Buez St Fransez a Asiz - VI
Sant Fransez e Roum. — St Fransez ha St Dominik. Eur Chabistr. — Ar Breudeur-bian o prezek. — C’hoant dont da Baris. — Mansounerrien ha kilvizien sec’hed dez-ho. — Ar c’hardinal Ugolini patroum ar Breudeur-bian. — Chabistr an torchennou. — Eun ofern enn henor d’ar Verc’hez konsevet ep pec’hed. — Ar Breudeur er broiou pella.
oude eur burzud ker braz evel an
hini en doa great o tigas da veza
oan al laer ar c’hrisa, hag o velet e z’ea
mad al labour a reat var ar gouent a
zavet var bek menez Alvern, Fransez en
em lakeaz enn hent evit mont da Roum.
Ne ieaz ket evelato var eeun. Dre ma z’ea
e tistroe divar he hent, a gleiz hag a
zeou, evit prezek d’ar bobl, ha lavaret
d’an oll beza distag dioc’h madou ar
bed-man, ha karet Doue dreist pep tra.
N’en em gavaz e Roum nemed er penn
kenta a viz du.
D’ar mareou-ze, d’an 14 a viz du, euz ar bloaz 1215, e talc’het e Roum ar pevare Konsil, pe sened, enn iliz Latran. Beza oa eno tremen mil den a iliz, etre Arc’heskipien, Eskipien hag Abaded kouentchou, deuet euz a bevar c’horn ar bed. Mad, Fransez a iea d’ar C’honsil-se da c’houlenn digant Hon Tad santel ar Pap eun aotre nevez evit he Urz ; ha goulenn a rea ouc’hpenn ma viche roet an aotre-ze dez-han dirak an oll Eskibien destumet enn iliz Latran. Araok breman, evel a c’houzoc’h, Urz St Fransez a ioa bet aotreet gant ar Pap : mez an oll dud a iliz ne gouient ket an dra-ze. Abalamour da-ze eo oa deuet Fransez da Roum da c’houlenn eun aotre nevez hag a viche roet dez-han dirak an oll. Er c’hiz-se e viche anavezet he Urz dre bevar c’horn ar bed. Hon Tad S. Innosant III a aotreaz raktal a nevez Urz ar Breudeur-bian, hag a lakeaz he aotren ive gand kement hini a ioa er C’honsil, goude beza diskouezet dez-ho reolenn St Fransez.
St Dominik a ioa ive deuet euz ar Spagn da Roum da c’houlenn aotre Hon T. S. evit eun Urz nevez en doa savet : Urz ar Breudeur-prezegerrien, pe Urz an Dominikaned. Na Fransez nag en n’oant biskoaz en em velet.
Eun nozvez, Dominik a ioa o pedi, ervez he gustum, enn eun Iliz. Kredi a reor eo enn iliz St-Per eo e z’edo. Enn eun taol, e vel, dirak he zaoulagad, Jezuz drouk braz enn-han ouc’h ar bed, tri gef tan ruz enn he zourn evit puluc’hi an dud ourgouilluz, an dud a so stag ho c’haloun ouz an arc’hant, hag ar re en em ro da blujadurezou ar c’hik. Mez ar Terc’hez en em strink d’he dreid en eur c’houlenn trugarez evit he bugale dizanaoudek. Lakaat a reaz dira-z-han daou zen hag a lakache, emez-hi, ar bed enn he stead kenta, en eur zistrei ar bec’herrien divar an hent fall. Pedenn ar Verc’hez a oue kaved mad gand Jezuz.
Dominik en em anavezaz evit unan euz an daou zen-se ; mez egile, ne gouie ket piou e oa. Lakaat a reaz he batrom doun ha stard enn he benn. Antronoz Dominik a ioa adarre o pedi er memez iliz : enn he gichenn eun den all, guisket evel eur paour, a bede ive kalounek. Dominik a reaz eur zell out-han. Ker buan ec’h anavezaz anez-han evit an den all e doa diskouezet ar Verc’hez da Jezuz. Ker buan all ive e savaz enn he za, hag ec’h en em daolaz a-dro-vriad da c’houzouk Fransez, rak hennez, an den guisket paour-ze oa Fransez. Her starda a rea var he galoun ep lavaret ger… A benn eur pennad evelato e teuaz ar gomz dez-han hag e lavaraz : « C’houi eo va c’hamarad, baleomp a unan hag e tistroimp ar bed var an tu mad : netra ne c’hello enebi ouzomp. » Goudeze e kountaz dez-han ar pez en doa guelet enn nozvez araok.
