Mont d’an endalc’had

Buez St Fransez a Asiz - II

Eus Wikimammenn
Intanvez P.-B. Desmoulin, 1891  (p. 18-43)
◄  Kenta Pennad II III  ►







EIL PENNAD


————


Krusifi St Damien. — Fransez a zilez e gonverz. — Heskinet eo. — Kaloun eun tad ha kaloun eur vamm. — Hon Tad hag a zo enn Env. — Kannad eur Roue braz. — Eur pred mad-tre. — Teir Iliz raparet. — Anavezet eo he hent gant ar Zant.

————



Fransez a ioa ive-ta distroet da Asiz, hag enn he bedennou ne ehane da c’houlenn digant Doue petra felle dezan a rache. Ar c’hoant-se enn he benn hag enn be galoun, edo, eun dervez, eat er meaz a gear Asiz, pa gouezaz he zaoulagad var eun tammik iliz vian ha dister, a zo var dro pevar c’hant paz dioc’h mogerriou kear, ha n’en doa bete neuze jamez taolet evez ebed out-hi Hounnez an Iliz-se a ioa goestlet da St Damien. He mogerriou a ioa kenn dirapar m’edo o vont da goueza enn he foull. Mont a reaz enn Iliz. — Ann dra-man a ioa er bloas 1206. — Eno ec’h en em roaz a greiz he galoun d’ar bedenn, en eur zellet ouz eur grusifi. Enn eun taol, ne c’hoar ket petra ia dre he voazied ; tomma a ra he c’hoad ; eun dra bennag a zo o touelli he benn hag ouc’h hen alia da gomz ouz Hor Zalver stag ouc’h ar grusifi-ze. Senti a reaz ouz an dra bennag-se, ne gouie ket c’hoaz petra oa. Lavaret a reaz a vouez huel, betek teir gueach, en eur zerc’hell he zaoulagad stag ouz ar grusifi : « Doue, oll galloudek ha leun a c’hloar, J.-K. va Zalver, sklerijennit ac’hanoun, me ho ped. Roit dign eur feiz kren ha nerzuz, eun esperanz stard hag eur garantez ep he far. O va Zalver, lakit ac’hanounn d’hoc’h anaout ker mad ma rign atao ar pez o pezo c’hoant a rafen. »

Hag he zaoulagad leun a zaelou a jomme da zellet ouc’h ar grusifi. An ear en doa da c’houlenn eur respount. Enn eun taol ar grusifi a lavaraz ar c’homzou-man : « Kea, Fransez, rapar va zi : koueza a ra enn he boull, evel a velez. »

N’oa enn Iliz nemed an den iaouank-man : den ive-ta ne c’helle respount dez-han. Setu ar pez a lakeaz anez-han da ober eur skrijadenn. Hag e c’houlenne out-han he unan ha n’edo ket oc’h huvreal, pa deuaz ar vouez, evit an eil gueach, da lavaret dez-han krenvoc’h evit ar veach kenta : Kea, Fransez, rapar va zi ; koueza a ra enn e boull, evel a velez. »

Neuze e kreskaz he enkrez. En eur grena edo o c’houlenn digant-han he unan a beleac’h e teue ar vouez-se, pa glevaz, evit an drede gueach, ar memez mouez o lavaret dez-han : « Kea, Fransez, rapar va zi : koueza a ra enn he boull, evel a velez. »

Breman eo anat da Fransez eo Doue he unan eo a gomz out-han. Chomm a ra var bennou e zaoulin mantret ; he spered a zo savet d’an env da gaout an A. Doue ; n’oa nemed he gorf var an douar.

Enn dervez-se e c’hellor lavaret e oue diazezet enn Env Urz ar Breudeur-Bian, rak dre ar c’homzou-ze Doue a gomze euz he Iliz, an Iliz katolik ; ha pa lavare rapari he di, he lavare prezek dre ar bed evit lakaat ar re fall da zistrei var an hent mad, ha miret out-ho da vont da goll. Mez an traou-ze a ioa c’hoaz dreist spered Fransez ; en a gave dez-han ne c’hourc’hemenne netra dez-han nemed rapari Iliz St-Damien a ioa o vont da goueza.

