Mont d’an endalc’had

Troioù-kamm Alanig al Louarn/a-bezh

Eus Wikimammenn




G W A L A R N
HA KANNADIG GWALARN


TROIOU-KAMM
A L A N I G
AL LOUARN


GANT J. RIOU
SKEUDENNOU
GANT P. PERON


LEVRENN I


 89

EBREL

1936

GWALARN

HA

KANNADIG GWALARN

Kelaouenn viziek

Rener: Roparz Hemon

Priz: 30 lur ar bloaz (broiou estren: 35 lur)

Chomlec’h :

Journal de Gwalarn, Boîte Postale 75, BREST

(C.C. 96-38, RENNES)


KANNADIG GWALARN

hepken

Priz : 15 lur ar bloaz (broiou estren : 20 lur)

Priz : 2 skoed

Kas pep chekenn ha pep lizer-arc’hant
  pep lizer ha pep pakad erbedet da

All cheques and money-orders
  all registered letters and parcels be addressed to

Yves Le Drézen
  Boîte Postale 75
  Brest

Gwalarn
Niv. 89
12-vet Bloavez
EBREL 1936



Kannadig
Gwalarn
Niv. 43-44
EBREL
MAE 1936
TROIOU-KAMM
A L A N I G
AL LOUARN


GANT J. RIOU
SKEUDENNOU
GANT P. PERON


I

TAOLENN


Pajenn
Pennad I. — Bodadeg al loened 
 9
Pennad II. — Tro Lom an Arz 
 21
Pennad IV. — Alanig dirak ar roue 
 52
Pennad V. — Teñzor Alanig 
 63


Kalz eus danvez an oberenn-mañ a zo tennet diouz

« Reineke Fuchs » Goethe.
Pep gwir miret striz
e-keñver ar skrid hag ar skeudennou



TROIOU-KAMM

ALANIG AL LOUARN


PENNAD I


Degouezet e oa gouel kaer ar Pantekost. Ar parkeier hag ar c’hoadou a oa glas ha goloet a vleuniou. E drez hag e spern ar c’harz, e bodennou kelenn an hentou doun, e gwez kelvez ar c’hleuziou, al labousedigou, nevez deut d’ar vuhez, a gane seder o c’hanaouennou dudiusa. Ar pradeier, en traoniennou sioul, a oa marellet a vokedou aour. Mousc’hoarz an oabl glan a bare war an douar bleuniet.

Nobl, al leon, en doa galvet e holl sujidi da zont d’e lez da Gemper-Kaourintin. Eus Leon hag eus Kerne, eus bro ar c’hoadou hag eus bro ar mor, ar sujidi a oa deredet, pres warno, da lez ar roue meur. Gwisket o doa o c’haera gwiskamantou. An holl, bras ha bihan, paour ha pinvidik, a oa bet pedet, hag holl e oant deut ; holl… nemet unan… Alanig al Louarn, al loen fin, en doa kavet gwelloc’h chom er gêr. Gant an torfedou niverus a boueze war e goustiañs, Alanig ne gare ket nemeur dont da renta kont eus e daoliou kamm d’e enebourien douet. Rak kement hini eus an aotrounez-se a vage kasoni outañ. Gwir, abeg o doa da glemm : holl e oant bet flemmet gantañ en eur mare bennak eus ar bloaz. Unan hepken ne oa ket bet graet d’ezañ an distera droug : Flaer, ar broc’h, dre ma oa mab da vreur Alanig.

Job, ar bleiz, a grogas gant e glemmou. Dont a reas dirak ar roue gant e gendirvi hag e vignoned. Lavarout a reas :

« Roue meur, roue galloudek, selaouit va doaniou ha va foaniou. Just oc’h, hag e pell vro eo brudet ho madelez. Va gwreg ha va bugale a zo bet merzeriet, hanter lazet zoken, gant Alanig. Tri bleizig am eus er gêr, war o gwele : daou anezo a zo bet hanter diskroc’henet gant an amprevan ; an hini all en deus kollet eul lagad, hag emañ war-nez koll eun hini all. N’ouzon ket penaos o deus gallet en em denna diouz e grabanou. Alanig a ya bemdez ha bemnoz war wasaat. Ne vefe ket hir a-walc’h peder sizun evit displega dre ar munud va flanedenn drist. Ha pa vefe kemmet e paper an holl walennou lien bet gweet a viskoaz gant gwiaderien Lokorn-an-Neved, ne vefe ket a blas warno da skriva eur c’hard eus torfedou al loen milliget. O roue madelezus, truez ouz eun tad paour, beuzet e galon en anken hag er glac’har ».

P’en doe Job dibunet e glemmou, eur c’hi bihan a savas diouz e gornig hag a saludas ar roue :

« Mestr », emezañ, « n’em eus nemet eun draig da lavarout d’eoc’h. Paour oun, ha n’oun bet perc’henn morse nemet war eun tamm anduilhenn am boa kuzet war gleuz al liorz. Alanig a zegouezas d'ezañ dont di d’ober eun dro, ha va zamm anduilhenn a yeas en e gorf ».

Lip-e-Bao, ar c’haz, a savas d’e dro, droug ennañ :

« Roue galloudek, ar c’hi bihan, aze, a dlefe rei peoc’h dirazoun. D’in-me eo bet ar gwasa, rak an tamm anduilhenn-se a oa bet laeret diwarnoun ».

An tigr a lavaras :

« Ne dalvez ket ar boan gouela na klemm, ma vez lezet al loen d’ober droug. Alanig a zo eul laer hag eur muntrer. Saotret eo bet e galon gant an holl dorfedou. An holl a oar kement-se kerkoulz ha me. Ha pa gollfe ar roue e vrud, e holl vadou hag e vuhez zoken, Alanig a c’hoarzfe gant m’en defe eur bolezig tener da lakaat en e soubenn. Klevit gant peseurt trubarderez du en deus taget Lammig, ar c’had, er sizun-mañ : sellit ! emañ amañ dirazoc’h ar paour kaez Lammig, al loen dizroug. Gwelit e pe zoare truezus eo bet lakaet. Alanig a oa deut d’e di, war zigarez deski e vugale, hag ober skol d’ezo evit netra. Setu ma oant azezet an eil dirak egile evit konta eun tammig kaoz a-raok kregi gant ar gentel genta. Lammig a selaoue ar brezegenn fall hag a grede anezi. En eun taol trumm, Alanig a lammas warnañ, hag a stardas toull e c’houzoug gant e ivinou lemm evit e grouga. Degouezet e oa d’in beza e-kichen an ti d’ar mare. O klevout an tad o hopal, hag ar vugale o leñva, e redis da welout petra a c’hoarveze. Souezet e oan chomet p’em boa anavezet Alanig. Edo da vat o klask rei taol ar maro d’ar paour kaez loenn dizifenn. Sellit ouz Lammig, aze ; dindan ar mouchouer en deus lakaet en-dro d’e c’houzoug ez eus gouliou spontus. Panevedoun e oa graet gantañ. Roue galloudek, n’eo ket da d’in lavarout hiroc’h. C’houi a zougo bremaik eur varnedigez just, rak keit ha ne vezo ket barnet Alanig, hervez an torfedou en deus graet, e klevot c’hoaz meur a glemm a-berz ho sujidi ».
Job, ar bleiz, a lavaras :

« Alanig ne vezo ket douget da gaout keuz. Poent eo staga anezañ ouz ar groug. Ma vez roet ar pardon d’ezañ adarre, gwaz a se evit an dud a beoc’h hag evit an dud onest ».

Neuze, Flaer, ar broc’h, niz da Alanig, a savas evit difenn e eontr :

« Aotrou Job », emezañ, « desket em eus er skol, pa oan bihanik : komzou ar bleiz n’int ket artiklou a feiz. Evit displega ar wirionez penn-da-benn, ret eo anzav ne c’hell ket va eontr rei meuleudi d’eoc’h. E kement lec’h hoc’h eus lavaret droug anezañ, ha dirak kement den eo bet tamallet ganeoc’h, e gaou. Ma vije bet amañ en dije displeget, heñ e-unan, dirak an holl, ho troiou divalo. An Aotrounez a zo dirazomp a oar mat hoc’h eus, n’eus ket gwall bell ’zo, sinet ar peoc’h gant Alanig, hag ho-taou hoc’h eus touet beva evel daou vreur. Selaouit. Er goañv diweza eo bet darbet d’ezañ beza lazet abalamour d’eoc’h. Eun deiz, eur charretour a oa o vont d’ar marc’had gant eur c’harrad pesked. Hag e teuas c’hoant bras d’eoc’h debri eus ar pesked fresk-se. Nemet ne oa ket eun diner en ho kodell. Neuze oc’h aet da gavout va eontr. Alanig a yeas ganeoc’h, a c’hourvezas e-kreiz an hent hag a reas ar maro bihan. Ret e oa kaout nerz evit ober se. Met klevit nag a besked en doa bet evit e lod. Ar charretour a dosta, a zispak e gontell evit laza va eontr. Alanig ne fich ket. Maro eo, a soñj an den, hag e stlap anezañ war c’horre ar c’harr, hilliget e galon en eur soñjal er c’hroc’hen flour a oa war gorf al loen. Ken buan e vije bet lazet va eontr war zigarez renta servij da Job ! Dre ma ’z a ar c’harr war-du ar vourc’h, Alanig a vann pesked, en traoñ, war an hent. Job a zebr anezo. Goude m’en deus diskaret a-walc’h a besked, Alanig a lamm eus ar c’harr, evit kaout ivez eun tañva. Hogen ne chom pesk ebet mui. Job en doa debret anezo holl, ha kement en doa debret ma oa bet darbet d’ezañ krevi gant e gorfad. N’en doa lezet nemet an drein en e zilerc’h, hag e kinnigas an drein-se d’e vignon !…

« Selaouit eun dro all c’hoaz. Displeget e vo d’eoc’h penn-da-benn, hervez ma ’z eo c’hoarvezet. En eur gêr, e parrez Pluguen, e oa bet lazet eur pemoc’h lart, ha lakaet en eur c’harrdi goude ma oa drailhet. Va eontr a oa deut ar c’helou-se betek ennañ. Mont a reas dioustu da gavout Job, da lavarout d’ezañ beza prest da vont en hent, kerkent deut an noz. Setu an daou gompaer war hent Pluguen, kazel-ha-kazel, ha laouen-bras. Pa oant degouezet dirak ar c’harrdi, Alanig a daolas eur sell en-dro d’ezañ. Lazet e oa ar goulou en ti, ha didrouz ar porz. Lammat a reas er prenestr, ha stlapa a reas d’ar bleiz, chomet er-maez, ar gwella tamm en istribilh ouz eur vaz-krog.

« Siouaz d’ezañ ! Ar chas ne oant ket pell, ha santet o doa c’houez. Alanig ne c’hellas en em denna eus a zindan o skilfou, nemet pa voe bet divlevet e groc’hen war meur a dakad. Mont a reas da gavout ar bleiz, ha da c’houlenn digantañ e lod eus ar c’hounidigez, evit kaout eun digoll eus e boaniou kalet. Job a lavaras d’ezañ : « Eun tamm dispar am eus dalc’het evidout. Kemer ha debr. Vad a raio d’it ». Ha Job a roas d’am eontr ar vaz-krog da lipat ! Ar gwella tamm eus ar pemoc’h stlapet er-maez dre ar prenestr, va eontr ne welas ket al liou anezañ. Droug a yeas ennañ, nemet ne lavaras ger. Ar pez a soñjas ? Gouzout a rit kenkoulz ha me.
« O Roue glorius, kredit ac’hanoun, va eontr a zo bet c’hoariet, ouspenn kant gwech, gant ar bleiz. Galvit Alanig d’ho palez evit ma c’hello en em zifenn, heñ e-unan. Da c’hortoz, ret eo d’in difenn anezañ penn-da-benn, peogwir en deus kement a enebourien douet.

« Istor Lammig ? Komzou goullo ha sotoniou ! Alanig a c’hourdourze an tad abalamour na zeske ket ar vugale, ha netra ken. Feiz ! ma ne c’hell ket ar vistri ober gourdrouz d’ar gerent, neuze ’vat ! Rak gourdrouz ar vugale en amzer hizio a zo amzer gollet. Kaer en doa va eontr dispign e amzer hag e boan, bugale Lammig ne daolent evez ebet, ne selaouen ket, ne zeskent ket o c’henteliou, ne raent morse o deveriou, hag an tad hag ar vamm o leze d’ober skol-louarn pa garent ! Penaos ne vije ket aet droug er mestr-skol ?

« An tamm ki bihan a netra, aze, a lavar ez eus bet laeret diwarnañ an tamm anduilhenn an doa kuzet war gleuz al liorz ? Bravoc’h e vefe d’ezañ ober e ziouer ha rei peoc’h. Klevet hoc’h eus : an tamm anduilhenn a oa bet laeret a-raok. Laerez eul laer ne dle ket beza eur pec’hed bras, ha ma vije bet krouget ar c’hi, d’an apmoent, ne vije bet den da veza tamallet. Koulskoude, Alanig n’en deus graet droug ebet d’ezañ. Lezet en deus anezañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c’hell barn unan bennak d’ar maro.

« Allas ! Va eontr hag a gar kement ar justis, n’eus den douget da veza just e geñver. Piou, er vro, a sent gant kement a zoujañs ouz lezennou ar roue evel Alanig ? Me ’garfe gouzout e ano. Den ebet.
« Alanig en deus kemmet buhez. Ne zebr nemet eur wech bemdez, beva a ra evel eun ermit, dougen a ra war e groc’hen noaz eur roched kanab rust. Ne zebr mui gedon na kig yar, hag, e kement doare, e ra pinijenn griz. Gouzañv a ra naon ha sec’hed. Aet eo treut evel eun askell-groc’hen. Ne chom mui anezañ nemet ar relegenn.

« O Roue glorius, lezit anezañ da zont d’ho palez, hag e welot e stad truezus. Met e enebourien glasko atao mirout outañ da zont amañ da zisplega ar wirionez penn-da-benn ».

A-boan m’en doa Flaer peurechuet e brezegenn, ma tegouezas e palez ar roue Kokoriko hag eur vandenn mignoned d’e heul. Pevar c’hilhog a zouge war eur gloued eur yar dibennet ha dic’houzouget. Mai-Graag, ar yar wella eus an dozverezed a oa e Breiz, a oa bet lazet, allas ! Gwad a zivere ouz bizier ar gloued. Alanig an hini en doa graet an torfed ! Diou yarig, unan a bep tu d’ar c’horf, a zouge bep a c’houlaouenn war elum. C’hoarezed e oant d’ar yar lazet. Gwisket e oant e kañv, hag eun druez e oa klevout anezo o yudal gant o glac’har kriz. A-dreñv ar c’horf e teue, e kañv ivez, Kokoriko, gwaz ar yar lazet. Dont a rejont dirak Nobl, ar roue. Kokoriko a lavaras :

« O mestr ar vro, d’ho palez omp deut evit goulenn justis. Eun torfed spontus a zo bet graet en ho rouantelez, hag eur c’holl spontusoc’h c’hoaz a zo bet graet d’in ha d’am bugale. Gwelit labour Alanig. Pa oa tremenet ar goañv, hag an deliou nevez o tarza e skourrou ar gwez, hag ar bleuniou o tiwana el liorzou, me a en em gave eürus o welout an amzer gaer o tont, ha levenez e-leiz va zi. Dek mab ha pevarzek merc’h a oa ganet d’in. Bugale gaeroc’h ne vez ket kavet war an douar. Mai-Graag, va gwreg, he doa dozvet anezo en hañv tremenet. Yac’h e oant, hag ar vuhez a vousc’hoarze d’ezo. O zreidigou a ziskrape ken brao ar gouzilh e porz ar vereuri ! Disoursi e vevent eno. Eur voger uhel, savet en-dro d’ar porz, a ziwalle anezo diouz an dreitourien, ha daou vell ki bras, gant karantez evit va bugale, a veze atao war evez e toull an nor.

« Ne blije ket da Alanig, al laer, gwelout ac’hanomp o veva ken eürus. Bemnoz e teue da selaou, da gantren en-dro d’ar voger, ha da sellout dre zindan an nor. Eur wech avat e voe gwelet gant ar chas ! A, neuze, e c’hellit kredi, e redas kuit, ar pez a c’hellas mont ! Degouezout a reas d’ezañ beza tizet ganto hag ober anaoudegez gant o dent lemm. Siouaz d’imp ! Ne oa ket bet lazet ! Evelato, goude ar predad a oa bet roet d’ezañ, e chomas sizunveziou hep dont war hon tro. Chom a rae, moarvat, en e vaner o klask gouzout penaos dont a-benn ac’hanomp, hep droug ebet evitañ, rak ne blije ket d’ezañ skilfou chas ar vereuri.

« Selaouit mat bremañ : Alanig, goude eur miz tremenet en e vaner, a zeuas adarre da astenn e fri betek ar porz. Gwisket e oa evel eun ermit. « Salud d’eoc’h, tudjentil », emezañ ; « ra vezo ar peoe’h en ho ti ! »

« Tenna a reas eus e c’hodell eul lizer, skrivet em ano, ha siellet gant koar melen… gant siell ar roue ! Hervez al lizer-se, ar peoc’h a oa sinet, evit atao, etre loened ha laboused ar vro. Alanig a lavaras d’in e oa aet da ermit evit ober pinijenn ha kaout pardon eus e bec’hedou. Diskouez a reas d’in ar skapular a zouge dindan e roched kanab. Touet en doa chom hiviziken, betek fin e vuhez, hep tañva an distera tamm kig.

« A-raok mont kuit, e lavaras d’imp : « An Aotrou Doue a roio d’eoc’h eur bern bugale vat, bugaligou vrao. An Aotrou Doue a skuilh atao e vennoz war an tiegeziou fur ha kristen. Kenavo warc’hoaz ! Pedennou am eus c’hoaz da lavarout ha tiegeziou paour da welout ».

« Mont a reas kuit en eur lenn eul levr santel, hag en eur ober an ezvan da lavarout pedennou. An diaoul avat a sile an droug e diouskouarn an treitour.

« Kerkent ha m’en doa Alanig troet e gein, e redis d’an ti da gas ar c’helou mat d’am gwreg ha d’am bugale. Holl e oamp laouen-bras o klevout e oa aet Alanig da ermit. Maro an droug, maro an anken.

« An deiz war-lerc’h eta, e oan aet gant va ziegez kaer da bourmen ha da gemer aer vat el liorz. Siouaz d’imp ! Al loen fall, kuzet a-dreñv eur vodenn drez, a lammas warnomp hag a gasas gantañ an hini kaera eus va bugale. Ha pa en doa tañvaet, allas ! bemdez e teue da gantren el liorzou. Nag ar chas nag ar chaseourien ne raent aon d’ezañ.

« Ugent bugel am boa. N’em eus mui nemet pemp. Ar re all a zo bet debret gantañ. Dec’h en deus lazet va gwreg karet. Ha, panevet e tegouezas ar chas, e vije aet en e gof. Gwelit dirazoc’h he c’horf dibennet ba dic’houzouget. Alanig eo ar muntrer !

« O Roue madelezus, gwelit hor glac’har ! Truez, truez ouzimp ! »

Ar roue a lavaras :

« Flaer, tostait ha gwelit yun ha vijel hoc’h eontr ! Gwelit penaos e ra Alanig pinijenn ! Me hel lavar d’eoc’h, keuz en devo, mar am eus eun tamm galloud bennak. Met petra ’dalvez komzou goullo ha klemmou ? An droug a zo graet, ha n’emañ ket d’ober. Selaouit, Kokoriko : ho kwreg a vezo kaset d’an douar gant ar c’henta klas. Enoret e vezo evel ar roueed. Goude e welimp pe krouget pe dic’houzouget e vezo Alanig ».

Displega dre ar munud an enoriou rentet d’ezi, ha piou a ganas, ha piou a ziskanas d’hec’h interamant, a vefe kalz re hir. War he bez e voe lakaet eun daolenn-varbr gaer, degaset eus an Itali. Hag er marbr e voe garanet e lizerennou aour :

MAI-GRAAG
gwreg da Gokoriko, ar c’hilhog,
ar wella dozverez a oa er vro.
Siouaz d’ezi ! Maro eo !
Lazet eo bet
gant Alanig al Louarn.
Ra vezo brudet an torfed
dre ar bed holl
ha ra skuilho holl loened
ar bed kristen
daerou a c’hlac’har war he bez.



Nobl, al leon, a skrivas goude d’al loened fura ha gouizieka eus e rouantelez, hag a lavaras d’ezo dont d’e balez evit gouzout penaos ha pe vare e vije bet kastizet Alanig.

An aotrounez a zegouezas an deiz war-lerc’h, hag e voe divizet etrezo e vije bet kemennet da Alanig dont d’ar palez d’e dro, evit renta eur gweled d’ar roue, hervez ma oa dleet. Eur wech degouezet er palez… o ! neuze…

Lom, an arz, a voe karget da gas ar c’helou d’ar muntrer.

A-raok ma ’z eas kuit, Nobl a lavaras d’ezañ :

« Me, ar roue, me a gemenn d’eoc’h senti penn-da-benn ouz va gourc’hemennou. It warc’hoaz da gastell Alanig. Bezit avat war evez. Gevier kaer a livo d’eoc’h. Livirit « ya » atao, nemet na gredit ket anezañ. Grit d’ezañ dont d’am palez, hag ar c’henta gwella, hervez va bolontez ».

« Ba ! ba ! » a respontas Lom, « bezit dinec’h ganin. Ne lavaro ket gevier d’in. Ma tegouezfe d’in beza goapaet gantañ e-kreiz va daoulagad, o, neuze, mil kurun ! me a zegasfe keuz d’ezañ abred… Nann, n’en defe ket a geuz, rak ne rofen ket amzer d’ezañ… Kenavo eta en deveziou-mañ ».

PENNAD II


Lom a gemeras hent menez Arre. Alanig a veve du-hont, e-kichen Brasparz, e Kastell-al-Laer, savet etre tuchenn Sant-Mikael hag ar Yeun-Elez. Hir oa an hent, pell oa mont di.

Lom a gerze, lorc’h ennañ ha laouen e galon.

Degouezout a reas e-tal Kastell-al-Laer, ar c’hastell brava a oa e Breiz-Izel, en amzer-se (Foeltret eo bet abaoe, ha ne gaver mui en deiz hizio, e-tal ar Yeun-Elez, liou ebet eus an dismantrou). Serret ha prennet e oa an nor.

Lom a hopas :

« En ti emaoc’h, filhor ? Lom, an arz, a zo deut d’ho kavout, a-berz hor roue.

« Nobl a gemenn d’eoc’h dont hep dale d’e lez-varn, ha me a zo bet karget da zegas d’eoc’h ar c’helou. Deuit eta ganin betek ar palez evit renta kont eus ho torfedou, pe evit difenn ho kwiriou. Ma ne zeuit ket, ne vezo nemet gwaz a se evidoc’h. Bazadou betek mervel a vezo roet d’eoc’h marteze ! Filhor, dont a rit ganin ? »

Alanig en doa klevet prezegenn ar genaoueg, eus ar ger kenta betek an hini diweza. Ne respontas ket dioustu. Kredi a rae d’ezañ oa deut tud all gant Lom, hag e oant kuzet, marteze tost d’ar c’hastell, a-dreñv ar bodennou lann. Pignat a reas eta war doenn e gastell, hag e taolas eur sell war ar parkeier tro-war-dro. Ne oa den kuzet ebet. Lom a oa deut e-unan. Alanig a ziskennas.

« Paeron », emezañ, « salud d’eoc’h ha prosperite ! N’em eus ket gallet dont da zigeri d’eoc’h dioustu. Edon er chapel o lavarout va chapeled. Mat hoc’h eus graet o tont. Deuit tre en ti, mar plij. Gwerc’hez Vari ! Na pegen tomm eo d’eoc’h ! N’eus ket eur vlevenn sec’h warnoc’h, ha trouc’het eo hoc’h alan !… Trugarekait ar roue eus va ferz : jentil-kenañ eo bet o tegas davedoun va brasa mignon. Enebourien douet am eus er palez. Bemdez e vez lakaet war va c’houstiañs gant an aotrounez-se eun torfed bennak. Dre eurvad evidoun emaoc’h eno evit difenn va enor. Lavarit d’ar roue e tegouezin warc’hoaz vintin, rak hizio oun re skuiz evit ober zoken eur pennadig-hent. Da greisteiz em eus debret traou hag o deus graet droug d’in ».

« Petra hoc’h eus debret eta, filhor ? »

« Ba ! daoust ha talvezout a ra ar boan displega d’eoc’h perak em eus droug-bouzellou ?… Abaoe pell ’zo e ran pinijenn vras. Muioc’h a zellid en deus unan pa wask war e boaniou hep lavarout ger da zen. Hogen peogwir hoc’h eus c’hoant da c’houzout, e lavarin d’eoc’h n’eo ket eur vuhez eürus hini eur paour kaez den. Alanig n’eo ket eur markiz, ha, pa deu naon d’ezañ, e tebr du-mañ, du-hont, eun tammig mel, lipet er pengosiou dero. Ret eo d’in debri ar pez a gavan. Heugi a ran ouz ar mel, nemet eur sac’h goullo ne chom ket a-sav, hag, evit chom beo, eo da d’in debri eun dra bennak. Koeñvet oun gant va fredad. N’eo ket souezus ne brofit ket d’in, pa ne garan ket anezañ ».

« Penaos, filhor ? Petra am eus klevet ? Ne garit ket ar mel, eun dra ken mat all ? Ar mel a zo roue ar meuziou. O ! me n’oun ket ken figus ha c’houi. Lavarit d’in eta pelec’h ez eus mel ha me a dalvezo an dra-se d’eoc’h, ha me a rento servij d’eoc’h e pep lec’h, kredit ac’hanoun ».
« Paeron, arabat ober goap ouzin ».

« O, filhor, ne ran ket goap ouzoc’h, arabat kredi ».

« Mat ! » eme Alanig. « War hent Brasparz, en tu all d’ar menez, ez eus eun den o chom, hag e ano Rustevel. Kement a vel en deus ma n’hoc’h eus gwelet morse kemend-all en ho puhez ».

Lom a reas al lamm skañva ma c’helle ober gant ar blijadur vras a oa ennañ.

« O filhor », emezañ, « mont a reomp di dioustu ? Mall a zo warnoun tañva ar mel, ken mat all e kavan anezañ ».

« Deomp ’ta, neuze », a lavaras Alanig. « Koulskoude eo diaes d’in bale hizio. Met gant karantez evidoc’h e teuin a-benn d’ober ar pennad-hent-se brao a-walc’h. Petra ne rafen ket evidoc’h ? C’houi, d’ho tro, e palez ar roue, a vezo va alvokad, ha va enor ha va brud a vezo difennet-kaer ».

Alanig a gerze, ha Lom a heulie anezañ laouen-ran.

« Mel c’houero a vezo », a soñje al louarn.

Lom hag Alanig a oa degouezet dirak ti Rustevel.

An arz, e vin savet d’al laez, a lavaras :

« O, Alanig ! C’houez eur mel dispar a zo deut betek va fronellou ! »

Hag en eur lavarout se e c’hoarzas kreñv, gant ar blijadur.

« Peoc’h ! » eme Alanig d’ezañ, « pe an aotrou Rustevel, kousket bremañ en e wele, a savo da zont d’imp, ha ni a rafe eun dro wenn ».

Lom a chomas sioul. Bale a reas zoken, ar skañva ma c’hellas war beg e dreid.

Lammat a rejont er porz kloz dreist ar gloued serret. An noz a oa didrouz. Er porz e oa eur mell pengos dero, faoutet en eun tu, ha daou c’henn dir a zalc’he ar faout digor-bras.

« Paeron », eme Alanig, « er faout-se ez eus muioc’h a vel eget na gred d’eoc’h. Plantit ho min e-barz ken doun ha ma c’hellot. Nemet eun ali : arabat ober re gorfad. Droug a rafe d’eoc’h ».

« O filhor », eme Lom, « kredi a ra d’eoc’h eo va genou brasoc’h eget va c’horf ? Nann, nann, n'eo ket. Me ’oar tailha va c’hoant hervez va ezommou ».

Lom eta a gredas Alanig. Lakaat a reas er faout e benn betek an diskouarn, hag e dreid a-raok betek an daou c’hlin. Alanig a grogas diouz e du gant e labour, hag, hep gouzout dare d’ar c’hompaer, e tennas an daou c’henn er-maez eus ar faout.

« Aiou ! » eme Lom, o yudal gant ar boan en e benn hag en e dreid gwasket ha flastret gant ar faout o serri warno.

« Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, paeron ? Grit peoc’h, pe an aotrou Rustevel a zegouezo d’ezañ dihuni ».

« O filhor, filhor karet, distardit ar faout, en ano Doue ! »

Komzou flour ar genaoueg n’o doa ket ar galloud da deneraat kalon vouzar Alanig.

Lom neuze, pa welas e oa bet graet goap outañ, a grogas ennañ eur fulor ruz. Diskrapat a reas gant e dreid a-dreñv, ha seul vui ma tiskrape, seul vuioc’h en doa droug, ha seul vuioc’h e kounnare, e c’harme hag e valloze. Kement a drouz a reas ma tihunas mestr an ti. Rustevel a lakaas e fri er prenestr.

« Piou ’zo aze ? » emezañ.

Den ne respontas anezañ. Lom avat a gendalc’he da yudal ha da hopal.
Rustevel a grogas en e vouc’hal hag a ziskennas er porz.

Lom, pa glevas mouez an den, a ziskrapas ar pez a c’hellas. E groc’hen a oa holl entanet hag e gorf a oa glebiet gant c’houezenn an anken. Ne dalveze ket d’ezañ ober bec’h. Kollet oa. Alanig ivez a grede d’ezañ e oa graet gant Lom. Setu eta, pa welas Rustevel o tont, eur vouc’hal lugernus en e zourn, e lavaras d’e gompaer :

« He, Lom ! penaos emañ ar bed ganeoc’h ? Livirit d’in ’ta ha mat eo ar mel. Goustadik, goustadik, arabat debri re. Setu an aotrou Rustevel o tont da zegas d’eoc’h eur bannac’hig gwin da lakaat ar pred da ziskenn. An dra-se a raio kalz a vad d’eoc’h. N’eo ket gwir, kompaer ? »

Hag Alanig a gemeras hent Kastell-al-Laer.

Rustevel, pa zegouezas, a chomas souezet. Eun arz en e borz !

Hep soñjal e oa aes d’ezañ rei taol ar maro d’al loen, redek a reas d’an ostaleri da glask sikour.

« Hola, paotred ! deuit ’ta, ha buan ! Eun arz a zo paket e baoiou hag e benn e faout ar pengos ! Deuit ma vo lazet.

Ar baotred a yeas gant Rustevel. Unan a gemeras eur forc’h-houarn, unan all eur rastell, eun trede eun trañch. Hemañ a gemeras eun horz, hennez eur gontell laza moc’h, ar marichal eur varrenn-houarn, ar c’here eur minaoued hir ha lemm, ha meur a blac’h he c’hrog yod.

Lom en e spontadenn a sachas kement ha kement ma c’hellas tenna e benn hag e dreid eus ar faout. Siouaz d’ezañ ! Glac’harus e oa e stad. Bleo ha kroc’hen e benn, eun hanter eus eur skouarn, hag e holl ivinou a oa chomet er pengos ! Eun druez e oa gwelout anezañ, gant ar gwad o redek puilh dreist e choug. A, nann, ne oa ket mat mel ar pengos dero ! C’houero-put e oa. Evel ar vestl.

Lom a glaskas tec’hout. Met koueza a reas war e vin. E dreid a oa re gizidik evit rei sikour. Ar gouerien a zeuas d’ober d’ezañ e stal. Tañva a reas fest ar vaz, fest ar forc’h, fest ar rastell hag an horz. Paotredigou a zerede gant keuneudennou, mab ar marichal a zic’haloupe gant eun durkez hag ar c’hemener gant e vetr koad pevarc’hornek, ken teo ha pevar biz-meud.

Lom a oa bloñset e benn, e ziouskoaz ha livenn e gein. Goude eur c’hard-eur a verzerinti e kouezas war an douar, hag ec’h en em rentas da vervel.

« Graet eo gantañ ! » a lavaras ar baotred.

Hag int kuit d’o zi gant o binviou war o skoaz. Warc’hoaz d’ar beure e teujent d’e ziskroc’hena.

Lom ne oa ket maro. Ma oa kollet gantañ e holl anaoudegez, e chome c’hoaz eun tammig buhez en e gorf. Ma vije bet eur medisin er gêr, en dije santet c’hoaz lammouigou dister en eur lakaat e skouarn war galon al loen.

Goude beza chomet eun abadenn vat war leurenn ar porz, ar paour kaez loen mac’hagnet e teuas anoued d’ezañ. Eur skrijadenn a yeas dre e holl izili gant ar boan o tont en-dro. Lom a zigoras e zaoulagad duet ha koeñvet, hag en em ruzas, da vare ar pelgent, pell diouz an dachenn villiget.

Alanig ne oa mui nec’het gant ar genaoueg. Mont a reas da spia ar yer war o c’hlud. Dont a reas a-benn da vezvi gant e gomzou flour eur bolezig hanter gousket war bod eur wezenn ivin, hag ar yarig dievez a gouezas etre paoiou an treitour. Mont a reas dioustu da zebri ar c’horfig tener a-dreñv kleuz eur waremm. Edo da vat o lipat an askell diweza, pa glevas trouz er foz. Selaou a reas. An trouz a dostae. Alanig a oa prest d’ober eul lamm dreist ar c’hleuz, pa anavezas ar paour kaez Lom.

« A, c’houi an hini eo ? Penaos eo tremenet an traou du-hont ? N’oc’h ket evit en em stleja ken ? Ho korfad mel eo a vir ouzoc’h, me ’zo sur. Daoust ha paeet hoc’h eus ar mel laeret digant an aotrou Rustevel ? O, paeron, e peseurt urz oc’h nevez antreet, pa welan war ho penn eur galotenn ruz ? ’M eus aon, ar perukenner, en eur douza d’eoc’h ho pleo en deus trouc’het ivez ho tiouskouarn, hag eun den didruez bennak en deus laeret kroc’hen ho tal hag ho tioujod evit ober ganto manegou. »

Lom a gave blaz fall gant ar goaperez-se. Hogen re sempl e oa ha re e c’houzañve, e kement korn eus e gorf, evit rei d’an treitour ar predad en doa gounezet. Gwelloc’h e kavas trei kein, hep lavarout ger. Diskenn a reas betek ar Yeun, hag eno e kouezas, hanter varo gant an droug, ar boan hag an dizesper, en eur foz leun a zour mergl.

« Gwelloc’h e vije bet d’in beza lazet gant Rustevel », a soñje ar paour kaez. Eur veaj hir am eus c’hoaz d’ober, ha n’oun ket evit chom war va zreid. Pa zegouezin e palez ar roue, an holl a raio goap ouzin. Eul louarn a zo bet re bar d’in ! O ! mil malloz ! Ma teuan c’hoaz da veza pare eur wech bennak, e savo keuz e kalon al loen fall. Toui a ran ».

Pa zeuas ar goulou-deiz da sklerijenna ar Yeun-Elez, Lom a savas hag a gemeras en eur jilgamma, hent Kemper-Kaourintin. Goude pevar devez bale e welas o tarza er pellder touriou uhel an iliz-veur.

« A ! » eme Lom, « echu eo va hent poanius, met n’eo ket echu va foaniou, ha mez ha goaperez am eus c’hoaz da c’houzañv ».

Degouezet e oa er palez. Nobl, ar roue, o welout anezañ en eun doare ken iskis, a lavaras :

« Va Doue, daoust hag an arz feal, va gwella servijer, eo an hini a zo dirazomp ? »

Lom a respontas :

« Ya, roue meur. Lom eo an hini a zo dirazoc’h. Gwelit e peseurt stad truezus eo bet lakaet gant Alanig al Louarn, gwasa judaz a zo er vro ».

Nobl a yeas droug ennañ. Lavarout a reas :

« A, a ! Alanig en deus klasket ! Kavout a raio, ha paeet e vezo an trubard hervez al labour en deus graet, pe ne vezin anvet ken roue al loened e Breiz-Izel ».

Ha setu Nobl a gemenn d’e guzulierien, d’an archerien ha da vistri ar soudarded dont d’e balez. Displega a ra d’ezo trubarderez du Alanig al Louarn.

« Petra a vezo graet ? » eme Nobl. « Pep hini a roio e ali, ha me, ar roue, a sento. Komzit ».

Pep hini a savas hag a gomzas d’e dro. Hervez an holl e oa ret lavarout adarre da Alanig dont d’ar palez evit beza barnet pe kaout ar pardon eus e dorfedou. Lom a oa bet kaset hag en doa graet eun dro wenn… Piou oar ?… Marteze Lom hag Alanig a oa enebourien douet, ha daou enebour eo diaes a-walc’h d’ezo en em glevout. Gouzout a reomp ouspenn n’eo ket an arz eul loen speredek ha dilu. Mat e oa eta kas en taol-mañ ar fina loen eus ar rouantelez.

Lip-e-Bao, ar c’haz fina a oa e Kerfeunteun, ar skañva eus kizier ar rouantelez, hag an hini gwella marteze er bed holl da baka logod er solierou ha laboused el liorzou, a oa bet karget da gas lizer ar roue da Gastell-al-Laer.

Nobl a c’halvas Lip-e-Bao hag a lavaras d’ezañ :

D’eoc’h eo da vont. Mar deo eur veaj risklus evit meur a hini, evidoc’h n’eo ket. C’houi ’zo desket bras ha teodet kaer. Gouzout a rit an tu da liva ar wirionez hag ar gevier, hervez ma vez ezomm. Lavarit da Alanig dont dioustu d’am palez. Ma teu, gwell a se evitañ. Ma ne zeu ket, gwaz a se ! Gouzout a ran ervat e selaouo hoc’h aliou, hag e teuio d’al lezvarn ».

Ar c’haz a respontas :

« O roue, n’oun ket ken sur-se da zegas anezañ d’ho palez. Penaos en em gemerin, eur wech degouezet e Kastell-al-Laer ? N’ouzon ket moarvat va-unan. Alanig a zo ken fin all ! Lom, an arz, a zo bras ha kreñv, hag en deus graet eun dro wenn, eun dro ruz a vefe gwiroc’h. Penaos eta, me, eur c’haz bihan ha dister, e c’hellin ober ar pez na reas ket paotred ampart ? O roue, kredi a ran e vefe gwelloc’h kas unan all. »

« Nann, nann », eme ar roue, « c’houi an hini a yelo, rak en ho korf bihan e kavan ar vrasa furnez. »

Ar c’haz a lavaras :

« Ho polontez bezet graet ! »

Hag e kemeras hent Menez Sant Mikael.

