Buez St Fransez a Asiz - X
Fransez var menez Alvern. — Pevar dra disklerriet gand Doue. — Ar Breur Leon dizent. — Ar guir joa. — Ar Brevier. — Fransez hag an diaoul. — Gouliou St Fransez. Ar Breur sklerijennet. — Gouli e gostez anavezet. — Klenved var ar chatal. — Barrou kazarc’h. — E kreiz an erc’h. — Burzud ar Gouliou anavezet gand an Iliz.
iarc’henn ha dilerou, Fransez hag ar
Breur Leon a ieaz euz a Zantez-Mari
da gouent menez Alvern. Kals a boan o
d’eoue, an daou vanac’h, oc’h ober eur
veach ken hir ha ken diez. Bale a rankent
dre ar vein, a-dreuz an drez hag ar
spern, rak menez Alvern a ioa enn eur
vro c’houez, sounn, ha n’oa hent ebed
evit sevel var he c’horre. Nag a boan en
d’eoue ive-ta ar Zant evit sevel betek
eno, en, ken uzed he gorf hag he iec’hed !
Mez tan ar garantez a ioa enn he galoun,
hag a roe nerz dez-han.
Kerkent ha m’oue en em gavet ec’h en em dennaz enn he doullik kambr. Ne felle dez-han den var he dro nemed ar Breur Leon, he vignoun, an hini ma c’houlenne kuzul digant-han pa veze eun tammik nec’het, an hini a veze peurvuia gant-han enn hent, he dad konfesour, evel em euz lavaret d’eoc’h araok breman. Eno e tremene he amzer o pedi hag o komz ouz Doue. Aliez he spered ne veze ket var an douar tan karantez Doue a zeve kement he galoun ma veze savet enn env evit komz out-han : ha Doue en euz disklerriet dez-han meur a veach traou burzuduz.
Eun dervez e c’halvaz ar Breur Leon hag e lavaraz dez-han : « Breur Leon, Doue en euz diskuillet dign pevar zra. 1° Ar genta, e pado hon Urz betek fin ar bed. — 2° An eil, ar re o devezo eur guir garantez evit hon Urz, hag hor breudeur, o devezo, da heur ho maro, keuz ha glac’har d’ho fec’hejou hag ar pardoun euz anez-ho. — 3° An drede, ar re a hegaso hag a raio brezel d’hon Urz a varvo abarz nemeur ma ne reont ket a binijenn. — 4° Ar breudeur euz hon Urz a deuio da zilezer ar reolenn ha da veva e stad a bec’hed ne jommint ket enn hon touez. Unan a zaou a raint : pe e kofesaint ho fec’hejou hag e tistroint var an hent mad, pe, ne raint ket, ha neuze e vezint kaset kuit. »
Doue en d’oa diskuillet an traou-ze da Fransez abalamour d’he bedennou, d’he binijennou, hag ive abalamour ma veve distag dioc’h oll draou ar bed-man. Ne felle dez-han kaozeal nemed gand Doue hagout-han epken. Gourc’hemenn mad en d’oa great da Leon miret ouz den ebed da vont var he dro, hag ar Breur Leon a ioa sentuz. Eur veach epken oa chommet dizent, ha me a ia da gounta d’eoc’h penaoz.