Setu aze penaoz e reaz anaoudegez St Fransez ha St Dominik an eil gand egile. En em lakaat a rechont da labourat a-unan evit distrei ar bec’herrien divar an hent fall, ha d’ho alia da garet ha da zervicha Doue evel ma tleor hen ober.
Tremen 600 vloaz a zo abaoue m’eo en em glevet Fransez ha Dominik da labourat a-unan evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, hag, a-hed an amzer-ze, ho bugale o deuz baleet, evel pa lavarfenn d’eoc’h, dourn-ha-dourn, evel an daou Zant o doa diazezet ho Urz. Herrio c’hoaz eman er memez tra. Bugale St Dominik ha bugale St Fransez en em gar evel breudeur. Evelse, pa vez pardoun an Dominikaned, d’ar 4 a viz eost, an ofern-bred a vez atao kanet gand eur Breur euz a Urz St Fransez, evel ma vez kanet an ofern-bred, da c’houel St Fransez, d’ar 4 a viz here, gand eur Breur euz a Urz St Dominik.
Meur a veach Fransez ha Dominik a zo
en em gavet an eil gand egile. Gloar
Doue, mad an Iliz, silvidigez an eneou,
setu atao a betra e komzent etre-z’ho.
Eun dervez, Dominik, o velet pegen
devot, peger karantezuz, pegen douz oa
Fransez, a c’houlennaz out-han staga he
Urz ouc’h he hini, ker brao her c’have.
« Nann, eme Fransez ; Doue a fell dez-han
e ve an traou evel m’emaint. Digaset
en deuz ac’hanoc’h da ziazeza
hoc’h Urz evel oc’h euz great, ha me
da zevel eun Urz all strisoc’h. Evel hen
pep hini a gavo, ervez he faltazi, hag a
raio, er guel a Zoue, ar pez a blijo dez-han.
Lod a deuio em Urz-me, lod all a
ielo enn hoc’h hini-c’houi. » St Dominik
a zoublaz ep lavaret ger ebed.
Distro euz a Roum, Fransez a c’halvaz da zont d’he gaout he Vreudeur a ioa eat da brezek e meur a vro. Ho dastum en doa c’hoant enn dro dez-han evit en em glevet gant-ho divar benn ar pez a zelle ouc’h an Urz. Setu perak e kemennaz dez-ho beza e kouent Stez-Mari-an-Elez, d’an 30 a viz mae, 1246, deiz gouel ar Pantekost. — Setu aze ive ar pez a c’halvor eur Chabistr er c’houentchou : Ar relijiuzed enn dro d’ho Zad evit en emglevet divar benn ar gouent, pe divar benn an Urz. Betek neuze Fransez epken a c’helle digemeret unan bennag enn Urz : ar Breudeur all n’oant ket evit hen ober. Er Chabistr-man e oue disklerriet e c’helche hivizikenn ; an hini a viche e penn ar Breur-bian er broiou all, digemeret enn Urz ar re a gafche mad da zigemeret.
An oll draou reizet er Chabistr, setu
aman da beleac’h e kasaz Fransez he
Vreudeur. D’ar Spagn e kasaz eiz, ha
Per Kuintavall enn ho fenn : Tregont e
oue kaset d’ar C’hreiz-deiz a Franz ha
tri uguent d’an Almagn. Fransez a zalc’haz
evit-han Paris hag ar broiou all a
dro-var-dro ha zoken ar Beljik.
Oll e klefchont gand laouenedigez an urzou a ioa roet dez-ho. N’o d’oa nag aoun, na spount rak netra. Nag an hirder euz an hent, nag ho zammik boued da glask dre ma z’eant ne lakeant nec’het anez-ho. Daoust ha n’oant ket bet boazet da gaout fizianz e Providanz Doue ? Daoust ha marvet oa bet unan bennag anez-ho gand an naoun ?
