Pedennou epad an Ofern
Enn hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel.
Evel-se, bezet great.
a c’haloun a zo bet enn dudi ar vrasa p’am
euz klevet ar c’homzou-man : « Distrei a
raimp da di an A. Doue. » Setu petra gane
ar Juzevien p’oue disklerriet dez-ho e tistrochent
da Jeruzalem. Ha me ive, p’am euz klevet
kleier va farrez o seni evit va gervel d’an ofern,
em euz santet va c’haloun o tridal em c’hreiz ;
hag e teuan, el laouenedigez ar vrasa, d’en
em deuler d’an daoulin dirazoc’h, c’houi, o va
Doue, hag oc’h euz lakeat va iaouankiz da veza
kenn dinec’h, ha kenn neat a bec’hed.
Siouaz ! petra eo deuet da veza an derveziou heuruz-se ? D’ar mareou-ze, ne zonjenn nemed e Doue, n’en em blijenn nemed enn he di !… Hag herrio, o va Zalver, petra ounn deuet da veza ?… Barnit ac’hanounn, mez, me ho ped, ne vezit ket re rust enn ho parnedigez.
Gouzout a ran em euz great kals pec’hejou. Hen anzao a ran dirazoc’h, dirak ar Verc’hez Gloriuz Vari, dirak an Ebestel heuruz, St Per ha St Paol, dirak an oll Zent. E meur a c’hiz em euz pec’het, dre zonjezonou, dre gomzou, dre oberou : aliez ive em euz dilezet ar pez a c’hourc’hemennac’h. Dre va faot, ia dre va brasa faot em euz pec’het, ha n’em euz leac’h ebed, o va Doue, d’ho tamall, rak ho kraz n’eo jamez manket dign.
Mez, o va Doue, ha n’oc’h-hu ket ar Pastor mad a zilez he vandennad denved evit mont, adreuz al lann hag an drez, varlerc’h an oan dianket ? Ha n’oc’h euz-hu ket lavaret euz muioc’h a joa er Baradoz, o velet eur pec’her o tistrei ouzoc’h, eged a zo o velet naontek-ha-pevar-ugent den mad o kenderc’hel enn ho stad ? M’en em daol d’an daoulin dirazoc’h : ne zisprijit ket eur galoun glac’haret ha rannet oll.
Roit dign ar pardoun euz va fec’hejou : Lakiit em c’hreiz eur galoun nevez, eur galoun hag a vezo atao a-du ganeoc’h, ha ne vevo nemed evidoc’h !
outrou Doue, deuet ounn d’en em sklerijenna
he c’harz o treid. Dirazoc’h ounn daoulinet :
Va c’haloun a domma, guelet a ran e
chachit ac’hanoun varzu ennoc’h.
Komzit ive-ta, Aoutrou, ho servicher a zelaou
ac’hanoc’h.
tad oll c’halloudek, oc’h euz hor c’hrouet,
Bezet truez ouzomp.
O Jesuz-Krist, map da Zoue, deuet evit savetei ar bec’herrien,
Bezet truez ouzomp.
O Spered-Santel, a voalc’h hag a laka neat ar c’halounou,
Bezet truez ouzomp.
’eoc’houi, Aoutrou, eo dleet pep meuleudi,
pep henor, pep gloar. Ar Zent hag an Elez
enn env, an dud eeun a galoun var an douar a
gan d’eoc’h eur c’hantik a anaoudegez-vad hag a
garantez. Ha me, evidounn da veza eun den a
nebeut a dalvoudegez, me a garfe unani va
mouez gand ho hini, evit ho meuli eveld’ho.
O va Doue, netait va c’haloun ma c’hellign
kana ho meuleudiou evel ma z’eo dleet.
Pa ne glaskor nemed gloar Doue e kavor ar peoc’h. Chomm ep kaout c’hoant a netra, ep kaout aoun rak netra, en em lakaat a galoun-vad etre ho taouarn, o va Doue ep sellet nag a gleiz, nag a zeou, setu ar peoc’h a ginnidik dign. — Pax hominibus bonæ voluntatis — Setu ive ar pez a glaskan.
