Buez St Fransez a Asiz - XI
Fransez evel eur Grusifi beo. — Dall put. — He brezegennou. — He glenved e St-Damien. — He vennoz d’he Vreudeur. — Fransez e Sienn. — E Korton. Distro da Asiz. — E ti an A. n’Eskop. — Kan ar maro. — Distro da gouent Stez-Mari. — Lizer da Jakelin Settisoli. — Aliou diveza ar Zant. — Bernard Kuintaval. — Fransez var an douar noaz. — He guzuliou diveza. — He varo. — Burzudou.
oude gouel Mikeal, euz ar bloaz 1224,
he goraiz achu, Fransez a ziskennaz
divar menez Alvern, hag a deuaz d’ar
Porsionkul, da gouent Stez-Mari-an-Elez.
Oc’h her guelet ec’h en em gaout enn ho
zouez, ar Breudeur a jommaz sebezet o
sellet out-han. Kaout a rea dez-ho guelet
dirak ho daoulagad eur grusifi beo. Ar
gouliou a ioa enn he dreid, enn he
zaouarn hag enn he gostez a rea dez-han
eur boan vraz, eur boan a bade noz-deiz,
hag a uze he iec’hed. Deuet oa kenn treud ma n’oa anez-han nemed ar c’hroc’henn
hag an eskorn. Henvel oa ouz eun
den dalc’het dek vloaz, gand eur c’hlenved
hir, var eur gouele a boan hag a
ankenn.
Mez mar d’oa klan he gorf, he ene a ioa enn eul levenez an dudiusa. Doue a lakea he galoun da deuzi dre ar garantez a ioa enn-hi evit-han, evel pa lavarfenn d’eoc’h, e teuz eun tamm koar dirak eun tantad tan. « O va Doue, a lavare, tennit ac’hanounn euz ar bed-man… Chachit ac’hanounn d’ho kaout ; stagit ac’hanounn ouzoc’h, rak ne garan nemedoc’h. Me fell dign mervel devet gant ho karantez… O va Jesuz, maro evidomp, me fell dign mervel, o starda va a c’haloun ouz hoc’h hini… » Ha daelou puill a zivere euz he zaoulagad, rak ar garantez a laka vouela kerkouls hag ar boan.
Pell a ioa, a fors da vouela, daoulagad Hor Zant a ioa deuet da denvallaat hag he veled da verraat. He Vreudeur o velet kementse a c’halvaz eur medisin d’he gaout. Heman a zisklerriaz e teuche Fransez da veza dall ma kendalc’hche da vouela : Hogen ar Zant, pa zelle ouc’h eur grusifi, n’oa ket evit miret da skuilla eur mor a zaelou. Setu perak ar medisin a zifennaz out-han chomm da zellet ouz krusifi ebed dindan boan da veza dall put.
— Oh ! nann, nann, eme Fransez : bikenn… bikenn… N’ounn ket evit ober an dra-ze. Kentoc’h beza dall eged chomm ep sellet ouc’h Hor Zalver maro var ar groaz dre garantez evidomp.
Ha setu perak ne zaleaz ket da veza dall. An oll boaniou-ze ne virent ket out-han da zonjal euz kalz a dud dre ar bed hag a deu da goll ho eneou. Epad he vuez en d’oa lakeat he oll c’halloud da zistrei ar bec’herrien divar an hent fall : breman, evit-han da veza klan, ne ket evit miret ouc’h he dech. Mont a ra er meaz euz a gouent Stez-Mari da redet, ha da brezek dre ar vro. Pa lavaran da redet dre ar vro, ne lavaran ket mad, rak ne d’ea ket var droad abalamour d’ar gouliou a ioa enn he dreid, hag ive abalamour ne c’helle ket guelet he hent, pa z’eo guir ne vele berad. Var eun azenn e veze lakeat, hag evelse e z’ea euz an eil bourk d’egile. He zermoun ne veze ket hir : ne lavare nemed an dra-man : « J.-K., va c’harantez, a zo bet staget ouz ar groaz ! » Ar c’homzou-ze a zo berr, mez lavaret, evel m’her grea ar Zant, gant eur garantez a dan, e z’eant betek goueled kaloun an oll. Hag ouc’h penn c’hoaz, burzudou a bep seurt a rea, dre ma z’ea, kement ha kement ma tirede an dud var he lerc’h, ha ma lakea ar re vad d’en em starda muioc’h-mui ouz Doue, hag ar re fall da zistrei out-han.