Setu perag e teuaz dioc’h-tu ha var eeun da di he dad. Kemeret a reaz pesiou mezer ar c’haerra, sevel a reaz var loan ; hag e z’eaz d’ho guerza da gear Poligno, el leac’h ma trafikaz zoken he loan Goudeze e tistroaz var eeun da zigas an arc’hant da Velek St-Damien evit en em lakaat raktal e tu da rapari an Iliz. Mez ar belek-man ne falvezaz ket dez-han kemeret kement all a arc’hant abalamour ma gouie peger stag oa ouz madou an douar Bernardon, tad St Fransez. Heman neuze, fae gant-han derc’hell an arc’hant-se enn he c’hodell, hen taolaz var unan euz a brenecher an Iliz. Evelato, belek St-Damien, o velet pegement a garantez en doa Fransez evit he Iliz, a gemeraz anez-han evit eur pennad enn he di, evit ma viche tostoc’h d’ar grusifi e doa komzet out-han.

Tud fall, drouk enn-ho ouc’h ar Zant abalamour d’ar vad en euz great d’an Iliz, o deuz lavaret oa laer dre n’abek m’en doa kemeret mezer euz a di he dad evit rei an arc’hant da rapari Iliz St-Damien an dud fall ha difeiz o deuz atao eur c’hlemm bennag da ober divar benn ar re vad. Taolit evez ! Fransez, evel a ouzoc’h, a ioa e penn festou hag ebatou kear Asiz an dillad braoa ha kerra a veze gant-han ive. Hag euz a beleac’h e teue arc’hant dez-han da ober an dispignou-ze, nemed euz a di he dad ? Heman a c’hrosmole evit guir, avechou, mez ne rebeche jamez he arc’hant d’he vap. He vamm zoken, hag a ioa an hanter euz an tiegez dez-hi, a veze fouge enn-hi o velet he map e penn ar iaouankizou, ha ne gave abek ebed enn dispignou a rea. Hag e kaf d’eoc’h ne c’hell ket Fransez dispign evit Iliz St-Damien an arc’hant a zispigne a ziagent er follenteziou ? Alo ta ! Tadou ha mammou, pa roit d’ho map pe d’ho merc’h eur pez a bevar real evit mont dar pardoun pe d’ar foar, ha kaout a reot abek enn-ho ma kavent guelloc’h teuler ho guennienne plad an anaoun eged mont d’ho eva d’an hortaleri ?

Hag ouc’hpenn, evel a lavar St Bonavantur, oll madou ar bed-man a zo da Zoue, ha Doue en doa gourc’hemennet da Fransez rapari Iliz St-Damien, ha Fransez n’oa ket hen ober ep arc’hant.

Lezomp ive-ta an teodou fall hag an dud difeiz da grial ha da iouc’hal kement ha ma kirint. Evidomp-ni, tud a feiz, ne velomp aman nemed dourn Doue o lakat Fransez var hent an env, rak breman eman o vont a benn er boan. E z’eomp d’her guelet.

He dad Bernardon n’oa ket, evel a lavar an dud difeiz emaomp o paouez komz anez-ho, drouk enn-han abalamour d’he arc’hant. Kerkent ha m’ec’h en em gavas er gear, rak e beach edo, p’an doa guerzet Fransez he vezer hag e loan, e Foligno, e z’eaz da glask he vap. Drouk braz a ioa enn-han, rak karet a rea he vap Fransez. Kaout a rea dez-han, abalamour m’oa desket mad ha m’an doa kals skiant, e viche bet var he lerc’h eur marc’hadour euz ar re vrasa, euz ar re binvidika, euz ar re vrudetta, hag en diviche great kals a enor d’he hano. Piou eo an tad ha ne c’houlenn ket kement all digant he grouadur ? Setu perak oa drouk e Bernardon, ne ket abalamour d’he arc’hant oa avad. Kas a reaz gant-han lod euz he gerent evit mont da gerc’hat he vap d’ar gear euz a di belek St-Damien. Pa glevaz Fransez anez-ho o tont, e z’eaz da guzet da gambr ar belek. Lavaret a reor p’edo Bernardon hag he gerent o vont er gambr, Fransez en em harpaz ouz ar voger, hag ar voger a zigoraz hag a zerraz var he lerc’h, goude beza great eur volz a zioc’h he benn. Pa oue savet eno eur gouent evit ar Breudeur-bian, ar voger-ze a oue dalc’het enn he za enn henor d’ar Zant, hag herrio c’hoaz e velor ar volz-se, hag enn-hi eman Patrom St Fransez.