An dra-man a ioa er penn kenta euz an Urz. Eun dervez edo Fransez ha Leon ho veaji. N’oa leor ebed gant-ho evit lavaret ar pedennou a rank ar veleien da lavaret bemdez, ha koulskoude oa deuet an heur. « Breur Leon, eme Fransez, n’hon euz leor ebed evit lavaret ar pedennou merket Evelato eo red d’eomp kana meuleudiou da Zoue. Setu aman penaoz e raimp me a lavaro : Breur Fransez, kement a bec’hejou oc’h euz great, ma tlefac’h beza stlapet e puns an ifern. — Ha c’houi, Breur Leon, a respounto : Ia, e kreiz tan an a ifern e tlefac’h beza o tevi. »
Breur Leon, evel eur c’hraouadurik, a lavaraz : « Ia, a galoun vad e rign an dra-ze. » — Mez e leac’h respount evel m’en d’oa lavaret Fransez dez-han ober, Leon a respountaz : « Doue a lakaio ac’hanoc’h da ober kement a vad ma z’eot d’ar Baradoz. »
Ar Zant her skandalaz. « Ne ket evel-se eo d’eoc’h da ober, Breur Leon. Pa livirign : O Breur Fransez, kement a draou oc’h euz great a enep Doue, ma tlefe rei d’eoc’h he valloz, lavarit : Ia, c’houi a dlefe beza milliget. » — Leon a respountaz : « O Breur Fransez, Doue en devezo truez ouzoc’h hag e viot er renk huella e touez ar re euruz. »
Neuze ar Zant evel pa viche eun tamm
drouk enn-han : « Petra, Breur Leon,
divez avoalac’h oc’h evit mont a enep
ar reolenn a lavar e rankor senti atao
ouz an Tad a zo e penn an Urz, hag o
respount ken aliez dishenvel dioc’h ar
pez am euz gourc’hemennet d’eoc’h ? »
— Tad keaz, eme Leon, Doue a c’hoar em oa c’hoant avoalac’h da lavaret ar pez a c’hourc’hemennac’h dign.
— Enn dro-man da viana, respountit evel ma livirign d’eoc’h. Me a lavaro : « O Fransez, denik dister, ha mad da netra, kaout a ra d’eoc’h evit mad en devezo Doue truez ouzoc’h ? Ha c’houi a lavaro ar memez tra var va lerc’h. » — Leon a respountaz : « Doue en devezo truez ouzoc’h, da doriou ar Baradoz a vezo digor-braz evit ho tigemeret, rak an nep en em izella a vezo huelleat. N’ounn ket evit respount nemed evelse, rak Doue he unan eo a gomz dre va ginou. »
Pa z’eo guir euz hano ganeomp euz ar Breur Leon, setu aman eun dra all divar he benn hag a ziskouezo d’eoc’h pegement a garantez a ioa e kaloun Fransez evit J.-K. Goude beza lennet an dra-man ne vioc’h ket souezet o klevet ar pez a zo c’hoarvezet var menez Alvern.
Eun dervez edo Fransez ha Leon o tont ho daou euz a gear Perouz da gouent Stez-Mari-an-Elez. Kazarc’h ha dour-erc’h a goueze bep eil var ho c’hein : ien kenan oa an amzer. Eur pennad a ioa edont enn hent ha n’oa ger ebed etrez-ho. Enn eun taol, Fransez a lavaraz : « Oh ! ma lakafe an A. Doue ar Breudeur-bian da rei d’ar bed oll ar skouer euz ar brasa santelez ! Hag an dra-ze a ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Eur pennadik larkoc’h : « O Leon, ma velfemp ar Breudeur-bian o rei ar gueled d’ar re zall, ar gomz d’ar re vud, ar bale d’ar re gamm, ar vuez d’ar re varo, ha kementse a ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Eun tammik pelloc’h : « Ma oufe ar Breudeur-bian kement iez a gomzer dre ar bed, mar gelfent ober skol var an oll skiantchou, mar gelfent lavaret an amzer da zont, mar gelfent lenn e kaloun pep den, hag eno e ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Eun tammik larkoc’h c’hoaz : « O Breur Leon, oanik Doue, ma teufe ar Breudeur-bian da sklerijenna speret an oll dud divadez, ha d’ho lakaat da veza kristenien, hag eno e ve ar guir joa evidomp ? Nann. »