PENNAD III


Lip-e-Bao a zegouezas d’an abardaez e-tal Kastell-al-Laer. Alanig a oa azezet dirak toull an nor, o kemer aer vat. Saludi a reas anezañ :

« Aotrou Alanig, a-berz ar roue oun deut d’ho kavout, da lavarout d’eoc’h dont d’ar palez dioustu, pe ker e kousto d’eoc’h ha d’ho tiegez. Nobl a zo aet droug bras ennañ abaoe m’eo deut Lom en-dro en eur stad ken truezus ».

Alanig a respontas :

« Deuit tre, va niz muia-karet, ha Doue d’ho pinnigo ».

Ar soñjou treitour a oa e penn al louarn a oa disheñvel-meurbet diouz ar c’homzou flour-se, hag an amprevan a glaske penaos e vije deut a-benn d’ober taoliou trubarderez all. Hag, evit touella gwelloc’h ar c’haz, e lavare d’ezañ : va niz.

« Va niz, petra a vo servijet d’eoc’h d’ho koan ? Gwelloc’h e kousk unan pa vez leun e gof. C’houi a zebro hag a gousko henoz em zi, ha warc’hoaz ez aimp hon-daou da balez ar roue. Fiziañs am eus ennoc’h. C’houi eo an hini a garan ar muia eus va holl gerent. An arz a oa deut d’am c’havout en deiz all. Eur gwall loen eo, ha droug a ya ennañ buan. Penaos em bije kredet ober hent gantañ ? Ganeoc’h ervat ez in, ha warc’hoaz vintin zoken. »

Lip-e-Bao a lavaras :

« Kredi a ra d’in, Alanig, e vefe gwelloc’h kemer dioustu hent Kemper-Kaourintin. An noz a zo sklaer, al loar a zo o sevel, hag an hentou a zo sec’h ha kompez ».

« O ! » eme Alanig, « ne garan tamm ebet beaji dre an noz. Ne oar ket unan petra c’hoarvez. Hag ar mignon a denn e dog pa dremen e-biou d’eoc’h da greisteiz a c’hellfe ober d’eoc’h ho stal ma tegouez d’eoc’h tremen e-biou d’ezañ pa vez sonet hanternoz ».

« Mat ! » eme Lip-e-Bao, « chomomp amañ eta da c’hortoz warc’hoaz, ha lavarit d’in petra a vezo da goan ».

Alanig a lavaras, a vouez izel ha flourik :

« O va niz, ne raimp ket cher vat, evel e palez ar roue. Va fredou a vez atao dister, ha ne zebran nemet meuziou treut. Ma hoc’h eus c’hoant, evelato, e servijin d’eoc’h mel fresk, ar mel gwella a gaver er vro ».

« Ne garan ket ar mel, e feson ebet. Ma n’eus netra all ebet en ti, e karfen gwelloc’h kaout d’am c’hoan eul logodenn bennak. Mirit ar mel evit ar re all ».
« Ha plijout a ra d’eoc’h kement-se al logod ? » a c’houlennas Alanig. « Logod e-leiz a servijin d’eoc’h. Ar miliner, va mignon, en deus en e vilin ouspenn eur c’harrad logod. Bemnoz e vez drailhet seier nevez d’ezañ. Sac’hadou bleud a ya en o c’hof. Kemeret o deus an hardisegez da zont zoken en e di d’ober abadennou dañs, pa vez leun o c’hof. Pellik ’zo ne c’hell mui kousket e-pad an noz gant ar cholori a vez e kement korn eus an ti, eus ar c’hao d’ar c’hrignol ».

« O », eme Lip-e-Bao, « deomp di buan ’ta. D’in-me e plij kenañ-kenañ ar c’hig logod. Nag eur c’had nag eur glujar ne dalvez eul logodenn ».

« Deomp ’ta neuze », a lavaras Alanig. En taol-mañ e viot servijet gwelloc’h eget roue an Turki. Deomp dioustu. Arabat koll amzer ».

Setu-int o-daou d’ar vilin.

Degouezet e oant. Alanig en doa graet eun toullig er voger, rak dre ar vilin e oa aes-tre mont da glud ar yer. Hag en deiz a-raok, en doa plantet tro e gouzoug kilhog ar miliner, ar gwella kaner er barrez.

Mab ar miliner a oa aet klañv p’en doe gouezet e oa maro e gilhog. Beradou gwad ha plu a gavas war al leur-di. Klask a reas tro an ti dre belec’h en doa gallet al louarn dont en diabarz, hag e kavas an toullig, hanter guzet en eur c’horn. Ne oa ket bet pell o stenna eul las ennañ, ha gwaz a se evit al louarn a zeuio da astenn e fri.

Alanig a santas c’houez al las stennet. Lavarout a reas eta da Lip-e-Bao :

« Va mignon, it dre an toull-se e-barz ar vilin. Me a chomo amañ er-maez da ziwall, e-pad an noz, e-pad ma viot o chaseal al logod. Ne vezo ket diaes d’eoc’h paka eur bern anezo. Selaouit !… Ne glevit ket anezo oc’h ober cholori ! Pa ho pezo graet eur c’horfad, c’houi a lavaro d’in. Arabat eo d’imp en em goll henoz. Warc’hoaz d’ar beure ez aimp a-gevret da balez ar roue, rak berroc’h e vez kavet an hent pa vezer daou-ha-daou o veaji.

Lip-e-Bao a selle ouz an toull gant kalz a zisfiziañs.

« N’eus toull all ebet ? » emezañ da Alanig.

Hag Alanig d’ezañ, en eur ober eun tammig goap :

« Feiz, nann, n’eus toull all ebet ! Unan n’eo ket a-walc’h ? Ha ken aonik-se oc’h ? N’em bije ket kredet. Ma ! distroomp d’ar gêr. Va gwreg a frito d’eoc’h da goan ar gwella kig a zo en ti ».

Neuze, Lip-e-Bao, gant ar vez en doa, a lammas en toull. Ha kerkent ar skoulm lagadenn a stardas d’ezañ toull e c’houzoug.

Pa santas en-dro d’e c’houzoug ar skoulm lagadenn daonet, Lip-e-bao e redas eun anken vras penn-da-benn da livenn e gein. Sacha a reas a-raok, sacha a reas a-dreñv, ha da gement sachadenn, ez ae ar skoulm war strisaat, ha muioc’h-mui e veze stardet gouzoug ar c’haz paour, aet berr e alan gant ar skoulm ha gant ar spont. Neuze Lip-e-Bao a c’halvas Alanig gant eur vouez flour ha truezus. Alanig a selle outañ hag a lavaras d’ezañ en eur c’hoarzin :

« A ta, Lip-e-Bao ! Ha blaz mat a zo gant ar c’hig logod ? Lart a-walc’h int ha tener eo o c’hig ! Met petra ’glevan ? Perak e rit kement a reuz ? Marteze n’eo ket aozet ar pred gant a-walc’h a aked evit ho kenou milzik ? Petra vank d’eoc’h ? Holen ? pebr ? sezo ? Lavarit d’in ’ta, ma ’z in da zihuni ar miliner, da lavarout d’ezañ degas d’eoc’h ar pez hoc’h eus ezomm evit ma plijo ar pred-mañ d’ho teod ha d’ho staon. ’M eus aon avat, ne selaouit ket ac’hanoun. Ho kalon a oa digor, met bremañ ho kenou eo an hini a zo digor-bras. Chomit eta da ober miaou keit ha ma karot. Bremaik e teuio ar mestr da rei d’eoc’h fest ar vaz, evel ma roas an aotrou Rustevel d’ar paour kaez Lom. Alo ! kenavo, genaoueg ! Ma tegouez d’eoc’h en em denna beo ac’halen, e teuio soñj d’eoc’h meur a wech moarvat eus Alanig al Louarn ».

Hag Alanig kuit.

Neuze Lip-e-Bao, e benn el las-kroug, en em lakaas d’ober miaou, evel ma ra an holl gizier.

Ar miliner a glevas anezañ.

« A, a ! » emezañ laouen, en eur ober eul lamm diouz e wele, « paket eo an amprevan er skoulm lagadenn. Gouzout a raen em boa stennet mat va las. Deomp da welout, ma vo graet d’al laer paea ker priz ar c’hilhog.

Enaoui a reas ar goulou. Dihuni a reas e wreg, e vugale, ar vevelien.

« Alo, paotred, kouezet eo al louarn er stign. Deomp d’ober e stal d’ezañ ».

Tud an ti, bras ha bihan, a savas eus o gwele. Ar miliner a bakas eur pouez houarn, ar wreg ar c’hrog-yod, hag ar mevel ar morzol pounner a bike gantañ rod ar vilin. Pep hini a skoas war ar paour kaez Lip-e-Bao gant ar benveg a oa gantañ, hag ar reuta ma c’helle. Unan a dorras d’ezañ eur pao, unan all a grevas d’ezañ eul lagad. Fañchig, mab ar milïner, a oa o tont gant eur forc’h houarn pevarbiziek. Lip-e-Bao a welas bizier hir ar forc’h dir, rak gouzout a reomp e wel ar c’hizier kenkoulz diouz an noz ha diouz an deiz. Soñjal a reas neuze :
« Poent eo d’in mont ac’han, pe emañ graet ganin ».

Fuloret-naet e oa.

Kregi a reas ouz ar gorden gant e zent hag e trailhas anezi. Ar gorden a dorras. Lip-e-Bao a lammas er-maez dre an toull treitour. Poent oa d’ezañ. Eur munud diwezatoc’h, hag e vije bet dic’houzouget gant eun taol falz. Kemerout a reas hent Kemper-Kaourintin hep gouzout dare d’ezañ, rak diaes a-walc’h e oa d’ezañ gwelout e hent gant eul lagad dallet hag unan all hanter grevet.

Pegeit amzer e lakas da vont da lez ar roue, n’em eus ket a soñj ken. Lennet em eus e veaj el levriou, met pell ’zo abaoe. Gouzout a ran avat e lakaas kalz amzer, rak paogamm oa, evel ma c’hellit kredi.

Dre ma kerze avat e save keuz d’ezañ hag e rae e vrasa « mea culpa ». Peseurt dismegañs evitañ !

Pa welas Lip-e-Bao dirazañ en eur stad ken truezus ha stad ar paour kaez Lom, Nobl ar roue a oa bet darbet d’ezañ mont diot gant ar gounnar. Yudal a reas war e dron, ma krene al loened o klevout anezañ.

« A ! » emezañ, « eur vez hag eur pec’hed eo lezel Alanig beo peder eur war-nugent c’hoaz. E gastell a vo diskaret, hag heñ a vo krouget gant e wreg hag e vugale war beg Menez Mikael, evit ma vezo eur skouer vat d’an holl laeron a zo er vro. A ! pelec’h emañ an archerien ha jeneraled va armeou ? Sell ! me, va-unan, me a c’hourc’hemenno war ar soudarded, hag a-barz pell amañ, e vezo gwelet al loen fall o c’hoarzin glas ha tenna hir e deod ».

Hogen, Flaer, ar broc’h, ha niz da Alanig, en doa selaouet piz komzou kounnaret ar roue. Sevel a reas :

« Roue galloudek », emezañ, « en ho palez ez eus kalz aotrounez hag a vag kasoni ouz Alanig, ha ma vefe lakaet d’ar maro, o dije moarvat levenez vras en o c’halon. Met me a lavar : an dra-se n’eo ket mat. Pe eo kablus va eontr pe n’eo ket, diaes a-walc’h eo d’imp gouzout. Heñ a zo o veva du-se ha ni a zo o veva amañ. An holl droiou-kamm a vez taolet bremañ war gein Alanig. Nemet eun dra a zo dleet : a-raok laza unan bennak, pe dre an tan, pe dre an dour, pe dre ar groug, dleet eo barn anezañ a-raok. Hag, evit ma vo barnet dirak ho lez-varn, galvit anezañ evit an trede gwech. Ma ne zeu ket en taol-mañ, neuze en devo dellezet ar moug hag ar groug.

Ar roue a respontas :

« Piou a gredo mont da lavarout da Alanig dont d’am lez-varn ? Piou en deus eul lagad re ? Piou n’en deus ket aon da zont en-dro paogamm ? Lavarit ’ta ! »

« Me ! » a lavaras Flaer. « Lezit ac’hanoun da vont da Gastell al Laer, hag ez in di dioustu, kousto pe gousto. Kredi a ran e sento va eontr ouz e niz ».

« It ’ta neuze », a lavaras Nobl, « nemet diwallit ma karit. Morse ne vez diwallet re diouz an dreitourien ».

Ha Flaer en em lakaas en hent war-du Kastell-al-Laer.

Pa zegouezas Flaer er C’hastell, edo Alanig o kemer ar c’hafe gant e wreg hag e vugale.

« Salud d’eoc’h, va eontr ! Hervez ma welan eo yac’h an holl dud en ti ».

« Dre c’hras Doue, va niz ! Hag heta a ran d’eoc’h ivez yec’hed ha prosperite. Met petra ho tegas ? »

« Deut oun, va eontr, da lavarout d’eoc’h dont da lez-varn ar roue da zislavarout an enebourien a damall d’eoc’h kement a dorfedou. Diou wech oc’h bet galvet da zont, ha n’oc’h ket deut. Gwelloc’h e vefe d’eoc’h dont en taol-mañ ganin. Dalea a goustfe ker. Rak ma ne zegouezomp ket er palez, warc’hoaz, a-raok ar c’huz-heol, e viot kondaonet d’ar maro hep barnedigez ebet, hag ho tiegez a vezo kaset d’ar galeou. Fur e vefe d’eoc’h dont ganin. N’eus forz petra a c’hoarvezo, c’houi hoc’h eus en ho sac’h a-walc’h a droiou fin evit en em denna, hag hoc’h enebourien, eur wech c’hoaz, en em gavo genaouek ».

Alanig a respontas :

« Hoc’h aliou a zo, e gwirionez, leun a furnez. Mont a rin va-unan d’en em zifenn dirak lez-varn ar roue. N’em eus ezomm eus alvokad all ebet. Ar roue, me ’zo sur, a bardono d’in, abalamour d’ar vad am eus graet d’ezañ. Panevedoun e vije aet mil bell ’zo e vadou da goll. Panevedoun e vije bet trec’het er brezel diweza, kemend-all a c’henaoueien a zo en-dro d’ezañ. Barnerien ar palez n’int ket bet er skol, ha n’o deus ket desket al lezennou. Koll a reont o zammig skiant vat e kudennou aes-kenañ da zirouestla. Neuze e vez galvet Alanig, hag Alanig a ya, hag a zegas ar sklerijenn, evit brasa mez an aotrounez. An aotrounez-se eta a ya droug enno, peogwir e tiskouezan d’ezo bep taol pa vezan galvet, e vank d’ezo peadra evit kaout deskadurez ha furnez. Daoust d’ezo beza pinvidik ha galloudek gant nerz o c’horf, Alanig a zo galloudusoc’h gant e spered lemm. Prest int da darza gant ar c’horfad kasoni a vagont em c’heñver-me. Bemdez e silont traou faos e pleg diouskouarn ar roue, hag ar roue a selaou anezo hag o c’hred, ha d’in-me eo ar gwasa bep taol. Met pa vezin degouezet er palez e tegasin soñj d’ar roue eus ar vad am eus graet d’ezañ, bep gwech p’em eus gallet ober, hag e kredan e tougo eur varnedigez just ».

Alanig a lavaras neuze d’e wreg :
« Va gwreg, soursiit mat ouz ar vugale e-keit ha ma vezin oc’h ober va zrôad e Kemper, dreist-holl ouz Yannig, klañvidik eun abadenn ’zo. Daoulagad ken brao a c’hoarz en e dal ! Hag e ziou renkennad dent a zo ken gwenn ha stummet ken kaer ! Patrom e dad eo penn-da-benn ! »

Alanig a bokas neuze d’e wreg ha d’e vugaligou. Kemer a reas e vaz houarnet evit en em zifenn ouz al laeron hag ouz al lakepoded, ha setu-int o-daou war hent kêrbenn Bro-Gerne.

A-boan m’o doa graet eun hanter leo, ma lavaras Alanig da Flaer :
« Va mignon, va niz, ret eo d’in anzav d’eoc’h : ar spont en em sil em c’halon dre ma tostaan ouz Kemper-Kaourintin, kemend-all a bec’hedou am eus graet. Gwelout a ran fraez dirak va daoulagad va zorfedou spontus. Va c’houstiañs a ra d’in rebechou. Klevout a ran anezi o hopal :

— Toueller !

— Laer !

— Gaouier !

— Trubard !

— Muntrer !

« Spontet oun ken n’oun ket evit bale mui. Selaouit ac’hanoun ma tisplegin d’eoc’h va buhez tremenet penn-da-benn. Skañvoc’h e vo d’in goude se. Ar pec’hedou eo a bouez ar pounnera war diouskoaz eun den reuzeudik. Na zistroit ket ho penn ha na stankit ket ho tiouskouarn, met selaouit ac’hanoun gant kalz a druez hag a dristidigez ».

« Dibunit ho pec’hedou », eme Flaer, « selaou a ran ac’hanoc’h, daoust d’am displijadur ha d'ar c’hlac’har am eus o welout kalon va breudeur saotret gant kement a loustoni ».

Alanig a grogas e latin.

« Lavarit e brezoneg, mar plij ganeoc’h », a lavaras Flaer d’ezañ. « N’oun ket gwall zesket war al latin, ha ret-mat eo d’in kompren ho komzou evit ma roin d’eoc’h an absolvenn da c’houde ».

« Petra lavarin d’eoc’h da genta ? » eme Alanig. « Evit kemend-all a droiou-kamm em eus d’ober va « mea culpa » ! N’anzavin nemet va zorfedou brasa, rak va fec’hedouigou a zo o niver ken bras hag hini ar stered en oabl.

« Lom, an arz, a zo bet paket e benn e faout eur pengos dero, e porz an aotrou Rustevel. Dre va brasa faot eo. Gevier am boa lavaret d’ezañ ha ne oa ket eno a-walc’h a vel d’eur gelienenn da lipat. E-lec’h fest ar mel, en deus paket fest c’houero ar vaz !Hanter lazet eo bet, hag hervez am eus klevet, emañ c’hoaz e benn en eur stad vantrus, diskroc’henet, koeñvet ; ha gwall c’hlac’haret e oan p’em boa gouezet en doa gallet en em denna.

« Touellet em eus ivez Lip-e-Bao. Kaset em boa anezañ da logota e milin ar Yeun-Elez, hag ar paour kaez loenig a lammas er stign. Perak en deus miaouet kement ivez ? Gant an trouz a rae e tihunas ar miliner. A ! emezañ, Alanig al laer a zo paket. Ha dao ! ha dao ! Taoliou bizier, taoliou botou war gorf ar c’haz reuzeudik ! En em denna a reas gant eul lagad krevet hag eur c’har dorret. Ken buan all, siouaz, e vije chomet war an dachenn, maro-mik !

« Kokoriko en deus ivez meur a abeg da glemm. Bugaligou a zo bet laeret diwarnañ, lazet, dibluet, rostet ha debret gant an torfedour a welit hag a selaouit. Ha n’eo ket eur wech, na diou wech !… Ne oan ket evit mirout ! O c’hig a oa ken mat !

« Dreist va natur-den e oa.

« Ouspenn eun drôad kasaus am eus c’hoariet d’ar paour Job, ar bleiz. Atao em eus lavaret « eontr » d’ezañ (ha n’eo ket kar d’in zoken) evit ober goap outañ, e kement feson. Betek ac’han da warc’hoaz am eus da lavarout diwar e benn.

« Dek vloaz ’zo bennak, e oa deut d’am c’haout d’am c’hastell.

« C’houi a anavez tud ar vro, emezañ, ha gwelet mat oc’h gant an holl. Ha plijout a rafe d’eoc’h, va niz, komz diwar va fouez da aotrou person ar barrez, ha lavarout d’ezañ e karfen mont d’e servija, da vevel, da jardiner, pe da gloc’her.

« Ha gouzout a rit seni ar c’hleier ? » emezoun.

« O, feiz, eme ar bleiz, kredi a ra d’in n’eo ket gwall ziaes deski ar vicher-se. N’eus nemet sacha hardi war ar gorden ».

« A gred d’eoc’h ? Ar vicher a gloc’her a vez desket evel an holl vicheriou all. Bralla n’eo ket sorserez, met bralla anezañ ingal a zo eun afer all. Sell ! Ma hoc’h eus c’hoant da veza degemeret sur, e vefe mat d’eoc’h gouzout an « a » hag an « o » eus ar vicher ».

« Met penaos ? »

« Penaos ? Setu. Tostik amañ ez eus eur chapelig, gant eur c’hloc’hig en he zour. An nor a vez prennet atao, met Alanig al Louarn en deus eun alc’houez hag a zibrenn anezi. Deomp di. C’houi a sacho war ar gorden, ha me, peogwir oun bet oc’h ober ar vicher-se gwechall, me a lavaro d’eoc’h pe fall pe vat e teuio ganeoc’h ».

Ha Job a zeuas ganin d’ar chapel.

Sacha a reas war ar gorden, hag e lakaas ar c’hloc’h e brall bras.

« Dont a ra mat ganin, va niz ? »

« Ya, ya, va eontr, dont a ra ganeoc’h, eus ar brava zoken. Sonet hoc’h eus evit ar goueliou kaer hag evit an euredou. Sonit bremañ evit an tangwall ».

Ha Job da lakaat ar c’hloc’h da dintal.

« Ha dont a ra brao ganin, va niz ? »

« War wellaat emaoc’h bep taol. Ac’han, avat, n’oun ket evit lavarout pe fall pe vat e teu ganeoc’h. Mont a ran war c’horre an dosenn. Ha ma welan tud o tont a-bell gant sailhou evit laza an tan, neuze e tiskennin dioustu da lavarout d’eoc’h ehana, rak brao-tre e vo deuet ganeoc’h ».

« It ’ta, va niz, ha grit sin d’in, ma roan d’an dud da gredi ez eus eun tangwall en eur gêr tro-war-dro ».

Mont a ris. Ar c’hloc’h a rae goustad : « ding, ding, ding ». Paotred ha merc’hed a zerede d’ar chapel evit gouzout pelec’h e oa kroget an tan, peogwir ne welent mogedenn o sevel eus kostez ebet.

Ehana a reas ar bole da skei war boulienn ar c’hloc’h, pa gouezas an taoliou bizier ken stank hag ar grizilh war boulienn ar paour kaez Job. Klevout a raen anezañ o yudal, hag o hopal a-bouez-penn, ken e oa eun druez klevout anezañ.

Toui a reas en dije krouget ac’hanoun. Met, pa zeuas eun nebeut sizunveziou goude d’am c’havout, a-raok m’en doa saludet ac’hanoun, e lavaris d’ezañ :

« Penaos, Job paour, n’oc’h ket bet lazet ganto ? »

« Ya, grit goap c’hoaz ’ta, da welout. Brrr… »

« Arabat d’eoc’h kounnari, aotrou Job. Me a zo chomet ivez ugent devez war va gwele, bronduet va c’horf, penn-ha-troad. Eeun hag eeun, pa edon o vont da hopal d’eoc’h diwall ha tec’hout, e oa bet distaolet d’in war va fenn eur pez mell taol baz-dotu, ma ris daou pe dri lamm choug-ha-penn en eur ruilha en traoñ eus ar menez. Kavout a rae d’in e oa graet ganin. Hanter semplet e oan ha ne welen ket sklaer mui. Dre eurvad e oan kouezet dirak eun toull louarn, bet d’in gwechall, pa oan paour-raz. En em stleja a ris ennañ evit lezel ar barrad reuz da dremen ».

« Chañs hoc’h eus bet o kavout an toull-se ».

« C’houi ’lavar chañs c’hoaz ? Re am eus gouzañvet abaoe. Gwelloc’h e karfen beza lazet war an taol eget tañva eur seurt predad all. Ne c’hellan mui bale abaoe gant va fistigou ».
« O ! N’hoc’h eus ket gouzañvet kement ha me. Bazadou am eus bet forz pegement, ken na oan ket evit hopal d’eoc’h kennebeut, ha ne zeuin ket, moarvat, da veza yac’h ken. Pa soñjan oun bet stlapet, hanter varo, — hag int a grede d’ezo e oan maro-mat, — en eur foz leun a zour-mergl. Evet em eus, en desped d’in, eus an dour brein-se, ma vo kontammet poull va c’halon betek fin va buhez. Remm am eus abaoe. Ar paz a grign ac’hanoun. Hag, e-kreiz-holl, e kouezan war an douar, evel skoet gant eun taol-heol. Ya, Alanig, an deiz-se a zo bet eun deiz milliget evidomp hon-daou ».

Setu aze ar sotoniou a lavare din Job ar genaoueg.

Desket em boa d’ezañ laerez pesked diwar pesketaerien Douarnenez, pa zeuent gant o c’hirri da varc’had Kemper-Kaourintin. Ma nen deus ket desket mat ar vicher, ha ma oa bet darbet d’ezañ beza flastret d’e dro genta, n’eo ket me a zo da veza tamallet.

Eur wech all e oamp aet da Vrieg. Degouezet eno, Job a lavaras d’in :

« Alanig, me ’m eus naon ».

Job en doa naon atao.

Pelec’h mont da glask eun dra bennak da chaokat ? Gwelet fall e oan e Brieg, war zigarez eur yarig pe ziou laeret en ti-mañ hag en ti-hont. A-benn ar fin e teuas soñj d’in eus ar c’higer a zistagas chas war va lerc’h, eun abardaevez hañv, pa dremenen dre ar gêr.

« Eun taol kaer », emeve, « da c’hoari da Job ha d’ar c’higer war eun dro ».

Ar c’higer en doa eur stal, pellik diouz e di, evit laza al loened. Mont a rejomp di. An deiz-se e oa bet lazet eun oanig tener, hag ar c’hig oan a blij kenañ d’ar bleizi. Ar pep diaesa e oa mont er stal. Gwelout a raemp ar c’hig en diabarz, hag ar chouez vat a zeue da hilliga hor fronellou. Met war an nor ha war ar prenestrou e oa barrinier ken teo ha va divesker. Nec’het edomp hon-daou.

« O », eme Job, « ne din ket ac’han hep kaout eun tañva eus an oan ».

Ha setu-heñ ha turia dindan an nor. Krignat a reas eun tamm planken gant e zent hag e ivinou. Ha, goude eur c’hard-eur labour, en doa graet eun toullig, bras a-walc’h evit korf eul louarn, met kalz re vihan evit korf eur bleiz. Pa ne c’helle ket brasaat an toull, Job en em fourras e-barz, hag en eur ober a-walc’h a ziskrab, e teuas a-benn da dremen en tu all.

Ar bleiz a lammas kerkent war an oan, ha da zebri, hardi ! Kredi a raen e vije aet al loenig en e bez en e gof.

« A ’ta ! Job, mat eo ar c’hig, ’m eus aon ? »

« Ya ! » eme ar bleiz.

N’en doa ket amzer da respont ac’hanoun. Biskoaz ne welis em buhez dent ha javedou o labourat gant kement a imor.

A-benn eur pennad :

« Job, naon hoc’h eus c’hoaz ? »

« Sec’hed am eus bremañ », a lavaras Job.

« Mat ! » emeve, « mont a ran d’an ti da gerc’hat d’eoc’h eur bannac’hig lipouserez ».

« Alanig, gortozit ac’hanoun, ma ’z in ganeoc’h ».

« Buan, neuze ».

Job a glaskas dont en-dro, dre an hevelep toull.

« Penaos », emezañ, « an toull a zo bihanaet ? »

« Ya, ya, bihanaet eo. Me a zo o vont da lavarout d’ar c’higer dont da vrasaat anezañ gant e gontell vras ».

« Alanig ! O, Alanig ! »

Lezel a ris ar bleiz da yudal.

Ar c’higer a oa o tebri e goan pa zegouezis en e di hep beza gwelet gantañ. Eur mell pladad kig rost a oa war an daol. Edo o vont da blanta ennañ e fourchetez hag e gontell, pa ris eul lamm, hag hep goulenn aotre digant den, e kemeris ar rost hag hent ar maez d’ar c’haloup, holl dud an ti war va lerc’h.

« Ar rost ! Ar rost a zo aet gantañ ! »

« Boulc’hurun ! Biskoaz kemend-all ! »

« Fañch, it buan da zistaga ar chas, ma vo paket ha diskroc’henet al loen ».

« Al loen brein ! N’em eus ket bet eun tañva. »

« Va fuzuilh, ma vo lazet. Buan, buan ! »

C’hoarzin a ris. En eur dremen e-biou d’ar stal, e lavaris d’ar bleiz :

« Sell ! Job, debrit c’hoaz ; an tamm-mañ a zo evidoc’h. »

Ha dao ! ar pladad rost en diabarz, etre ar barrinier houarn.

« A ! » eme ar c’higer, « ne zebro ket va c’hig rost ? Stlapet en deus anezañ er stal. An amprevan ! »

Me a oa lammet el liorz, ha poan gollet e vije bet redek war va lerc’h. Setu ar c’higer a furchas en e c’hodell evit klask an alc’houez da zigeri ar barrinier houarn ha da vont er stal.

« O ! » emezañ, « eur bleiz a zo e-barz. Diwallit, gant aon na daio kuit ! »

Job a lammas a~gleiz, a-zehou, a-raok hag a-dreñv. Ne oa toull ebet bras a-walc’h evit e gof reut.

Ha dao ! war e gein, war e benn a-raok ha war e benn a-dreñv, war e choug, war e fri, war e c’henou hag a-dreuz e zivesker. An taoliou a goueze warnañ ken stank hag an avalou war an douar pa vez strilhet ar wezenn. Goude dek munud eus an abadenn-dañs-se, Job ne yudas mui. En em leda a reas war al leurenn, goude m’en doa dislonket kement begad eus ar c’hig tener en doa debret.

« Maro-mat eo, » eme ar c’higer.

Kregi a reas peg e choug ar bleiz, hag e stlapas anezañ en eur c’horn eus al leur-gêr evit tremen ar peurrest eus an noz.

Ma ! Job ne oa ket aet e vuhez dioutañ. Eur bleiz a zo ken diaes hag eun targaz da laza. Soñjet en doa ervat : « Ma ne ran ket ar maro bihan e vezo roet d’in ar maro bras ». Ha setu ! Job a waskas war e boan hag a voe lezet e peoc’h. »

Setu aze, va niz, va holl droiou kamm penn-da-benn. Gwall dorfedou am eus graet. Met keuz am eus. Roit d’in bremañ an absolvenn, mar plij ganeoc’h. »

« Va eontr, pardonet e vezo d’eoc’h ho torfedou, bras ha bihan, peogwir hoc’h eus keuz, gant ma heuilhot evelato va holl c’hourc’hemennou : arabat laerez, arabat lavarout gevier, arabat heta droug d’an nesa nag ober d’ezañ, arabat debri kig yar ».

« Eñ ? » eme Alanig.

« Lavarout a ran d’eoc’h : arabat tostaat ouz kludou ar yer, ha, pa welot eur bolezig taget gant eul louarn bennak, dilammit dioustu da zifenn al labousig, ha kasit anezañ dizroug betek ti e dad hag e vamm. Setu aze. Toui a rit ? »

« Ya », eme Alanig, « toui a ran ».

Hag Alanig a voe roet d’ezañ an absolvenn.
Kerzout a rejont o-daou, dre an hentou doun, war-du palez ar roue. Gwelout a rejont war an tu dehou eur maner kaer. An aotrou a save toradou polezi, ha bemdez e vezent lezet da vont er-maez eus ar maner da ober eun tammig diskrab er parkeier tro-war-dro. Al louarn en doa graet, mil bell a oa, anaoudegez ganto.

« Ar gwella eo d’imp », eme Alanig da Flaer, « eo trouc’ha dre ar parkeier-mañ, ha heulia moger ar maner. Kalz tostoc’h eo an hent ».

Flaer a sentas outañ. Kavout a rejont polezi er park, kerkent ha m’o doa lammet en tu all d’ar c’hleuz. Alanig a oa laouen ha beo mab e lagad. A-dreñv ar yer e welas eur c’hilhog yaouank ha maget-mat o kana seder. Ober a reas eul lamm warnañ, ha plu a nijas tro-war-dro.

« N’hoc’h eus ket mez ? » eme Flaer, droug ennañ. « A-boan m’em eus roet d’eoc’h an absolvenn, setu oc’h kouezet adarre er pec’hed ! Ha kouezet er pec’hed war zigarez eur c’hilhog yaouank. N’eo ket ar binijenn-se am boa roet d’eoc’h. Kredi a rae din e oa deuet keuz d’eoc’h, padal ! »

Alanig a respontas :

« Va niz, laerez eur c’hilhog n’eo ket eur pec’hed bras, pe, ma ’z eo pec’hed, pedit evit ma vezo pardonet d’in ».

Flaer a hirvoudas gant tristidigez.

Kenderc’hel a rejont gant o hent. Bep dek metrad, Alanig a zistroe e benn da sellout ouz tu ar yer. Ne oa ket evit mirout, kaer en doa ober. Evit ober d’ezañ chom hep sellout outo, e vije bet ret trouc’ha e benn dioutañ.

« Va eontr », eme Flaer d’ezañ, « n’hoc’h eus ket mez ? Distroit ho penn en ano Doue, ha grit pinijenn evit ho torfedou tremenet e-lec’h sellout ouz ar yer-se, gant aon e teuio an diaoul da lakaat ac’hanoc’h da veza, eur wech c’hoaz, laer ha muntrer war an hevelep tro ».

Alanig a respontas :

« Va niz, peoc’h d’in eur pennadig. Evit kaout brasoc’h keuz eo e sellan ouz ar yer-mañ. O welout anezo aze, er park, o tiskrapat hag o klask boued gant o begig lemm, hag o veva eur vuhez eürus, dianken, sioul, e soñjan er yer hag er c’hilheien a zo bet lazet ganin. Laboused dizroug e oant, heñvel ouz ar re-mañ, ken dous, plu ken flour warno ha ken tener o c’hig. O va niz, pa soñjan e traou ken c’houero, e teu an dour em daoulagad. Torfedou bras am eus graet. Ober a ran va brasa « mea culpa ». N’oun nemet eun amprevan. »

Eur pennadig goude, e tarzas dirazo touriou iliz-veur Sant Kaourintin ha palez ar roue Nobl. Neuze, Alanig a grogas ar grenijenn ennañ.


PENNAD IV

Pa voe klevet e oa degouezet Alanig e palez ar roue, an holl, bras ha bihan, a zeredas da welout ar gwall loen brudet. Laouen-bras edont holl.

« A ! » emezo, « en taol-mañ eo graet gantañ, hag e wreg a hirvoudo e-pad hir amzer e Kastell-al-Laer, ma chom da c’hortoz anezañ ».

Kredit ac’hanoun, e-touez an aotrounez-se, mignoned Alanig a oa rouez-meurbet, rak kement loen en doa bet abeg da gaout droug outañ.

Alanig a zeuas dirak ar roue, sounn e benn, eur mousc’hoarz war e vuzellou. Klaoustre e oa eur mousc’hoarz glas, rak gwall nec’het en em gave. Met eul louarn a oar liva gevier gwelloc’h eget pep loen, ha rei da gredi d’an holl eo trist pa vez laouen, pe seder pa vez gwall c’hlac’haret, evit dont a-benn eus e jeu.

Lavarout a reas da Nobl :

« Roue galloudek, c’houi a zo mestr warnoun, c’houi a vezo va barner bremaik ; met eur barner just oc’h, ha biskoaz n’hoc’h eus douget eur varnedigez faos. Ar Justis, al Lealded hag an holl Vertuziou a zo oc’h ober o demeurañs en ho kalon. Selaouit ac’hanoun, roue meur. Biskoaz en ho rouantelez n’hoc’h eus kavet eur servijer ken sentus hag Alanig al Louarn. N’em eus ket aon da veza dislavaret. Gouzout a ran ez eus en ho palez aotrounez hag a zo enebourien d’in. Livet o deus gevier diwar va fenn, ha marteze eo degouezet d’eoc’h eur wech bennak, roue madelezus, selaou ha kredi anezo. Diaes e oa d’eoc’h disranna ar wirionez diouz ar gaou, ha soñjal oa gwenn va c’houstiañs pa o deus lavaret hag embannet e kement korn e oa du evel ar pec’hed ha leun a fallentez. A drugarez Doue, ma hoc’h eus selaouet o sotoniou, n’hoc’h eus ket kredet anezo. Poueza a rit en ho tourn ar mad hag an droug, ha gouzout a rit e pe du emañ ar wirionez. Dre ma oan o chom du-se pell, e-kichen Menez Sant-Mikael, ne oan ket evit dont alies d’en em zifenn dirak ho lez-varn. Met a-benn ar fin oun deuet da damall e gaou va holl enebourien. Roue madelezus, selaouit ac’hanoun ».

« Peoc’h », eme ar roue, droug ennañ, « komzou flour ha flanerez ne dalvezint ket d’eoc’h. Torfedou spontus hoc’h eus graet, ha n’eo ket diaes proui. Sell ! setu amañ ar c’hilhog ; laer ha gaouier, laeret hoc’h eus diwarnañ e holl vugaligou an eil goude egile. Lip-e-Bao a zo bet hanter lazet er vilin, ha ne vezo ket pare ken. Lom, an arz, a zo chomet moal an hanter eus e benn, ha, daoust d’eun oberatadur graet d’ezañ gant eur medisin bras, miziou ha miziou a dremeno a-barz ma vezo yac’h. Hag e kredit lavarout d’in, e-kreiz va daoulagad, e karit ar Justis hag ar Vadelez, loen faos ! »

« Roue, selaouit ac’hanoun », a lavaras Alanig, leun a enkrez. « Evit da Lom ha da Lip-e-Bao beza klañv-bras, ha marteze dibare, n’oun ket da veza tamallet evit se, ha n’oun ket kablus ma en deus lezet an arz an hanter eus bleo ha kroc’hen e benn e faout eur pengos dero, na kennebeut ma ’z eo bet roet d’ezañ fest ar vaz gant an aotrou Rustevel. Barrek e oa d’en em zifenn, gant an nerz en deus. Ha ma ’z eo hanter varo Lip-e-Bao, piou a zo kaoz nemet pec’hed al lontegez ? Ma ne vije ket aet da logota d’an noz, en eul lec’h difennet, e vije bet bremañ ken yac’h hag eun archer. Lavaret en doa d’in mont gantañ, dre an toull, e-barz ar vilin, hag e respontis d’ezañ ne oa ket d’in al logodennouigou-se, peogwir ne vevent ket diwar va c’houst. Neuze, Lip-e-Bao a zirollas da c’hoarzin goap ouzin ha da lavarout ne oan nemet eur genaoueg. Setu, roue galloudek, ar pez am boa da ziskleria d’eoc’h. Bremañ, ra vezo graet hervez ho polontez. C’houi eo ar mestr hag eur paour kaez louarn a zo dic’halloud dirazoc’h. Ma plij ganeoc’h barn ac’hanoun d’ar maro, e klevin ho parnedigez, gant doujañs. Va enebourien a vezo laouen-bras, bezit sur, met va maro ne vezo ket eur maro just ».