Goude beza bet bennoz Fransez e z’ejont enn hent. Ar re a ioa eat d’ar Spagn o d’eoue kalz poan el leac’hchiou n’oant ket anavezet. Ar re a ioa deuet e Franz o d’eoue kalz da c’houzaon gand an ienienn, hag ive a berz tud hag o d’oa difizianz anez-ho abalamour m’oa bet enn ho raok tud fall o prezek fals kredennou. Ne oue nemed dre ho zantelez hag ho douzder ma teuchont a benn da c’hounit unan bennag. Ar re a ioa eat d’an Almagn a ouę darbot dez-ho beza lakeat d’ar maro, dre an abek ma kredet oant heretiked : hag an dra-man abalamour ma ne gomzent ket tre evel tud ar vro ne gouient ket mad avoalac’h petra lavarent.
Fransez euz he du, ne ankounac’hea ket en d’oa Paris evit he lod. Mall kenan en d’oa d’en em gaout er gear-ze abalamour ma z’oa enn-hi kals tud brudet dre ho deskadurez, ha dreist oll abalamour ma z’oa enn-hi eun devosion ep he far evit Sakramant an Aoter. Araok mont enn hent e falvezaz dez-han mont da Roum da bedi var beziou St Per ha St Paol da c’houlenn digant-ho nerz ha sklerijenn da skuilla karantez Doue e kaloun tud ar gear vraz-se.
Mont a reaz ive-ta enn hent gand ar breur Mase, ha, dre ma z’ea, ne rea nemed, evel pa lavarfenn deoc’h, hada burzudou.
Eun dervez an daou veajour o d’eoue naoun-du. Mont a rejont da glask an aluzenn. Eun tamm bara a oue roet dez-ho, eun tammik bian epken. Dont a rejont d’hen dibri e kichenn eur feunteun, e dis-heol eur vezenn doutok. An tamm bara a oue rannet dre an hanter, ha lakeat var eur roc’h plad a ioa eno. Neuze Fransez, laouen evel an heol, a lavaraz d’ar breur Mase :
— Breur Mase, pebez tenzor en d’euz roet Doue d’eomp herrio !
— Pe seurt tenzor, eme Vase souezet, rak ne oa nemed eun tammik korn bara var ar mean ?
Ha Fransez adarre :
— Breur Mase, pebez tenzor en d’euz Doue roet deomp herrio !
Betek teir gueach e lavaraz ar memez tra, ha bep tro ar breur Mase a respounte evel ar veach kenta.
Neuze Fransez :
— N’hon doa netra, ha Doue en euz roet d’eomp an tamm bara-man, eur vezenn dokok evit hon disheoli, eur feunteun da derri hor sec’hed, hag eur mean da ober taol… Ha ni n’hon oa netra !… Ha ne ket an traou-ze eun tenzor ?
Goude beza debret ho zamm korn-bara
e z’ejont da gaout eur feunteun, hag ec’h
efchont gand ho boz dour da derri ho
zec’hed, hag, evit lavaret ho ajimuz, ec’h
ejont enn eun iliz a ioa e kichenn da
drugarekaat an A. Doue. Eno, daoulinet,
he zaouarn savet varzu an env,
Fransez a lavare : « O va Doue, bezit
truez ouzign hag ouz ar baourentez, va
mignounez ar vrasa ! Oh ! Ia ! He c’haret
a ran a greiz va c’haloun, ep-d’hi
n’ounn ket evit beva, »
E kear Trabe-Bonata oa mansounerien ha kilvizien o sevel eur gouent d’ar Breudeur-bian. Tomm oa an amzer, ha skuiz oant ive. Goulenn a rejont bep a vanne guin digant ar Zant, evit terri ho zec’hed ha digas dez-ho nerz nevez. Siouaz ! n’oa ket evit rei dez-ho pa z’eo. guir n’en doa ket. Enn eun taol, e velaz, var dro kant pas ac’hano, eur c’houer dour-red. Mont a reaz var ribl ar c’houer, rei a reaz dez-hi he vennoz en eur ober sin ar groaz, ha ker buan, e leac’h dour, guin eo a rede dre ar c’houer. Ar vansounerien, ar gilvisien hag ho darbarerien o d’eoue da eva kement ha ma karient dioc’h ho zec’het. Ha goudeze ar c’houer a deuaz d’he micher goz, ne rede ken nemed dour enn-hi.