Fransez a gendalc’haz eur maread amzer da gomz evelse. Evelato a benn eur pennad, Leon, souezet ouz he glevet, a lavaraz « Tad, me ho ped, enn hano Doue, lavarit dign e peleac’h eman ar guir joa. »
Setu aman, eme ar Zant. « P’en em gavimp e Stez-Mari, gleb-dour-teil, skournet gant ar riou ; pa skoimp var an or da c’houlenn digor ; ma lavar ar porcher d’eomp : c’houi n’hoc’h nemed daou zen didalvez, daou c’hallouper-poullou, deuet da laerez aluzenn ar paour ; ha ma lez ac’hanomp epad an noz da loja er meaz, var ar skourn hag e kreiz an erc’h, mar gouzan vomp an dra-ze ep en em glemm, en eur veuli Doue abalamour ma tlie rei muioc’h a boan d’eomp c’hoaz, setu eno ar guir joa. — Ha ma teufe ar riou hag an naoun d’hon digas adarre da gichenn an or ; ma teufe neuze ar porcher er meaz euz ar gouent, eur vaz teo gant-han enn he zour, da rei d’eomp bep a roustad bac’hadou, mar sko kement varnomp ma vezo hor c’horf bronduet ha goloet a c’houliou zoken, neuze mar gouzavomp an dra-ze er guel a Zoue, evit hol lodenn euz ar poaniou en euz gouzanvet J.-K., setu eno, Breur Leon, oanik Doue, setu eno ar guir joa. Kredit ac’hanounn, rak ar c’haerra tra a oufemp da ober eo en em drec’hi hon unan ha gouzaon pep tra dre garantez evit Doue. »
Goude beza klevet komzou evelse, ha souezet e viot o velet ar burzud braz a ia da c’hoarvezout var menez Alvern ?
Lavaret em euz d’eoc’h oa gourc’hemennet d’ar Breur Leon miret ouz den ebed mont da zirenka ar Zant enn he doullik kambr : n’en d’oa da ober nemed lakaat bemdez, dioc’h an noz, eun tamm bara hag eur banne dour e kichenn an or. Da hanter noz avad, pa veze deuet ar poent da lavaret ar Matinezou, e tlie dont d’her c’hemenn dez-han en eur lavaret, a vouez huel, ar c’homzou kenta-man euz ar Brevier : Domine labia mea aperies : — Aoutrou, c’houi a zigoro va muzellou. — Ma respounte ar Zant : Et os meum annuntiabit laudem tuam : ha va zeod a zisklerrio ho meuleudiou, neuze Leon a iea enn tammik kamkr evit lavaret he Vrevier gant-han. Mez ma chommche ep lavaret ger, ez’ ea da japell ar gouent da lavaret he ofisou gand ar breudeur all, ar pez a c’hoarveze aliez ; rak Fransez a veze dalc’h-mad e spered douget gand Doue d’an env.
Evelato kaer en d’oa ar Zant pedi, ne c’helle ket tec’het araok ar brezel a rea dez-ban ar brasa enebour en deuz ar c’hristen var an douar. An diaoul, eme St Per, a zo bemdez ha bep noz, o troidellat enn dro d’eomp, o klask unan bennag da lonnka, ha Fransez ne oue ket muioc’h espernet gant-han eged ar re all : Ne oue ket kement zoken marteze.
Betek hen, n’em euz lavaret nemed nebeut a dra d’eoc’h divar benn ar brezel en deuz bet Fransez hed he vuez, gand an drouk-spered, rak neuze em biche ranket kounta d’eoc’h he vuez, heur da heur. An diaoul ne ket diviner, ne vel ket larkoc’h eged omp-ni enn amzer da zont ; evelato, o velet an Urz en d’oa diazezet Fransez var eur mean ker stard, ep beza diviner, oa eaz dez-han gouzout e teuche, ar re a iache enn Urz-se da enebi out-han betek ar maro, ha da viret out-han da jacha kement a eneou d’an ifern. Setu perak, n’euz forze peleac’h e veze, an diaoul a rea out-han eur zell a gorn, hen heskine, hag hen tage rusta ma c’helle.