Neuze, Tourter, ar maout koz, a lavaras :

« A ! deuet eo ar mare d’ezañ da renta kont. Displegomp amañ an droug en deus graet d’imp ».

Tourter n’en em gavas ket e-unan nemetken e palez ar roue o libuna e glemmou. Job, ar bleiz, a oa deuet ivez gant e gerent hag e vignoned, ha Lom, an arz, ha loened all : Skouarneg an azen, Lammig ar c’had, Chiboudig ar c’hi bihan, Diskrogner ar c’hi-dog, Lamm-da-Laez ar c’havr, Barodeg an bouc’h, Dipadapa ar gwiñver, Frimist ar gaerell ha Gwennig an erminig. Izidor ar c’hole a zeuas abred gant ar marc’h Bichar. Goude e tegouezas al loened gouez : Korneg ar c’haro, Lagadflour an heizez, Lostigloan ar c’honikl, Urkun an houc’h-gouez, Astenngouzoug ar c’houibon, Raka ar gegin, Yann ar frilouz, e bez mell mic’hienn ruz a-istribilh ouz e fri, hag oc’h ober ar rod gant e lost, Stroaleg an houad, Marjan ar waz, ar c’henaoueka hini eus gwazi ar vro, Duard ar vran lontek hag ar big Begaraok, ha kalz loened ha laboused all d’o heul. En o zouez e weled Kokoriko ar paour kaez kilhog gant an nebeut poñsined a chome eus e diad bras. Glac’haret-kenañ e oa, ha droug a oa ennañ. O welout anezo ken niverus, Alanig al Louarn a c’hoarzas glas.

« Roue », eme Lip-e-Bao, « eun tamm anduilhenn en deus laeret diwarnoun ».

« Roue », a lavare eul loen all, « an hanter eus va bugaligou en deus lazet d’in ».

« Va re-me a zo bet debret betek an hini diweza ».

« Roue, Alanig en deus bevet eur vuhez digristen ».

« Roue, Alanig a zo eur gwall loen ».

« Ya, ya, roue, poñsined ha polezi en deus debret e kement parrez a zo er vro etre Kemper ha Kastell ».

« Roue, goap en deus graet eus ho sujidi : Lip-e-Bao a zo bet pistiget gantañ ».

« Me a zo bet hanter lazet », eme Lom an arz.

« Me, ne vezin ket pare ken », eme Job ar bleiz.

« Me, me… »

« Roue, Alanig a zo laer ».

« Roue, Alanig a zo trubard ».

« Roue, Alanig a zo muntrer ».

Nobl ar roue a selaoue.

« Roue, Alanig en deus graet goap ouzoc’h »

« Eñ ? eñ ? » eme Nobl. « Petra ’glevan ? »

« Ya, lavaret en deus dirazomp n’ouzoc’h ket an tu da ren ho rouantelez ».

« Lavaret en deus n’oc’h ket gwall zesket ! »

« Ha n’oc’h ket bet er skol !

« Ha… »

« Ra vezo krouget ! » a yudas Nobl, kounnaret-ruz.

Alanig a voe kerkent chadennet d’ezañ e zaouarn ha taolet eur gorden dreist e choug. E vignoned, rouez avat, a oa glac’haret-holl : Flaer ar broc’h, ha Rikiki ar marmouz, o doa c’hoant gouela. Pa ne c’hellent ket savetei Alanig, kuitaat a rejont ar palez, rak ne felle ket d'ezo chom da welout krouga o mignon muia-karet.

Ar roue a chomas nec’het, rak Flaer ha Rikiki a oa baroned en e balez ; rentet o doa servij d’ezañ meur a wech ; spered bras o doa, ha desket e oant war an holl lezennou.

« Baroned », eme Nobl, « perak ez it kuit ? »

« Gouzout a rit, roue galloudek, perak ez eus glac’har en hor c’halon. Ma vez krouget Alanig, ni hag hor mignoned a lavar d’eoc’h : kenavo ».

Job, avat, ha Lom, ha Lip-e-Bao, ne gollent ket amzer. Stleja a raent Alanig d’ar groug. Mall o doa gwelout o enebour istribilhet, du e liou, hag e deod milliget deuet er-maez eus e c’henou. Lavarout a raent an eil d’egile :

« Droug en deus graet d’imp, muioc’h eget d’al loened all. D’imp eo da grouga anezañ ».

« Lom, dalc’hit soñj eus ar pengos dero hag eus mel c’houero an aotrou Rustevel ».

« Lip-e-Bao, logod ar vilin a goustas ker d’eoc’h ».

« Job, meur a dro gamm a zo bet c’hoariet d’eoc’h gant an amprevan-mañ. Diwallomp na daio kuit ».

« Ne daio ket », eme Job. Hag en eur lavarout se e roas da Alanig eur flac’had war e fri.

Alanig, stlejet mell-divell, ne glemmas ket. Lavarout a reas d’ezo :

« Aotrounez, souezet e choman, avat, o welout ho nec’hamant. Eun arme emaoc’h en-dro d’in, hag a-enep d’in, ha n’oc’h ket gwall sur e chomin etre ho taouarn. Bezit dinec’h, ne glaskin ket tec’hout, ha ra vezo graet hervez ho polontez. A-raok mervel e lavarin d’eoc’h evelato n’eo ket gwall vrao d’eun eontr laza e niz, n’eo ket gwir, Lom ?
Lom ne respontas ket, nemet sacha a reas kreñvoc’h war ar gorden evit trouc’ha berr ar c’homzou e toull-gouzoug an amprevan.

Degouezet e oant.

« Job », eme Lom, « lakait eur skeul ouz ar wezenn-mañ, ma pignin da staga ar gorden ».

« Kement-se a vall a zo warnoc’h da staga ho niz ouz ar groug ? » a lavaras Alanig gant eur vouez truezus. « Bravoc’h e vefe d’eoc’h difenn anezañ diouz e enebourien. Met, peogwir e kavit plijadur o lakaat ac’hanoun d’ar maro, kendalc’hit, ha grit buan, rak mar degouez d’in en em denna ac’han, me ’lavar e kousto ker d’eoc’h ».

« Sell ! » eme Lom. « Klevit anezañ ! Ober a ra goap ouzimp c’hoaz, pa emañ dirak ar groug. Ar skeul, buan, buan ! »

Alanig a soñje :

« Penaos e teuin a-benn da deneraat kalon ar roue ? Droug bras a zo ennañ. Va mignoned a zo aet kuit, ha n’eus nemet kasoni ha fulor en-dro d’in. Koulskoude e karfen talvezout d'an tri-mañ o c’homzou faro. Petra ’lavarin d’ezañ ? N’em eus graet tra vat ebet em buhez, ha torfedou am eus graet, dre gant ha dre vil. Met, n’eus ket da c’hedal ».

Alanig a oa pignet er skeul, ha bremaik e vije bet e benn er skoulm-lagadenn. Eus gorre ar skeul e tistroas eta war-du e enebourien, hag e lavaras d’ezo :

« Roue, itronezed, aotrounez, kristenien, ar maro a welan dirazoun, hag, a-raok mervel, e c’houlennan diganeoc’h ar pardon eus kement droug ha kement poan-spered am eus graet d’eoc’h. Goude ma vezin maro, lavarit eur bedenn evit ma vezo pardonet d’in va fec’hedou : mil pardon am eus ezomm da gaout. A-raok lakaat va fenn er skoulm-riskl, lezit ac’hanoun da gofes d’eoc’h va holl dorfedou, torfedou kuz, gant aon na vefe diwezatoc’h tamallet unan bennak diwar laz ha laeroñsi graet ganin-me, Alanig al Louarn. O ! ne c’houlennan ket hir amzer : eur munut, eur munutig hepken ».

Kalz eus al loened a oa deut an dour en o daoulagad. Lavarout a rejont d’ar roue.

« Ne c’houlenn ket kalz a amzer. Lezit anezañ da ober e gofezadur ».

Ar roue a asantas.

Alanig a lavaras :

« Doue ho pinnigo hag en devo truez ouzin. Ne welan dirazoun den ha n’en deus ket abeg da glemm ouzin. Bihanik e oan c’hoaz, hag a-boan dizonet, pa santis evit ar wech kenta blaz ar gwad war va zeod. Eun deiz e welis deñvedigou o c’hoari en eur waremm. Lammat a ris dreist ar c’hleuz hag e tostais ouz an hini koanta, an hini tenera, ha, gant eun taol-dent en eur c’har a-dreñv, e voe diskaret al loenig. Suna a ris ar gwad, hag e kavis e oa blaz mat gantañ. An deiziou war-lerc’h ne oan ket evit mirout da vont d’ar waremm, da suna gwad an deñvedigou, ken mat all em boa kavet anezañ. N’ouzon ket pet dañvad am eus lazet e-giz-se. War-lerc’h an deñvedigou e lazis givri, yer, gwazi, houidi hag all. Plijadur a gaven o laza anezo. Pa n’em beze ket naon, e raen eun toull en douar, hag en toull-se e lakaen ar c’horf maro da vreina.

Degouezout a reas d’in, en amzer-se, ober anaoudegez gant Job ar bleiz, e Pont-Koblan, etre Gwezeg ha Pleiben. Edo, war ribl ar stêr vras, o teski pesketa darzed. Lavarout a reas d’in piou oa, ha me a lavaras piou oan. Job a felle rei d’in da c’houzout e oa bet kerent tost hor c’herent, ha pa felle d’ezañ rei d’in da gredi, e ris an ezvan da gredi anezañ. Adalek an deiz-se e voemp mignoned vras. Keuz am boa da gaout diwezatoc’h. Kregi a rejomp da vale dre Leon ha Kerne, ha da laerez a-hed an hent. Job a laere ar pep brasa, ha me a soursie ouz laeroñsiouigou. Divizet e oa etrezomp e vije bet boutin kement tra laeret. Job, avat, dre m’en deus muioc’h a nerz egedoun, a ranne pep tra hervez e c’hoant, ha pa zegoueze d’in krozal pe astenn va fao re hir, e kouste ker d’in. Ne veze ket roet d’in zoken an dekvedenn eus ar pez a veze laeret.

Eur wech, soñj mat am eus, hor boa laeret ha lazet eun ounnerig.

« Kig ounner », emezoun da Job, « a dle beza tener. Dizoñjet em eus zoken ar blaz a zo gantañ, keid-all a zo n’em eus ket bet an eurvad da gaout eun tañva anezañ ».

Job a sellas ouzin, droug ennañ.

« Gwelloc’h eo d’eoc’h », emezañ, « kregi en eur penn eus al loen, ma’z aimp gantañ er c’hoad. Pa vezimp pell diouz kement kêr, e c’hellimp ober kofad, dianken ».

Samma a rejomp an ounnerig. Job a valee a-raok, ha me a-dreñv. Met eur vuoc’h, mamm an ounnerig, emichañs, a welas ac’hanomp. Blejal a reas ar pez ma c’hellas, en eur redek war e lerc’h.

« Kerz buan ’ta ! Job », a lavaren-me, « pe emañ kerniel ar vuoc’h em penn a-dreñv ».

Ne gerzas ket buanoc’h, avat, ha ret e voe d’in bounta warnañ. Eeun-hag-eeun e lammemp war ar c’hleuz, pa santis o tremen, eur rahouenn diouz va feskennou, kerniel ar vuoc’h kounnaret. Job a zirollas da c’hoarzin ken na oa mui evit bale, pa lavaris d’ezañ an aon am boa bet. Gouzañv a ris goaperez, rak soñjal a raen e vijen bet gopraet mat.

Klevit eta, roue meur, klevit, duged, konted ha baroned, klevit, priñsezed. Pa voemp degouezet er c’hoad doun, Job a lavaras d’in :

« Alanig, pell a-walc’h omp aet. Taolomp an ounnerig war an douar. Bremañ e c’hellit kemer ho frankiz ».

« Eñ ? » emezoun, « petra ? penaos ? »

« Ne gomprenit ket ar brezoneg ? » emezañ. « Me a lavar d’eoc’h oc’h dieub da vont bremañ lec’h a garit ».

« Met, an ounner ? »

« An ounner a zo d’in-me », emezañ, war eun ton rust ha rok. « Ret eo d’eoc’h soñjal em eus er gêr eur wreg ha kalz bugale, ha n’eo ket re an ounnerig-mañ evito ».

Ha setu n’em boa bet tamm ebet en taol-se.

Alies e veze roet d’in eun tamm kostezenn grignet da grignat, pe eun tamm bourlas kalet da chaokat. A ! Job ar bleiz a zo bet atao em c’heñver eur c’hompaer divalo !

Dre eurvad evidoun, nem eus gouzañvet, daoust da Job, na naon na sec’hed. Eun den pinvidik a gav atao da brena, ha me am eus eun teñzor kuzet, eur bern aour ken bras ma ne dafe ket e seiz tumporell, staget seiz jao ouz pep hini ».

Neuze, ar roue a lavaras :

« Pelec’h emañ an teñzor-se ? »

« O ! » eme Alanig, « lavarout a rin d’eoc’h pelec’h emañ, rak me a zo o vont da vervel ha ne dalvezo ket d’in. D’an eur diweza eus va buhez n’em eus ket c’hoant da lavarout gaou. Klevit ’ta istor an teñzor burzudus. An aour-se a zo bet laeret, ha laeret d’ar mare mat. Aotrounez hag a gav d’eoc’h int servijerien vat ha leal o doa lakaet en o soñj laza ac’hanoc’h. Met eun nozvez e welis el loar e vijec’h bet lazet er bloaz ma ne vije ket bet laeret an teñzor-se. Dont a ris a-benn da laerez anezañ ha da savetei ac’hanoc’h war eun dro. Va zad a lavaras d’in e oa eun dra guz, ha ne dalveze ket ar boan goulenn hiroc’h digantañ. Al laeroñsi-se a goustas ker d’ezañ. Allas ! Allas ! Ha d’in-me, siouaz ! Rak ma vije chomet kuzet da viken an teñzor daonet-se, Job ar bleiz ha Lom an arz ne vijent ket bet enebourien d’in. Met, n’eus forz ! Laouen e varvin, rak, en eur laerez an teñzor em eus savetaet ho puhez. An droug c’hoarvezet ganin, evit gwella mad va roue eo bet ».

Ar rouanez a voe trubuilhet he c’halon o klevout an holl draou-se.

« Alanig », emezi, « soñjit emaoc’h dirak ar maro. Lavarit d’imp ar wirionez eeun-hag-eeun ha penn-da-benn. Penaos e c’hoarvezas d’ar roue beza war var beza lazet, ha penaos, dre an teñzor-se, eo bet saveteet ? »

Nobl ar roue a lavaras :

« Alanig, diskennit diouz ar skeul ha tostait ; tostik, tostik-tre, ma klevin fraez ».

Alanig a ziskennas eta. E enebourien, avat, a oa droug enno. Al louarn a benndaoulinas dirak ar roue.

« Va mestr », emezañ, « ne lavarin gaou ebet. Petra ’dalvezfe d’in eur gaou pe zaou, peogwir e vezin maro a-raok eun eur amañ ? Re a enebourien douet a zo en-dro d’in ! »

Alanig a grene gant aon na vije ket bet kredet e sac’had gevier. Ar rouanez a lavaras d’ar roue :

« Truez am eus outañ. Bezit dous en e geñver, evit ma c’hellimp gouzout an istor teñval-se penn-da-benn ».

Nobl a lavaras d’e sujidi :

« Peoc’h ! »

Ha da Alanig :

« Komzit dianken ».

Alanig al Louarn a grogas gant e gontadenn.


PENNAD V

« Va zad », a lavaras Alanig, « en doa kavet, — n’em eus ket gouezet penaos, — teñzor ar roue galloudek Emerig. D’ezañ eo bet ar gwasa.

En em gavout a reas neuze en e c’hloar, ha ne oa loen ebet par d’ezañ war an douar. Dispriza a reas an holl loened nemet Job, Lom, Flaer ha Lip-e-Bao, abalamour e oa ar re-mañ o-fevar pinvidik-bras.

En em gavout a rejont, eun nozvez, er Yeun, e-kichen Menez Sant Mikael. An noz a oa teñval, ha ne oa kristen ebet tro-war-dro.

Va zad a lavaras :

« Mat ! skuiz omp aet gant Nobl ar roue. Hor penn-ni a zougfe eur gurunenn kenkoulz hag e hini. Nobl ne gar ket ac’hanomp. Disfiziañs en deus ouzimp. Perak ? N’ouzon ket. Servijet hon eus anezañ betek-hen gant karantez ha lealded. Met ar vuhez tremenet ne zeuio ket en-dro. Me a lavar d’eoc’h : Nobl a c’hoario d’imp, mar n’eo ket diskaret, eun dro fall bennak ».

« Diskaromp anezañ », a lavaras ar pevar loen.

« Laza anezañ a vefe gwelloc’h », a lavaras va zad.

« Lazomp anezañ », emezo holl.

(E-kreiz m’ed’o Alanig o konta, Lip-e-Bao, Lom, Job ha Flaer a hopas :

« N’eo ket gwir ! N’eo ket gwir ! »

Nobl a sellas outo gant kounnar.

« Peoc’h ! » emezañ, « pe e vezo galvet ar boureo da zont da drouc’ha d’eoc’h ho teod »).

Alanig a gendalc’has :

« Ho maro, roue meur, a zo bet touet en noz-se, e-kichen Menez Sant Mikael, ha touet war benn Job ar bleiz. Va zad a lavaras d’ezo :

« Ni a lazo Nobl, ha me a vezo kurunennet roue e Kerne. Goude e tiskarimp roue Leon, hag ar rouantelez-se a vezo roet da Flaer va breur. Rouantelez Tregor a vo lod Lom. Bro-Wened a vo roet da Job ».

« Ha me, neuze ? » a c’houlennas Lip-e-Bao.

Lavaret e voe d’ezañ gortoz, peogwir ne oa nemet peder rouantelez e Breiz-Izel. Diwezatoc’h, moarvat, o holl armeou unanet a vije deuet a-benn da ziskar pelloc’h du-se, war-du broiou ar Sav-Heol, roueed ha roueed, ha Lip-e-Bao en dije graet eun dibab etre ar rouanteleziou nevez gounezet.

Ne blijas ket re en holl da Lip-e-Bao eur seurt rouantelez-da-zont, met ret e voe d’ezañ rei peoc’h, pa oant pevar a-enep d’ezañ, ha gortoz pa ne c’helle ket ober a-hend-all. A-raok lavarout kenavo an eil d’egile betek antronoz vintin, va zad a lavaras d’ezo c’hoaz :

« Ha, dreist-holl, arabat ranna grik diwar-benn kement-mañ ! »

Siouaz d’ezañ ! Flaer, eun deiz m’en doa evet eur bannac’hig re, a oa deuet da veza re skuiz e deod en e c’henou gant ar c’hevrin milliget. Konta a reas d’e wreg ar vodadeg-noz.

Me a yae alies da di va moereb evit an dra-mañ pe an dra-hont. Lavaret e oa bet d’ezi beza sioul. Met ar c’hevrin a zebre he zeod evel ma vije bet eun houarn ruz. Diou eur goude e tisklerias d’in, ha n’eo ket d’in-me hepken, met d’am c’hoarezed ha da holl wrac’hed ar vro a zeue di da gafeta. O ! d’an holl e lavare, gant eur biz war he genou : na lavarit an dra-se da zen !

Gwall nec’het e oan. Hor roue, emezoun, a zo madelezus. Arabat lezel re all da bignat war an tron. Rouantelez Treger a vije roet da Lom ? Gwasat dismegañs evit Tregeriz ! Nann, biken ! Met penaos mirout ouz al loened fall da gas o zorfed da benn ? Ya, klask a raen gouzout penaos. Glac’haret-naet e oan. Met eun deiz, war-dro pemp eur ha kard diouz an abardaez (soñj am eus dalc’het eus an eur, kement a blijadur a reas d’in va c’havadenn), rak kavet em boa… A, a !…

War-dro serr-noz, goude debret koan, va zad a guitae an ti dre guz. Lammat a rae el liorz drei an nor a-dreñv. Ober a rae eur sell a bep tu d’ezañ, ha, ma ne veze den war welout, en em sile e-touez ar gwez avalou hag e rede d’ar choad.

En noz-se ne deas ket d’ar c’hoad e-unan. Me a heulias anezañ, a bell, hep gouzout dare d’ezañ.

E-kreiz ar c’hoad, va zad a chomas a-sav. Sellout a reas adarre en-dro d’ezañ. Kregi a reas da ziskrapat ha da doulla an douar. Me a oa puchet war ar c’hleuz a-us d’ezañ, ha kuzet a-dreñv eur vodenn valan. Va zad a gendalc’he atao gant e labour, pa darzas eun draig skedus en douar, ha ma taolas sklerijenn dindan bannou al loar gann. Va zad a bokas d’an aour, rak eun teñzor e oa. Ha goude, p’en doa graet d’ezañ e weladenn bemdeziek, e kuzas anezañ adarre, goustad, gant douar, ha, gant eun taol lost evel eur skubellenn, e stranas warnañ eur gwiskad deliou sec’h.

Paour kaez tad ! Sinet en doa e varo.

Pa voe aet kuit d’ar gêr, me a ziskennas eus ar c’hleuz, ha buan e kerzis da Gastell al Laer da lavarout d’am gwreg ha d’am bugale dont ganin d’ar c’hoad.

Toulla a ris an douar d’am zro, hag e kavis en toull berniou aour ha berniou arc’hant, ha kalz traou priziusoc’h c’hoaz. O ! roue, an hini kosa eus an holl dud a zo dirazoun n’en deus gwelet morse kemend-all.

(Alanig a daolas eur sell war Lom, Job, Flaer ha Lip-e-Bao, hag e welas gant plijadur e oant aet du gant ar gounnar).

Alanig a gendalc’has :

« N’hor boa na karr na jao evit kas ganimp an teñzor burzudus-se. Dre eurvad evidoun, em boa eur wreg kalonek hag eur bern bugale, bugale vat, bugale greñv. Eur c’houezadenn gaer e oa bet evidomp, me hen lavar d’eoc’h, met n’eus forz.

An deiz war-lerc’h, va zad a yeas da redek dre ar vro gant e bevar c’hompaer, da douella o mignoned ha da sevel ar vro a-enep d’eoc’h. Skriva a reas zoken da roue ar Prus ha da hini ar Spagn, da lavarout d’ezo degas d’ezañ soudarded. Ar soudarded a vije bet paeet mat hag ar roueed gwelloc’h c’hoaz.

Eur miz goude e tegoueze soudarded estren e Breiz, dre Naoned ha Roazon. O roue ! soñjit er pez a vije c’hoarvezet ganeoc’h panevet Alanig al Louarn !

Roue ar Prus a zeuas da gaout va zad.

« Degouezet oun », emezañ, « gant ar soudarded hoc’h eus goulennet. Deuet eo ganin mil bleiz, bleizi naoniek, gouez, kounnaret, an tan en o daoulagad hag eonenn etre o skilfou lemm. Ne c’houlennont nemet kann hag emgann, ha freuz, reuz, drailh ha razailh. Kant houc’h-gouez a zo deuet ivez, ar reuta houc’hed-gouez a gaver er Saks hag e bro ar Roen. Lemmet o deus o skilfou war ar vreolim a-raok dont, hag ugent vloaz servij o deus d’an nebeuta ; ha kizier gouez da grevi daoulagad an enebourien ; ha brini da nijal a-us da dachenn an emgann evit gwelout ar pez a dremen war an tu all. A ! va arme a zo eun arme gaer, ha ganti e tiskarin ar roue galloudusa. Warc’hoaz, mar karit, ez aimp da Gemper-Kaourintin. Da eiz eur diouz ar mintin e krogo an emgann. Da nav eur e vo echu. Da zek eur e viot sakret roue, ha da unnek eur e vezo lein vras war ar blasenn. Met goulenn a ra va soudarded e vezo paeet d’ezo o labour hag o mizou mont-dont, a-raok ober netra.

« Evel just », a lavaras va zad, laouen-kenañ.

Hag ez eas d’ar c’hoad.

Furchal a reas…

Allas ! allas ! allas ! ha mil allas all ! Teñzor ebet mui. An toull a oa goullo.

« O, o, o ! aiou, aiou ! » emezañ. « Kollet an teñzor, kollet oun, lazet oun ! Aiou ! Klañv oun e kement korn eus va c’horf. An teñzor ! an teñzor ! O va c’halon baour, faouta a ri gant ar glac’har. O va bouzellou ! Emaoun o vont da vervel ! »

Ha va zad a rede dre ar c’hoad. Yudal a rae ken e oa eun druez selaou anezañ. Heñvel e oa e vouez ouz mouez ar pemoc’h pa vez ar gontell vras o c’hoari e toull e c’houzoug.

Roue ar Prus, o klevout kement a c’harmou, a soñjas : dizoloet eo bet an torfed, hag emeur o laza al louarn. Mont a reas er c’hoad gant e soudarded da sikour anezañ. Met ne glevas mui na garm na klemm, ha ne welas ket va zad. Evelato, a-benn eun eur, tremenet o furchal, eun houc’h-gouez a savas e vin d’al laez.

« O,o ! » emezañ, souezet, « ’m eus aon emañ al louarn a-istribilh ouz ar wezenn ».

Allas, allas ! re wir e oa. Va zad en doa en em grouget !

Ar soudarded a yeas d’ar gêr, droug enno.
Roue madelezus, setu aze penn-da-benn ar vad am eus graet evidoc’h, ha n’oun ket bet o hopal da holl aveliou ar vro : me am eus graet an dra-mañ, me am eus graet an dra-se ; panevedoun e vije bet cheñchet penn d’an holl draou er vro.

Nann, ne blij ket d’in fougeal, ha ne glaskan ket beza paeet pa ran eur vad bennak. Gwall baeet eo e vezan a-wechou, siouaz d’in ! Me a zo barnet da veza krouget, ha va enebourien, hag enebourien d’eoc’h, Lom, Job, ha Lip-e-Bao, ha kalz re all a zo en ho kichen, enoret ha glorius. An dra-se eo justis ar bed ».

Ar roue hag ar rouanez o doa c’hoant da c’houzout pelec’h edo an teñzor. Lavarout a rejont da Alanig dont tre en o c’hichen.

« Lavarit d’imp goustadik, goustadik-tre », emezo, « pelec’h emañ teñzor bras ar roue Emerig ».

Alanig a respontas :

« Kredi a ran ne dalvez ket ar boan lavarout d’am roue pelec’h emañ an teñzor-se, peogwir e varn ac’hanoun d’ar maro hag e talc’h en e balez va gwasa hag e vrasa enebourien ».

« Nann, nann », a lavaras ar rouanez, « ne viot ket krouget, evidoc’h beza barnet. Ar roue, va gwaz, en deus ankounac’haet torfedou ho puhez tremenet. N’eo ket kounnaret mui. Nemet hiviziken, bezit eun den fur ha santel, ha servijit ho roue evel ma ’z eo dleet ».

« O trugarez, itron gaer ! » a lavaras Alanig, « bennoz Doue ha trugarez ! ha trugarekait ho kwaz eus va ferz. Ne gavo ket en e rouantelez eur servijer ken gwirion ha me. A galon vat e kinnigan d’eoc’h teñzor ar roue Emerig. Diskouez a rin d’eoc’h pelec’h emañ. Eun teñzor burzudus eo. Souezet e chomot o welout anezañ ».
« Rouanez », eme ar roue, « na gredit ket anezañ. Met ma komz d’eoc’h diwar-benn laeroñsi, muntrerez ha torfedou all, kredit anezañ hardi. E gwirionez, n’eus ket bet ha ne vo morse war an douar eur gaouier ken bras hag heñ ».

Ar rouanez a lavaras :

« Gwir eo, va aotrou, doare-beva Alanig n’eo ket bet eus ar re gaera. Graet en deus muioc’h a zroug eget a vad. Soñjit evelato en deus diskuliet Flaer, e eontr, hag e dad zoken. Ma ne vije ket bet gwir ar pez en deus lavaret, n’en dije ket tamallet anezo. Gwelloc’h en dije kavet moarvat tamall enebourien eget e gerent tosta ».

Ar roue a lavaras d’ar rouanez :

« Rouanez, ra vezo graet hervez ho polontez, ha, mar kav d’eoc’h eo furoc’h ankounac’haat torfedou Alanig, e pardonan d’ezañ eur wech all c’hoaz. Met, lavarout a ran d’eoc’h ivez : ma teu tud da glemm adarre diwar e benn, mil keuz en devo, heñ, e wreg, e vugale, e vignoned, e gerent, en amzer bremañ hag en amzer da zont. Eur blanedenn griz hag ar wasa dismegañs, ar baourentez hag ar galeou a vezo o lod.

Alanig a selaoue. Mousc’hoarzin a reas en e galon pa glevas komzou ar roue.

« Roue », emezañ, » ar wirionez penn-da-benn am eus diskleriet d’eoc’h, hag a-raok nemeur ac’han e c’hellot gwelout gant ho taoulagad an teñzor kuzet ».

« Mat », eme ar roue, « ar pardon a roan d’eoc’h ».

Alanig a dridas gant al levenez.

« O roue », emezañ, « o rouanez, biken ne zizoñjin ho madelez. Re vat oc’h em c’heñver. Evit ho trugarekaat e roan d’eoc’h, gant levenez, teñzor burzudus ar roue Emerig hep derc’hel eun diner zoken evidoun va-unan. Selaouit, ma lavarin d’eoc’h pelec’h emañ. Kuzet eo bet dindan an douar, er Yeun, tost da Venez Sant Mikael. Evit kavout anezañ, kemerit, mar plij, ho pluenn, ha skrivit fraez, gant aon da ankounac’haat : tresit war eur gartenn diou linenn, unan eus Roc’h Trevezel da Venez Sant Mikael, hag unan all eus Menez Kador da Vrenniliz. An teñzor a gaver eeun-hag-eeun el lec’h ma en em drouc’ho an diou linenn-se ».

« Alanig », eme ar roue, « diaes a-walc’h e vo kavout ar takad bihan-se, merket gant diou linenn war eur gartennig ».

« Selaouit, roue. N’eo ket echuet ganin displega d’eoc’h. Kavout a reot al lec’h-se evel-hen : e-kichen, ez eus eur maen-hir. En em gavit e-tal ar maen-hir-se, warc’hoaz, da bemp eur diouz an abardaez. Da bemp eur eeun, ma par an heol war ar maen, sellit ouz e skeud, hag eus penn pella ar skeud, grit hanter-kant paz en eur drei ho kein d’an heol. Goude, chomit a-sav, ha toullit. Dindan ho treid e vo an teñzor. Da genta, o toulla, ne gavot nemet brug ha lann, ha goude douar du leun a wriziou koz. Kendalc’hit da doulla. Ne zaleo ket an aour da lugerni dirak ho taoulagad : kurunennou ha gwalennou kizellet gant arzourien dournet-mat, kurunenn ar roue Emerig dreist-holl, a lugern kement ma vez gwelet a-bell, ha ma treuz he sked ar seiz, ar satin hag ar mezer fin. A ! ne vez ket graet ken war an douar traou ken brao na ken prizius. An dud, en amzer hizio, n’int ket douget da garout seurt traou. Eo, braventez ha priziusted marc’had-mat. An dud hag a ouie labourat ken dispar a zo marvet mil bell ’zo. O bugale, avat, n’eo ket bet roet d’ezo spered o zad. O roue, o rouanez, diwezatoc’h e root mil meuleudi da Alanig al Louarn ».

« Mat, Alanig », eme Nobl, « c’houi a zeuio da ziskouez d’imp pelec’h emañ kuzet an teñzor. Aesoc’h e vezo kavout anezañ. Rak mar ne vez ket heol warc’hoaz e vefe ret gortoz an deiz war-lerc’h. Evit d’an douarou-se beza em rouantelez, n’anavezan ket anezo gwall vat. Douarou treut int, hag eno emañ ar Youdig ! »

Alanig a lavaras :

« O roue, eun enor bras e vefe evidoun mont di ganeoc’h. Met, kavout a ra d’eoc’h e vefe dereat ? Kredi a ra d’eoc’h e vefe brao gwelout ac’hanomp o pourmen dre ar vro, hon-daou, c’houi, ar roue, ha me, ar paour kaez Alanig al Louarn, laer, muntrer, gaouier, bet barnet bremaik, ha darbet d’ezañ mervel er groug ? »

« Gwir, Alanig. Ho komzou a zo leun a furnez. Mont a rin di gant unan pe zaou eus va amezeien goz. Pardonit d’in mar em eus komzet ouzoc’h bremaik war eun ton taer ha rok. Va gouenn a zo bet prim a-viskoaz ».

« Roue », a lavaras Alanig, « eun dra am eus da ziskleria d’eoc’h. Pec’hedou a bep seurt a bouez war va c’houstiañs. Karout a rafen mont d’ober eur pirc’hirinerez da Roum evit kaout ar pardon evito hag evit ober pinijenn. Goulenn a ran aotre diganeoc’h da gregi gant va firc’hirinerez warc’hoaz vintin, kerkent savet an heol. Pa vezo bet va fec’hedou gwalc’het gant eur binijenn griz, neuze e tistroin da Vreiz-Izel. Neuze e c’hellin, hep mez evidoc’h, bale en ho kichen ».

« Ra vezo graet hervez ho polontez, Alanig », a lavaras ar roue. Rei a ran d’eoc’h an aotre da vont kuit, kerkent savet an heol. Chañs vat d’ober pinijenn galet, ha da veza fur ha santel pa viot distro da Vreiz… Unan all a zeuio ganin betek maen-hir ar Yeun. Meur a hini a zo amañ hag a anavez ar vro-se mat-tre, emichañs ? Pehini a vefe ar gwella d’in ibab da zont ganin da glask an teñzor ? Alanig, lavarit d’in piou ».

« Roue », a respontas Alanig, « Lomig ar c’had a anavez mat-tre ar c’hornad. Eno emañ e vro, pell diouz ar chas ha pell diouz an tennou fuzuilh ».

« Trugarez d’eoc’h, Alanig. Kenavo eta ac’han d’ar bloaz a zeu ».

Alanig a saludas ar roue hag ar rouanez, hag a bokas da vouklou aour o botou, hag edo o vont kuit.

« Gortozit », eme ar roue d’ezañ, « gortozit eur pennadig, ma viot meulet hag enoret dirak aotrounez al lez hag al lez-varn evel ma ’z oc’h bet disprizet dirazo bremaik ».

En e gornig, Lomig, galvet da vont gant ar roue da glask an teñzor da Venez Mikael, a grene e-leiz e groc’hen.


PENNAD VI

Setu Alanig adarre gwelet-mat gant ar roue. Nobl a bignas war e dron hag a gomzas a vouez uhel ha herr :

« Laboused ha loened, paour ha pinvidik », emezañ, « grit peoc’h. Selaouit ac’hanoun, bras ha bihan, aotrounez hag itronezed, ha sankit doun en ho penn kement tra a c’hourc’hemennin d’eoc’h. Alanig a zo bet bremaik barnet d’ar maro, hag, e gwirionez, dellezet en deus eur maro kriz, ha den ne zislavaro ar varnerien. Bremaik, avat, Alanig en deus diskleriet d’in eur bern traou kuz. Evit e drugarekaat e lezan gantañ e vuhez hag e holl vadou. Va mignon eo adarre. Hiviziken eta e c’hourc’hemennan d’eoc’h saludi anezañ gant doujañs, e kement lec’h, heñ, e wreg hag e vugale. Ma en deus graet droug, — ha piou a zo gwenn e goustiañs ? — ma en deus graet droug, an droug-se a zo tremenet, ha gwalc’het e vezo dizale. Rak, warc’hoaz d’ar beure, kerkent savet an heol, Alanig a guitaio e gastell evit mont d’ober eur pirc’hirinerez hir da Roum, hag ac’hano ez aio pelloc’h, en tu all d’ar mor. D’ober pinijenn ez a di, war droad, eur vaz en e zourn hag eur bisac’h war e gein. A-benn eur bloaz ac’han e teuio en-dro. Lavarit d’ezañ kenavo, gant ho kalon, ha nann gant fae, diwar beg ho teod. Ha dalc’hit soñj mat eus an dra-mañ : an neb a zo mignon d’in ne zeuio ket mui da glemm dirazoun diwar-benn Alanig al Louarn, pe ker e kousto d’ezañ ».

Neuze, Lip-e-Bao a sellas ouz Job hag ouz Lom.

« Nag a boan gollet ! » emezañ. « Ar gwella tra hon eus da ober bremañ eo mont ac’han. Peogwir ez eo Alanig gwelet mat adarre, ni a vezo gwelet fall dizale. Eul lagad am eus kollet, hag aon am eus da goll an hini all. »

« N’emaomp ket brao ganti », a lavaras Lom.

« Deomp da gaout ar roue », eme Job, « rak eur vez eo pardoni torfedou ken bras da Alanig, eul loen hag a raio goap ouz Nobl kerkent ha m’en devo troet e gein ».

Job ha Lom a yeas eta da gaout ar roue hag ar rouanez. Glac’haret-naet e oant. Lavarout a rejont kalz droug ouz o enebour. Nobl, avat, a lavaras d’ezo :

« Peoc’h, mar plij ! N’hoc’h eus ket klevet ar pez am eus lavaret bremaik ? Alanig a vezo hiviziken va gwella mignon, ha ne blij ket d’in klevout e enebourien o tont da gonta d’in diwar e bouez an distera droug ».

A-boan m’en doa peurechuet e gomzou ma roas ar roue urz d’e archerien da chadenna an daou istrogell ha d’o c’has d’ar prizon.

« Ha bremañ, roue madelezus », eme Alanig, « ar gwella eus ar roueed, ez an da gemer hent an Itali, met eun dra a garfen kaout : eur sac’hig ler, da lakaat an tammouigou bara hag amann a vezo roet d’in evit an aluzen ».

Nobl a chomas eur pennad hep lavarout ger.

Sellout a reas ouz mestr an archerien :

« Aotrou Krabanek, selaouit : Alanig a c’houlenn eur sac’h ler, ha n’em eus hini ebet da rei d’ezañ. Trouc’hit eun tamm kroc’hen a zaou droatad a hed hag a gement a lec’hed diwar gein an arz, ha grit gantañ eur sac’hig brao evit Alanig ».

