Mont d’an endalc’had

Buez St Fransez a Asiz - IV

Eus Wikimammenn
Intanvez P.-B. Desmoulin, 1891  (p. 76-98)
◄  III IV. V.  ►






PEVARE PENNAD


————


Ar c’har-tan hag ar voul lugernuz. — Iliz Stez-Mari-an-Elez roet da Fransez. — Jesuz hag ar Verc’hez en em ziskouez d’ar Zant. — Sermoun Bernard Kuintavall. — Doue en em ziskouez da vugale Fransez. — Fransez e Perouz, e Korton, e Arezzo, e Sarziano. — Distro da Stez-Mari. — Stez Klara. Fransez a ia adarre da brezek.


————



Fransez en diviche gellet chomm e Roum, e kichenn Hon Tad Santel, sklerijenn ar bed pa z’eo guir eman var an douar e leac’h J.-K., eil Fersoun euz an Dreindet, mez ne falvezaz ket dez-han. Trouz eur gear vraz en diviche miret out-han da bedi Doue ervez m’en doa c’hoant. Dont a ranke var ar meaz, enn eul leac’h distro, ne viche netra o viret out-han da bedi noz-deiz an A. Doue a c’hinou, a spered hag a galoun. Eno ive e c’hellche kentellia guelloc’h e genvreudeur, hag ho c’has kentoc’h da brezek dre ar bed J.-K. hag he Aviel. Araok mont kuit euz a Roum e kimmiadaz dioc’h eskop Sabin ha dioc’h ar c’hardinal Ugolini a ioa bet ker mad evit-han pa oue menek da aotren he reolenn.

En eur zont euz a Roum, Fransez a ieaz gand he Vreudeur varzu traonienn Spolet. Dre ma z’eant ar Zant a gomze euz an digemer o doa bet digant ar Pap, euz a garantez Doue evit-ho, euz he vadelez enn ho c’henver, hag euz a gals a draou brao er c’hiz-se. Dont a reant dre an hent hep sonjal enn ho skuisder ; klevet Fransez o kaozeal a Zoue a garge o c’halonou d’an oll. Evelato, kaer zo, ar c’horf en deuz he izomou, ha ne ket great a zir. Chomm a rankchont a za duet gant an naoun. Mez e peleac’h kaout eun tamm da lakaat a zindan an dant ? Ar vro a ioa gouez ; n’oa ti ebed var dro… Petra da ober ive-ta ? Edont o sonjal pa velchont o tont varzu enn-ho eun den, eun dorz vara gant-han var he benn. Rei a reaz dez-ho he dorz, hag e tec’haz kuit ker buan ma ne gouie den petra oa deuet da veza.

— Piou oa an den-ze ? Ne gredan ket e ve diez her gouzout. Doue a ro bemdez ho boued d’al labousedigou : ha kaout a ra d’eoc’h en diviche lezet da vervel gant an naoun, e traonienn Spolet, tud hag o doa dilezet pep tra evit-han ?

Krenveat gant an tamm bara du-ze ec’h en em lakechont adarre enn hent, evit distrei d’ho c’hear, da Rivo-torto, en eur dremen abiou kear Orti.

Netra paourroc’h eged an ti m’edont o chomm enn-han, e Rivo-torto. A veac’h oa braz avoalac’h evit digemeret Fransez hag he genvreudeur. N’o doa evil azeza nemed treustou koz astenned a-hed ar mogerriou ; n’o doa ket zoken eur vriad kolo da gouzket varn-ho epad an noz. Ha koulskoude an dud-man a ioa laouen. Tremen a reant ho buez en eur bedi Doue hag o sevel o c’haloun hag ho spered varzu an env. Fransez a ioa evel pa ne viche ken var an douar. E kreiz he bedennou e chomme evel mantret o sellet ouz an env, ep lavaret ger. Komz a rea ouz Doue a lakea anez-han da lenn e koustianz pep hini, hag a zizoloe dez-han an amzer da zont.