Fransez a ioa e Roum pa deuaz ar maro d’ar Pap Innosant III a ioa bet ker mad evit-han hag evit he Vreudeur. Doue ne zilezaz ket he zervicher : daou zervez goudeze e oue hanvet da Bap Honorius III, en euz bet ive kals madelez evit ar Breudeur-bian, evel m’her guelimp divezatoc’h.
An traou-ze ne virent ket ouc’h ar Zant da gaout atao sonj euz a Baris hag euz a Franz. Setu perak ec’h en em lakeaz dioc’htu enn hent evit dont di. En eur dremen dregear Floranz e z’eaz da gaout ar c’hardinal Ugolini, a ioa bet ker mad evit-han, evit goulen kuzul digant-han. Ar C’hardinal hen dizaliaz da vont keit-se dioc’h he vro. « Ha ne ouzoc’h ket, emez-han, oc’h euz bet beac’h avoalac’h o lakaat aotren hoc’h Urz ? Mad, c’hoaz enn deiz a herrio oc’h euz e Roum enebourien kuzet pe dizolo. Red eo deoc’h ive-ta chomm dre aman evit beza e doare da respount da gement hini a gomzo enn hoc’h enep. »
— Ia, eme Fransez, guir a livirit enn eur c’hiz ; mez me am euz kaset va Breudeur da labourat er broiou a bell : Naoun ha sec’hed o deuz dre eno marteze, hag e lavarint ounn-me chommet dre aman da veva em eaz. E leac’h mar d’an enn hent evel d’ho, n’o devezo netra da lavaret.
— Ia, mez perak, eme ar C’hardinal, oc’h euz kaset ive keit all ho Preudeur ?
— Aoutrou, eme ar Zant d’he dro, ha kaout a ra d’eoc’h n’en d’euz an A. Doue savet Urz ar Breudeur-bian nemed evit bro an Itali epken ? E guirionez, her lavaret a ran d’eoc’h, Doue en euz savet Urz ar Breudeur-bian evit maz’aint drearbed oll, kerkouls e touez an dud divadez evel e touez an dud badezet. Mont a raint dre oll evit gounit eneou da Zoue.
Evelato e sentaz ouz ar c’hardinal Ugolini ; chomm a reaz enn Itali, ha kas a reaz da Baris eun den skiantek ha desket meurbed, ar breur Pasifik, hon euz komzet anez-han araok breman, ha gant-han daou vreur all, o lezer tud ar bed da zonjal anez-han n’oa nemed eur penn skan a dro da bep avel.
Euz a Floranz Fransez a zistroaz da
Zantez-Mari-an-Elez, da glask ober e pep
giz mad he Vreudeur. Ar c’hardinal
Ugolini en doa lavaret dez-han en doa
enebourien : ne zaleaz ket d’her gouzout.
Beza oa kristenien, pe, pa lavarign mad,
hanter gristenien hag a deue da spounta
o klevet oa eun Urz diazezet var ar
baourentez. « Eun Urz er c’hiz-se, emez-ho,
n’oa ket evit padout, n’oa nemed
evit ober drouk d’ar Religion ha d’an
Iliz, rak koueza a ranke abarz nemeur
enn he boull. »
Doue a deuaz he unan da sklerijenna ar Zant var an traou-ze. Eun nozvez, dre he gousk, e velaz eur iar zu, treid eur goulmik dez-hi, hag e d’oa kement ha kement a laboused bian ma n’oa ket evit ho dastum azindan he diouaskell, kaer e d’oa ho astenn. Setu perak e z’ea lod anez-ho gand ar skoul, p’en em gavaz eul labouz braz hag a astennaz he ziouaskell ledan hag hir var ar iar ha var he laboused bian : er c’hiz-se ho diouallaz dioc’h pep drouk. Pa zihunaz, Doue a lavaraz dez-han oa en ar iar zu, hag he Vreudeur al laboused bian. Ma n’oa ket ar iar evit rei golo d’he zorrad laboused, en, kenn nebeut, denik dister evel ma oa, ne c’helle ket anez-han he unan kas enn dro da gouarn kement all a Vreudeur. Eul labouz braz gand he ziouaskell hir ha ledan a ziouallaz ar iar hag he zorrad, en ive a dlie goulenn digant ar Pap eur C’hardinal, hag a viche atao a du gand an Iliz, evit hen difenn, en hag he Vreudeur, a enep ho enebourien, n’euz forz piou e vichent, hag ho diouall ive dioc’h pep drouk.
