Mont d’an endalc’had

Buez St Fransez a Asiz - VII

Eus Wikimammenn
Intanvez P.-B. Desmoulin, 1891  (p. 164-184)
◄  VI. VII. VIII.  ►






SEIZVET PENNAD


————


Fransez e bro Sao-Heol. — Enn Ejipt. — Ar Sultan Meledin. — Ar Breudeur-bian er Marok. — Ho merzerinti. St Anton a Badou. — Distro Fransez d’an Itali. — Rebechou d’ar breur Eli. — Per Katan e penn an Urz. — Fransez a zalc’h mad d’ar baourentez. — Pe ger zentuz oa Per Katan. He varo.


————



Goude beza roet he vennoz d’he Vreudeur evit kimmiada diout-ho, e lakeaz e penn he Urz, e Stez-Mari-an-Elez, Eli a Gorton, betek neuze eur relijiuz euz ar re galouneka. Goudeze e kemeraz, da vont gant-han, daouzek euz he Vreudeur-bian, hag e z’eaz da gear Ankon da glask eul lestr evit treuzi ar mor da vont da vro Sao-Heol.

Kerkent ha mec’h arruaz eno e kavaz eul lestr hag a ioa o vont d’ar vro-ze. Mont a reaz var eeun da gear St-Iann-d’Akr ha da enezenn Chipr, en eur lezer er broiou-ze dek euz he Vreudeur. Ac’hano e teuaz d’an Ejipt gand eur Breur epken, hanvet Iann, ha leshanvet ar breur sklerijennet, abalamour d’an aliou ha d’ar c’huzuliou kaer a roe, hag a deue dez-han a berz Doue.

D’ar mareou-ze, edo kristenien vad ar Rouanteleziou Katolik, Rouanez ha Noblanz ar broiou-ze, enn ho fenn, oc’h ober, evit ar pemped gueach, divar ho dispign, hag a vir galoun, brezel d’an Durket, evit ho c’has divar an Douar Santel euz a Jeruzalem, el leac’h m’oa marvet Hor Zalver J.-K. Ar Pabed ho alie da ober ar brezel-ze, hag a roe dez-ho induljansou braz evit ar galoun vad a ziskouezent. Mad, p’en em gavaz Fransez enn Ejipt, edo an diou arme an eil dirag eben. Siouaz ! En em hegal a rea ar gristenien n’oant ket evit en em glevet. Ar re a ioa var loan a lavare o doa ar re var droad aoun evit ho c’hroc’henn ; hag ar re a ioa var droad a lavare n’o doa tamm kaloun an dud var loan. Setu perak Iann de Brienn, an hini a ioa e penn an arme, a rankaz, evit kaout peoc’h diout-ho, ho c’haz d’an emgann.

Derc’hent deiz an emgann eo ec’h en em gavaz Fransez enn Ejipt. Sklerijennet gant Doue var ar pez a ioa o vont da c’hoarvezout, ec’h aliaz starta ma c’hellaz ar gristenien da jomm ep mont d’en em ganna ouc’h an Durked divadez. Ne oue ket selaouet. « Daoust, eme ar zoudarded, hag eun den ken treut, guisket ken dister a c’hell gouzout eun dra bennag a var draou ar brezel ? » En em ganna a rejot ive-ta d’an 29 a viz Eost, euz ar bloaz 1219… C’houeac’h mil gristen a jommaz maro var an dachenn, pe a oue paket gand an Durked. Evelato arme ar gristenien ne oue ket dismantret oll. Chomm a reant dirak an Durked ep mont adren. An diou arme a ioa atao an eil dirag eben ; mez ne oa den ebed avad hag a c’helche tremen euz an eil arme d’eben dindan boan da gaout ar maro. Rak Meledin Sultan an Durked — Ar re-ze a rea Sultan euz ho Roue — rak Meledin a roe eur pez aour da gement hini a gase dez-han penn eur c’hristen.