Eur zadornvez da bardaez e z’eaz da Asiz evit ober eur zermoun antronoz vintin. E kreiz an noz, epad m’edo ar Zant o pedi a greiz kaloun enn eur c’hougn distro, e chardin chalounied Asiz, he genvreudeur, enn ho zi, e Rivo-torto, a velaz eur c’har-tan, enn-han eur voul lugernuz evel an heol, hag a ziskoueze d’an oll goueled koustianz pep hini anez-ho. Evel hen e velont an eil egile ar pez a zo e kaloun pep-hini. Teir dro d’an ti a reaz ar c’har-tan gand he voul lugernuz, ha bep tro e tiskoueze d’an oll kement kougn distro a ioa e kaloun pep hini anez-ho. Oll e kredchont oa ar voul-se skeud St Fransez, a vele pep tra guzet, hag a ioa galvet da sturia kalz relijiused gand kement a sklerder ma tizoloe ar voul lugernuz kaloun pep hini. Pa deuaz Fransez enn dro e komzaz out-ho evel pa viche bet enn ho zouez p’edo ar c’har-tan oc’h ober an dro d’ho zi, hag evel m’an diviche guelet ive ho c’haloun sklerijennet gant ar voul lugernuz.

An traou burzuduz-se ne lakeant ket Fransez da ankounac’haat ar c’hoant en doa da brezek dre ar bed J.-K. hag he Aviel Bep tro ma z’ea da sermoun da gear Asiz, e c’houneze atao unan bennag hag en doa c’hoant da zont da veva gant-han. Mez, e peleac’h loja kement all a dud ? Re vian oa he goz-ti, e Rivo-torto, evit-ho ho daouzek. E peleac’h, dreist oll, lavaret an ofern ha kana meuleudiou an A. Doue ?

Goude beza goulennet kuzul digant he genvreudeur, e z’eaz da Asiz da c’houlenn digant an A. n’Eskop, pe digant ar chalounied, hag eun ti brasoc’h da loja hag eun ilizik da bedi Doue. Siouaz ! Nag an A. n’Eskop, nag ar chalounied ne c’hellent ket rei dez-han he c’houlenn.

Neuze Fransez a ieaz da gaout menec’h St Beneat a venez Subasio. Ar re-man a roaz dez-han a galoun vad iliz Stez-Mari-an-Elez, en doa raparet, evel a c’houzoc’h. Eun dra epken a c’houlennent : falvezout a rea dez-ho e chomche atao eno ar Breudeur-bian, evit diskouez d’an oll, betek fin ar bed, oa hounnez an iliz-se mammenn Breudeur St Fransez.

Ne oue ket diez da Fransez plega d’ar goulen-ze, rak enn iliz-se, evel a c’houzoc’h ive, komzou aviel an ofern a lavare evit-han belek St-Damien eo a sklerijennaz anez-han var ar stad a vuez paour en doa kemeret. Rei a rejont dez-han ouc’h penn an ti a ioa stag ouz an iliz, ha tachennou bian o doa tro-var-dro. Abalamour da-ze al leac’h-se a zo hanvet Porsionkul, ger italian hag a zinifi tammouigou, tachennou. — Divezatoc’h e komzimp euz a induljanz ar Porsionkul.

Ne oa ket avoalac’h kement-se. Tad superior menec’h St Beneat a falveze rei an traou-ze oll da Fransez evit netra. Mez an dra-man ne blijaz ket d’ar Zant : paour oa, ha paour en doa c’hoant da jomm. Ne falveze ket dez-han kaout enn he hano talvoudegez zoken eun diner toull. Lavaret a reaz e paeche bep bloaz he c’houel-Mikeal d’ar menec’h, en eur gas dez-ho bep bloaz eur maniad pesked paket er ganol a iea abiou d’an iliz. Ar c’homzou-ze a blijaz kenan d’ar venec’h ; hag evit diskouez e rea an dra-ze plujadur dez-ho, e tigasent d’ho zro, bep bloaz, eur podad eol da vugale St Fransez da veska gand ho boued evit her lakaat guelloc’h blazet.

En em glevet oa Fransez gand menec’h St Beneat. Eun dra all en doa da ober c’hoaz. Eur belek a gear Asiz a veze o lavaret an ofern e iliz Stez-Mari : red e oue goulen he aotre araok kemeret perz enn he iliz. Fransez a ieaz d’he gaout da Asiz. Ar belek-se a ioa eun den santel. Choa en doa ouz he iliz, evit guir, mez kaout a rea dez-han e viche guelloc’h henoret ar Verc’hez gand Fransez eged gant-han : setu perak e roaz a greiz he galoun he iliz hag he di.

