Buez St Fransez a Asiz - VIII
Ar breur Eli adarre e penn an Urz. — An trede Urz. — Luchesiuz ha Bonadonna. — Induljanz ar Porsionkul. — Fransez hag ar Pap Honoriuz III. — Roz guenn ha Roz ruz. — Ar Pardoun braz. — An daou zervez kenta a viz eost. — Induljanz ar Porsionkul staget oc’h Ilizou all. — Petra rankor da ober evit gounit an induljansou-ze.
leac’h lakaat dioc’htu, goude maro
Per Katan, eun all da eil e penn an
Urz, Fransez a c’hortozaz gouelliou ar
Pantekost, rak enn derveziou-ze, evel
hoc’h euz her guelet c’hoaz, e veze atao
eur Chabistr braz, e veze galvet da vont
dez-han ar pennou braz euz an Urz. Da
c’hedal an dervez-se, Fransez a bede noz-deiz
da c’houlenn piou da henvel, rak
nec’het e oa. Chomm a reaz an oll mantret
o klevet an Tad Fransez, enn dervez
diveza euz ar Chabistr, o lavaret dirag an
oll oa ar Breur Eli an hini a felle da Zoue a viche lakeat da eil var he lerc’h.
Ar Breur Eli, evel a c’houzoc’h, a ioa bet
torret euz he garg nebeut amzer araok.
Mez ar Breur Eli n’en doa ket bet a vez
oc’h anzao he faziou hag o plega azindan
gourdrouzou ar Zant : hen ober en doa
great ep en em glemm. Anavezet en doa
ne d’ea ket dre an hent mad, pinijenn en
doa great, ha breman, e pep tra, e sente
atao ouc’h aliou ar Zant, hag ar Zant ive
en doa ankounac’heat en doa baleet var
an hent fall.
Setu petra dle da ober pep kristen mad pa vez eat var an hent fall : Anzao he dorfed, goulenn pardoun digant Doue en eur skei var boul he galoun, heulia aliou he gonfesour, senti out-han, ha Doue, d’he dro, a ankounac’haio he oll faziou.
Goude beza lakeat ar Breur Eli da vleina an Urz enn he leac’h, Fransez en em roaz d’ar bedenn goasoc’h eged biskoaz, araok mont adarre da brezek dre ar c’hearriou hag ar bourkou a dro-var-dro. En eur zonjal pegen dallet oa an dud var ar pez a zell ouz ho zilvidigez, ha pegement oant stag ouz madou ha plujadurazou ar bed-man, oa rannet he galoun. Enn he bedennou e c’houlenne stard digant Doue penaoz distrei tud ar bed divar an hent fall hag ho lakaat da vale var an hent mad, var hent ar Baradoz.
Dija, evit ar goazed, en doa diazezet Urz ar Breudeur-bian a brezege hag a c’houneze eneou da Zoue dre bevar c’horn ar bed : dija en doa savet, evit ar merc’hed, eun Urz all, an eil urz, Urz C’hoarezed Stez Klara, a bed noz-deiz, hag a ra pinijennou ar re rusta evit lakaat an A. Doue da gaout truez ouz ar bec’herrien diskiant, ha d’ho distrei out-han. Guir an dra-ze. Mez an oll goazed n’int ket galvet da veza beleien pe da veva enn eur gouent dizemez, evel ar Breudeur-bian, nag an oll merc’hed ne c’hellont ket kenn nebeut beva er c’houentchou divar an aluzenn, evel C’hoarezed Stez Klara.
Petra da ober-ta ?
Goude beza tremenet eur pennad amzer o pedi Doue d’her sklerijenna, ar Zant a ieaz adarre enn hent da lavaret d’an dud karet Doue a greiz ho c’haloun hag ober pinijenn euz ho fec’hejou. Bale a rea dre vro an Ombri hag an Toskan, ha, dre ma z’ea, e prezege : hag her grea gand kement ha nerz, ma tirede an dud var he lerc’h. Guelet a reat goazed o kuitaat ho gragez, ha merc’hed o tilezer ho goazed evit reded var lerc’h ar Zant, ha goulenn digant-han eur roudenn evit ma viche easoc’h dez-ho a vizikenn servicha Doue gand muioc’h a zoujanz eged a ziagent. Ar Zant, evel a gomprenit, n’oa ket evit dispartia an dud a ioa e stad ar briedelez ; mez c’hoant en doa da ober eur reolenn hag a lakache tud ar bed, en eur jomm pep hini enn he stad hag enn he gear, da veva oll, evel enn eur gouent vraz ; da bedi an eil evit egile, ha da vale dre eun hent merket dez-ho, easoc’h hag eeunnoc’h varzu ar Baradoz.
