — Ma respounte ar Zant : Et os meum annuntiabit laudem tuam : ha va zeod a zisklerrio ho meuleudiou, neuze Leon a iea enn tammik kamkr evit lavaret he Vrevier gant-han. Mez ma chommche ep lavaret ger, ez’ ea da japell ar gouent da lavaret he ofisou gand ar breudeur all, ar pez a c’hoarveze aliez ; rak Fransez a veze dalc’h-mad e spered douget gand Doue d’an env.
Evelato kaer en d’oa ar Zant pedi, ne c’helle ket tec’het araok ar brezel a rea dez-ban ar brasa enebour en deuz ar c’hristen var an douar. An diaoul, eme St Per, a zo bemdez ha bep noz, o troidellat enn dro d’eomp, o klask unan bennag da lonnka, ha Fransez ne oue ket muioc’h espernet gant-han eged ar re all : Ne oue ket kement zoken marteze.
Betek hen, n’em euz lavaret nemed nebeut a dra d’eoc’h divar benn ar brezel en deuz bet Fransez hed he vuez, gand an drouk-spered, rak neuze em biche ranket kounta d’eoc’h he vuez, heur da heur. An diaoul ne ket diviner, ne vel ket larkoc’h eged omp-ni enn amzer da zont ; evelato, o velet an Urz en d’oa diazezet Fransez var eur mean ker stard, ep beza diviner, oa eaz dez-han gouzout e teuche, ar re a iache enn Urz-se da enebi out-han betek ar maro, ha da viret out-han da jacha kement a eneou d’an ifern. Setu perak, n’euz forze peleac’h e veze, an diaoul a rea out-han eur zell a gorn, hen heskine, hag hen tage rusta ma c’helle.
Setu aman, ervez ar pez en euz skrivet Thomaz Celano, unan euz he ziskibien, tri bloaz goude maro ar Zant, ar pez a c’hoarveze aliez Dioc’h an noz pa z’ea Fransez d’he doullik kambr evit en em rei d’ar bedenn, an diaoul a iea var he lerc’h. He oll c’halloud a lakea da viret out-han da bedi, da gomz ouz Doue : hag, evel ma n’oa ket treac’h dez-han, e lamme varn-han, hag e veze klevet er gampr-se trouz evel a ra daou zen oc’h en em ganna. Avechou all e kroge enn he gollierou, hen heje a gleiz hag a zeou, hag adarre, evel ma n’oa ket evit dont a benn anez-han, her stiape diout-han evel ma stlapor eun dra pa vez drouk out-han. E kreiz an emgannou-ze gand an drouk-spered, e veze klevet o lavaret : « Astennit ho tiouaskell, o va Zalver, evit kuzet ac’hanounn, araok ar sperejou fall ne reont nemed komz dig enn hoc’h enep. » — Avechou all e krie : « Tec’hit divar var zro, drouk-sperejou fallakr ha gaouiaded : ne zentign ket ouzoc’h ; ne ran forz ac’hanoc’h. N’hoc’h evit ober dign nemed ar pez a blijo da Zoue en eo ho mestr kerkouls ha va hini-me. Mad, er guel a Zoue, me a c’houzanvo gand choa kement tra a blijo dez-han : bikenn n’e dign enn he enep, bikenn ne rign eun dra hag a rafe poan dez-han. »
O klevet komzou evelse an diaoul a ziskenne d’an ifern, me gred, da glask seiz diaoul all goasoc’h evit-han, evel ma lavar an Aviel, ha neuze ec’h en em daolent oll var ar paour keaz Sant. Skei a reant varnez-han a daoliou dourn, a daoliou treid, a daoliou baz, her pilat a reant d’an douar, hen treina a reant euz an eil penn d’egile enn he gambr… Kement e veze skoet varnez-han ma veze brevet he gorf, ha m’an deveze antronoz beac’h o chomm enn he za… Hag an traou-ze a c’hoarveze avechou aliesoc’h eged bemdez !
Setu aze buez Fransez abaoue m’an d’oa kujteat ar bed.
Savet var menez Alvern, ne oue ket muioc’h espernet gand an drouk-spered eged n’oa bet a ziagent. Goasoc’h zoken e oue taget gant-han. Eno aliez, a spered, e veze douget d’an env : mez a veac’h ma veze diskennet var an douar ma teue Satan da lavaret dez-han a bep seurt traou. Esaat a rea rei da gredi dez-han n’oa ar pez a vele hag a gleve gand Doue nemed huvreou eur penn direizet… Avechou, pa valee dre menez Alvern, ec’h en em gave var he hent, hag e lavare dez-han a bep seurt traou divalo… Avechou all e kemere furm eun den hag e roe skouer fall dez-han… N’ounn ket evit lavaret d’eoc’h kement giz fall a gemere an diaoul evit lakaat Fransez da falgalouni, da zilezer he Zoue ha da goueza er pec’hed, aoun em befe da zigas sonjou fall d’eoc’h enn ho spered. Ar pez a zo guir eo e kollaz an diaoul he boan hag he ioul. Fransez stag, ha stag mad ouc’h Jesuz, a anaveze he finesaou, he ardou, hag ho zrec’he bep taol. E kreiz an emgann, pa veze ar starta var-nez-han, e save he galoun varzu Doue, hag e pede : Goude an emgann ec’h en em strinke d’an daoulin evit trugarekaat Doue da veza roet dez-han ar gounid var he enebour, hag evit goulenn nerz nevez da vrezellekaat adarre pa viche red.
Hag ez’euz tud dre ar bed hag a deu d’en em glemm abalamour ma vezont avechou taget gand an drouk-spered ! Dalc’hit sonj mad ive-ta, kristen paour, eman atao an diaoul enn tu pe du o klask unan bennag da zamma, ha dalc’hit sonj ive ne vioc’h jamez dilezet gand Doue mar kirit en em arbedi out-han. Man euz bet kement da vrezellekaat, Fransez hag a veze savet dioc’h an douar varzu an env dre an nerz euz he garantez evit Doue, peger stard emgann na dleit-hu ket da gaout, c’houi hag a zo e kreiz trouz ar bed, ha kenn aliez e tro da bec’hi ? Evit kaout ar gounit var Zatan, evel hor Zant, n’oc’h euz nemed heulia aliou an Aviel a lavar d’eomp : Bezit atao var evez, ha pedit. Dalc’hit sonj ive eman erru marteze ar maro gand he vorzol da rei d’eoc’h an taol diveza. Ha neuze, mar emaoc’h e stad a bec’hed, o pezo keuz, keuz ar re zaoned, keuz re zivezat.
Goude kement all a nec’hamant hag a drubuill var menez Alvern, Fransez, treac’h d’an diaoul, a lavaraz : « A. Doue setu-me aman. D’eoc’h ounn penn-kil-ha-troad ; grit ac’hanounn ar pez a gerfot, pe lavarit dign petra da ober evit plijout d’eoc’h, evit diskouez d’eoc’h ho karan a greiz va c’haloun enn tu all da gement tra a zo. »
Eur vouez euz an env a respountaz dez-han : Digorit leor an Aviel : eno e velfot merket ar pez a fell dign.
Ker buan Fransez a c’halvaz ar Breur Leon en eur lavaret dez-han lakaat var an aoter leor an Aviel. Pa oue great kementse, ar Zant a lavaraz adarre : « Breman, Breur Leon, enn henor d’an Dreinded Santel, digorit teir gueach an Aviel, ma tiskouezo Doue dign petra fell dez-han a rafenn evit diskouez her c’haran dreist pep tra. » Ar Breur Leon a zigoraz leor an Aviel, hag enn dro genta ec’h en em gavaz var al leac’h ma kountor histor pasion Hor Zalver. — « Serrit-hen breman, eme Fransez adarre, ha digorit-ben el leac’h all. » Hag adarre el leac’h m’oa digoret e komzer ive euz a basion Jesuz. Enn trede gueach e c’hoarvezaz ar memez tra.
Fransez o velet kementse a anavezaz dioc’htu petra c’houlenne Doue digant-han. Evel m’en d’oa great Jesuz, epad m’edo var an douar, Fransez en d’oa labouret guella ma c’helle evit savetei an eneou. Breman e vel e fell da Jesuz e teufe da c’houzaon ar poaniou en doa he-unan gouzanvet epad he basion. Evel em euz her lavaret d’eoc’h dija, Fransez a ioa torret he gorf, uzet he iec’hed ; a veac’h ma c’helle chomm enn he za. N’euz forz. Tan-goall karantez Doue a zeve he galoun, evel a lavar St Bonavantur. En em rei a ra d’ar bedenn kalounekoc’h c’hoaz eged a ziagent : krenvaat he feiz hag he garantez en d’oa c’hoant da ober c’hoaz, rak ne zonje nemed er verzerenti, n’en d’oa kenn c’hoant nemed da veza staget ouz ar groaz evel he vestr.
Eur mintinvez, d’ar bevarzek a viz Guengolo, deiz gouel ar Groaz, edo o pedi var gostez menez Alvern pa velaz o tiskenn euz an env eun eal, eur Serafin, hag en d’oa c’houeac’h askell ker skeduz hag an tan, lugernuz meurbed da velet. Ker buan ha ma kouez eur mean taolet a huel, an eal a ziskennaz var an den Doue, ep lakaat evelato troad ebed var an douar. Neuze a zindan diouaskell ar Serafin, e oue guelet furm eun den, he zaouarn hag he dreid astennet ha stag ouz eur groaz. Diou euz he eskell a ioa a zioc’h he benn, diou all astennet evit nijal, hag an diou all a c’holoe he gorf. O velet eun dra evelse, Fransez a jommaz mantret, ha mantret braz. He galoun a ioa er memez amzer karget a joa hag a dristidigez a joa abalamour ma vele he Zalver dindan furm eur Serafin o sellet out-han gand karantez a dristidigez abalamour m’her guele stag ouz ar groaz. Eun dra ker burzuduz her lakea nec’het. Ne gouie petra da zonjal. Eur Serafin, eun eal n’en deuz korf ebed, hag evel-se ne c’helle ket beza staget ouz ar groaz. Piou eta a vele ? Evel a lavaran d’eoc’h nec’het braz oa pa deuaz eur vouez euz an env da lavaret dez-han e tlie dont da veza henvel ouz Jesuz abalamour d’ar garantez vraz en d’oa evit-han. Ne viche ket staget ouz ar groaz evel he vestr, mez dougen a rache enn he gorf merkou he c’houliou epad he basion.
Ar Serafin a zavaz d’an euv en eur lezer kaloun ar Zant da virvi a garantez evit Doue. Mez araok sevel d’ar Baradoz e lakeaz enn he gorf merkou burzuduz, rak kerkent ha m’oa eat kuit e oue guelet enn he dreid hag enn he zaouarn merkou an tachou hen d’oa guelet eun tammik bian araok e furm eun den a ioa astennet var ar groaz. He dreid hag he zaouarn o d’oa an ear da veza toullet gant tachou : ho fenn a ioa var bal an daouarn ha var chouk an treid. Begou an tachou a veze guelet var gil an daouarn hag e kleuz an treid. Pennou an tachou a ioa du ha round, hag ar begou a dreuze an treid hag an daouarn a ioa pleget evel evit lakaat anez-ho da vont adarre er c’hik. Enn he gostez deou oa ive eur gouli ruz, ledanded tri biz, evel pa viche great gand eun taol kleze, hag aliez ar goad a rede euz ar gouli-ze hag a deue da ruzia he zillad.
Ar Zant o velet lakeat enn he gorf merkou gouliou Hor Zalver enn he basion — E gallek e reont stigmates euz ar merkou-ze — en d’eoue eun tamm enkrez. N’oa ket euz a eun tu ho c’huzet ouz ar re a veze bemdez enn dro dez-han : euz a eun tu all, aoun en d’oa o tisklerria d’an dud ar pez ne gouie nemed Doue hag en. Evit en em denna a veac’h, e c’halvaz da vont d’he gaout eul lodenn euz he Vreudeur, hag e c’houlennaz digant-ho, ep anzao ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han, hag en a dlie rei da anaout eun dra burzuduz hen d’oa guelet.
Unan euz ar breudeur, ar breur les-hanvet
ar Sklerijenned, an hini a ioa bet
gant-han e bro Sao-Heol, mar ho c’heuz
sonj, enn dro-man da vianna sklerijennet
gand Doue, a lavaraz : « Ne ket evidoc’h
epken, dalc’hit sonj mad a gementse,
en euz Doue dizoloet d’eoc’h traou
kuzet d’ar re all ; her great en deuz
evit mad an oll. Red eo d’eoc’h ho disklerria
d’eomp, pe e viot barnet, deiz
ar varn, evel servicher fall an Aviel a
ieaz da guzet he denzor. » — O klevet
ar c’homzou-ze, Fransez a anzavaz dioc’h-tu
ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han :
mez disklerria a reaz ive ne lavarche
bikenn, epad he vuez, lod euz ar pez en
d’oa kountet dez-han, an hini a ioa en
em ziskouezet e furm eun den.
