Buez St Fransez a Asiz - XII
Korf Fransez deuet da veza guenn-kan. — He galoun e Stez-Mari. — He gorf e iliz St-Jorj. — He c’houliou guelet gand an oll. — Ar marc’hek Jerom. — Ar Breudeur a zoug korf ho Zad. — Stez Klara ha korf Fransez. — Fransez lakeat e renk ar Zent. — Kreac’h an ifern. — Eun iliz nevez. — Korf Fransez kuzet ha kavet er bloaz 1818.
erkent ha m’oue maro ar Zant, he
Vreudeur a voalc’haz he gorf araog
her liana. Epad he vuez he groc’henn a
ioa dem-zu dre ar binijennou a rea, breman,
goude he varo, eo deuet da veza
guen-kann. He izili, brevet gand ar
remm, a ioa gourd kenan ; breman e
c’hellor, o flega, ho astenn, ho eunna
evel izili eur c’hraouadur.
He galoun, lakeat e touez louzeier c’houez-mad, evit miret da vreina, a jommaz e kouent Stez-Mari-an-Elez, e Iliz ar Porsionkul. He gorf, sebeliet er zae liou al ludu, digaset gand an itroun Jakelin, digor an tu kleiz anez-hi, a ioa astennet, evit beza digaset da Asiz, var ar pallennou kaerra a oue kavet.
Chomm a reaz epad ar zul penn-da-benn, hag epad an noz varlerc’h, var ar vaz-skaon. Pep hini a c’hell breman sellet hag evesaat ouz ar Zant. Araok oa kenn treut, ker melen-du m’oa eun truez he velet ; breman her c’havor ker brao m’eo eun dudi chomm da zellet out-han.
Breman e c’hell pep-hini sellet ouz an tachou a zo enn he dreid hag enn he zaouarn. Deuet oant da veza du evel houarn. Ker stag oant ouz ar c’hik ma viche lavaret oant deuet gant-han var an douar. Mont a dont a reant euz an eil tu d’egile euz he dreid hag euz he zaouarn. Pa bouezer var ar penn, e save ar beg enn ear, ha pa bouezer var ar beg e velet ar penn o sevel.
Breman e c’hell an oll gueled ar gouli
a zo enn he gostez deou hag en deuz
lakeat kement a boan hag a aket da guzet
ouz an dud. Goude ar maro oa deuet da
grina ha da veza round : tro-var-dro oa
ruz, hag henvel ouz eur rozenn, evel
a lavar St Bonavantur, deuet da veza
unan euz he vugale.
Kals a dud, evel a dleit da zonjal, a ziredaz da velet gouliou ar Zant, rak traou evelse ne ouent guelet biskoaz. Enn ho zouez oa eur marc’hek, brudet-braz dre ar vro, he hano Jerom. Var he veno, n’oa ket kenn izel a spered evel an darnvuia euz an dud a ioa enn dro dez-han. En, en d’oa skiant ha deskadurez braz, e leac’h ar re all n’oant nemed keazigou a grede kement a lavaret dez-ho. — Nag a bed a zo enn hon amzer-ni ker zot pe zotoc’h zoken hag ar marc’hek Jerom ? — Evidom-me, emez-han, ne gredign bikenn e gouliou Fransez ken am bezo ho gueled. Henvel e kementse ouz Thomaz, ne gredaz ken a velaz. Dont a reaz ive-ta da velet korf ar Zant ; ha mont a reaz, rok an tamm anez-han, da gregi enn he zaouarn hag enn he dreid. Trei a distrei a reaz anez-ho evit guelet dindan ha var c’horre : poueza a reaz var an tachou, ho c’has hag ho digas a reaz euz an eil tu d’egile… Digeri a reaz ive ar zae evit guelet gouli he gostez, hag e chommaz mantret ha sebezet, en, hag en d’oa lakeat enn he benn n’oa ket an A. Doue evit ober traou ker burzuduz. Evel St Thomaz e kredaz pa velaz, dishenvel dioc’h kals a dud a jomm aheurtet enn ho fals kredennou, evit-ho da c’houzout e faziont. Pa oue menek da lakaat Fransez e renk ar Zent, starta ha kalouneka test a oue eo ar Marc’hek Jerom.