Edo ar Zant o sonjal enn traou-ze, hag o c’houlenn, dre he bedennou, sklerijenn digant Doue, p’en em gavaz, etre kear Floranz ha bourkik Kagiano, gand unan euz he gamaraded koz, unan euz a vignouned follenteziou he iaouankiz. He-man a ioa he hano Luchesiuz. Marc’hadour oa bet enn he amzer genta, ha madou braz en doa destumet, marteze evelato eun tammik a-dreuz hag a-hed, evel a c’hoarvez avechou gand ar re a zo o terc’hel konverz. Da vianna anaout en doa great n’eo madou ar bed-man nemed poufadou moged a ia gand an avel, nemed traou dister ha rankor da lezer var al lerc’h da heur ar maro. Setu perag oa troet ouz Doue, hag en em lakeat da labourat evit mad da zavetei he ene. Kastiza a rea he gorf dre iunniou ha pinijennou rust, ober a rea muia ma c’helle aluzennou d’ar paour, mont a rea da velet ha da brederria an dud klan enn hospitaliou, alia a rea an oll da zistrei ouz Doue ha d’her c’haret.
Dimezet oa d’eur vaouez han vet Bonadonna. Houman n’oa ket henvel-tre ouz he goaz : grignouz kenan e oa — E fesoun, araok herrio euz bet merc’hed pennou fall var an douar. — Eun dervez, Luchesiuz en doa roet d’ar beorien kement tamm bara a ioa enn ti. Peorien all a deuaz, eur pennadik goudeze, da c’houlenn adarre eun tamm bara, hag e lavaraz d’he c’hreg rei dez-ho — Penn sot ha diboell, eme Bonadonna, droug enn-hi, anat eo eo divoueded ho penn dre ho iunniou, hag o chomm epad an noz da bedi ep kousket berad. Kement a draou a roit m’emaoc’h o vont da lakaat ho tud da vervel var ar c’holo. Daoust ha ne c’houzoc’h ket oc’h euz roet kement tamm boued a zo enn ti ? — Luchesiuz, ep ober van ebed ouz he c’hlevet, a lavaraz dez-hi gand an douzder ar vrasa : — Digorit an armel, marteze e kafot c’hoaz enn-hi eun tammik bennag da rei — Bonadonna a zigoraz an armel, hag he c’havaz leun a vara !… Araok an dervez-se oa kristenez mad avoalac’h, mez goude ne oa ket kavet he far, na paour ebed ne ieaz dioc’h toull dor he zi ep kaout an aluzenn.
Roit d’ar paour ha Doue a roio d’eoc’h. Mad, hennez an den-ze eo en em gavaz gand Fransez, hag a c’houlennaz digant-han eur reolenn, evit beva, e kreiz trouz ar bed, e karantez Doue, evel enn eur gouent. Fransez o klevet ar c’homzou-ze a dridaz he galoun. Doue en doa selaouet he bedennou, rak he vennoz oa sevel eun Urz evit tud ar bed. Mont a reaz gand Luchesiuz d’he di ; hag eno, e ti ar marc’hadour koz se e fountaz an Trede Urz, pe Urz ar Binijenn, en eur digemeret enn-hi Luchesiuz ha Bonadonna he c’hreg. Dre c’her epken e roaz dez-ho he reolenn, n’oa ket great penn-da-benn gant-han c’hoaz. Ne c’hourc’hemennaz dez-ho nemed eur bedenn bennag en eur rei dez-ho, evit merk an Urz nevez, eur Skapuler liou al ludu, e ment ar skapulerriou all, hag eur gordenn, tri pe bemp koulm enn-bi, da zougen a zindan pe var gorre an dillad. Hennez eo guiskamant Breudeur ha C’hoarezed an Trede Urz. Galvet eo evel hen abalamour an daou Urz kenta savet gant ar Zant eo Urz ar Breudeur-bian hag hini C’hoarezed Stez Klara.
Ar reolenn a oue skrivet er memez bloaz 1221, ha ker buan kavet mad gand ar Pap Honoriuz III.
An Trede Urz ne zaleaz ket d’en em stigna dre bevar c’horn ar bed. Kement a dud a ioa enn-han euz an Itali ma skrive, nebeut blaveziou goudeze, Per des Vignes da Frederik II, Impalaer an Almagn, a ioa oc’h ober brezel d’ar Pap : « Ar Breudeur-bian, ha, dreist oll, Breudeur an Trede Urz a zo kement anez-ho dre aman m’ho deuz savet an oll en hoc’h enep, ha m’int goasoc’h evidoc’h eged ar brasa armeou. »
Enn Trede Urz euz tud paour ha tud pinvidik, tud a renk huel ha tud dister, hag evelato int oll Breudeur ha C’hoarezed : n’eman ket an eil huelloc’h eged egile. Henvel a rign d’eoc’h unanik bennag evel St Louis, Roue a Franz ; Stez Elisabeth, Rouanez Hongri ; St Ferdinand, Roue ar Spagn ; St Bonavantur, Doktor euz an Iliz ; Kristof Kolomb, en euz dizoloet an Amerik ; St Yvon, pe Eozen, a Vreiz-Izel, alvokad an intanvezed hag an dud paour, ha kals a re all, ep henvel d’eoc’h Pie IX, hag Hon Tad Santel ar Pap Leon XIII, herrio var gador St Per, lakeat gand Doue da c’houarn he lliz.