Setu aman, ervez ar pez en euz skrivet Thomaz Celano, unan euz he ziskibien, tri bloaz goude maro ar Zant, ar pez a c’hoarveze aliez Dioc’h an noz pa z’ea Fransez d’he doullik kambr evit en em rei d’ar bedenn, an diaoul a iea var he lerc’h. He oll c’halloud a lakea da viret out-han da bedi, da gomz ouz Doue : hag, evel ma n’oa ket treac’h dez-han, e lamme varn-han, hag e veze klevet er gampr-se trouz evel a ra daou zen oc’h en em ganna. Avechou all e kroge enn he gollierou, hen heje a gleiz hag a zeou, hag adarre, evel ma n’oa ket evit dont a benn anez-han, her stiape diout-han evel ma stlapor eun dra pa vez drouk out-han. E kreiz an emgannou-ze gand an drouk-spered, e veze klevet o lavaret : « Astennit ho tiouaskell, o va Zalver, evit kuzet ac’hanounn, araok ar sperejou fall ne reont nemed komz dig enn hoc’h enep. » — Avechou all e krie : « Tec’hit divar var zro, drouk-sperejou fallakr ha gaouiaded : ne zentign ket ouzoc’h ; ne ran forz ac’hanoc’h. N’hoc’h evit ober dign nemed ar pez a blijo da Zoue en eo ho mestr kerkouls ha va hini-me. Mad, er guel a Zoue, me a c’houzanvo gand choa kement tra a blijo dez-han : bikenn n’e dign enn he enep, bikenn ne rign eun dra hag a rafe poan dez-han. »
O klevet komzou evelse an diaoul a ziskenne d’an ifern, me gred, da glask seiz diaoul all goasoc’h evit-han, evel ma lavar an Aviel, ha neuze ec’h en em daolent oll var ar paour keaz Sant. Skei a reant varnez-han a daoliou dourn, a daoliou treid, a daoliou baz, her pilat a reant d’an douar, hen treina a reant euz an eil penn d’egile enn he gambr… Kement e veze skoet varnez-han ma veze brevet he gorf, ha m’an deveze antronoz beac’h o chomm enn he za… Hag an traou-ze a c’hoarveze avechou aliesoc’h eged bemdez !
Setu aze buez Fransez abaoue m’an d’oa kujteat ar bed.
Savet var menez Alvern, ne oue ket muioc’h espernet gand an drouk-spered eged n’oa bet a ziagent. Goasoc’h zoken e oue taget gant-han. Eno aliez, a spered, e veze douget d’an env : mez a veac’h ma veze diskennet var an douar ma teue Satan da lavaret dez-han a bep seurt traou. Esaat a rea rei da gredi dez-han n’oa ar pez a vele hag a gleve gand Doue nemed huvreou eur penn direizet… Avechou, pa valee dre menez Alvern, ec’h en em gave var he hent, hag e lavare dez-han a bep seurt traou divalo… Avechou all e kemere furm eun den hag e roe skouer fall dez-han… N’ounn ket evit lavaret d’eoc’h kement giz fall a gemere an diaoul evit lakaat Fransez da falgalouni, da zilezer he Zoue ha da goueza er pec’hed, aoun em befe da zigas sonjou fall d’eoc’h enn ho spered. Ar pez a zo guir eo e kollaz an diaoul he boan hag he ioul. Fransez stag, ha stag mad ouc’h Jesuz, a anaveze he finesaou, he ardou, hag ho zrec’he bep taol. E kreiz an emgann, pa veze ar starta var-nez-han, e save he galoun varzu Doue, hag e pede : Goude an emgann ec’h en em strinke d’an daoulin evit trugarekaat Doue da veza roet dez-han ar gounid var he enebour, hag evit goulenn nerz nevez da vrezellekaat adarre pa viche red.