P’oa eat kuit he dad hag he gerent, Fransez a ieaz da eun toull mengleuz, n’eman ket pell ac’hano, el leac’h ma kase eun tamm boued dez-han mevel belek St-Damien. Eno e chommaz eur miz hed-a-hed o pedi Doue, o skuilla daelou var he bec’hejou ha pec’hejou ar bed, o iun bemdez, oc’h ober pinijennou ar re rusta, o sonjal noz-deiz e pasion Hor Zalver J.-K.

A benn eur miz, krenveat dre he bedennou hag he binijennou, e teu er meaz euz e doull mengleuz, hag e z’a var eeun da gear Asiz. P’her guelchont o tont e kear, he zaoulagad rusiet gant an daelou, he ziou voc’h pladed gant ar binijenn, dillad eur paour keaz gant-han, en hag a velet a ziagent dre gear guisket evel ar re binvidika, eul loan a c’hoad o fringal azindan-han, tud Asiz en em lakeaz da c’hoarzin dez-han ha d’her goapaat. E guirionez eo kollet he benn gant Fransez, emez-ho. Pri ha mein a veze stlapet out-han. Mont a reant en eur iouc’hal var he lerc’h, hag e touez ar re a iouc’he oa kalz euz he gamaraded koz en doa dispiguet kement a arc’hant gant-ho. — Tud iaouank ha tud koz, guelit petra eo kamaradiach ar bed-man. — Fransez ne ra van evit ho c’hlevet, mont a ra gant he hent pleget he benn.

He dad o klevet an trouz a ioa e kear a ieaz da doull he zor da c’houzout petra ioa a nevez. Pa glevaz oa he vap Fransez ar penn kaoz a gement-se a jolori, e lammaz er meaz euz he di, hag e razaillaz var n’han evel ma razaill ar bleiz var an danvad. Kregi a reaz enn-han, her chacha a reas enn ti, buanna ma c’helle evit hen tenna a zindan goaperez tud kear. Deuet enn ti, e rebechaz dez-han c’houero. he ziskianterez ; hen alia a reaz da zistrei d’he labour guechall, ha da rei dourn dez-ban da ober he gonverz. Fransez ne rea van ebed ouc’h he glevet. Neuze e z’eas kement a zrouk e Bernardon ma krogaz enn-han, ha mac’h en em lakeaz da skei varn-han evel var eur c’hi. Fransez a c’houzan ve pep tra ep en em glemm. O velet kement-se he dad her chachaz gant-han hac her strinkaz enn eun toull du a ioa dindan eur skalier, hag eno her stagaz gand eur jadenn houarn en eur lavaret dez-han e chomche eno keit ha ma kendalc’hche da veva enn eur c’hiz ker mezuz ha kenn diskiant. Fransez a ioa rannet he galoun oc’h ober kement-se a boan d’he dad, mez mouez ar grusifi a gleve atao o voudinella enn he skouarn, hag e lavare out-han he unan komzou an Abostol St Per : Guelloc’h eo senti ouc’h Doue eged ouc’h an dud.

Ne c’houzor ket pegeit eo chommet Fransez enn toull du a zindan ar skalier, mez gouzout a reor penaoz e teuaz kuit. Pika, ar vaouez devot, mamm Fransez, a vouele, evel eur vamm gristen, o velet petra reat d’he map. Pa gave he zro e z’ea da gaout he map d’an toull du, e tiskoueze dez-han he c’harantez hag e rea dez-han guella ma c’helle. Guelet a rea oa Doue he unan eo a henche Fransez. Abalamour da-ze, kerkent ha m’oa eat adarre he fried da ober konverz er meaz euz ar gear, e tijadennaz he map, her briataz, e pokaz dez-han en eur starda anez-han var he c’haloun, hag en eur lezer anez-han da heulia penn da benn ar pez a c’hourc’hemenne Doue dez-han.

