« Re wir, va eontr. Met, ne dalvez ket mont d’ar red ; gwelloc’h eo mont abred ».
Hag int o-daou d'ar palez.
Alanig a oa degouezet e-kreiz sal vras ar palez. A-raok m’en doa digoret an nor e oa sounn e benn ha lorc’hus e galon. Goude, avat, pa welas an aotrounez bodet en-dro d’an tron, enebourien ar peurvuia anezo (rak e vignoned o doa dizoñjet dont), Alanig a grogas da grena ha da c’hlaza.
« Kalon, kalon, va niz », eme Flaer, « pe emañ graet ganeoc’h. »
« Gwir », eme Alanig, « kelenn mat a rit ac’hanoun. Me a dalvezo d’eoc’h ho furnez hag hoc’h aliou ma teuan a-benn d’en em denna ac’han, eur wech c’hoaz. Mil bennoz d’eoc’h ! »
Alanig al louarn a daolas eur sell en-dro d’ezañ. Gwelout a reas e-touez ar varoned hag an duged eun niver bras a gerent, met nebeut a vignoned leal. Evit ma vo ar wirionez ganimp penn-da-benn, anzavomp dioustu en doa al louarn graet da gement hini anezo ar brasa droug m’en doa gallet ober.
Alanig a benndaoulinas dirak ar roue azezet war e dron, hag a lavaras d’ezañ gant kalz a flourder :
« Doue ho tiwallo atao, roue meur, c’houi hag ar rouanez, hoc’h itron. Ra blijo gantañ derc’hel ac’hanoc’h e-pad pell amzer c’hoaz e penn ar rouantelez, evit ma vevo ho sujidi e peoc’h. C’houi a gar ar wirio-