Fransez a ioa deuet da vro Sao-Heol evit sklerijenna tud ar vro-ze, lakaat anez-ho da anaout J.-K., digeri dez-ho dor ar Baradoz, en eur rei dez-ho ar vadiziant, pe mervel, evel merzer, en eur skuilla he c’hoad evit an hini en deuz skuillet he hini evidomp. Hage kaf d’eoc’h en devezo aoun rak gourdrouzou kriz Meledin ? Oh ! nann. Goude beza en em roet eur pennad d’ar bedenn, Fransez a ieaz var-eeun ep aoun varzu an Durked. « Hag e ve ar maro o para var va fenn, emez-han, n’em bezo aoun ebed, rak c’houi, o va Doue, a zo a du gan-en. » He vreur Iann ar sklerijennet a iea d’he heul ep kaout na muioc’h a aoun, na muioc’h a spount evit-han.

N’oant ket eat goall bell dioc’h ar gristenien pa gafchont var ho hent daou benn-danvad. Pa velaz Fransez an daou benn-danvad, e lavaraz gand al laouenedigez ar vrasa d’he Vreur : « Bezomp fizianz : deomp-ni eo herrio ar c’homzou a lavare gueach all Hor Zalver d’he Ebestel : Ho kas a ran evel denved e kreiz ar bleizi. » Ne zalechont ket da veza paket gand an Durked. Goall lakeat e ouent taoliou boutou, taoliou baz, taoliou kleze a oue roet dez-ho, ne ket dioc’h kount ; bronduet oa ho c’horf, redet a rea ho goad, ha goudeze e ouent sammet a jadennou. P’oue ehanet da skei varn-han. Fransez a lavaraz : « Me a zo kristen, kasit ac’hanoun da gaout ho a mestr Meledin. » P’en em gavaz ar Zant dirak ar Sultan Meledin, heman a c’houlennaz digant-han piou en doa hen digaset, hag evit petra oa deuet d’he gaout. « N’ounn deuet a berz den ebed, eme Fransez ; deuet ounn a berz Doue a zo enn Env ; deuet ounn da ziskouez d’eoc’h, ha d’ar bobl m’emaoc’h enn he fenn, hent ar zilvidigez, ha da brezek d’eoc’h an Aviel guirion. » Ker buan ec’h en em lakeaz da zermoun, hag hen ober a reaz gand kement a dan, gand kement a nerz, gand kement a sklearder ma chomme mantret Meledin, ha kement hini a gleve he gomzou.

Kement a blujadur en doa ar Sultan Meledin euc’h he zelaou ma pedaz anez-han da jomm gant-han ha gant he bobl. « Ia, chomm a rign euz a greiz va c’haloun, eme Fransez, ma kirit, c’houi hag ho pobl, trei ouc’h J.-K., hag heulia he lezennou. Ha mar d’emaoc’h var var da zilezer lezenn Mahomet evit an hini a gomzan deoc’h anez-hi, greomp evel hen. Savit aze, dirak an oll, eun tantad braz hag huel : lakit an tan enn-han. Pa vezo an tan enn he vrasa, beleien Mahomet ha me a ielo enn he greiz. Neuze e velfot pehini eo ar guella euz ar c’hredennou, pe hini Jezuz Hor Zalver a brezegan-me, pe hini Mahomet hag he Veleien. »

Epad ma komze ar Zant, unan euz a veleien Mahomet, hag unan zoken euz ar re huella e karg, o klevet petra lavare, petra ginnige da ober, a droaz buan kein, hag a ieaz kuit sioul ha dre guz. Ar Sultan en doa guelet mad evelato an dra-ze : setu perak e respountaz : « Ne gredan ket e ve hini euz va beleien hag en em lakafe e riskl da veza devet gant an tan evit difenn he feiz. »

— Mad, eme Fransez, greomp guelloc’h neuze. Mar kirit rei dign ho ker, ha toui e teufot da veza kristenien c’houi hag ar bobl a ia d’hoc’h heul, me a ielo va unan dre greiz tan an tantad, ha, ma ne vezan ket devet, e velfot eo J.-K. Doue evel he Dad, hag e z’eo evel-d’han oll galloudek.