N’eman ket em mennoz kounta d’eoc’h histor an Trede Urz. Evelato p’am euz lavaret d’eoc’h penaoz oa bet savet gand St Fransez, eo red dign disklerria d’eoc’h lod euz ar pez a rankor da ober evit mont enn Urz ha beva enn-han.
1° N’hor ket evit mont ebarz araok
14 vloaz echu.
2° Red eo dougen ar skapuler hag ar gordenn.
3° Lavaret a rank bemdez, ar re ne ouzont ket lenn, 12 Pater, 12 Ave ha 12 Gloria Patri.
4° Iun a rankor diou veach ar bloaz : d’ar 7 a viz herzu, derc’hent gouel ar Verc’hez konsevet ep pec’hed ha d’an 3 a viz here, derc’hent gouel St Fransez.
N’euz pec’hed ebed evit mankout d’ar reolenn, mez neuze avad n’euz induljanz ebed ive.
Klevet em euz tud hag a lavar ne c’hellont
ket dimezi ar re a zo enn Trede Urz
dindan boan da veza kaset er meaz. Gevier
n’int ken ar c’homzou-ze. Eo, dimezi
a c’hell da ober Breudeur ha C’hoarezed
an Trede Urz, diou veach, teir gueach
ma keront, ep beza kaset er meaz euz an
Urz, ep beza kavet abek ebed enn-ho.
Tadou ha mammou, en eur alia ac’hanoc’h
da lavaret d’ho pugale mont enn
Trede Urz, e c’houlennan diganeoc’h pegement
bep sul ha bep foar a rankit da
rei d’ho kraouadur ? Ne gredit ket lavaret
dign pegement ? Ma ve enn Trede Urz,
ne rafe ket kement a zispign.
M’am euz eun tamm kuzul da rei d’an dud iaouank, goazed ha merc’hed, eo alia anez-ho da vont kenta ma c’hellint enn Trede Urz. Eno, o devezo induljansou braz da c’hounit. Eno, unanet gand Breudeur ha C’hoarezed all euz a gement bro gristen a zo er bed, e kavint nerz da harpa ouz an Droug-Speret ne ehan da daga an dud iaouank ; rak gouzout a ra, mar gell plega an den enn he iaouankiz hen dalc’ho a zindan he dreid betek he varo. M’am befe eun ali all da rei d’an dud iaouank eo lavaret dez-ho choaz evit pried unan hag a zo enn Trede Urz. Furroc’h eo.
Hon Tad Santel Leon XIII ne ehan da alia ar gristenien vad da vont enn Trede Urz. Perak an dra-ze ? Abalamour, evel hel lavar he unan, hon amzer-ni a zo henvel ouz hini St Fransez. Neuze ive, an dud a veve enn diroll ar vrasa : ne zonjent tamm enn ho ene ne reant stad nemed euz ho c’horf.
Hag herrio, ha ne ket ker braz an diroll evel e amzer St Fransez ? Siouaz ! goasoc’h eo zoken. Doue a zo, evel pa lavarfenn d’eoc’h kaset er meaz euz ar bed, rak beva a reor evel pa ne ve Doue ebed. Ne glaskor nemed plujaderezou ar bed hag ar c’hik : N’euz kenn c’hoant e kaloun pep den nemed ar c’hoant da zestum arc’hant ha danvez, n’euz forz dre be hent.
Evel oc’h euz guelet enn amzer St Fransez, Impalaer an Almagn, ha re all gant-han, ne ehanent da ober brezel d’ar Pap, evit hen diskar divar he dron.
Hag enn dervez a vreman, daoust ha ne ket lammet digant-han he dammik Rouantelez, ha lakeat anez-han da rankout chomm atao enn he di, pe enn he balez mar kirit. Eno eman er prizoun, rak mar teu er meaz e vezo taget dioc’h-tu gand an dud fall, he enebourien. Ker paour eo lakeat ma rank goulenn an aluzenn digant he vugale. Setu perak e kestor bep bloaz evit Hon Tad Santel ar Pap, ar pez a hanvor diner St Per.
P’edo Fransez o sevel he Urz, hag araok ive, an Albijoaed a ioa o tispenn a daoliou teod Hon Tad Santel. Diframma a reant a damm-a-damm lezennou an Aviel ha gourc’hemennou an Iliz. Ho mennoz oa diskar relijion J.-K. E toullou kuz ec’h en em zestument evit en em guzulia hag en em glevet.