Dioc’h an abardavez-noz eo e tremene an dra-man, etre Fransez ha belek Stez-Mari. Kerkent ha m’o deoue en em glevet, ar Zant en em hastaz da zont buanna ma c’helle da berc’henna he iliz dre ar bedenn. A veac’h m’oa en em lakeat da bedi ma velaz Hor Zalver oc’h en em ziskouez var an aoter, ar Verc’hez Vari enn he gichenn, hag enn dro dez-ho Elez, n’oar den pegement. Oll e sellent out-han gand kals a zouzder hag a vadelez. Steredennet he zaoulagad gand ar sked a lugerne a zaoulagad Jesuz ec’h en em daolaz d’an douar ep lavaret netra. A benn eur pennad evelato e c’hellaz en eur grena komz evel hen :

— Salver binniget, Roue an env, va oll garantez, ha c’houi Rouanez an Elez, petra gavit a vrao hag a vad enn iliz paour-man evit kuitaat ar Baradoz ha diskenn enn-hi ?

— Diskennet omp euz an env, va mamm ha me, eme Hor Zalver, evit ho staga, c’houi hag ho pugale, ouz al leac’h-man a garomp dreist oll.

Goudeze netra ken. Jesuz hag ar Verc’hez a ioa distroet d’ar Baradoz, an Elez enn dro dez-ho.

Fransez, evel pa lavarfenn d’eoc’h er meaz anez-han he unan, a zavaz enn he za enn eur grial : « Ia, ia, santel eo al leac’h-man. Ne ket tud evel d’omp-ni a dlefe beza o chomm aman, an Elez ho unan eo. Ia, keit ha ma c’hellign, me a jommo stag ouz al leac’h-man, me ha tud va Urz. Digas a raio atao deomp da zouj peger mad eo bet an A. Doue enn hor c’henver. »

Antronoz e oue great an dilojadek euz a Rivo-torto da Zantez-Mari-an-Elez, ar pez ne oue ket diez, rak ar Breudeur paour n’o doa netra. Breman e c’hell Fransez digemeret lod euz ar re o doa c’hoant da veva a zindan he reolenn. Re hir e ve lakaat aman ho hanoiou ha kounta ho furnez hag ho santelez. Ne lavarign d’eoc’h nemed hano ar Breur Leon, euz a gear Asiz, a gaozeimp anez-han divezatoc’h. Fransez a bede gant-ho oll, a zeske dez-ho pedi ha karout dreist pep tra ar baourentez. Mall en doa da leuskel anez-ho var dud ar bed, d’ho dihuna, da lavaret dez-ho o doa pinijenn da ober hag eur Baradoz da c’hounit. Mezaoun en doa, rak, her gouzout mad a rea, n’oant, ervez ar bed, nemet tud dister, dizesk ha berr a spered.

Er penn kenta euz ar bloaz 1211, evit gouzout petra c’helle pep hini da ober, e lavaraz d’ar Breur Bernard Kuintavall sevel enn he za hag ober eur zermoun d’he genvreudeur. Bernard, ken dinec’h ha tra, a zavaz enn he za, hag a reaz eur zermoun ker brao, kel leun a garantez evit Doue ma chommaz mantret Fransez. Goudeze e lavaraz dar breur Per Katan ober ar memez tra. Per a gomzazive ker brao ma viche lavaret edo ar Spered Santel o komz dre he c’hinou. Goude Per e oue galvet eur Breur all hag a brezegaz kerkouls hag an daou genta.

Fransez n’edo ket breman var var, kas a c’helle he vreudeur da brezek d’an oll an Aviel. Evelato Doue a blijaz dez-han, evit her lakaat dinec’h e pep giz, ober eur burzud braz evit-han. J.-K. Mestr ar brezegerrien, Mestr an ebestel a ziskennaz e kreiz Breudeur St Fransez ; astenn a reaz e zourn varnez-ho, en eur rei dez-ho oll he vennoz, hag en eur daoler varnez-ho eur zell a garantez hag a vadelez.