Alanig a dostaas ouz ar rouanez hag a lavaras d’ezi sioulik :
« Itron gaer, diarc’hen oun : eur re votou a rafe kalz vad d’in evit va beaj. Job en deus eur re votou ler. Ne gav ket d’eoc’h e vefe dereat d’ezañ sikour ac’hanoun ha rei d’in unan anezo ? E wreg a c’hellfe ivez brao-tre dioueri ar re a zo bet paeet d’ezi evit he derou-mat. Ne gar ket bale, hag atao e vez en ti war he chaosonou. He botou a vezo louedet ha breinet war c’horre an armel, ha n’o devo talvezet da netra ».

Ar rouanez o vousc’hoarzas da Alanig.

« Evidoc’h », emezi, « e tiouerint eur re votou pep hini ».

Hag e voe graet da Job ha d’e wreg diwiska o botou ler nevez, melen ha skedus, ha prenet evit eur c’haer a briz war blasenn Sant Kaourintin. Job hag e wreg a azezas war an douar evit kuzat o zreid diarc’hen, ken mezus ma oant.

Alanig a dremenas e-biou d’ezo.

« A ’ta ! » emezañ, « ho potou a zo bet graet evit va zreid ha va zreid evit ho potou. Eul ler eus ar re wella, eul liou eus ar re gaera. Enkrez hoc’h eus bet moarvat gant an diouer anezo, ha brasoc’h enkrez c’hoaz e santit en ho kalon o welout ar roue o vousc’hoarzin d’in. Kaer hoc’h eus bet poania, ha poania, o klask dont a-benn da goll ac’hanoun, n’eo ket talvezet d’eoc’h. Evel-se emañ ar bed. Keit ha ma vezin oc’h ober va beaj, pe gentoc’h, keit ha ma pado ho potou, ne vezin ket evit mirout da soñjal ennoc’h, en ho karantez, en ho madelez. Da c’hortoz, aotrou hag itron, Doue ho paeo, ha kenavo ! »

Ar vleizez a oa gourvezet war an douar hag a ouele gant ar vez. Ne oa evit lavarout netra. He c’homzou a chome berr e toull he gouzoug.

« A ! » emezi a-benn ar fin, « an Aotrou Doue en deus binniget anezañ evit kastiza ac’hanomp abalamour d'hor pec’hedou ».

Job ha Lom, an eil e-kichen egile, a chome mut o-daou. Trist ha glac’haret e oant, chadennet evel laeron ha muntrerien, ha goapaet gant o brasa enebour.

Alanig, evelato, a oa glac’haret ivez, pa zeue soñj d’ezan eus ar c’haz : karet en dije c’hoari eun dro gamm bennak da Lip-e-Bao, evel d’an daou gompaer all.

Gwiska a reas e votou laeret, ha lavarout a reas da Nobl :

« Va roue, roit d’in ho pennoz, ma kemerin hent an Itali. Gortoz a zo koll amzer, ha ne garan ket dalea ».

Nobla c’halvas e sekretour hag a c’houlennas digantañ :

« Ha prest eo pelloc’h paperou Alanig ? »

« Prest int, roue meur », a lavaras ar sekretour en eur ober eur stouadennig gant e benn ha gant e c’hlin.

« Diskouezit ! » eme ar roue.

Ar sekretour a roas dezañ ar baperenn.

« Gwelomp hag-heñ eo mat evel-se », eme ar roue.

Hag e lennas :

« Aotre a zo roet da Alanig al Louarn da dremen dinec’h dre holl zouarou va rouantelez. Ha pedi a ran, me, Nobl roue Kerne, holl vistri ar broiou all da rei d’ezañ sikour ha skoazell bep gwech ma en em gavo en ezomm, e n’eus forz pelec’h, war zouar pe war vor ».

« Mat-tre », eme Nobl.

Hag e sinas hag e lakaas e siell er c’horn, war boltred Alanig.

« Dal ! Alanig, e c’hellit mont bremañ. »
Nobl a roas urz da aotrounez e lez, priñsed, duged ha baroned, da ambroug ar pirc’hirin e-pad eun abadenn. Mont a rejont da heul Alanig, mezus ha stouet ganto o fenn.

« Roue », eme Alanig en eur vont kuit, « dalc’hit mat er prizon Lom ha Job, hoc’h enebourien vrasa. Dalc’hit chadennou teo en-dro d’o divrec’h, d’o divesker ha d’o gouzoug gant aon na zeufent a-benn d’en em zieubi. A ! soñjit, roue, soñjit mat : keit ha ma vezo an daou amprevan-se er prizon, e c’hellot beva eürus ha dianken. Met, ma tegouez d’ezo en em denna diouz ar prizon, o ! neuze, diwallit, diwallit ! Touet o deus e lazint ac’hanoc’h. »

Alanig a guitaas palez ar roue. An anevaled, evel ma oa bet gourc’hemennet d’ezo, a ambrougas anezañ e-pad eur pennad hent. Ken trist e oa al louarn hag eun dremm ken glac’haret en doa gwisket ma tarzas dour an daerou e daoulagad meur a loen. Lammig ar c’had a ouele hag a zifronke kenañ-kenañ.

« A ! Lammig paour ! » eme Alanig, « bremaik e vezo ret d’imp en em guitaat ha lavarout kenavo an eil d’egile. Pe vare en em welimp adarre ? Piou ’oar ? Ha beo e vezimp c’hoaz d’ar mare-mañ eus ar bloaz a zeu ? Daoust ha ne vezin ket bet lazet gant lakepoded, e meneziou gouez an Itali ? Petra ’fell d’eoc’h ? Pep hini en deus e blanedenn da heulia penn-da-benn war an douar-mañ. Met arabat gouela, paour kaez Lammig, arabat kaout ranngalon gant ken nebeut a dra. Ma plij gant Doue, ni en em welo c’hoaz yac’h ha laouen, e palez ar roue Nobl ».

Lammig a sec’he an daerou a zevere puilh eus e zaoulagad penn-da-benn e fri. Alanig a gendalc’has :

« A ! Lammig, c’houi hoc’h eus truez ouzin, c’houi a gompren gwelloc’h eget pep hini pegen hir, pegen isklus, pegen dañjerus eo va beaj. C’houi a oar e c’houzañv eur pirc’hirin naon ha sec’hed, tommder ha yenijenn, a-hed e hent, hag anken, dienez, nec’hamant, poan-galon, poan-spered ha droughirnez o veza pell diouz e vro. A ! Lammig, c’houi eo va gwella mignon. Grit eur pennadig hent ganin c'hoaz. Me a gar kement beza e kompagnunez an dud a feson. Lavarit da Dourter ar maout dont ivez evit ma kavot berr ho hent o tont en-dro ».

Tourter ha Lammig a selaouas an toueller hag a evas e gomzou evel m’o dije evet dour-mel. Hag e-pad ma raent hent, Alanig a zibune d’ezo e vrava marvailhou.

Degouezout a rejont dirak Kastell al Laer.

« E-tal ho kastell omp degouezet ? » a c’houlennas Lammig.

« Kastell al Laer », a respontas Alanig, « a zo war hent Roum ».

Degouezout a rejont e toull dor ar c’hastell.

« Chomit er-maez, aotrou Tourter », eme Alanig, « ha touzit hervez ho naon hag ho c’hoant eus ar geot tener ha blazet ken mat a ziwan el liorz. Lammig a zeuio tre en ti ganin. Gouzout a raio an tu, gant e gomzou ken flour, da frealzi va gwreg ha va bugale, rak pa glevint emaoun o vont d’ober eur pirc’hirinerez hir, allas, allas, nag a zaerou a welimp, nag a glemmou a glevimp, va faour kaez Lammig ! C’houi a soursio, ar gwella ma c’hellot, da sec’ha o daerou, e-pad ma vezin er sal o lakaat urz em paperou. Mar choman dirazo e vefe teneraet va c’halon gant an dristidigez, hag o glac’har a virfe ouzin kemer hent an Itali ».
O klevout Alanig o fougeal anezañ, Lammig a oa lorc’h ennañ, me hen lavar d’eoc’h. Tourter en em gave mat ivez o soñjal er geot blazet-mat aotreet d’ezañ touza anezo kement ha ma karfe.

E Kastell al Laer, gwreg Alanig a oa beuzet en he glac’har. Edo azezet war eur pallenn, o ouela dourek, hag en-dro d’ezi, he bugale a ouele dourekoc'h c'hoaz. Kredi a rae d’ezi e oa bet krouget he gwaz e palez ar roue. Pa welas Alanig o tont en ti, e sac’h war e skoaz hag e vaz-veaji en e zourn, e chomas souezet-maro.

« Alanig », emezi, « petra a zo c’hoarvezet ? Lavar d’in ».

Alanig a respontas :

« Va gwreg muia-karet, kondaonet oun bet e lezvarn ar roue, ha barnet d’ar maro. Chadennet oun bet, er skeul oun pignet betek er bazenn diweza, ha va fenn a oa tremenet e skoulm lagadenn al las-kroug. Met Nobl ar roue a zo bet madelezus em c’heñver hag en deus pardonet d’in va fec’hedou. Dieubet en deus ac’hanoun diouz ar maro kriz, ha me am eus prometet d’ezañ ez in da Roum d’ober eur pirc’hirinerez. A-raok e guitaat em eus goulennet justis digantañ evit meur a dorfed tamallet d’in e gaou. Ha d’o zro, va zamallerien dinatur a zo bet taolet er prizon. Job ha Lom a zo bremañ o hirvoudi en deñvalijenn, gourvezet war eur gwele plouz, hag eur picherad dour en o c’hichen da derri o sec’hed ha da zistana o zerzienn. An aotrou Lammig a zo bet roet d’imp gant ar roue, ha d’imp da ober gantan ar pez a garimp, rak Nobl en deus lavaret : Alanig, tamallet ha tamallet e gaou oc’h bet gant Lammig. D’eoc’h da bardoni d’ezañ pe da gastiza anezañ ».

Lammig, pa glevas ar c’homzou-se, a zeuas da veza gwall livet hag a grogas da grena ha da grena kenañ. Trubuilhet e oa, hag e klaskas mont er-maez. Met, prim evel an holl lern, Alanig a reas eul lamm araozañ hag a serras an nor. Spontet, Lammig a hopas :

« Sikour, sikour! Tourter, pelec’h emaoc’h ? Deuit buan, deuit buan ! Maro oun ! »

Ne hopas ket Lammig gwall bell, rak krabanou Alanig a waske d’ezañ toull e c’houzoug, ken na oa mui evit lavarout grik ha na stouas al loenig e benn, aet an daoulagad ennañ war o zu enep.

Setu penaos e tegemere Alanig e amezeien en e di.

« Deuit », eme al louarn d’e wreg, « deuit buan gant ho tent lemm hag ho stomok digor, ma welimp pegen mat eo al Lammig skouarnek-mañ. E gwirionez, evit ar wech kenta, e vo bet mat en eur feson bennak. A-hend-all eo bet e-pad e vuhez eur penn skañv ha diboell. Setu amañ graet gantañ. Bremañ eo dieub da damall ha da werza ac’hanoun kement ha ma karo ».

Gant o dent lemm ha gant o ivinou, Alanig, e wreg hag o zorad bugale a grogas gant al labour plijadurus. Al louarn a veule ar roue hag ar rouanez :

« Bennoz d’ezo ! » emezañ « Biskoaz, paneveto, n’hor bije bet da zebri eur c’hig ken tener. Bennoz Doue d’ezo ! Debrit, va gwreg, debrit, va bugale, debrit e-leiz ho kof, ha ma plij d’eoc’h ar c’hig gad, ho tad a bako gedon d’eoc’h c’hoaz. A ! me a zesko d’ezo ober goap ouz Alanig ! Me a zesko d’ezo derc’hel, eur wech all, o zeod en o genou. An hini a raio droug da Alanig ha d’e diegez, ker e kousto d’ezañ. A ! ken d’ezo beza deuet d’ar skol ganin ! Me am bije kelennet anezo. Rak, em skol-me, an dud desket a gav bepred da zeski ! »

Gwreg Alanig a c’houlennas digantañ :

« Lavarit d’in, Alanig, penaos oc’h deuet a-benn d’en em denna ken brao-se diouz palez ar roue ».

« O, va gwreg ,», a lavaras Alanig, « euriou hag euriou a vefe ret evit displega d’eoc’h penaos oun deuet a-benn da douella ar roue, da liva ar gevier d’ezañ bern war vern ha da damall, da werza, ha da lakaat kondaoni, d’o zro, va enebourien. Met ne guzan ket ouzoc’h : ar roue ne vezo ket mignon d’in e-pad pell amzer. Pa ouezo ar wirionez ez aio droug ennañ, droug spontus, kounnar ruz. Ha ma tegouez d’in, eur wech bennak goude se, tremen dre e balez, nag arc’hant nag aour n’o devo ar galloud d’am savetei. Ha zoken, hep tremen e-biou d’e balez, e teuio a-benn da lakaat warnoun e grabanou. Soudarded a gaso da Gastell-al-Laer, hag hor maro ne vezo ket pell. Rak Nobl a zo prim, ha pa vez kounnaret-ruz, gwaz a se d’an neb a vez a-enep d’ezañ. N’hon eus nemet eun dra d’ober : tec’hout. Tec’homp, ha tec’homp buan. Deomp d’eur vro sioul e-lec’h n’eus ket bet klevet ano morse eus Alanig al Louarn. Traonienn ar stêr Avon a zo didrouz. E Sant-Kouli, e Lotei pe e Pleiben, e tlefe beza brao beva e peoc’h. Eno n’eus trubuilh ebet, anken ebet, hag an avel a c’houez ken c’houek er gwez pupli, penn-da-benn d’ar stêr vras ! Ni a vevo eno, evel ma vev tud ar vro, ha den ne daolo evez warnomp. Eno e kavimp yer ha kilheien e-leiz. Ar yer eo ar pesked a garan ar gwella. Pesked gwir, darzed pe eun tamm silienn bennak, a vezo kavet er stêr pa zeuio Job pe Lom d’hor gwelout, … ma teuont eur wech. Met tec’homp buan, poent eo. Nobl en deus lezet ac’hanoun da redek, war-du Roum, a gred d’ezañ, abalamour d’ar c’harradou gevier am eur displantet d’ezañ. Lavaret em eus d’ezañ mont d’ar Yeun Elez, hag, e-kichen ar Youdig, e kavo teñzor burzudus ar roue Emerig. Warc’hoaz ez aio di, rak ar rouanez he deus mall da welout ar gwalennou talvoudus a gav d’ezi a zo kuzet dindan eun nebeut troatadou douar. Hogen, kaer o devo klask ha klask, ha turia, ha cheñch penn d’ar genn, ne gavint nemet gwriziou brug, mein ha pri libous. O ! o ! ha pa welo Nobl eo bet tapet genaouek ! … Lavarout a ran d’eoc’h ne garfen ket beza en e gichen d’ar mare-se, ha gwelloc’h e karfen beza e Leon eget e Kerne. Neuze, evit an eil gwech, ez afe va fenn er groug, hag al las a vefe risklet buan gant va enebourien, gant aon na zeufe Alanig a-benn da riskla e fri er-maez.

« A ! va Alanig paour », a lavaras e wreg, « petra e teuimp da veza en eur barrez pell, e-lec’h n’hon eus na ti na park, nag anaoudegez na mignon, na kar na par ? Amañ ne vank netra ebet d’imp. En eur c’hastell kaer emaomp o veva, hag uhel ha ledan eo ar mogeriou anezañ. Diskiant e vefe an neb a glaskfe beza re bar d’imp er vro-mañ. Ha pa vefe kelc’hiet hor c’hastell gant soudarded ar roue, petra ’ra se ? Boued a zo er c’heginou evit eur bloaz hag ouspenn, ha mar deo ret tec’hout eun deiz bennak, soñjit ez eus hentou a-walc’h dre zindan an douar da vont tre betek Brasparz, Sant-Riwall ha Komana. Gortozomp, Alanig. Betek-hen, n’eus ket aon da gaout. Gant eun dra oun gwall nec’het, avat. Prometet hoc’h eus mont d’ober eur pirc’hirinerez da Roum, hag ac’hano d’an tu all d’ar mor, ha gwall bec’hed a rafen o virout ouzoc’h mont di. A ! va Alanig, perak oc’h aet da brometi ? »
« Arabat d’eoc’h beza nec’het, va gwreg paour », a lavaras Alanig. « Bevit dianken ha sec’hit ho taerou. Mar am eus prometet, soñjit ne oan ket evit ober a-hend-all ».

Alanig a gendalc’has :

« Mar n’em bije ket prometet mont d’ober eur pirc’hirinerez da Roum evit gwalc’hi va fec’hedou, e vijen bet krouget mil bell ’zo, ha ne garen ket koll va buhez war zigarez lavarout ar wirionez penn-da-benn. Ma n’eo ket eun dra gristen toui e gaou, n’eo ket kristen kennebeut lakaat unan da lavarout gevier en desped d’ezañ, ha va le, touet dre heg, n’en deus talvoudegez ebet. Ma n’eo ket ar gaera tra am eus graet em buhez, n’eo ket kennebeut ar brasa gaou. Gevier disparoc’h am eus displantet meur a wech, ha biskoaz n’em eus bet keuz. A ! va gwreg ha va bugaligou, evomp ha debromp. Al Lammig-mañ a zo tener-kenañ an tamm anezañ. Eul loenig kuilh eo, ha maget-mat. Biskoaz em buhez n’em eus tañvet kig gad par da hemañ. Debromp mat, ha goude e soñjimp petra eo ar fura d’ober : mont da veva e lec’h all, pe chom amañ, rak da Roum ne din ket ».

Ne oa ket peurechuet e gomzou gant Alanig, louarn laer, muntrer, mignon faos ha digristen, pa voe klevet e toull an nor eur vouez o hopal :

« Lammig ! Lammig ! »

E oa Tourter ar maout. Leuniet en doa e gof el liorz. Aet e oa skuiz o c’hortoz e vignon, hag e teue da lavarout d’ezañ e oa poent sevel ha kemer en-dro hent Kemper-Kaourintin.

« Lammig », emezañ, « n’oc’h ket prest c’hoaz ? Poent eo. Soñjit e vo noz teñval a-raok ma vezimp degouezet er gêr ».

Alanig a glevas anezañ. Mont a reas d e gaout.

« Na hopit ket ken kreñv-se », eme al louarn. « Kañv a zo em zi, pe, ma n’eus ket c’hoaz, e vo marteze dizale ! Va gwreg a zo glac’haret-naet abalamour em eus prometet mont da Roum. Eun derzienn domm a zo warni, ha n’oun ket evit mont dirazi da frealzi anezi. Kerkent ha ma wel ac’hanoun e yud hag e c’harm :

« Ha setu emaoc’h aze, loen divalo, gwaz digar, tad dinatur, pa zilezit ho kwreg hag ho pugale evit mont da redek broiou estren ? » Ha gouela a ra goude, paour kaez Tourter, gouela a ra da lakaat kalon unan da vankout gant he daerou, he c’hlemmou hag he difronkadennou. N’eus nemet unan hag a vez gouzañvet en he c’hichen : Lammig. An aotrou Lammig a zo ken desket ha ken leun a furnez ! Gant komzou flour e lavar d’ezi sec’ha he daerou ha digeri dor he c’halon ma kerzo dioutañ an anken ha ma paro enni adarre heol drant al levenez. Rei a ra d’ezi kenteliou hag aliou mat da heulia e-pad ar bloaz hir, keit ha ma pado va firc’hirinerez. O ya, Tourter, klañv eo va gwreg, klañv-bras ; n’emañ ket ganti zoken he holl skiant vat. Gant ma ne zeuio ket he c’hleñved da wasaat ! Lammig en deus prometet d’in e chomo da veilha anezi henoz ha da soursial outi en deiziou war-lerc’h betek ma vezo pare. Lammig a zo ken douget d’ober vad d’an dud doaniet ! Ret e vo d’eoc’h eta, aotrou Tourter, distrei hoc’h-unan da Gemper. Diaes e kavan o welout ac’hanoc’h oc’h ober hent hep Lammig. Unan o veaji a gav hir e amzer. Daou o veaji a gav berr o hent. Arabat maga evit se an distera kasoni ouzimp. Ar pez a zo degouezet n’eo ket degouezet dre va faot, nemet dre faot ar blanedenn. Pep hini war an douar en deus e groaz da zougen. Klevit : a-raok mont kuit eus ar c’hastell, touzit c’hoaz ha kasit ganeoc’h en ho kodell eun nebeut begadou geot flour, geot tener, geot blazet-mat. Me a gar atao chaokat pe suna eun dra bennak pa vezan o veaji. Berroc’h e kavan va hent. Lod a gar butuni. Me ne vutunan ket. Evelato, evit va amezeien em eus atao eur yalc’had pe ziou …»

« Bennoz Doue d’eoc’h, Alanig, bennoz ! Ne vutunan ket kennebeut, ha ne garan na chaokat na suna a-hed an hent, ha va c’hof a zo leun a c’heot ken mat en deus plijet d’eoc’h rei d’in aotre da zebri anezo kement ha ma karen. Trugarez, ha kenavo. Ne zizoñjin ket ho madelez, hag e palez ar roue e veulin ac’hanoc’h, ha ne gavot ket eno brasoc’h mignon egedoun ».

« Ezomm bras am eus da veza difennet er palez », a lavaras Alanig, « rak, mar doun bremañ unan eus ar re a zo gwelet ar gwella e palez ar roue Nobl, e soñjan ivez ez an er-maez eus ar vro, hag e-pad eur bloaz e tro alies an avel. Daoust hag e vezin gwelet mat a-benn ar bloaz mare-mañ, eur wech deut en-dro ? N’ouzon dare, rak va enebourien a oar teodegi mat, hag o zeod binimus a oar flemma gwasoc’h eget hini an naered. A ! Tourter, diwallit outo, ha, war zigarez difenn ar’hanoun, arabat d’eoc’h lavarout anezo na droug na mad. Tec’hit diouto ».

Alanig a roe da Dourter aliou, goustadik, hag e oa voulouz en e vouez. Ar maout a oa bet darbet d’ezañ gouela.

« O », emezañ. « gouzout a ran penaos prezeg, ha n’emañ ket va micher ganin da zeski ».

Neuze, Alanig a furchas en e c’hodell, hag e tennas dioutañ eul lizer.

« Sell ! Tourter », emezañ, « eul lizer evit ar roue Nobl. Kerkent degouezet e Kemper, it d’ar palez da rei d’ezañ al lizer-mañ eus va ferz. Warc’hoaz d’abardaez d'an diwezata ».

« Mat ! aotrou Alanig, graet e vezo hervez ho kourc’hemennou, nemet gwall nec’het oun gant eun dra : n’em eus nemet eur c’hodell em chupenn, hag ez eus enni kalz traou, ha ma tegouezfe d’in terri pe distaga ar siell hoc’h eus lakaet war al lizer e vefen gwelet fall gant ar roue Nobl ».

« Gwir! » eme Alanig. « Mat ! Selaouit: eur sac’h am eus em c’hambr, eur sac’h ler, nevez-flamm, bet trouc’het an danvez anezañ diwar gein Lom an arz. Ennañ ne vezo na pleget na roget al lizer, na torret diwarnañ ar siell goar ».

Hag Alanig a gemeras e lizer en-dro a-dre daouarn Tourter, a redas d’ar sal, a gemeras ar sac’h ler, a lakaas ennañ, e-lec’h al lizer siellet, penn mantrus ar paour kaez Lammig, ruz e ziouskouarn hir gant ar gwad kaledet.

E wreg a oa o peurechui krignat eur vorzed c’had. C’hoarzin a reas o welout he gwaz o lakaat ar penn gad er sac’h ler.

Alanig a zeuas da gavout Tourter.

« Setu », emezañ. « Lakait ar sac’h-mañ ouz ho choug. Ha dreist-holl, na glaskit ket gouzout penaos em eus graet ar skoulm war c’henou ar sac’h, gant aon da zizober anezañ. Rak, lavarout a ran d’eoc’h, ne zeufec’h ket a-benn d’ober anezañ en-dro. Hag ar roue a lavaro e viot bet o klask gwelout petra a oa en diabarz (ar pez na vefe ket gwir koulskoude). N’eus nemet daou zen er bed hag a oar ober ar skoulmou-se : Nobl ha me, ha den all ebet. Taolit evez eta. Mar deo roet ar sac’h d’ar roue gant ar skoulm heñvel-rik ouz doare skoulm ar roue, neuze e viot gwelet-mat. Em lizer em eus goulennet evidoc’h eur vedalenn aour. Ha plijout a ra d’eoc’h ? »

« O, Alanig, n’em eus ket dellezet kemend-all ».

Ha Tourter a oa ken laouen ma ne oa mui evit chom en e blas, ha ma ne rae nemet dañsal ha lammat eus a gleiz a zehou, hag eus a zehou a gleiz, aet e benn gwall skañv gant ar blijadur.

« A, Alanig », emezañ, « gwelout a ran bremañ e karit ac’hanoun ha ne glaskit nemet va brasa mad. Ha pa vezo gouezet e Kemper oun bet karget da zougen d’ar roue eul lizer siellet hag eur sac’had traou kuz, ha pa vezo spilhennet eur groaz aour war va bruched, soñjit ! pebez enor evidoun-me, me ha n’ouzon na lenn na skriva ! … O, penaos ho trugarekaat ? Nann, morse ne veulin ac’hanoc’h a-walc’h ! »

Ha Tourter a benndaoulinas, hag a bokas da dreid Alanig.

« Bremañ », emezañ, « ez an kuit. Ha penn-da-benn an hent e pedin evit yec’hed holl dud ho ti ».

« Kenavo ’ta, Tourter. Ac’han d’ar bloaz a zeu, ma tegouez d’in, a-benn neuze, beza, evel bremañ, beo ha yac’h ! »

« Kenavo, Alanig, ha beaj vat ! »

Tourter a zegouezas diouz an noz e Kemper. Antronoz vintin, pa voe bodet, e sal vras ar palez, holl aotrounez al lez, Tourter a yeas da gavout ar roue.

A-boan ma oa deut ar maout er sal, Nobl a welas ar sac’h ler, ar sac’h en doa roet da Alanig, ar sac’h a oa bet trouc’het diwar gein an arz.

« Petra, Tourter ? Penaos ? A belec’h emaoc’h o tont ? N’eo ket sac’h beaj Alanig an hini eo ? Daoust hag ez eus c’hoarvezet gantañ eur gwalleur bennak ? Klañv eo ? Maro eo ? Komzit buan, Tourter, ha roit d’in kelou eus va gwella mignon ».

« Roue », eme Dourter, « setu amañ e sac’h. Eul lizer a gavot ennañ. Ganimp hon-daou eo bet skrivet, ha zoken me eo an hini en deus skrivet ar pennad brasa anezañ ».

« Gwelomp petra a zo e-barz », a lavaras ar roue.

Neuze e voe galvet Dipadapa ar gwiñver, sekretour bras ar roue ha noter ar palez. E vicher a oa lenn d’ar roue al liziri skrivet-fall ha skriva e holl baperou. Gouzout a rae meur a yez ouspenn ar brezoneg. Ar galleg a zeue gantañ brao-tre, hag al latin hag ar gregach brao a-walc’h. Eul loen desket eta. Nobl a c’halvas ivez Lip-e-Bao. Dipadapa a ziskoulmas al las, ha Lip-e-Bao a lakaas e zourn er sac’h evit kemer ar paperou.

« O, met … petra ’santan en diabarz ? » eme ar c’haz.

Hag eus ar sac’h e voe tennet penn ar c’had lazet !

An holl a chomas souezet-maro. Ar roue a yeas droug ruz ennañ.

« A ! » emezañ da Dourter, « setu aze ar paperou a zo bet roet d’eoc’h gant Alanig ? Liziri trist, e gwirionez, ha skrivet gant gwad e-lec’h liou, ha gant eur gontell e-lec’h gant eur bluenn ! Penn Lammig an hini eo, hep douetañs ebet. A ! Alanig, al loen divalo, me ’garfe gwelout anezañ eur wech c’hoaz tost ouz va daoulagad hag ouz va c’hrabanou ! … Glac’haret oun dreist muzul ! »

Neuze, Skilfog an tigr a dostaas ouz ar roue hag a lavaras d’ezañ :

« N’eo ket dereat d’eur roue beza glac’haret evit ken nebeut a dra. Eul Lammig muioc’h pe nebeutoc’h e gwaremmou bro Gerne, an dra-se ne gont ket. N’eo ket dleet d’eur roue kaout keuz d’eul loenig ken dister ».

Ar roue a respontas :

« Dleet eo d’in kaout keuz ha glac’har, rak touellet oun bet gant an Alanig-se, an amprevan-se, evel ma n’oun ket bet touellet morse c’hoaz. Eur vez eo evidoun. Va gwella mignoned am eus taolet er prizon, chadennou am eus staget ouz o daouarn, ouz o zreid, ouz o gouzoug. Lom a zo bet diskroc’henet e gein evit ober eur sac’h ler d’an amprevan da vont d’ober e birc’hirinerez, hag, en e gichen, Job ar bleiz, gourvezet war ar plouz, a hirvoud truezus. N’o deus bet tamm ebet da zebri neizeur d’o c’hoan, hag edon o soñjal dizeria ha laza anezo goustad dre ar sec’hed hag an disvoued. Pa soñjan e oant o-daou baroned em lez ! Ha, ken d’in beza chomet hep selaou va gwreg ! Hi eo an hini a zo kaoz eus ar pez a zo c’hoarvezet. Pedet hag aspedet he doa ac’hanoun da rei d’al louarn brein kement tra a c’houlenne. N’em eus ket bet bolontez start a-walc’h ha n’em eus ket kredet he dislavarout gant eun nann krenn ha kras. A ! bremañ em eus abeg da hirvoudi d’am zro ha da gaout keuz ha glac’har ! »

« Nobl », a lavaras Skilfog, « selaouit ac’hanoun : perak klemm ha kaout keuz ? An droug a zo graet ha n’emañ ket d’ober. Met ma n’emañ ket an droug evit beza disc’hraet, e c’hell marteze beza pardonet hag ankounac’haet dre rei eun digoll da Lomm ha da Job. Roit d’ezo Tourter, rak heñ eo an hini en deus aliet Alanig da laza al Lammig kaez. Lavaret en deus dirak an holl bremaik : Roue, eul lizer a gavot amañ. Ganimp hon-daou eo bet skrivet, ha, zoken, me eo an hini en deus skrivet ar pennad brasa anezañ.

« Gwelet hoc’h eus ivez bremaik peseurt lizer souezus a zo bet kavet er sac’h ! An hini a laz a dle beza lazet, pe n’eus justis ebet war an douar. Roit urz da zichadenna an daou brizoniad, digorit d’ezo dor ar prizon, ha roit d’ezo Tourter, da grouga, da fuzuilha pe da zebri, hervez o c’hoant pe o naon. Evel-se, Job a Lom a zizoñjo ar wall zismegañs bet graet d’ezo, hag a servijo ac’hanoc’h e-giz a-raok, evel servijerien feal ha leal. Goude e soursiimp ouz Alanig. »

Nobl a selaoue aliou Skilfog gant kalz a blijadur. Lavarout a reas d’ezañ :

« Ar pez a lavarit a blij d’in kenañ, ha n’em eus kavet en ho komzou nemet skiant vat ha furnez dispar. Graet e vezo hervez ho c’hoant. It ’ta da zigeri dor ar prizon, ma teuio Job ha Lom d’am c’havout, ha lavarit d’ar porzier seni kloc’h ar palez, ma vezo bodet dioustu va holl varoned en-dro d’in, ma lavarin d’ezo oun bet touellet gant Alanig, ha ma klevint eo bet a-viskoaz Job ha Lom gwir vignoned d’in, hag e roan d’ezo Tourter evit eun digoll eus an dismegañs o deus gouzañvet ».

Digoret e voe kerkent dor ar prizon. An daou brizoniad a zeuas kamm-digamm, rak skuiz e oant ha naon o doa, da gavout o roue. Ar porzier a vrallas kloc’h bras ar palez. Ar varoned hag an duged a oa chomet hep dont d’al lez er mintinvez-se a zeredas war an taol d’ar sal vras e-lec’h ma oa bodet ar peurvuia eus ar varoned all.

Nobl a bignas war e dron hag a lakaas war e benn e gurunenn aour. Pa voe bodet an holl, ha sioul kement hini, ar roue a lavaras :

« Selaouit, aotrounez, eur c’helou mat. Setu amañ dirazoc’h Job ha Lom en eun doare mantrus. Dismegañs vras o deus gouzañvet abalamour int bet tamallet e gaou. Evit o digoll e tisklerian dirak va lez eo, evelkent, an arz hag ar bleiz va gwella mignoned etre va mignoned wella. Ouspenn dismegañs, naon o deus gouzañvet er prizon, hag hizio zoken, n’o deus ket bet eur begad da zebri. Evit o digoll eta, digoll hizio, ha digoll en amzer da zont, e roan d’ezo ha d’o bugale, Tourter ar maout, e wreg, e vugale hag e ouenn keit ha ma vezo al liou anezo war an douar, da lavarout eo, da viken ».

Nobl a droas e benn war-du an daou brizoniad (an daou-mañ a vousc’hoarze hag a selle gant daoulagad avius ouz ar paour kaez Tourter, rak naon bras o doa) hag a lavaras d’ezo :

« Va mignoned reuzeudik, aotre a roan d’eoc’h da daga kement hini eus gouenn Dourter a gavot war ho hent, e n’eus forz pelec’h : er c’hoad, war an hent bras, er c’horniou doun, er park pe er c’hraou. Aotre a roan d’eoc’h ivez d’ober droug da Alanig ha d’e ouenn kement ha ma karot, hag ar muia a vezo ar gwella. Ankounac’hait an droug am eus graet d’eoc’h, ha bezit hiviziken sujidi leal evel a-raok. Baroned oc’h bet anvet, bloaz ’zo. Adalek an deiz hizio oc’h anvet priñsed, hag, el lec’hiou ma komz ouzin an aotrounez diskabell, e roan aotre d’eoc’h da zerc’hel ho tog war ho penn. Setu ».

Lom, Job hag ar roue a sinas ar peoc’h. Ar maout a voe lazet ha debret, hag e ouenn a voe argaset e pep korn ar rouantelez. En deiz-se e voe enaouet evel eun tantad tangwall ha na vezo ket lazet ken ar gasoni villiget a vag an eil ouz egile gouenn Dourter ha gouenn Job, da lavarout eo, an deñved hag ar bleizi. Ha bremañ e welomp ar gasoni-se oc’h ober he reuz dre ar bed : kerkent ha m’en em gav dirak eun oanig, ar bleiz a ziskrogn e zent hag a ra eul lamm war al loenig paour. Hag ar gwasa, kredi a ra emañ ar justis
a-du gantañ. Biskoaz ne vezo teneraet e galon, rak en e yaouankiz, ar vamm vleizez he deus desket d’ezañ istor ar ouenn adalek Job, ha fellout a ra d’ezañ veñji e dad-koz. Ken didruez eo deuet ar bleizi da veza e-keñver en deñved ma lavaromp-ni eus eun den kriz : hennez en deus eur galon vleiz.

Met arabat dizoñjal eo bet Lom ha Job er prizon, hag int bet goapaet zoken gant o mignoned koz ha disvouedet a-berz ar roue, dre c’hevier Alanig. Dereat eo e vezint enoret kement ha ma ’z int bet disprizet ha dismegañset. N’eo ket gwir ? Eo.

Setu perak en deus Nobl ar roue gourc’hemennet e vezo gouel ha fest er palez en o enor d’ezo o-daou, e seizvet pennad al levr-mañ.

(da genderc'hel )




OBEROU JAKEZ RIOU
(e gwerz e ti Gwalarn)

Gorsedd Digor (pez-c’hoari)................................................................... 8 lur

Ar Run-Heol (kontadennou)................................................................... 4 lur

Geotenn ar Werc’hez (kontadennou)................................................... 30 lur

Notenn. — Kontadennou « Ar Run-Heol » a zo moulet holl el levr « Geotenn ar Werc’hez ». Al levr-mañ a c’heller prena diganimp, daoust n’eo ket bet embannet gant « Gwalarn ».

LEVRIOU EMBANNET GANT
« GWALARN »
EVIT AR RE YAOUANK


Prinsezig an Dour (G. Th. Rotman) n’eus ken
Per ar C’honikl (B. Potter) 1 lur
Plac’hig Vihan ar Mor (Andersen) 3 lur 60
Nijadenn an Aotrou Skañvig (G. Th. Rotman) 5 lur
Eun Hir a Gousk (W. Irving) 4 lur
Sindbad ar Martolod 4 lur
Marvailhou an Oaled (Grimm) n’eus ken
Yann ar Burzudou (Koulmig Arvor) n’eus ken
Hiawaza (Longfellow) 4 lur
Marvailhou Loened (Abeozen) n’eus ken
Isagan (P. Mac Piarais) 4 lur
An Den a Gollas e Skeud (Chamisso) 4 lur
Rimadellou ar Gloud (Y. Ezel) n’eus ken
Marvailhou ar Vretoned n’eus ken
Kontadennou a Vro-Skos n’eus ken
Levr al Loened (M. Gourlaouen) 1 lur 50

Evit deski brezoneg aes ha buan :


ALC’HOUEZ AR
BREZONEG EEUN


Gant Roparz Hemon
Priz : 4 lur


Skridou aes da lenn, e « Brezoneg Eeun » :

An Tenn, Ar Barrad-Erc’h (Pouchkin) 4 lur
Istor Burzudus Hon Tadou — I 4 lur


Evit deski bezoneg : (levriou Roparz Hemon)

Précis de Grammaire Bretonne 3 lur
Cours Elémentaire de Breton 12 lur
Petit Dictionnaire Breton-Francais 22 lur
L’orthographe Bretonne 3 lur

GWALARN. — Eun niverenn bep miz. Priz ar c’houmanant-bloaz : 30 lur (broiou estren : 35 lur). Pep koumananter nevez, en eur baea priz e goumanant, a c’hall kaout evit netra 22 luriad levriou da zibab e-mesk levriou ha niverennou koz « Gwalarn ».

KANNADIG GWALARN. — Stag ouz « Gwalarn ». Eun niverenn bep daou viz. Priz ar c’houmanant-bloaz : 15 lur (broiou estren : 20 lur). Pep koumananter nevez, en eur baea priz e goumanant, a c’hall kaout evit netra 12 luriad levriou da zibab e-mesk levriou ha niverennou koz « Gwalarn ».

LIESSKRIVADURIOU GWALARN. — Echu eo ar Geriadurig gallek-brezonek an Troiou-Lavar Poblel, gant Roparz Hemon, ha kaset eo bet d’ar rakprenerien.