Hag ez’euz tud dre ar bed hag a deu d’en em glemm abalamour ma vezont avechou taget gand an drouk-spered ! Dalc’hit sonj mad ive-ta, kristen paour, eman atao an diaoul enn tu pe du o klask unan bennag da zamma, ha dalc’hit sonj ive ne vioc’h jamez dilezet gand Doue mar kirit en em arbedi out-han. Man euz bet kement da vrezellekaat, Fransez hag a veze savet dioc’h an douar varzu an env dre an nerz euz he garantez evit Doue, peger stard emgann na dleit-hu ket da gaout, c’houi hag a zo e kreiz trouz ar bed, ha kenn aliez e tro da bec’hi ? Evit kaout ar gounit var Zatan, evel hor Zant, n’oc’h euz nemed heulia aliou an Aviel a lavar d’eomp : Bezit atao var evez, ha pedit. Dalc’hit sonj ive eman erru marteze ar maro gand he vorzol da rei d’eoc’h an taol diveza. Ha neuze, mar emaoc’h e stad a bec’hed, o pezo keuz, keuz ar re zaoned, keuz re zivezat.
Goude kement all a nec’hamant hag a drubuill var menez Alvern, Fransez, treac’h d’an diaoul, a lavaraz : « A. Doue setu-me aman. D’eoc’h ounn penn-kil-ha-troad ; grit ac’hanounn ar pez a gerfot, pe lavarit dign petra da ober evit plijout d’eoc’h, evit diskouez d’eoc’h ho karan a greiz va c’haloun enn tu all da gement tra a zo. »
Eur vouez euz an env a respountaz dez-han : Digorit leor an Aviel : eno e velfot merket ar pez a fell dign.
Ker buan Fransez a c’halvaz ar Breur Leon en eur lavaret dez-han lakaat var an aoter leor an Aviel. Pa oue great kementse, ar Zant a lavaraz adarre : « Breman, Breur Leon, enn henor d’an Dreinded Santel, digorit teir gueach an Aviel, ma tiskouezo Doue dign petra fell dez-han a rafenn evit diskouez her c’haran dreist pep tra. » Ar Breur Leon a zigoraz leor an Aviel, hag enn dro genta ec’h en em gavaz var al leac’h ma kountor histor pasion Hor Zalver. — « Serrit-hen breman, eme Fransez adarre, ha digorit-ben el leac’h all. » Hag adarre el leac’h m’oa digoret e komzer ive euz a basion Jesuz. Enn trede gueach e c’hoarvezaz ar memez tra.
Fransez o velet kementse a anavezaz dioc’htu petra c’houlenne Doue digant-han. Evel m’en d’oa great Jesuz, epad m’edo var an douar, Fransez en d’oa labouret guella ma c’helle evit savetei an eneou. Breman e vel e fell da Jesuz e teufe da c’houzaon ar poaniou en doa he-unan gouzanvet epad he basion. Evel em euz her lavaret d’eoc’h dija, Fransez a ioa torret he gorf, uzet he iec’hed ; a veac’h ma c’helle chomm enn he za. N’euz forz. Tan-goall karantez Doue a zeve he galoun, evel a lavar St Bonavantur. En em rei a ra d’ar bedenn kalounekoc’h c’hoaz eged a ziagent : krenvaat he feiz hag he garantez en d’oa c’hoant da ober c’hoaz, rak ne zonje nemed er verzerenti, n’en d’oa kenn c’hoant nemed da veza staget ouz ar groaz evel he vestr.