Ar Breudeur-bian, bugale ar Zant, a dremenaz ar zul hag an noz varlerc’h o kana Psalmou, himnou ha kantikou. Ouz ho c’hlevet e viche lavaret n’oa den maro e kouent Stez-Mari : kentoc’h e viche lavaret oa euo eur gouel braz.
D’al lun vintin, ar veleien hag an darn vuia euz a dud kear Asiz a ieaz da gerc’hat ar c’horf. Enn ho daouarn e tougent lod pilejou, lod all bodou palmez, bodou beuz evel ma tougor d’ar zul bleuniou. Evit distrei da Asiz, ar Breudeur-bian a zouge korf ho Zad. En em lakaat a rejor enn hent e kreiz kan ar c’hantikou ha pedennou an anaoun. Pa veze kanet eur pennad, e klevet ar muzik an dudiusa o seni tonniou a gaon. Biskoaz ne oue guelet kas eun den d’ar bez gand kement a enor, hag enn dro dez-han kement all a dud.
En eur dremen abiou St Damien, el leac’h m’edo Stez Klara gand he leanezed, ec’h ejor enn Iliz eur pennadik. Rak ar Zant, evel a ouzoc’h en d’oa disklerriet e velche al leanezed-se anez-han c’hoaz araok kuitaat ar bed-man. Setu perag, evit hen diskouez dez-ho, e oue lammet ar golo divar an arched. Digoret e oue ive an or vian ma teu al leanezed dreiz-hi da reseo ar gommunion. Ker buan, ar merc’hedigou paour ! ec’h en em strinkchont d’an daoulin dirag ar c’horf en eur vouela hag o krial : « Hon Tad, Hon Tad, petra raimp-ni breman ? Petra deuimp-ni da veza ? » hag e pokent da c’houliou he zaouarn.
Klara a grogaz enn eun dourn hag a reaz he oll galloud evit tenna er meaz unan euz an tachou e d’oa c’hoant da zerc’hel, evel eun tenzor, enn he c’houent. Mez kaer e d’oa poueza var bek an tach ha chacha var ar penn evit hen tenna er meaz, ne oue ket evit kaout he c’hoant. An tachou, evel a ouzoc’h, a ioa stag ouz kik ar c’horf.
O velet n’oa ket evit dont a benn euz he zaol, e krogaz enn eul lianenn, hag e soubaz anez-hi e gouli he gostez a ioa c’hoaz leun-c’hoad. Sellet a reaz piz ouz ar gouli-ze evit guelet pegel ledan, pegen doun ha pegeit oa, abalamour da c’hellout ober divezatoc’h eur skeudenn guirion anez-han.
Ar c’horf a deuaz euz a Iliz St-Damien, atao var he lerc’h eul lod braz a dud, pilejou elumet enn ho daouarn, ekreiz ar c’hanaouennou kaon ar re vraoa hag ar muzik an dudiusa. Douget e oue da Iliz St-Jorj, e kear Asiz, el leac’h man d’oa great Fransez he bask kenta, el leac’h m’an d’oa great he genta prezegenn. Eno enn Iliz-se e oue lakeat he gorf enn douar.
Evit guir, evit en em lakaat e renk ar re izella, en d’oa lavaret lakaat he gorf enn eul leac’h, er meaz a gear, hanvet betek neuze Kreac’h an ifern. Mez kear Asiz ne falvezaz ket dez-hi kas di korf ar Zant ken a viche savet eno eur bez evel ma tlie kaout eun den ker zantel.
Ar Breur Eli, an hini, evel a ouzoc’h, a ioa e penn an Urz e leac’h Fransez, a skrivaz da gement kouent a ioa dre ar bed, evit kas d’he Vreudeur kelou euz a varo ar Zant. P’en em gavaz ar c’helou glac’haruz-se er c’houentchou, an oll deoue eur rann-galoun. Mez tud a fei vad oa ar Breudeur-bian, ha m’ar d’oan glac’haret evit ar c’holl braz o d’oa great var an douar, o deoue ive eun tamm laouenedigez o sonjal o d’oa breman enn env eun alvokad mad dirak Doue.