Ar Sultan a respountaz n’oa ket evit ober an dra-ze rak dont a rache he bobl d’en em zevel enep-d’han.

Ar Sultan a vele sklear ar virionez ; mez aoun a gemere dirak tud hag a grene ho unan diraz-han ! Tra glac’haruz ? Nag a bed n’euz ket herrio var an douar henvel ouz ar Sultan Meledin ? Lod o d’euz aoun da goll ho c’harg, lod all o d’euz aoun da veza goapeat gand an dud ma teuont da heulia ar pez a c’hourc’hemenn dez-ho ho c’houstianz ! Petra raio an A. Doue euz ar gristenien fall-ze ?

Meledin a ginnigaz d’ar Zant traou kaer evit kaout souj anez-han. Fransez ne falvezaz dez-han kemeret netra, en eur lavaret n’oa ket deuet d’an Ejipt evit destumm danvez, mez evit gounit eneou da Zoue.

— Kasit anez-ho ganeoc’h da viana, eme Veledin, evit ho rei d’ar beorien, pe evit lakaat kaerroc’h hoc’h ilizou.

— Ne gasan jamez netra gan-en, eme Fransez : Doue a ro dign el leac’h ma vezan kement tra em euz izoum.

Fransez ne c’hellaz ket gounit da Jezuz Meledin hag he bobl : he veach en Ejipt ne oue ket kollet evelato. Meledin a lavaraz dez-han e lesche ar Breudeur-bian da brezek evel ma karchent dre vro an Ejipt hed-a-hed. Goude m’an doa koumzet ouz Fransez, ne oue ket kenn nebeut ker rust ouc’h ar gristenien a ioa er vro-ze. Zoken, araok m’oa great ar peoc’h, e lezaz da vont kuit, evit netra ar re en doa paket hag a zalc’he er prizoun ; hag ouc’hpenn c’hoaz, d’ar re baourra anez-ho e roaz arc’hant evit distrei d’ar gear. Var gorre an oll draou-ze, e reaz eun dra hag a lakeaz da dridal kaloun an oll gristenien : rei a reaz ar Vir-Groaz a ioa eat euz a Jeruzalem gand Saladin, unan euz ar Sultaned a ioa bet enn he raok.

Abarz kuitaat ar Zant, Meledin a lavaraz dez-han pedi Doue da lakaat anez-han, araok mont euz ar bed-man, da anaout ar guir relijion. Mad, a benn eur pennad bloaveziou, ar Zant en em ziskouezaz da zaou euz he Vreudeur a ioa er Siri, hag a lavaraz dez-ho mont da rei ar Vadiziant d’ar Sultan Meledin a ioa goall glan. Mont a rejont. Deski a rejont dez-han ar guir relijion : Eun Doue e tri fersoun, Tad, Map ha Speret-Santel. Meledin a zianzavaz he fals kredennou, hag a oue badezet gand an daou Vreur kaset gant Fransez.

Abaoue S Fransez, he Vreudeur a gendalc’h da brezek dre eno relijion J.-K., atao a-unan gand Hor Mamm Zantel an Iliz. Tremen c’houeac’h kant vloaz a zo emaint dre eno, hag int-hi eo a ziouall e Jeruzalem bez Hor Zalver.

Edo c’hoaz Fransez o prezek dre eno pa deuaz dez-han kelou euz an Itali evit lavaret dez-han ne d’ea ket an traou enn he Urz, nag e Stez-Mari, nag er c’houentchou-all, ervez m’en doa gourc’hemennet. Red e oue dez-han-ta distrei d’ar gear. Mez araok kounta an traou-ze, emeuz c’hoant da lavaret d’eoc’h petra c’hoarvezaz gand ar Breudeur a ioa eat d’ar Marok.

Pemp Breur en doa kaset Fransez d’ar vro-ze. Mil boan o d’eoue o treuzi ar Spagn, abalamour ar c’hreiz-deiz euz ar vro-ze, a ioa a zindan galloud an Durked. Evelato, goude beza bet lakeat er prizoun, barnet d’ar maro ha laosket adarre enn hent, e teujont a benn da c’hellout treuzi raz Jibraltar, ha diskenn er Marok.