Setu ive-ta Fransez enn he gorf merkou pemp gouli Hor Zalver. D’an 29 a viz guengolo, deiz gouel Mikeal, oa achu he goraiz. Diskenn a reaz divar menez Alvern. Mez evel m’en d’oa c’hoant da guzet ar burzud hen d’oa great Doue, e kuze he c’houliou guella ma c’helle. A ziagent e valee atao diarc’henn, breman ez’euz enn he dreid, eur boutou huel a jouk-troad : He zaouarn a zalc’h chouchet dirak an dud. Ar pez ne viraz ket m’int bet guelet gand meur a hini. Kals Breudeur-bian, kals Kardinaled, pa oue menek da lakaat Fransez, daou vloaz goude he varo, e renk ar Zent, o deuz touet beza ho guelet. Hag ar Pap Alexandr IV, o prezek eun dervez, a lavaraz euz a gador ar virionez, en d’oa he unan ho guelet. Goude he varo, ouc’hpenn hanter kant Breur-bian, Santez Klara, ha n’euz gouzout ped all euz a dud ar bed, o deuz ho guelet.
Kement tamm izign en d’oa ar Zant a lakea da guzet ar gouli a ioa enn he gostez Evelato ne c’hellaz ket miret ma oue guelet. Unan euz ar Breudeur a veze peurliesa enn dro dez-han, Iann Lodi oa he hano, eun dervez m’oa louz he zae, e lammaz digant-han evit he diboultrenna. Ar Zant a roaz he zae ep sonjal e netra. Epad m’edo ar Breur o tiboultrenna ar zae, e leac’h sellet ouz ar pez a rea, e selle ouz ar gouli a ioa ruz-glaou ; hag, en eur lakaat adarre he zae d’ar Zant, e lakeaz he zourn er gouli evit gouzout pegel ledan oa, hag e velaz ez’ea he dri viz enn-hi.
Eur veach all, ar Breur Leon a ioa o
frota dez-han he ziouskoaz sounnet gand
ar remm. C’hoant en d’oa ive da c’houzout
e peleac’h edo ar gouli. Abalamour
da-ze e kreiz frota an diouskoaz, e lezaz
he zourn da rikla, ha da ziskenn izelloc’h
a-hed kostez ar Zant. E fesoun e kouezaz
rustik var ar gouli, rak Fransez a reaz
eul lamm hag eur skrijadenn. Guiridik
ive-ta oa ar gouli. Adalek an dervez-se,
Fransez, a zindan he zae, a lakeaz eun
tamm mezer enn dro d’he gorf, adalek
he groazlez betek he ziouskoaz. — Ar
Breudeur-bian n’o deuz roched ebed ; ne
zougont, var ho c’horf, nemed eun
tamm mezer groz, hag a zo roched ha
sae. Ar Breudeur a voalc’he he zillad
ho c’have atao gleb ha leun a c’hoad.
Evel a velit meur a hini o deuz guelet gouliou St Fransez. Doue he unan en euz ho diskuillet dre veur a vurzud. Ne gountign d’eoc’h nemed unan pe zaou.
Var ar meaz, enn dro da gear Rieti, oa kouezet eur c’hlenved braz ha staguz meurbed var ar chatal-korn, ar c’hezek hag an denved. Mervel a reant evel kelienn : ne gavet pare ebet dez-ho. Er vro-ze oa, dreist ar re all, eun den a zoujanz Doue. Eun nosvez, epad he gousk, eur vouez euz an env a lavaraz dez-han mont da gouent ar Breudeur-bian, el leac’h m’edo Fransez d’ar mareou-ze, da c’houlenn eur banne euz an dour a viche bet gant-han o voalc’hi he dreid hag he zaouarn, hag her skuilla var he anevaled. An den mad-man a reaz ar pez en d’oa gourc’hemennet ar vouez dez-han. Dre guz, ep ma gouie ar Zant, en d’eoue digant eur Breur ar banne dour a glaske. Dioc’htu mac’h en em gavaz er gear ez’eaz d’ar c’hraou. A veac’h ma koueze eur berad dour var eun aneval ma veze guelet o sevel enn he za, pare-klok ; lammet a rea en eur fringal er meaz euz he graou, ha d’an daou-lamm e c’haloupe d’ar park m’oa boazet da beuri enn-han.
Setu aman eun dra all c’hoaz. Arne a zave aliez euz a venez Alvern hag euz ar menesiou all a dro-var-dro, hag a laoske barrou kazarc’h da c’holo an douar ha da voasta an eost. A veac’h ma veze eun eost mad var daou. Mad, abaoue m’oa diskennet ar Serafin euz an env da lakaat merkou pasion Jesuz e korf St Fransez, barr arne ebed n’euz great drouk d’an eostou dre eno, ar pez a lakea sebezet oll dud ar vro.
Kountomp c’hoaz an dra-man. Er goan varlerc’h m’oa gouliet he gorf, Fransez a ioa o veaji var azenn eun den divar ar meaz. Erc’h doun a ioa var an douar, ha red e oue chomm da dremen an noz er goudor, a dren reier braz a ioa var an hent. E kreiz an noz, an den divar ar meaz a deuaz d’en em glemm gand ar riou, rak guisket fall oa, hag ar ienienn a ioa kalet. Fransez a astennaz varnez-han he zaouarn toullet gand tachou Ker buan ar paour keaz den a zantaz eun domder iskiz o vont dre he gorf hed-a-hed. Kousket a reaz eno, e kreiz an erc’h, c’houekoc’h evit m’en d’oa great biskoaz er guele plun ar bouka, evel m’en deuz her lavaret goudeze.
Ar burzudou-ze a ziskouez sklear hag anat d’eomp en euz bet Fransez enn he gorf merkou pasion Hor Zalver. Ouc’h-penn-ze. Hor Mamm Zantel an Iliz, e tleor atao senti out-hi dindan boan da vale var hent an ifern, Hor Mamm Zantel an Iliz e deuz disklerriet ar virionez-man dre c’hinou meur a Bap. Ar C’hardinal Ugolini, a anavezit dija, deuet da veza Pap, er bloaz 1227, azindan an hano a C’hregor IX, hag en euz lakeat Fransez e renk ar Zent, daou vloaz nemed ken goude he varo, 1228, en euz skrivet daou lizer a enep ar re o d’oa c’hoant da nac’h ar burzud-man.
Er bloaz 1255 ar Pap Alexandr III a bedaz ar Breudeur-bian da jomm atao var menez Alvern, abalamour d’ar burzud a ioa c’hoarvezet eno gand ar Zant, her gourc’hemenn zoken a rea dez-ho. N’oa ket red gourc’hemenn eun dra evelse d’ar Breudeur-bian, rak, goude maro ho Zad, brasa mall o d’oa pep hini anez-ho oa mont da bedi el leac’h m’oa diskennet ar Serafin euz an env da lakaat merkou gouliou Hor Zalver e treid, e daouarn hag e kostez ar Zant.
Er bloaz 1260 e oue savet eno eun Iliz vraz ha kaer meurbed. Binniget e oue gand Sant Bonavantur, enn dro dez-han seiz Eskop, ha tremen mil relijiuz euz a Urz St-Fransez, ep kounta an dud all n’oar den ped a ioa anez-ho. Abaoue e vez eno tud a bep bro, a bep stad o pedi hor Zant da ginnik ho fedennou da Zoue.
Ar Pap Beneat XI en deuz gourc’hemennet ober gouel Gouliou St Fransez, e kement kouent Breudeur-bian a zo, d’ar 17 a viz guengolo. Hag ar Pap Paol V en euz ive gourc’hemennet ober ar gouel-ze, er memez dervez, e kement iliz a zo er bed katolik.
Fransez evel eur Grusifi beo. — Dall put. — He brezegennou. — He glenved e St-Damien. — He vennoz d’he Vreudeur. — Fransez e Sienn. — E Korton. Distro da Asiz. — E ti an A. n’Eskop. — Kan ar maro. — Distro da gouent Stez-Mari. — Lizer da Jakelin Settisoli. — Aliou diveza ar Zant. — Bernard Kuintaval. — Fransez var an douar noaz. — He guzuliou diveza. — He varo. — Burzudou.
oude gouel Mikeal, euz ar bloaz 1224,
he goraiz achu, Fransez a ziskennaz
divar menez Alvern, hag a deuaz d’ar
Porsionkul, da gouent Stez-Mari-an-Elez.
Oc’h her guelet ec’h en em gaout enn ho
zouez, ar Breudeur a jommaz sebezet o
sellet out-han. Kaout a rea dez-ho guelet
dirak ho daoulagad eur grusifi beo. Ar
gouliou a ioa enn he dreid, enn he
zaouarn hag enn he gostez a rea dez-han
eur boan vraz, eur boan a bade noz-deiz,
hag a uze he iec’hed. Deuet oa kenn treud ma n’oa anez-han nemed ar c’hroc’henn
hag an eskorn. Henvel oa ouz eun
den dalc’het dek vloaz, gand eur c’hlenved
hir, var eur gouele a boan hag a
ankenn.
Mez mar d’oa klan he gorf, he ene a ioa enn eul levenez an dudiusa. Doue a lakea he galoun da deuzi dre ar garantez a ioa enn-hi evit-han, evel pa lavarfenn d’eoc’h, e teuz eun tamm koar dirak eun tantad tan. « O va Doue, a lavare, tennit ac’hanounn euz ar bed-man… Chachit ac’hanounn d’ho kaout ; stagit ac’hanounn ouzoc’h, rak ne garan nemedoc’h. Me fell dign mervel devet gant ho karantez… O va Jesuz, maro evidomp, me fell dign mervel, o starda va a c’haloun ouz hoc’h hini… » Ha daelou puill a zivere euz he zaoulagad, rak ar garantez a laka vouela kerkouls hag ar boan.
Pell a ioa, a fors da vouela, daoulagad Hor Zant a ioa deuet da denvallaat hag he veled da verraat. He Vreudeur o velet kementse a c’halvaz eur medisin d’he gaout. Heman a zisklerriaz e teuche Fransez da veza dall ma kendalc’hche da vouela : Hogen ar Zant, pa zelle ouc’h eur grusifi, n’oa ket evit miret da skuilla eur mor a zaelou. Setu perak ar medisin a zifennaz out-han chomm da zellet ouz krusifi ebed dindan boan da veza dall put.
— Oh ! nann, nann, eme Fransez : bikenn… bikenn… N’ounn ket evit ober an dra-ze. Kentoc’h beza dall eged chomm ep sellet ouc’h Hor Zalver maro var ar groaz dre garantez evidomp.
Ha setu perak ne zaleaz ket da veza dall. An oll boaniou-ze ne virent ket out-han da zonjal euz kalz a dud dre ar bed hag a deu da goll ho eneou. Epad he vuez en d’oa lakeat he oll c’halloud da zistrei ar bec’herrien divar an hent fall : breman, evit-han da veza klan, ne ket evit miret ouc’h he dech. Mont a ra er meaz euz a gouent Stez-Mari da redet, ha da brezek dre ar vro. Pa lavaran da redet dre ar vro, ne lavaran ket mad, rak ne d’ea ket var droad abalamour d’ar gouliou a ioa enn he dreid, hag ive abalamour ne c’helle ket guelet he hent, pa z’eo guir ne vele berad. Var eun azenn e veze lakeat, hag evelse e z’ea euz an eil bourk d’egile. He zermoun ne veze ket hir : ne lavare nemed an dra-man : « J.-K., va c’harantez, a zo bet staget ouz ar groaz ! » Ar c’homzou-ze a zo berr, mez lavaret, evel m’her grea ar Zant, gant eur garantez a dan, e z’eant betek goueled kaloun an oll. Hag ouc’h penn c’hoaz, burzudou a bep seurt a rea, dre ma z’ea, kement ha kement ma tirede an dud var he lerc’h, ha ma lakea ar re vad d’en em starda muioc’h-mui ouz Doue, hag ar re fall da zistrei out-han.
Mez siouaz ! ne c’hellaz ket padout pell da brezek er c’hiz-se : red e oue dez-han ehana. Douget e oue d’eun tamm kamprik disterr, e kichenn Iliz St-Damien, el leac’h m’edo Klara gand he c’hoarezed. Ar re-man eo a derke al louzeier a viche red rei dez-han. Eno e chommaz daou-ugent dervez gant ar Breudeur Mase, Rufin ha Leon. Goudeze e tistroaz da Asiz, da balez an A. n’Eskop.
