Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag Alanig da Job :

« Bleiz koz, bremaik e teuio tomm d’eoc’h ». Sellout a rejont an eil ouz egile, kasoni ruz e-leiz o daoulagad.

Urkun a hopas :

« Unan !… daou !… tri ! »

Hag an emgann a grogas.

Job a oa gwall gounnaret. C’hoant en doa d’ober e stal d’al louarn buanoc’h eget na c’hellan lavarout d’eoc’h. Lammat a reas a-gleiz, a-zehou, e c’henou digor hag e skilfou diskrognet. Alanig, skañvoc’h eget e enebour, a gile hag a lamme d’an tu dehou pa lamme Job dan tu kleiz. N’en doa ket ankounac’haet gourc’hemennou e voereb. Glebia a reas e lost ; hen rodella a reas goude e-touez ar boultrenn hag an traez munut, ha, pa astennas ar bleiz e c’henou, e tanfoeltras d’ezañ eur mell taol war e zaoulagad ha war e ziouskouarn, peadra da zalla ha da vouzara anezañ e-pad e vuhez. Job a glaske diboultrenna e zaoulagad. Alanig en em lakaas etrezañ hag an avel, ha gant e lost ha gant e dreid, e c’holoas e benn a loustoni. Ar bleiz ne oa mui evit ober jeu ebet gant e zaoulagad poultrennet, ha muioc’h-mui e frote anezo, muioc’h-mui e kreske e boan. Ha labour bras en doa d’ober, rak an taoliou lost poultrennek a goueze war e benn, ken stank hag ar grizilh. Ne ouie mui penaos en em lakaat na pelec’h trei. Lammat a rae du-mañ, du-hont, gant e grabanou digor o klask kaout peg e korf Alanig.

Al louarn, heñ, a c’hoarie an dro da Job. Pa welas edo dallet evit eur pennad mat, en em lakaat a reas