D’ar mareou-ze edo o chomm er Marok don Pedro, breur da Roue ar Portugal, bro stag ouz ar Spagn dioc’h tu ar C’huz-Heol. Tec’het en doa ranket kuit araok he vreur ar Roue abalamour m’oa savet trouz etrez-ho. Heman a zigemeraz ar Breudeur-bian gand kals a garantez hag a vadelez. Ho loja a reaz enn he di. Ne lavare ket dez-ho chomm ep prezek relijion J.-K., mez alia a rea anez-ho d’hen ober sioul hag e kuz. Ne ket an dra-ze a felle d’ar Breudeur-bian : deuet oant evit prezek an Aviel, hag hen ober a rankent dirak sklerijenn an heol. Setu perak ec’h en em lakechont da brezek d’ar bobl var ar meaz kerkouls hag er c’herriou. Nann, n’o d’oa aoun ebed : Disklerria ha displega an Aviel a reant e kement leac’h ma kavent tud d’ho zelaou. Ouc’hpenn-ze, pa glevent e tlie Roue ar vro tremen dre eul leac’h bennag ec’h en em lakeant var he hent, hag e z’eant hirra ma c’hellent d’he heul, en eur brezek dez-han relijion J.-K.

Ar Roue ouz ho guelet hag ouz ho c’hlevet, a ieaz drouk enn-han, hag a lakeaz paka pek enn-ho. Kaset e ouent d’ar prizoun, emmerret ho divesker hag ho daouarn gand chadennou pounner. Bazateat, skourjezet e ouent gand kement a grizder m’oa toullet ho c’hroc’henn, ha ma veze gellet guelet ho bouzellou… Goudeze e vezent ruillet var dammou boutaillou torret, hag, epad an noz, e veze skuillet guin-egr var ho gouliou leun c’hoad. Mez int-hi ne reant van ebed. Bennoz zoken a lavarent d’an A. Doue, ha kana a reant kantikou enn he henor. Eun nozvez edo ar pemp Breur-bian, goloet a c’houliou, astennet var ho c’huchenn golo hanter-vrein. Enn eun taol, e paraz dira-z’ho eur sklerder skeduz meurbed, hag a ioa evel p’e diche c’hoant da zamma gant-hi ar pemp merzer evit mont d’an env. O velet eur sklerijenn ker vraz, ar goardou, lakeat d’ho diouall, a dec’haz kuit. Ar pemp Breur-bian, laouen hag euruz, a bede Doue, krenveat gand ar sklerijenn-ze, a deue euz an env.

Antronoz ar Roue a c’hourc’hemennaz dez-ho mont dira-z’han, hag a lavaraz dez-ho gant ruzder :

— Ha c’houi eo-ta an dud fall n’ho c’heuz nemed dismeganz evit hor feiz-ni ? Ha c’houi eo an dud diskiant-se ne reont nemed lavaret a bep seurt goall draou a enep Mahomet, an den santel digaset gant Doue var an douar ?

— O Roue, emez-ho, n’hon euz dismeganz ebed evit ar feiz guirion, pell ac’hano. Laouen e roimp zoken, evit he difenn betek ar berad diveza euz hor goad. Kas hon euz avad ouz ho fals kredennou-c’houi, hag ouc’h an den fall en deuz ho frezeget d’eoc’h.

Ar Roue morian, o velet n’oa ket evit ho zrec’hi er c’hiz-se, a glaskaz dont a-benn anez-ho er c’hiz-all.

— Mar kirit, emez-han, heulia lezenn Mahomet, me a roio d’eoc’h evit gragez ar merc’hed iaouank koant ha guisket kaer a zo aman diraz-hoc’h ; ha goudeze, me ho lakaio er c’hargou huella euz va Rouantelez.

— N’hon euz, eme ar Breudeur-bian, efer ebed nag euz ho merc’hed, nag euz hoc’h henoriou. Dalc’hit an traou-ze evidoc’h. Evidomp-ni, ne glaskomp, ha ne c’houlennomp nemed J.-K. hag he Varadoz.