Dalc’het var he vele gand ar c’hlen ved, p’eo guir ne c’helle ket mont da brezek, e roe da vianna kentelliou ha kuzuliou mad da gement hini a deue d’he gaout. Pa deue eur Breur bennag, hag a veze e poan, e komze out-han ker kalounek, e lavare dez-han traou ker brao, ma teue enn eun taol d’hen diglac’hari ha da lakaat laouen he galoun. D’ar Breudeur a ioa e pell bro, e lakea skriva lizeri euz ar re vella, hag enn-ho e komze, evel ma c’hell eur Zant epken komz, euz a Zakramant an Aoter, el leac’h m’eman korf ha goad Hor Zalver.
D’an nevez amzer euz ar bloaz 1226, ar Breur Eli hag ar Breudeur-all euz a gouent Stez-Mari, a aliaz ar Zant da vont da gear Sienn, el leac’h m’oa iac’hoc’h an amzer, el leac’h m’oa medisined anaoudek a c’hellche digas nerz dez-han, ha marteze zoken rei dez-han ar gueled. Mez siouaz ! falloc’h-falla ne d’ea ken, hag e kave d’an oll edo o vont da vervel. Ar Breudeur en em vodaz en dro dez-han en eur lavaret, e kreiz ho daelou : « O Tad, roit d’eomp ho pennoz d’eomp-ni, ha da gement hini a zo enn Urz oc’h euz savet. »
O klevet ar goulenn-ze ar Zant a c’halvaz ar Breur Beneat Piratro, ar belek a lavare an ofern dira-z-han, hag a veze var he dro epad he glenved, hag e lavaraz dez-han : « Belek Doue, skrivit ar bennoz a roan da gement hini a zo herrio enn Urz, ha da gement hini a deuio enn-han betek fin ar bed. Ne c’hellan ket komz pell, rak fall oun. Ar pez am euz c’hoant, ar pez a fell dign a ve miret gand an oll, evel va ger diveza, eo an dra-man : Ra deuio va Breudeur d’en em garet an eil egile evel m’emeuz karet anez-ho, evel m’ho c’haran herrio ! Ra jommint atao da veva er baourentez ar vrasa, ha ra na deuint ket d’he dilezel ! Ra jommint atao stag ouc’h Hor Mamm Zantel an Iliz, ha ra zentint ouz an Eskibien hag ouz ar Veleien a zo a du gand an Iliz a Roum Ra vezint oll binniget gand an Tad, ar Map hag ar Spered-Santel. »
Evelato eur vellaen a deuaz d’ar Zant. Ar Breur Eli a gavaz dez-han oa mad her c’has enn eur gear all, el leac’h ma viche guelloc’h ear. Lakaat a reaz her c’has da gear Korton. Hogen ar Breur Eli a ioa ginidig euz ar gear-ze.
Lavaret d’eoc’h pegement a dud a deuaz da ziambrouk ar paour keaz Fransez ne ket eaz. Lavaret d’eoc’h pegement a henor a oue great dez-han er gear-ze a zo diesoc’h c’hoaz ; rak kerent ar Breur Eli a ioa er penn kenta euz a dud Korton. C’hoant o d’oa da ziskouez pegement a zoujanz o d’oa evit eun den hag a ioa eat ar brud anez-han dre bevar c’horn ar vro, abalamour d’he furnez ha d’he zantelez. Pep tra a oue ive-ta great evit digas ar iec’hed d’ar Zant. Poan gollet, Siouaz ! E leac’h guellaat e z’ea var fallaat. Setu perag e c’houlennaz beza digaset da Asiz.
Pa glevaz tud Asiz oa erru Fransez d’ho c’hear o deoue eul levenez vraz. Evel eur gouel oue an dervez-se evit-ho. Evel ma z’a tud ar bed, tud ar renk huel, kerkouls hag an dud a renk dister, var an hent, da veuli eur Roue pe eun Impalaer, o tistrei euz ar brezel, soun ar c’hounit kanet enn dro dez-han, hag ar bod lore enn he zourn, evelse e oue digemeret Fransez e kear Asiz. Fransez n’oa na Roue nag Impalaer, Fransez n’en d’oa ket eun diner toull var he hano, n’oa ket dez-han zoken ar zae vezer-groz a ioa var he gein, rak bet en d’oa anez-hi enn aluzenn ; mez Fransez a deue da Asiz brudet dre he zantelez, dre ar vad a rea d’an oll el leac’h ma tremene, dre ar burzudou a skuille hag a hade var he hent. Paour oa ervez ar bed, mez pinvidik oa dirak Doue, ha tud Asiz a gave oa dlect dez-ho ober dez-han an enoriou a reor, er bed-man d’ar re a zo enn huella kargou. Guelit petra eo ar zantelez !
Eskop Asiz a falvezaz dez-han kaout Fransez enn he di, enn he Eskopti, hag entent he unan out-han. Eno ar Breudeur-bian a c’helle mont d’he gaout p’o deveze c’hoant, goulenn he guzuliou ha klevet he aliou. Hag evit guir, noz-deiz e vezent enn dro dez-han. Nec’het ha glac’haret oll oant ouz her guelet ker klan. Piou, a lavarent etrez-ho, a deuio da gas enn dro hon Urz ker kouls ha ma rea Fransez, ker karet gand Doue ? Hag ar Zant a lavare dez ho petra dlie beza rener eun Urz evel an hini en d’oa savet, ep sonjal ne lavare netra nemed ar pez en d’oa great he unan. Pe genn izel ec’h en em lakea !
Var he vele a boan, ne ankounac’heaz ket Stez Klara hag he C’hoarezed. Kas a reaz dez-ho he aliou hag he gentelliou diveza, en eur lavaret her guelchent eur veach c’hoaz araok kuitaat ar bed-man. Bremaik e velimp penaoz her guelchont. Oll boaniou he glenved ne lakeant ket he spered da blega. Lavaret a rea : « Bennoz em euz da lavaret d’eoc’h, o va Doue, evit ar poaniou a zigasit dign breman. Pedi a ran ac’hanoc’h, o va Zalver, da greski anez-ho kant gueach muioc’h c’hoaz, mar gra an dra-ze plujadur d’eoc’h. C’hoant em euz dreist pep tra ne deufac’h ket d’em espern e nep giz. Ober ar pez a fell d’eoc’h, setu ar pez a fell dign. »
Eun dervez ar medisin a deuaz da zisklerria dez-han e tostea he heur diveza. Ar Zant o klevet ar c’helou-ze, a deuaz da veza kel laouen ma lakeaz kana, ha ma kanaz he unan gand ar Breudeur all, eur c’hantik en d’oa savet a ziagent, en eur lakaat enn-han var an taol, eur c’houblad evit ar maro ha hanve he c’hoar.
Ar breur Eli a gavaz abek e kement-se hag a lavaraz dez-han tevel, rak rei goall skouer n’oa ken an dra-ze da zervicherrien an Eskop, ha d’an dud all a deue d’an Eskopti. « Va Breur, eme ar Zant, lezit ac’hanounn da veza laouen gand va Zalver, ha da drugarekaat anez-han abalamour ma z’eo kenn dinec’h va ene o vont dira-z-han. Doue a zo bet ker mad em c’henver m’eo stag va ene out-han, ha m’am euz mall da vont d’he gaout. Lezit ac’hanounn ive-ta da veza laouen, ha da ziskouez, dre va c’han, d’an oll, va laouenedigez o klevet ar pez a zo lavaret dign, e z’ign abarz nemeur d’he velet d’ar bed all. »
Evelato eur c’hoant a ioa e kaloun ar Zant, mez eur c’hoant ha n’oa ket pec’hed. C’hoant en d’oa da vont da vervel d’ar Porsionkul, da gouent Stez-Mari-an-Elez, el leac’h m’an d’oa savet he Urz. Eno en d’oa en em lakeat da zervicha an A. Doue evit mad, eno en d’oa c’hoant da denna he huanad diveza.
Ar pez a c’hoantea ar Zant a oue great. Kenn toc’hor oa n’oar ket evit her lakaat na var loan, nag e kar. Red e oue her lakaat var eul lastez gravaz, evel a zo herrio c’hoaz er c’herriou evit dougen an dud glazet d’ho c’hear pe d’an hospital. En em gavet var eun tammik tosenn, e kreiz ar gompezen a zo dirag kear Asiz, e lavaraz d’ar re hen douge chomm eur pennadik a za, ha trei anez-han varzu kear. Vouela a reaz eur pennadik o trei he zaoulagad e tu Asiz, evel pa velche anez-hi, rak gouzout a rit oa dall. Goudeze e roaz he vennoz dez-hi en eur lavaret : « Kear Asiz, ra viot binniget gand Hor Zalver, c’houi hag a zo ker stag a galoun ouz Doue ! Kals eneou a vezo saveteet enn-hoc’h, hag ive dreiz-hoc’h. Kals servicherrien Doue a deuio da jomm enn-hoc’h, hag euz ho tud kals a ielo d’ar Baradoz. »
Kear Asiz a oue anaoudek e kenver ar Zant. Lakeat e d’euz sevel eur Chapell var an tammik torgenn m’edo varn-hi, pa roe dez-hi he vennoz, ha, var ar mean a zo azioc’h an or-dal, eo skrivet, herrio, c’hoaz, ar c’homzou emaoun o paouez lavaret d’eoc’h.
En em gavet e kouent Stez-Mari, Fransez en em roaz d’ar bedenn gand muioc’h a erder c’hoaz, mar gellor hen ober, evit en em lakaat e doare da vont guelloc’h. c’hoaz dirak Doue.
E kreiz he bedennou e teuaz da sonj dez-han euz ar gristenez vad a ioa e Roum, hag hen digemere, en hag he vreudeur, gand kement a garantez, bep tro ma z’eant d’ar gear-ze. Komzet emeuz d’eoc’h c’hoaz euz ar gristenez vad-se a ioa he hano Jakelin Settisoli. Eun dervez-ta e c’halvaz unan euz he Vreudeur hag e lavaraz dez-han : « Va Breur, gouzout a rit peger kalounek e vezemp oll, c’houi kerkouls ha me, digemeret e Roum gand ar c’hreg santel Jakelin Settisoli. Me gaf dign e rafe plujadur gant-hi klevet euz va c’helou. Skrivit ie-ta dez-hi, ha lavarit dez-hi, digas dign eun tamm mezer, liou al ludu, da ober eur zae. Lavarit dez-hi c’hoaz digas gant-hi eur gouign, hag a reor mortalore anez-hi e Roum, hag a zo great gand alamandez, mel, pepr, holenn ha traou all c’hoaz, hag a gaven ker mad a ziagent. »
Ar pez a c’houlenne ar Zant a oue
great. Hogen, epad m’edor o klask eur
Breur da vont da gas al lizer da Roum, e
klefchor skei var dor ar gouent. Mont a
rejor da velet piou a skoe ; ha, kenta tiz
a oue, oue guelet Jakelin Settisoli e tal
toull an or. Deuet oa euz a Roum buanna
ma c’helle. Mont a rejor da lavaret d’ar
Zant oa deuet d’he velet Jakelin hag he
map, ha kals traou gant-ho.
Maouez ebed ne c’helle lakaat he zreid er gouent, hennez oa Urz ar reolenn. Abalamour da-ze e oue goulennet digant-han petra viche great e kenver Jakelin. « N’hor ket, eme Fransez, heulia ar reolenn, var ar poent-man, e kenver eur c’hreg hag a zo deuet a geid all, gand kement a boan hag a skuizder, hag a ziskouez eur feiz ker krenv. » Jakelin a ieaz ive-ta er gouent, hag en em gavet dirag ar Zant ne rea nemed vouela… Dre eur burzud euz ar re vrasa, deuet oa gant-hi eun tamm mezer, liou al ludu, evit ober eur zae, ha kement tra all a ioa merket var al lizer evel pa viche en em gavet gant-hi.
Setu aman petra gountaz : « Va Breudeur, epad m’edon o pedi eur vouez a lavaraz dign : Savit divar bennou ho taoulin, hag it betek Fransez da gouent Stez Mari : It buan ha na zaleit e nebleac’h, rak ma taleit ber c’hafot maro p’en em gafot. Kasit dez-han mezer evit ober eur zae, ha traou evit ober eur gouign hag a gaf mad. Kasit ganeoc’h c’hoaz koar avoalac’h da ober kals pilejou, hag ouc’hpenn eur vozad ezanz. » Evel a ouzoc’h an traou-ze a ioa oll merket var al lizer nemed an ezanz n’oa hano ebed anez-han. Gueach all, Doue en d’oa digaset, a vro Sao-Heol da Vethleem, tri Roue da ginnik d’ar Mabik-bian aour, ezanz ha myrr, ha ne ket en ive en d’oa digaset ar vaouez santel-man euz a Roum da gouent Stez-Mari gand kement tra a ioa red evit sebelia Fransez, he vignoun muia karet ?