Moulerez 17, ru d’Algesiras, Brest Ar Merour : Y. Drezen


GWALARN 97
KERZU
1936
KANNADIG GWALARN
TROIOU KAMM
ALANIG
AL
LOUARN
LEVRENN II


GWALARN
Niv. 97
KERZU 1936





KANNADIG
GWALARN
Niv. 49-50
HERE
DU 1936







Pep gwir miret striz






TROIOU-KAMM


ALANIG


AL LOUARN



GANT J. RIOU


GOLO


GANT P. PERON


II







TAOLENN


Pajenn
Pennad VII. — Ar gouel er palez 
 5
Pennad VIII. — War hent Kemper 
 27
Pennad IX. — Breutadenn Alanig 
 35
Pennad X. — An emgann-daou 
 48
Pennad XI. — Kastiz Alanig 
 63






TROIOU-KAMM

ALANIG AL LOUARN


PENNAD VII

 Bleuniet e oa bet ar palez ar c’haera ma c’helle beza. Eus pep korn ar vro, eus Montroulez, eus Brest hag eus Kemperle, e teredas an dudjentil d’ar goueliou lidet e Kemper en enor d’an arz ha d’ar bleiz. Kannaded a yeas da bedi an noblañsou a oa o chom en o c’hestell e-kreiz an douarou pe e-tal ar mor. Kerkent ha ma voent pedet, an dud a en em lakaas en hent : mont a rejont war-du Kemper daou-ha-daou, ha mall a oa ganto degouezout.

Alanig, heñ, a chomas er gêr. Ne blije ket d’ezañ nemeur mont da renta kont d’ar roue eus e dorfed nevez, ha soñjal a rae e vije bet lakaet marteze er stad vantrus m’en doa lakaet heñ e-unan ar paour kaez Lammig, bet touellet ha lazet en eun doare ken difeson. Nann, an taol-mañ, ar roue n’en dije ket bet truez. Furoc’h eta e oa chom da glevout an avel o c’houitellat war beg an duchenn pe er c’heun, en-dro d’ar Youdig, eget mont da selaou er palez ar vombard hag ar biniou.

E palez ar roue e oa gouel kaer, ha biskoaz n’en deus gwelet Kemper goueliou ken brao all abaoe. Goueliou rouanezed bro Gerne, a vez eno bep bloaz, n’int netra e-keñver ar goueliou bras a voe gwelet en deiz-se e palez ar roue, en enor da Job ha da Lom. An holl loened o doa gwisket o c’haera dilhad seiz, gwriet gant neud arc’hant ha neud aour, ha goloet a berlez talvoudus. Meur a hini en doa lakaet war gein e holl zanvez betek an diweza diner. An dimezelled o doa trouc’het o bleo ha gwisket botou satin gwenn gant seuliou uhel. Ne ouient mui penaos en em lakaat na peseurt geizou ober gant ar joa o doa.

Sonerien vrudet Kêr-Ahez a c’houezas en o biniou hag a zistagas an dibab eus o soniou. Lip-e-Bao ar c’haz a zigoras an dañs gant Gwennig an erminig. Lom a azezas war eur skaoñ evit sellout ouz ar gorollerien. Rei a rae tro d’e gorf gant ar c’hoant mont d’ober eun abadenn, met furoc’h e oa d’ezañ chom azezet, rak gant an dud o trei hag o tistrei, e vije bet kignet e gein e-lec’h ma oa bet diskroc’henet evit ober eur sac’h ler da Alanig. Job a zañse gwasoc’h eget eun diaoul, hag a lipe ar gavotenn hag ar jabadao bravoc’h eget paotred Bañleg.

Goude ar c’horoll e voe kan ha gourenou.

Frimist ar gaerell a ganas war eun ton anavezet eur werz trist-meurbet savet ganti, a-hed an hent, en eur zont da Gemper.

Setu amañ ar werz kaer-se, bet kavet, n’eus ket gwall bell, e Kemper-Kaourintin e-touez paperou koz :

MARO LAMMIG AR C’HAD

Tostait, koz ha yaouank, tostait holl da glevet,
Da glevet eur werz trist a zo nevez savet.


Digorit, me ho ped, paotred, ho tiouskouarn,
Ma klevot torfed bras Alanig al louarn.

Va dourn ’gren o skriva an torfed milliget,
Va mouez ’gren o kana ar werz am eus savet.

Anken ’zo em c’halon, anken ha glac’har bras,
Pa soñjan en torfed ’zo c’hoarvezet, siouaz !

’Zo c’hoarvezet du-se, bremañ ’z eus daou zevez,
E-barz Kastell al Laer, e-tal ar Yeun-Elez.

Alan en doa pedet Lammig, e vignon kaez,
Da vont da frikota d’e di, eur mintinvez.

« Lammig », emezañ, flour, « deuit ganin, va mignon :
Mar doun eus gouenn al lern, n’oun ket louarn gwirion ;

Me ’zo louarn dizroug, konvertiset kristen,
Touet ’m eus mont da Roum ’vit ober pinijenn.

Warc’hoaz e vin en hent war-du an Itali,
Deuit da drinka ganin, va mignon, e va zi. »

Ar c’had, loenig dizroug, a gredas anezañ.
« Gant plijadur ez an d’ho kastell », emezañ.

Kerkent ’ma voe serret warno an holl zoriou,
Ma c’hoarzas Alanig, dizolo e skilfou.

’C’hoarzas leun a grizder hag a droas e gaoz.
« Plijadur ’vo en ti », eme ar mignon faos.

« Laouen e vo va gwreg, laouen va bugale,
Rak c’houi ’zo bet maget e palez ar roue ;

C’houi a zo bet maget er palez, e Kemper,
Hag ho kig, Lammig koant, a dle beza tener ;


C’houi a zo bet maget gant ar gwella melchen :
Ho kroc’hen a zo flour evel eur voulouzenn ».

« Petra ’c’hoarvez ganeoc’h ? » eme Lammig spontet,
« Ne gomprenan ket mat ar pez am eus klevet ».

« N’hoc’h eus ket komprenet ar pez a lavaran ?
Me hen displego d’eoc’h ? » a lavaras Alan.

« ’Baoe eun abadenn n’em eus ket da zebri
Nemet poñsined treut ha yer war o c’hozni.

Gedon ha konikled, maget gant treujou lann,
Ha c’houero o c’hig gouez da staon figus Alan.

Ho kig a dle beza eun dudi da dañva ;
Lammig, setu m’eo deut an devez diweza ;

An devez diweza d’ho kwelout em c’hastell,
Rak sonet eo, siouaz, an eur d’eoc’h da vervel ! »

Ne oa ket peurechu gantañ e zrouk komzou,
Ma lammas war Lammig, ha, gant e grabanou,

E stardas penn ha goug, evel en eun durkez,
Hag e roas al loen maro trumm d’ar paour kaez.

Alanig a c’halvas gwreg ha bugaligou :
« Debrit, bugaligou, e-leiz ho kofouigou.

Biskoaz n’hoc’h eus debret koulz kig en ho puhez ;
Baron pe dug e oa ar c’had-mañ er palez. »

Setu penaos en doa al louarn difeson
Lavaret kenavo da Lammig e vignon.

Ne lammo mui Lammig e gwaremmou Kerne,
Ha kañv bras ’zo hizio e palez ar roue.

Gouelit, koz ha yaouank, skuilhit daerou c’houero
War bez Lammig, lazet en eun doare garo ;

Lazet, siouaz d’ezañ, gant e vrasa mignon,
Mignon faos, ha treitour, ha du-pod e galon.

Dibabit mignoned gant evez, me ho ped,
Ha kemerit kentel er werz am eus savet.

« Brao ! brao ! Frimist, » a hopas al loened. « Deut brao eo ganeoc’h ar werz war maro Lammig. Gouzout a rit lakaat ar geriou da zegouezout ».

Ha strakadennou daouarn ha youc’hadennou a dregernas er sal e-pad eur munud hanter. E gwirionez, eur werz kaer he doa savet ar gaerell, ha talvezout a rae youc’hadennou ha strakadennou daouarn. Lagad-Flour an heizez ha Chiboudig ar c’hi bihan a oa an dour en o daoulagad. Ar marc’h Bichar a c’hrizinkas hag ar c’hole Izidor a reas eur « meueu » hir ha truezus, gant ar glac’har o doa.

Pa welas kemend-all. Skouarneg an azen a soñjas : me a zo barz ivez ha me a savo eur werz kalz kaeroc’h eget hini an tammig Frimist-se. Ar strakadennou daouarn o doa hilliget e galon ha lakaet an avi da ziwana ennañ. Sevel a reas.

« Me am eus savet eur werz ivez », emezañ :
« A-raok mont da Rom,
Alanig en doa graet da Lom…
— Ic’hañ ! ic’hañ ! ic’hañ ! —
Droug kenañ ».

Hag e krogas da zisplega e bennad :

Ne c’hellas ket an azen lavarout hiroc’h. An holl a oa dirollet da c’hoarzin. Chiboudig ar c’hi bihan a lavaras kreñv :

« O la Ia ! na pegen divalo eo an dra ! »

Ar marc’h Bichar a yeas da gavout Skouarneg, a sachas dre a-dreñv war e chupenn, hag a lavaras d’ezañ :

« Serrit ho kenou, na pa vefe nemet gant ar vez ! Emaoc’h aze oc’h ober an azen dirazomp ! »

« Oc’h ober an azen ? … an azen ? » a lavaras Skouarneg, feuket-bras ; « daoust hag eun azen ne dalvez ket eul loen all ? »

« Oc’h ober an istrogell ma kavit gwelloc’h », a lavaras Bichar.

An azen a zeuas war e giz, mesus. Chiboudig a dennas e deod er-maez eus e c’henou :

« Genaouek », emezañ d’an azen.

Goude ar gourenou, an dudjentil en em lakaas ouz taol. Da eva ha da zebri e oa, kement ha ma kared. E-kreiz ar sal e voe Iakaet eur c’helorniad sistr hag eur varazad chufere eus an hini gwella diwar mel gouez, sukr rouzet ha rezin poaz. Hini ebet ne reas fae warnañ, rak, a-raok ma voe echu ar pred, Lom a grogas da gana, met da gana fall-du, gant eur vouez raouliet, gwerz ar « Sarjant Major ».

Chom a reas berr gant e ganaouenn. Besteod e oa deut da veza, ha ne rae nemet drailha ar geriou. Gwir eo, meur a lipadenn re a oa tremenet dre doull e c’houzoug.

Al loened all a oa savet hag aet kuit, ha Lom a chomas ouz taol da c’hrozmolat ha da zrailha kan ha diskan an eil goude egile, hep gouzout dare d’ezañ edo e-unan e-barz ar sal.

Ar gouel a oa en enor d’ezañ, na petra ’ta !



Eur sizun a oa tremenet goude ar gouel, hag ar roue en em lakae ouz taol gant an duged hag ar varoned ; ar rouanez a oa en tu dehou d’ezañ.

Edont da vat o tebri, pa zigoras dor ar sal, hag eur mevel a zeuas, hep beza galvet, da lavarout d’ar roue :

« Mestr, Lostigloan a zo degouezet er palez, hag eun dra bennak en deus da lavarout d’eoc’h, dioustu. »

« Mat », eme Nobl, « lavar d’ezañ dont d’am c’havout, ha, ma plij d’ezañ, e torro e naon ganimp ».

Lostigloan ar c’honikl a zeuas eta er sal.

« O roue hag aotrounez », emezañ, « me ho ped da gaout truez ouzin ha da veñji ac’hanoun. Darbet eo bet d’in beza lazet gant Alanig al louarn. Dec’h vintin, war-dro c’houec’h eur, e oan o tremen e-biou d’e gastell, ha kredi a rae d’in n’em boa ket aon da gaout. Alanig a oa azezet war eur gador, e toull an nor, gwisket gantañ dilhad beaji. Mont a raen buan gant va hent, rak mall am boa da zont d’ho palez. Sevel a reas, kerkent ha ma welas ac’hanoun, hag e hopas d’in :

« Oc’ho ! Lostigloan, bras eo an tamm ganeoc’h hizio pa ne saludit ken ho mignon Alanig ».

« Salud d’eoc’h », emeve, « n’em boa ket taolet evez, gant ar pres a zo warnoun. Dont a reas tre d’am c’havout, astenn a reas e zourn, ha me dinec’h a astennas va hini evit e starda ; padal al loen a daolas war va choug e grabanou milliget. A ! an treitour ! doun eo bet e ivinou em c’hil, rak ivinou lemm en deus, ivinou hir ha kalet ! Pilat a reas ac’hanoun war an hent. Kredi a rae d’in e oa graet va stal d’in. En em zifenn a ris ar gwella ma c’hellis, hag, en eur zifreta, e teuis a-benn da sacha va c’hroc’hen a dre e grabanou. Ne zeuas ket war va lerc’h, rak n’eo ket evidoun da redek, ha me, ma oa bet kignet va gar o stourm outañ, ne raen ket ar c’hamm evit kennebeut a dra. Met, ar gwasa tra, unan eus va diouskouarn a zo chomet gantañ, distaget ma ’z eo bet a daoliou dent. Gwelit va fenn, n’eo nemet gwad holl. A ! krena a ran, pa soñjan !… N’ouzon ket penaos oun beo c’hoaz en eur-mañ. Mar doun-me bet avat dieubet gant eun ael mat, soñjit, roue galloudek, soñjit e tremeno c’hoaz hizio ha warc’hoaz, ha bemdez ha bemnoz, meur a gonikl ha meur a goniklez ha meur a loen all e-biou da Gastell-al-Laer, hep gouzout e vezo an amprevan o tiwall en e brenestr, ha prest da zont war lez an hent, da lavarout d’ezo, evel d’in-me : Salud d’eoc’h, va mignon, hag a-nevez ? pe : Penaos emañ ar bed ganeoc’h ? evit lammat warno pa ne vezint ket war evez. Hent Kastell-al-Laer a vezo bremañ hent al laz, ma ne lakait ket urz, ha ma vez lezet Alanig da veva diwar goust hor buhez, ha zizenti atao ouz ho kourc’hemennou, ha da ober goap ouzoc’h, gwasoc’h eget biskoaz ».

A-boan m’en doa ar c’honikl displeget e glemmou ma nijas er sal, dre ar prenestr, Duard ar vran.

« Koaaak ! koaaak ! kelou trist ! kelou trist ! » emezi. « N’oun ket evit komz gant ar spont hag ar glac’har ! Koaak ! krena a ran, ha va c’halon a zo o vont da vankout. Hizio, ar beure-mañ, eun eur ’zo, eun dra spontus, mantrus, a zo degouezet. Me ’oa o c’hoari gant va c’hoar en eur parkad ed nevez hadet, hag edomp o klask gouzout pehini ac’hanomp he dije debret ar muia a c’hreun en nebeuta amzer. Peurleuniet e oa hor c’hof, ha va c’hoar gaez he doa gounezet ar bariadenn. A ! gwelloc’h e vije bet d’ezi koll kant ha kant mil pariadenn e-lec’h koll he buhez. Klevit ! Aet e oamp, en eur c’hoari, betek penn pella ar park.

« Sell ! » eme va c’hoar d’in, « piou a zo aze gourvezet e kostez ar c’hleuz ! »

« Gwelomp », emeve.

Alanig al louarn eo an hini a oa gourvezet e kostez ar c’hleuz. Gourvezet e oa en e hed, ha ne fiñve ket eur vlevenn war e gein. Digor e oa e c’henou, e deod a oa deuet er-maez, ha gwad a oa ouz e vuzellou.

« Marteze eo maro », a lavaren.

« O ! maro eo sur », eme va c’hoar. « Paour kaez Alanig ! Lazet eo bet moarvat gant unan eus e enebourien goz, ha lazet eeun-hag-eeun p’en doa touet beva eur vuhez reiz ha skouer evel an holl gristenien all ! »

Tostaat a rejomp outañ. Skei a raen war e gof, heja a raen e gorf, hag e ouelen hag e lavaren :

« Alanig, Alanig, ha maro oc’h ? »

Va c’hoar a dostaas ouz genou al loen evit gouzout hag heñ a denne c’hoaz e alan.

Allas ! allas ! allas ! Alan a reas eul lamm, ha gant eun taol dant e trouc’has he fenn d’am c’hoar. Me a nijas kuit gant ar spont. Panevet se n’eo ket eur penn hepken eo a vije aet gantañ. Rak lammat a reas ivez warnoun, hag e ivinou a dremenas dre e-biou d’am askell gleiz. Eur bluenn pe ziou am eus lezet war an dachenn. A ! karet em bije chom etre e grabanou ha beza lazet ivez, rak eun dra re spontus am eus gwelet. Nijet e oan war skourr eur wezenn ha n’em boa ket an nerz da nijal pelloc’h. Ha dindanoun, er park dirazoun, al loen milliget, disvouedet, emichañs, a ziframmas korf va c’hoar hag a zebras anezañ, a zebras anezañ nemet ar plu hag ar beg. N’eus ket chomet an distera askournig en e zilerc’h. O roue, truez ouz va glac’har bras ! Evit diskouez d’eoc’h ne lavaran ket gevier, gwelit ! »

Ha Duard a zispakas eun dournad plu a-zindan eun askell.

« Setu », emezi, « plu va c’hoar ! A ! roue, en eur zont amañ em eus klevet meur a dra, ha muioc’h am bije klevet ma vijen chomet da selaou. Ma ra droug al louarn, c’houi eo an hini a vez tamallet. Rak, goude an torfedou niverus en deus graet, atao oc’h bet madelezus en e geñver, atao hoc’h eus pardonet d’ezañ. Kalz a lavar : Nobl n’eo ket eur roue an hini eo, pa ne oar ket an tu da lakaat urz en e rouantelez na da zont a-benn eus eul louarn zoken ».

Pa glevas kement-se, Nobl a yeas droug bras ennañ. Lavarout a reas :

« An taol-mañ, m’hen tou, en devo keuz Alanig ar pirc’hirin faos. N’eo ket war hent Roum ez aio bremañ, nemet war hent ar groug. Fiziañs am boa ennañ, re a fiziañs. Kalz re vat oun bet. A ! ar gaouier ! Panevet ar rouanez e vije bet krouget. »

« O, n’eo ket me … » a lavaras ar rouanez.

« Peoc’h d’in ! » eme Nobl, « c’houi an hini a zo kaoz, ha panevedoc’h n’em bije biken kredet ar gevier bras en deus displantet d’in eur seurt louarn gros. Evit ober plijadur d’eoc’h … A! a! keuz bras am eus. Met ouspenn unan a zo savet keuz d’ezañ da veza chomet da selaou aliou ar merc’hed. Ouspenn unan en deus bet keuz, hag ouspenn unan en devo c’hoaz. Me avat, n’em bo ket keuz ken. Ma vez keuz en eul lec’h bennak, e Kastell-al-Laer e vezo e-leiz, a-barz pell. Baroned ha duged, en em glevomp eta, hep koll amzer, ha gwelomp ar petra a zo d’ober ».

Ar rouanez a voe an hini a gomzas :

« Va roue ha va aotrou », emezi, « arabat kounnari na toui ken alies. Komzou eun den imoret pe gounnaret n’o deus ket kalz a bouez. Eur skouer fall eo komz re uhel dirak ar sujidi. Eur roue a dle atao beza ingal e gomzou hag e vouez. Selaouit ho kwreg. Marteze e kavot en he c’homzou muioc’h a furnez eget en aliou ho kuzulierien ».

Nobl a selaoue. Lom ha Job a oa du o daoulagad ha roufennet o zal. Ar rouanez a lavare :

« Alanig, mar deo kablus, n’eo ket marteze ken kablus ha ma kred d’imp, ha meur a hini eus ar re a zo o tamall anezañ bremañ a brennfe e c’henou dirazañ. Fur eo selaou, a-raok barn, an tamaller hag an hini tamallet, pe douget e vefe alies barnedigeziou faos. Meur a hini marteze a damall da Alanig torfedou graet gantañ e-unan ».

Ar vran a hejas he diouaskell, kement a zroug a oa enni. Arabat oa d’ezi, avat, lavarout ger keit ha ma vije bet ar rouanez o prezeg.

Gwreg ar roue a gendalc’has :

« Evit ho prasa mad hag evit eürusted ho rouantelez em eus komzet bremaik, ha va aliou a oa eus ar re fura. Meur a wech hoc’h eus heuliet aliou Alanig al louarn, ha n’eus ket bet keuz da gaout. Er brezel hag er peoc’h eo bet ho mignon priziusa, ha pa oamp nec’het ha nec’het holl zuged ar palez, e veze galvet Alanig, hag Alanig a zeue dioustu, a roe aliou ken fur ma chomemp souezet holl, a ziskoulme ar wall gudenn, hag a gerze en-dro d’ar gêr hep goulenn zoken eun diner evit e labour. N’eo ket gwir marteze ? »

Nobl a stouas e benn evit rei da c’houzout e oa gwir.

« Allas ! » eme ar rouanez, « an dud fur o deus bet atao kalz enebourien. Ne blij ket dimp e vefe komzet dirazomp eus furnez unan bennak, rak furnez an nesa a zo evel eur melezour. Ennañ e welomp sklaer ha fraez, ha dre ar munud, hon holl sotoniou. Petra a ra neuze an dud ? Klask terri ar melezour treitour. Setu e lavaront : « O ! hennez n’eo ket ken fin ha ma kred dan dud, pell ac’hano ! » Hag e kred d’ezo o deus an holl skiant vat o deus nac’het d’ar re all. Alanig al louarn en deus kalz enebourien. Aze emañ ar wirionez hag an dalc’h. Desket eo, ha desket-bras, ha kalz eus ar re a zispenn anezañ n’int ket bet morse er skol. Penaos e c’hellfent beza mignoned ? »

Lom a ruzias gant ar vez, rak ne oa ket evit gouzout ar c’hemm a oa etre an « A » hag an « O », ha Dipadapa ar gwiñver ha noter bras ar palez a selle outañ gant eur mousc’hoarz goapaus. Job ivez a stouas e benn pa glevas komz eus deskadurez, rak, ma oa bet kaset gant e vamm d’ar skol e-pad bloaveziou, anat e oa d'an holl n'en doa ket gallet morse mont hiroc’h eget an daolenn genta. Gouzout a rae e veze lennet gant an daoulagad ha skrivet gant an dourn, ha netra ken. Evit d’ezañ beza chomet dek vloaz er skol, ne zeuas morse Job da c’houzout peseurt penn e vez kroget en eul levr ».

Nobl ar roue a welas e oant gwall nec’het hag a droas ar gaoz. Lavarout a reas d’ar rouanez :

« Rei meuleudi d’al louarn a zo uza teod ».

« Ya, ya ! » eme Job ha Lom.

Skilfeg an tigr a savas :

« Roue », emezañ, « selaouit eun ali all, eun ali at, ha marteze, an ali fura. Kasit eur c’hannad da Gastell-al-Laer evit gwelout hag-heñ eo gwir ar pez o deus lavaret Lostigloan ha Duard, ha roit urz da Alanig, mar demañ c’hoaz er gêr e-lech beza war hent an Itali, da zont dioustu d’ho palez da damall e gaou e holl enebourien, pe da veza krouget war an taol mar deo heñ ar gaouier hag ar muntrer ».

« Brao, Skilfeg ! » a lavaras Job, « ho lagad a zo lemm ha lemmoc’h c’hoaz ho spered. Ya, ar pep gwella eo lavarout d’al louarn-se dont amañ. Ni a welo goude se ar pez a zo d’ober ».

Lom a soñje :

« Ma teu an amprevan amañ eur wech c’hoaz, eo graet e stal dezañ ken buan ha lavarout : evel-se beza graet ».

Hag al loen gros ne oa ket evit mirout da c’hoarzin.

Job a lavaras d’e dro :

« Karout a rafe d’in e vefe lavaret da Alanig dont amañ dirak lez hor roue. Ne damallin ket anezañ, e doare ebet : gouzout a rit holl, koulz ha me, en deus lavaret gaou d’ar roue ha graet goap outañ. Touet en deus e oa eun teñzor burzudus en eur waremm bennak er Yeun-Elez, tost dar Youdig, ha n’eus eno teñzor ebet ! Touet en deus dirazomp holl en divije hiviziken bevet eur vuhez skouer ha kristen hag e vije aet d’an Itali d’ober eur birc’hirinadenn hir evit ober pinijenn ! Hag eo chomet braoik-tre en e gastell, hag e vev, nann diwar an aluzen, met diwar goust buhez ar c’honikled, ar yer hag an holl loenedigou kaez, re gredus e ger an amprevan ! Lostigloan eo ruz-gwad e benn. Sellit outañ ! Gwelit : n’en deus mui nemet eur skouarn ! Ar skouarn all a zo bet, pell ’zo, fritet ha debret ! Duard ar vran he deus kollet he c’hoar, bet dibennet gant eun taol-dant : agn ! Hag abaoe dec’h vintin, pet loenig kaez n’en deus ket lazet ? Marteze d’ar mare-mañ ez eus eur c’honikl paour o tec’hout dirazañ, pe o yudal etre e grabanou, pe, gwasoc’h, war an daol zoken, ha dare da veza debret ! Aes a-walc’h eo d’imp gouzout n’emañ ket Alanig e goustiañs e peoc’h. Kannaded ar roue a zo bet o redek ar vro da bedi an holl da zont d’ar gouel, hag eus pep korn an dud a zo deredet dar palez. Al louarn, avat, a zo chomet e-kichen tosenn Sant Mikael d’ober maro bihan war lez an hentou evit tizout al loened dizrouk ha rei d’ezo ar maro bras ».

« Gwir, gwir ! » a lavaras an holl.

Ar roue a lavaras ivez :

« Ya, ya, gwir eo ha re wir. Istor al louarn ne vezo ket hiroc’h. Deomp d’ezi, peogwir emaomp ganti. Chom da gonta diwar-benn Alanig a zo uza teod, evel m’em eus lavaret bremaik. Bezit prest da zont ganin, a-benn c’houec’h devez amañ, da Gastell-al-Laer. Degasit ganeoc’h hoc’h armou : filc’hier,bouc’hili, strepou, ferc’hier, morzoliou, sabrinier, fuzuilhou, kreier, paliou, ha kement benveg lemm ha kalet a zo en ho ti evit skei, trouc’ha, flastra, drailha ha toullgofa. Krr ! … Skuiz a-walc’h oun aet o selaou hirvoudou war-lerc’h klemmou. Bouzaret oun gant yud va sujidi c’hlac’haret. Alanig en deus eur genou hag a c’houez tomm ha yen bep eun eil ».

« Da ziwall outañ ! » a lavaras Lom.

« D’ezañ da ziwall ! » eme ar roue. « A-benn c’houec’h devez, e tegouezin gant va arme dirak tosenn Sant-Mikael, ha Kastell-al-Laer a vezo dismantret betek an diazezou. Alanig, e wreg hag e vugale, a vezo degaset da Gemper. Eur groug a vezo savet war blasenn Sant Kaourintin, ha krouget e vezint. A, a ! piou ar mestr er vro ? »

An duged hag ar varoned a youc’has a-bouez penn :

« You, you ! Bevet ar roue Nobl ! Youc’houc’hou… »

Ar roue hag e vrezelourien a grede dezo e vijent deut a-benn, brao-tre, da lakaat o c’hrabanou war Alanig al louarn. Ya, kredi a rae dezo. Er palez, avat, Flaer ar broch, eontr Alanig, en doa klevet kement tra. Kuitaat a reas ar palez hep gouzout dare da zen, ha dao ! da gavout e niz !

Ar broc’h a gerze war-du Kastell-al-Laer, gwall c’hlac’haret e galon. Soñjal a rae :

« Allas, allas ! petra e teuio bremañ va eontr da veza ? Eul louarn ken mat, eun tad a familh ken karantezus ! Ne gar nemet eun dra : maga e vugale e peoc’h. Hag atao e vez Job, Lom, Lip-e-Bao ha mil loen all o klask ober droug dezañ ! N’eus justiz ebet er bed ! »

Soñjet en doa kement-se ha dek gwech kemend-all, rak hir eo an hent eus Kemper da Venez-Mikael, pa zegouezas dirak Kastell-al-Laer. Alanig a oa azezet e-kreiz eur waremm.

« Penaos emañ ar bed ganeoc’h, Alanig ? »

« Ata, va eontr, ha c’houi an hini eo ? »

« Me an hini eo ! Ha mat emañ an traou ? »

« Mat a-walc’h ».

« A-walc’h ? »

« Ya, n’oun ket evit lavarout mat-tre… »

« Petra zo c’hoarvezet eta ? »

« Petra ’zo c’hoarvezet, va eontr ? O, n’eo ket eur gwalleur. »

« Met petra, petra ? »

« Darbet eo bet din bremaik paka eun durzunell, hag …»

« Hag … ? »

« Hag e oa eun durzunell vrao, unan eus ar re vrava a vez gwelet er vro. O klevout anezi o kana flour-flourik war ar c’hleuz, aes e oa gouzout e oa eun durzunell maget-mat ».

« Eul lagad he deus krevet d’eoc’h ? »

« Nann. An durzunell a zo nijet kuit ! »

« Hag evit eun durzunell e welan staget ouzoc’h eun dremm ken trist ? »

« O, va eontr, eun durzunell ken dispar ! N’em eus bet nemet eur bluenn eus he lost ! »

Ha gant penn ar bluenn, marellet a dakadou louet, Alanig a grogas da naetaat eun dant kleuz ha da denna dioutañ tammouigou kig eus dilerc’h e lein.

« Met c’houi, va eontr, petra ho tegas ? »

« Allas ! » eme Flaer, « ar pez a zegas ac’hanoun a zo gwasoc’h tra eget eun durzunell, ha pa vefe-hi rouanez an holl durzunelled ».

« A ya ? Petra eo ’ta ? »

« Ar roue a zo kounnaret ».

« A, a, a ! kounnar ar roue a lak ac’hanoc’h da veza ken trist ? »

« Arabat c’hoarzin, Alanig. Mar deo kounnaret-bras ar roue, aotrounez ar palez a zo enno ivez kounnar du ».

« Kement-se ? »

« Ya, Lostigloan ar c’honikl paour a zo deut d’ar palez gant e c’henou o tiwada hag eur skouarn nebeutoc’h ouz kostez e benn. Duard ar vran a zo deredet ivez, kollet ganti he c’hoar, bet lazet emichañs en eur waremm gant eul lakepod bennak. Ha hi hag heñ, o-daou, o deus tamallet ac’hanoc’h. Hervez m’o deus lavaret, c’houi eo ar muntrer. Hag ar pep gwasa, Nobl en deus kredet anezo ».

« Tud divergont ! »

« Me ’gred d’in ! Ar roue hag ar varoned a zo fuloret-ran. Hag ez int en em glevet. A-benn eur sizun amañ, e teuint da Gastell-al-Laer gant o holl armou : filc’hier, bouc’hili, strepou, ferc’hier, morzoliou, sabrinier, fuzuilhou, kreier, paliou ha kement benveg lemm ha kalet a gavint en o zi evit skei, trouc’ha, flastra, drailha ha toullgofa. « Krrr !… » a lavare ar roue, « dismantret e vezo ar c’hastell betek an diazezou ha ne chomo ket eur maen war c’horre egile. Eur groug a vezo savet e Kemper, war blasenn Sant Kaourintin, hag al louarn milliget a vo krouget. Krrr ! » Fulor ruz a zo er roue ».

« Va eontr, fulor du pe fulor ruz e kalon ar roue, an dra-se a zo ingal d’in. Ha lavarout a ran d’eoc’h : an neb a glasko stourm ouzin, e-kreiz e gounnar ruz, a zeuio da c’hoarzin glas ».

« Taolit evez, va niz. Ma teu a-benn ar roue da deurel e grabanou warnoc’h, eur wech c’hoaz, gwaz a se, gwaz a se ! »

« Ta, ta » va eontr, arabat kemer spont a-raok ar mare. Er palez n’eus nemet genaoueien. Nobl, mar deo speredek, n’en deus tamm bolontez ebet. Selaou a ra hemañ, selaou a ra hennez. A gleiz e tro a zehou, ha pa gerz a-raok, ma vez lavaret d’ezañ dont war e gil, kila a ra dioustu. Gant re a gaoz ne reer tra vat ebet. Hag evit diskouez d’eoc’h eo gwir ar pez a lavaran, warc’hoaz ez in ganeoc’h da Gemper, d’ar palez, hag e lavarin d’ar roue dirak an dudjentil : « Setu Alanig al louarn ». Gwelet e vezo gant piou ez aio ar maout, gant va enebourien pe ganin-me. Da c’hortoz, deomp da zebri eun tamm. Ma n’oun ket evit rei d’eoc’h eun durzunell d’ho koan, eur c’honikl kuilh a zo war an daol, gant sos amann rouzet ha gwin Bourdel dek vloaz evit lakaat anezañ da ziskenn. Ma n’eo ket pred roue Babilon, ne vo ket kennebeut pred eur Boudedeo. Deomp. Met, dreist-holl, na gomzit ket d’am gwreg eus kounnar ar roue. Lavarit d’ezi emaoc’h o pourmen dre ar vro hag oc’h deut, en eur dremen, da renta d’imp eur salud. Me a zisplego d’ezi va-unan goude se va beaj da Gemper ».

Degouezet e oant er c’hastell. Gwreg Alanig a oa er gegin war-dro ar c’honikl o rosta er forn, goustadik. Bugale Alanig, daou baotrig kaer, Perig ha Fañchig, a oa da vat o c’hoari kanetenn war al leur-di.

« Na pegen bras int deut ! » eme Flaer. « Ne ra ket o c’horf goap ouz ar boued ».

Alanig a c’hoarzas, lorc’h ennañ o klevout e eontr o fougeal e vugale :

« Bugaligou, petra ’vez graet pa zeu tonton en ti ? »

« Salud, tonton », eme an daou vugel, en eur zic’haloupat da zont da bokat d’ezañ.

Flaer a furchas en e c’hodell hag a roas d’ezo bep a wenneg.

« Sell ! »

« Petra ’vez lavaret ? » eme Alan.

« Bennoz Doue, tonton », a lavaras an daou vugel,

« Mat, it da c’hoari en-dro ».

« Piou a c’hounez ? » a c’houlennas Flaer.

« Me, tonton », a lavaras Perig.

« Me, me », a lavaras Fañchig. « Perig ne ra nemet ober bisk ».

« Bugaligou kaer », a lavaras Flaer, « daou louarn hag a vezo diwezatoc’h re bar d’o zad ».

Alanig a c’hoarzas adarre, ar c’hreñva ma c’hellas. Sila a reas e pleg skouarn e eontr :

« Bremañ e c’hellomp mont da zebri e peoc’h. Va gwreg eus ar gegin he deus klevet ac’hanomp o c’hoarzin gant ar vugale, hag a gredo oc’h deut d’ober eur gweled d’imp a-hed eur bourmenadenn. Biskoaz ne soñjo e kounnar ar roue Nobl. Pa gemer amzer an tad da c’hoarzin gant ar vugaligou, emañ mat ar jeu en ti hag er-maez ».

Hag an daou gompaer a c’hoarzas.

« Chann », a hopas Alanig, « poaz-mat eo ar c’honikl ? Degasit anezañ buan war an daol, ma vo gwelet ha talvezout a rae ar boan redek kement war e lerc’h. Flaer a zo deut da weladenni ac’hanomp, ha naon en deus ».

« O, amzer am eus, va niz », eme Flaer.

Ar c’honikl hag ar gwin Bourdel koz a voe degaset war an daol. Debri a rejont mat, eva a rejont gwelloc’h. Alanig a glaskas divinadennou. Flaer a gontas rimadell ar gazeg wenn. Perig ha Fañchig a laere an eil digant egile ar gwella tammou kig : abred e krogent gant o micher. Chann, gwreg Alanig, a oa eürus.

Goude koan, Alanig ha Flaer a reas eun drôad war ar maez. An noz a oa sklaer gant al loar o para. An niz en doa c’hoant da baka eul loenig e gig tener en enor d’e eontr. Hogen ne vez ket atao loened o c’hig tener o redek ar gwaremmou. Ne zeuas konikl ebet da ober chiboud e-touez ar bleuniou brug. Alanig a reas tro wenn.

Goude graet ganto o zrôad noz, ha kemeret eun tammig aer vat, Alanig ha Flaer a zistroas d’ar c’hastell. Chann a c’hortoze anezo e-tal an tan. Ar vugale a oa bet kaset da gousket.

« Chann », eme Alanig, « Flaer a zo gwall nec’het. Unan eus e vignoned en deus paket eur prosez hag a gousto ker d’an neb a gollo. N’eo ket pinvidik a-walc’h evit paea eun alvokad, pe gentoc’h, an hini a zo a-enep d’ezañ, en deus prenet an holl alvokaded evit ma ne vo den ebet da zifenn anezañ. Eur vez e vefe evidomp lezel eun den onest da veza barnet hep beza difennet ».

« Ha piou a zifenno anezañ ? »

« Me », a respontas Alanig.

« C’houi ? Pelec’h e vezo ar prosez ? »

« E Kemper, e palez ar roue ».

« E palez ar roue ? Va Doue ! Gwelloc’h e vefe d’eoc’h … »

« Peoc’h ! » eme Alanig.

« … Ar c’honikl diskouarnet, ar vran lazet », eme Chann.

« Peoc’h, a lavaran ! » eme Alan ; « aes eo se d’in rei da c’houzout d’ar roue ano an hini en deus graet an daou dorfed-se ».

« Ya, ya », eme Flaer, « ar re o deus tamallet ac’hanoc’h o deus dellezet beza diskroc’henet ».

« An dud a zo ken fall », a lavaras al louarn.

Chann a brenne he genou gant aon da lavarout c’hoaz eun dra bennak a-dreuz, ha gant aon diskulia hec’h Alanig muia-karet.

« Warc’hoaz eta », eme Alanig, « ez in gant va eontr da Gemper. Gounit a rin ar prosez. Da c’hortoz, deomp da gousket ».

« Nozvez vat ha chañs vat ! » a lavaras Chann, en eur sec’ha gant korn he zavañjer an daerou a goueze a bep tu d’he fri.

Mont a rejont da gousket.

Flaer a c’hourvezas war eur gwele tomm ha blot graet gant deliou sec’h hag eun dournadig foenn strewet war al leur-di. Alanig, heñ, ne gouskas ket. Gwall nec’het e oa, rak e goustiañs ne oa ket divorc’hed. Klask a rae petra a oa ar fura d’ober antronoz vintin, penaos saludi ar roue, peseurt geriou lavarout evit diskouez e oa glan ha digablus, hag e oa gevier holl an torfedou tamallet d’ezañ. Soñjal ha soñjal a rae. Hanternoz a sonas ; eun eur, … div eur, … teir eur, … Sklerijenn an deiz a darzas war werenn ar prenestr. Alanig n’en doa ket serret eul lagad. Sevel a reas.

« Flaer », emezañ, « poent eo sevel ; uhel emañ an heol ».

Flaer, gwenn e goustiañs, en doa kousket mat. Ret e oa bet da Alanig ober eun hej d’ezañ evit pellaat dioutañ ar c’housked. Flaer a azezas war e goazez, a zistagas ar pikouz diouz e zaoulagad, hag a savas. Alanig a lavaras kenavo d’e wreg evit eun nebeut deveziou. Chann a ouele. He c’halon a grene muioc’h-mui.

