Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

droug, daoust d’an droug beza disterik-tre. A, me ’lavar d’eoc’h, va niz : eun den galloudek a c’hell beza laer bras, ha dirak an holl ; padal eul louarn hep difenn nen deus ket aotre zoken da veza eul laer bihan. Panevet va finesa, mil bell ’zo e vijen bet krouget !… A, va eontr, an dud e dlefe soursial outo, ha netra ken. Ne gav ket d’eoc’h en deus pep hini ac’hanomp peadra dober a-raok mont da lakaat e fri en aferiou ar re all ? Met douget omp d’ar fallentez muioc’h eget d’ar mad, evel an den a gav gwelloc’h diskenn d’an draonienn eget pignat d’ar menez, e risklomp war hent ar gaou, an trubarderez, al laeroñsi, al lazerez ha kement fallagriez, e-lec’h poania da bignat dre wenodennou striz ar vertuziou.

« Kredi a ran », va niz, « a lavaras Flaer, « emaoc’h o kofes pec’hedou ar re all, ha nann ho pec’hedou d’eoc’h hoc’h-unan ».

Alanig a oa o vont da respont e eontr, pa darzas palez ar roue dirazo.

« Emaomp degouezet », emezo.

« Kemerit kalon, va niz », eme Flaer ; « ouspenn enebourien hoc’h eus e palez ar roue. Niverus eo ho mignoned ; galloudek int… »

« Ya, ya, gouzout a ran, va eontr, eun niver bras a vignoned am eus e palez ar roue. Met en o zouez, ma vez klasket mat, pet mignon gwirion a vezo kavet ? An holl a oar eo kounnaret ouzin ar roue Nobl, hag a-barz pell amañ, marteze, e vo devet va c’hastell ha laeret va holl zanvez diwarnoun. Hogen, desket em eus p’edon er skol : keit ha m’az po madou da rei, kalz a vignoned a gavi ; kouez da-unan er baourentez, hag o c’havi holl didruez ».

« Gwir eo, va niz ».