En eur achui he lizer, ar Breur Eli a
c’hourc’hemennaz d’an oll Vreudeur euz
an Urz pedi evit ene Fransez. Rak n’euz
forz pegement a verkou a zantelez a ro
eun den epad he vuez, ha zoken goude
he varo, e tleor pedi evit-han ken a devezo
Hor Mamm Zantel an Iliz, dre c’hinou
Hon T. S. ar Pap, disklerriet eo eat
he ene d’ar Baradoz, hag eman etouez ar
Zent. Betek hen, ar Pap n’en d’oa disklerriet
netra divar benn santelez Fransez.
Koulskoude burzudou braz en d’oa great
epad he vuez. — Lod anez-ho em euz
kountet d’eoc’h — Goude he varo e
kendalc’h da ober ive. Dibaot an dervez
ne c’hoarveze eur burzud bennag var he
vez. Abalamour da-ze, bro an Itali a bez,
ep kounta tud ar broiou all, a c’houlennaz.
digant Hon T. Santel ma viche disklerriet
d’an oll eman ene Fransez er Baradoz,
hag eman e renk ar Zant.
Hogen, an hini a ioa Pap d’ar mareou-ze, oa Gregor IX, an hini a ioa bet e Roum patroum d’ar Breudeur-bian er penn kenta euz an Urz, hag a ioa neuze he hano, ar C’hardinal Ugolini : n’ho c’heuz ket ankounac’heat, me gred. Mad, evit-han da veza savet er renk huella a zo enn Iliz, ha zoken er bed, n’en d’oa ket ankounac’heat Fransez hag he Vreudeur-bian. Er bloaz 1228, daou vloaz goude maro ar Zant, e teuaz da Asiz hag e z’eaz da bedi, epad eur pennad mad a amzer, var bez ar Zant. Goudeze e c’hourc’hemennaz d’ar Gardinaled ha d’an Eskibien, a ioa enn dro dez-han, ober eun enklask ar starta, hag ar gouzieka ma c’halchent divar benn ar burzudou a lavaret en d’oa great Fransez, epad he vuez ha goude he varo ; ha sellet piz out-ho da c’houzout pe oant guirion pe n’oant ket. Da c’hedal ma viche peurc’hreat an enklask-se, e z’eaz da gear Perouz, evit diskouez n’edo ket var dro kear Asiz evit alia anez-ho da lavaret an dra-man pe an dra-hount.
Di e teuaz kelou dez-han evit disklerria n’o d’oa, nag ar Gardinaled, nag an Eskibien, kavet netra da lavaret a enep oberou ar Zant, hag oa guirion an oll burzudou a lakeat var he hano. Ker buan e tistroaz da Asiz, enn dro dez-han kalz Kardinaled, Eskibien, Noblanz hag ouc’hpenn oll dud ar vro o d’oa evit an darn vuia, anavezet Fransez. An dra-man a ioa d’ar c’houezek a viz gouere euz ar bloaz 1228. Sevel a reaz var he Gador, kador ar virionez, hag ac’hano, dirak an oll, e komzaz evel-hen : « Evit gloar Doue oll c’halloudek, Tad, Map ha Speret-Santel, evit gloar ar Verc’hez Vari hag an ebestel Sant Per ha Sant Paol, evit henor an Iliz Katolik a Roum, e tisklerriomp, goude beza goulennet kuzul digant hor breudeur ar Gardinaled hag an Eskibien, lakaat an den ehuruz Tad Fransez e renk ar Zent, rak Doue en deuz hen digemeret enn he c’hloar, hag e fell d’eomp e ve enoret var an douar evel eur Zant. He c’houel a vezo great dre ar bed deiz he varo. »
O klevet ar c’homzou-ze, e tridaz kaloun an oll : Ar bobl a stlapaz gand ho daouarn, ar Gardinaled, an Eskibien, ar Veleien hag ar Breudeur-bian a antonaz an Te Deum. Ar Pap a ziskennaz divar he gador hag a zaoulinaz dirak bez an hini m’edo o paouez lakaat e renk ar Zent. Ar Gardinaled, an Eskibien, an dud a iliz kerkouls hag ar bobl a reaz ar memez tra. An arched a oue tennet euz ar bez, ha lakeat, lammet he c’holo, dirak an Aoter vraz. Ar Pap a lavaraz an ofern diraz-han, hag enn dro dez-han oa kelc’het ar Breudeur-bian, bep a biled var elum gant-ho enn ho dourn.