Mez siouaz ! ne c’hellaz ket padout pell da brezek er c’hiz-se : red e oue dez-han ehana. Douget e oue d’eun tamm kamprik disterr, e kichenn Iliz St-Damien, el leac’h m’edo Klara gand he c’hoarezed. Ar re-man eo a derke al louzeier a viche red rei dez-han. Eno e chommaz daou-ugent dervez gant ar Breudeur Mase, Rufin ha Leon. Goudeze e tistroaz da Asiz, da balez an A. n’Eskop.
Dalc’het var he vele gand ar c’hlen ved, p’eo guir ne c’helle ket mont da brezek, e roe da vianna kentelliou ha kuzuliou mad da gement hini a deue d’he gaout. Pa deue eur Breur bennag, hag a veze e poan, e komze out-han ker kalounek, e lavare dez-han traou ker brao, ma teue enn eun taol d’hen diglac’hari ha da lakaat laouen he galoun. D’ar Breudeur a ioa e pell bro, e lakea skriva lizeri euz ar re vella, hag enn-ho e komze, evel ma c’hell eur Zant epken komz, euz a Zakramant an Aoter, el leac’h m’eman korf ha goad Hor Zalver.
D’an nevez amzer euz ar bloaz 1226, ar Breur Eli hag ar Breudeur-all euz a gouent Stez-Mari, a aliaz ar Zant da vont da gear Sienn, el leac’h m’oa iac’hoc’h an amzer, el leac’h m’oa medisined anaoudek a c’hellche digas nerz dez-han, ha marteze zoken rei dez-han ar gueled. Mez siouaz ! falloc’h-falla ne d’ea ken, hag e kave d’an oll edo o vont da vervel. Ar Breudeur en em vodaz en dro dez-han en eur lavaret, e kreiz ho daelou : « O Tad, roit d’eomp ho pennoz d’eomp-ni, ha da gement hini a zo enn Urz oc’h euz savet. »
O klevet ar goulenn-ze ar Zant a c’halvaz ar Breur Beneat Piratro, ar belek a lavare an ofern dira-z-han, hag a veze var he dro epad he glenved, hag e lavaraz dez-han : « Belek Doue, skrivit ar bennoz a roan da gement hini a zo herrio enn Urz, ha da gement hini a deuio enn-han betek fin ar bed. Ne c’hellan ket komz pell, rak fall oun. Ar pez am euz c’hoant, ar pez a fell dign a ve miret gand an oll, evel va ger diveza, eo an dra-man : Ra deuio va Breudeur d’en em garet an eil egile evel m’emeuz karet anez-ho, evel m’ho c’haran herrio ! Ra jommint atao da veva er baourentez ar vrasa, ha ra na deuint ket d’he dilezel ! Ra jommint atao stag ouc’h Hor Mamm Zantel an Iliz, ha ra zentint ouz an Eskibien hag ouz ar Veleien a zo a du gand an Iliz a Roum Ra vezint oll binniget gand an Tad, ar Map hag ar Spered-Santel. »
Evelato eur vellaen a deuaz d’ar Zant. Ar Breur Eli a gavaz dez-han oa mad her c’has enn eur gear all, el leac’h ma viche guelloc’h ear. Lakaat a reaz her c’has da gear Korton. Hogen ar Breur Eli a ioa ginidig euz ar gear-ze.
Lavaret d’eoc’h pegement a dud a deuaz da ziambrouk ar paour keaz Fransez ne ket eaz. Lavaret d’eoc’h pegement a henor a oue great dez-han er gear-ze a zo diesoc’h c’hoaz ; rak kerent ar Breur Eli a ioa er penn kenta euz a dud Korton. C’hoant o d’oa da ziskouez pegement a zoujanz o d’oa evit eun den hag a ioa eat ar brud anez-han dre bevar c’horn ar vro, abalamour d’he furnez ha d’he zantelez. Pep tra a oue ive-ta great evit digas ar iec’hed d’ar Zant. Poan gollet, Siouaz ! E leac’h guellaat e z’ea var fallaat. Setu perag e c’houlennaz beza digaset da Asiz.