Eur mintinvez, d’ar bevarzek a viz Guengolo, deiz gouel ar Groaz, edo o pedi var gostez menez Alvern pa velaz o tiskenn euz an env eun eal, eur Serafin, hag en d’oa c’houeac’h askell ker skeduz hag an tan, lugernuz meurbed da velet. Ker buan ha ma kouez eur mean taolet a huel, an eal a ziskennaz var an den Doue, ep lakaat evelato troad ebed var an douar. Neuze a zindan diouaskell ar Serafin, e oue guelet furm eun den, he zaouarn hag he dreid astennet ha stag ouz eur groaz. Diou euz he eskell a ioa a zioc’h he benn, diou all astennet evit nijal, hag an diou all a c’holoe he gorf. O velet eun dra evelse, Fransez a jommaz mantret, ha mantret braz. He galoun a ioa er memez amzer karget a joa hag a dristidigez a joa abalamour ma vele he Zalver dindan furm eur Serafin o sellet out-han gand karantez a dristidigez abalamour m’her guele stag ouz ar groaz. Eun dra ker burzuduz her lakea nec’het. Ne gouie petra da zonjal. Eur Serafin, eun eal n’en deuz korf ebed, hag evel-se ne c’helle ket beza staget ouz ar groaz. Piou eta a vele ? Evel a lavaran d’eoc’h nec’het braz oa pa deuaz eur vouez euz an env da lavaret dez-han e tlie dont da veza henvel ouz Jesuz abalamour d’ar garantez vraz en d’oa evit-han. Ne viche ket staget ouz ar groaz evel he vestr, mez dougen a rache enn he gorf merkou he c’houliou epad he basion.
Ar Serafin a zavaz d’an euv en eur lezer kaloun ar Zant da virvi a garantez evit Doue. Mez araok sevel d’ar Baradoz e lakeaz enn he gorf merkou burzuduz, rak kerkent ha m’oa eat kuit e oue guelet enn he dreid hag enn he zaouarn merkou an tachou hen d’oa guelet eun tammik bian araok e furm eun den a ioa astennet var ar groaz. He dreid hag he zaouarn o d’oa an ear da veza toullet gant tachou : ho fenn a ioa var bal an daouarn ha var chouk an treid. Begou an tachou a veze guelet var gil an daouarn hag e kleuz an treid. Pennou an tachou a ioa du ha round, hag ar begou a dreuze an treid hag an daouarn a ioa pleget evel evit lakaat anez-ho da vont adarre er c’hik. Enn he gostez deou oa ive eur gouli ruz, ledanded tri biz, evel pa viche great gand eun taol kleze, hag aliez ar goad a rede euz ar gouli-ze hag a deue da ruzia he zillad.
Ar Zant o velet lakeat enn he gorf merkou gouliou Hor Zalver enn he basion — E gallek e reont stigmates euz ar merkou-ze — en d’eoue eun tamm enkrez. N’oa ket euz a eun tu ho c’huzet ouz ar re a veze bemdez enn dro dez-han : euz a eun tu all, aoun en d’oa o tisklerria d’an dud ar pez ne gouie nemed Doue hag en. Evit en em denna a veac’h, e c’halvaz da vont d’he gaout eul lodenn euz he Vreudeur, hag e c’houlennaz digant-ho, ep anzao ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han, hag en a dlie rei da anaout eun dra burzuduz hen d’oa guelet.
Unan euz ar breudeur, ar breur les-hanvet
ar Sklerijenned, an hini a ioa bet
gant-han e bro Sao-Heol, mar ho c’heuz
sonj, enn dro-man da vianna sklerijennet
gand Doue, a lavaraz : « Ne ket evidoc’h
epken, dalc’hit sonj mad a gementse,
en euz Doue dizoloet d’eoc’h traou
kuzet d’ar re all ; her great en deuz
evit mad an oll. Red eo d’eoc’h ho disklerria
d’eomp, pe e viot barnet, deiz
ar varn, evel servicher fall an Aviel a
ieaz da guzet he denzor. » — O klevet
ar c’homzou-ze, Fransez a anzavaz dioc’h-tu
ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han :
mez disklerria a reaz ive ne lavarche
bikenn, epad he vuez, lod euz ar pez en
d’oa kountet dez-han, an hini a ioa en
em ziskouezet e furm eun den.
