Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/35

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

va c’hastell evit mont da ober eur weladenn d’e gerent o chom e bourc’h Bonneur. Ober a ris anaoudegez gantañ, ha deut e oamp da veza daou vignon bras ».

« Kompren a ran, va niz : daou vignon ken bras ma teuas c’hoant d’eoc’h debri anezañ ! »

« Ya, siouaz, debret em eus anezañ, hag abeg oun ivez ma ’z eo bet lazet Tourter. Mat, selaouit mat, va eontr, daoust ha n’eus nemedoun a zo de veza tamallet ? Lammig ha Tourter a zo marvet dre o fazi : Lammig a oa skañv e benn, ha Tourter a oa eun den gros, hep eur gwennegad spered e bouedenn e empenn. N’eo ket ganin-me e vije c’hoarvezet an dra-se ».

« Met, va niz, eur mignon hoc’h eus lazet !… »

« Ya, ya, gouzout a ran. Met Alanig al louarn n’en deus ket bevet betek-hen ar vuhez a skouer vat, ha d’ezañ eo ar gwasa, rak an hini a vev er peched, ne vev ket eürus war an douar, kredit ac’hanoun, va eontr. Skuiz oun avat o klevout komz eus Lammig ha Tourter. Lakaomp ar gaoz war draou all. Ar roue e-unan en deus lazet muioc’h eget n’em eus graet, ha laeret muioc’h eget na rin. Den ne gred tamall anezañ na lavarout d’ezañ : « Roue, n’hoc’h eus ket graet mat ». An holl a gren dirazañ hag a lavar : « Roue, c’houi a zo galloudek, c’houi a zo glorius, c’houi a zo gouiziek, c’houi a zo desket ». Pep hini, el lez, a gemer skouer diwar ar roue. Job a lak e grabanou war madou an nesa. Lom a laz du-mañ, du-hont, hervez e faltazi, ha ne vez lavaret netra d’ezo. Enoret int, beva a reont e peoc’h, hag ar roue a gar anezo. Met p’en deus graet Alanig an distera droug, displua eur yarig pe diskroc’hena eur c’honikl, o, neuze, ar vad am eus graet ne gont ket ken ! Ne weler nemet an

− 33 −