Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/50

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




PENNAD X


Ar roue Nobl, pa welas Alanig o tont d’an emgann, touzet e gein hag e gof, hag eouliet penn-kil-ha-troad, a zirollas da c’hoarzin e-leiz e vouzellou, ken na zeuas da veza berralan.

« A, Alanig », emezañ, « louarn eo hoc’h ano, nemet louarn diou wech oc’h. Atao e kavit an tu da veza finoc’h eget ar re all ».

Alanig a stouas e c’hlin dirak ar roue, ha dirak ar rouanez, ha goude ez eas d’an dachenn en eur ober lammouigou laouen.

Job a oa deut a-raok gant e vignoned, hag a c’hortoze anezañ.

« Salud d’eoc’h, aotrou Job ! » a lavaras Alanig.

« Salud, amprevan ! » eme Job.

« Eun doare divalo hoc’h eus da saludi ! »

« Hervez e zoare e saludan pep hini, ha n’eo ket dereat komz brao ouz laer pe vuntrer ».

Urkun an houc’h-gouez a zeuas war an dachenn gant daou archer :

« Plas, plas d’ar c’hourenerien », emezañ. « Alo ! kilit, kilit c’hoaz, pelloc’h, grit eur c’helc’h bras en-dro d’ezo ».

Ne chomas e-kreiz an dachenn nemet Job hag Alanig.

« Alanig », a hopas Lamm-da-Laez, « na zizoñjit ket va gourc’hemennou ».

« Nann, nann, moereb. Mil bennoz d’eoc’h ».

− 48 −