Jakelin a derkaz guella ma c’hellaz al lastez kouign a gave ker mad ar Zant a ziaraok. Siouaz ! ne c’hellaz nemed tanva epken, rak n’en doa nemed fallaenn var fallaenn. Teuzi a reaz ive ar c’hoar a ioa deuet gant-hi evit ober pilejou da lakaat dirag korf ar Zant goude he varo. Ar Breudeur a reaz eur zae euz ar mezer e d’oa digaset, ha Fransez o c’hourc’hemennaz he griad eun dro d’he gorf evit mont d’ar bez.
An traou-man a c’hoarveze d’ar guener, 2 a viz here. Antronoz vintin, e roaz he vennoz d’he oll Vreudeur, d’ar re a ioa e kouent Stez-Mari kerkouls ha d’ar re all a ioa o prezek, hag o rei skouer-vad dre bevar c’horn ar bed. Lakaat a reaz skriva d’ar re-man kaout atao an doujanz ar vrasa evit Sakramant an Aoter, el leac’h m’eman korf ha goad Hor Zalver J.-K. Meur a veach en d’oa gourc’hemennet an doujanz-se, mez breman p’eman o vont euz ar bed-man, hel lavar gand muioc’h a nerz c’hoaz. — Lavaret a ra dez-ho ive plega da gement tra a blijo d’an Eskibien gourc’hemenn dez-ho, ha senti ouz ar veleien a zo e penn pep parrez. Goudeze e ped stard an oll da zerc’hell mad d’ar reolenn, ha, pa vezo red, da c’hounit ho boued divar bouez poan ho divreac’h. Dreist pep-tra, e c’hourc’hemenn d’an oll chomm atao a du gand Hor Mamm Zantel an Iliz, ha diouall da vont a enep Hon T. S. ar Pap, n’euz forz petra zisklierche.
Goude beza lakeat skriva al lizer-ze e c’houlennaz E peleac’h eman va map hena, Bernard Kuintaval ? Heman, o veza deuet d’he gaout e lavaraz dez-han : « Tostait ouzign, va map, ma roign d’eoc’h va bennoz araok mervel. » Neuze, en eur lakaat he zourn var benn Bernard a ioa var bennou he zaoulin, e lavaraz : « Ra deuio Tad Hor Zalver da skuilla varnoc’h an oll vennoziou en euz skuillet varnomp dre he Vap ! C’houi eo ar c’henta a zo deuet enn Urz-man evit beva ervez kentelliou an Aviel, er baourentez ar vrasa. Madou braz o poa var an douar, ho guerzet oc’h euz evit rei an arc’hant d’ar paour: ha goudeze oc’h en em roet oc’h unan da Zoue. Ra viot binniget gand Jesuz Hor Zalver, ha gan-en me ! Ra viot binniget pa jommoc’h er gouent-man, ha pa z’eot er meaz anez-hi, pa viot kousket kerkouls ha pa viot dihun ! Ra viot binniget epad ho puez hag enn heur euz ho maro ! Bezit araog an oll Vreudeur ha ra deuint oll da zenti ouzoc’h ! Ra vezo digemeret mad enn Urz ar re a blijo ganeoc’h da zigemer, ha ra z’aint er meaz euz an Urz ar re a blijo d’eoc’h da gas kuit ! »
Unan euz ar Breudeur a skrivaz ar c’homzou-ze : Bernard n’oa evit lavaret ger, ne rea nemed difronkal. Mont a reaz enn eur c’hougn euz ar gampr evit gellout vouela a voalc’h kaloun. Neuze ar Zant a lavaraz d’ar Breudeur all : « Me fell dign, hag her gourc’hemenn a ran, kement ha ma c’hellan hen ober, d’an oll Vreudeur, kerkouls d’ar re a zo e karg evel d’ar re all, kaout evit Bernard an doujanz o d’euz bet evidounn va unan. Nebeut ac’hanoc’h a c’hoar peger santel, eo ar breur-man : An diaoul ne ehan d’hen taga noz-deiz hag e pep giz : mez ne deuio ket a benn euz he daol. Gand graz Doue Bernard a vezo treac’h dez-han, hag e vezo goudeze lezet e peoc’h. »
Goudeze e c’hourc’hemennaz d’an oll Vreudeur, adalek ar re huella e karg beteg ar re izella, chomm atao e Porsionkul, e kouent Ste-Mari-an-Elez, el leac’h m’oa savet an Urz.
Tostaat a rea heur diveza Fransez. N’en d’oa mui nemed eun nebeudik amzer da jomm var an douar. Pedi hag aspedi a reaz he Vreudeur da lammet digant-han he zae ha d’her lakaat var an douar noaz. Gourvezet er c’hiz-se, savet he zaoulagad varzu an env evel pa velche ar Baradoz digor, ha Doue enn he c’hloar, ar Verc’hez hag an Elez enn dro dez-han, ec’h astennaz he zourn kleiz var he gostez deou evit kuzet he c’houli, hag e lavaraz d’he Vreudeur : « Evidom-me em euz great ervez va galloud : Breman c’houi, grit ar pez a lavaro J.-K. d’eoc’h da ober. » Den ne oue evit lavaret ger : daelou puill a zirede a zaoulagad an oll. Evelato ar Breur a veze peurvuia enn dro dez-han, a velaz, o sellet out-han, en d’oa c’hoant euz a eun dra bennag c’hoaz : divinout a reaz petra oa. Mont a reaz da gerc’hat eur zae hag eur gordenn, hag ho roaz da baour J.-K. en eur lavaret : « Presta a ran d’eoc’h an dillad-man, evel da eur paour ; ha c’houi kemerit anez-ho abalamour ma tleit senti. » O klevet ar c’homzou-ze, ar Zant a reaz evel eur vousc’hoarzin a laouenedigez paour en d’oa bevet, paour ez’ea euz ar bed-man pa z’eo guir an dillad a ioa enn he gerc’henn n’oant ket zoken dez-han.
A benn eur pennad e c’hellaz c’hoaz lavaret eur gomz bennag, hag adarre e pede he Vreudeur da zerc’hell mad d’ar baourentez, ha da veza sentuz ouc’h kement tra a c’hourc’hementche Hor Mamm Santel an Iliz ; hag en eur zevel he zivreac’h e kroaz : « Kenavezo, va bugale ; en em grenvait an eil egile e doujanz Doue, ha dalc’hit mad d’ar reolenn. An diaoulou a iud e goeled an ifern o velet ar mad hon euz great hag ar vad hon euz c’hoant da ober. Erru int d’ho taga, da ober brezel d’eoc’h harpit out-ho. Euruz ar re o devezo harpet. Evidom-me a ia da gaout an A. Doue hag ho laka etre he zaouarn. »
Semplaat atao a rea. Lakaat a reaz lenn dez-han histor pasion Hor Zalver, ervez an abostol St Iann. P’oue achu e kroazaz he zaouarn var he stomok en eur bedi lenn dez-han ar Psalm unan ha seiz uguent. — 141 — He unan e lavare ive gand ar Breudeur, dindan evor, guella ma c’helle. En eur lavaret ar c’homzou-man : « Tennit va ene euz he frizoun, ma z’ign d’ar Baradoz da gana ho kloar ; setu an eneou euruz o c’hedal ho parnedigez varnounn, » e tennaz he huanad diveza, hag he ene a nijaz da gaout Doue d’he Varadoz.
He varo a c’hoarvezaz enn noz euz ar zadorn, 3, d’ar zul 4 a viz here, da eun heur dioc’h ar mintin, euz ar bloaz 1226, d’ar pemped bloaz ha daou ugent euz he oad, an ugentved goude m’an doa kuiteat ar bed, an triouec’hved abaoue m’an d’oa savet Urz ar Breudeur-bian.
P’edo Fransez o tenna he huanad diveza, eur vandenn laboused a deuaz da c’hournijal enn dro da gouent Stez-Mari, ha da blafa var an doen en eur richounat, evel pa vichent elez diskennet euz an env da gerc’het ar Zant da vont d’ar Baradoz.
Ar Breur Augustina ioa o chomm pell dioc’h kouent Stez-Mari, hag enn heur m’edo Fransez o vervel, her guelaz o sevel d’an env azindan furm eur steredenn lugernuz.
An A. Guido, eskop Asiz, a ioa d’an noz ma varve ar Zant, e kear Benevent, o tistrei euz a venez Gargan. Fransez en em ziskouezaz dez-han en eur lavaret : « Kuitaat a ran ar bed evit mont da gaout Jesuz, da jomm gant-han atao… »
E meur a leac’h all c’hoaz, ha ve re hir kounta aman, Fransez en em ziskouezaz d’he Vreudeur p’edo he ene o tispartia dioc’h he gorf.
Korf Fransez deuet da veza guenn-kan. — He galoun e Stez-Mari. — He gorf e iliz St-Jorj. — He c’houliou guelet gand an oll. — Ar marc’hek Jerom. — Ar Breudeur a zoug korf ho Zad. — Stez Klara ha korf Fransez. — Fransez lakeat e renk ar Zent. — Kreac’h an ifern. — Eun iliz nevez. — Korf Fransez kuzet ha kavet er bloaz 1818.
erkent ha m’oue maro ar Zant, he
Vreudeur a voalc’haz he gorf araog
her liana. Epad he vuez he groc’henn a
ioa dem-zu dre ar binijennou a rea, breman,
goude he varo, eo deuet da veza
guen-kann. He izili, brevet gand ar
remm, a ioa gourd kenan ; breman e
c’hellor, o flega, ho astenn, ho eunna
evel izili eur c’hraouadur.
He galoun, lakeat e touez louzeier c’houez-mad, evit miret da vreina, a jommaz e kouent Stez-Mari-an-Elez, e Iliz ar Porsionkul. He gorf, sebeliet er zae liou al ludu, digaset gand an itroun Jakelin, digor an tu kleiz anez-hi, a ioa astennet, evit beza digaset da Asiz, var ar pallennou kaerra a oue kavet.
Chomm a reaz epad ar zul penn-da-benn, hag epad an noz varlerc’h, var ar vaz-skaon. Pep hini a c’hell breman sellet hag evesaat ouz ar Zant. Araok oa kenn treut, ker melen-du m’oa eun truez he velet ; breman her c’havor ker brao m’eo eun dudi chomm da zellet out-han.
Breman e c’hell pep-hini sellet ouz an tachou a zo enn he dreid hag enn he zaouarn. Deuet oant da veza du evel houarn. Ker stag oant ouz ar c’hik ma viche lavaret oant deuet gant-han var an douar. Mont a dont a reant euz an eil tu d’egile euz he dreid hag euz he zaouarn. Pa bouezer var ar penn, e save ar beg enn ear, ha pa bouezer var ar beg e velet ar penn o sevel.
Breman e c’hell an oll gueled ar gouli
a zo enn he gostez deou hag en deuz
lakeat kement a boan hag a aket da guzet
ouz an dud. Goude ar maro oa deuet da
grina ha da veza round : tro-var-dro oa
ruz, hag henvel ouz eur rozenn, evel
a lavar St Bonavantur, deuet da veza
unan euz he vugale.
Kals a dud, evel a dleit da zonjal, a ziredaz da velet gouliou ar Zant, rak traou evelse ne ouent guelet biskoaz. Enn ho zouez oa eur marc’hek, brudet-braz dre ar vro, he hano Jerom. Var he veno, n’oa ket kenn izel a spered evel an darnvuia euz an dud a ioa enn dro dez-han. En, en d’oa skiant ha deskadurez braz, e leac’h ar re all n’oant nemed keazigou a grede kement a lavaret dez-ho. — Nag a bed a zo enn hon amzer-ni ker zot pe zotoc’h zoken hag ar marc’hek Jerom ? — Evidom-me, emez-han, ne gredign bikenn e gouliou Fransez ken am bezo ho gueled. Henvel e kementse ouz Thomaz, ne gredaz ken a velaz. Dont a reaz ive-ta da velet korf ar Zant ; ha mont a reaz, rok an tamm anez-han, da gregi enn he zaouarn hag enn he dreid. Trei a distrei a reaz anez-ho evit guelet dindan ha var c’horre : poueza a reaz var an tachou, ho c’has hag ho digas a reaz euz an eil tu d’egile… Digeri a reaz ive ar zae evit guelet gouli he gostez, hag e chommaz mantret ha sebezet, en, hag en d’oa lakeat enn he benn n’oa ket an A. Doue evit ober traou ker burzuduz. Evel St Thomaz e kredaz pa velaz, dishenvel dioc’h kals a dud a jomm aheurtet enn ho fals kredennou, evit-ho da c’houzout e faziont. Pa oue menek da lakaat Fransez e renk ar Zent, starta ha kalouneka test a oue eo ar Marc’hek Jerom.