Evel spountet, hag evelato ho c’haloun karget a joa, ec’h en em daolchont oll d’an douar evit trugarekaat an A. Doue euz ar vadelez en doa evit-ho, hag a ziskoueze ker sklear dez-ho herrio. Goude m’oa savet Hor Zalver d’an Env, Fransez a lavaraz d’he Vreudeur : « O va Breudeur, ha va bugale, lavaromp bennoz d’an A. Doue abalamour ma z’eo plijet gant-han lakaat komzou ker brao var muzellou tud ken dister ha ni. Ia, Doue epken a zesk d’ar vugale kaozeal, a ro ar gomz d’ar re vud, hag a laka komzou mad ha skiantek var muzellou an dud dizesk. Evit brezellekaat a enep an Drouk-Spered, en deuz c’hoant kas kals tud d’an ifern, eo plijet gant-han choaz tud dister evel d’omp-ni evit diskouez d’eomp ne ket ni hon unan eo a gaoze, mez en epken, en he unan dre hor ginou. N’hoc’h ket deuet enn Urz-man evit chomm dre aman, enn ho pro, e touez ho tud ; galvet oc’h da vont da brezek Aviel J.-K. dre ar bed oll, euz an eil penn d’egile. It ive-ta dinec’h enn hent. Komzit ep aoun ebed, ker kalounek dirak ar Rouanez evel dirak ar bobl. Varc’hoaz, ep marc’hatta, e raimp lodennou euz a vro an Itali, eul lodenn da bep daou ac’hanomp ; ha goude an dra-ze e z’aimp betek ar broiou pella euz ar bed. »

Ar pez a lavaraz Fransez a oue great. Antronoz e z’ejont, daou ha daou, d’ar vro m’oa merket dez ho gand ar Zant. En, a ieaz ive enn hent gand ar Breur Silvestr, hen doa dalc’het gant-han. Mont a rejont, ho daou, varzu kear Perouz. Eno edo o prezek, eun dervez, var al leur-gear p’en em gavaz da ober goap anez-han tud var loan, enn ho fenn iaouankizou pennou-skan kear. C’hoarzin en eur iouc’hal, ha krial a bouez ho fenn a reant, en eur vont abiou d’ar Zant, evit miret ouc’h an dud da glevet ar pez a brezege. En em lakaat a rejont zoken da c’hoari an armou diraz-han evit diskouez e reant fae anez-han.

O velet kement-se, Fransez a zavaz huelloc’h he vouez hag a zisklerriaz dirak an oll : « Noblanz ha tud a renk huel kear Perouz, Doue en euz roet d’eoc’h ar gounid enn hoc’h emgannou gand ar c’herriou a zivar dro. Pinvidik oc’h deuet da veza. Abalamour da-ze e tlefac’h beza anaoudek e kenver an hini en deuz roet d’eoc’h an oll draou-ze, hag ive e kenver ar re a gomz d’eoc’h anez-han. Ne ket an dra-ze a rit. Ne rit forz euz ho krouer, ho madouberour ; goap a rit ac’hanomp-ni a zo o prezek d’eoc’h enn he hano. Mad, m’her lavar d’eoc’h ma ne zistroit ket ouc’h Doue, e teuot, abarz nemeur aman, d’en em zevel an eil a enep egile, da ober brezel an eil d’egile, kement ha kement, ma ne vichac’h ket bet lakeat enn eur stad truezusoc’h gant ho krisa enebourien. »

Hag evit guir, nebeut derveziou goudeze, ar bobl, ne c’hoar den abalamour da betra, en em zavaz a enep an noblanz hag ar re binvivik. En em ganna didruez a rejor e kear, a dreuz hag a-hed, euz an eil penn d’eguile : ne velet e pep leac’h nemed ar goad o reded, tud mac’haniet ha korfou maro, astennet a-hed mogerriou an tiez… Ar gounid a jommaz gant ar bobl ; an noblanz a rankaz kemeret an teac’h ha mont kuit euz a gear.

Ar re-man drouk braz enn-ho, evel pa viche an diaoul enn ho c’haloun, en em lakeaz da redet dre ar parkeier a ioa enn dro da gear, da voasta an eost dre ma z’eant trec’hi ha displanta ar viniennou a reant, ha goudeze e lakeant an tan enn tiez. Ar vro a ioa evel pulluc’het.

Ar bobl, pe, ma kavit guell, an dud intre, n’oant na paour na pinvidik, chommet mestr e kear, o velet an eost eat da netra, hag o ziez devet, a ieaz d’ho zro e tiez pinvidik an noblanz, a laeraz kement tra a gavent hag a flastre ar pez ne c’hellent ket kas gant-ho. Setu ive-ta dismantret kement tra a ioa er vro baour-ze, hag an oll, pobl ha noblanz, lakeat enn eur stad glac’haruz meurbed, ervez gourdrouz St Fransez. Evelato kalz tud iaouank, o velet petra ioa c’hoarvezet, a zigoraz ho daoulagad, o deoue keuz d’ar pez o doa great, hag a deuaz da c’houlenn beza digemeret e renk ar Breudeur bian.