Ar Zant iaouank a drugarekeaz he vamm, a lavaraz bennoz d’an A. Doue hag a zistroaz var eeun da Iliz St-Damien a ioa roet dez-han da rapari gant J.-K. Pa zistroaz Bernardon d’ar gear, o velet he vap eat kuit, e lavaraz a bep seurt traou divalo d’he c’hrek, en eur doui e teuche e giz pe giz a benn euz he vap. Mont a reaz raktal da di velek St-Damien, el leac’h ma gouie edo Fransez. Eno edo evit guir. Mez enn dro-man, e leac’h tec’het enn he raok, e z’a d’he gaout, hag e lavar dez-han en doa ankounac’heat an taoliou en doa bet kerkouls hag ar jadenn e doa her staget, hag a vizikenn e c’houzanvo pep tra evit an hano a Jesuz.

Kollet he benn gant-han o klevet kement all, hag o velet ne jommche ket he vap gant-han da gas he gonverz enn dro, Bernardon a glaskaz eun izign all evit hen heskina. Kaout a rea dez-han oa dispignet pell a ioa an arc’hant en doa bet evit he vezer hag he loan. Setu perak e c’houlennaz an arc’hant-se. Evel a ouzoc’h, Fransez, pa ne felle ket da velek St-Damien her c’hemeret ; en doa taolet an arc’hant var brenestr an iliz. Kerkent ha ma teuaz he dad d’her goulenn, Fransez a ieaz d’her c’herc’hat, hag her roaz dez-han penn da benn, guennek evit guennek.

Ann dra-man ha ne ziskouez ket d’an dud difeiz a gomzemp anez-ho n’euz ket pell, ne ket arc’hant ar mezer eo a glaske Bernardon, mez he vap oa, hag he vap epken. Ha ma teu breman da c’houlenn an arc’hant-se ne d’eo nemet evit hegal ouz he vap, hen inoui kement ma kafche guelloc’h distrei d’ar gear eged kaout kement a drabaz. Pa velaz Bernardon n’oa ket evit tizout he vap divar benn an arc’hant, e z’eaz da gaout barnerrien kear Asiz, hag e c’houlennaz digant-ho eur varnedigez da c’hourc’hemenn d’he vap distrei d’ar gear. Ar re-man a lavaraz dez-han an dra-ze ne zelle ket out-ho, rak Fransez, o veza eat da jomm da di velek St-Damien, o ioa relijiuz, hag ar relijiuzed hag ar veleien, e pep bro, pa vez enn-hi kristenien mad ha leal, ne vezont barnet nemet gand an Eskibien.

Bernardon, atao drouk braz enn-han, ne gilaz ket. Kas a reaz he vap dirak Eskop Asiz, en eur c’houlenn digant-han kement liard a c’hellfe c’hoaz beza etre he zaouarn, hag ouc’h penn an dilez euz al loden a dlie dont dez-han euz a vadou he dud goude ho maro.

D’ar mareou-ze, Eskop Asiz oa an A. Vido Sekundi, den a zoujanz Doue m’ar d’euz bet. Gervel a reaz Fransez da vont d’e gaout.

— Fransez, emez-han, ho tad a zo drouk braz enn-ban. Goulenn a ra kement tra en d’euz roet d’eoc’h. Distolit dez-han kement oc’h euz. Bezit fizianz e Doue ; ne zilezo ket ac’hanoc’h.

O klevet ar c’homzou-ze, Fransez a zavaz enn he za en eur lavaret.

— A. n’Eskop disteuler a rign d’am zad kement tra en euz roet dign, an dillad a zougen zoken.

Ker buan e z’eaz enn eur gambr adre, e tiviskaz he zillad, hag e teuaz d’ho digas d’he dad, eur gouriz epken enn dro d’he groaz-lez, en eur lavaret dez-han : « Betek hen em euz ho kalvet va zad var an douar a vizikenn e c’hellan lavaret ep aoun da fazia Hon Tad hag a zo enn env, c’houi eo va oll madou, ennoc’h « eman va oll fizianz. »

An A. n’Eskop, estlammet oll o velet kement all a garantez evit Doue hag he fizianz enn-han, a zavas enn he za, a gemeraz Fransez etre he zivrec’h hag a daolaz var he ziouskoaz ar vantell a zouge, en eur gourc’hemenn da dud he di rei dez-han dillad d’en em viska. Roet e oue dez-han dillad eun devezour a veze dioc’h an deiz o labourat enn Eskopti. Fransez ho c’hemeraz gant anaoudegez vad, ha dioc’h-tu e reaz, gand eun tamm pri, eur groaz varn-ho evit diskouez n’oa nemed eun den paour, ha ne glaske nemed kroasiou var an douar. Gand an dillad-se Fransez a ieaz er meaz euz an Eskopti, ar paourra mez ive al laouenna euz an dud. Evel hon euz her lavaret, edo neuze e kreiz he vrud, n’en doa nemed pemp bloaz varnugent.