Ar Breudeur-bian, bugale ar Zant, a dremenaz ar zul hag an noz varlerc’h o kana Psalmou, himnou ha kantikou. Ouz ho c’hlevet e viche lavaret n’oa den maro e kouent Stez-Mari : kentoc’h e viche lavaret oa euo eur gouel braz.
D’al lun vintin, ar veleien hag an darn vuia euz a dud kear Asiz a ieaz da gerc’hat ar c’horf. Enn ho daouarn e tougent lod pilejou, lod all bodou palmez, bodou beuz evel ma tougor d’ar zul bleuniou. Evit distrei da Asiz, ar Breudeur-bian a zouge korf ho Zad. En em lakaat a rejor enn hent e kreiz kan ar c’hantikou ha pedennou an anaoun. Pa veze kanet eur pennad, e klevet ar muzik an dudiusa o seni tonniou a gaon. Biskoaz ne oue guelet kas eun den d’ar bez gand kement a enor, hag enn dro dez-han kement all a dud.
En eur dremen abiou St Damien, el leac’h m’edo Stez Klara gand he leanezed, ec’h ejor enn Iliz eur pennadik. Rak ar Zant, evel a ouzoc’h en d’oa disklerriet e velche al leanezed-se anez-han c’hoaz araok kuitaat ar bed-man. Setu perag, evit hen diskouez dez-ho, e oue lammet ar golo divar an arched. Digoret e oue ive an or vian ma teu al leanezed dreiz-hi da reseo ar gommunion. Ker buan, ar merc’hedigou paour ! ec’h en em strinkchont d’an daoulin dirag ar c’horf en eur vouela hag o krial : « Hon Tad, Hon Tad, petra raimp-ni breman ? Petra deuimp-ni da veza ? » hag e pokent da c’houliou he zaouarn.
Klara a grogaz enn eun dourn hag a reaz he oll galloud evit tenna er meaz unan euz an tachou e d’oa c’hoant da zerc’hel, evel eun tenzor, enn he c’houent. Mez kaer e d’oa poueza var bek an tach ha chacha var ar penn evit hen tenna er meaz, ne oue ket evit kaout he c’hoant. An tachou, evel a ouzoc’h, a ioa stag ouz kik ar c’horf.
O velet n’oa ket evit dont a benn euz he zaol, e krogaz enn eul lianenn, hag e soubaz anez-hi e gouli he gostez a ioa c’hoaz leun-c’hoad. Sellet a reaz piz ouz ar gouli-ze evit guelet pegel ledan, pegen doun ha pegeit oa, abalamour da c’hellout ober divezatoc’h eur skeudenn guirion anez-han.
Ar c’horf a deuaz euz a Iliz St-Damien, atao var he lerc’h eul lod braz a dud, pilejou elumet enn ho daouarn, ekreiz ar c’hanaouennou kaon ar re vraoa hag ar muzik an dudiusa. Douget e oue da Iliz St-Jorj, e kear Asiz, el leac’h man d’oa great Fransez he bask kenta, el leac’h m’an d’oa great he genta prezegenn. Eno enn Iliz-se e oue lakeat he gorf enn douar.
Evit guir, evit en em lakaat e renk ar re izella, en d’oa lavaret lakaat he gorf enn eul leac’h, er meaz a gear, hanvet betek neuze Kreac’h an ifern. Mez kear Asiz ne falvezaz ket dez-hi kas di korf ar Zant ken a viche savet eno eur bez evel ma tlie kaout eun den ker zantel.
Ar Breur Eli, an hini, evel a ouzoc’h, a ioa e penn an Urz e leac’h Fransez, a skrivaz da gement kouent a ioa dre ar bed, evit kas d’he Vreudeur kelou euz a varo ar Zant. P’en em gavaz ar c’helou glac’haruz-se er c’houentchou, an oll deoue eur rann-galoun. Mez tud a fei vad oa ar Breudeur-bian, ha m’ar d’oan glac’haret evit ar c’holl braz o d’oa great var an douar, o deoue ive eun tamm laouenedigez o sonjal o d’oa breman enn env eun alvokad mad dirak Doue.
En eur achui he lizer, ar Breur Eli a
c’hourc’hemennaz d’an oll Vreudeur euz
an Urz pedi evit ene Fransez. Rak n’euz
forz pegement a verkou a zantelez a ro
eun den epad he vuez, ha zoken goude
he varo, e tleor pedi evit-han ken a devezo
Hor Mamm Zantel an Iliz, dre c’hinou
Hon T. S. ar Pap, disklerriet eo eat
he ene d’ar Baradoz, hag eman etouez ar
Zent. Betek hen, ar Pap n’en d’oa disklerriet
netra divar benn santelez Fransez.
Koulskoude burzudou braz en d’oa great
epad he vuez. — Lod anez-ho em euz
kountet d’eoc’h — Goude he varo e
kendalc’h da ober ive. Dibaot an dervez
ne c’hoarveze eur burzud bennag var he
vez. Abalamour da-ze, bro an Itali a bez,
ep kounta tud ar broiou all, a c’houlennaz.
digant Hon T. Santel ma viche disklerriet
d’an oll eman ene Fransez er Baradoz,
hag eman e renk ar Zant.
Hogen, an hini a ioa Pap d’ar mareou-ze, oa Gregor IX, an hini a ioa bet e Roum patroum d’ar Breudeur-bian er penn kenta euz an Urz, hag a ioa neuze he hano, ar C’hardinal Ugolini : n’ho c’heuz ket ankounac’heat, me gred. Mad, evit-han da veza savet er renk huella a zo enn Iliz, ha zoken er bed, n’en d’oa ket ankounac’heat Fransez hag he Vreudeur-bian. Er bloaz 1228, daou vloaz goude maro ar Zant, e teuaz da Asiz hag e z’eaz da bedi, epad eur pennad mad a amzer, var bez ar Zant. Goudeze e c’hourc’hemennaz d’ar Gardinaled ha d’an Eskibien, a ioa enn dro dez-han, ober eun enklask ar starta, hag ar gouzieka ma c’halchent divar benn ar burzudou a lavaret en d’oa great Fransez, epad he vuez ha goude he varo ; ha sellet piz out-ho da c’houzout pe oant guirion pe n’oant ket. Da c’hedal ma viche peurc’hreat an enklask-se, e z’eaz da gear Perouz, evit diskouez n’edo ket var dro kear Asiz evit alia anez-ho da lavaret an dra-man pe an dra-hount.
Di e teuaz kelou dez-han evit disklerria n’o d’oa, nag ar Gardinaled, nag an Eskibien, kavet netra da lavaret a enep oberou ar Zant, hag oa guirion an oll burzudou a lakeat var he hano. Ker buan e tistroaz da Asiz, enn dro dez-han kalz Kardinaled, Eskibien, Noblanz hag ouc’hpenn oll dud ar vro o d’oa evit an darn vuia, anavezet Fransez. An dra-man a ioa d’ar c’houezek a viz gouere euz ar bloaz 1228. Sevel a reaz var he Gador, kador ar virionez, hag ac’hano, dirak an oll, e komzaz evel-hen : « Evit gloar Doue oll c’halloudek, Tad, Map ha Speret-Santel, evit gloar ar Verc’hez Vari hag an ebestel Sant Per ha Sant Paol, evit henor an Iliz Katolik a Roum, e tisklerriomp, goude beza goulennet kuzul digant hor breudeur ar Gardinaled hag an Eskibien, lakaat an den ehuruz Tad Fransez e renk ar Zent, rak Doue en deuz hen digemeret enn he c’hloar, hag e fell d’eomp e ve enoret var an douar evel eur Zant. He c’houel a vezo great dre ar bed deiz he varo. »
O klevet ar c’homzou-ze, e tridaz kaloun an oll : Ar bobl a stlapaz gand ho daouarn, ar Gardinaled, an Eskibien, ar Veleien hag ar Breudeur-bian a antonaz an Te Deum. Ar Pap a ziskennaz divar he gador hag a zaoulinaz dirak bez an hini m’edo o paouez lakaat e renk ar Zent. Ar Gardinaled, an Eskibien, an dud a iliz kerkouls hag ar bobl a reaz ar memez tra. An arched a oue tennet euz ar bez, ha lakeat, lammet he c’holo, dirak an Aoter vraz. Ar Pap a lavaraz an ofern diraz-han, hag enn dro dez-han oa kelc’het ar Breudeur-bian, bep a biled var elum gant-ho enn ho dourn.
Setu ive-ta lakeat er renk huella, e renk ar Zent, an hini n’en d’oa great nemed en em izellaat p’edo var an douar, an hini en d’oa roet e oll beadra evit beza paour he unan, an hini en d’oa great ar pinijennou ar re rusta ervez aliou Hor Zalver enn he Aviel. Pebez kentel evit kals a dud a zo atao oc’h en em veuli, oc’h esa sevel dreist ar re all, ne c’hellont jamez dastumm madou avoalac’h ervez ho faltazi, ne reont van ebed evit guelet ar paour e toull ho dor o c’houlenn eun tamm bara, ha ne glaskont nemed plijadurezou hag ebatou ar bed !
Fransez, epad he vuez, n’en d’oa kenn ioul nemed d’en em lakaat an disterra euz an dud. Falvezout a reaz c’hoaz dez-han, evel em euz her lavaret, beza lakeat goude he varo el leac’h mezusa a ioa e Asiz, el leac’h ma veze lakeat d’ar maro al laeroun, an dud fall hag ar vuntrerrien, hag hanvet abalamour da-ze kreac’h an ifern. An tammig torgeun-ze a zo d’ar zao-heol da gear Asiz. Mad ar Pap Gregor IX, goude beza lakeat Fransez e renk ar Zent, a ieaz d’an dorgenn-ze da vinniga ar mean kenta euz an Iliz a dliet da zevel var bez ar Zant, el leac’h ma tlie chomm da vikenn he relegou. Er memez. dervez e c’hourc’hemennaz ma viche roet eun hano all d’an dorgenn-ze, ha ma viche a vizikenn hanvet kreac’h ar Baradoz.
Ar brud euz a zantelez Fransez a ioa eat, evel divar nij dre bevar c’horn ar bed. Setu perak, pa oue klevet e savet eun lliz evit lakaat enn-hi he Relegou, e kouezaz kement ha kement a brofou e Asiz, euz ar broiou estrena kerkouls hag euz an Itali, m’oue savet a benn daou vloaz, unan euz an Ilizou kaerra a c’helfet da velet. Er bloaz ive-ta 1230, e oue digaset euz a Iliz St-Jorj da Greac’h ar Baradoz, ar pez a jomme euz a gorf hor Zant. Eur gouel braz oue an dervez-se. Embannet oa bet dre oll : setu perak ec’h en em gavaz e Asiz kement ha kement a dud ma n’oa ket a lojeiz avoalac’h evit-ho e kear : Red e oue sevel teltennou evit-ho er parkeier enn dro da gear.
Mar d’oa bet eur gouel braz an dervez m’oue kaset korf Fransez euz a gouent Stez-Mari da Iliz St-Jorj, an dervez m’oue douget euz a Iliz St-Jorj da Greac’h ar Baradoz, a oue brasoc’h c’hoaz. D’ar c’houeac’h varnugent a viz mae, deiz ar Pantekost, e c’hoarvezaz ar gouel braz-man. Eno oa tud a bep bro, guisket e meur a c’hiz, a gomze pep iez ep ma c’helle aliez an eil gouzout petra lavare egile. En em gavet e kichenn an Iliz nevez, tud Asiz, o velet an dud estrenn o choucha, o kuzulat etrez-ho hag o komz evel dre guz, an eil ouz egile, a deuaz aoun dez-ho. Kaout a reaz dez-ho oa c’hoant laerez digant-ho Relegou ho Zant. Laerez Relegou Sant Fransez !… Oh ! bikenn ! Euz a Asiz oa Fransez, e douar Asiz e chommche he Relegou. Kentoc’h mervel eged ho lezer da vont kuit… Piou a c’hoar, emez-ho, petra lavar an dud estrenn-ze an eil d’egile ?… Gand eun taol lagad ec’h en em glefchont : en em zastumm a rejont enn eur blokad enn dro d’an arched : kas a rejont diout-ho ar re a ioa var ho zro : Samma a rejont, enn eun taol, var ho diouskoaz, ar Relegou… Mont a rejont buan d’an Iliz, serri a rejont, var alc’houez an doriou var ho lerc’h ; p’ouent digoret, den ne c’hellaz gouzout e peleac’h oa kaset Relegou ar Zant : Den ne lavaraz grik, oll e chommchont mud.