Pa glevaz tud Asiz oa erru Fransez d’ho c’hear o deoue eul levenez vraz. Evel eur gouel oue an dervez-se evit-ho. Evel ma z’a tud ar bed, tud ar renk huel, kerkouls hag an dud a renk dister, var an hent, da veuli eur Roue pe eun Impalaer, o tistrei euz ar brezel, soun ar c’hounit kanet enn dro dez-han, hag ar bod lore enn he zourn, evelse e oue digemeret Fransez e kear Asiz. Fransez n’oa na Roue nag Impalaer, Fransez n’en d’oa ket eun diner toull var he hano, n’oa ket dez-han zoken ar zae vezer-groz a ioa var he gein, rak bet en d’oa anez-hi enn aluzenn ; mez Fransez a deue da Asiz brudet dre he zantelez, dre ar vad a rea d’an oll el leac’h ma tremene, dre ar burzudou a skuille hag a hade var he hent. Paour oa ervez ar bed, mez pinvidik oa dirak Doue, ha tud Asiz a gave oa dlect dez-ho ober dez-han an enoriou a reor, er bed-man d’ar re a zo enn huella kargou. Guelit petra eo ar zantelez !
Eskop Asiz a falvezaz dez-han kaout Fransez enn he di, enn he Eskopti, hag entent he unan out-han. Eno ar Breudeur-bian a c’helle mont d’he gaout p’o deveze c’hoant, goulenn he guzuliou ha klevet he aliou. Hag evit guir, noz-deiz e vezent enn dro dez-han. Nec’het ha glac’haret oll oant ouz her guelet ker klan. Piou, a lavarent etrez-ho, a deuio da gas enn dro hon Urz ker kouls ha ma rea Fransez, ker karet gand Doue ? Hag ar Zant a lavare dez ho petra dlie beza rener eun Urz evel an hini en d’oa savet, ep sonjal ne lavare netra nemed ar pez en d’oa great he unan. Pe genn izel ec’h en em lakea !
Var he vele a boan, ne ankounac’heaz ket Stez Klara hag he C’hoarezed. Kas a reaz dez-ho he aliou hag he gentelliou diveza, en eur lavaret her guelchent eur veach c’hoaz araok kuitaat ar bed-man. Bremaik e velimp penaoz her guelchont. Oll boaniou he glenved ne lakeant ket he spered da blega. Lavaret a rea : « Bennoz em euz da lavaret d’eoc’h, o va Doue, evit ar poaniou a zigasit dign breman. Pedi a ran ac’hanoc’h, o va Zalver, da greski anez-ho kant gueach muioc’h c’hoaz, mar gra an dra-ze plujadur d’eoc’h. C’hoant em euz dreist pep tra ne deufac’h ket d’em espern e nep giz. Ober ar pez a fell d’eoc’h, setu ar pez a fell dign. »
Eun dervez ar medisin a deuaz da zisklerria dez-han e tostea he heur diveza. Ar Zant o klevet ar c’helou-ze, a deuaz da veza kel laouen ma lakeaz kana, ha ma kanaz he unan gand ar Breudeur all, eur c’hantik en d’oa savet a ziagent, en eur lakaat enn-han var an taol, eur c’houblad evit ar maro ha hanve he c’hoar.
Ar breur Eli a gavaz abek e kement-se hag a lavaraz dez-han tevel, rak rei goall skouer n’oa ken an dra-ze da zervicherrien an Eskop, ha d’an dud all a deue d’an Eskopti. « Va Breur, eme ar Zant, lezit ac’hanounn da veza laouen gand va Zalver, ha da drugarekaat anez-han abalamour ma z’eo kenn dinec’h va ene o vont dira-z-han. Doue a zo bet ker mad em c’henver m’eo stag va ene out-han, ha m’am euz mall da vont d’he gaout. Lezit ac’hanounn ive-ta da veza laouen, ha da ziskouez, dre va c’han, d’an oll, va laouenedigez o klevet ar pez a zo lavaret dign, e z’ign abarz nemeur d’he velet d’ar bed all. »
Evelato eur c’hoant a ioa e kaloun ar Zant, mez eur c’hoant ha n’oa ket pec’hed. C’hoant en d’oa da vont da vervel d’ar Porsionkul, da gouent Stez-Mari-an-Elez, el leac’h m’an d’oa savet he Urz. Eno en d’oa en em lakeat da zervicha an A. Doue evit mad, eno en d’oa c’hoant da denna he huanad diveza.