Distak breman dioc’h pep tra var an douar, Fransez n’en doa kenn ioul nemed da garet Doue ha d’he zervicha a greiz he galoun. Mont a ra he-unan-penn dre ar meneziou hag ar c’hoajou en eur gana e gallek meuleudiou an A. Doue. Eun dervez, laeroun kuzet er c’hoajou o c’hedal tremenidi da laerez, o klevet kana e gallek, a redaz var he lerc’h : kaout a rea dez-ho oa eun den pinvidik bennag a vro C’hall eo a ioa o tremen. P’her guelchont guisket ker paour e chommchont souezet, hag e c’houlennchont digant-han :

— Piou out-te ?

— Me, eme ar Zant, eo kannad ar Roue braz.

— Heman a zo sot, eme al laeroun.

Evelato drouk enn-ho abalamour m’o doa great eun taol guenn, e rojont dez-han eur guiskat bac’hadou hag hen taolchont enn eur foz doun, leun a erc’h, a ioa e kichenn, en eur lavaret kenavezo dez-han dre ar c’homzou goapauz-man :

— Chomm aze keit ha ma kiri, kannad louz ar Roue braz.

Fransez a c’hellaz dont er meaz euz ar foz, fouge enn-han abalamour m’oa bet kannet ha taolet enn-hi dre n’abek ma lavare oa kannad eur Roue braz, en, en doa c’hoant da lavaret oa kannad an A. Doue. Mont a reaz adarre enn hent en eur gana atao e gallek, mez krenvoc’h eged a ziagent, meuleudiou d’he Zoue. En em gaout a reaz gant eur gouent, n’edo ket pell ac’hano, hag eno e chommas tri pe bevar dervez evit labourat er gegin evel an disterra euz a dud an ti. Mez ne ket labourou er c’hiz-se eo a felle da Fransez ; mont a reaz da gear Gubio. Eno e kavaz eur c’hamarad-koz, a roaz dez-han, dre druez out-han, dillad ha n’oant ket ker fall hag ar re a ioa gant-han : henvel oant ouz dillad an Ermited.

Goloet gant an dillad-se e kresk he binijennou. Klevet a ra e goueled he galoun he garantez o tenerraat evit an A. Doue, hag he c’hoant da sevel varzu an huella santelez. En em lakaat a ra da redet an hospitaliou, da velet ar re glan ha dreist-oll an dud lor.

Eugusa klenved eo al lorgnez ! — Breman, a drugare Doue, n’euz ket kalza dud lor, da vianna enn hor bro-ni — Eun den lor a zo leun a c’houliou a zistak a damm-a-damm diout-han, enn dro dez-han evel ma tistak an delliou euz ar guez d’an diskar-amzer. Eur c’houez euz ar re bounerra a zo ive gant an dud lor. Ouc’h penn m’eo euguz ha louz ar c’hlenved-man eo ive staguz meurbed. Setu perak e veze kaset ar re lor da hospitaliou, savet evit-ho epken, pell dioc’h an tiez all. Mad varzu ar re glan-ze eo a redaz Fransez. Araok an dra-man, mar oc’h euz sonj, p’edo o ren he iaouankiz, en doa roet, e kichenn kear Asiz, an aluzenn ba daou bok da eun den lor. Enn hospital, Fransez a voalc’he ho zreid d’ar re glan, louzaoui a rea ho gouliou ; ha goudeze, evit rei nerz d’ho c’haloun, evit ho lakaat da gaout fizians e Doue ha d’her c’haret e kreiz ho c’hlenved, e poke dez-ho gant karantez.