Hag enn hon amzer-ni, ha n’eman ket ar Framansouned, bugale vian an Albijoaed, oc’h ober brezel d’an Iliz ? Rokoc’h int evit ho zud koz. Herrio ne ket he toullou kuz ec’h en em zestumont ; e tiez brao, hanvet lochennou, eo, e sklerijenn an heol ha dirak daoulagad an oll. Anavezet int. Int-hi eo a zo o kas an traou enn dro e kals Rouanteleziou, enn Itali hag e Franz dreist oll. Int-hi eo a zalc’h ar Pap er prizoun, 18 vloaz a zo. Int-hi eo a fell dez-ho ne ve mui hano, e nep giz, a Zoue e skol ebed. Digristena ar vro a rankont da ober, evel a lavare, enn ho hano, n’euz ket goall bell, unan euz ar pennou braz anez-ho !… An den divergond !…
Nann, ne raint ket. Doue a ziouallo he
Iliz. Hag ar Pap a zo enn he leac’h var
an douar, sklerijennet gant-han, a lavaro
d’eomp petra da ober evit trec’hi hon
enebourien, ha lakaat an dud da zistrei
var an hent mad. Doue, gueach all, a
lakeaz Fransez da zevel an Trede Urz ; ha
pedennou Breudeur ha C’hoarezed an Trede Urz o d’euz bet kement a c’halloud
m’ho d’euz distroet an dud divar an hent
fall, ha lakeat da gila Frederik II Impalaer
an Almagn, evel oc’h euz her guelet. Setu
perak herrio, ar Pap Leon XIII a deu, kenn
aliez a veach, da alia an dud da vont enn
Trede Urz. Sentit, kristenien vad, ouz aliou
ar Pap : kemerit ep mez hag ep aoun,
Skapuler ha Kordenn an Trede Urz. Pedi a
reot evit ho preudeur hag ho c’hoarezed
dianket ha dallet gand plujadurezou ar
bed, a unan gand tremen pemp kant mil
den all, a bep oad, a bep stad, stignet a
dreuz hag a hed, euz an eil penn d’egile euz
ar bed. Pedi a reot an A. Doue da verraat
an amzer glac’haruz-man. Pedi a reot evit
Hor Mamm Zantel an Iliz Katolik, ma teuio
Hon T. S. ar Pap er meaz euz he brizoun
da c’houarn an Iliz ep ma vezo den o viret
out-han. Pedi a reot zoken evit hoc’h
enebourien a herrio ma teuio Doue d’ho
sklerijenna. Pedi a reot evit Franz hor
bro, ma vezo kaset ar Framansouned
aheurtet d’ho zoullou kuz, ma teuio d’hor
gouarn tud vad hag a raio lezennou ne
d’aint ket a enep gourc’hemennou Doue
ha re an Iliz. Evelse bezet great.
Avechou e klevor tud o kaketal hag oc’h ober goap euz an Trede Urz. Ne lavaran ket ne ve ket kavet eun abek bennag e lod euz a Vreudeur ha C’hoarezed an Trede Urz. E peleac’h eman an den ha ne ve ket kavet avechou eun draik bennag da lavaret divar he benn ? Mez, ma klevit unan pe unan o tismegansi an Trede Urz, dreiz-han he unan, lavarit, ep aoun da fazia, eman an Droug-Spered o komz dre he c’hinou, hag ez’eo d’an nebeuta kender-goumpez d’ar Framansouned. Daoust ha ne ket Doue he unan eo en euz lavaret da Fransez sevel an Trede Urz ?
Goude m’an doa diazezet an Trede Urz, Fransez, en eur brezek d’an dud dre ma z’ea, a zistroaz d’he gouent. Eno e kouent Stez-Mari-an-Elez, e pede hag e rea pinijennou ar re rusta evit lakaat an A. Doue da gaout truez ouz an dud diskiant a deue d’hen dilezer, ha d’ho distrei varzu enn-han. Planta karantez Doue e kaloun an oll, setu eno he vennoz.
Eun novez, epad miz here, euz ar bloaz 1221, edo o pedi enn he doullig kambr ; hag e vouele, hag e c’hirvoude o velet dallentez an dud, pa deuaz eun eal da lavaret dez-han mont da Iliz ar Porsionkul, hennez eo hano Iliz kouent Stez-Mari-an-Elez, el leac’h m’edo ouz he c’hedal J.-K., ar Verc’hez hag eur vandenn Elez. En em gavet enn Iliz, e velaz Hor Zalver e kreiz he Elez, hag he Vamm enn tu deou dez-han. Fransez en em lakeaz da grena, hag, er meaz anez-han he-unan, ec’h en em daolaz d’an daoulin, he dal harp ouz an douar.