Ar Roue, o klevet komzou ker rok, a ieaz gand ar gounnar. Kregi a reaz enn he zabrenn, ha faouta a reaz, an eil var-lerc’h egile, ho fenn dre an hanter d’ar pemp merzer… An dra-man a c’hoarvezaz d’an 20 a viz genver euz ar bloaz 1220.

An dud divadez euz a gear a razaillaz, kerkent ha m’ouent taolet dez-ho, var gorfou ar verzerrien. Ho zreina a rechont dre ruiou kear, en eur stlepel tamm aman tamm a-hont anez-ho dre ma z’eant. Ar pez a jomme anez-ho a oue taolet var eun dachenn douar vag, er meaz a gear, evit beza eno debret gand ar chas pe gand an anevaled gouez. Kristenien ar vro, kaset gand don Pedro a zestumaz ho relegou. Digaset e ouent da Iliz ar Groaz, e kear Koimbr, e Rouantelez Portugal ; hag eno emaint, c’hoaz herrio, dalc’het gand kals a henor e diou voestl arc’hant.

Hanoiou ar pemp merzer-ze a zo : Berardo, Pietro, Otton, Ajuto hag Akursio. Ar re-man eo ar pemp merzer kenta euz a Urz St-Fransez. Mez abaoue nag a bed n’o deuz ket skuillet ho goad evit J.-K. dre bevar c’horn ar bed ? A veac’h ma c’hellor ho niveri. Pa glevaz Fransez merzerinti he bemp Breur-bian, e savaz he zivreac’h varzu an Env en eur lavaret, hag an daelou a zirede euz he zaoulagad : « Oh ! Ia : breman e c’hellan lavaret gand guirionez em euz pemp Breur-bian ! »

Relegou ar verzerrien-ze a lakeaz an A. Doue da skuilla he vennoz var Rouantelez ar Portugal, hag, ouc’hpenn-ze, gounit a rechont da Fransez unan euz ar brasa sent euz he Urz. Eun den iaouank euz ar vro-ze o chomm e kear Koimbr, he hano Fernandez, euz an huella noblanz, a oue gounezet he galoun o pedi dirag merzerrien ar Marok. Goulenn a reaz guiska sae ar Breudeur-bian, ha dilezel he hano a Fernandez gant aoun da veza anavezet, ha great re a stad anez-han abalamour m’oa ganet a dud a renk huel. Falvezout a reaz dez-han beza hanvet Anton. Hennez eo St Anton a Badou anavezet gand an oll, ha leshanvet a Badou abalamour m’en euz tremenet er gear-ze ar pe vrasa euz he vuez.

Lavaret em euz d’eoc’h en doa ranket Fransez kuitaat bro Sao-Heol evit distrei d’an Itali. Setu aman abalamour da betra. Gouzout a rit en doa lakeat enn he leac’h, e penn he Urz, ar Breur Eli. Mad, epad m’edo Fransez o prezek d’an Durked hag o klask an dro da skuilla he c’hoad evit J.-K., ar Breur Eli a falvezaz dez-han souplaat ar reolenn hen doa great Fransez, rak re rust e kave anez-hi. « An oll, emez-han, n’int ket evit heulia ar reolenn great gant Hon Tad, rak ne ket krenv avoalac’h ho nerz evit tizout keit se… », ha kals a draou all evelse. Ar Breur Eli a ioa eun den skiantek meurked ; kas a rea koumpez enn dro kement tra a zelle ouz kouentchou an Urz setu perak, kals euz ar Breudeur-bian a ioa eat a du gant-han.

Pa glevaz Fransez an traou-ze e oue glac’haret oll. Evelato araok ober netra euz he benn he unan, ec’h en em lakeaz da bedi ha da c’houlenn kuzul digant he Vestr, digant Doue. Lavaret e oue dez-han dilezel bro Sao-Heol, ha distrei da Asiz.