Setu ive-ta lakeat er renk huella, e renk ar Zent, an hini n’en d’oa great nemed en em izellaat p’edo var an douar, an hini en d’oa roet e oll beadra evit beza paour he unan, an hini en d’oa great ar pinijennou ar re rusta ervez aliou Hor Zalver enn he Aviel. Pebez kentel evit kals a dud a zo atao oc’h en em veuli, oc’h esa sevel dreist ar re all, ne c’hellont jamez dastumm madou avoalac’h ervez ho faltazi, ne reont van ebed evit guelet ar paour e toull ho dor o c’houlenn eun tamm bara, ha ne glaskont nemed plijadurezou hag ebatou ar bed !
Fransez, epad he vuez, n’en d’oa kenn ioul nemed d’en em lakaat an disterra euz an dud. Falvezout a reaz c’hoaz dez-han, evel em euz her lavaret, beza lakeat goude he varo el leac’h mezusa a ioa e Asiz, el leac’h ma veze lakeat d’ar maro al laeroun, an dud fall hag ar vuntrerrien, hag hanvet abalamour da-ze kreac’h an ifern. An tammig torgeun-ze a zo d’ar zao-heol da gear Asiz. Mad ar Pap Gregor IX, goude beza lakeat Fransez e renk ar Zent, a ieaz d’an dorgenn-ze da vinniga ar mean kenta euz an Iliz a dliet da zevel var bez ar Zant, el leac’h ma tlie chomm da vikenn he relegou. Er memez. dervez e c’hourc’hemennaz ma viche roet eun hano all d’an dorgenn-ze, ha ma viche a vizikenn hanvet kreac’h ar Baradoz.
Ar brud euz a zantelez Fransez a ioa eat, evel divar nij dre bevar c’horn ar bed. Setu perak, pa oue klevet e savet eun lliz evit lakaat enn-hi he Relegou, e kouezaz kement ha kement a brofou e Asiz, euz ar broiou estrena kerkouls hag euz an Itali, m’oue savet a benn daou vloaz, unan euz an Ilizou kaerra a c’helfet da velet. Er bloaz ive-ta 1230, e oue digaset euz a Iliz St-Jorj da Greac’h ar Baradoz, ar pez a jomme euz a gorf hor Zant. Eur gouel braz oue an dervez-se. Embannet oa bet dre oll : setu perak ec’h en em gavaz e Asiz kement ha kement a dud ma n’oa ket a lojeiz avoalac’h evit-ho e kear : Red e oue sevel teltennou evit-ho er parkeier enn dro da gear.