Ar pez a c’hoantea ar Zant a oue great. Kenn toc’hor oa n’oar ket evit her lakaat na var loan, nag e kar. Red e oue her lakaat var eul lastez gravaz, evel a zo herrio c’hoaz er c’herriou evit dougen an dud glazet d’ho c’hear pe d’an hospital. En em gavet var eun tammik tosenn, e kreiz ar gompezen a zo dirag kear Asiz, e lavaraz d’ar re hen douge chomm eur pennadik a za, ha trei anez-han varzu kear. Vouela a reaz eur pennadik o trei he zaoulagad e tu Asiz, evel pa velche anez-hi, rak gouzout a rit oa dall. Goudeze e roaz he vennoz dez-hi en eur lavaret : « Kear Asiz, ra viot binniget gand Hor Zalver, c’houi hag a zo ker stag a galoun ouz Doue ! Kals eneou a vezo saveteet enn-hoc’h, hag ive dreiz-hoc’h. Kals servicherrien Doue a deuio da jomm enn-hoc’h, hag euz ho tud kals a ielo d’ar Baradoz. »
Kear Asiz a oue anaoudek e kenver ar Zant. Lakeat e d’euz sevel eur Chapell var an tammik torgenn m’edo varn-hi, pa roe dez-hi he vennoz, ha, var ar mean a zo azioc’h an or-dal, eo skrivet, herrio, c’hoaz, ar c’homzou emaoun o paouez lavaret d’eoc’h.
En em gavet e kouent Stez-Mari, Fransez en em roaz d’ar bedenn gand muioc’h a erder c’hoaz, mar gellor hen ober, evit en em lakaat e doare da vont guelloc’h. c’hoaz dirak Doue.
E kreiz he bedennou e teuaz da sonj dez-han euz ar gristenez vad a ioa e Roum, hag hen digemere, en hag he vreudeur, gand kement a garantez, bep tro ma z’eant d’ar gear-ze. Komzet emeuz d’eoc’h c’hoaz euz ar gristenez vad-se a ioa he hano Jakelin Settisoli. Eun dervez-ta e c’halvaz unan euz he Vreudeur hag e lavaraz dez-han : « Va Breur, gouzout a rit peger kalounek e vezemp oll, c’houi kerkouls ha me, digemeret e Roum gand ar c’hreg santel Jakelin Settisoli. Me gaf dign e rafe plujadur gant-hi klevet euz va c’helou. Skrivit ie-ta dez-hi, ha lavarit dez-hi, digas dign eun tamm mezer, liou al ludu, da ober eur zae. Lavarit dez-hi c’hoaz digas gant-hi eur gouign, hag a reor mortalore anez-hi e Roum, hag a zo great gand alamandez, mel, pepr, holenn ha traou all c’hoaz, hag a gaven ker mad a ziagent. »
Ar pez a c’houlenne ar Zant a oue
great. Hogen, epad m’edor o klask eur
Breur da vont da gas al lizer da Roum, e
klefchor skei var dor ar gouent. Mont a
rejor da velet piou a skoe ; ha, kenta tiz
a oue, oue guelet Jakelin Settisoli e tal
toull an or. Deuet oa euz a Roum buanna
ma c’helle. Mont a rejor da lavaret d’ar
Zant oa deuet d’he velet Jakelin hag he
map, ha kals traou gant-ho.
Maouez ebed ne c’helle lakaat he zreid er gouent, hennez oa Urz ar reolenn. Abalamour da-ze e oue goulennet digant-han petra viche great e kenver Jakelin. « N’hor ket, eme Fransez, heulia ar reolenn, var ar poent-man, e kenver eur c’hreg hag a zo deuet a geid all, gand kement a boan hag a skuizder, hag a ziskouez eur feiz ker krenv. » Jakelin a ieaz ive-ta er gouent, hag en em gavet dirag ar Zant ne rea nemed vouela… Dre eur burzud euz ar re vrasa, deuet oa gant-hi eun tamm mezer, liou al ludu, evit ober eur zae, ha kement tra all a ioa merket var al lizer evel pa viche en em gavet gant-hi.
Setu aman petra gountaz : « Va Breudeur, epad m’edon o pedi eur vouez a lavaraz dign : Savit divar bennou ho taoulin, hag it betek Fransez da gouent Stez Mari : It buan ha na zaleit e nebleac’h, rak ma taleit ber c’hafot maro p’en em gafot. Kasit dez-han mezer evit ober eur zae, ha traou evit ober eur gouign hag a gaf mad. Kasit ganeoc’h c’hoaz koar avoalac’h da ober kals pilejou, hag ouc’hpenn eur vozad ezanz. » Evel a ouzoc’h an traou-ze a ioa oll merket var al lizer nemed an ezanz n’oa hano ebed anez-han. Gueach all, Doue en d’oa digaset, a vro Sao-Heol da Vethleem, tri Roue da ginnik d’ar Mabik-bian aour, ezanz ha myrr, ha ne ket en ive en d’oa digaset ar vaouez santel-man euz a Roum da gouent Stez-Mari gand kement tra a ioa red evit sebelia Fransez, he vignoun muia karet ?