Doue dre eur burzud a ziskouezaz da Fransez pegement a blujadur a rea dez-han o karet er c’hiz-se an dud lor, he vignouned. Eun dervez, var ar meaz, e kichenn kear, ec’h en em gavaz gant-han eun den paour euz a gostez kear Spolet, a ioa debret he c’hinou hag e ziou voc’h gant eur c’hrign-beo. O tistrei euz a Roum edo, el leac’h m’oa bet o c’houlenn ar pare var beziou St Per ha St Paol. Kerkent ha ma velaz ar zant, kuzuliet gant Doue, me gred, ec’h en em strinkaz d’an douar evit poket d’he dreid. Fransez n’her lezaz ket da ober, sevel a reaz anez-han enn he za, kregi a reaz enn-han a dro-vriad en eur boket dez-han. Enn eun taol an den klanv en em gavaz pare. Distrei a reaz d’he vro en eur bedi Doue a greiz he galoun.

Evelato Fransez ne ankounac’hea ket e doa lavaret ar grusifi dez-han rapari iliz St Damien. Abalamour da-ze, hag o sonjal ive oa breman ienneat kasouni he dad, e tistroaz da Asiz. Mont a rea dre gear en eur c’houlenn an aluzenn evit he iliz paour. N’en doa ket a vez oc’h astenn he zourn er gear-ze, el leac’h ma selle an oll out-han a ziagent abalamour d’he zillad brao ha lugernuz, el leac’h ma taole arc’hant diout-han ep ho c’hounta Lavaret a rea : « An neb a roio di-me eur mean evit va Iliz a vezo paet gand Doue, hag an hini a roio daou vean a vezo diou veach paet. » Lod euz a dud kear a iea var he lerc’h en eur c’hoarzin goap dez-han, hag en eur lavaret pep seurt traou divalo divar he benn. Lod all ne lavarent ger. Oc’h esa gouzout edont penaoz e c’helle diskenn enn eur renk kenn dister eun den iaouank, unan euz ar re binvidika euz a gear. Red eo, a lavarent an eil d’eguile, e ve Doue a du gant-han.

He dad, p’her guele o tont varzu enn-han, a dec’he da guzet enn tu bennak buanna ma c’helle. Mez en doa ouz he velet enn egar e z’ea. Pa ranke en em gaout diraz-han e taole varn-han he valloz. An dra-ze a rea eur boan vraz da Fransez. Petra da ober-ta evit miret ouz an dra-ze ? Kemeret a reaz gant-han, da vont dre gear, eun den kos ; ha bep tro ma taole he dad he valloz var Fransez, an hini koz a rea varnez-han Sin ar Groas.

He vreur, hanvet Anj, n’oa het guelloc’h evit he dad. Koulskoude breman oa dez-han penn-da-benn oll madou Bernardon, an tad, pa z’eo guir n’oa kraouadur ebed nemet-ho ho daou, ha m’an doa roet Fransez an dilez euz an hanter a dlie dont dez-han. Eun dervez edo Fransez o karga mein enn he gar : divera a rea ar c’houez dioc’h he dal. Anj he vreur a ioa o sellet out-han hag o c’hoarzin goap dez-han. Lavaret a reaz da unan euz he gamaraded a ioa enn he gichenn : « Kea da brena digant va breur Fransez eur banne euz he c’houezenn. »

— « Ne fell ket dign, eme Fransez, guerza va c’houezenn d’an dud : kerroc’h e verzign anez-hi d’an A. Doue. » Kentel gaer d’ar re a rank gounit ho boued divar bouez ho divreac’h.

Belek St-Damien, o velet pegement a boan a gemere ar zant, gant aon na deuche da noazout d’he iec’hed, a rea guella ma c’helle evit rei boued mad ha kren dez-han. Fransez ne zaleaz ket da velet madelez ar belek-se. Neuze e lavaraz out-han he-unan : « Fransez, ha kaout a ri e kement leac’h ma z’i eur belek ker mad enn da genver ? Ne ket hounnez eo ar vuez paour ha glaskez var da veno. Kea ive-ta da glask da damm boued euz an eil dor d’eben evel ar beorien, eur skudell enn da zourn. Er c’hiz-se e rank beva a galoun vad an neb a fell dez-han bale var roudou an hini a zo ganet er baourentez, en euz bevet er baourentez, a zo marvet enn noaz var ar groaz, a zo bet lakeat enn eur bez ha n’oa ket dez-han. »