Ar bed a ginnik ive ar peoc’h, mez n’her ro ket kinnik a ra plijadurezou, mez allaz ! re ger e rankor o faea ! C’houi epken, o va Zalver, a c’hell rei ar peoc’h d’an den, ha skuilla enn he galoun laouenedigez ar Spered-Santel. Roit dign, o va Zalver, ar peoc’h oc’h deuet da zigas var an douar !
outrou Doue, ne ouzoun ket petra da c’houlenn
diganeoc’h. C’houi a c’hoar a betra em
euz izoum, guelloc’h eged na c’houzoun va
unan. O va Zad, roit d’ho kraouadur ar, pez a
zo ar guela evit-han, ha ne c’hoar ket petra
eo. Ne c’houlennan diganeoc’h nag heurusted
na kroaz, na madou na dienez en em deuler
a ran d’ho treid, digeri a ran d’eoc’h va c’haloun.
Sellit ouzign, ha grit dign ar pez a blijo
ganeoc’h. Diskarit ac’hanoun, pe savit ac’hanoun, ar pez a reot a vezo mad, rak, ar pez
a reot em c’henver, a vezo evidoun ho faltazi,
ha va brasa c’hoant eo plega atao a galoun vad
d’ar faltazi-ze. O va Doue, deskit dign pedi.
- Lizer St Per — Trede pennad.
a Breudeur muia karet, bezit atao unanet
etrezoc’h dre ar garantez ar vrasa, kemerit
perz an eil e poaniou egile. Na it ket d’en em
zevel : en em izellaat a zo guelloc’h d’eoc’h.
Na it ket da rei malloz evit malloz, roit, er
c’hountrol, ho pennoz d’ar re a daolo ho
malloz varnoc’h : An dra-ze a rankit da ober
mar fell d’eoc’h kaout bennoz an A. Doue.
Ha m’an deuz c’hoant unan bennag da veza
heuruz, zoken var an douar, ha dreist oll er
bed all, e tle diouall he deod dioc’h an drouk-prezegerez,
gand aoun da lavaret gevier, rak
ar gaou a ia a bell hag a bad pell. Na it ket
ive-ta d’en em zispenn a daoliou teod an eil
egile. Pellait dioc’h an drouk ha grit ar mad.
Klaskit ar peoc’h ha lakit hoc’h oll nerz d’he
derc’hel etre Doue ha c’houi, etre c’houi hag
ho nesa, rak Doue a zell atao gand karantez
ouz ar re vad, hag he ziouskouarn a zo bepred
digor evit selaou ho fedennou.
euruz an nep en em ro penn-da-benn da
Zoue ! Enn-han eman he oll vad, he oll fizianz,
he oll esperanz. Petra eo evit-han madou
ha kollou ar bed-man ? Petra eo dez-han ha
klenved ha iec’hed ? Euz a berz Doue e teuont
oll, ha Doue epken eo he oll vad.
Enn-han eman he oll fizianz. Ne gount ket var mignouniach tud ar bed, rak mignouniach ar bed-man a dremen buan, ma ne deu ket aliez da drei e trubarderez.
Enn-han eman he oll esperanz : oll vadou, oll blujadurezou ar bed-man ne c’hellont ket karga mad avoalac’h he galoun. An den a zo krouet gant Doue evit he garet hag he zervicha, setu perak n’eman he heurusted nemed e Doue epken, ha setu perak ive eman enn-han he oll espepanz.
- Aviel St Vaze, — Unnekved pennad.
’ar mareou-ze, Jesuz a lavaraz ar c’homzou-man :
C’houi oll hag a zo pleget a zindan
ar beac’h euz ho pec’hejou, deuit oll d’am
c’haout ha me ho tizammo ; ha me, el leac’h
an distridigez, a skuillo eul laouenedigez nevez
enn ho kaloun. En em lakiit ep aoun ebed da
heulia va lezenn, lezenn an Aviel. Grit an dra-ze,
hag e velfot dreizoc’h oc’h unan peger
madelezuz ounn enn ho kenver, ha pegement
e tiskennan betek enn-hoc’h evit diskouez
d’eoc’h n’ounn ket eur mestr rust, mez eur
mignoun karantezuz. Mar kirit ober kementse
e kafot ar peoc’h d’hoc’h ene, rak servicha
ac’hanom-me a zo eun dra zouz meurbed, ha
servicha ar bed a zo trenk a c’houero.