Euz a Berouz, Fransez a ieaz da gear Korton. Eno, dre he brezegennou, e c’hounezaz d’he Urz meur a hini. Ar re anavezetta a zo Gien, den iaouank desked mad : Eli spered kaer a zen, bet e leac’h Fransez e penn an Urz hag a velimp c’hoaz enn histor-man, ha Vituz leun a garantez evit Doue. Er gear-ze, ar Zant a zavaz eur gouent, hag a lakeaz enn he fenn ar breur Silvestr, deuet gant-han euz a Zantez-Mari-an-Elez, hag hor beuz c’hoaz komzet anez-han.

Mez tostaat a ra ar c’horaiz. Fransez a dec’h kuit dioc’h he vreudeur sioul, hag lavaret netra da zen. Mont a reaz enn eun enezennik a zo e kreiz eul lenn vraz, hanvet Trazimen. Eno, epad daou ugent dervez, e vevaz gand eun hanter dorz vara ha banneou dour eienn a rede e kichenn. Da bask e tistroaz da Gorton. Eno ec’h en em lakeaz da skollia ha da ziskouez an hent mad d’ar re a ioa enn nevez deuet enn he Urz. Goudeze e lakeaz enn ho fenn ar breur Gien, deuet e berr amzer da vale eeun var hent ar zantelez. Ha p’an doa great an traou-ze e z’eaz adarre enn hent gand ar breur Silvestr.

P’en em gafchont e Arezzo oa freuz e kear. Tud ar vro a ioa etre diou lodenn, ha drouk braz enn eil hag enn eben : edont o vont d’en em ganna. Fransez, dre druez ouc’h an dud keaz-se, a en em lakeaz da bedi. Goude beza pedet e komzaz out-ho a Zoue ; euz ar garantez a dle an eil kaout evit egile, ha traou all brao evelse. Tud Arezzo a deuaz d’en em unani, ha, dre anaoudegez-vad evit ar Zant, e leschont anez-han da zevel eur gouent. enn ho c’hear. Izoum braz en doa a gement-se, rak kals tud, gounezet gand he gomzou, a falveze dez-ho dont da veva gant-han er baourentez.

Euz a Arezzo e c’hoanteaz dez-han mont da Floranz ; mez uzet oa e iec’het, hag e rankaz choum e Gargereto, el leac’h ma savaz evelato eun tammik ti bian evit he Vreudeur.

E Floranz e c’hounezaz tud euz ar renk huella. Enn ho zouez e kavomp Iann Parant, den a lezenn desket meurbed, ha divezatoc’h Jeneral an Urz. Tud vad a roaz dez-ho eun tiik bian abalamour m’oa Fransez mignoun da Zoue. Var dro miz here ec’h en em lakeaz adarre enn hent. E kear Piz e tigemeraz enn he Urz daou zen hag a ioa dija huel er zantelez : Anj hag Albert. Kenta rener o deoue ar Breudeur bian e Franz, a oue Anj.

Er bloaz 1212 ar Zant a en em gavaz e Sarziano. Tud ar gear-man o doa kement a blujadur o klevet anez-han o komz a Zoue, m’her pedchont da jomm enn ho zouez. Ar Zant a lavaraz dez-ho e ranke mont c’hoaz da vroiou all da brezek J-K. Neuze da viana, eme an dud vad-man, lezit ganeomp unan bennag euz ho preudeur. Ar Zant a zelaouaz ho goulenn. Eun ti bian a oue savet evit-ho eun hanter heur vale dioc’h kear, var eur menez a beleac’h e velet Asiz. Fransez a garie kenan mont var ar menez-se da bedi abalamour m’edo pell dioc’h trouz ar bed. Setu perak eun den a gear a lakeaz sevel dez-han, distak dioc’h ti ar breudeur all, eul lochenn e koat. Ar Zant ne falvezaz dez-han jamez mont el lochenn-ze ; re vrao e kave anez-hi : e koat oa great ! Red e oue sevel dez-han eur c’hoz-lochenn henvel ouz al lochennou a zavor breman, er pennad dioc’h an ti, da lakaat al ludu.