— Fransez, eme J.-K., gand eur garantez an dudiusa, c’hoant braz oc’h euz da zavetei an eneou. Mad, me ho lez da c’houlenn digan-en ar pez a gafot ar guella evit ho zilvidigez, hag ive evit henor va hano.
Pa velaz Fransez diraz-han J.-K., ar Verc’hez hag an Elez, e chommaz sebezet, sounnet ; n’oa evit lavaret ger, he spered a ioa savet d’an Env. Deuet enn-han he unan, e respountaz gand an doujanz ar vrasa :
— O Tad Santel, me ho ped, me paour keaz pec’her, da rei d’ar bed oll ar c’hraz-man : Goulenn a ran ma vezo pardounet ho fec’hejou d’ez-ho, ha ma n’ho devezo dle ebed da baea evit-ho, abaoue m’ho d’euz skiant, kement hini a deuio da bedi enn Iliz-man, goude beza kofeseat gand glac’har ho fec’hejou, hag ar re a c’helfent da veza ankounac’heat, ha bet an absolvenn anez-ho. En em arbedi a ran ive ouz ar Verc’hez, ho mamm, evit ma plijo gant-hi beza va alvokadez diraz-oc’h, hag alia ac’hanoc’h da rei dign va goulenn.
Ker buan Rouanez an Elez a zistroaz ouz he map, a en em lakeaz a du gand Fransez, hag en em arbedaz out-han evel-hen :
— O Doue oll c’halloudek, dont a ran da bedi ac’hanoc’h da rei da Fransez ar pez en euz goulennet diganeoc’h.
Hor Zalver a respountaz :
— Breur Fransez, ar pez a c’houlennit digan-en a zo eun dra vraz meurbed : Evelato, kaer-so, her roan d’eoc’h. Me-ta, Fransez, a ro d’eoc’h ho koulenn ; mez red eo d’eoc’h kaout aotre va Vikel, var an douar, an hini en euz ar galloud da liamma ha da ziliamma an traou er bed-man hag er bed-all, var an douar hag enn Env. Goulenn a reot digant-han, euz va ferz, an induljanz-se.
Ar Breudeur-bian all a ioa dihunet gand an diviz a ioa etre Fransez hag an A. Doue. Klevet a reant kement tra a veze lavaret : guelet a reant an Iliz sklerijennet ; chomm a reant sebezet o velet kement all a Elez, mez hini anez-ho ne gredaz mont er meaz euz he doullig kambr, na mont enn Iliz. Antronoz, Fransez a zifennaz out-ho lavaret grik ebed divar benn ar pez o doa guelet ha klevet. Evit-han, he galoun a dride enn he greiz mall en doa da gaout aotre ar Pap. Setu perak, antronoz vintin, da c’houlou deiz, e kemeraz gant-han ar Breur Mase, hag e z’eaz dioc’htu var eeun da gaout Honoriuz III.
D’ar mareou-ze, ar Pap Honoriuz III a ioa e kear Perouz. Ar Zant a ieaz d’he gaout, hag a lavaraz dez-han, ep distro ebed, evel m’her grea atao :
— Tad Santel, raparet em euz, enn eul leac’h hanvet Porsionkul, eun Iliz savet enn henor d’ar Verc’hez, mamm da J.-K. Pedi a ran ac’hanoc’h da staga ouz an Iliz-se induljansou hag a c’hello an oll da c’hounit ep kaout guir ebed dez-ho euz ho ferz ho unan.
— An induljansou ne vezont ket roet ep guir, eme ar Pap. Evelato lavarit dign ped vloaz oc’h euz c’hoant e padfe an induljansou-ze ?
— Oh ! Tad Santel, eme ar Zant, plijet ganeoc’h selaou ac’hanounn : Ne ket bloaveziou a c’houlennan diganeoc’h, eneou eo.
— Petra oc’h euz c’hoant da lavaret en eur goulenn digan-en eneou kentoc’h eged bloaveziou ?
— Me fell dign, Tad Santel, e rofac’h,
da gement hini a deuio da lliz ar Porsionkul,
goude beza kofeseat gand keuz
ha glac’har he bec’hejou, ha bet an absolvenn
anez-ho, e ve pardounet dez-han
ar pec’hejou all hen defe ankounac’heat,
kerkouls hag ar pec’hejou bian ne vez
ket taolet kals evez out-ho ; me fell dign
m’en defe hennez tamm dle ebed da baea
da Zoue, evit he bec’hejou, na var an
douar nag er bed all ; ha, ma ve kenn
dibec’h ha kenn neat he goustianz, o
vont er meaz euz an Iliz, evel pa ve o
tont divar mean-fount ar Vadiziant.
— Fransez, skrija a ran ouc’h ho klevet. Biskoaz jamez Pap ebed n’en euz roet induljansou ker braz.