Ar c’homzou emaoun o paouez lenn a zo komzou Doue he unan. O va Doue, ra deuio ho komzou da sklerijenna va spered, da laouenaat va c’haloun, da rei dign nerz nevez da vale varzu ennoc’h ! Ho komzou, hoc’h aliou eo boued va ene. M’en em blij o lenn anez-ho, me garfe ho c’haout atao dirak va daoulagad, ha skrivet kenn doun em c’haloun ma na c’helfenn jamez ho ankounac’haat. Ra deuio ho komzou, o va Doue, da greski va feiz ha d’am staga muioc’h-mui ouzoc’h ! Nann, nann, bikenn ne z’ign a enep ho kourc’hemennou ; bikenn ne zelaouign an dud fall ha difeiz a brezek a enep ho lezennou.
peleac’h eman hor feiz, o va Doue ? E
Epeleac’h e kavor an testeniou a roomp anez-hi ?
Ha kredi a reomp, e guirionez, n’eo ar
vuez-man nemed eun huvre, n’emaomp var ar
bek douar-man nemed evel tremenidi da c’hedal
mont da eur vuez all hag a bado atao ? Ha
sonjal a reomp e rankomp kaout poan var an
douar evit beza eun dervez heuruz gand Jesuz
enn he Varadoz ? Ha kredi a reomp n’eo oll
draou ar bed-man nemed traou vean ha dister
a ielo e moged ? Ha kredi a reomp n’eman ar
guir heurusted nemed goude ar maro, gand
Doue enn he Varadoz ?
Kredi ! ha kredi a reomp e guirionez ? Hor
c’haloun, hag en em blijout a ra o sonjal er
guirioneziou a rankomp da gredi ? Ar feiz, hag
hi a zo ar penn-abek euz hon oberou ? Hag hi
eo a sklerijenn ac’hanomp e kement a reomp ?
Hag hi eo hor reolenn pa rankomp lavaret hor
ger var eun dra bennag ? Siouaz ! e leac’h kaout
eur feiz birvidik enn hor c’haloun e vevomp,
ne gredan ket lavaret evel loenet mud, mez
evel tud ha n’o deuz relijion ebed. Hag e guirionez,
an nep a gretfe, evel ma z’eo dleet, ar
pez a rankor da gredi, hag en a rafe ar pez a
reomp-ni ?
ueach all, o va Doue, edo ar c’hiz kinnik
d’eoc’h profou braz epad ar pedennou a leveror
pe a ganor breman. Hag eun dra dleet
eo kement-se pa z’eo guir eo d’eoc’h kement
tra a zo hag enn env ha var an douar. Herrio
n’her greor ken. Me, da vianna, a fell dign en
em ginnik hag en em rei d’eoc’h, me ha kement
am euz. Me fell dign beva atao ervez ho
lezennou, senti ouzoc’h e pep-tra, ha, ma vefe
red, rei va oll vadou ha va buez zoken evidoc’h.
Emaoc’h, o va Zalver, o vont da ziskenn var
an Aoter, an Elez a zo enn dro d’eoc’h, mad
diraz-ho oll ec’h en em ginnigan d’eoc’h.
Pec’hi, ha pec’hi kalz em euz great evit guir, mez c’houi, o va Aoutrou, a zo braz ho madelez, brasoc’h eo c’hoaz ho karantez ; setu perag em euz fizianz e root dign ar pardoun euz va fec’hejou, hag e lakeot adarre va ene da veza ker guenn evel pa oue skuillet var va fenn dour ar Vadiziant.
Me a laka e c’harz ho treid, hag a ginnik d’eoc’h ive oll goulennou an eneou devot, ezommou va zad, va mamm, va breudeur, va c’hoarezed, va mignouned, ha kement hini o deuz great, pe c’hoant da ober eur vad bennag evidounn, pe emaint c’hoaz var an douar, pe emaint eat euz a vuez ar bed-man. Skuillit, Aoutrou, varnez-ho oll ho pennoz, ha tennit anez-ho euz ho foaniou.