En eur zont a Zarsiano, Fransez a dremenaz dre gear Sitonio, el leac’h ma savaz eur gouent all, hag ac’hano e tistroaz var eeun da Asiz.

Bloaz a ioa abaoue m’oa eat kuit. Tud Asiz a reaz dez-han eun digemer dispar. Ar brud euz he brezegennou, euz he zantelez, euz ar burzudou a rea a ioa deuet pell-zo betek enn-ho. Abalamour da ze, e z’ejont d’hen diambrouk, bokedou ha skourrou guez gant-ho enn ho dourn. Kana a reont himmou ha kantikou enn henor d’ar Zant. Fransez a iea dre douez an dud pleget he benn da Zoue e kase an oll meuleudiou-ze. Evit-han he unan, ne c’houlenne nemed dismeganz an oll.

Kenta ma c’hellaz en em distaga dioc’h tud Asiz e z’eaz d’ar gear, da Zantez-Mari-an-Elez. Eno e kavaz kals tud deuet da c’houlenn beza digemeret enn he Urz. En em lakaat a reaz dioc’htu da brezek dez-ho, da gelen anez-ho, da zeski dez-ho bale dre an hent mad, evel ma rea ar Breudeur kosoc’h a ioa o prezek dre bevar c’horn an Itali.

Karget e oue da brezek, e kear Asiz, ar c’horaiz euz ar bloaz 1212. Hen ober a reaz gand kement a nerz hag a zantelez, ma teuaz kals tud da zistrei ouz Doue, ha lod all da c’houlenn beza digemeret enn he Urz.

Etouez ar re a deuaz da gaout St Fransez edo Stez Klara dibabet gand Doue evit beza mamm da eur vandenn c’hoarezed — herrio e leveror seurezed — a dlie lugerni dre ar bed, euz an eil penn d’egile, evel ma lugern ar stered enn env epad an noz.

Klara a ioa ganet e Asiz, a dud nobl ha pinvidik-braz. He mamm e doa desket dez-hi, abred karet Doue a greiz he c’haloun. Guisket kaer, ervez he c’hendere, e ranke beza ; mez a zindan he dillad brao e touge eur gouriz reun. Gounezet neat e oue o klevet Fransez o prezek. Dont a reaz meur a veach, gand eur voereb koz dez-hi, da Zantez-Mari-an-Elez da c’houlenn kuzul digant ar Zant. Lavaret a rea dez-han e felle dez-hi beva er baourentez ar vrasa, beva divar an aluzenn, ha tremen he buez, pell dioc’h trouz ar bed, o pedi Doue noz-deiz, a c’hinou hag a galoun.

Var dro fin ar c’horaiz euz ar bloaz 1212, Fransez a lavaraz dez-hi oa deuet an heur da guitaat ar bed ha d’en em rei oll da Zoue. Klara e doa neuze 48 vloaz. D’ar zul bleuniou, an 18 a viz meurs, e z’eaz d’an ofern da gerc’hat he bod palmez, hag enn he c’herc’henn an dillad ar braoa. Enn noz varlerc’h, gant unan euz he flac’hed, e kuiteaz ti he zad hag e z’eaz da Zantez-Mari-an-Elez. Fransez hag he vreudeur a ioa enn iliz o lavaret ho matinezou. Oll e kemerchont bep a c’houlaouenn goar evit he digemeret. Trouc’het e oue dez-hi he bleo, ha Fransez a roaz dez-hi, evit ober he guiskamant, eun tamm mezer, er memez liou gand he zae he unan.

Setu aze ar penn kenta euz ar c’hoarezed Stez Klara, han vet Urz an Itrounezed paour. Goude an traou-man e oue kaset da gouent c’hoarezed St-Beneat. Her c’houmpren eaz avoalac’h a refot, kerent Klara a ieaz eun drouk braz enn-ho o velet ho merc’h o kemeret eur stad ken dister ha ker paour, int-hi hag a ioa nobl ha pinvidik braz. N’euz fors Klara a harpaz out-ho. Goasoc’h c’hoaz, ervez ar bed, a en em gavaz gand an dud-se touellet gand an henoriou hag an arc’hant. Eur verc’h all dez-ho, hanvet Agnez, a dec’haz ive euz ar gear hag a redaz da gaout he c’hoar. An dra-man a ioa re. Eur marc’hek eontr d’an diou blac’h iaouank, a ieaz d’ar gouent ; hag evel n’oa ket evit lakaat hini anez-ho da zistrei d’ar gear, e krogaz e Agnez dre he bleo, hag he zreinaz er meaz euz ar gouent. Mez Doue a ioa eno. Breac’h ar marc’hek a zounnaz enn eun taol, hag e rankaz diskregi Klara a deuaz da gerc’hat he c’hoar, ha goudeze ne oue trouz ebed ken. Ouc’h penn an dra-ze, eur c’hoar all da Glara ha da Agnez, hanvet Beatrix a deuaz, a benn eur pennad, d’ho c’haout da c’houlenn beva divar an aluzenn evel-d’ho. Ho mamm ive, deuet da veza intanvez, a guiteaz ar bed hag a deuaz da veva evel he zeir merc’h.