Jakelin a derkaz guella ma c’hellaz al lastez kouign a gave ker mad ar Zant a ziaraok. Siouaz ! ne c’hellaz nemed tanva epken, rak n’en doa nemed fallaenn var fallaenn. Teuzi a reaz ive ar c’hoar a ioa deuet gant-hi evit ober pilejou da lakaat dirag korf ar Zant goude he varo. Ar Breudeur a reaz eur zae euz ar mezer e d’oa digaset, ha Fransez o c’hourc’hemennaz he griad eun dro d’he gorf evit mont d’ar bez.
An traou-man a c’hoarveze d’ar guener, 2 a viz here. Antronoz vintin, e roaz he vennoz d’he oll Vreudeur, d’ar re a ioa e kouent Stez-Mari kerkouls ha d’ar re all a ioa o prezek, hag o rei skouer-vad dre bevar c’horn ar bed. Lakaat a reaz skriva d’ar re-man kaout atao an doujanz ar vrasa evit Sakramant an Aoter, el leac’h m’eman korf ha goad Hor Zalver J.-K. Meur a veach en d’oa gourc’hemennet an doujanz-se, mez breman p’eman o vont euz ar bed-man, hel lavar gand muioc’h a nerz c’hoaz. — Lavaret a ra dez-ho ive plega da gement tra a blijo d’an Eskibien gourc’hemenn dez-ho, ha senti ouz ar veleien a zo e penn pep parrez. Goudeze e ped stard an oll da zerc’hell mad d’ar reolenn, ha, pa vezo red, da c’hounit ho boued divar bouez poan ho divreac’h. Dreist pep-tra, e c’hourc’hemenn d’an oll chomm atao a du gand Hor Mamm Zantel an Iliz, ha diouall da vont a enep Hon T. S. ar Pap, n’euz forz petra zisklierche.
Goude beza lakeat skriva al lizer-ze e c’houlennaz E peleac’h eman va map hena, Bernard Kuintaval ? Heman, o veza deuet d’he gaout e lavaraz dez-han : « Tostait ouzign, va map, ma roign d’eoc’h va bennoz araok mervel. » Neuze, en eur lakaat he zourn var benn Bernard a ioa var bennou he zaoulin, e lavaraz : « Ra deuio Tad Hor Zalver da skuilla varnoc’h an oll vennoziou en euz skuillet varnomp dre he Vap ! C’houi eo ar c’henta a zo deuet enn Urz-man evit beva ervez kentelliou an Aviel, er baourentez ar vrasa. Madou braz o poa var an douar, ho guerzet oc’h euz evit rei an arc’hant d’ar paour: ha goudeze oc’h en em roet oc’h unan da Zoue. Ra viot binniget gand Jesuz Hor Zalver, ha gan-en me ! Ra viot binniget pa jommoc’h er gouent-man, ha pa z’eot er meaz anez-hi, pa viot kousket kerkouls ha pa viot dihun ! Ra viot binniget epad ho puez hag enn heur euz ho maro ! Bezit araog an oll Vreudeur ha ra deuint oll da zenti ouzoc’h ! Ra vezo digemeret mad enn Urz ar re a blijo ganeoc’h da zigemer, ha ra z’aint er meaz euz an Urz ar re a blijo d’eoc’h da gas kuit ! »
Unan euz ar Breudeur a skrivaz ar c’homzou-ze : Bernard n’oa evit lavaret ger, ne rea nemed difronkal. Mont a reaz enn eur c’hougn euz ar gampr evit gellout vouela a voalc’h kaloun. Neuze ar Zant a lavaraz d’ar Breudeur all : « Me fell dign, hag her gourc’hemenn a ran, kement ha ma c’hellan hen ober, d’an oll Vreudeur, kerkouls d’ar re a zo e karg evel d’ar re all, kaout evit Bernard an doujanz o d’euz bet evidounn va unan. Nebeut ac’hanoc’h a c’hoar peger santel, eo ar breur-man : An diaoul ne ehan d’hen taga noz-deiz hag e pep giz : mez ne deuio ket a benn euz he daol. Gand graz Doue Bernard a vezo treac’h dez-han, hag e vezo goudeze lezet e peoc’h. »
Goudeze e c’hourc’hemennaz d’an oll Vreudeur, adalek ar re huella e karg beteg ar re izella, chomm atao e Porsionkul, e kouent Ste-Mari-an-Elez, el leac’h m’oa savet an Urz.