Ar re o d’oa kuzet Relegou St Fransez a ieaz euz ar bed-man ep lavaret da zen e pe leac’h o d’oa ho lakeat. Gouzout a rea an oll edont enn Iliz nevez savet var Greac’h an ifern, breman Kreac’h ar Baradoz ; mez e pe leac’h euz an Iliz-se edont ? Den n’her gouie. An traou a jommaz evelse epad var dro c’houeac’h kant vloaz.
Er bloaz 1848, enn hon amzer-ni, evel a velit, Hon Tad Santel Pi VII a lezaz bugale St Fransez da furcha azindan Aoter-vraz Iliz Kreac’h ar Baradoz, evit klask Relegou ho Zad. Ar furcha-ze a oue great ep lavaret ger da zen, e kuz, epad diou nozvez hag hanter kant. An oll a boanie hag a laboure goalc’h-kaloun. Goude beza toullet an douar, freuzet meur a damm moger, torret ha bruzunet n’oar den ped roc’h vraz, ec’h em gafchor dirak eur c’hrill houarn. Adre ar c’hrill-ze oa Relegou eun den enn eun arched mean. Kerkent ha ma oue digoret e teuaz euz an arched eur c’houez ker mad ma ne c’hell ket oll bokedou c’houez-mad an douar rei eun hevelep c’houez.
Dioc’htu m’oa kaset ar c’helou-ze dez-han, ar Pap a c’hourc’hemennaz da Eskibien Asiz, Nocera, Spolet, Perouz ha Foligno ober eun enklask var ar pez a ioa lavaret dez-han, sellet piz ouz kement tra a velchent, pe a viche disklerriet dez-ho, ha taoler evez ouz peptra evit gouzout hag ar Relegou-ze a ioa e guirionez Relegou St Fransez. An Eskibien a reaz ho enklask gand ar brasa lealded. Kredi a reant dirak Doue, dioc’h m’o d’oa guelet ha klevet, oa ar Relegou-ze Relegou St Fransez, hag hen disklerria a rejont d’ar Pap.
Ne oue ket avoalac’h an dra-ze c’hoaz. Hon Tad Santel Pi VII a hanvaz Kardinaled ha Theolojianed euz ar re zesketta, da zellet pisa ma c’helchent ouz kement tra o d’oa lavaret an Eskibien, ha da velet ha n’oant ket faziet enn eun tu bennag. Ar Gardinaled hag an Theolojianed, goude beza great d’ho zro dirak Doue, ar pez a ioa gourc’hemennet dez-ho, a zisklerriaz, oa guir penn-da-benn ar pez o d’oa lavaret an Eskibien.
Setu perag d’ar bemp a viz kerzu, er bloaz 1820, Hon Tad Santel, enn hano an Iliz, enn hano J.-K., m’eman enn he leac’h var an douar, ne c’hell na fazia na beza faziet, a zisklerriaz evel guirion eo Relegou St Fransez, ar Relegou kavet dindan Aoter vraz an Iliz a ioa savet var Greac’h ar Baradoz.
Enn hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel.
Evel-se, bezet great.
a c’haloun a zo bet enn dudi ar vrasa p’am
euz klevet ar c’homzou-man : « Distrei a
raimp da di an A. Doue. » Setu petra gane
ar Juzevien p’oue disklerriet dez-ho e tistrochent
da Jeruzalem. Ha me ive, p’am euz klevet
kleier va farrez o seni evit va gervel d’an ofern,
em euz santet va c’haloun o tridal em c’hreiz ;
hag e teuan, el laouenedigez ar vrasa, d’en
em deuler d’an daoulin dirazoc’h, c’houi, o va
Doue, hag oc’h euz lakeat va iaouankiz da veza
kenn dinec’h, ha kenn neat a bec’hed.
Siouaz ! petra eo deuet da veza an derveziou heuruz-se ? D’ar mareou-ze, ne zonjenn nemed e Doue, n’en em blijenn nemed enn he di !… Hag herrio, o va Zalver, petra ounn deuet da veza ?… Barnit ac’hanounn, mez, me ho ped, ne vezit ket re rust enn ho parnedigez.
Gouzout a ran em euz great kals pec’hejou. Hen anzao a ran dirazoc’h, dirak ar Verc’hez Gloriuz Vari, dirak an Ebestel heuruz, St Per ha St Paol, dirak an oll Zent. E meur a c’hiz em euz pec’het, dre zonjezonou, dre gomzou, dre oberou : aliez ive em euz dilezet ar pez a c’hourc’hemennac’h. Dre va faot, ia dre va brasa faot em euz pec’het, ha n’em euz leac’h ebed, o va Doue, d’ho tamall, rak ho kraz n’eo jamez manket dign.
Mez, o va Doue, ha n’oc’h-hu ket ar Pastor mad a zilez he vandennad denved evit mont, adreuz al lann hag an drez, varlerc’h an oan dianket ? Ha n’oc’h euz-hu ket lavaret euz muioc’h a joa er Baradoz, o velet eur pec’her o tistrei ouzoc’h, eged a zo o velet naontek-ha-pevar-ugent den mad o kenderc’hel enn ho stad ? M’en em daol d’an daoulin dirazoc’h : ne zisprijit ket eur galoun glac’haret ha rannet oll.
Roit dign ar pardoun euz va fec’hejou : Lakiit em c’hreiz eur galoun nevez, eur galoun hag a vezo atao a-du ganeoc’h, ha ne vevo nemed evidoc’h !
outrou Doue, deuet ounn d’en em sklerijenna
he c’harz o treid. Dirazoc’h ounn daoulinet :
Va c’haloun a domma, guelet a ran e
chachit ac’hanoun varzu ennoc’h.
Komzit ive-ta, Aoutrou, ho servicher a zelaou
ac’hanoc’h.
tad oll c’halloudek, oc’h euz hor c’hrouet,
Bezet truez ouzomp.
O Jesuz-Krist, map da Zoue, deuet evit savetei ar bec’herrien,
Bezet truez ouzomp.
O Spered-Santel, a voalc’h hag a laka neat ar c’halounou,
Bezet truez ouzomp.
’eoc’houi, Aoutrou, eo dleet pep meuleudi,
pep henor, pep gloar. Ar Zent hag an Elez
enn env, an dud eeun a galoun var an douar a
gan d’eoc’h eur c’hantik a anaoudegez-vad hag a
garantez. Ha me, evidounn da veza eun den a
nebeut a dalvoudegez, me a garfe unani va
mouez gand ho hini, evit ho meuli eveld’ho.
O va Doue, netait va c’haloun ma c’hellign
kana ho meuleudiou evel ma z’eo dleet.
Pa ne glaskor nemed gloar Doue e kavor ar peoc’h. Chomm ep kaout c’hoant a netra, ep kaout aoun rak netra, en em lakaat a galoun-vad etre ho taouarn, o va Doue ep sellet nag a gleiz, nag a zeou, setu ar peoc’h a ginnidik dign. — Pax hominibus bonæ voluntatis — Setu ive ar pez a glaskan.
Ar bed a ginnik ive ar peoc’h, mez n’her ro ket kinnik a ra plijadurezou, mez allaz ! re ger e rankor o faea ! C’houi epken, o va Zalver, a c’hell rei ar peoc’h d’an den, ha skuilla enn he galoun laouenedigez ar Spered-Santel. Roit dign, o va Zalver, ar peoc’h oc’h deuet da zigas var an douar !
outrou Doue, ne ouzoun ket petra da c’houlenn
diganeoc’h. C’houi a c’hoar a betra em
euz izoum, guelloc’h eged na c’houzoun va
unan. O va Zad, roit d’ho kraouadur ar, pez a
zo ar guela evit-han, ha ne c’hoar ket petra
eo. Ne c’houlennan diganeoc’h nag heurusted
na kroaz, na madou na dienez en em deuler
a ran d’ho treid, digeri a ran d’eoc’h va c’haloun.
Sellit ouzign, ha grit dign ar pez a blijo
ganeoc’h. Diskarit ac’hanoun, pe savit ac’hanoun, ar pez a reot a vezo mad, rak, ar pez
a reot em c’henver, a vezo evidoun ho faltazi,
ha va brasa c’hoant eo plega atao a galoun vad
d’ar faltazi-ze. O va Doue, deskit dign pedi.
- Lizer St Per — Trede pennad.
a Breudeur muia karet, bezit atao unanet
etrezoc’h dre ar garantez ar vrasa, kemerit
perz an eil e poaniou egile. Na it ket d’en em
zevel : en em izellaat a zo guelloc’h d’eoc’h.
Na it ket da rei malloz evit malloz, roit, er
c’hountrol, ho pennoz d’ar re a daolo ho
malloz varnoc’h : An dra-ze a rankit da ober
mar fell d’eoc’h kaout bennoz an A. Doue.
Ha m’an deuz c’hoant unan bennag da veza
heuruz, zoken var an douar, ha dreist oll er
bed all, e tle diouall he deod dioc’h an drouk-prezegerez,
gand aoun da lavaret gevier, rak
ar gaou a ia a bell hag a bad pell. Na it ket
ive-ta d’en em zispenn a daoliou teod an eil
egile. Pellait dioc’h an drouk ha grit ar mad.
Klaskit ar peoc’h ha lakit hoc’h oll nerz d’he
derc’hel etre Doue ha c’houi, etre c’houi hag
ho nesa, rak Doue a zell atao gand karantez
ouz ar re vad, hag he ziouskouarn a zo bepred
digor evit selaou ho fedennou.
euruz an nep en em ro penn-da-benn da
Zoue ! Enn-han eman he oll vad, he oll fizianz,
he oll esperanz. Petra eo evit-han madou
ha kollou ar bed-man ? Petra eo dez-han ha
klenved ha iec’hed ? Euz a berz Doue e teuont
oll, ha Doue epken eo he oll vad.
Enn-han eman he oll fizianz. Ne gount ket var mignouniach tud ar bed, rak mignouniach ar bed-man a dremen buan, ma ne deu ket aliez da drei e trubarderez.
Enn-han eman he oll esperanz : oll vadou, oll blujadurezou ar bed-man ne c’hellont ket karga mad avoalac’h he galoun. An den a zo krouet gant Doue evit he garet hag he zervicha, setu perak n’eman he heurusted nemed e Doue epken, ha setu perak ive eman enn-han he oll espepanz.
- Aviel St Vaze, — Unnekved pennad.
’ar mareou-ze, Jesuz a lavaraz ar c’homzou-man :
C’houi oll hag a zo pleget a zindan
ar beac’h euz ho pec’hejou, deuit oll d’am
c’haout ha me ho tizammo ; ha me, el leac’h
an distridigez, a skuillo eul laouenedigez nevez
enn ho kaloun. En em lakiit ep aoun ebed da
heulia va lezenn, lezenn an Aviel. Grit an dra-ze,
hag e velfot dreizoc’h oc’h unan peger
madelezuz ounn enn ho kenver, ha pegement
e tiskennan betek enn-hoc’h evit diskouez
d’eoc’h n’ounn ket eur mestr rust, mez eur
mignoun karantezuz. Mar kirit ober kementse
e kafot ar peoc’h d’hoc’h ene, rak servicha
ac’hanom-me a zo eun dra zouz meurbed, ha
servicha ar bed a zo trenk a c’houero.
Ar c’homzou emaoun o paouez lenn a zo komzou Doue he unan. O va Doue, ra deuio ho komzou da sklerijenna va spered, da laouenaat va c’haloun, da rei dign nerz nevez da vale varzu ennoc’h ! Ho komzou, hoc’h aliou eo boued va ene. M’en em blij o lenn anez-ho, me garfe ho c’haout atao dirak va daoulagad, ha skrivet kenn doun em c’haloun ma na c’helfenn jamez ho ankounac’haat. Ra deuio ho komzou, o va Doue, da greski va feiz ha d’am staga muioc’h-mui ouzoc’h ! Nann, nann, bikenn ne z’ign a enep ho kourc’hemennou ; bikenn ne zelaouign an dud fall ha difeiz a brezek a enep ho lezennou.
peleac’h eman hor feiz, o va Doue ? E
Epeleac’h e kavor an testeniou a roomp anez-hi ?
Ha kredi a reomp, e guirionez, n’eo ar
vuez-man nemed eun huvre, n’emaomp var ar
bek douar-man nemed evel tremenidi da c’hedal
mont da eur vuez all hag a bado atao ? Ha
sonjal a reomp e rankomp kaout poan var an
douar evit beza eun dervez heuruz gand Jesuz
enn he Varadoz ? Ha kredi a reomp n’eo oll
draou ar bed-man nemed traou vean ha dister
a ielo e moged ? Ha kredi a reomp n’eman ar
guir heurusted nemed goude ar maro, gand
Doue enn he Varadoz ?