Rei a reaz anaoudegez d’he Vreudeur. euz ar pez en d’oa guelet, hag euz ar pez en d’oa diskuliet Doue dez-han divar benn an dra-ze. « Mont a rign da Roum, emez-han dez-ho. Goulenn a rign eur C’hardinal evit beza e penn hon Urz, rak Iliz Roum eo mamm an oll Ilizou, mamm an oll Urzou. Harpet out-hi e chommimp enn hor za ; ne z’aimp nag a gleiz nag a zeou. Bale a raimp ervez hor reolenn diazezet varar baourentez. Ma teufe unan bennag da fazia, an hini a vezo enn hor penn, enn hano an Iliz, her rebecho dez-han, hen distroio var an hent mad, pe her c’haso er meaz euz hon touez ma ne zent ket. »
Mont a reaz ive-ta da Roum da c’houlenn digant an Tad Santel eur C’hardinal evit beza enn hano an iliz patroum d’he Urz — E gallek e leveront Protecteur — Hennez ar C’hardinal-ze n’oa ket diez da gaout, rak an oll a gouie pegement a stad a rea euz a Urz St Fransez ar c’hardinal Ugolini, Eskop Ostii, en doa kerkouls digemeret Fransez hag he zaouzek diskib, er veach kenta m’oant bet e Roum.
Ugolini, evit diskouez d’ar Pap, d’ar Gardinaled all ha d’ar pennou braz euz a Roum, peger brao ha gand pegement a nerz e prezege Fransez, a falvezaz, d’ez-han her lakaat da ober eur zermoun diraz-ho. Fransez a c’hinaz : Lavaret a rea n’oa boazet da brezek nemed da dud divar ar meaz, ha n’oa ket evit ober eur zermoun da blijout da dud ker skiantek. Mez ar c’hardinal Ugolini a zalc’haz mad, hag ar Zant a rankaz plega : Fransez el em lakeaz da studia ha da labourat he zermoun guella ma c’helle. Deuet an deiz, e savaz er gador. Mez, o velet dira-z’han ar Pap, eur vandenn Kardinaled ha kement all a dud a renk huel, e oue dallet ; he evor a ieaz kuit, ankounac’haat a reaz kement en d’oa desket, ne c’hellaz lavaret ger, chomm a reaz mud… Diskenn a reaz euz ar gador evit dont d’en em strinka da dreid ar Pap, ha da c’houlenn pardoun digant-han ha digant ar Gardinaled da veza bet divez avoalac’h evit sevel er gador dirak tud ker skiantek, en, ha n’en doa tamm deskadurez, en, denik a netra hag hanter ziskiant. Goudeze, o kinnig da Zoue ar vez her goloe, e c’houlennaz digant ar Speret-Santel eun tammik sklerijenn evit gellout lavaret eur gomz bennag ; n’e ket abalamour dez-han he unan oa, avad, mez abalamour da vad ha da henor he Urz. Hag e guirionez, ober a reaz raktal eur zermoun ker skiantek, ker brao, ker santel ma c’hounezaz kalounou an oll, ha m’oue guelet meur a hini o skuilla daelou puill enn Iliz.