E kear Veniz e tiskennaz euz he lestr, hag ac’hano e teuaz da gear Bologn. Hogen, e penn kouent Bologn edo ar Breur Iann Stracchia hag a ioa a du gand ar Breur Eli. Fransez a oue rannet he galoun o velet an tiez brao ha kaer a ioa savet eno evit kouent d’ar Breudeur-bian. « Ha petra, emez-han, hag aze eman o chomm tud a n’o deuz netra ? Hag e manerriou e tle loja ar Breudeur-bian ? Nann, an ti kaer-ze ne ket eun ti euz va Urz eo, hag ar re a zo enn-han n’int ket va Breudeur. Gourc’hemenn a ran dez-ho, mar o deuz c’hoant da jomm enn Urz, mont kuit dioc’htu, ha lezer ar maner-ze gand tud pinvidik ar bed. »

A veac’h ar c’hardinal Ugolini, patroum an Urz, d’ar mareou-ze e bologn, a c’hellaz terri nerz an ioul a ioa eat enn-han. Ar Breudeur-bian a anzavaz oant faziet, hag a oue ker buan pardounet. Mez eun abek all c’hoaz a gavaz er Breur Iann Stracchia, abalamour m’an doa great euz a eur gouent eun ti skol evit deski skiantchou ar bed, e leac’h eun ti ha ne dliet enn-ban nemet pedi Doue : tiez all a ioa savet evit ober skol enn-ho. Iann Stracchia a reaz van da zenti ouc’h Fransez ; mez abarz nemeur e kouezaz adarre enn he faziou koz. Fransez, dirak an oll a daolaz varn-han he valloz. Eur blavez bennag goudeze ar Breudeur-bian a bedaz ar Zant da bardouni da Iann Stracchia ha da rei dez-han he vennos. « Penaoz, eme Fransez, e rofenn-me va bennoz dez-han, pa z’eo guir Doue he unan en deuz roet dez-han he valloz ? » Hag evit guir, Iann Stracchia a gendalc’haz da vale dre an hent fall : ne c’houlennaz ket a bardoun digant Doue, ha, var he dremenvan e oue klevet o krial : « Daonet ounn, daonet ounn da vikenn ! »

P’en em gavaz Fransez e Asiz e velaz anat en doa great mad kuitaat bro Sao-Heol, rak e kouent Stez-Mari n’e d’ea ket ken nebeut an traou var an tu m’oant lakeat gant-han da vont. Gourdrouz a reaz stard ha c’houero ar Breur Eli : Hag, er Chabistr a oue da c’houel Mikeal, euz ar bloaz 1220, e oue lammet he garg digant-han. Enn he leac’h e oue lakeat Per Katan, an eil euz a ziskibien ar Zant.

Fransez a ioa torret he gorf gand he labourou, he brezegennou, a skuiz muioc’h eged na zonjor, he binijennou hag ar beajou poaniuz en doa great. Setu perak e falvezaz dez-han en em zizamma euz gouarnamant an Urz a bez, ha lakaat Per Katan enn he fenn. Senti a rache, emez-han, ouc’h Per, evel an disterra euz ar Breudeur-bian. Mez an oll relijiuzed a zavaz enn he enep. « Nann, nann, emez-ho ; n’hor bezo evit mestr nemed Hon Tad Fransez, epad ma plijo gand Doue her lezer var an douar. » Ar Zant a blegaz, hag a jommaz e penn an Urz.

Per Katan a gasaz an traou enn dro er guel a Zoue, ha gand kalz a garantez evit he Vreudeur. Evelato avechou e veze nec’het, rak avechou n’en deveze tamm da rei d’he relijiuzed. Kear Asiz a gase kals aluzennou da gouent Stez-Mari, guir eo : mez allaz ! aliez ne veze ket hanter euz ar pez a viche izoum. Ar brud euz a Fransez hag euz he zantelez a ioa eat dre bevar c’horn ar vro, hag euz a bep tu e teue tud d’her guelet, da c’houlenn digant-han kuzuliou evit ho zilvidigez. Ar re-ze a veze ive bevet evit netra er gouent, hag, evit rei dez-ho da zibri, ar Breudeur-bian a ranke iun.