Mar d’oa bet eur gouel braz an dervez m’oue kaset korf Fransez euz a gouent Stez-Mari da Iliz St-Jorj, an dervez m’oue douget euz a Iliz St-Jorj da Greac’h ar Baradoz, a oue brasoc’h c’hoaz. D’ar c’houeac’h varnugent a viz mae, deiz ar Pantekost, e c’hoarvezaz ar gouel braz-man. Eno oa tud a bep bro, guisket e meur a c’hiz, a gomze pep iez ep ma c’helle aliez an eil gouzout petra lavare egile. En em gavet e kichenn an Iliz nevez, tud Asiz, o velet an dud estrenn o choucha, o kuzulat etrez-ho hag o komz evel dre guz, an eil ouz egile, a deuaz aoun dez-ho. Kaout a reaz dez-ho oa c’hoant laerez digant-ho Relegou ho Zant. Laerez Relegou Sant Fransez !… Oh ! bikenn ! Euz a Asiz oa Fransez, e douar Asiz e chommche he Relegou. Kentoc’h mervel eged ho lezer da vont kuit… Piou a c’hoar, emez-ho, petra lavar an dud estrenn-ze an eil d’egile ?… Gand eun taol lagad ec’h en em glefchont : en em zastumm a rejont enn eur blokad enn dro d’an arched : kas a rejont diout-ho ar re a ioa var ho zro : Samma a rejont, enn eun taol, var ho diouskoaz, ar Relegou… Mont a rejont buan d’an Iliz, serri a rejont, var alc’houez an doriou var ho lerc’h ; p’ouent digoret, den ne c’hellaz gouzout e peleac’h oa kaset Relegou ar Zant : Den ne lavaraz grik, oll e chommchont mud.
Ar re o d’oa kuzet Relegou St Fransez a ieaz euz ar bed-man ep lavaret da zen e pe leac’h o d’oa ho lakeat. Gouzout a rea an oll edont enn Iliz nevez savet var Greac’h an ifern, breman Kreac’h ar Baradoz ; mez e pe leac’h euz an Iliz-se edont ? Den n’her gouie. An traou a jommaz evelse epad var dro c’houeac’h kant vloaz.
Er bloaz 1848, enn hon amzer-ni, evel a velit, Hon Tad Santel Pi VII a lezaz bugale St Fransez da furcha azindan Aoter-vraz Iliz Kreac’h ar Baradoz, evit klask Relegou ho Zad. Ar furcha-ze a oue great ep lavaret ger da zen, e kuz, epad diou nozvez hag hanter kant. An oll a boanie hag a laboure goalc’h-kaloun. Goude beza toullet an douar, freuzet meur a damm moger, torret ha bruzunet n’oar den ped roc’h vraz, ec’h em gafchor dirak eur c’hrill houarn. Adre ar c’hrill-ze oa Relegou eun den enn eun arched mean. Kerkent ha ma oue digoret e teuaz euz an arched eur c’houez ker mad ma ne c’hell ket oll bokedou c’houez-mad an douar rei eun hevelep c’houez.
Dioc’htu m’oa kaset ar c’helou-ze dez-han, ar Pap a c’hourc’hemennaz da Eskibien Asiz, Nocera, Spolet, Perouz ha Foligno ober eun enklask var ar pez a ioa lavaret dez-han, sellet piz ouz kement tra a velchent, pe a viche disklerriet dez-ho, ha taoler evez ouz peptra evit gouzout hag ar Relegou-ze a ioa e guirionez Relegou St Fransez. An Eskibien a reaz ho enklask gand ar brasa lealded. Kredi a reant dirak Doue, dioc’h m’o d’oa guelet ha klevet, oa ar Relegou-ze Relegou St Fransez, hag hen disklerria a rejont d’ar Pap.
Ne oue ket avoalac’h an dra-ze c’hoaz. Hon Tad Santel Pi VII a hanvaz Kardinaled ha Theolojianed euz ar re zesketta, da zellet pisa ma c’helchent ouz kement tra o d’oa lavaret an Eskibien, ha da velet ha n’oant ket faziet enn eun tu bennag. Ar Gardinaled hag an Theolojianed, goude beza great d’ho zro dirak Doue, ar pez a ioa gourc’hemennet dez-ho, a zisklerriaz, oa guir penn-da-benn ar pez o d’oa lavaret an Eskibien.
Setu perag d’ar bemp a viz kerzu, er bloaz 1820, Hon Tad Santel, enn hano an Iliz, enn hano J.-K., m’eman enn he leac’h var an douar, ne c’hell na fazia na beza faziet, a zisklerriaz evel guirion eo Relegou St Fransez, ar Relegou kavet dindan Aoter vraz an Iliz a ioa savet var Greac’h ar Baradoz.