Setu ive-ta Fransez enn he gorf merkou pemp gouli Hor Zalver. D’an 29 a viz guengolo, deiz gouel Mikeal, oa achu he goraiz. Diskenn a reaz divar menez Alvern. Mez evel m’en d’oa c’hoant da guzet ar burzud hen d’oa great Doue, e kuze he c’houliou guella ma c’helle. A ziagent e valee atao diarc’henn, breman ez’euz enn he dreid, eur boutou huel a jouk-troad : He zaouarn a zalc’h chouchet dirak an dud. Ar pez ne viraz ket m’int bet guelet gand meur a hini. Kals Breudeur-bian, kals Kardinaled, pa oue menek da lakaat Fransez, daou vloaz goude he varo, e renk ar Zent, o deuz touet beza ho guelet. Hag ar Pap Alexandr IV, o prezek eun dervez, a lavaraz euz a gador ar virionez, en d’oa he unan ho guelet. Goude he varo, ouc’hpenn hanter kant Breur-bian, Santez Klara, ha n’euz gouzout ped all euz a dud ar bed, o deuz ho guelet.
Kement tamm izign en d’oa ar Zant a lakea da guzet ar gouli a ioa enn he gostez Evelato ne c’hellaz ket miret ma oue guelet. Unan euz ar Breudeur a veze peurliesa enn dro dez-han, Iann Lodi oa he hano, eun dervez m’oa louz he zae, e lammaz digant-han evit he diboultrenna. Ar Zant a roaz he zae ep sonjal e netra. Epad m’edo ar Breur o tiboultrenna ar zae, e leac’h sellet ouz ar pez a rea, e selle ouz ar gouli a ioa ruz-glaou ; hag, en eur lakaat adarre he zae d’ar Zant, e lakeaz he zourn er gouli evit gouzout pegel ledan oa, hag e velaz ez’ea he dri viz enn-hi.
Eur veach all, ar Breur Leon a ioa o
frota dez-han he ziouskoaz sounnet gand
ar remm. C’hoant en d’oa ive da c’houzout
e peleac’h edo ar gouli. Abalamour
da-ze e kreiz frota an diouskoaz, e lezaz
he zourn da rikla, ha da ziskenn izelloc’h
a-hed kostez ar Zant. E fesoun e kouezaz
rustik var ar gouli, rak Fransez a reaz
eul lamm hag eur skrijadenn. Guiridik
ive-ta oa ar gouli. Adalek an dervez-se,
Fransez, a zindan he zae, a lakeaz eun
tamm mezer enn dro d’he gorf, adalek
he groazlez betek he ziouskoaz. — Ar
Breudeur-bian n’o deuz roched ebed ; ne
zougont, var ho c’horf, nemed eun
tamm mezer groz, hag a zo roched ha
sae. Ar Breudeur a voalc’he he zillad
ho c’have atao gleb ha leun a c’hoad.
Evel a velit meur a hini o deuz guelet gouliou St Fransez. Doue he unan en euz ho diskuillet dre veur a vurzud. Ne gountign d’eoc’h nemed unan pe zaou.
Var ar meaz, enn dro da gear Rieti, oa kouezet eur c’hlenved braz ha staguz meurbed var ar chatal-korn, ar c’hezek hag an denved. Mervel a reant evel kelienn : ne gavet pare ebet dez-ho. Er vro-ze oa, dreist ar re all, eun den a zoujanz Doue. Eun nosvez, epad he gousk, eur vouez euz an env a lavaraz dez-han mont da gouent ar Breudeur-bian, el leac’h m’edo Fransez d’ar mareou-ze, da c’houlenn eur banne euz an dour a viche bet gant-han o voalc’hi he dreid hag he zaouarn, hag her skuilla var he anevaled. An den mad-man a reaz ar pez en d’oa gourc’hemennet ar vouez dez-han. Dre guz, ep ma gouie ar Zant, en d’eoue digant eur Breur ar banne dour a glaske. Dioc’htu mac’h en em gavaz er gear ez’eaz d’ar c’hraou. A veac’h ma koueze eur berad dour var eun aneval ma veze guelet o sevel enn he za, pare-klok ; lammet a rea en eur fringal er meaz euz he graou, ha d’an daou-lamm e c’haloupe d’ar park m’oa boazet da beuri enn-han.