O velet kementse, Per Katan, dre druez ouz he Vreudeur, ha dre garantez evit-ho, a ieaz da gaout Fransez hag a lavaraz dez-han :

— Tad, kals tud a deu da c’houlenn beva ganeomp ervez ar reolenn oc’h euz great, hag a zigaz gant-ho ar pez o deuz. Mad, e leac’h guerza ar pez a zigasont gant-ho, ha rei an arc’hant d’ar paour, ha ne ve ket guelloc’h d’eomp derc’hell ar madou-ze ganeomp hon unan ? Er c’hiz-se, e kafemp atao, pa vefe izoum, peadra da rei eun tamm boued bennag d’hor Breudeur.

— Guelloc’h e kafenn, eme Fransez, lammet kement tra a zo var dro Aoter ar Verc’hez eged dilezer ar baourentez, mean-fount hon Urz. Ar Verc’hez ne gavo abek ebed ennomp evit hor guelet o lakaat he aoter enn noaz evit heulia kuzuliou an Aviel, ha derc’hell mad d’ar ger hon euz roet d’he map Jezuz

Per a oue gounezet he galoun o klevet ar c’homzou-ze, ha ne lavaraz grik ebed ken. Evelato, dre garantez evit he Vreudeur, ne zalc’he ket striz avoalac’h d’ar reolenn, ha neuze e kleve trouz gand ar Zant. Plega a rea ep jamez en em glem. Pa veze menek da ober eun dra bennag a vraz, atao e c’houlenne kuzul digant-han. Eur penn fall bennag a zave avechou he vouez, hag a en em glemme. Per a veze neuze glac’haret oll, hag e skrive d’ar Zant, pa ne veze ket er gear, evit goulenn digant-han petra da ober. Heman a lavare dez-han mont dre zouzder ha gant karantez ; dre an hent-se e teuche a benn euz an oll. Per a zente hag ar peoc’h a veze ker buan great etre an oll Vreudeur.

Mont a rea mad an traou enn dro e Stez-Mari abaoue m’oa lakeat Per Katan e penn ar gouent. Siouaz ! an dra-ze ne badaz ket pell. Doue a c’halvaz Per Katan da vont d’he Varadoz, e miz meurs, euz ar bloaz 1221.

Burzudou euz ar re vrasa a c’hoarvezaz var he vez dembrest goude he varo. Bemdez, hag aliesoc’h eged bemdez, goude beza pedet var bez Per, e veze guelet tud klan o kaout ar iec’hed, tud kamm ar bale, tud dall ar gueled, tud bouzar ar c’hleved. Evelse ar brud euz ar burzudou-ze a redaz buan dre ar vro, hag a lakeaz eun niver braz a dud da zireded varzu kouent Stez-Mari. Digas a reant ive gant-ho profou braz da ginnik da Ber evit ar vad a rea dez-ho. An traou-ze ne blijent ket da Fransez. Ar pelerined, dre ma teuent ha dre ma z’eant, a rea kement a drouz ma n’oa ken ar menac’h evit pedi Doue e peoc’h enn ho c’houent. Ar profou braz a zigasent a spounte ive ar Zant, rak aoun en doa da vankout d’ar baourentez, he vignounez ar vrasa, evel a lavare. Setu perak e teuaz da vez Per, ha, divar bennou he zaoulin, e komzaz evel-hen : « Breur Per, p’edoc’h var an douar e sentaz ouzign var ar ger, n’euz forz petra em biche gourc’hemennet d’eoc’h. Mad, guelet a rit euz breman dre aman re a drouz, ha n’omp ket evit komz ouc’h Doue a voueled hor c’haloun. Digas a reor ive, abalamour d’ar burzudou a rit, kals re a brofou oc’h esa, me gred, miret ouzomp da veva er baourentez ervez kuzul an Aviel. Mad, breur Per, dont a ran herrio, me ho Tad, dont a ran da c’hourc’hemenn deoc’h chomm hivizikenn ep ober burzud ebed ken, aman, var ho pez. »

Per Katan a zentaz, rak goudeze, burzud ebed ken ne c’hoarvezaz var he vez.


————