Ar pap Honoriuz III a oue gounezet evel ar re all. Lavaret a reaz da Fransez mont d’he gaout da ober he c’houlenn. Ar Zant a ieaz hag a lavaraz : « Tad Santel, me n’ounn nemed eun denik paour ha dister : evelato e kredan dont d’ho kaout ha da ober d’eoc’h eur goulenn. Kement tra a zell ouc’h an Iliz hag ar relijion a zo d’eoc’h da ziluia. Gouzout a ran oc’heuz betek re a labour gand an traou-ze. Abalamour da-ze, e pedan ac’hanoc’h da lakaat, enn ho leac’h, e penn Urz ar Breudeur-bian am euz diazezet, unan euz ho Kardinaled evit beza hor patroum e Roum. Hennez, enn hoc’h hano, a hentcho ac’hanomp evit ma chommimp atao, a spered hag a galoun, unanet gand hor Mamm Zantel an Iliz. Hennez a lakaio derc’hell atao enn hon touez d’ar baourentez, mean-fount hon Urz. » O klevet ar c’homzou-ze Hon T. S. a oue karget he galoun a levenez. Rei a reaz evit patroum d’ar Breudeur-bian ar c’hardinal Ugolini, den a renk huel ha desket var an oll skianchou. Deuet da veza Pap, a zindan an hano a C’hregor IX, en deuz disklerriet eo Fransez eur Zant hag e tle beza henoret evel sant gand an Iliz, e pep bro euz ar bed, evel m’her guelimp divezatoc’h.
Goude beza lakeat he Vreudeur hag he Urz, evel pa lavarfenn deoc’h a zindan diouaskell an Iliz, Fransez a falvezaz dez-han gervel da zont d’he gaout, da gouent Stez-Mari-ar Porsionkul, an darn vuia euz he Vreudeur a ioa breman e pep korn euz ar vro. An deiz d’en em gaout a ioa merket d’ar 26 a viz mae, deiz gouel ar Pantekost, euz ar bloaz 1219. Lavaret d’eoc’h pegement a dud a en em gavaz eno evit an deiz merket, ne ket eaz. N’her c’hredot ket marteze. Koulskoude ec’h en em gavaz e kouent Stez-Mari tremen pemp mil Breur euz a Urz St Fransez, hag evelato, e pep kouent oa chommet unan bennag er gear da ziouall an ti.
Eun dudi oa ho c’hlevet o tont gand an hent, avechou a hiniennou, avechou a vandennou, oll o pedi Doue, ep lavaret ger an eil ouc’h egile. Trei a reant avechou divar ho hent evit mont da zermoun enn eur barrez bennag, mez ne ankounac’heant ket e tlient en em gaout e kouent Stez-Mari enn dervez merket dez-ho. Oll, koz ha iaouank, oant diarc’henn, ar memez sae enn ho c’herc’henn : N’oa ket unan ha n’en divije ket stumm eur paour.
Kouent Stez-Mari, el leac’h m’edo o chomm, nao bloaz araok, Fransez gand he zaouzek diskib, n’oa ket, anat eo rei lojeiz da gement all a dud. Abalamour da-ze, pep bandenn, dre m’en em gave, a zave he zeltenn e kichenn hag a renk gand ar re a veze savet araok. Eno, enn teltennou-ze e kouskent enn noz var torchennou blansounet gand brouan pe gand kolo. Setu perak e oue roet, d’an eil Chabistr-man, an hano a Jabistr an torchennou. En em zastum a reant a vandennou, tri ugent pe gant e pep bandenn, evit komz euz an Env, euz ho zilvidigez, euz an eneou o doa gounezet da Zoue er broiou m’oant bet kaset, hag euz ar pez o doa c’hoant da ober enn amzer da zont. Ar c’hardinal Ugolini a ioa deuet da Zantez-Mari evit beza, evel mestr, e penn ar Chabistr. Eno e c’heller, en hano an Iliz, gourc’hemenn ar pez a gafche mad, ha miret ober ar pez a gafche fall. Mont a rea euz an eil teiltenn d’eben, hag e chomme sebezet o velet kement all a dud o veva var an douar noaz, a zindan ho zeltennou evel pa vichent bet enn ho c’houent. Ia, ker sebezet e oue, ma ne oue ket evit miret da lavaret : « E guirionez, aman eman ti an A. Doue, aman eman he zoudarded. »
O velet kement all a dud santel, ar c’hardinal Ugolini a zonjaz henvel lod anez-ho da Eskibien. « Oh ! nann, Aoutrou, eme Fransez enn hor penn emaoc’h evit guir : evelato, me ho ped, na it ket da ober-se. Ni n’hon euz da ober nemed prezek euz ar gador-zermoun, difenn hor Mamm Zantel an Iliz hag he lezennou, hag harpa ouc’h he enebourien. Breudeur-bian omp galvet, lezit ac’hanomp en hor renk izel, ne zavit ket ac’hanomp enn henoriou. » Ar C’hardinal a gavaz mad komz ar Zant, ha ne lavaraz ger ebed ken divar benn an dra-man.