— Tad Santel, evidounn-me n’ounn nemed eun den dister ha mad da netra. Evel-se, ar pez a c’houlennan, ne ket em hano eo her goulennan, mez enn hano J.-K. en deuz lavaret dign dont d’ho kaout.
O klevet kement-se ar Pap a zavaz enn he za, ha dirag ar Gardinaled e lavaraz teir gueach dioc’htu :
— Ia, Fransez, me fell dign rei d’eoc’h ho koulenn.
Lod euz ar Gardinaled o d’eoue c’hoant da zerc’hell, eun tammik bian, penn ouc’h Hon Tad Santel, en eur lavaret dez-han biskoaz jamez Pap ebed n’en d’oa roet induljansou ker braz ep eur binijenn pe eun aluzenn bennag,
— Ar pez a zo great, a zo great, eme
ar Pap ; euz a berz Doue e teu. Eun dra
epken a zisklerriomp, ha setu aman petra :
Lavaret ha disklerria a reomp ne
bado an induljansou a c’houlenn Fransez
nemed eun dervez epken bep bloaz.
Goudeze e c’halvaz Fransez da zont d’he gaout hag e lavaraz dez-han :
Aotre a reomp, Ni, Honoriuz III, Pap, ha Vikel J.-K. var an douar, n’en devezo pec’hed ebed var he goustianz, ha n’en devez-ho dle ebed da baea evit he oll bec’hejou, abaoue m’euz deuet skiant dez-han, an neb piou bennag a vezo eat enn Iliz ma komzit d’eomp anez-hi, ha lavaret enn-hi eur bedennik bennag, goude beza kofeseat gand glac’har he oll bec’hejou en euz sonj enn-ho, ha bet an absolvenn anez-ho. Mez an induljansou-man, hag a bado betek fin ar bed, n’o devezo talvoudegez nemed eun dervez hag eun nozvez hed-a-hed, evel ma kount lezennou an Iliz ; da lavaret eo, adalek kresteiz betek antronoz kus-heol. An dra-ze a fell dign, hag an dra-ze a vezo evelse. Fransez o klevet ar c’homzou-ze a blegaz he benn gand anaoudegez vad ; dridal a rea he galoun gand al levenez. Bennoz Doue a lavaraz d’Hon Tad Santel Honoriuz, hag edo erru kuit pa c’halvaz ar Pap anez-han.
— Denig paour ha dizonj, da beleac’h ez z’it-hu evelse ? N’hoc’h euz tamm skrid ebed evit diskouez em euz roet d’eoc’h an induljansou braz a c’houlennac’h digan-en.
— Tad Santel, eme Fransez, ho ker a zo avoalac’h evidounn. Mar d’eo mad ar pez a c’houlennan, Doue hen diskouezo he unan, hag an dra-ze a vezo avoalac’h. Ha m’ar deo red kaout eun tamm skrid bennag, ar Verc’hez a vezo va zamm skrid, J.-K. an naoter hag an Elez an testou.
An dra-man a ziskouez pegement a fizianz en doa ar Zant er pez en doa Doue disklerriet dez-han e lliz ar Porsionkul.
Setu ive ta roet gand ar Pap, goude Doue, he c’houlenn da Fransez. Mez da be zeiz euz ar bloaz e c’hellor gounit an induljansou braz-se ? Ar Zant n’her gouie ket he unan. Pedi ha pedi a rea a ziagent, mez breman e ped startoc’h c’hoaz evit lakaat an A. Doue da zeiziada an dervez a falvesche dez-han.
Epad pemzek miz e pedaz, ha Doue ne rea van ebed ouz he gleved…
Ha goude guelet n’oa ket roet ker buan he c’houlenn da eur Zant ker braz, e klevor tud digristen avoalac’h o lavaret : Oh ! me am euz pedet, ha pedet meur a veach, pedet bemdez epad eur miz, daou viz, ha n’ounn ket selaouet. Ne dal ket ar boan dign pedi ken, rak Doue ne zelaou ket ac’hanounn. Oh ! kristen digaloun, na c’houi a fazi ! Doue ne vank netra d’eoc’h ; selaou a rai ho pedenn pa blijo gant-han. Bezit fizianz enn-han, pedit ha kendalc’hit da bedi, ha, pa deuio an heur, Doue a roio d’eoc’h ho koulenn mar d’eo talvouduz evit ho silvidigez.
Fransez ive-ta a bede noz-deiz hag a rea pinijennou braz. A benn ar pemzekved miz Doue a zelaouaz he bedenn, ha setu aman penaoz.