« Diwallit mat », emezi goustadik, « gant aon e c’hoarvezfe eur gwalleur bennak. Soñjit en droug hoc’h eus graet. Diwallit diouz hoc’h enebourien, rak hini ebet anezo ne bardono d’eoc’h. Soñjit hoc’h eus eur wreg ha daou vugel ».

« N’en em chalit ket kement, Channig kaez. An hini a ra bil a zo teurt ha vil, evel ma vez lavaret e Pont-’n-Abad. Bezit dinec’h. Me ’vo adarre er palez eul louarn glorius, pe n’eo ket Alanig va ano. Distagellet-mat oun bet, hag an teod a zo em genou en deus kement a finesa ma laka an du da zont da wenn hag ar gaou da veza gwir ken buan ha lavarout : amen. Kenavo eta, Channig. Me a zegaso evit ar vugaligou eus Kemper kouignou rezinennet, gwestell prunennet, krampouez dantelez, skañv da zebri evel eur gavotenn da zañsal. D’eoc’h-c’houi e prenin dantelez ha perlez, hag evit ar pardoniou eun davañjer voulouz glas, ar vrava hini eus ar re gaera a vez kavet er staliou, e straed ar roue Gralon ».

Hag Alanig hag e eontr a gerzas kuit.



PENNAD VIII


Dre ar gwaremmou e kerzent o-daou.

« Deomp dre an hent bras », a lavare Flaer, « aesoc’h e vo ar bale. Me a zo kizidik va zreid ha va c’hroc’hen. Ouspenn kant draen lann a zo aet ennoun, pelloc’h, ha va zreid a zo kignet hag entanet. »

« Va re-me ivez », a lavaras Alanig. « D’in-me evelato e plij muioc’h mont a-dreuz ar parkeier, daoust d’an hent beza diaesoc’h ha hiroc’h war eun dro. Ar parkeier, e Breiz-Izel, a zo ken kaer ! Eun dudi eo gwelout war ar c’hleuziou ar bleuniou lann, skedus evel an aour, hag ar brulu ruz-tan hejet ha dihejet gant an aezenn flour. Digorit ho fronellou, ha c’houesit. Lavarit d’in : daoust ha c’houez vat ar parkeier ne blij ket d’eoc’h ? Daoust ha ne blij ket d’eoc’h klevout uhel, uhel a-us d’ho penn, kan an alc’houeder, hag, e-harz ho treid kuzet gant ar geot hag ar bleuniou, dour sklaer ar menez o ruilha d’an traoñ gant e ganaouenn sklintin ? »

« ’M eus aon, Alanig, c’houi a oar an tu da liva kaer pep tra ».

« Petra ’fell d’eoc’h ? Va zad en deus desket d’in pa oan c’hoaz bihanik-tre, karout al labousedigou… »

« Ya, ya, evit teurel warno ho krabanou ? »

« … ha karout ar bleuniou, c’houez vat ar parkeier, an heol, al loar, ha me ’oar ? »

« Boulc’hurun, ho tad d’eoc’h-c’houi a oa eun arzour, ’m eus aon ? »

« Feiz, evel al lern all. An holl draou-se a zo en hor gwad, en hor gouenn. Eul louarn a zo eul louarn, ha nann eur genaoueg, na petra 'ta ! N’eo ket gwir, va eontr ? »

« Gwir eo, va niz. Ar broc’hed kennebeut n’int ket genaoueien. Ni hon-daou, Alanig, ni a zo kerent-tost, ha me a wel war ho tal eo gwall nec’het ho kalon, ha ma lakfen va skouarn ouz ho peultrin, e klevfen anezañ o lammat berroc’h eget kustum ».

« Ya, va eontr, gwir eo ; gouzout a rit lenn er c’halonou gwelloc’h eget eur mestr-skol pa lenn en e levr. Klevit, hag e vo displeget d’eoc’h penn-da-benn. N’eo ket abalamour e karan ar bleuniou pe kan al laboused eo e tremenan dre ar parkeier, nann ; met abalamour ez eo furoc’h d’in tec’hout diouz an hent bras dre ma tostaomp ouz Kemper. Fellout a ra d’in degouezout er palez hep beza gwelet gant den, pe, a-hend-all, sur a-walc’h, ma kouezan dindan krabanou va enebourien (hag eun niver bras ez eus anezo), e vefe graet va stal a-raok gwelout ar roue ha goulenn digantañ ar pardon evit va holl dorfedou ».

« Evit ho torfedou ? … Me ’gave d’in … »

« A, c’houi ’gave d’eoc’h e oa gevier ha netra ken, ar pez o deus lavaret diouzin Lostigloan ha Duard ? »

« Ha n’eo ket gevier ? »

« Ar wirionez eo penn-da-benn ».

« Ha c’houi an hini en deus hanter lazet Lostigloan ha lazet mat c’hoar ar vran ? »

« Siouaz d’in ! Me an hini ao ! Debret em eus skouarn hennez, ha gwasoc’h torfedou a zo c’hoaz em sac’h. Goap am eus graet ouz ar roue, gevier am eus lavaret d’ezañ, n’eo ket a sac’hadou, nemet a garradou. Lammig en deus kavet ivez e varo em c’hastell ».

« Ha n’eo ket Tourter ar maout ? … »

« Me an hini en deus lazet ha debret anezañ. Ne blije ket d’in e benn : lakaat a ris ar penn e sac’h Tourter, e vignon gant urz d’hen c’has d’ar roue hep diskoulm al las. Ar maout, hep gouzout e touge e varo, a sammas ar sach… »

« Hag eo bet roet da Job ha da Lom ha debret ganto ! »

« Dre va faot d’in-me ! »

« Hag heñ digablus ! N’em bije ket kredet biken ! »

« Pec’hedou am eus graet dre goubladou bras, ha n’eo ket unan-hag-unan. Kounnar ar bleiz, hini an arz am eus dellezet mil gwech, ha mil kounnar all da heul. Sell « Gwelout a rit du-se, war an dosenn, eur park tirienn ? »

« Gant eur renkennad gwez faou, war an tu dehou ? »

« Dres. Er park-se em eus c’hoariet eun dro drist d’ar bleiz. N’eo ket bet darbet da Job mont da gana an dra-se dre ar vro, rak ne gavas ket e gont en istor.

Eun abardaez e oa. Job n’en doa ket debret eur begad abaoe an deiz a-raok, ha, d’an eur-se, e oa ouz e gorf muioc’h a eskern eget a gig. Sempl oa aet gant an naon. Edomp o tremen er park a welit du-se war an dosenn. Er park-se, eur gazeg hag eun ebeul kaer a oa o peuri.

« Alanig », eme ar bleiz d’in, « it da gavout ar gazeg, da c’houlenn diganti evit pe briz e werzfe d’imp hec’h ebeul ».

« Deomp ’ta neuze, Job ».

« Nann, nann, it hoc’h-unan », eme Job, « ha ma plij d’ar gazeg an afer-se, e teuiot d’am c’herc’hat ».

Mont a ris eta.

« Itron », emeve, « an ebeul-mañ a zo d’eoc’h, n’eo ket gwir ? Me a zo eur marc’hadour o tremen dre ar vro. Evit pe briz e vezo gwerzet d’in ? »

Ar gazeg a respontas :

« Gwir eo, an ebeul kaer-mañ a zo d’in, ha ma lakait ennañ eur priz uhel, e vezo gwerzet d’eoc’h. Ar priz a zo merket dindan va houarn a-dreñv ».

Gouzout mat a raen petra ’dalveze evidoun ar geriou : dindan va houarn a-dreñv. Lavarout a ris eta d’ar gazeg :

« Trugarez d’eoc’h, itron ; a-benn eur munud amañ, a vezo graet ar werz. Pa n’ouzon ket ar c’hemm a zo etre an « A » hag an « O », ret mat eo d’in mont da glask unan all hag a zo bet e-pad bloaveziou er skol ».

« Lavarit d’ho kamalad dont da lenn ar priz », a lavaras d’in ar gazeg.

Mont a ris da gavout ar bleiz :

« C’hoant hoc’h eus d’ober eur pred mat ? »

« Ya », emezañ.

« Mat, an ebeul a vezo gwerzet d’eoc’h, ma karit. Met eur c’haer a briz e kousto ».

« N’eus forz ».

« Ar priz a zo merket war eun houarn a-dreñv, rak ar gazeg n’eo ket bet morse er skol, ha n’he deus ket desket lenn ».

« O, me a lenno ar priz brao-tre », a lavaras Job ; « gouzout a ran ar brezoneg, ar galleg, al latin, ar saozneg, hag ar gregach a zeu ivez ganin mat a-walc’h ».

E gwirionez, e-pad ar bloaveziou m’he doa e vamm kollet eur bern arc’hant evit kas anezañ d’ar skol, Job n’en doa ket gallet lammat dreist an daolenn genta. Met ar genaoueka paotr a vez alies e fri hiroc’h eget hini ar re all… betek ma vez torret d’ezañ. Job eta a lavaras d’ar gazeg :

« Itron, diskouezit d’in priz an ebeul. N’eus forz e peseurt yez emañ skrivet, e teuin a-benn da zisklipa anezañ. Itron, savit ho troad, mar plij, ma welin ».

« Ya, ya, sevel a ran anezañ », eme ar gazeg.

Ha gant he houarn nevez, lakaet gant ar marichal ar mintinvez-se, e tistagas eur ruadenn vantrus da Job, e-kreiz e fas. Hag en eur zañsal, ar gazeg hag an ebeul a yeas d’ar penn all d’ar park, hag ac’hano d’ar gêr. Ar bleiz, heñ, semplet, hag e benn o tiwada, a chome gourvezet war al letonenn, ha ne rae nemet klemm : ouc’hou ! ouc’hou !

Goude eun eur tremenet er stad-se, e teuas e anaoudegez d’ezañ. Fuloret e oa gant ar boan, ha yudal a rae gwasoc’h eget eur c’hi klañv.

« Lavarit d’in », emeve, « ha mat eo kig an ebeul. Eur c’horfad hoc’h eus graet, pa welan eo bet ret d’eoc’h, goude echu an debri, ober eur gourvez evit diazeza ar pred. N’oun ket bet pedet ganeoc’h zoken da gemer eun tañva. Dizoñjal a rit ho mignoned koz, Job. N’hoc’h eus ket lavaret d’in kennebeut e peseurt yez e oa skrivet priz an ebeul war an houarn ».

« A, ya », eme Job, « e c’hellit ober goap ?… A, ar gazeg he divesker hir ! Ar skritur a oa war an houarn ? Nao zach ! Hag o-nao int aet em penn ».

Setu aze, va eontr, an taol c’houero am eus c’hoariet d’ar paour kaez Job er waremm a welit du-se, war an dosenn. Darbet eo bet d’ezañ mervel, ha n’ouzon ket zoken penaos n’eo ket bet lazet war an taol. Gwelout a rit pegen du, pegen lovr eo va c’houstiañs. Met vad en deus graet d’in displega d’eoc’h va fallagriez. Bremañ ouzoc’h sklaer ha fraez an torfedou am eus graet. Aesoc’h e vezo d’eoc’h difenn ac’hanoun dirak lez-varn ar roue ».

Flaer a respontas :

« Gwall dorfedou hoc’h eus graet, va niz. Lammig ha Tourter a zo maro-mat, hag evidoc’h kaout keuz ha keuz bras, ne zeuio hini ebet anezo da veza beo en-dro. Nobl ar roue a anavez ho holl dorfedou, ha bremañ e komprenan perak ez eo kounnaret-ruz. Diaes a-walc’h eo d'ar gwella alvokad difenn ac’hanoc’h dirak al lez-varn. Bezit keuz, va niz ha va mignon, o ya, bezit keuz, rak en eur stad gwall drist en em gavit, ha marteze n’emañ ket gwall bell hoc’h eur diweza. Nobl, pa vez kounnaret, a zo eur gwall roue, hag ar wasa tra a c’hello c’hoarvezout ganeoc’h !… »

« Ar gwasa tra, va eontr ? » eme Alanig. « N’en em chalit ket kement. Ba, ba, ba ! N’en devo ket ar roue eur vlevenn zoken diwar va fenn. A ! ma oar unan bennak en em denna braoik-tre eus ar spontusa troiou-kamm, Alanig al louarn an hini eo. Petra fell d’eoc’h, n’oun ket evit tremen er bed-mañ eur vuhez ken santel hag hini eur manac’h. Re zouget oun d’ar pec’hed, douget gant va natur ha gant gwad ar ouenn. Gouzout a ran e kousto ker d’in eur wech bennak, rak ar pec’hedou a vez atao mod pe vod kastizet. Petra fell d’eoc’h, an hini a bren hag a werz mel a lip alies e vizied. Lammig a blije d’in : koant e oa, kuilh e oa, hag eun dudi sellout outañ. Alies e tremene dirak va c’hastell evit mont da ober eur weladenn d’e gerent o chom e bourc’h Bonneur. Ober a ris anaoudegez gantañ, ha deut e oamp da veza daou vignon bras ».

« Kompren a ran, va niz : daou vignon ken bras ma teuas c’hoant d’eoc’h debri anezañ ! »

« Ya, siouaz, debret em eus anezañ, hag abeg oun ivez ma ’z eo bet lazet Tourter. Mat, selaouit mat, va eontr, daoust ha n’eus nemedoun a zo de veza tamallet ? Lammig ha Tourter a zo marvet dre o fazi : Lammig a oa skañv e benn, ha Tourter a oa eun den gros, hep eur gwennegad spered e bouedenn e empenn. N’eo ket ganin-me e vije c’hoarvezet an dra-se ».

« Met, va niz, eur mignon hoc’h eus lazet !… »

« Ya, ya, gouzout a ran. Met Alanig al louarn n’en deus ket bevet betek-hen ar vuhez a skouer vat, ha d’ezañ eo ar gwasa, rak an hini a vev er peched, ne vev ket eürus war an douar, kredit ac’hanoun, va eontr. Skuiz oun avat o klevout komz eus Lammig ha Tourter. Lakaomp ar gaoz war draou all. Ar roue e-unan en deus lazet muioc’h eget n’em eus graet, ha laeret muioc’h eget na rin. Den ne gred tamall anezañ na lavarout d’ezañ : « Roue, n’hoc’h eus ket graet mat ». An holl a gren dirazañ hag a lavar : « Roue, c’houi a zo galloudek, c’houi a zo glorius, c’houi a zo gouiziek, c’houi a zo desket ». Pep hini, el lez, a gemer skouer diwar ar roue. Job a lak e grabanou war madou an nesa. Lom a laz du-mañ, du-hont, hervez e faltazi, ha ne vez lavaret netra d’ezo. Enoret int, beva a reont e peoc’h, hag ar roue a gar anezo. Met p’en deus graet Alanig an distera droug, displua eur yarig pe diskroc’hena eur c’honikl, o, neuze, ar vad am eus graet ne gont ket ken ! Ne weler nemet an droug, daoust d’an droug beza disterik-tre. A, me ’lavar d’eoc’h, va niz : eun den galloudek a c’hell beza laer bras, ha dirak an holl ; padal eul louarn hep difenn nen deus ket aotre zoken da veza eul laer bihan. Panevet va finesa, mil bell ’zo e vijen bet krouget !… A, va eontr, an dud e dlefe soursial outo, ha netra ken. Ne gav ket d’eoc’h en deus pep hini ac’hanomp peadra dober a-raok mont da lakaat e fri en aferiou ar re all ? Met douget omp d’ar fallentez muioc’h eget d’ar mad, evel an den a gav gwelloc’h diskenn d’an draonienn eget pignat d’ar menez, e risklomp war hent ar gaou, an trubarderez, al laeroñsi, al lazerez ha kement fallagriez, e-lec’h poania da bignat dre wenodennou striz ar vertuziou ».

« Kredi a ran », va niz, « a lavaras Flaer, « emaoc’h o kofes pec’hedou ar re all, ha nann ho pec’hedou d’eoc’h hoc’h-unan ».

Alanig a oa o vont da respont e eontr, pa darzas palez ar roue dirazo.

« Emaomp degouezet », emezo.

« Kemerit kalon, va niz », eme Flaer ; « ouspenn enebourien hoc’h eus e palez ar roue. Niverus eo ho mignoned ; galloudek int… »

« Ya, ya, gouzout a ran, va eontr, eun niver bras a vignoned am eus e palez ar roue. Met en o zouez, ma vez klasket mat, pet mignon gwirion a vezo kavet ? An holl a oar eo kounnaret ouzin ar roue Nobl, hag a-barz pell amañ, marteze, e vo devet va c’hastell ha laeret va holl zanvez diwarnoun. Hogen, desket em eus p’edon er skol : keit ha m’az po madou da rei, kalz a vignoned a gavi ; kouez da-unan er baourentez, hag o c’havi holl didruez ».

« Gwir eo, va niz ». « Re wir, va eontr. Met, ne dalvez ket mont d’ar red ; gwelloc’h eo mont abred ».

Hag int o-daou d'ar palez.


PENNAD IX


Alanig a oa degouezet e-kreiz sal vras ar palez. A-raok m’en doa digoret an nor e oa sounn e benn ha lorc’hus e galon. Goude, avat, pa welas an aotrounez bodet en-dro d’an tron, enebourien ar peurvuia anezo (rak e vignoned o doa dizoñjet dont), Alanig a grogas da grena ha da c’hlaza.

« Kalon, kalon, va niz », eme Flaer, « pe emañ graet ganeoc’h. »

« Gwir », eme Alanig, « kelenn mat a rit ac’hanoun. Me a dalvezo d’eoc’h ho furnez hag hoc’h aliou ma teuan a-benn d’en em denna ac’han, eur wech c’hoaz. Mil bennoz d’eoc’h ! »

Alanig al louarn a daolas eur sell en-dro d’ezañ. Gwelout a reas e-touez ar varoned hag an duged eun niver bras a gerent, met nebeut a vignoned leal. Evit ma vo ar wirionez ganimp penn-da-benn, anzavomp dioustu en doa al louarn graet da gement hini anezo ar brasa droug m’en doa gallet ober.

Alanig a benndaoulinas dirak ar roue azezet war e dron, hag a lavaras d’ezañ gant kalz a flourder :

« Doue ho tiwallo atao, roue meur, c’houi hag ar rouanez, hoc’h itron. Ra blijo gantañ derc’hel ac’hanoc’h e-pad pell amzer c’hoaz e penn ar rouantelez, evit ma vevo ho sujidi e peoc’h. C’houi a gar ar wirionez dreist pep tra, c’houi a gar ar justiz. Ho lezennou a zo diazezet war ar furnez, ha dirak ho lez-varn e c’hounezo eul loen divlam war eul loen kablus. Eur roue just a zo eun teñzor evit an holl dud. E Kerne hag e Leon ne glevan e ti va mignoned nemet meuleudi evidoc’h. Hervez ma lavaront, n’eus ket bet er vro eur roue ken mat abaoe ar roue Salomon. Bez’ ez eus kalz tud all hag a vousc’hoarz dirazoc’h, hag a stou o fenn dirazoc’h, ha n’ouzont nemet ho meuli pa vezont dirazoc’h. Dirazoc’h e lavaront : roue galloudek, roue glorius, roue leun a furnez hag a vadelez. Met, pa o deus troet o c’hein e vez klevet eur gaoz all. Evel ar gwenneien, an dud o deus daou du ; ha pa vez sellet piz ouz o ene, e vez gwelet n’int mat nemet da veza taolet e renk ar gwenneien faos. A ! ma tougfe pep hini war e dal ar menoziou fall a zo kuzet e dounder e galon, ouspenn unan eus an aotrounez a zo er sal-mañ a stoufe buan e benn. Met n’oun ket deut amañ da damall ar re all na da zisplega an holl droiou kamm o deus graet. Dont a ran, loen tamallet e gaou, da glevout ho parnedigez ha da c’houzañv prizon ha galeou ma selaouit va enebourien, pe da vont ac’han, uhel va fenn hag enoret gant an holl, ma selaouit mouez ho koustiañs hag hini ar justiz. »

An holl loened a dostaas da selaou Alanig, hag, o klevout e gomzou, e choment souezet-maro.

« Na pebez hardisegez ! » a lavare Job.

« Mantrus eo », eme Lom.

« Eur vez ! » eme Lip-e-Bao.

Penaos ? Torfedou Alanig a oa anevezet gant an holl, ha mil bell ’zo en doa dellezet al loen ar maro krisa, ha gounit a raje adarre abalamour ma oa teodet-kaer ? A, nann, nann, nann !

Al loened a oa droug enno. Krozal a raent. Neuze, Nobl ar roue a gomzas :

« Alanig », emezañ, « c’houi a zo eur gwall loen hag eul loen vil, hag ho komzou flour ne dalvezint ket d’eoc’h. En ho komzou neus nemet gevier. Ho kevier, avat, o devo eun termen. Re bell oc’h bet lezet war an douar da lakaat an droug hag an dizurz em rouantelez, da laza Lammig en ho kastell, da laza c’hoar ar vran er waremm, da c’hedal va sujidi war lez an hentou, ha da lavarout d’ezo : salud, mignoned ; ha da lammat warno pa vezont dievez ».

« Selaouit, roue… »

« Na roue na tra ! A-walc’h, a-walc’h ! Poan benn am eus o selaou ho kevier. Mez am eus zoken o welout ac’hanoc’h beo dirak va daoulagad. Pell ’zo, ma vijen bet eur roue ken fur ha ma lavarit, e vijec’h bet krouget ouz beg an uhela gwezenn evlec’h. Ho torfedou a zo brudet er-maez eus ar vro zoken, ha bremaik e vezo lavaret n’eo ket me ar roue, ma vez lezet al laeron hag ar forbaned da veva diouz o micher em rouantelez, hep beza ankeniet ».

« Selaouit », eme Alanig.

» Peoc’h ! a lavaran, ha krouget e viot ! »

Alanig a soñje gant kalz a velkoni :

« Allas, allas ! petra e teuin-me da veza ? O, ma c’hellan mont ac’han eur wech all c’hoaz ! N’eus nemet enebourien dirazoun, ha kounnaret int ouspenn ! Hini ebet anezo n’en deus truez ouzin. Va gwella alvokad a vezo va zeod, ma vezan lezet da gaozeal eur pennadig c’hoaz ».

« Roue », emezañ, « hervez meur a hini em eus dellezet ar maro… »

« A gred d’in ».

« Roue, daoust ha plijout a raio ganeoc’h selaou ac’hanoun eur pennadig c’hoaz ? »

« Komzit, ha bezit berr, dreist-holl ».

« E gwirionez e lavaran d’eoc’h, roue galloudek, ma kav d’eoc’h em eus dellezet ar maro, va lezit da lavarout d’eoc’h hoc’h eus selaouet va enebourien gant re a vadelez. Klevit. Daoust ha n’oun ket bet ho prasa mignon er reuz hag er gwall zarvoudou ? Piou en deus roet d’eoc’h an aliou fura, er brezel hag er peoc’h, ma n’eo ket Alanig ? Met va deskadurez ha va furnez a zisplijas d’am enebourien. Ha ni, neuze, emezo, ne dalvezomp netra ? An avi, ar wasa avi, a grignas kig o c’halon, ha heti a rejont va maro abaoe an deiz m’o doa graet anaoudegez ganin. Ha kredi a ra d’eoc’h e vijen deut d’ar palez ma vije bet eun torfed bennak war va c’houstiañs ? An hini a zo kablus a dec’h atao diouz ar barner, ha me, panevet oun divlam, ne vijen ket bet gwelet amañ. Chomet e vijen em c’hastell, e holl zoriou serret, prennet ha sparlet. Ne vijen ket deut er-maez evit aour ar bed holl. Met den onest ebet ne gavo netra da rebech d’in. D’ho lez-varn oun deut evit diskouez n’eo nemet gevier an torfedou a zo tamallet d’in ».

« Gwir eo », a soñje ar roue, « pa vez unan kablus, e tec’h diouz an archerien ha diouz ar varnerien ».

« Lostigloan », eme Alanig, « a damall ac’hanoun, pa ne vezan ket dirazañ. Setu oun degouezet. Pelec’h emañ, ma vo gwelet gant piou emañ ar wirionez ? Me a zisplego d’eoc’h eeun ha fraez ar wirionez, ma karit teurel evez ha digeri ho tiouskouarn ;

En deiz all e oan azezet war dreuzou dor vras va c’hastell, o kemer aer vat evel kustum, pa dremenas Lostigloan gant an hent bras. Gwelout a reas ac’hanoun. Dont a reas d’am c’havout ha d’am saludi. Lavarout a reas d’in edo o vont da balez ar roue.

« Beaj vat ! » emeve d’ezañ.

Neuze ar c’honikl, gant eur vouez trist-kenañ ha gant dour en e zaoulagad, a lavaras d’in :

« Alanig kaez, n’oc’h ket evit gouzout pegen skuiz oun hag an naon am eus ».

« Deuit tre », emeve, « ma vo roet d’eoc’h da zebri ha da eva ».

« Bennoz Doue d’eoc’h », emezañ, « evit ho madelez ».

Va gwreg a servijas d’ezañ eun tamm bara penn-da-benn an dorz, goude ledet warnañ eur gwiskad teo a amann. Da c’houde e voe lakaet dirazañ war an daol eur mell pladad kignez. Va mab bihan a dostaas ouz an daol hag a gemeras eur gignezenn diwar ar plad. Lostigloan a roas d’ezañ eun taol war ar fri, ken herr, ma strinkas ar gwad d’an daou du. Va mab brasa, avat, en doa gwelet an taol-dourn. Lammat a reas war Lostigloan, ha, gant an imor bras a zo en e gorf, e stardas toull-gouzoug ar c’honikl. Setu aze ar pez a zo c’hoarvezet, ha netra ken. Dre eurvad e oan er sal all, e-kichen. Dic’haloupat a ris da lakaat ar peoc’h etrezo. A, ma vije bet va ene ken du ha ma lavar, em bije lezet anezo gant o abadenn c’hoari, hag, e berr amzer, e vije bet al Lostigloan-se kaset d’ar bed all. Setu ar pez am eus gounezet : me eo an hini en deus saveteet e vuhez d’ezañ, hag, hervez ma lavar, em eus bazataet anezañ ha sachet war e skouarn betek ma ’z eo bet diframmet. Eur feson divalo en deus da drugarekaat evit ar mad graet dezañ.

Setu bremañ eun afer all, hini ar vran. C’hoar ar vran lazet a oa deut d’am c’hastell, en deiz all, mall warni ha spontet-naet.

« Alanig, Alanig », emezi, « deuit du-mañ, buan-ha-buan. Va c’hoar he deus lonket eur mell draen pesk. N’eo ket evit tenna hec’h alan. Emañ o vont da vervel. Deuit buan, ha marteze e teuot a-benn da denna an draen diouz toull he gouzoug ».

Redek a ris war-eeun da di ar vran. Met, pa oan degouezet, allas, allas ! ar c’hoar a oa astennet war he gwele, maro-mik. Digeri a ris he genou d’ezi, sellout a ris e toull he gouzoug. Draen pesk ebet ennañ ! E feson, e oa diskennet betek ar galon, hag en doa degaset eur maro trumm. Ha me a zo tamallet adarre ! Me an hini en deus lazet anezi. Me a vezo paket a-benn eur wech all oc’h ober vad d’an nesa, a, ya, ya, kredit ! Marteze an hini a damall ac’hanoun eo an hini a zo kablus, rak, lavaret em eus d’eoc’h, n’em eus gwelet draen ebet e toull ar gouzoug. Pelec’h emañ c’hoar ar vran ? Lavarit d’ezi dont amañ. Gwelout a raimp ha kredi a raio tamall ac’hanoun pa vezin dirazi. Ya, lavarit d’ezi dont, ha ra zegaso testou ma he deus. Skuiz oun a-benn ar fin o tougen war va c’houstiañs torfedou ar re all ».

Galvet e voe ar vran, met ne zeuas bran ebet er sal.

« Eñ ! Gwelout a rit ? » eme Alanig ar vran, « ne gred ket dont, abalamour emaoun amañ. An holl droiou fall a vez taolet war va c’hein pa vezan pell, ha pa vezan tost e trouc’h kuit an tamaller. An dra-se a zo mat eur wech, diou wech, teir gwech… Skuiz oun aet avat ! An hini a damallo ac’hanoun hiviziken, e c’houlennin digantañ dont war ar blasenn gant testou ha gant an armou a blijo d’ezañ, ma vezo emgann start, ha gwelet e vo piou a c’hounezo. Piou a gred rebech d’in eun dra bennak ? N’en deus nemet sevel ha lavarout d’in pelec’h e vezo an emgann, ma walc’hin va enor en e wad. A ! Aotrou ebet ne gred digeri e c’henou bremañ ? »

An aotrounez a selaoue, gwall nec’het. Den ne save.

« Gwelit », eme Alanig, « kablus oun, pe n’oun ket ? Lakaat a ran eur blouzenn war va skoaz dehou ; piou a gredo tenna anezi kuit ? Eur wech, diou wech hanter… den ne respont ? »

« Me ! » a lavaras eur vouez.

Job eo an hini en doa komzet. Raouliet e oa gant ar gounnar.

« Petra hoc’h eus da lavarout, Job ? » a c’houlennas ar roue digantañ. « Displegit dimp ho klemmou penn-da-benn ».

« Brao, brao, Job ! » a lavare an aotrounez.

Eun tammig plijadur o devo bremaik, nann o klevout dibuna klemmou, met o welout an emgann etre ar bleiz hag al louarn. Ar gourenou hag an emgannou eo ar pez a blije ar muia d’an aotrounez e lez ar roue Nobl.

Job a grogas gant e bennad :

« Roue meur », emezañ, « Alanig a zo gwall anavezet e pevar c’horn ar rouantelez evel gaouier, mignon disleal, laer, toueller ha muntrer. Perak e vezo lezet pelloc’h an teodeger milliget-se da vernia adarre gaou war c’haou ? Daoust ha n’en deus ket graet betek-hen a-walc’h a c’hoaperez ouzimp ? Piou an hini a zo diskiant a-walc’h da gredi eur ger zoken eus komzou al louarn-se ? »

« Aotrou Job », eme Alanig, « c’houi a lavar oun gaouier, met ne brouit ket em eus lavaret gaou, ne brouit ket kennebeut oun mignon disleal, laer ha muntrer evel ma fell d’eoc’h rei da gredi, hag ar blouzenn a zo betek-hen war va skoaz. Petra hoc’h eus da rebech d’in ? »

« Petra am eus da rebech d’eoc’h ? Hag e kredit ober ar goulenn-se war eun ton ken reiz, evel ho pije bevet betek-hen eur vuhez fur ha santel en eur gouent bennak ? O, la, la ! Selaouit holl, aotrounez : warc’hoaz vintin e vezo eiz devez eeun-hag-eeun, va gwreg a oa o pourmen war ribl eul lenn. Yen-skourn e oa an amzer, hag an dour a oa goloet gant eur glerenn deo. Va gwreg he doa naon, ha dre an amzer griz ne vez ket kavet war ar maez peadra da chaokat. D’an ampoent e tremenas Alanig :

« Salud d’eoc’h, itron », emezañ, « pell ’zo n’em eus ket bet an eurvad d’ho kwelout. Petra ho tegas ? »

Va gwreg a lavaras d’ezañ e oa aet sempl gant ar skuizder hag an naon.

« A, naon hoc’h eus ? » eme an amprevan ; « n’eo ket diaes kavout amañ peadra da zebri. Al lenn-mañ a zo leun a besked. N’eus nemet terri ar glerenn evit paka anezo. »

Al louarn a reas eun toull er glerenn hag a lavaras d’am gwreg :

« Lezit ho lost da goueza en toull am eus graet ».

Va gwreg a reas evel ma oa lavaret d’ezi. A-benn eun abadenn he doa droug en he lost.

« Ar pesked a zo o kregi », eme Alanig ; « chomit eur pennadig c’hoaz ; pa ne c’hellot mui padout gant ar boan, neuze sachit, sachit herr ; eur bern pesked a vezo stag ouz ho lost ».

Va gwreg a sentas adarre. Eun eur goude, ne oa ket evit padout gant ar boan. Goulenn a reas digant al louarn ha deut e oa ar mare da sacha.

« Ya, ya », emezañ, « sachit bremañ, kenañ, kenañ, hep damant ebet evit ho lost. Gwelout a reot bremaik an dluzed, an darzed hag ar siliou a zo stag outañ. Marteze zoken e pesketaot eun eog kaer bennak… »

Padal, al lost a oa paket er glerenn ! Al louarn a redas kuit en eur c’hoarzin. Va gwreg a sachas hag a sachas. Yudal a reas gant ar boan. Kouerien a glevas. Deredek a rejont gant ferc’hier ha bouc’hili. A-bell e klevis ivez anezi o hopal hag o c’houlenn sikour. Mont a ris daveti d’ar red.

A-benn neuze he doa gallet en em denna. Kavout a ris anezi o redek war lez al lenn hag ar gouerien o hopal war he lerc’h : laerez deñved ! He lost, avat, a oa chomet er glerenn !

Al louarn, d’an ampoent, en doa trouc’het eur pennad mat a hent. Panevet se, krrr ! gant ar fulor a oa ennoun, em bije distripet anezañ ha graet bleud gant e eskern.

Roue madelezus hag aotrounez, klevet hoc’h eus va istor. Mantrus eo. Karout a rit ar justiz, ha fiziañs am eus e vezo kastizet al louarn evel ma ’z eo dleet. Va gwreg a zo war he gwele, ha n’ouzon ket peur e vezo pare. Plijadur a rafe dezi klevout eo bet krouget al loen vil a zo kaoz ma ne c’hello mui en em ziskouez hep ruzia gant ar vez dirak gouenn ar bleizi. Klevet hoc’h eus, louarn milliget ? Daoust ha n’eo ket gwir ar pez a lavaran ? Ar blouzenn a zo war ho skoaz a zo o vont d’an traoñ ».

Ha Job a gemeras peg er blouzenn hag he stlapas ouz genou al louarn en eur lavarout d’ezañ :

« Gwelomp bremañ piou eo ar mestr ».

Nobl a lavaras :

« Unan a zo bet klevet. Dleet eo selaou ivez egile. Alanig al louarn, ha gwir eo rebechou Job ar bleiz ? »

« Gwir a lavaran-me », eme Alanig. « Gevier int penn-da-benn, hag aes eo d’in rei d’eoc’h da c’houzout, en istor-se, ar gaou hag ar wirionez. Setu penaos eo degouezet : kavet em boa gwreg Job war lez an hent. Naon bras he doa. Petra ’ris neuze ? Feiz, diskouez d’ezi an tu da besketa. O heulia va aliou penn-da-benn, he dije paket pesked, met ne felle ket d’ezi paka eur pesk pe zaou, nemet eur bern pesked en eun taol. Gant re gorfadeg e vez droug-kof, hag ar vleizez, gant he fec’hed a lontegez he deus kollet he lost. Piou eta en doa lavaret d’ezi chom ken pell-se azezet war vevenn an toull da riella he fenn-adreñv ? Aes a-walc’h eo gouzout e vije deut an toull-se da veza stanket adarre gant eur glerenn nevez. Ma ne gompren ket ar vleizez an dra-se, ret eo anzav ez eo eun tammig genaouegez. Biken n’em bije soñjet e oa ret lavarout d’ezi chom da besketa e-pad pemp munud pe bemp munud hanter. Respontet he dije d’in dioustu : arabat d’eoc’h kredi, aotrou Alanig, oun ganet er penn diweza eus ar sizun. N’eo ket gwir ? Ar boued a vez pasket d’ar vugaligou, ar vuhez avat ne vez ket pasket d’ar mammou. Skoazellet em bije ar vleizez d’en em denna kuit hep droug ebet eviti, panevet ar bleiz e-unan. Job a oa kounnaret-ruz, ha klask rei d’ezañ da gompren eun dra bennak a vije bet evel klask bernia pell en avel. Setu. Kredi a ra d’in ne dalvez ket chom da uza teod hiroc’h. Gouzout a rit bremañ, aotrounez, pelec’h emañ ar wirionez ha pelec’h emañ ar gaou. Ha c’houi, Job, prest oc’h evit an emgann ? Ar blouzenn hoc’h eus stlapet kuit diwar va skoaz hag ho hardisegez am eus da dalvezout d’eoc’h ».

« Pa gerot, gaouier flaerius, » eme Job, imoret dreist-muzul. « Met keuz a zeuio d’eoc’h bremaik ».

Ar roue a lavaras :

« Kalz gwelloc’h e kavan eun emgann etrezoc’h ho-taou eget prezegennou ha komzou livet-kaer. Pep hini a vez atao ar wirionez diouz e du, ma karfemp-ni kredi. D’ar brezegenn genta e vez sklaer a-walc’h an afer. D’an ugentvet prezegenn, avat, ne welomp mui berad. En emgann, avat, unan pe unan a c’hounezo, hag an hini a c’hounezo, feiz ! a vezo ar wirionez a-du gantañ, na petra ta ! N’em eus ket hiroc’h da lavarout ».

Alanig ha Job a saludas ar roue hag a benndaoulinas dirak e dron. Nobl a lavaras d’ezo :

« Mat, en em gempennit ho-taou hizio, ha bezit diskuiz, warc’hoaz vintin, evit an emgann ».

Job a gemeras daou dest : Lom ha Lip-e-Bao. Alanig a gemeras daou dest all : ar broc’h ha Dipadapa ar gwiñver.

Eur voereb da Alanig, Lamm-da-Laez, ar c’havr, o chom e Kerfeunteun, a oa ivez deut d’e gaout :

« Diwallit mat ! » emezi d’ezañ, « Job a zo eur gwall loen ! »

« Bennoz Doue d’eoc’h evit hoc’h aliou », a lavaras Alanig, « met bezit dinec’h. Me a zo ar wirionez hag ar justiz eus va zu. Ha ne c’hellan ket koll ».