Ha penaoz rei da zibri, epad an amzer-ze, da dremen pemp mil den, e kouent Stez-Mari ? Na it ket d’en em jala, da veza nec’hed. Daoust ha Doue en euz jamez dilezet he graouadurien ? Euz a gear Asiz, euz a Berouz, euz a Spolet, euz a Foligno hag euz ar c’herriou all a dro-var-dro, ec’h en em gave aluzennou ha boued avoalac’h evit an oll. Eskibien, Beleien, Noblanz, re bin vidik, oll ec’h en em glevent evit miret ouc’h ar Breudenr-bian da jomm enn dienez. Ar c’hardinal Ugolini en d’oa eur blujadur vraz o tiskouez, d’ar re a zigase ho aluzenn, penaoz ha pe gel laouen e veve bugale Fransez azindan ho zeltennou. Ar guel euz an traou-ze a bikaz meur a hini. Setu perak, pa oue achu ar Chabistr, e oue ouc’hpenn pemp kant den o c’houlenn digant ar Zant dont da veva ervez he reolenn.
Evel em euz her lavaret d’eoc’h, er Chabistr e tliet komz euz a gement tra a zelle ouc’h an Urz. Mad, beza e oa Breudeur ha n’oa ket avoalac’h dez-ho heulia ar reolenn roet gand Fransez. Kastiza a reant o c’horf goasoc’h, ober a reant pinijennou rustoc’h eged ma lavare ar reolenn, ha, dre an abek-se, e kouezent klan, ha ne c’hellent ket neuze ober kement tra a c’houlenne reolenn an Urz. Fransez ho gourdrouzaz. Lavaret a reaz d’ez-ho oant eat enn Urz evit ober pinijenn, evit guir, mez ive evit prezek J.-K. evel an Ebestel, hag, evelse, ne dlient ket noazout d’ho iec’hed.
Lod all a gave dez-ho oa re rust an Urz, hag e tliet souplaat eun tamm bennag ar reolenn. Lavaret a rejont d’ar c’hardinal Ugolini komz euz an dra-ze da Fransez, ep anzao evelato ho hano. Ar c’hardinal a gave ive oa rustik reolenn Fransez, hag a gomzaz dez-han euz a glemm he Vreudeur. « Nann, nann, eme ar, Zant, Doue he unan en deuz disklerriet dign ar reolenn am euz roet… Diskiant eo ervez tud ar bed, mez dre an diskianterez-se eo e z’eor d’ar Baradoz. — Ar re a fell dez-ho freuza va reolenn, pe tenna lod anez-hi, o deuz c’hoant da heulia finesaou ar bed ha da vont da goll… Nann, nann ; va reolenn a jommo evel m’eo roet dign gand Doue… »
Goude beza komzet er c’hiz-se, Fransez a ieaz kuit hag a lezaz ar C’hardinal gand he Vreudeur a ioa ouz her selaou. Heman a lavaraz neuze : « Klevet oc’h euz ar pez en deuz lavaret Fransez : he gomzou a zo komzou Doue, red eo senti out-han, dindan boan da vont er meaz euz an hent m’hoc’h galvet gand Doue da vale dreiz-han, hent ar Baradoz. » Ar Breudeur o doa komzet d’ar C’hardinal a jommaz toutek, ne gredchont lavaret ger. Plega a rechont oll, hag heulia a rechont ive penn-da-benn ar reolenn en doa roet dez-ho Fransez.