Kredi ! ha kredi a reomp e guirionez ? Hor
c’haloun, hag en em blijout a ra o sonjal er
guirioneziou a rankomp da gredi ? Ar feiz, hag
hi a zo ar penn-abek euz hon oberou ? Hag hi
eo a sklerijenn ac’hanomp e kement a reomp ?
Hag hi eo hor reolenn pa rankomp lavaret hor
ger var eun dra bennag ? Siouaz ! e leac’h kaout
eur feiz birvidik enn hor c’haloun e vevomp,
ne gredan ket lavaret evel loenet mud, mez
evel tud ha n’o deuz relijion ebed. Hag e guirionez,
an nep a gretfe, evel ma z’eo dleet, ar
pez a rankor da gredi, hag en a rafe ar pez a
reomp-ni ?
ueach all, o va Doue, edo ar c’hiz kinnik
d’eoc’h profou braz epad ar pedennou a leveror
pe a ganor breman. Hag eun dra dleet
eo kement-se pa z’eo guir eo d’eoc’h kement
tra a zo hag enn env ha var an douar. Herrio
n’her greor ken. Me, da vianna, a fell dign en
em ginnik hag en em rei d’eoc’h, me ha kement
am euz. Me fell dign beva atao ervez ho
lezennou, senti ouzoc’h e pep-tra, ha, ma vefe
red, rei va oll vadou ha va buez zoken evidoc’h.
Emaoc’h, o va Zalver, o vont da ziskenn var
an Aoter, an Elez a zo enn dro d’eoc’h, mad
diraz-ho oll ec’h en em ginnigan d’eoc’h.
Pec’hi, ha pec’hi kalz em euz great evit guir, mez c’houi, o va Aoutrou, a zo braz ho madelez, brasoc’h eo c’hoaz ho karantez ; setu perag em euz fizianz e root dign ar pardoun euz va fec’hejou, hag e lakeot adarre va ene da veza ker guenn evel pa oue skuillet var va fenn dour ar Vadiziant.
Me a laka e c’harz ho treid, hag a ginnik d’eoc’h ive oll goulennou an eneou devot, ezommou va zad, va mamm, va breudeur, va c’hoarezed, va mignouned, ha kement hini o deuz great, pe c’hoant da ober eur vad bennag evidounn, pe emaint c’hoaz var an douar, pe emaint eat euz a vuez ar bed-man. Skuillit, Aoutrou, varnez-ho oll ho pennoz, ha tennit anez-ho euz ho foaniou.
Pedi a ran c’hoaz evit kement hini en d’euz
great eur boan bennag dign, evit kement hini
en d’euz lavaret traou divar va fenn, evit kement
hini en d’euz kemeret eun dra bennag
divar va c’houst. Bezit, Aoutrou, trugarezuz e
kenver an oll, ha lakiit ac’hanomp oll da veza
heuruz ganeoc’h enn ho Paradoz.
Ursum corda, a lavar ar belek : Sao, va
c’haloun varzu an Env ! Ha me ive a dle
breman dilezer oll draou ar bed-man, ankounac’haat
kement tra a zo var va spered, dreist
oll ar re a laka ac’hanounn d’en em staga ouc’h.
madou an douar. Breman ne dlean sonjal
nemed e Doue, enn he vadelez, er garantez a
ziskouez dign, pa z’eo guir eman o vont da
ziskenn, abalamour dign, euz an Env, aman
diraz’ounn var an Aoter dre gomzou ar belek.
Oh ! Na c’houi a zo mad, o va Doue ! Penaoz paea ac’hanoc’h evit kement a vadelez hag a garantez oc’h euz bet, hag oc’h euz atao evidounn. Gand ar belek e lavaran : Ia, dieet eo dign kana meuleudiou d’eoc’h evit ar vadelez oc’h euz evidounn ; mez anzao a rankan n’ounn ket goestl avoalac’h d’hen ober. Dont a ran da c’hervel an Elez d’am zikour, ha gant-ho e kanign : Santel, santel, santel eo an Aotrou, Doue an Armeou ! Binniget ra vezo an hini a deu enn hano an Aoutrou ! Hosanna, gloar dez-han enn huella euz an Envou.
n em lakaat a ran, a spered hag a galoun,
Egand ar belek a lavar an ofern-man. Me ho
ped, o Tad trugarezus, dre Hon Aoutrou J.-K.,
da skuilla ho krasou varnomp, ma plijo ganeoc’h
miret ha difenn hoc’h Iliz Santel Katolik,
Hon Tad Santel ar Pap, Hon Aoutrou
n’Eskop, hor Persoun, an oll Veleien karget
d’hon hentcha var hent ar Baradoz. Pedi a ran
ac’hanoc’h da skuilla ive ho pennoz var va oll
gerent, var va mignouned, var va madouberourien,
ha var gement hini ma tlean pedi evit-ho. Ar bedenn-ma a gasan deoc’h a-unan
gant pedennou ar Verc’hez Gloriuz Vari, mamm
d’Hor Zalver J.-K., gand pedennou an Ebestel,
an oll Verzerrien, ar Zent hag ar Zentezet euz
ar Baradoz.
Plijet ganeoc’h, o va Zalver, selaou mouez va c’haloun, ha diskennit var an aoter.
r Batriarchet, ar Brofeted an dud santel
deuet var an douar abaoue m’oa krouet ar
bed, a bede, a hirvoude hag a c’houlenne, dre
glemmou doaniuz, guelet an Oan a dlie dizamma
ar bed euz he bec’hejou. N’eo nemed
goude tremen pemp mil vloaz m’oue selaouet
ho fedenn !!!
Ha me, n’ounn nemed eur pec’her digaloun, hag a ia da velet o tiskenn var an Aoter, dre nerz komzou ar belek, korf ha goad an Oan-ze gortozet keit all ! Ia, J.-K. a ia da ziskenn euz an Env… Eman var an Aoter, korf ha goad !…
Plega, stoui a ran va fenn : ne gredan ket sevel va daoulagad. Kredi a ran, o va Doue, emaoc’h aman dirazounn, var an Aoter. Adori a ran ar goad sakr oc’h euz skuillet evidomp oll, ha fizianz em euz, ne vezo ket kollet evidounn. Me a ro d’eoc’h va buez evel m’oc’h euz roet hoc’h hini evidounn.
kuillet oc’h euz, o va Zalver, betek ar berad
diveza, ho koad evidounn var menez
Kalvar. Ha n’oa ket avoalac’h an dra-ze evit
diskouez ho karantez evit an dud ? Nann, eme
c’houi, rak falvezet eo d’eoc’h diskenn var an
aoter, dirak va daoulagad, dre nerz ar c’homzou
a lavar ar belek enn hoc’h hano.
Aman emaoc’h ive-ta, o va Doue ; her c’hredi a ran a greiz va c’haloun. Ha, pa z’eo guir emaoc’h aman, hag e karit kement ac’hanounn, e teuan gand fizianz, ep aoun ebed, da bedi ac’hanoc’h da zigeri dor ho Paradoz d’an eneou paour a zo, keit all a zo, o c’houzaon poaniou ar Purgator, hag oc’h huanada varzu enn-hoc’h. Tennit ive-ta, o va Doue, me ho ped, euz ar Purgator eneou… (— Aman pep hini a bedo evit an nep a garo, evit he dad, he vamm, he vreur, he c’hoar, he vadouberour… evit meur a hini zoken.)
Hag evidomp-ni pec’herrien, hag a zo c’hoaz var an douar, n’hon dilezit ket kenn nebeut. Fizianz hon d’euz enn-hoc’h hag enn ho karantez. Kredi a reomp e teuot eun dervez da zigeri d’eomp ive dor ho Paradoz, ne ket abalamour m’eo dleet an dra-ze d’eomp, mez abalamour d’ar poaniou en d’euz gouzanvet J.-K. evidomp. Abalamour da-ze e z’eomp da lavaret ar bedenn en d’euz desket d’eomp ho map, ar bedenn hag a lavar d’eomp petra dleomp da ober enn ho kenver, ha petra dleomp da c’houlenn evit hor brasa mad.
Pater noster qui es in cœlis, etc…
Hon tad hag a zo enn Env, etc…
a Doue, pardounit dign ar pec’hejou em
euz great betek hen. Lakit ac’hanounn da
derri an oll voaziou fall a zo atao o tougen
ac’hanounn d’ar pec’hed. Kasit, me ho ped,
divar va zro ar zonjezonou fall ne ehan an
drouk-spered da zigas dign. Sklerijennit va
skiant, ha diskouezit dign pe genn dister
eo traou ar bed-man, peger buan e tremenont. Diouallit ac’hanounn dioc’h pep drouk, dreist
oll dioc’h poaniou an ifern a bado da vikenn.
An dra-man a c’houlennan, ne ket dioc’h ma talan va unan, mez dioc’h ma tal pedennou hag oberou-mad ar Verc’hez Vari, re an Ebestel St Per ha St Paol, ha re an oll Zent hag an oll Zentezet euz ar Baradoz. A zindan skoazell ar Verc’hez, ho mamm, hag hini an oll zent-man ec’h en em lakaan, en eur bedi ac’hanoc’h a greiz va c’haloun d’am diouall, e kreiz fallagriez ar bed, dioc’h kement tra a gasfe ac’hanounn da goll.
a Zalver J.-K., c’houi eo guir Oan Doue
lakeat d’ar maro evit paea an dle dleet d’hor
pec’hejou. Petra n’oc’h euz ket great evidomp ?
Petra n’oc’h euz ket great evit digeri d’eomp
dor ar Baradoz ? Douget oc’h euz ho kroaz,
savet oc’h var menez Kalvar, marvet oc’h, ep
en em glemm evidomp ! Ha ni, tud digaloun,
an disterra tra, ar bianna poan, ha pa ne ve ken
nemed evit madou ar bed-man, ni a deu d’en
em jala, d’en em glemm, hag avechou d’en em
zevel enep d’hoc’h, o va Zalver ! Ah ! deskit
dign plega a galoun d’ar pez a fell d’eoc’h, ha
bezit truez ouzign.
maoc’h breman, o va Doue, o rei d’ar belek
ho korf hag ho koad santel. Pebez eur-vad
m’am biche gellet ho tigemeret ive va unan em
c’haloun, hoc’h adori eno, ha komz d’eoc’h euz
va ezomou ! Mez siouaz ! re a bec’hejou am
euz great. Setu perak e skoan var va stomok
en eur lavaret : Domine non sum dignus :
Nann, Aoutrou, ne ket neat avoalac’h va c’haloun
evit rei d’eoc’h eun digemer evel ma z’eo dleet. Oh ! Nag a avi am euz ouz ar re a velan
o tostaat ouz an daol zantel ! Breman em euz
mez ha keuz o veza bet kenn dianaoudek enn
ho kenver. Ah ! pardoun, va Doue, pardoun
evit va oll fec’hejou ! A vizikenn me a ziouallo,
me a gaso divar va zro aliou ha kuzuliou fall
an drouk-spered, hag em bezo, c’hoant em euz
da vianna, an eur-vad d’ho tigemeret va unan
em c’haloun. Netait, va Doue, netait va ene,
va lakiit e doare vad da gommunia er c’henta
amzer !
Da c’hedal an eur-vad-se, plijet ganeoc’h, o va Doue, rei perz dign er grasou a deu, dre gommunion ar belek, ha dre gommunion an dud vad all, d’ar re a zo aman enn ofern-man. Grit, dre nerz ar Zakramant santel, ma startaio va feiz, ma kresko va esperanz ha ma krenvaio va c’harantez, evit n’em bezo mui kenn sonj nemed ac’hanoc’h kenn plujadur nemed ganeoc’h. — Evelse bezet great !
oit d’eomp, o va Doue, dre an dalvoudegez
en he far euz an ofern emaomp o paouez
selaou, ar pardoun euz hor pec’hejou, hag an oll
grasou a zo red d’eomp evit ober hor zilvidigez.
Lakit ho karantez birvidik enn hor c’haloun,
hag ar c’hoant aketusa da ober ar pez a blijo
d’eoc’h. Lakit ac’hanomp ive da c’houzaon, ep
en em glemm, techou fall hon nesa, oc’h anzao
enn hor c’haloun hon unan, eo hon techou fall-ni
brasoc’h eged ho re. Lakit ac’hanomp da garet
hon nesa eveld’homp hon unan, er guel ac’hanoc’h.