Antronoz e z’eaz gant he skudell da ober tro kear en eur c’houlenn he damm boued enn hano Doue. Pa falvezaz dez-han dibri euz ar boued-se, taolet enn he skudell, tamm digant he-man, tamm digant hen-hont, lousoc’h pe lousa an darn vuia anez-ho, e teuaz he galoun da eugi : N’oa ket evit kas eul loaiad epken d’he c’hinou. « Asa, emez han dez-han he unan, paour out ; ha daoust hag ar paour a dle sellet ker piz-se ouz ar pez a vez roet dez-han ? » Moustra a reaz he galoun. Jesuz, o velet pegement a c’hoant en doa da vale var he roudou, her lakeaz da gaout mad-tre ar skudellad boued-se ; ha biskoaz, er festou kaer a rea gueach all gand he gamaraded, n’en doa kavet netra kerkouls blazet.

E kreiz he labourou, Fransez en deveze evelato tammouigou levenez. Ar pez a dlie c’hoarvezoute iliz St Damien a ioa bet disklerriet dez-han gant Doue. Evelse, pa z’ea da c’houlenn an aluzenn evit he iliz, e lavare d’an dud evit ho alia da rei : « Roit hoc’h aluzenn, rak iliz St-Damien a deuio da veza eur gouent Leanezed, hag a vezo, a berz Doue, brudet dre bevar c’horn ar bed » Hag evit guir, ar pez en doa lavaret ar Zant a c’hoarvezaz ; rak pemp bloaz goudeze, en he unan a lakeaz eno Stez Klera hag he c’hoarezed. Kals tud euz a Asiz o doa sonj mad euz ar pez en doa lavaret Fransez, hag a anzave oa deuet he c’her da vir. Hag ouc’h penn Stez Klera, araok tremen euz a vuez ar bed-man, er bloaz 1253, her lavar ger evit ger.

Echu eo eta iliz St-Damien, mez eun dra a vanke enn-hi c’hoaz. Fransez a felle dez-han e viche atao, noz-deiz, daou c’houlou var alum dirak ar grusifi e doa komzet out-han. Mez penaoz ober an dispign-ze ? N’en doa netra, paour-glez oa. An dra-ze ne ra man. Mont a ra da gestell eol da gear Asiz ; roet e oue dez-han ar pez a c’houlenne, ha dont a reaz a-benn euz he faltazi.

Al labourou-ze a ioa padet epad ar bloaz 1206. Evit guir Fransez en doa avoalac’h da ober en eur vont da velet an dud lor hag o pedi Doue. Mez c’hoant en doa da rei eun tamm labour d’he gorf evit her c’hastiza hag ober pinijenn. Abalamour da-ze, epad ar bloaz 1207, ec’h en em lakeaz da rapari eun iliz savet enn henor da St Per, n’oa ket pell dioc’h kear Asiz. Al labour-ze a rea dre n’abek m’en doa kals a garantez evit St Per, penn ha mestr an Ebestel.

Goude beza raparet an iliz-se ec’h en em lakeaz da zevel a nevez eun iliz all kouezet enn he foull, hag a ioa bet gueach all savet enn henor da vamm benniget Hor Zalver, dindan an hano a Zantez-Mari-an-Elez, abalamour ma teue aliez an Elez d’en em ziskouez el leac’h-se. Koz braz oa an iliz pa z’eo guir oa bet savet er bloaz 353, goude maro Hor Zalver. Ar bastored gand ho denved a iea, pa veze goall amzer, da glask ar goudor e c’harz he mogerriou n’oa ken nemet-ho enn ho za.

An iliz-he a zo var dro tri c’hard heur bale dioc’h kear Asiz, enn eul leac’h hanvet Porsionkul. Ar garantez en doa Fransez evit Rouanez an Elez hen dougaz da zevel an iliz-se a nevez. Ar memez karantez a lakeaz anez-han d’en em staga out-hi betek ar maro. Eno en euz great ar reolenn a vuez a laka an dud, mac’h heuliont anez-hi evel ma z’eo dleet, da zevel enn huella santelez ; eno en euz poaniet ha pedet he unan evit beza eur zant; eno eo marvet, he galoun entanet a garantez evit Doue, he Vestr. En eur vervel, e c’hourc’hemennaz d’he vreudeur karet al leac’h-se abalamour m’oa karet gand ar Verc’hez. Santez-Mari-an-Elez a zo herrio unan euz an ilizou brudetta euz ar bed, hag hounnez eo an iliz a gar ar muia Urz ar Breudeur bian. Ne ket souez, eno int ganet, eno int kresket, hag ac’hano int en em skignet dre bevar c’horn ar bed.