Tostaat a rea heur diveza Fransez. N’en d’oa mui nemed eun nebeudik amzer da jomm var an douar. Pedi hag aspedi a reaz he Vreudeur da lammet digant-han he zae ha d’her lakaat var an douar noaz. Gourvezet er c’hiz-se, savet he zaoulagad varzu an env evel pa velche ar Baradoz digor, ha Doue enn he c’hloar, ar Verc’hez hag an Elez enn dro dez-han, ec’h astennaz he zourn kleiz var he gostez deou evit kuzet he c’houli, hag e lavaraz d’he Vreudeur : « Evidom-me em euz great ervez va galloud : Breman c’houi, grit ar pez a lavaro J.-K. d’eoc’h da ober. » Den ne oue evit lavaret ger : daelou puill a zirede a zaoulagad an oll. Evelato ar Breur a veze peurvuia enn dro dez-han, a velaz, o sellet out-han, en d’oa c’hoant euz a eun dra bennag c’hoaz : divinout a reaz petra oa. Mont a reaz da gerc’hat eur zae hag eur gordenn, hag ho roaz da baour J.-K. en eur lavaret : « Presta a ran d’eoc’h an dillad-man, evel da eur paour ; ha c’houi kemerit anez-ho abalamour ma tleit senti. » O klevet ar c’homzou-ze, ar Zant a reaz evel eur vousc’hoarzin a laouenedigez paour en d’oa bevet, paour ez’ea euz ar bed-man pa z’eo guir an dillad a ioa enn he gerc’henn n’oant ket zoken dez-han.
A benn eur pennad e c’hellaz c’hoaz lavaret eur gomz bennag, hag adarre e pede he Vreudeur da zerc’hell mad d’ar baourentez, ha da veza sentuz ouc’h kement tra a c’hourc’hementche Hor Mamm Santel an Iliz ; hag en eur zevel he zivreac’h e kroaz : « Kenavezo, va bugale ; en em grenvait an eil egile e doujanz Doue, ha dalc’hit mad d’ar reolenn. An diaoulou a iud e goeled an ifern o velet ar mad hon euz great hag ar vad hon euz c’hoant da ober. Erru int d’ho taga, da ober brezel d’eoc’h harpit out-ho. Euruz ar re o devezo harpet. Evidom-me a ia da gaout an A. Doue hag ho laka etre he zaouarn. »
Semplaat atao a rea. Lakaat a reaz lenn dez-han histor pasion Hor Zalver, ervez an abostol St Iann. P’oue achu e kroazaz he zaouarn var he stomok en eur bedi lenn dez-han ar Psalm unan ha seiz uguent. — 141 — He unan e lavare ive gand ar Breudeur, dindan evor, guella ma c’helle. En eur lavaret ar c’homzou-man : « Tennit va ene euz he frizoun, ma z’ign d’ar Baradoz da gana ho kloar ; setu an eneou euruz o c’hedal ho parnedigez varnounn, » e tennaz he huanad diveza, hag he ene a nijaz da gaout Doue d’he Varadoz.
He varo a c’hoarvezaz enn noz euz ar zadorn, 3, d’ar zul 4 a viz here, da eun heur dioc’h ar mintin, euz ar bloaz 1226, d’ar pemped bloaz ha daou ugent euz he oad, an ugentved goude m’an doa kuiteat ar bed, an triouec’hved abaoue m’an d’oa savet Urz ar Breudeur-bian.
P’edo Fransez o tenna he huanad diveza, eur vandenn laboused a deuaz da c’hournijal enn dro da gouent Stez-Mari, ha da blafa var an doen en eur richounat, evel pa vichent elez diskennet euz an env da gerc’het ar Zant da vont d’ar Baradoz.
Ar Breur Augustina ioa o chomm pell dioc’h kouent Stez-Mari, hag enn heur m’edo Fransez o vervel, her guelaz o sevel d’an env azindan furm eur steredenn lugernuz.
An A. Guido, eskop Asiz, a ioa d’an noz ma varve ar Zant, e kear Benevent, o tistrei euz a venez Gargan. Fransez en em ziskouezaz dez-han en eur lavaret : « Kuitaat a ran ar bed evit mont da gaout Jesuz, da jomm gant-han atao… »
E meur a leac’h all c’hoaz, ha ve re hir kounta aman, Fransez en em ziskouezaz d’he Vreudeur p’edo he ene o tispartia dioc’h he gorf.