Pedi a ran c’hoaz evit kement hini en d’euz
great eur boan bennag dign, evit kement hini
en d’euz lavaret traou divar va fenn, evit kement
hini en d’euz kemeret eun dra bennag
divar va c’houst. Bezit, Aoutrou, trugarezuz e
kenver an oll, ha lakiit ac’hanomp oll da veza
heuruz ganeoc’h enn ho Paradoz.
Ursum corda, a lavar ar belek : Sao, va
c’haloun varzu an Env ! Ha me ive a dle
breman dilezer oll draou ar bed-man, ankounac’haat
kement tra a zo var va spered, dreist
oll ar re a laka ac’hanounn d’en em staga ouc’h.
madou an douar. Breman ne dlean sonjal
nemed e Doue, enn he vadelez, er garantez a
ziskouez dign, pa z’eo guir eman o vont da
ziskenn, abalamour dign, euz an Env, aman
diraz’ounn var an Aoter dre gomzou ar belek.
Oh ! Na c’houi a zo mad, o va Doue ! Penaoz paea ac’hanoc’h evit kement a vadelez hag a garantez oc’h euz bet, hag oc’h euz atao evidounn. Gand ar belek e lavaran : Ia, dieet eo dign kana meuleudiou d’eoc’h evit ar vadelez oc’h euz evidounn ; mez anzao a rankan n’ounn ket goestl avoalac’h d’hen ober. Dont a ran da c’hervel an Elez d’am zikour, ha gant-ho e kanign : Santel, santel, santel eo an Aotrou, Doue an Armeou ! Binniget ra vezo an hini a deu enn hano an Aoutrou ! Hosanna, gloar dez-han enn huella euz an Envou.
n em lakaat a ran, a spered hag a galoun,
Egand ar belek a lavar an ofern-man. Me ho
ped, o Tad trugarezus, dre Hon Aoutrou J.-K.,
da skuilla ho krasou varnomp, ma plijo ganeoc’h
miret ha difenn hoc’h Iliz Santel Katolik,
Hon Tad Santel ar Pap, Hon Aoutrou
n’Eskop, hor Persoun, an oll Veleien karget
d’hon hentcha var hent ar Baradoz. Pedi a ran
ac’hanoc’h da skuilla ive ho pennoz var va oll
gerent, var va mignouned, var va madouberourien,
ha var gement hini ma tlean pedi evit-ho. Ar bedenn-ma a gasan deoc’h a-unan
gant pedennou ar Verc’hez Gloriuz Vari, mamm
d’Hor Zalver J.-K., gand pedennou an Ebestel,
an oll Verzerrien, ar Zent hag ar Zentezet euz
ar Baradoz.
Plijet ganeoc’h, o va Zalver, selaou mouez va c’haloun, ha diskennit var an aoter.
r Batriarchet, ar Brofeted an dud santel
deuet var an douar abaoue m’oa krouet ar
bed, a bede, a hirvoude hag a c’houlenne, dre
glemmou doaniuz, guelet an Oan a dlie dizamma
ar bed euz he bec’hejou. N’eo nemed
goude tremen pemp mil vloaz m’oue selaouet
ho fedenn !!!
Ha me, n’ounn nemed eur pec’her digaloun, hag a ia da velet o tiskenn var an Aoter, dre nerz komzou ar belek, korf ha goad an Oan-ze gortozet keit all ! Ia, J.-K. a ia da ziskenn euz an Env… Eman var an Aoter, korf ha goad !…
Plega, stoui a ran va fenn : ne gredan ket sevel va daoulagad. Kredi a ran, o va Doue, emaoc’h aman dirazounn, var an Aoter. Adori a ran ar goad sakr oc’h euz skuillet evidomp oll, ha fizianz em euz, ne vezo ket kollet evidounn. Me a ro d’eoc’h va buez evel m’oc’h euz roet hoc’h hini evidounn.
kuillet oc’h euz, o va Zalver, betek ar berad
diveza, ho koad evidounn var menez
Kalvar. Ha n’oa ket avoalac’h an dra-ze evit
diskouez ho karantez evit an dud ? Nann, eme
c’houi, rak falvezet eo d’eoc’h diskenn var an
aoter, dirak va daoulagad, dre nerz ar c’homzou
a lavar ar belek enn hoc’h hano.