P’an doa savet he iliz, Fransez a dremenaz enn-hi eul lodenn vraz euz he amzer en eur bedi a c’hinou hag a galoun. Eno, ec’h en em erbede ouz ar Verc’hez ; skuilla a rea daelou puill e c’harz he zreid. Pedi a rea anez-hi da veza he alvokadez dirak Doue, da lavaret d’he map Jesuz digeri frank ha ledan he galoun ma c’hellche her c’haret evel ma z’eo dleet, hag heulia penn da benn kuzuliou ha gourc’hemennou an Aviel. Eur c’hoant ep he far en doa da zevel enn huella santelez, mez penaoz en em gaout eno ? N’her gouie ket c’hoaz. Fizianz braz en doa er Verc’hez abalamour m’an doa savet a nevez he iliz dez-hi. Kredi a rea e viche kuzuliet hag henchet gant-hi. Mont a rit da velet penaoz oa bet sklerijennet Fransez ha diskouezet he hent dez-han.

Per, belek St-Damien, a deue eur veach an amzer da lavaret he ofern da iliz Stez Mari. Hogen eun dervez edo, e Aviel an ofern, ar c’huzuliou a roaz Hor Zalver d’he ziskibien en eur ho c’has da brezek dre ar bed : « N’ho pezet nag aour nag arc’hant, na guennek mouniz ebet enn ho ialc’h, nag eur zac’h evit an hent, na diou zae, na boutou na baz ebed. » Fransez a zelaoue ar c’homzou-ze digor he ziouskouarn. He galoun a dride enn he greiz ; kavet eo he hent gant-han ; ar c’homzou-ze euz an Aviel, a zo evit-han, ober a raint a vizikenn ar reolenn euz he vuez. Doue he unan, enn he Aviel, a ziskouez an hent ma tle bale dreiz-han. Evelato, evit miret da vale evel eun dall, e pedaz ar belek da zisplega dez-han petra oa ar c’homzou-ze, euz an Aviel. Dre ma tisoloe ar belek dez-han petra en doa c’hoant Hor Zalver da lavaret, ar Zant a zante eur joa vraz enn he galoun. P’oa echu gant ar belek, Fransez a lavaraz en eur zevell he ziouvreac’h enn ear : « Setu aze ar pez a fell dign ; setu aze va c’hoant ar brasa. » Breman p’eo kavet he hent gant-han e z’ai araok ep arjila. Diviska a ra dioc’htu he voutou, teuler a ra diout-han he vaz, leuskel a ra he zac’h ; ne gemer nemet eur zae ; tenna a ra he c’houriz, hag enn he leac’h e laka eur gordenn. Re vrao e kaf he zillad hermit, ho dilezer a ra evit kemeret dillad all paourroc’h ha disterroc’h.

Ne d’an ket da lavaret d’eoc’h penaoz oa great sae St Fransez. Henvel oa, pe var dro, ouc’h an hini a zoug herrio c’hoaz ar Breudeur bian, he vugale. Ar Zant ne zelle ket ker piz-se ouz an dillad : avechou ar zae a veze brasoc’h, avechou all e veze biannoc’h, ervez an tamm mezer a veze roet dez-han. Ar pez a ranke da gaout oa mezer groz ha dister a liou tenval, evel liou al ludu.

Tud iaouank, evel St Fransez, oc’h euz c’hoant da veza eun dervez heuruz gand Doue enn he Varadoz. Evit en em gaout eno e rankit klask hoc’h heur evel ar Zant-man, hag an hent-se eo ar stad a vuez m’oc’h galvet da veva enn-han. Ha c’houi a dle beva etouez trouz ar bed ? Ha c’houi a dle dilezer ar bed evit beva enn eur stad all ? Ne ouzoc’h ket c’hoaz. Pedit Doue hag ar Verc’hez d’ho sklerijenna, ha goudeze goulennit kuzul digant ho tad konfessour. Fransez he unan en doa goulennet kuzul digant belek St-Damien, ha c’houi a gafe diez goulenn ar memez tra digant an hini a zo karget d’ho kelen ?