Mignoned Alanig en em vodas e-pad an noz en eun ostaleri er straed Kereon. Ober a rejont eno banvez ha reuz. Ha kana a rejont kanaouennou evel ma vije bet echu an emgann ha lazet ar bleiz. Lamm-da-Laez, dreist-holl, a soursias ouz he niz. Touza a reas e vleo penn-da-benn d’e gorf, nemet war e lost ; lakaat a reas war e gein ha war e gof eun druzoni kemmesket gant eoul. Pa voe graet al labour-se ganti, ha pa voe Alanig lugernus ha reut e gof, Lamm-da-Laez a lavaras d’ezañ :

« Ha bremañ, va niz, selaouit mat ac’hanoun ha deskit ar pez hoc’h eus dober : evit, evit kalz, ha dalc’hit ganeoc’h ho troaz e-pad an noz. Warc’hoaz d’ar beure, pa viot war dachenn an emgann, e c’hlebiot mat ho lost blevennek gant ho troaz, ha, gant ho lost gleb, e skourjezot ar bleiz a-dreuz e fas. Ma c’hellit tiza e zaoulagad, netra gwelloc’h. Adalek neuze ne welo ket ken sklaer, hag e c’hellot dont a-benn anezañ aesoc’h. Grit da genta an neuz da gemer aon outañ ha tec’hit a-benn d’an avel : ma teu war ho lerc’h, skubit al leurenn gant ho lost ha strinkit d’ezañ ar boultrenn e-kreiz e zaoulagad. E-keit ha ma vezo o secha e zaoulagad, glebit adarre ho lost, ruilhit anezañ er boultrenn hag er fank, hag adarre, taflik ha taflak, e-kreiz e zaoulagad, hag, en doare-se, ez oc’h sur da c’hounit. Ha bremañ, va niz, it d’ober eur gourvez ha kouskit mat : ni ho tihuno pa vezo deut ar mare ».

Alanig a gouskas mat. Savet oa uhel an heol pa zeuas Flaer da lavarout d’ezañ :

« Alanig, poent eo sevel ».

Alanig a dennas ar pikouz diouz e zaoulagad hag a savas.

Lamm-da-Laez ar c’havr a zegasas d’ezañ eun houad rostet en noz-se. Alanig a zebras an houad gant plijadur e-leiz.

« Eur pec’hed e vefe koll goude debri traou ken mat », emezañ.

Eva a reas eur werennad rom evit kaout imor, ha, goude-se, ez eas gant e gerent hag e vignoned d’an dachenn evit an emgann.



PENNAD X


Ar roue Nobl, pa welas Alanig o tont d’an emgann, touzet e gein hag e gof, hag eouliet penn-kil-ha-troad, a zirollas da c’hoarzin e-leiz e vouzellou, ken na zeuas da veza berralan.

« A, Alanig », emezañ, « louarn eo hoc’h ano, nemet louarn diou wech oc’h. Atao e kavit an tu da veza finoc’h eget ar re all ».

Alanig a stouas e c’hlin dirak ar roue, ha dirak ar rouanez, ha goude ez eas d’an dachenn en eur ober lammouigou laouen.

Job a oa deut a-raok gant e vignoned, hag a c’hortoze anezañ.

« Salud d’eoc’h, aotrou Job ! » a lavaras Alanig.

« Salud, amprevan ! » eme Job.

« Eun doare divalo hoc’h eus da saludi ! »

« Hervez e zoare e saludan pep hini, ha n’eo ket dereat komz brao ouz laer pe vuntrer ».

Urkun an houc’h-gouez a zeuas war an dachenn gant daou archer :

« Plas, plas d’ar c’hourenerien », emezañ. « Alo ! kilit, kilit c’hoaz, pelloc’h, grit eur c’helc’h bras en-dro d’ezo ».

Ne chomas e-kreiz an dachenn nemet Job hag Alanig.

« Alanig », a hopas Lamm-da-Laez, « na zizoñjit ket va gourc’hemennou ».

« Nann, nann, moereb. Mil bennoz d’eoc’h ».

Hag Alanig da Job :

« Bleiz koz, bremaik e teuio tomm d’eoc’h ».

Sellout a rejont an eil ouz egile, kasoni ruz e-leiz o daoulagad.

Urkun a hopas :

« Unan !… daou !… tri ! »

Hag an emgann a grogas.

Job a oa gwall gounnaret. C’hoant en doa d’ober e stal d’al louarn buanoc’h eget na c’hellan lavarout d’eoc’h. Lammat a reas a-gleiz, a-zehou, e c’henou digor hag e skilfou diskrognet. Alanig, skañvoc’h eget e enebour, a gile hag a lamme d’an tu dehou pa lamme Job dan tu kleiz. N’en doa ket ankounac’haet gourc’hemennou e voereb. Glebia a reas e lost ; hen rodella a reas goude e-touez ar boultrenn hag an traez munut, ha, pa astennas ar bleiz e c’henou, e tanfoeltras d’ezañ eur mell taol war e zaoulagad ha war e ziouskouarn, peadra da zalla ha da vouzara anezañ e-pad e vuhez. Job a glaske diboultrenna e zaoulagad. Alanig en em lakaas etrezañ hag an avel, ha gant e lost ha gant e dreid, e c’holoas e benn a loustoni. Ar bleiz ne oa mui evit ober jeu ebet gant e zaoulagad poultrennet, ha muioc’h-mui e frote anezo, muioc’h-mui e kreske e boan. Ha labour bras en doa d’ober, rak an taoliou lost poultrennek a goueze war e benn, ken stank hag ar grizilh. Ne ouie mui penaos en em lakaat na pelec’h trei. Lammat a rae du-mañ, du-hont, gant e grabanou digor o klask kaout peg e korf Alanig.

Al louarn, heñ, a c’hoarie an dro da Job. Pa welas edo dallet evit eur pennad mat, en em lakaat a reas da skei warnañ, da gregi gant e zent ha da regi d’ezañ e ler. Ar bleiz a oa fuloret-naet. Ober a reas eul lamm trumm dirazañ evit paka e enebour, hag e teuas betek kelc’h an dud. Teurel a reas e grabanou war Lagad-Flour, ha, panevet e voe hopet d’ezañ e oa faziet, e vije bet gwall argaset an heizez kaez.

Alanig a c’hoarze goap ouz ar bleiz.

« Aotrou Job », emezañ, « lazet hoc’h eus meur a oanig paour, ha meur a dra fall all hoc’h eus graet c’hoaz. En em lakait war ho taoulin da c’houlenn pardon diganin, ha marteze e lezin ho puhez ganeoc’h ».

Met a-boan m’en doa peurlavaret e gomzou ma lammas war Job ha ma stardas d’ezañ e c’houzoug kement ha ma c’helle ober. Kredi a rae d’ezañ dont a-benn d’ober e stal d’ar bleiz e berr amzer. Ar bleiz, avat, a oa kreñvoc’h egetañ, hag a dennas e c’houzoug eus gwask ar c’hrabanou. Alanig a reas eul lamm all e-kreiz fas Job hag a freuzas dezañ e lagad kleiz.

« A, mat ! » emezañ, o welout ar gwad o redek, « pell ’zo e oan o klask an dra-se. Eun druez eo n’int ket freuzet o-daou ».

Job a lezas eun hopadenn spontus. Mantrus e oa klevout anezañ ha gwelout ar boan a c’houzañve. Alanig a glaskas freuza al lagad all. Met c’houita a reas war e daol, ha Job, daoust d’an eoul, a grogas peg en e gorf.

« A, louarn, louarn milliget ! va lagad kleiz hoc’h eus freuzet. Met unan mat a chom d’in, hag ho taoulagad d’eoc’h-c’houi a vezo dallet dizale, hag ho korf a wisko liou ar maro ».

Job a grogas gant e zent, a skoas a bep tu, hag a glaske mouga e enebour.

« Grit goap bremañ ’ta, louarn brein, » emezañ, « ho koaperez hag ho poultrenn a gousto ker d’eoc’h, hag hoc’h eoul hag ho truzoni ne dalvezint ket d’eoc’h ».

Hag ar bleiz a waske d’e dro. Alanig ne oa ket evit ar bleiz gant e nerz-korf. Dre finesa ne lavaran ket. Met petra a dalveze d’ezañ kaout finesa p’emañ paket ha gwasket ha prest da darza ?

« Lavarit dirak an holl oc’h gaouier, laer ha muntrer, » eme Job, « pe lazet e viot bremaik. Hag ouspenn, goulennit pardon diganin ».

« Fall, fall ez a an traou », a soñje Alanig. « Ma c’houlennan pardon, ha ma anzavan dirak an holl ez oun gaouier, laer ha muntrer, e kollan va enor betek fin va buhez, ha ma ne ziskouezan keuz ebet, fin va buhez a zo tost marteze ! »

Gwall nec’het edo al louarn, me hen lavar d’eoc’h. Lavarout a reas da Job goustadik, e pleg e skouarn :

« Keuz am eus ha keuz bras da veza graet d’eoc’h an distera droug. C’houi a zo bet atao ken mat em c’heñver ! N’em eus nemet meuleudi da rei d’eoc’h. Mez am eus pa soñjan oun bet eur mignon disleal, eun treitour, hag eur gaouier brein. Hiviziken e kemmin buhez. Rei a rin d’eoc’h va holl vadou, eun teñzor prizius kuzet e-kichen tosenn Sant Mikael. Me a vo mevel en ho ti. Va gwreg ha va bugale a vezo ho servijerien. Toui a ran. Kement tra a bakin, yer, houidi, pesked a vezo d’eoc’h. O labourat, o tebri pe oc’h eva e rin atao hervez ho polontez. E pep lec’h e tiwallin ac’hanoc’h diouz kement loen faos a zo o c’hoari en-dro d’imp. A, Job kaez ! mar bezomp unanet, sonjit el labour mat a raimp hon-daou ! C’houi hoc’h eus an nerz ha me ar finesa. Ma vevomp unanet, ne vo loen ebet evidomp er rouantelez. N’eo ket mat beza atao enebourien, ha n’eo ket brao beza amañ, hizio, oc’h en em ganna dirak an holl. Ne blije ket d’in an emgann-se, met c’houi hoc’h eus tennet ar blouzenn diwar va skoaz, n’eo ket gwir ? War-lerc’h an dra-se ne oan ket evit nac’h an emgann, pe kollet em bije va brud er vro. Met klevit, bremaik n’em eus ket graet implij eus va holl nerz. Ma em bije bet c’hoant, em bije lazet ac’hanoc’h, ha n’em eus ket graet, abalamour n’em eus ket a gasoni ouzoc’h. Eul lagad am eus freuzet d’eoc’h hep soñjal, met n’eo ket eun droug bras, rak louzou am eus evit an holl gleñvedou, hag ho lagad a c’hellan parea, mar lezit va buhez ganin ».

« Eul lagad freuzet ne vez ket pareet », eme ar bleiz, rok.

« Klevit, aotrou Job, etrezomp, eul lagad kollet n’eo ket eur gwalleur bras, peogwir e vo al lagad mat kalz priziusoc’h evidoc’h. Hag ouspenn, d’an noz, en ho kwele, n’ho pezo nemet eur prenestr da serri ; padal ar re all a rank serri daou. Met ho korf, goude beza louzaouet, a vezo pare war an taol. Me a roio d’eoc’h ar c’hevrin eus va louzou ».

« Mat ! » eme Job, « met lavarit an dra-se herroc’h, evit ma klevo ar roue hag an aotrounez ».

« Aotrou Job, n’oun ket evit kaozeal herroc’h, gant ar bec’h a zo warnoun. Na waskit ket kement, ha me a lavaro kreñv evit ma klevo an holl ez oun eur gaouier bras ha n’em eus graet nemet droug d’eoc’h. Lavarout a rin em eus keuz kenañ, hag hiviziken e servijimp ac’hanoc’h, va gwreg, va bugale ha me. Petra ’lavarin ouspenn ? Komzit… Ne c’hounezot netra o laza ac’hanoun, nemet d’en em zifenn ho pezo goude se ouz va mignoned hag ouz va c’herent glac’haret ha kounnaret. Ma lezit va buhez ganin, e hopin bremaik a-bouez-penn : Gloar da Job ! Gloar da Job ! … Bremañ grit evel ma karit : chom beo pe beza lazet a zo ingal d’in. Met, lavarout a ran d’eoc’h eur wech c’hoaz, eun dra gaer eo pardona d’an nesa ».

« Ho klevout a ran, louarn fallakr, met ho komzou ne reont d’in tamm plijadur ebet. Ne bardonin d’eoc’h netra ! A, c’hoarzin a rafec’h ma tegouezfe d’in lezel ac’hanoc’h da redek ! … Bezit dichal, avat. Ne vezo ket gwelet mui Alanig al Louarn o redek e gwaremmou Brasparz ha Sant-Riwal. Al loened dizrouk a c’hello hiviziken mont eeun gant o hent hep aon da gavout eul laer pe eur muntrer kuzet en eur c’horn-tro. Lazet e viot ha diskroc’henet goude. Ho kroc’hen a vezo roget hag a vezo dispar d’am gwreg da lakaat en-dro d’he gouzoug pa vezo deut ar goañv. Diskroc’henet e viot, hag ho kig a vezo roet d’ar brini da zebri. N’em eus ket aon ouz ho kerent. Lern ar bed holl unanet n’int ket evit eur bleiz ».

Alanig al louarn a selaoue ha ne lavare tra. Lezel a rae ar bleiz da gaozeal kement ha ma kare. Job a gomzas c’hoaz e-pad ugent munud gant ar blijadur en doa, hag ivez gant an droug a oa ennañ.

Alanig evelato a oa deut a-benn goustadik, goustadik, hep gouzout dare d’ar bleiz, da denna e droad dehou diouz gwask ar bleiz.

Job a gendalc’he :

« A, louarn koz, n’hoc’h eus ket pell ken da veza louarn ! Ho kroc’hen a ficho gouzoug eur vleizez ! Ac’hac’ha !… »

Job a c’hoarzas an taol-se ar muia a c’hoarzas en e vuhez, met ker e koustas d’ezañ e abadenn blijadur. Alanig a oa war evez, ha, pa welas genou Job digor-bras gant ar c’hoarzadenn, e plantas ennañ e droad betek a-dreñv toull ar gouzoug. Ar pez a c’hoarvezas n’em eus ket ezomm d’hen lavarout d’eoc’h. Job a zislonkas war an taol kement tra en doa evet ha debret. Ne wele mui sklaer gant an dour a zeue en e zaoulagad, hag ar c’hoant dislonk a rae d’ezañ digeri e c’henou muioc’h-mui e-lec’h serri e javedou ha trouc’ha gar al louarn gant e zent. Troad Alanig ne chome ket da ehana ; dounoc’h-douna e tiskenne e kof ar bleiz, hag an ivinou a rae e-barz ar c’hourlañchenn eul labour ken gwaz ha m’o dije graet an dour-beuz pe an tangwall. Job a zislonkas gwad. E stomok a oa kemmet penn d’ezañ, hag e vouzellou hag e galon a oa prest da lammat diouz e greiz. Yudal a rae ar paour kaez loen. Spontus e oa klevout anezañ. Lagad-Flour hag ar rouanez a oa semplet war o c’hador.

« Truez, truez ouz Job ! » a hopas Lom.

« Lezomp anezo », eme Dipadapa.

« Truez ouz Job ! » a hopas Lip-e-Bao.

« Lezomp anezo », eme ar broc’h, « ma vo gwelet piou eo ar mestr ».

« Gwelout a reomp a-walc’h piou eo ar mestr », eme Nobl.

Hag ar roue a c’hourc’hemennas da Alanig lakaat ehan d’an emgann.

Alanig a dennas e droad, gant keuz, diouz gourlañchenn e enebour. Ruz-tan edo gwad ar bleiz.

Job a oa skuiz-naet. Gourveza a reas war an douar, eur c’houezenn gaer o tivogedi dioutañ hag e holl izili o krena evel deliou kras en avel. Digor oa e c’henou, eonenn ha glaour etre e zent. E zaoulagad a oa aet war an tu enep.

« O, lazet eo ! » a lavaras Lom.

« Allas, allas ! » eme Lip-e-Bao, « ivinou al louarn o deus tizet ar galon ! »

Mignoned ha kerent Job a grogas da ouela ha da yudal. Lakaat a rejont al loen reuzeudik war eur gloued, ha kas a rejont anezañ d’e di. Unan anezo, an hini skañva, a redas da glask eur medisin.

Alanig, daoust ma ne oa ket bet lakaet en eun doare gwall vantrus, a oa skuiz-maro. Lamm-da-Laez, e voereb, a zeuas d’e gavout, ha gant eur mouchouer, a sec’has an dour-c’houez a zevere penn-da-benn d’e gorf. Alanig a yeas goude davet ar roue hag, evel a-raok an emgann, e stouas e benn hag e c’hlin. Nobl a lavaras d’ezañ :

« Alanig, c’houi a zo eul louarn dreist ordinal. Gounezet hoc’h eus war ar bleiz, dre an nerz hag ar finesa. Va gwella gourc’hemennou d’eoc’h. Enoret e viot hiviziken em palez. Va c’herent ha va mignoned a vezo mignoned d’eoc’h ».

Nobl a sellas ouz ar varoned a oa er sal.

« N’eo ket gwir ? emezañ.

« Eo, eo, gwir », a lavaras an holl varoned.

« Mil bennoz, va roue », a lavaras Alanig.

Ha gwelet e voe neuze Korneg ar c’haro, Lostigloan ar c’honikl, Astenn-Gouzoug ar c’houibon, Raka ar gegin, Duard ar vran, Yann ar frilouz, Dipadapa ar gwiñver, Marjan an houadez, Rikiki ar marmouz, Frimist ar gaerell, Skouarneg an azen, Chiboudig ar c’hi bihan, Diskrogner ar c’hi-dog, Urkun an houc’h-gouez, ar big Beg-Araok, ar marc’h Bichar hag Izidor ar c’hole, o tont da saludi Alanig, ha da bokat d’ezañ.

Ar re a vage ar vrasa kasoni outañ a gamme bremañ o muzellou evit ar mousc’hoarz floura. Ar re a lavare d’ezañ dec’h : gaouier, laer, muntrer, a lavare d’ezañ hizio : Salud, va gwella mignon. Rak gwir eo bet ha gwir e vezo atao krennlavar hon tadou koz :

Keit ha m’az po madou da rei,
Kalz a vignoned a gavi.
Kouez da-unan er baourentez,
Hag o c’havi holl didruez.

Biskoaz n’en doa bet Alanig ken niverus kerentiez. Izidor a oa eontr d’ezañ. Lostigloan a oa niz. Skouarneg a oa kenderv, Marjan keniterv, ha kalz a re all kerent a bell.

Alanig a selaoue hep kredi ger eus o meuleudi.

« Pa oan pignet er groug », a soñje-heñ, « ha p’edo va fenn e skoulm-riskl al las-kroug, rouez e oa va mignoned ha rouez-kenañ va c’herent. Ma vije degouezet ganin koll an emgann, n’em bije na kar na par d’an eur-mañ er palez ».

« Alanig », eme Nobl, « bezit em palez evel en ho kastell. C’hoant am befe gwelout ac’hanoc’h dont da Gemper da chom, rak adalek an deiz hizio e viot va c’huzulier bras. N’eo ket gant laez ho mamm oc’h bet maget en eur zont er bed-mañ, met gant furnez ha gouiziegez. Va c’huzulier e viot ha va sekretour ivez, ha va rouantelez a vo renet dispar ganimp hon-daou. Ne selaouin mui ar c’hlemmou a glevin diwar ho penn, hag, evit ma prenno an holl o genou, e lakaan ac’hanoc’h ministr ar justiz ».

« A, mat ! » eme Alanig.

« Laouen oc’h ? »

« Laouen-tre, roue galloudek. Mez am eus evelato o welout e peseurt renk uhel oun lakaet ganeoc’h ».

« Ar pez am eus lavaret a zo eun dra graet », eme Nobl. « Na drugarekait ket ac’hanoun. Va dever a ran, ha netra ken. Gounezet hoc’h eus an emgann, gounezet hoc’h eus ivez ar garg uhel-se. Ha bremañ, en hoc’h enor, kan ha koroll ha traou war an daol ! »

Ha Nobl a hopas a-bouez-penn :

« En enor da Alanig al louarn, hip-pip-pip !… »

« …Ra ! » a respontas an holl.

Eur biniou hag eur vombard a zistaolas eur gavotenn, hag ar paoiou a grogas da lammat skañv d’al laez.

Job ar bleiz, petra e teu da veza ?

Allas ! Job a zo gourvezet war e wele, kollet gantañ e anaoudegez, hag en-dro d’ezañ e vignoned o ouela. Lip-e-Bao a zo da vat o viaoual, ha Lom a zo staget outañ eur vousklenn hir, ma ’z eo eun druez gwelout anezañ. Dilavar int holl. Ar medisin a grog en arzourn Job hag a lak e viz war ar wazienn evit santout lammou ar galon. Job a zo serret e zaoulagad. Klemm a ra dre e gousk…

« Gwall dizet eo ? » a c’houlenn Lom.

Ar medisin a ra eun hej d’e ziouskoaz.

« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h c’hoaz », emezañ. « Gwall roget eo bet en diabarz gant ivinou binimus al louarn, hag aon am eus e teufe ar c’hourlañchenn da c’hori. Degasit d’in eur voutailhad gwin-ardant, ma vo roet d’ezañ eur banne da lonka ».

« O ya, kalz a vad a ra ar gwin-ardant », a lavaras an arz.

Diskarget e voe gwin-ardant en eur werenn ha roet da Job da eva, kreñvoc’h eget justoc’h.

« Gwalc’hi ar c’hourlañchenn a raio », eme ar medisin, « ma ne ra ket vad all ».

Eur vunutenn goude m’en doa lonket ar werennad hini kreñv, Job a zigoras eul lagad, — al lagad dehou, rak gouzout a rit eo bet freuzet d’ezañ an hini kleiz. Kerkent dihunet, avat, e skrijas Job gant ar boan. Met seul vui e skrije, seul vui en doa droug e toull e gouzoug. Setu eta e oa trist a-walc’h an doare anezañ. O welout anezañ o c’houzañv kemend-all, ar medisin a gemeras eur vuredad louzou tennet diouz eur blantenn vurzudus hag a roas eur berad da Job. Ha, kerkent lonket ar berad louzou, ar c’hlañvour a gouskas war an taol.

« Lezomp anezañ e-unan », eme ar medisin, « gwelloc’h e kousko. A-barz an noz e teuin adarre d’ober eur gweled d’ezañ ».

Hag heñ kuit.

Ar gerent hag ar vignoned en em dennas ivez.

Paour kaez Job ! Ma ne oa ket lazet-tre, e oa bet, siouaz, gwall gaset ! Nao gouli war-nugent en doa war e groc’hen !

Alanig, heñ, a oa laouen-bras. Edo o komz gant e vignoned, deut niverus d’e gaout da rei o gourc’hemennou d’ezañ. Debri a reas en deiz-se e sal vras ar palez, hag e voe lakaet ouz taol e-kichen ar roue. Nobl ne rae nemet c’hoarzin o welout e gorf touzet hag eouliet.

« Arsa, Alanig », emezañ, « n’em bije ket kredet morse edoc’h eul louarn ken fin ».

Alanig a zebras mat hag a evas kenkoulz. Pa savas diouz taol, eur mousc’hoarz a gamme d’ezañ e vuzellou. Gwelout a reas Lom, eur vousklenn hir staget outañ. Mont a reas d’e gavout.

« Allo, Lom », emezañ, « penaos emañ Job ? Ha dispar emañ ar bed gantañ ? »

« Grit goap, grit goap, Alanig, kement ha ma kerot, met eun deiz bennak e teuio hon tro-ni da ober goap ouzoc’h ».

« Feiz », eme Alanig, « an deiz-se ne zeu ket buan, hervez a welan ».

Hag al louarn a lavaras goustadik, e pleg skouarn an arz :

« Lavarit eus va ferz da Job e vefen glac’haret o welout anezañ o vervel gant e nao gouli war-nugent, rak plijadur vras am befe o rei d’ezañ eur predad all ».

Alanig al louarn a guitaas lez ar roue Nobl, ambrouget gant ar varoned, an duged hag ar brinsed, ha gant eur gerentiez niverus : daou-ugent kenderv a oa d’e heul, hanter-kant keniterv hag eun niver spontus a gerent a bell.

Dre ma kerzent, e youc’hent : Gloar da Alanig ! Gloar da Alanig al louarn ! Youc’houc’hou !

Hag an traoniennou a dregerne ivez, hag an hekleo a lavare : Gloar da Alanig ! Youc’houc’hou !

A, me hen lavar d’eoc’h, eun deiz kaer e oa evit Alanig, ha, ma vije bet beo c’hoaz, en dije lavaret d’eoc’h al levenez dispar a sante neuze en e galon.

Degouezet e oant dirak Kastell-al-Laer.

« Mamm », eme Berig en eur ouela, « mamm, deuit da welout : soudarded a zo o tont d’ober droug d’imp ».

Al louarnez en em lakaas er prenestr.

« A, va faour kaez Alanig ! » emezi « lazet eo bet ganto ! Allas ! Allas ! »

Hag e kouezas war ar gambr, semplet.

« Chann ! Chann ! digorit an nor ’ta ! »

Al louarnez ne gleve ket.

« Chann ! Chann ! digorit d’imp an nor ! »

Chann he doa klevet. Digeri a reas he diouskouarn. Daoust ha n’eo ket mouez Alanig he doa klevet ?

« Piou a zo aze ? » a c’houlennas-hi.

« Alanig al louarn, ho kwaz an hini eo. Digorit d’imp an nor. Baroned ha prinsed al lez a zo deut a-berz ar roue Nobl da ober d’eoc’h eur weladenn ».

Chann a lakaas adarre he fri er prenestr. Gwelout a reas Alanig, touzet e gein hag e gof, hag e chomas souezet. Soñjal a reas dioustu e oa unan eus e droiou kamm. Met pa welas an niver a dudjentil a oa deut da ambroug anezañ, e voe darbet d’ezi sempla adarre … met gant al levenez an taol-mañ. Diskenn a reas eta da zibrenna, da zivorailha ha da zisparla dor ar c’hastell.

Alanig a reas degemer mat d’e vignoned nevez. Rei a reas d’ezo da eva sistr kement ha ma karent, ha goude, eul lommig chouchenn da bep hini.

« Siouaz d’in ! » emezañ, « n’oun ket evit rei d eoc’h da zebri. Ne vez debret em zi nemet geot ha gwriziou kutuilhet war dosenn Sant-Mikael hag er Yeun-Elez, hag, en deiziou-mañ, e-keit ha m’edon e Kemper, va gwreg n’he deus kutuilhet na geotenn na gwrizienn. N’he deus debret netra, gant ar glac’har he doa, ha, gwelet hoc’h eus bremaik, kaer am boa hopal : Chann ! Chann ! den ne responte, rak va gwreg a oa semplet en he c’hambr gant an anken ha, dreist-holl, gant an dienez ».

Ar wirionez eo ne oa e kegin Alanig na geotenn na gwrizienn da zebri, sklaer eo. Bez’ e oa enni avat yer, houidi, gedon, ha meur a dra vat all. Met arabat e oa lakaat war an daol eun askell yar, pe diskuliet e vije bet e holl dorfedou.

« Petra an dra-mañ ? » a c’houlennas Lostigloan. « N’eo ket eur bluenn yar a welan war al leur-di ? »

Alanig a c’hoarzas kenañ-kenañ, ha goude e sellas ouz e wreg gant eun aer kasaus.

« Arsa, Chann », emezañ, « perak ne ziwallit ket mat en hoc’h armel eun askell ken prizius ? Eur bluenn houad an hini eo, ha ganti em eus sinet ar peoc’h warlene gant kement loen hag en deus eskell da nijal ».

An holl a gavas an dra-se kaer-meurbet. Alanig a gendalc’has da deodegi. Ober a reas d'al loened bodet dirazañ eur brezegenn hir diwar-benn kaerder ar peoc’h ha diwar ar seiz penn-pec’hed. Goude e lezas e vignoned da vont kuit.

Ha dre ma tistroent da Gemper, e lavare ar varoned, an duged hag ar brinsed an eil d’egile :

« Pec’hed eo bet tamall anezañ. An Alanig-se a zo eur sant ».

Alanig a lavaras d’e wreg :

« Gwelout a rit, Chann ? Gounezet em eus. Anvet oun sekretour ha kuzulier ar roue, hag ouspenn, na brava tra ! ministr ar justiz ! »

« N’eo ket posupl ! »

« Eo, eo, ministr ar justiz oun anvet. Bremañ, an hini a zisplijo d’in n’en devo ket pell da veva ken, ma karan. E vuhez a zo etre va daouarn. Abalamour da se oun gwelet mat gant tudjentil ar palez. Pep hini a glask beza kar pe vignon d’in. A ! me hen lavar d’eoc’h, Channig, ar baotred-se a zo paotred faos : an neb a vag en e galon kasoni ruz ouzin eo an hini a vousc’hoarz dirazoun ar floura. Aon o deus, aon o deus. A, a, keit hag e pado, e pado, ha c’hoarzadeg a vo ! »

He gwaz a oa anvet sekretour ar roue, kuzulier bras ar roue, ministr ar justiz er palez ! … Biskoaz Chann ne oa bet hilliget he c’halon gant kement a blijadur.



PENNAD XI


Alanig en dije c’hoaz pell amzer da veva, e Kastell-al-Laer, etre Tosenn Sant-Mikael hag ar Yeun-Elez, ken enoret hag ar roue en e rouantelez (N’ouzon ket ha bevet en dije eur vuhez skouer ha reiz : kendalc’het en dije moarvat da redek ar gwerimier ha da weladenni kludou ar yer, rak ar siou fall ne vezont ket trec’het gant eun taol teod na gant ar bluenn, met a-boan argaset e teuont en-dro d’an daoulamm). Bevet en dije brao, … panevet Kokoriko.

Anavezout a rit Kokoriko, pe, d’an nebeuta, klevet hoc’h eus ano anezañ ha lennet hoc’h eus en ho kazetenn pe klevet gant eun den bennak e oa bet lazet d’ezañ e wreg, ar paour kaez Mai-Graag, ar gwella dozverez eus holl zozverezed ar rouantelez. Dic’houzouget e oa bet gant Alanig al louarn !

Abaoe ma oa intañv, Kokoriko a glaske an tu da dalvezout e dorfed d’al louarn milliget. Touet en doa en dije lazet al louarn d’e dro. Met eur wall dra eo d’eur c’hilhog, ha pa ’z eo e ano Kokoriko, dont a-benn eus eul louarn, dreist-holl pa ’z eo e ano Alanig.

Kement kilhog ha kement yar a hete maro Alanig, met goap o dije graet ouz Kokoriko, deut c’hoant d’ezañ da rei eur maro trumm d’al louarn ! Nann, nann, ne oa ket bet darbet d’ezañ soñjal zoken en dra-se.

Kokoriko avat a glaske, deiz ha noz, penaos kas e venoz da benn. Siouaz d’ezañ ! an deiziou a dremene an eil goude egile, ha ne gave maro mat ebet. Ne zebre mui, ne gouske mui. Deut e oa da veza skañv ha treut, hag e gribenn he doa kollet he liou ruz-tan. D’ar mintin, e tizoñje kana « kokoriko » pa darze sklerijenn genta an deiz war gein Menez Arre.

E vignoned a c’houlenne an eil ouz egile :

« Petra c’hoarvez gant Kokoriko ? »

Den ne oa evit respont. Kokoriko ne zaremprede mignon ebet mui, ha pa c’houlenne e vugale petra a c’hoarveze gantañ, e responte dezo : netra. E vignoned a lavaras :

« Kollet en deus Kokoriko e holl skiant vat gant maro e wreg ! »

Nann, nen doa ket kollet Kokoriko e skiant vat gant maro e wreg. Gant ar glac’har e oa deut zoken e spered da veza lemmoc’h eget a-raok.

Kavet en doa Kokoriko an tu da dalvezout e droiou kamm d’an aotrou Alanig. Mont a reas eta da welout ar c’hilheien hag ar yer er c’hoariou tro-war-dro, ha da zisplega dezo e venoz. Reutaet e oa e gof, reutaet e oa e vouez, e gribenn a oa deut da veza adarre ruz-tan, ha bep mintin, kerkent ha ma tarze sklerijenn genta an deiz a-douez gwez-avalou al liorzou, e kane a-bouez-penn : « kokoriko ! kokoriko ! » evel an den brudet a hope : « eureka ! », kavet em eus !

Ya, kavet en doa Kokoriko an tu da dalvezout e droiou kamm da Alanig al louarn. Met na yar na kilhog n’en em lakaas diouz e du. Lavarout a rejont an eil d’egile :

« Alo ! setu emañ aet sot-ran ar paour kaez Kokoriko ! »

Ne oa ket aet sot-ran. Pell ac’hano.

Eun deiz eta, Kokoriko a reas tro holl gludou ar c’hanton hag a bedas kement Mai-Graag ha kement kilhog en doa eun tammig kribenn ruz war e benn da zont d’e di.

« Deuit holl da Rokinarc’h », emezañ, « gouzout a rit, e-lec’h ez eus eur maen-hir ; deuit, warc’hoaz d’an noz, ma vezo graet e stal da Alanig al louarn ».

« Ober e stal da Alanig ? » a lavare ar yer ; « eun dra gaer e vefe. Met kavout a ra d’imp ez eo eun dra Patrom:Reizhañ start ! »

« Ne vo ket gwall start », eme Gokoriko, « ma vezomp unanet. Deuit da Rokinarc’h, me ho ped, hag a-benn daou zevez amañ, e vezo lazet Alanig, pe aotre a roin d'an neb a garo da drouc’ha d’in va c’hribenn ha da zisplanta ar bluenn gaera diouz va lost ».

An deiz war-lerc’h eta, a-raok serr-noz, e voe gwelet eun niver bras a yer o kemer hent Rokinarc’h. Ne zeuas ket di ar yer eus holl gêriou ar c’hanton, nann, met dont a reas evelato eus an holl gêriou tro-war-dro : eus Roudoudelc’h, Link, ar Gernevez, Penn-ar-Waremmig, Ti-Beron, Bodenna, Sant-Riwal, Lost-ar-C’hoad, Stumenven, Kerglomou, Penanger, Bodingar, Lann-ar-Maro, Keryann, Kergudon, ar Mogerou, Hengoad, Bod-Kador, Korn-Kamm, Ti ar Yun, hag all.

Eur rejimant a yer a oa aet da Rokinarc’h. A ! ma en dije gouezet Alanig an dra-se ! … Met, evit d’ezañ beza fin, ne oa ket aet ar c’helou-se betek e ziouskouarn, hag, en abardaez-se, edo oc’h ober e droiou kamm e-kichen ar Fouilhez.

Kokoriko a reas degemer mat da bep hini.

« Deuit tre, deuit tre », emezañ, « en em stardit da c’hortoz ma vo merket e blas da bep hini ha lavaret d’ezañ petra ober ».

Dre eurvad e oa bet brasaet kludou Rokinarc’h. Panevet se n’o dije ket gouezet ar yer pelec’h en em lakaat.

Eur c’hazetenner a oa deut ivez eus Brest evit skriva diwar-benn ar pez a oa da c’hoarvezout pennadou kaer war gelaouennou ar rouantelez.

Kokoriko a bignas war ar skeul.

« Selaouit », emezañ. « Alanig al louarn n’en deus ket pell da veva ken. Met evit se eo ret d’imp en em glevout mat. Bremaik ez aio unan ac’hanomp betek Kastell-al-Laer da bedi Alanig da zont da welout va bugale da barea anezo. Rak gouiziek eo, hag ar vrud en deus da veza medisin. Met n’oun ket evit kemenn da zen mont di, gwall risklus ma ’z eo ar veaj. Ma tegouez da Alanig kaout kof goullo, hogozik sur e c’hoarvezo droug gant an hini a yelo di. Ma ’z eo reut e gof, en devo marteze eun tammig pasianted. Da Rokinarc’h e teuio sur. Rak, soñjit : beza pedet da zont da weladenna kludou ar yer, pebez abadenn gaer evit al louarn koz ! Piou eta a yelo da Gastell-al-Laer ? »

Den ne responte.

« Piou, piou ? » a c’houlenne Kokoriko. « An holl o deus aon ? »

« N’em eus ket aon, me », a lavaras eur c’hilhog taer. « Me a yelo da Gastell-al-Laer en eur redadenn, hag, a-barz nemeur, e vezin deut en-dro ».

Hag ar c’hilhog bihan en em lakaas en hent hep gortoz muioc’h.

Degouezet oa dirak Kastell-al-Laer. Eur c’hilhog kalonek e oa. Koulskoude e krene e galon en e greiz herroc’h eget kustum. Skei a reas eun taol, daou daol, tri zaol … Alanig ebet ne ziskoueze e benn. Petra ober ?

Neuze e hopas ar c’hilhog a-bouez-penn :

« Kokogoogook ! »

Kerkent e tarzas penn Alanig er prenestr. Daoulagad al louarn a lufre evel tan.

« Salud d’eoc’h, aotrou Alanig », eme ar c’hilhog, gant e vouezig o krena.

Alanig a chomas souezet-maro. Penaos ? Eur c’hilhog a zeue dan eur-se da gana da doull e zor ha da saludi anezañ ? Petra a c’hoarveze eta ? Setu perak e selaouas anezañ e-lec’h lammat warnañ hag ober eur gwask d’e c’houzoug.

E-keit ha m’edo ar c’hilhog oc’h ober e dro e Kastell-al-Laer, Kokoriko ne golle ket e amzer e Rokinarc’h. Lakaet en doa ar yer renk-ouz-renk, stardet an eil ouz eben. Yer a oa war al leur-di, yer a oa war ar c’hludou, yer a oa war holl bazinier ar skeuliou, met ne oant mui heñvel ouz yer ar rouantelez. Ar re-mañ a oa da ziwall outo : houarnet e oa o c’hof, eur c’holier broudet en-dro d’o gouzoug, begou dir hag hir war beg pep hini, hag ivinou lemm evel nadoziou war o zreid.

Alanig a zegouezas. Kokoriko a zigoras an nor hag a saludas anezañ gant doujañs vras. Al louarn a dennas e dog, e vantell hag e vanegou.

« Neuze eo klañv ho pugaligou kaez ? » emezañ gant eun aer truezus.

« Nann, nann, aotrou Alanig, heñchet fall oc’h bet. Amañ n’eus den klañv ebet, hag an hini klañva bremaik, me ’oar pehini e vo ».

Hag heñ o hopal :

« Kokoriko ! »

Ha dao d’al louarn ! Kroget e oa an emgann. Eur yar, diou, teir, peder, dek, a lammas war Alanig, ha da skei war e benn, war e gein, ha war e fri, a daoliou begou dir, a daoliou ivinou dir, herroc’h-herra.

Alanig a c’hoarzas da genta. Dizale, avat, e c’hoarzas glas. Kredi a rae d’ezañ en dije graet an noz-se eul lazadeg spontus. Met ar gouzoug kenta a fellas d’ezañ gwaska a reas d’ar gwad strinka eus e deod. Ne oa ket brao debri poentennou lemm. Hag an ivinou dir, hag ar begou hir a skoe, ha, dre ma skoent, kement yar, kement kilhog a hope hervez giz pep hini : a-berz Roudoudelc’h ! a-berz Bodenna ! a-berz Sant-Riwal ! a-berz Bodingar ! a-berz Lamm-ar-Maro !…

Alanig ne oa ket evit ober jeu ebet mui. Aes a-walc’h e vije bet d’ezañ dont a-benn eus eur yarig, eus eun hanter zousen pe eun dousen zoken, met en em zifenn ouz eun niver ken bras a yer houarnet a oa gwall start evitañ. Ar pep fura eta a oa mont kuit, hep gortoz. Siouaz d’ezañ ! Serret e oa an nor, ha prennet ouspenn. Dre eurvad, an alc’houez ne oa ket tennet kuit eus ar botailh. Alanig a reas eul lamm war-du an nor, a droas an alc’houez hag a sachas davetañ. An nor avat ne zigore ket, peogwir edo ar yer o lakaat skoilh d’ezi kement ha ma c’hellent.