Aman emaoc’h ive-ta, o va Doue ; her c’hredi a ran a greiz va c’haloun. Ha, pa z’eo guir emaoc’h aman, hag e karit kement ac’hanounn, e teuan gand fizianz, ep aoun ebed, da bedi ac’hanoc’h da zigeri dor ho Paradoz d’an eneou paour a zo, keit all a zo, o c’houzaon poaniou ar Purgator, hag oc’h huanada varzu enn-hoc’h. Tennit ive-ta, o va Doue, me ho ped, euz ar Purgator eneou… (— Aman pep hini a bedo evit an nep a garo, evit he dad, he vamm, he vreur, he c’hoar, he vadouberour… evit meur a hini zoken.)
Hag evidomp-ni pec’herrien, hag a zo c’hoaz var an douar, n’hon dilezit ket kenn nebeut. Fizianz hon d’euz enn-hoc’h hag enn ho karantez. Kredi a reomp e teuot eun dervez da zigeri d’eomp ive dor ho Paradoz, ne ket abalamour m’eo dleet an dra-ze d’eomp, mez abalamour d’ar poaniou en d’euz gouzanvet J.-K. evidomp. Abalamour da-ze e z’eomp da lavaret ar bedenn en d’euz desket d’eomp ho map, ar bedenn hag a lavar d’eomp petra dleomp da ober enn ho kenver, ha petra dleomp da c’houlenn evit hor brasa mad.
Pater noster qui es in cœlis, etc…
Hon tad hag a zo enn Env, etc…
a Doue, pardounit dign ar pec’hejou em
euz great betek hen. Lakit ac’hanounn da
derri an oll voaziou fall a zo atao o tougen
ac’hanounn d’ar pec’hed. Kasit, me ho ped,
divar va zro ar zonjezonou fall ne ehan an
drouk-spered da zigas dign. Sklerijennit va
skiant, ha diskouezit dign pe genn dister
eo traou ar bed-man, peger buan e tremenont. Diouallit ac’hanounn dioc’h pep drouk, dreist
oll dioc’h poaniou an ifern a bado da vikenn.
An dra-man a c’houlennan, ne ket dioc’h ma talan va unan, mez dioc’h ma tal pedennou hag oberou-mad ar Verc’hez Vari, re an Ebestel St Per ha St Paol, ha re an oll Zent hag an oll Zentezet euz ar Baradoz. A zindan skoazell ar Verc’hez, ho mamm, hag hini an oll zent-man ec’h en em lakaan, en eur bedi ac’hanoc’h a greiz va c’haloun d’am diouall, e kreiz fallagriez ar bed, dioc’h kement tra a gasfe ac’hanounn da goll.
a Zalver J.-K., c’houi eo guir Oan Doue
lakeat d’ar maro evit paea an dle dleet d’hor
pec’hejou. Petra n’oc’h euz ket great evidomp ?
Petra n’oc’h euz ket great evit digeri d’eomp
dor ar Baradoz ? Douget oc’h euz ho kroaz,
savet oc’h var menez Kalvar, marvet oc’h, ep
en em glemm evidomp ! Ha ni, tud digaloun,
an disterra tra, ar bianna poan, ha pa ne ve ken
nemed evit madou ar bed-man, ni a deu d’en
em jala, d’en em glemm, hag avechou d’en em
zevel enep d’hoc’h, o va Zalver ! Ah ! deskit
dign plega a galoun d’ar pez a fell d’eoc’h, ha
bezit truez ouzign.