Setu aman eun dra all c’hoaz. Arne a zave aliez euz a venez Alvern hag euz ar menesiou all a dro-var-dro, hag a laoske barrou kazarc’h da c’holo an douar ha da voasta an eost. A veac’h ma veze eun eost mad var daou. Mad, abaoue m’oa diskennet ar Serafin euz an env da lakaat merkou pasion Jesuz e korf St Fransez, barr arne ebed n’euz great drouk d’an eostou dre eno, ar pez a lakea sebezet oll dud ar vro.
Kountomp c’hoaz an dra-man. Er goan varlerc’h m’oa gouliet he gorf, Fransez a ioa o veaji var azenn eun den divar ar meaz. Erc’h doun a ioa var an douar, ha red e oue chomm da dremen an noz er goudor, a dren reier braz a ioa var an hent. E kreiz an noz, an den divar ar meaz a deuaz d’en em glemm gand ar riou, rak guisket fall oa, hag ar ienienn a ioa kalet. Fransez a astennaz varnez-han he zaouarn toullet gand tachou Ker buan ar paour keaz den a zantaz eun domder iskiz o vont dre he gorf hed-a-hed. Kousket a reaz eno, e kreiz an erc’h, c’houekoc’h evit m’en d’oa great biskoaz er guele plun ar bouka, evel m’en deuz her lavaret goudeze.
Ar burzudou-ze a ziskouez sklear hag anat d’eomp en euz bet Fransez enn he gorf merkou pasion Hor Zalver. Ouc’h-penn-ze. Hor Mamm Zantel an Iliz, e tleor atao senti out-hi dindan boan da vale var hent an ifern, Hor Mamm Zantel an Iliz e deuz disklerriet ar virionez-man dre c’hinou meur a Bap. Ar C’hardinal Ugolini, a anavezit dija, deuet da veza Pap, er bloaz 1227, azindan an hano a C’hregor IX, hag en euz lakeat Fransez e renk ar Zent, daou vloaz nemed ken goude he varo, 1228, en euz skrivet daou lizer a enep ar re o d’oa c’hoant da nac’h ar burzud-man.
Er bloaz 1255 ar Pap Alexandr III a bedaz ar Breudeur-bian da jomm atao var menez Alvern, abalamour d’ar burzud a ioa c’hoarvezet eno gand ar Zant, her gourc’hemenn zoken a rea dez-ho. N’oa ket red gourc’hemenn eun dra evelse d’ar Breudeur-bian, rak, goude maro ho Zad, brasa mall o d’oa pep hini anez-ho oa mont da bedi el leac’h m’oa diskennet ar Serafin euz an env da lakaat merkou gouliou Hor Zalver e treid, e daouarn hag e kostez ar Zant.
Er bloaz 1260 e oue savet eno eun Iliz vraz ha kaer meurbed. Binniget e oue gand Sant Bonavantur, enn dro dez-han seiz Eskop, ha tremen mil relijiuz euz a Urz St-Fransez, ep kounta an dud all n’oar den ped a ioa anez-ho. Abaoue e vez eno tud a bep bro, a bep stad o pedi hor Zant da ginnik ho fedennou da Zoue.
Ar Pap Beneat XI en deuz gourc’hemennet ober gouel Gouliou St Fransez, e kement kouent Breudeur-bian a zo, d’ar 17 a viz guengolo. Hag ar Pap Paol V en euz ive gourc’hemennet ober ar gouel-ze, er memez dervez, e kement iliz a zo er bed katolik.