E miz genver euz ar bloaz 1223, epad m’edo adarre o pedi e kreiz an noz, e klevaz eur vouez o c’houeza ar c’homzou flour-man enn he ziou skouarn : « Fransez, pell ha pell braz a zo emaoc’h o pedi. It da gousket : varc’hoaz e pedfot adarre. Pinijennou re rust a rit ive. « Guelit, eman uzet ho korf hag ho iec’hed : poent eo d’eoc’h chomm a-za. Evelse ec’h espernfot ho korf hag e padfoc’h hirroc’h. »
Fransez a anavezaz dioc’htu piou oa an hini en d’oa an ear da gentellia anez-han gand kement a garantez An Drouk-Spered trubard an hini oa. Setu perak, e leac’h. senti out-han, e savaz rak eeun divar bennou he zaoulin, hag e z’eaz d’ar c’hoad a zo e kichenn ar gouent. Eno, e tiviskaz he zillad, hag, enn noaz pill, ec’h en em lakeaz d’en em ruilla etouez an drez hag ar spern gand kement a grizder m’oa deuet an oll skourrou da veza ruziet gand he c’hoad. Enn eun taol, eur sklerijenn lugernuz a c’holo ar Zant An drez hag ar spern a zo deuet da veza plantennou roz, drean ebed enn-ho, goloet a roz guenn hag a roz ruz : ha koulzkoude edot e kreiz ar goan, pa z’eo guir edot e miz genver, ha zoken oa rust ar goan er blavez-se.
Abaoue a vezo bremaik seiz kant vloaz, hag evelato, herrio, er bloaz 1889, e velor c’hoaz e hars Iliz ar Porsionkul, ar plant roz-se, atao glaz, o rei han-c’hoan roz epad ar bloaz, lod ruz ha lod guenn, ha n’euz drean ebed enn-ho, ar pez ne gavot e leac’h all ebed.
Ar Zant a jommaz mantret o velet eur burzud ker braz : Drez ha spern deuet da veza plant roz ! Epad m’edo evelse sebezet, eur vandenn Elez a deuaz d’en em voda enn dro dez-han. Lakaat a rejont dez-han dillad guenn-kann, ha goude e leverchont dez-han mont d’an Iliz, el leac’h m’edo Hor Zalver ouz her gedal. Araok mont kuit e kutuillaz daouzek rozenn venn ha daouzek rozenn ruz da gas gant-han, ha goudeze e z’eaz d’an Iliz.
Eno edo ouz he c’hedal J.-K. hag ar Verc’hez. Fransez, evel en d’oa great pemzek miz araok, en em strinkaz adarre d’an daoulin, hag a en em arbedaz evel hen ouz J.-K. :
— Hon Tad Santel meurbed, Roue an env hag an douar, Salver ar bed, plijet ganeoc’h lavaret dign pe zeiz e devezo he zalvoudegez an induljanz vraz oc’h euz bet ar vadelez da rei dign.
— An induljanz-se, eme J.-K., e devezo he zalvoudegez adalek div eur goude kresteiz, an dervez kenta a viz eost, hag ive epad an noz, betek antronoz kuz-heol. Enn dervez-se, kenta a viz eost, gouel St Per enn ereou, e tiskennaz eun eal euz an env da derri chadennou St Per, ha d’hen tenna er meaz euz ar prizoun. An deiz-se eo a verkan d’eoc’h. It da Roum d’her lavaret d’ar Pap ; kemerit ganeoc’h eun dournad roz ruz ha roz guenn da ziskouez dez-han ; kasit ive ganeoc’h lod euz ho Preudeur ma c’hellint dougen testeni d’ar Pap euz ar pez o d’euz guelet ha klevet.
Ac’hanta, kristenien digaloun, ha ne velit-hu ket penaoz, a fors da bedi ha da ober pinijenn, en euz bet Fransez he c’houlenn digant Doue ? Ha c’houi, hag a lenn an dra-man, ha falgalouni a reot hivizikenn ma ne vez ket roet d’eoc’h dioc’htu ho koulenn ?
Fransez a ieaz dioc’htu var eeun da Roum. Lavaret a reaz d’ar Pap penaoz en doa an A. Doue merket dez-han an eil lodenn euz an dervez kenta a viz eost, hag an noz, betek antronoz, eil a viz eost ken a viche kuzet an heol. Diskouez, a reaz dez-han ive ar roz en doa kaset gant-han. Ar Breudeur a ioa eat d’he heul a lavaraz evel ar Zant, hag ar Pap Honoriuz a aotreaz gant-han dioc’htu ar pez a c’houlenne. Skriva a reaz zoken da Eskibien Asiz, Perouz, Todi, Spolet, Foligno ha d’ar re all a-dro-var-dro, evit lavaret dez-ho embann enn ho Eskoptiou an induljanz vraz a ioa stag ouz Iliz ar Porsionkul.
Enn dervez kenta euz a viz eost euz ar bloaz 1223, e oue ive-ta eur gouel braz e Stez-Mari-an-Elez. Kals Eskibien a en em gavaz eno, ha, gant-ho, an dud euz ar renk huella euz ho Eskoptiou, ep kounta an dud divar ar meaz a ioa n’eaz gouzout ped anez-ho. Ar Breudeur n’edont ket o chomm enn Itali a ioa ive en em gavet eno evit an darn vuia.