Ar re na oant ket evit tostaat ouz an nor a gendalc’he da skei war gein Alanig ha da zisvlevi anezañ.

Alanig ne oa ket evit padout. Kounnaret e oa.

« A-berz ar Mogerou ! a-berz Kergudon ! a-berz Bod-Kador ! a-berz Ti-ar-Yun ! » a lavare ar yer dre ma skoent war gorf al louarn.

Alanig a reas eur frapadenn. An nor a zigoras, hag heñ er-maez. Met kerkent ha ma voe digoret e voe serret adarre an nor, hag etrezi hag ar post en em gavas stardet lost blevennek al louarn.

Alanig a ziskrape, a dabac’he, a c’harme. Al lost a oa paket ha paket-mat.

Neuze e voe klevet Kokoriko o hopal :

« Degasit d’in eur vouc’hal ! »

Eur c’hilhog a zegasas eur vouc’hal vras, breolimet an deiz a-raok, hag a roas anezi da Gokoriko. Kokoriko a grogas er fust gant e eskell, a hejas ar vouc’hal a-us d’e benn, a skoas gant e holl nerz hag a drouc’has lost al louarn.

Klevet e voe neuze er-maez eur glemmadenn spontus.

« A, mat! » a lavaras ar yer pa weljont ar gwad o strinka e pep tu hag al lost blevennek o koueza en diabarz, trouc’het-krenn.

Kokoriko a grogas el lost hag a stagas anezañ ouz ar voger, eeun dindan poltred Mai-Graag, e wreg muia-karet, bet lazet, evel ma ouzoc’h, gant al louarn milliget.

En enor d’an taol kaer-se, ar c’hilheien a grogas neuze da gana ar c’han broadel. Ar yer a voe lezet ganto an diskan.

Hag Alanig neuze, da belec’h e oa aet ? Aes eo gouzout ne oa ket chomet da drei ha da zistrei er parkeier tro-dro evel bugaligou oc’h ober skol louarn. Nann. War-eeun e oa aet da Sant-Riwal, betek koad ar C’hrannou d’en em guzat. Rak, kompren a rit, ne oa ket evit mont dirak e wreg na dirak e vugale er stad m’edo neuze, mac’hagnet ha dismegañset. Ne vije ket bet anavezet gant e gerent na gant e vignoned, pe, ma vije bet anavezet, e vije bet ivez, siouaz, goapaet en eun doare kriz ! Piou eta en dije bet truez outañ ? Soñjit, piou ? Eul louarn bet dilostet gant eur c’hilhog ! N’en doa mui nemet eun dra d’ober : beva atao e-unan, e-unan, tec’hout diouz daoulagad an holl. Dre gaer pe dre heg e vevo e-unan, rak o soñjal, e tegouezo d’ezañ beza gwelet gant unan bennak ez eo prest da rosta gant ar vez.

Degouezet e oa e koad ar C’hrannou. Teurel a reas sellou a zisfiziañs en-dro d’ezañ evit gwelout hag e oa eul loen bennak kuzet e-touez an drez, pe eul labous kludet war skourrou ar gwez dero. Ne oa loen ebet e-touez an drez. Ne oa labous ebet kludet war ar skourrou. Alanig a dennas e alan an herra ma c’hellas gant ar skuizder a sante hag ar glac’har en doa. Ne oa ket evit mont pelloc’h. Pa soñje en e lost trouc’het, e krede d’ezañ e oa trouc’het ivez e zivesker. Azeza a reas evit ober eun diskuiz. Allas ! allas ! ne oa mui evit azeza, ken kizidik all e oa bremañ e benn-adreñv !

Alanig, neuze, a ziskennas betek eur stivell evit gwelout e-barz an dour sklaer ar gaou a oa bet graet d’ezañ, ha gwelout a reas e oa eur gaou bras. Graet e oa anezañ eul louarn besk !

Edo o sellout ouz e benn-adreñv e melezour an dour, pa c’houitellas eur voualc’h en eur vodenn drez. Alanig a glevas goaperez he c’houitelladenn. « N’oun ket evit chom amañ », emezañ. Mont a reas larkoc’h er c’hoad. Pelloc’h e klevas eur gegin o ragachat. Dao ! gwelet e oa bet adarre ? Trei a reas a-gleiz, hag edo o heulia eur wenodenn pallennet gant geot munut ha bokedou-laez, pa welas dirazañ, troet gantañ e gein, eur c’honikl oc’h ober chiboud en eun doare ken brao !

Edo azezet war e lostig flour-flour, gwenn-gwenn, berr-berr, eul lostig a netra, ha koulskoude kalz brasoc’h eget e hini d’ezañ, paour kaez Alanig al louarn !

Alanig, gant aon da veza gwelet, a gemeras eur wenodenn all, war an tu dehou.

Soñjal a rae dre ma kerze : ret e vefe d’in kavout eur mignon bennak da gas d’am gwreg ar c’helou trist. Piou a gavin ? Eur paour kaez reuzeudik, a zo kouezet warnañ eur gwall zarvoud, a goll dre an hevelep taol e holl vignoned, ha va istor trist a lakaio levenez en o c’halon. Petra ober ?

Alanig a soñjas neuze en doa eun dra fur d’ober : mont war-eeun da gavout eur medisin bras hag a c’hellje parea an trouc’h ha lakaat d’ezañ marteze, — en amzer bremañ e reer kemend-all a draou burzudus ! — ya, lakaat d’ezañ eul lost faos.

Mont a reas er-maez eus koad ar C’hrannou, aon gantañ atao beza gwelet. Kent e valee war lez an hent evit tizout al labousedigou ha yer an tiegeziou. Bremañ, avat, e valee er foz gant aon da veza gwelet gant ar yer hag al labousedigou. Eul louarn trist e oa deut da veza. Ne ehane ket sellout en-dro d’ezañ, ha dreist-holl a-dreñv, ha da gement sell, e wele e oa eul louarn besk !

Buoc’henned a oa o peuri war an hent. Lammat a reas er park. Er park, eur gazeg hag eun ebeul a zaoulamme evit c’hoari, leuniet o c’hof pell ’oa. Dre eurvad e oa raden hir ha bodennou kelenn en daou du d’ar foz. Alanig a valeas goustadik diouz tu ar raden, rak aon bras en doa ouz deliou lemm ar c’helenn. Lakaat a reas e holl finesa da vale dre guz. Ar chas, avat, a sant c’houez, hag al loen paour a glevas : aou, aou ! war e lerc’h.

Neuze avat n’en doa mui na droug na mez, nag aon da veza gwelet. Ober a reas eul lamm eus ar foz, ha dao ! a-dreuz ar parkeier, ken buan hag an avel. Tremen a reas e-biou da Rumengol, e-biou d’an Ospital, e-biou da Zaoulaz, e-biou da Loperc’hed (rak gwelloc’h e kave chom hep treuzi ar bourc’hiou). Hag edo degouezet war zouarou Plougastell.

Aet e oa skuiz ha berralan, ha naon en doa ouspenn. Da belec’h mont ? Heulia a reas an aodou. War-dro serr-noz, an deiz war-lerc’h, e tegouezas e Langristin. Goullo e oa e gof, ha vad en dije graet d’ezañ kig yar pe gig all. Ne oa ket gwall figus d’ar mare.

En eul liorz, eur yar goz a nije da gluda en eur wezenn-avalou. Alanig a dostaas. Klask a reas komzou flour evit saludi anezi. Met kollet en doa e deod, da lavarout eo, en doa kollet ouspenn an hanter eus ar finesa en eur goll e lost. Ne gavas nemet eun « noz vat » berr da lavarout d’ar yar goz. Ar yar ne respontas ket eur salud ken difeson. Alanig a grogas neuze da drei ha da drei dindan ar wezenn evit lakaat ar yar goz da voredi ha da goueza etre e grabanou.

Ne oa ket darbet d’ar yar goz moredi na koueza, me hen lavar d’eoc’h, rak kerkent ha ma welas e oa besk al louarn, e tirollas da c’hoarzin ha da c’hoarzin, ma tihunas ganti ar yer hag ar chas.

Alanig a gavas gwelloc’h mont kuit hag ober kof goullo e-pad eun nozvez c’hoaz. Koulskoude, ne blije ket d’ezañ nemeur tremen eur seurt nozvez, rak eun nozvez gant kof goullo a zo skuizus ha yen. Mont a reas pelloc’h eta da c’hoari en-dro d’eur vereuri all ha da glask eur poñsin dianket bennak da chaokat.

Degouezout a reas gant eur bleiz, hag ar bleiz, eeun-hag-eeun, a oa kenderv kompez da Job, ha kar da Lom.

« Noz vat, aotrou », a lavaras dezañ Alanig, « en eur vont e-biou ».

« Noz vat, estrañjour », eme ar bleiz, « rak gwelout a ran n’oc’h ket eus ar vro ? »

« Gwir a lavarit, aotrou, n’anavezan ket ar vro. Ganet oun e Kemper, e palez ar roue, ha da Vrest emaoun o vont d’ar red, da glask eur medisin bras da zont war-dro Job ar bleiz ».

« War-dro va c’henderv neuze ? »

« A, Job a zo kenderv d’eoc’h ! »

« Ya vat ! »

« Mat, gouzout a rit eo bet, en deveziou-mañ, gwall vac’hagnet gant Alanig al louarn ? War e wele emañ abaoe. Ne ziskrog dioutañ an derzienn. War-dro 40 en deus atao. Medisined Kemper o deus kollet fiziañs. Setu emaoun o vont da Vrest da glask eur medisin all. Evit mont buanoc’h e soñjen mont dre an Treiz, hag em eus kollet va hent. Ken d’in beza aet gant an hent bras penn-da-benn betek Landerne ! »

« Paour kaez Job ! » a lavaras ar c’henderv.

Alanig a gendalc’has :

« Ha plijout a rafe d’eoc’h, aotrou, diskouez d’in an hent betek Plougastell ? »

« Ne ziskouezin ket d’eoc’h henoz an hent, ha ne dalvez ket d’eoc’h mont da Vrest a-raok warc’hoaz vintin. Pa viot degouezet e Brest e vo serret an holl diez. Chomit ganimp da dremen an noz, ha warc’hoaz ez in ganeoc’h da Vrest, ha goude da Gemper, rak n’oun ket bet o welout va c’henderv pell ’zo ».

« Feiz, memes tra », a lavaras Alanig.

An noz a oa sklaer. Al loar a bare en hent.

« It araozoun », eme Alanig, « rak n’ouzon ket an hent ».

N’eo ket abalamour na ouie ket an hent eo en doa c’hoant da chom war-lerc’h, nemet abalamour e oa trouc’het e lost, hag e vije gwelet an trouc’h dindan sklerijenn al loar.

Alanig a voe degemeret mat e ti ar bleiz. Lavaret e voe d’ezañ azeza e-tal an tan evit en em domma. Ne blije ket nemeur da Alanig mont d’en em domma ouz an oaled, rak gant gor an tan e teue ar gouli fresk da veza gwall gizidik, hag ouspenn, aon en doa da ziskouez e benn-adreñv mac’hagnet. Respont a reas eta ne oa ket skuiz, hag e kave gwelloc’h chom en e sav.

Chom en e sav evit debri ? An holl a chomas souezet.

Alanig en em lakaas evel eur paour kaez, en eur c’hornig teñval, hag e gein troet diouz ar sklerijenn. Souezus e oa gwelout pegen lent e oa deut da veza abaoe ma oa bet mac’hagnet.

Kenderv Job a selle outañ hep tenna diwarnañ e zaoulagad.

« Lavarit d’in, aotrou, daoust ha n’oc’h ket eul louarn, ha kar marteze da Alanig an treitour ? »

Alanig a respontas :

« Nann, nann, na gredit ket. N’oun ket louarn ha n’oun ket eus gouenn al lern, ha n’anavezan Alanig nemet dre an torfedou spontus en deus graet ».

« N’oc’h ket eul louarn? Souezus eo kenañ. Koulskoude, ho fri, ho tiouskouarn, a ziskouez oc’h eus gouenn Alanig, hag, hervez am eus lennet war ar c’hazetennou, Alanig al Louarn, touzet hag eouliet e gorf, a dle beza heñvel ouzoc’h. »

« Emañ graet ganin », a soñjas Alanig, « ma tegouez d’in beza anavezet ».

Hag ar vleizez, en eur lipat eun askourn oan, bet krignet dek gwech a-benn neuze, a selle gant daoulagad avius ouz korf Alanig, daoust d’ar paour kaez louarn beza aet kastiz dre an trubuilhou en doa gouzañvet e-pad an deveziou tremenet.

Neuze, Alanig a lavaras herr :

« N’oun ket eul louarn ! n’oun ket eul louarn ! Evit d’in beza heñvel ouz Alanig, n’oun ket kar d’ezañ : Alanig en deus eur mell lost blevennek ha me n’em eus lost ebet ».

Hag e tiskouezas e benn-adreñv, nemet ken buan ma ne c’hellas den gwelout ruzder an trouc’h.

Debri a reas eun tamm. Lavarout a ran eun tamm, rak kof moan a reas, hag ar soubenn a voe roet d’ezañ da dañva ne oa warni o neui takad druzoni ebet.

Setu eta, pa voe aet ar vistri da gousket, e lammas Alanig er-maez dre ar prenestr evit mont da glask eun dra bennak da leunia e gof.

En em gavout a reas en eur parkad sivi. Alanig a anaveze mat sivi Plougastell, ha meur a wech, a-raok ma voe graet anezañ eul louarn besk, en doa tañvaet anezo e Kastell-al-Laer. Daoust d’ezañ karout gwelloc’h ar c’hig fresk kutuilhet war ar c’hludou, ne rae ket beg figus war ar sivi ken saourus. Soñjal a rae : « Ma n’eus ket enno magadurez, karga a raint atao va c’hof, ha vad eta da heul, rak neus netra tristoc’h da c’houzañv eget eur c’hof goullo gant eur galon digor.

Alanig a lammas eta er c’henta parkad sivi a gavas. Siouaz d’ezañ ! A-boan en doa sunet unan pe ziou ma voe klevet en noz eun tenn o strakal, hag Alanig o yudal evel eul loen gloazet marvel.

Allas, allas ! Alanig, ’m’eus aon n’oc’h ket louarn ken ? Penaos ne ouiec’h ket e oa diwallet ar sivi er parkeier, ha ne vez ket lakaet an dourn war madou an nesa hep droug pe doan da gaout ? An hini a zo desket a gavo atao desk. Derc’hel a reot soñj eta eus an noz-mañ, ha meur a wech e lavarot e oa gwall leskidik an holen bet diskarget war ho penn-adreñv, aet, siouaz d’ezañ, kizidikoc’h adarre !

Ne gredas ket Alanig distrei da di kenderv Job. Da sutal ! Alanig a oa droug ennañ. Ar wall chañs a oa kroget da stourm outañ ha ne gare ket re en holl eur seurt planedenn griz. Redek a reas dre an hentou gwaskedet ; c’hoari a reas an dro d’ar c’hêriou, o klask an tu da c’hoari eun dro gamm, ha ne reas nemet eun dro wenn.

Pa darzas sklerijenn genta an deiz, Alanig en em gavas dre eurvad e-tal an Treiz. Krena a rae, skournet ma oa bet, nann gant yenijenn an noz, met gant an naon hag an disvoued.

Klask a reas an treizour. Hemañ, avat, a oa oc’h eva eur banne kafe tomm en ostaleri, e di karet. Alanig, gant an aon en doa da rei da c’houzout e oa degouezet al louarn besk er vro (rak anavezet e vije bet) a gavas gwelloc’h lammat dioustu er vag, azeza enni, ha gortoz.

A-benn eun ugent munud bennak, e tegouezas an treizour.

« A, a ! » emezañ, « eul louarn em bag, o c’hortoz ac’hanoun ! Daoust ha n’eo ket Alanig an hini eo ? He ! diskouez da benn-adreñv ’ta, ma welin an dismegañs a zo bet graet dit ».

« Dao ! » eme Alanig, « anavezet oun ! »

Hag e lavaras d’an treizour :

« Gwir a lavarit, aotrou, me eo Alanig al louarn, ar paour kaez louarn besk, reuzeudik ha glac’haret, dilezet gant e vignoned, argaset gant an holl. Ne dalvezas ket din touza va bleo, eoulia va c’hroc’hen : me eo al louarn besk. Me a oa fin gwechall ; va finesa, avat, a zo nijet kuit : me eo al louarn besk. Me a zo bet enoret e palez ar roue Nobl, ha, siouaz d’in, ne vin ket enoret ken : me eo al louarn besk. Me am eus c’hoariet meur a dro gamm da Job, da Lom ha da Lip-e-Bao. Allas, allas ! echu eo ar c’hoariadeg : me eo al louarn besk. Gwechall e lakaen ar yer da voredi ha da goueza eus o c’hludou ; ar yer, avat, ne voredint mui o welout ac’hanoun ; ober goap ouzin, ne lavaran ket : me eo al louarn besk. Me a zo tonket d’in hiviziken beza disprizet gant an holl, beza argaset, ha mervel gant an naon en eur foz bennak war lez an hent, rak ne c’hellin mui touella na yar, na kilhog, na moualc’h, na konikl… Allas, allas, allas! gwir a lavarit, aotrou : me eo al louarn besk ! »

Hag Alanig a zirollas da c’hoarzin. An treizour a soñjas :

« Al louarn souezus-mañ a ra goap ouzin. Sur a-walc’h n’eo ket Alanig an hini eo. »

Hag, en eur c’hoarzin d’e dro, e tiskoulmas korden ar vag, hag edo o vont da lammat e-barz. Alanig, avat, en doa kemeret eur roeñv, ha, gant eur vountadenn ouz ar c’hal, e roas tiz d’ar vag hag he c’hasas eun dek metr bennak pelloc’h.

An treizour a voe darbet d’ezañ koueza er stêr.

« Al louarn milliget ! » emezañ.

« Pa lavaran d’eoc’h oun al louarn besk ! » eme Alanig, hep teurel kont en e sotoniou.

Ar mor a ziskenne, hag ar stêr Elorn, da vare an dichal, a vez tiz bras ganti. Alanig a roeñvas, a roeñvas. Re zisvouedet edo, avat, ha n'en doa mui nerz a-walc’h da vlenia e vag. Dilezel a reas eta ar roeñvou. Lakaat a reas d’ar ouel, ha dao ! war-du Brest da heul nerz an dour. Kalz aesoc’h e oa d’ezañ.

Ne gredas ket mont da zouara e Brest, rak ne anaveze ket ar porz-mor. Heñcha a reas eta e vag war-du aod Sant-Mark, hag eno, hep beza gwelet gant lagad ebet, e touaras al louarn besk.

Alanig a gerzas war-du Brest, ar gêr vras. Mall a oa gantañ degouezout, rak skuiz e oa, ha naon bras en doa.

« E Brest », emezañ dezañ e-unan, « e kavin an tu, mod pe vod, da c’hounit va boued braoik-tre, e-pad eun abadenn, ha diwar goust ar re all zoken ».

Ne ouie ket, avat, penaos mont e kêr. Re a loened a wele er straedou. Penaos ober ? Gortoz an noz ? Ya, furoc’h e oa d’ezañ marteze. Mont a reas eta e tu ar mor, e-lec’h e vije bet e-unan. Gourveza a reas war an traez.

Alanig a selaoue tonnouigou ar mor o vouskana en e gichen. Soñjal a reas en e wreg hag en e vugale, o ouela du-se e Kastell-al-Laer, o klask gouzout petra oa deut da veza mestr an ti. Hirvoudi a reas dreist-holl war o flanedenn griz.

Deut e oa an noz. Alanig en doa graet eur c’housk. Sevel a reas. Diskuiz e oa marteze, met naon du en doa ivez. C’houez ar pesked fritet en tiez tosta a zeue gant flourder da hilliga d’ezañ e fronellou. Met, peogwir ne gargo c’houez vat ar rost ar c’hof morse, Alanig a yeas pelloc’h. Rak ne blije ket d’ezañ mervel gant eur c’horfad a spi.

Gwelout a reas war ar c’hae eun niver spontus a varikennadou gwin nevez degaset eus bro Spagn.

« Ar gwin », a soñjas Alanig, « a zo eun evadur nerzus, ha, panevet ar gwin, n’o dije ket ar soudarded gounezet ar brezel diweza ».

Teurel a reas eur sell en-dro d’ezañ. N’oa arz ebet oc’h ober e valtouter tro-war-dro. An ostaleriou, avat, a oa enno dokerien, pesketaerien gregin ha martoloded all oc’h ober cholori. Alanig a oa e-unan war ar c’hal.

« Mat », emezañ.

Klask a reas eur maen. Laoskaat a reas a daoliouigou sioul stouvell eur varikennad gwin ruz, ha, dre doull ar stouvell, ar gwin Spagn, houpik, houpik, a savas betek gourlañchenn Alanig.

Al louarn a evas eur c’horfad, ha zoken eur c’horfad re vras. A-benn eun abadenn e reas eur mell hik, ma voe darbet d’ezañ beza klevet diouz an ostaleriou. A-walc’h a win Spagn en doa evet. Ar blouzenn, dre doull ar stouvell, a gouezas er gwin. Alanig, aet dinerz e zivesker, hag e benn o voudinella, a gouezas war linenn e gein etre diou varikenn. Chom a reas eno, hep fiñval, da gousket betek antronoz vintin.

Nann, ne oa mui al louarn kaer, al louarn fin a oa bet. Koll a reas e finesa en deiz ma voe graet anezañ eul louarn besk. Diheñchet en em gave, ha, kaer en doa klask, ne gave ket e pe du mont da veva, na peseurt buhez beva. Ne oa mui eus gouenn ebet.

Antronoz vintin, e oa Alanig o pourmen war ar c’hae, pounner e benn ha skañv e gof. Kavout a reas eur gerc’heiz, o pourmen ivez, he fenn en avel.

« Salud d’eoc’h, itron gaer », eme Alanig.

« Salud, aotrou ».

« Ne labourit ket hizio, itron ? »

« Aotrou, n’oun ket boazet da labourat, ha biken ne labourin ».

« A ! eun dra gaer eo beva hep labourat, ha kalz a garfe beva eur vuhez ken aes. C’houi a zo pinvidik moarvat, ha marteze hoc’h eus en ho ti kalz mitizien hag eun niver bras a vevelien ? »

« Ne vagan na matez na mevel, ha n’em eus evit ti nemet eur gwasked bennak da dremen an noz ».

« Ha penaos e vevit neuze ? »

« O, ne vevan ket evel eur rouanez, pell ac’hano. Pa zeu naon d’in, ez an da azeza war ribl an dour, hag e c’hortozan. Ar pesked a dosta en eur c’hoari. Pa vezont tost a-walc’h, ec’h astennan va gouzoug hir ha va beg hiroc’h c’hoaz, ha gwaz a se evit ar pesk dievez ! Eul lonkadenn, hag echu tout ! »

« Ha ne labourit ket ? »

« Perak labourat, p’em eus da zebri kement ha ma karan diouz va c’hoant ? »

« Mat, kenavo neuze ! »

« Perak kenavo ken buan ? C’hoant hoc’h eus da lavarout d’in eun dra bennak c’hoaz, ha ne gredit ket digeri frank ho kalon ».

« Gwir a lavarit, itron gerc’heiz, eun dra bennak em boa da lavarout d’eoc’h. Klevit va istor ha va flanedenn griz. Me a zo eul louarn, daoust d’in beza dilost. Va lost ? Chomet eo du-se war dachenn an emgann, etre krabanou an Ankou, ha darbet eo bet d’in chom em pez, penn-kil-ha-troad. Bremañ eta en em gavan en eur stad trist ha souezus. Eur c’hemm bras a zo c’hoarvezet em buhez gant ar gwalleur-se. Ne c’hellan mui gounit va boued evel ma raen a-raok, ha diwar o c’hlud, ar yer hag ar poñsined a ziroll da c’hoarzin kerkent ha ma welont ac’hanoun. Hogen, em yaouankiz, n’em eus desket micher ebet, ha, koulskoude, ret-mat eo din bremañ labourat. Penaos ober ? Kredi a rae din da genta ho pije bet marteze labour evidoun. Met peogwir ez evit diwar goust ar chañs, eveldoun-me gwechall, e klaskin adarre beva evel ma raen a-raok ».

« Aotrou louarn, mar demaoc’h o klask labour, aes a-walc’h eo d’in rei d’eoc’h da c’houzout pelec’h e kavot implij d’ho nerz ».

« Pelec’h eta, itron ? »

« En eun ti-moulerez ».

« Ya, met n’ouzon micher ebet ».

« Ba, ba ! n’ouzoc’h micher ebet ! Sur e ouzoc’h eur vicher bennak ! En ti-moulerez a anavezan emeur o vrasaat an ti evit m’o devo lojeiz ar mekanikou nevez. Lakaet e viot d’ober pri d’ar mañsoner, pe bignat mein glas d’an toer, pe, er moulerez, da soursial war-dro ar mekanikou, da larda ar rodou … ha me ’oar-me ! »

« Ya, ya, barrek oun war ar micheriou-se. Mont a ran dioustu da welout. Kenavo, ha trugarez ».

« Kenavo, ha chañs vat ».

Ar gerc’heiz a oa deut naon dezi : mont a reas da besketa.

Alanig en doa naon abaoe pell-bras : mont a reas da glask labour.

Degemeret e voe er moulerez da skuba al leur-di ha da gempenn ar mekanikou.

Ar yaou e oa, ha war-dro div eur diouz an abardaez, ar mekanikou a dregerne hag a grene ganto an ti hag an diazezou betek an doenn. Alanig a wele ar mekanikou-se evit ar wech kenta, ha souezet e chome o welout penaos ez ae ar paper gwenn etre ar rodou hag e teue er-maez dre ar penn all, pleget ha moulet, ha graet anezañ eur gazetenn. Gwall nec’het e chomas avat, pa welas al labourerien o kemer eur gelaouenn, o tigeri anezi, hag o klevout unan anezo o lavarout kreñv :

« Selaouit holl, ma klevot eur pennad eus troiou kamm Alanig al louarn, Alanig al louarn besk… »

Hag e komzent etrezo.

« Pelec’h emañ bremañ Alanig ? »

« Feiz, n’ouzer ket ».

« O, kavet e vezo, rak eul louarn besk a vez gwelet a-bell… »

Alanig, pa glevas kemend-all, a danfoeltras e skubelenn n’ouzon ket e pelec’h, a lammas er porz hag ac’hano er straed. Buan e tegouezas er straed Siam, ha war-eeun d’an traoñ war-du ar pont bras, en eur redadenn, an arzed, ar bleizi, ha kalz loened gouez all war e lerc’h.

« Al louarn besk, al louarn besk ! Stankit an hent d’ezañ ma vo paket ! »

Alanig, avat, ne chome ket da selaou. Redek a rae kement ha ma c’helle, skañv evel an avel. E penn ar straed Siam, pevar femoc’h-gouez a oa kroget da zigeri ar pont. Allas ! pa zegouezas, petra ober, pelec’h mont ? Ma c’hellfe tec’hout betek en tu all d’ar Benfel ! Ha dao, war ar pont bras ! E-kreiz edo digor-frank. Ne c’hellas ket Alanig ober eul lamm pell a-walc’h evit tizout an hanter all eus ar pont. Koueza er mor a dregont metr a uhelder ne lavaran ket. Ober a reas eur plouf spontus en dour, ma lavaras al loened all a rede war e lerc’h :

« War e gof eo kouezet. Sur eo krevet ».

Distrei a rejont d’o zi. Ne oant mui gwall nec’het gant Alanig al louarn besk. Eo, paotred ar c’hazetennou a redas d’o bureviou, a gemeras o fluenn, hag a skrivas war baper eur pennad all eus buhez Alanig, ar pennad diweza, e grede d’ezo.

Ne oa ket ar pennad diweza eus buhez Alanig. Nann, nann, arabat kredi. Eul louarn da laza a zo ken start ha kaz. Goulennit digant ar chas hag e vezo lavaret d’eoc’h.

Droug kof en doa bet Alanig en eur goueza, met ne oa ket lazet. Neui a reas dre zindan an dour e-pad eur pennad mat. N’ouzon ket ha gouzout a ra al lern neui pell amzer dindan an dour. N’eus forz, rak lavaret em eus : Alanig n’eo ket eul louarn evel ar re all.

Pelec’h en doa douaret ? Den ne ouie. Kredi a rae d’an holl e oa bet beuzet evit mat.

Pa glevas ar c’helou, ar roue Nobl a zeuas da veza trist. Gervel a reas loened jentil e balez :

« Prinsed ha baroned », emezañ, « gwall gelou a zo deut, ar beure-mañ, eus Brest. Alanig al louarn en deus kavet e varo hag eur maro trist : kouezet diwar ar pont bras, ha beuzet er Benfel ! A, trist oun hizio ha glac’haret-kenañ. Kollet em eus an aotrou desketa, an hini fura, gouizieka, speredeka a oa em rouantelez. Ouspenn eur wech en deus saveteet ac’hanoun. O selaou anezañ ne gavis morse da glemm. O selaou e enebourien em eus bet atao reuz ha dispac’h war-lerc’h o aliou. Alanig a oa va gwella mignon, va mignon gwir, gwelout a ran bremañ. A, ken d’in beza selaouet anezañ atao ! E aliou a oa fur, e furnez a oa bras ! Allas, allas, allas ! »

Ar brinsed hag ar varoned a selaoue o roue, hep ranna etrezo an distera komz. Nobl a gendalc’has :

« A ! keuz am eus, ha keuz bras. Piou a vezo va c’huzulier hiviziken ? Piou a soursio ouz traou ar rouantelez ? Koll am eus bet. Digoll n’em bo ket. Priñsed ha baroned, selaouit mat ac’hanoun : biken n’ho kredin mui, hag an hini a gredo rei d’in eun ali bennak hep va aotre a vezo trouc’het e deod d’ezañ war an taol. Ha bremañ it diwar va zro, ha lezit ac’hanoun va-unan ».

Ar c’hazetennou o doa embannet maro Alanig o doa embannet eur c’helou faos. Al louarn besk en doa douaret e-tal kastell Brest, hag ac’hano, dre hent treuz ha dre hent doun, en doa gounezet bro Leon.

Ne vevas ket eno e peoc’h gant e gof ha gant e goustiañs. Rak kaout keuz ne roe ket d’ezañ kof reut, ha ret-mat e oa debri diou wech bemdez. Ha petra debri evit beva ? Eno edo an dalc’h. Ne oa ket Alanig evit beva gant e vicher abaoe ma oa bet trouc’het e lost, ha ne oa ket kennebeut evit en em ziskouez dirak e vignoned na dirak e enebourien gant ar vez en doa.

Penaos e vevas ar pennad-se eus e vuhez ? Den n’en deus gouezet morse, ha biken den ne c’helle gouzout. Hir e kavas an amzer, pa ranke beva atao e-unan, e-unan, ha pa ne gave netra evit en em zidui.

Eun deiz, pa gavas d’ezañ e oa ankounac’haet e droiou kamm gant an holl, e tistroas da vro e gavell, da veva eur vuhez reiz war dosenn Sant-Mikael binniget, pell diouz e vignoned, pell diouz e enebourien, ha dianav d’an holl.

Siouaz d’ezañ ! Pa zegouezas dirak tosenn Sant-Mikael, e welas eun dra drist : Kastell-al-Laer, ken kaer war beg ar menez, a oa bet diskaret, dismantret betek an diazezou ! E wreg hag e vugale a oa bet lazet emichañs, rak ne gavas liou anezo e nep lec’h. Neuze e kollas kalon evit mat. Kavout a reas d’ezañ ne chome tamm nerz ebet mui en e zivesker. Azeza a reas war unan eus mein an dismantrou, hag e krogas da yudal, da yudal evel eur bleiz, war e blanedenn griz, war hini e wreg hag e vugale.

Ya, kollet en doa kalon evit mat, ha, daoust d’ezañ beza war yun abaoe eun nebeut deveziou, n’en doa mui ezomm eus netra, nag eus kig polezi, nag eus kig poñsined, ha pa vije bet fritet d’ezañ.

Eiz devez hag eiz nozvez e chomas war beg ar menez da hirvoudi ha da ouela, betek ma n’en doa mui nerz a-walc’h evit klemm, betek ma ne chome mui daerou en e zaoulagad paour, betek ma oa deut da veza treut, treut evel eur relegenn ha brondu e benn gant an dienez. D’an eizvet devez, d’an eur ma edo an heol o vont da guzat, e krogas krenijenn an derzienn da heja d’ezañ e gorf. Ne rede mui en e wazied nemet eur gwad paour ha dinerz. Ar maro a oa tost.

Eeun-hag-eeun, pa voe aet an heol a-ziwar weled, e rentas Alanig e vuhez war beg ar menez, dirak an holl gêriou hag ar parkeier en doa graet enno meur a dorfed ha meur a dro gamm a-hed e vuhez eürus.

Kerkent ha ma voe marvet Alanig, e voe klevet ar Youdig, e-lec’h ma vez stlapet ar chas milliget, oc’h ober eun trouz spontus, evel ma vije bet an holl chas-se o razailhat hag o c’harmi hag o c’houlenn al louarn reuzeudik.

Ne voe ket stlapet al louarn er Youdig euzus. Nann. E gorf a chomas e-pad hir amzer war beg ar menez, gwalc’het gant ar glao ha krazet gant an heol.

Eun abardaez-noz, eur vran a zegouezas d’ezi tremen e-biou d’an dosenn. Gwelout a reas Alanig maro, hag e relegou paour astennet e-touez ar brug. Mont a reas dioustu da gas ar c'helou dre ar vro.

Penaos ? Alanig a oa marvet war gorre menez Sant-Mikael, pa grede d’an holl e oa bet beuzet er Benfel ? Penaos en doa gallet en em denna diwar an drouklamm ha mont betek menez Arre hep beza gwelet ? Arabat beza souezet re en holl : eul louarn en deus betek mervel meur a dro gamm en e sac’h, hag e tispak anezo pa soñjomp an nebeuta.

Eur barz a savas eur werz en enor da Alanig, ha nebeut goude e veze kanet ar werz-se d’al leuriou nevez, d’ar peurzournou, d’ar foariou ha d’an ambleudadegou ed-du. Klevet em eus kana anezi meur a wech e Landi, e Plougastell, e Kastell-Paol, e Brasparz hag e lec’h all. Bep taol em eus kavet anezi brao-kenañ, ha bep taol ouz he c’hlevout eo deut an dour em daoulagad.



Setu echu, fall ha mat, troiou kamm Alanig al Louarn. Mar o deus plijet d’eoc’h, gwell a se. Poaniet em eus da zisplega anezo ar gwella ma ’m eus gallet. Dalc’hit soñj eus ar blijadur hoc’h eus bet ouz o lenn e-pad an nozveziou goañv, azezet e-tal an tan, hag ankounac’hait ar pennadou goular hag eun tammig digempenn hoc’h eus kavet, bep ar mare.

Evidoc’h eo bet skrivet troiou kamm Alanig, hag ar blijadur hon eus graet d’eoc’h a vezo evidomp ar brasa diboan.



ALI A BOUEZ

Lavaret hor boa e vije niverenn ebrel 1937 niverenn diweza « Kannadig Gwalarn ». Gant na chom, avat, nemet eun nebeudig koumananterien, eun ugent bennak (ar re all o veza dilezet ac’hanomp pe o veza koumanantet da « Walarn »), echui a reomp « Kannadig Gwalarn » gant an niverenn-mañ.

Koumananterien « Kannadig Gwalarn » a vo kaset d’ezo diou eus niverennou « Gwalarn » ar bloaz a zeu, dibabet e-mesk ar re aesa da lenn. Ma kavont gwelloc’h, e c’hellont kaout en-dro o arc’hant evit an niverennou n’o devo ket.

Eur c’halvadenn start a reomp da goumananterien « Walarn » da adkoumananti ar buana ar gwella. Kaletoc’h-kaleta e teu ar stourm, gant ar priziou o kreski a bep tu. Ret soñjal n’eus ket betek-hen, gant ar c’houmanantou hepken, peadra da voula c’houec’h niverenn, ha war wasaat e c’hellfe mont an traou c’hoaz.

Eur ranngalon eo bet d’imp rankout chom hep embann en niverenn-mañ ar skeudennou hollgaer treset gant P. Peron. Pa vo advoulet « Alanig », da lavarout eo, pa ouezo ar Vrezoned lenn o yez gwelloc’h eget hizio, e c’hellint beza embannet, moarvat.

En niverenn a zeu e voulimp kalz a bennadou chomet war-lerc’h en dro-mañ. Eun nebeut keleier hepken a roomp amañ, berr-ha-berr :

Adembannet e vo dizale AR FALZ, ha n’eo ket maro, evel ma lavar tud ’zo.

Eul levr talvoudus-dreist a zo bet embannet gant an Ao. F. Vallée : « Mots français et Bretons classés d’après le Sens ». Priz : 12 lur (a gredomp). Skriva d’an Ao. F. Vallée, 37, rue St Benoit, Sant-Brieg.

Deiziaduriou Brezonek evit 1937, treset gant X. de Langlais, a vo embannet gant « Union des Œuvres Bretonnes », Pleiber-Krist. Priz : 20 real ar 5 ; 10 lur an 12 ; 16 lur an 20 ; 75 lur ar 100. Skriva da : Mme J. Caouissin, Pleyber-Christ (C.C. 22.092 Rennes).

Trugarez d’ar re o deus kaset d’imp profou evit kef « Brezoneg ar Vugale ». 500 eus niverennou ar miz-mañ a zo bet moulet gant an arc’hant-se ha kaset da renerien « Brezoneg er Skoliou ».

Moulerez 17, ru d’Algesiras, Brest

Ar Merour : Y. Drezen


GWALARN


Kelaouenn viziek


Rener : Roparz Hemon


Priz : 30 lur ar bloaz (broiou estren : 35 lur)


Chomlec’h :


Boîte Postale 75, BREST


(C. C. 96-38, Rennes)


Kas pep chekenn ha pep lizer-arc'hant
pep lizer ha pep pakad erbedet da


All cheques and money-orders
all registered letters and parcels should be addressed to


Yves Le Drézen
Boite Postale 75
Brest



Priz : 2 skoed