Unan euz an traou brasa, a oue disklerriet er Chabistr a gomzomp anez-han, hag a dle skei ar muia var spered an den, eo an dra-man. Fransez a c’hourc’hemennaz ma viche lavaret, bep sadorn euz ar bloaz, e kement kouent a ioa euz he Urz, eun Ofern var-gan, enn henor d’ar Verc’hez Vari konsevet ep pec’hed. Dre aman e velit pegement e karie Fransez ar Verc’hez, pa z’eo guir, tremen 600 vloaz araok m’oa gourc’hemennet d’eomp, dindan boan a bec’hed, gand Hon T. S. ar Pap Pi IX, kredi eo deuet ar Verc’hez er bed-man ep pec’hed ebed, dishenvel e kement-se dioc’h an dud all, e leveror e kouentchou St-Fransez, eun Ofern var-gan enn he henor. Ouc’hpenn-ze, ar Breudeur-bian, enn ho frezegennou, hag el leoriou o deuz skrivet, o deuz atao disklerriet freaz d’an oll ar virionez-man.
Er Chabistr-man, e oue gourc’hemennet c’hoaz d’an oll Vreudeur-bian lavaret, enn ho oll Ofisou, eur bedenn enn henor da Zant Per ha da Zant Paol, evit staga muioc’h-mui an Urz ouc’h Iliz Roum, penn ha sklerijenn an oll Ilizou.
Lod ive euz ar Breudeur, eat da brezek er broiou, er meaz euz an Itali, n’oant ket evit hen ober ervez m’o doa c’hoant, abalamour n’oant ket anavezet gand an Eskibien, ha ma n’o doa tamm skrid ebed da ziskouez piou oant. Evit guir, ar Pap Innosant III en doa lavaret dirak an oll, e Konsil Latran, o doa guir da brezek e pep leac’h, hag oa anavezet evit mad ho Urz gant-han. Mez an oll Eskibien n’edont ket eno. Setu perak ar Zant a c’houlennaz, digant ar Pap Honoriuz III, eun tamm skrid evid diskouez ec’h aotrea anez-ho da brezek e kement leac’h a zo er bed gand ma kafche mad Eskibien ar vro. Ar Pap Honoriuz a roaz, a galoun vad, he c’houlenn d’ar Zant.
En eur rei lizer ar Pap d’he Vreudeur, Fransez a lavaraz dez-ho beva e peoc’h gand pep hini, gouzaon pep tra ep en em glemm er c’hiz-ze e c’houneschent kalonou an oll. Goudeze e lavaraz dez-ho derc’hel atao mad d’ar baourentez, rak ar baourentez eo mean-fount an Urz. « Bezomp ive-ta paour, emez-han ; paour en hor guiskamant, paour enn tamm boued a glaskimp, paour er c’houentchou a zavimp. »
Goude kentelliou ker fur ha ker santel, ar Zant en em daolaz d’an daoulin hag en em lakeaz da bedi… — Goude he bedenn e lodennaz ar bed etre he Vreudeur, evel m’her greaz gueach all Hor Zalver etre he Ebestel. Kas a reaz lod d’ar Grez, lod da Duniz, lod d’ar Marok, lod d’ar Spagn, lod da Franz, lod da Vro-Zaoz, lod d’an Hongri. Ne gasaz hini ebed d’an Almagn, re goall-gaset oant bet eno enn dro genta. Evit-han e talc’haz evit he lod an Ejipt, hag ar Siri, broiou ha n’oa enn-ho nemed tud divadez ha kriz meurbed e kenver ar gristenien.
Ker buan pep hini a iaz enn he hent, en eur glask an aluzenn, d’ar broiou ma tlient prezek enn-ho, laouen ha dinec’h, evel ma z’eaz gueach all an Ebestel da brezek J.-K. dre bevar c’horn ar bed.
Evelse ec’h achuaz Chabistr ar bloaz 1219, ar brudetta, a leveror, euz a oll Jabistrou an Urz.