Hennez eo an eil Urz savet gand St Fransez.

Marteze ounn chommet re hir da gounta d’eoc’h histor Klara hag hini e c’hoarezed. Mez c’hoant am oa da lavaret eun dra bennag divar benn an Urz-se ne ket kals anavezet e Breiz-Izel. Meur a ene paour, e touez ar merc’hed iaouank, a zo marteze e poan, abalamour ma n’ho deuz ket c’hoaz kavet ho hent. Ra deuio va c’homzou da sklerijenna ho spered, ha da ziskouez dez-ho ar stad m’int galvet marteze gand Doue da veva enn-han ?

Distroomp breman da histor St Fransez.

He brezegennou epad ar c’horaiz o doa skuizet ar Zant. Ma n’en diviche selaouet nemet-han he unan, e viche chommet e Santez-Mari-an-Elez da bedi, da zevel, ep ehan ebed, he spered hag he galoun varzu an Env, ha da veva, evel pa lavarfenn d’eoc’h gand Doue hag an Elez. Mez ar Zant a falveze dez-han ober e pep tra ar pez a bliche da Zoue. Setu perak e kasaz ar breur Maze ha Filip da c’houlenn digant Stez Klara hag ar belek Silvestr ar pez a dlie da ober : pe chomm e Porsionkul, e kouent Santez-Mari-an-Elez, da bedi a-hed he vuez, pe mont adarre da brezek ar bedenn, ar baourentez hag ar binijenn dre ar bed.

Ar belek Silvestr, a ouzoc’h er-vad, eo ar belek-se en doa klasket trabas ouc’h ar Zant divar benn ar vein en doa guerzet dez-han evit rapari iliz St-Damien. Ha n’oa ket an dra-man diskouez dirak an oll en doa ankounac’heat an drouk a ioa bet c’hoant da ober dez-han ? O, St Fransez, ma teufe ar gristenien da heulia ar skouer-vad a roit dez-ho aman, ne ve ket kement a gasouni hag a brosezou enn ho zouez !

An daou Vreur-man a lavaraz da Zilvestr, da Glara ha d’he c’hoarezed pedi Doue, da goulenn digant-han petra dlie Fransez da ober. Na Klara, na Silvestr n’o doa en em velet. Koulskoude, goude beza goulennet sklerijenn digant Doue enn ho fedennou, e leverchont ar memez tra.

P’en em gavaz an daou Vreur enn dro, Fransez o c’hasaz gant-han enn eul leac’h distro, e kreiz eur c’hoat ; hag eno, var bennou he zaoulin, dizolo he benn, he zivreac’h e kroaz, e lavaraz dez-ho : « Ac’hanta, petra c’hourc’hemenn dign J.-K. ? »

— Hon Tad hag hor Breur, eme ar re-man, Doue a fell dez-han e z’afac’h da brezek, rak n’en euz ket galvet ac’hanoc’h da labourat evidoc’h hoc’h unan epken, mez evit silvidigez an oll. It ep aoun ebed ; prezegit, Doue a lakaio var ho muzellou ar pez a dlefot da brezek. »

Ar Zant, o klevet ar c’homzou-ze, a zantaz he galoun o virvi enn he greiz dre ar garantez en doa evit he nesa, hag a lavaraz :

— Eomp-ta enn hent enn hano J.-K. Hor Zalver.

Hag e guirionez, evit-han da veza, ne lavaran ket klan, mez uzet gand he labourou hag he binijennou, e z’eaz var eeun enn hent, en eur gas gant-han an daou vreur Maze hag Anj Rieti.


————