Deskit d’eomp beva var an douar evel guir
gristenien o d’euz c’hoant da ober kement a zo
red evit beza heuruz ganeoc’h evit jamez, enn
ho Paradoz.
reinded Santel, er penn kenta euz an ofern-man,
em euz en em arbedet ouzoc’h : hoc’h
hano a ioa var va muzellou. Mad, me fell dign
ive kaout ho pennoz araok mont kuit. Abalamour
da-ze, e plegan va fenn, pa deu ar belek
da rei dign he vennoz, enn hano an Tad, ar
Map hag ar Spered-Santel. Ra jommo ar bennoz,
roet enn hano an Dreinded, skrivet doun
em spered hag em c’haloun, ma tremenign an
deiz-man e guir garantez an A. Doue.
erb eternel, map da Zoue an Tad, sklerijenn
ar bed, deuet da ziskouez ha da zigeri
d’eomp hent ar Baradoz, n’am lezit ket da veza
henvel ouz ar Juzevien ne fellaz ket dez-ho
hoc’h anaout, nag anzao oac’h ar Mesi, Salver
ar bed. Me hoc’h ador, me hoc’h anavez evit va
Zalver ha va Doue. Kredi a ran, esperout a
ran, pa z’eo guir oc’h en em c’hreat den evidomp,
em bezo diganeoc’h an oll grasou em
euz izoum evit mont d’ho kaout, d’an heurusted
a bado da viken.
e ho trugareka, o va Doue, evit ar c’hraz
em euz bet diganeoc’h da glevet an ofern-man.
Ped all n’o deuz ket bet an eur-vad-se ?
Marteze ounn bet eur pennadik bennag dizonj ;
pardoun a c’houlennan diganeoc’h. Mar gellan
e vezign guelloc’h en amzer da zont. Sonj em
bezo euz ho trugarez ; hag, euz a vreman, me
a lakaio va oll nerz da veza aketusoc’h, evit
diskouez d’eoc’h, ho karan e guirionez a greiz
va c’haloun.
eus in adjutorium meum intende :
Domine, ad adjuvandum me festina.
Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.
Sicut erat in principio, et nunc et semper,
In sæcula sæculorum. Amen.
ixit Dominus Domino meo : sede a dextris
meis.
Donec ponam inimicos tuos : scabellum pedum tuorum.
Virgam virtutis tuæ emittet Dominus ex Sion : dominare in medio inimicorum tuorum.
Tecum principium in die virtutis tuæ in splendoribus Sanctorum : ex utero ante luciferum genui te.
Juravit Dominus, et non pœnitebit eum : tu es Sacerdos in æternum sæcundum ordinem Melchisedech.
Dominus a dextris tuis : confregit in diæ iræ suæ Reges.
Judicabit in nationibus, implebit ruinas : conquassabit capita in terrâ multorum.
De torrente in viâ bibet : proptereâ exaltabit caput. Gloria Patri, etc.
Ant. Dixit Dominus Domino meo : sede a
dextris meis.
onfiteor tibi, Domine, in toto corde meo :
in concilio justorum et congregatione.
Magna opera Domini : exquisita in omnes voluntates ejus.
Confessio et magnificentia opus ejus et justitia ejus manet in sæculum sæculi.
Memoriam fecit mirabilium suorum, misericors et miserator, Dominus: escain dedit timentibus se.
Memor erit in sæculum testamenti sui : virtutem operum suorum annuntabit populo suo.
Ut det illis hæreditatem gentium : opera manuum ejus veritas et judicium.
Fidelia omnia mandata ejus, confirmata in sæculum sæculi facta in veritate et æquitate.
Redemptionem misit populo suo : mandavit in æternum testamentum suum.
Sanctum et terribile nomen ejus : initium sapientiæ timor Domini.
Intellectus bonus omnibus facientibus eum : laudatio ejus manet in sæculum sæculi.
Gloria Patri, etc.
Ant. Fidelia omnia mandata ejus, confirmata in sæculum sæculi
eatus vir qui timet Dominum in mandatis
ejus volet nimis.
Potens in terra erit semen ejus : generatio rectorum benedicetur.
Gloria et divitæ in domo ejus : et justitia ejus manet in sæculum sæculi.
Exortum est in tenebris lumen rectis : misericors
et miserator et justus.
Jucundus homo qui miseretur et commodat : disponet sermones suos in judicio : quia in æternum non commovebitur.
In memoriâ æternâ erit justus : ab auditione mala non timebit.
Paratum cor ejus sperare in Domino, confirmatum est cor ejus : non commovebitur, donec despiciat iniinicos suos.
Dispersit dedit pauperibus : justitia ejus manet in sæculum sæculi : cornu ejus exaltabitur in gloria.
Peccator videbit, et irascetur dentibus suis fremet et tabescet : desiderium peccatorum peribit. Gloria Patri, etc.
Ant. In mandatis ejus cupit nimis.
audate, pueri, Dominum : laudate nomen
Domini.
Sit nomen Domini benedictum ex hoc nunc et usque in sæculum.
A solis ortu usque ad occasum laudabile nomen Domini.
Excelsus super omnes gentes Dominus : et super cœlos gloria ejus.
Quis sicut Dominus Deus noster, quis in altis habitat et humilia respicit in cœlo et in terrâ.
Suscitans à terrâ inopem : et de stercore erigens pauperem.
Ut collocet eum cum principibus : cum principibus populi sui.
Qui habitare facit sterilem in domo : matrem filiorum lætantem. Gloria Patri, etc.
Ant. Sit nomen Domini benedictum in sæcula.
n exitu Israël de Egypto : domus Jacob de
populo barbaro.
Facta est Judæa sanctificatio ejus : Israël potestas ejus.
Mare vidit, et fugit Jordanis conversus est retrorsùm.
Montes exultaverunt ut arietes : et colles sicut agni ovium.
Quid est, mare, quod fugisti ? : et tu Jordanis, quia conversus es retrorsùm.
Montes exultastis sicut arietes : et colles sicut agni ovium ?
A facie Domini mota est terra : a facie Dei Jacob.
Qui convertit petram in stagna aquarum : et rupem in fontes aquarum.
Non nobis, Domine, non nobis : sed nomini tuo da gloriam.
Super misericordiâ tuâ et veritate tuâ : nequando dicant gentes : ubi est Deus eorum.
Deus autem noster in cœlo : omnia quæcumque voluit, fecit.
Simulacra gentium argentum et aurum : opera manuum hominum.
Os habent et non loquentur : oculos habent, et non videbunt.
Aures habent, et non audient : nares habent, et non odorabunt.
Manus habent, et non palpabunt ; pedes habent et non ambulabunt : non clamabunt in gutture suo.
Similes illis fiant qui faciunt ea : et omnes qui confidunt in eis.
Domus Israël speravit in Domino : adjutor eorum et protector eorum est.
Domus Aaron speravit in Domino : adjutor eorum et protector eorum est.
Qui timent Dominum speraverunt in Domino :
adjutor eorum et protector eorum est.
Dominus memor fuit nostri : et benedixit nobis.
Benedixit domui Israël : benedixit domui Aaron.
Benedixit omnibus qui timent Dominum : pusillis cum majoribus.
Adjiciat Dominus super vos : super vos et super filios vestros.
Benedicti vos a Domino : qui fecit cœlum et terram.
Cœlum Cœli Domino : terram autem dedit filiis hominum.
Non mortui laudabunt te, Domine : neque omnes qui descendunt in infernum.
Sed nos qui vivimus, benedicimus Domino : ex hoc nunc et usque in sæculum.
Gloria Patri, etc.
Ant. Nos qui vivimus, benedicimus Domino.
Benedictus Deus, et Pater Domini nostri Jesu Christi, Pater misericordiarum, et totius consolationis, qui consolatur nos in omni tribulatione nostra. ℟. Deo gratias.
ucis Creator optime,
Lucem dierum proferens,
Primordiis lucis novæ,
Mundi parans originem ;
Qui mane junctum vesperi,
Diem vocari præcipis,
Tetrum chaos illabitur,
Audi preces cum fletibus.
Ne mens gravata crimine,
Vitæ sit exul munere,
Dum nil perenne cogitat,
Seseque culpis illigat.
Cœleste pulset ostium ;
Vitale tollat præmium,
Vitemus omne noxium,
Purgemus omne pessimum.
Præsta, Pater piissime,
Patrique compar unice,
Cum Spiritu Paraclito
Regnans per omne sæculum. Amen.
℣. Dirigatur, Domine, oratio mea.
℟. Sicut incensum in conspectu tuo.
agnificat anima mea Dominum,
Et exultavit spiritus meus * in Deo salutari meo.
Quia respexit humilitatem ancillæ suæ * ecce enim ex hoc beatam me dicent omnes generationes.
Quia fecit mihi magna qui potens est * et sanctum nomen ejus.
Et misericordia ejus a progenie in progenies * timentibus eum.
Fecit potentiam in brachio suo * dispersit superbos mente cordis sui.
Deposuit potentes de sede * et exaltavit humiles.
Esurientes implevit bonis * et divites dimisit inanes.
Suscepit Israël, puerum suum * recordatus misericordiæ suæ.
Sicut locutus est ad patres nostros * Abraham
et semini ejus in sæcula. Gloria Patri, etc.
Concede nos famulos tuos, quæsumus, Domine Deus ; perpetuâ mentis et corporis sanitate gaudere ; et gloriosâ beatæ Mariæ semper Virginis intercessione à presenti liberari tristitiâ, et æternâ perfrui lætitia. Per Dominum nostrum Jesum-Christum Filium tuum, qui teeum vivit et regnat in unitate Spiritûs-Sancti, Deus, per omnia sæcula sæculorum. Amen.
ætatus Sum in his quæ dicta sunt mihi : in
domum Domini ibimus.
Stantes erant pedes nostri in atriis tuis, Jerusalem.
Jerusalem, quæ ædificatur ut civitas : cujus participatio ejus in idipsum.
Illuc enim ascenderunt tribus, tribus Domini : testimonium Israël, ad confitendum nomini Domini.
Quia illic sederunt sedes in judicio : sedes super domum David.
Rogate quæ ad pacem sunt Jerusalem : et abundantia diligentibus te.
Fiat pax in virtute tuà : et abundantia in turribus tuis.
Propter fratres meos et proximos meos : loquebar
pacem te.
Propter domum Domini Dei nostri quæsivi bona tibi. Gloria Patri.
isi Dominus ædificaverit domum : in vanum
laboraverunt qui ædificant eam.
Nisi Dominus custodierit civitatem : frustra vigilat qui custodit eam.
Vanum est vobis ante lucem surgere : surgite postquam sederitis, qui manducatis panem doloris.
Cum dederit dilectis suis somnum : ecce hæreditas Domini, filii merces, fructus ventris.
Sicut sagittæ in manu potentis : ita filii excussorum.
Beatus vir qui implevit desiderium suum ex ipsis : non confundetur cum loquetur inimicis suis in portâ. Gloria Patri, etc.
auda, Jerusalem, Dominum : lauda Deum
tuum, Sion :
Quoniam confortavit seras portarum tuarum : benedixit filiis tuis in te.
Qui posuit fines tuos pacem : et adipe frumenti satiat te.
Qui emittit eloquium suum terræ : velociter currit sermo ejus.
Qui dat nivem sicut lanam : nebulam sicut cinerem spargit.
Mittit crystallum suam sicut buccellas : ante faciem frigoris ejus qui sustinebit ?
Emittet verbum suum, et liquefaciet ea : flabit spiritus ejus, et fluent aquæ.
Qui annuntiat verbum suum Jacob : justitias et judicia sua Israël.
Non fecit taliter omni nationi : et judicia sua
non manifestavit eis. Gloria Patri, etc.
|
Virgo singularis, |
℣. Diffusa est gratia in labiis tuis.
℟. Proptereà benedixit te Deus in æternum.
- Magnificat, pajen 319.
Ant. Beata Mater et intacta virgo, gloriosa regina mundi, intercede pro nobis ad Dominum.
Concede nos famulos tuos, quæsumus, Domine Deus, perpetuâ mentis et corporis sanitate gaudere : et, gloriosâ beatæ Mariæ semper Virginis intercessione, a presenti liberari tristitiâ et æternâ perfrui lætitiâ. Per Dominum, etc.
esu, corona Virginum,
Quem mater illa concipit,
Quæ sola virgo parturit,
Hæc vola clemens accipe.
Qui pergis inter lilia,
Septus choreis Virginum,
Sponsus decorus gloriâ,
Sponsisque reddens præmia.
Quocumque tendis, Virgines
Sequuntur, atque laudibus,
Post te canentes cursitant,
Hymnosque dulces personant.
Te deprecamur supplices,
Nostris ud addas sensibus,
Nescire prorsus omnia
Corruptionis vulnera.
Virtus, honor, laus, gloria,
Deo Patri cum Filio,
Sancto simul Paraclito,
In sæculorum sæcula. Amen
℣. Specie tuâ et pulchritudine tuâ.
℟. Intende, prospere procede, et regna.
Magnificat, pajen 319.
Ant. Veni, sponsa Christi ; accipe coronam quam tibi Dominus præparavit in æternum.