Fransez a oue pedet da ober eun tammik sermoun d’ar bobl. Hen ober a reaz, gant-han enn he zourn, he zermoun skrivet, setu perak e c’hellan he rei d’eoc’h ger evit ger, ne ket hir :
« Va Breudeur, c’hoant em euz d’ho kas oll d’ar Baradoz. Rei a ran da anaout d’eoc’h em euz bet digant an A. Doue, dre c’hinou Hon T. S. ar Pap, eun induljanz vraz hag a bado da vikenn. C’houi oll, deuet aman herrio, mar oc’h euz kofeseat ho pec’hejou gand keuz ha glac’har dez-ho, ha bet an absolvenn anez-ho, n’oc’h euz tamm dle ebed da baea da Zoue, evit ar boan dleet d’ho pec’hejou abaoue dervez ho padiziant betek herrio. Ar memez induljanz o devezo kement hini a deuio aman bep bloaz, d’an daou zervez merket, gant ma kofesaint gand glac’har ho fec’hejou evit kaout an absolvenn anez-ho, ha ma pedint e Iliz ar Porsionkul. »
Ne vioc’h ket eta souezet o klevet ne oue ket pell evit beza embannet dre ar vro ar Pardoun braz. Evelse e vez hanvet aliez induljanz ar Porsionkul ; avechou all e vez hanvet c’hoaz Pardoun braz Asiz. Dont a rea bep bloas, da Zantez-Mari-an-Elez, tud a bep bro. Kountet euz bet ouc’hpenn kant mil den er memez dervez, rak an oll o d’oa c’hoant da baea, en eun taol, an oll boaniou dleet d’ho fec’hejou abaoue ho badiziant.
Mez n’oa ket an oll evit mont da Zantez-Mari-an-Elez : ar re a bell a ranke chomm er gear. Koulskoude Fransez a lavare en doa c’hoant kas an oll d’ar Baradoz, hag evit an dra-ze eo oa roet dez-han an induljanz a c’houlenne. Setu perak, ar Paped, an eil var lerc’h egile, o d’euz, dre ho galloud, staget an induljansou vraz-se ouz Ilizou, aman hag ahount, dre ar bed, evit ma viche easoc’h d’an oll kaout perz enn-ho, ha paea enn eur pennadik dervez, ar boan dleet d’ho fec’hejou er bed-man hag er bed all.
Henvel a c’hellan d’eoc’h an Ilizou, e bro Leon, a zo staget out-ho induljanz ar Porsionkul. Setu int-hi aman : Folgoet — Rosko — Guinevez-Lochrist — Guimilliau — Iliz kouent St Fransez e Montroulez, ha Chapel skol Lezerazien e kichenn Landivisiau.
Breman, petra rankor da ober evit gounit induljanz ar Porsionkul ? Setu aman :
1° — Her guelet oc’h euz dija, red eo kofez gand keuz ha glac’har an oll bec’hejou, ha kaout an absolvenn anez-ho. Enn eur ger, red eo beza e stad a c’hraz, ha mont da gommunia. Mez n’eo ket red kofez ha kommunia er barrez m’eo stag an induljanz out-hi ; pep hini a c’hell kofez ha kommunia enn e Iliz parrez, pe el leac’h ma karo.
2° — Red eo mont enn Iliz e d’euz an induljanz, ha lavaret enn-hi eur bedennik bennak, n’euz forz pehini. Alia a reor ac’hanoc’h da lavaret ar Miserere mei, pe Litaniou ar Verc’hez, pe Litaniou an hano a Jezuz, pe, mar kavit guell, pemp Pater, pemp Ave Maria ha pemp Gloria Patri.
An induljanz a c’hellor da c’hounit ken aliez ha ma keror, dek, daouzek gueach hag ouc’hpenn, gant ma teuor eur pennadik er meaz euz an Iliz, araok mont enn-hi adarre, hag en eur lavaret beb tro ar memez pedennou, pe re all. An induljanz-se a c’hellor da c’hounit evit ar re veo hag ar varo.
En eur achui lezit ac’hanounn da lavaret d’eoc’h ar pez a skrive an Tad Bourdalou, unan euz ar zermounerrien guella a zo bet e Franz. « Induljanz ar Porsionkul a laka an diaoulou da iudal, gand ar gounnar e fons an ifern, abalamour gand an induljanz-se n’o deuz krog ebed er bec’herrien. » Rak, evel oc’h euz guelet, an nep a c’hounit induljanz ar Porsionkul a zo kenn neat he goustianz evel hini ar bugel o tont divar mean-fount ar Vadiziant, evel hini ar merzer a zo o paouez skuilla he c’hoad evit he Zoue.