maoc’h breman, o va Doue, o rei d’ar belek
ho korf hag ho koad santel. Pebez eur-vad
m’am biche gellet ho tigemeret ive va unan em
c’haloun, hoc’h adori eno, ha komz d’eoc’h euz
va ezomou ! Mez siouaz ! re a bec’hejou am
euz great. Setu perak e skoan var va stomok
en eur lavaret : Domine non sum dignus :
Nann, Aoutrou, ne ket neat avoalac’h va c’haloun
evit rei d’eoc’h eun digemer evel ma z’eo dleet. Oh ! Nag a avi am euz ouz ar re a velan
o tostaat ouz an daol zantel ! Breman em euz
mez ha keuz o veza bet kenn dianaoudek enn
ho kenver. Ah ! pardoun, va Doue, pardoun
evit va oll fec’hejou ! A vizikenn me a ziouallo,
me a gaso divar va zro aliou ha kuzuliou fall
an drouk-spered, hag em bezo, c’hoant em euz
da vianna, an eur-vad d’ho tigemeret va unan
em c’haloun. Netait, va Doue, netait va ene,
va lakiit e doare vad da gommunia er c’henta
amzer !
Da c’hedal an eur-vad-se, plijet ganeoc’h, o va Doue, rei perz dign er grasou a deu, dre gommunion ar belek, ha dre gommunion an dud vad all, d’ar re a zo aman enn ofern-man. Grit, dre nerz ar Zakramant santel, ma startaio va feiz, ma kresko va esperanz ha ma krenvaio va c’harantez, evit n’em bezo mui kenn sonj nemed ac’hanoc’h kenn plujadur nemed ganeoc’h. — Evelse bezet great !
oit d’eomp, o va Doue, dre an dalvoudegez
en he far euz an ofern emaomp o paouez
selaou, ar pardoun euz hor pec’hejou, hag an oll
grasou a zo red d’eomp evit ober hor zilvidigez.
Lakit ho karantez birvidik enn hor c’haloun,
hag ar c’hoant aketusa da ober ar pez a blijo
d’eoc’h. Lakit ac’hanomp ive da c’houzaon, ep
en em glemm, techou fall hon nesa, oc’h anzao
enn hor c’haloun hon unan, eo hon techou fall-ni
brasoc’h eged ho re. Lakit ac’hanomp da garet
hon nesa eveld’homp hon unan, er guel ac’hanoc’h.
Deskit d’eomp beva var an douar evel guir
gristenien o d’euz c’hoant da ober kement a zo
red evit beza heuruz ganeoc’h evit jamez, enn
ho Paradoz.
reinded Santel, er penn kenta euz an ofern-man,
em euz en em arbedet ouzoc’h : hoc’h
hano a ioa var va muzellou. Mad, me fell dign
ive kaout ho pennoz araok mont kuit. Abalamour
da-ze, e plegan va fenn, pa deu ar belek
da rei dign he vennoz, enn hano an Tad, ar
Map hag ar Spered-Santel. Ra jommo ar bennoz,
roet enn hano an Dreinded, skrivet doun
em spered hag em c’haloun, ma tremenign an
deiz-man e guir garantez an A. Doue.
erb eternel, map da Zoue an Tad, sklerijenn
ar bed, deuet da ziskouez ha da zigeri
d’eomp hent ar Baradoz, n’am lezit ket da veza
henvel ouz ar Juzevien ne fellaz ket dez-ho
hoc’h anaout, nag anzao oac’h ar Mesi, Salver
ar bed. Me hoc’h ador, me hoc’h anavez evit va
Zalver ha va Doue. Kredi a ran, esperout a
ran, pa z’eo guir oc’h en em c’hreat den evidomp,
em bezo diganeoc’h an oll grasou em
euz izoum evit mont d’ho kaout, d’an heurusted
a bado da viken.
e ho trugareka, o va Doue, evit ar c’hraz
em euz bet diganeoc’h da glevet an ofern-man.
Ped all n’o deuz ket bet an eur-vad-se ?
Marteze ounn bet eur pennadik bennag dizonj ;
pardoun a c’houlennan diganeoc’h. Mar gellan
e vezign guelloc’h en amzer da zont. Sonj em
bezo euz ho trugarez ; hag, euz a vreman, me
a lakaio va oll nerz da veza aketusoc’h, evit
diskouez d’eoc’h, ho karan e guirionez a greiz
va c’haloun.