ALANIG AL LOUARN
Bleuniet e oa bet ar palez ar c’haera ma c’helle beza. Eus pep korn ar vro, eus Montroulez, eus Brest hag eus Kemperle, e teredas an dudjentil d’ar goueliou lidet e Kemper en enor d’an arz ha d’ar bleiz. Kannaded a yeas da bedi an noblañsou a oa o chom en o c’hestell e-kreiz an douarou pe e-tal ar mor. Kerkent ha ma voent pedet, an dud a en em lakaas en hent : mont a rejont war-du Kemper daou-ha-daou, ha mall a oa ganto degouezout.
Alanig, heñ, a chomas er gêr. Ne blije ket d’ezañ nemeur mont da renta kont d’ar roue eus e dorfed nevez, ha soñjal a rae e vije bet lakaet marteze er stad vantrus m’en doa lakaet heñ e-unan ar paour kaez Lammig, bet touellet ha lazet en eun doare ken difeson. Nann, an taol-mañ, ar roue n’en dije ket bet truez. Furoc’h eta e oa chom da glevout an avel o c’houitellat war beg an duchenn pe er c’heun, en-dro d’ar Youdig, eget mont da selaou er palez ar vombard hag ar biniou.
E palez ar roue e oa gouel kaer, ha biskoaz n’en deus gwelet Kemper goueliou ken brao all abaoe. Goueliou rouanezed bro Gerne, a vez eno bep bloaz, n’int netra e-keñver ar goueliou bras a voe gwelet en deiz-se e palez ar roue, en enor da Job ha da Lom. An holl loened o doa gwisket o c’haera dilhad seiz, gwriet gant neud arc’hant ha neud aour, ha goloet a berlez talvoudus. Meur a hini en doa lakaet war gein e holl zanvez betek an diweza diner. An dimezelled o doa trouc’het o bleo ha gwisket botou satin gwenn gant seuliou uhel. Ne ouient mui penaos en em lakaat na peseurt geizou ober gant ar joa o doa.
Sonerien vrudet Kêr-Ahez a c’houezas en o biniou hag a zistagas an dibab eus o soniou. Lip-e-Bao ar c’haz a zigoras an dañs gant Gwennig an erminig. Lom a azezas war eur skaoñ evit sellout ouz ar gorollerien. Rei a rae tro d’e gorf gant ar c’hoant mont d’ober eun abadenn, met furoc’h e oa d’ezañ chom azezet, rak gant an dud o trei hag o tistrei, e vije bet kignet e gein e-lec’h ma oa bet diskroc’henet evit ober eur sac’h ler da Alanig. Job a zañse gwasoc’h eget eun diaoul, hag a lipe ar gavotenn hag ar jabadao bravoc’h eget paotred Bañleg.
Goude ar c’horoll e voe kan ha gourenou.
Frimist ar gaerell a ganas war eun ton anavezet eur werz trist-meurbet savet ganti, a-hed an hent, en eur zont da Gemper.
Setu amañ ar werz kaer-se, bet kavet, n’eus ket gwall bell, e Kemper-Kaourintin e-touez paperou koz :
Tostait, koz ha yaouank, tostait holl da glevet,
Da glevet eur werz trist a zo nevez savet.
Digorit, me ho ped, paotred, ho tiouskouarn,
Ma klevot torfed bras Alanig al louarn.
Va dourn ’gren o skriva an torfed milliget,
Va mouez ’gren o kana ar werz am eus savet.
Anken ’zo em c’halon, anken ha glac’har bras,
Pa soñjan en torfed ’zo c’hoarvezet, siouaz !
’Zo c’hoarvezet du-se, bremañ ’z eus daou zevez,
E-barz Kastell al Laer, e-tal ar Yeun-Elez.
Alan en doa pedet Lammig, e vignon kaez,
Da vont da frikota d’e di, eur mintinvez.
« Lammig », emezañ, flour, « deuit ganin, va mignon :
Mar doun eus gouenn al lern, n’oun ket louarn gwirion ;
Me ’zo louarn dizroug, konvertiset kristen,
Touet ’m eus mont da Roum ’vit ober pinijenn.
Warc’hoaz e vin en hent war-du an Itali,
Deuit da drinka ganin, va mignon, e va zi. »
Ar c’had, loenig dizroug, a gredas anezañ.
« Gant plijadur ez an d’ho kastell », emezañ.
Kerkent ’ma voe serret warno an holl zoriou,
Ma c’hoarzas Alanig, dizolo e skilfou.
’C’hoarzas leun a grizder hag a droas e gaoz.
« Plijadur ’vo en ti », eme ar mignon faos.
« Laouen e vo va gwreg, laouen va bugale,
Rak c’houi ’zo bet maget e palez ar roue ;
C’houi a zo bet maget er palez, e Kemper,
Hag ho kig, Lammig koant, a dle beza tener ;
C’houi a zo bet maget gant ar gwella melchen :
Ho kroc’hen a zo flour evel eur voulouzenn ».
« Petra ’c’hoarvez ganeoc’h ? » eme Lammig spontet,
« Ne gomprenan ket mat ar pez am eus klevet ».
« N’hoc’h eus ket komprenet ar pez a lavaran ?
Me hen displego d’eoc’h ? » a lavaras Alan.
« ’Baoe eun abadenn n’em eus ket da zebri
Nemet poñsined treut ha yer war o c’hozni.
Gedon ha konikled, maget gant treujou lann,
Ha c’houero o c’hig gouez da staon figus Alan.
Ho kig a dle beza eun dudi da dañva ;
Lammig, setu m’eo deut an devez diweza ;
An devez diweza d’ho kwelout em c’hastell,
Rak sonet eo, siouaz, an eur d’eoc’h da vervel ! »
Ne oa ket peurechu gantañ e zrouk komzou,
Ma lammas war Lammig, ha, gant e grabanou,
E stardas penn ha goug, evel en eun durkez,
Hag e roas al loen maro trumm d’ar paour kaez.
Alanig a c’halvas gwreg ha bugaligou :
« Debrit, bugaligou, e-leiz ho kofouigou.
Biskoaz n’hoc’h eus debret koulz kig en ho puhez ;
Baron pe dug e oa ar c’had-mañ er palez. »
Setu penaos en doa al louarn difeson
Lavaret kenavo da Lammig e vignon.
Ne lammo mui Lammig e gwaremmou Kerne,
Ha kañv bras ’zo hizio e palez ar roue.
Gouelit, koz ha yaouank, skuilhit daerou c’houero
War bez Lammig, lazet en eun doare garo ;
Lazet, siouaz d’ezañ, gant e vrasa mignon,
Mignon faos, ha treitour, ha du-pod e galon.
Dibabit mignoned gant evez, me ho ped,
Ha kemerit kentel er werz am eus savet.
« Brao ! brao ! Frimist, » a hopas al loened. « Deut brao eo ganeoc’h ar werz war maro Lammig. Gouzout a rit lakaat ar geriou da zegouezout ».
Ha strakadennou daouarn ha youc’hadennou a dregernas er sal e-pad eur munud hanter. E gwirionez, eur werz kaer he doa savet ar gaerell, ha talvezout a rae youc’hadennou ha strakadennou daouarn. Lagad-Flour an heizez ha Chiboudig ar c’hi bihan a oa an dour en o daoulagad. Ar marc’h Bichar a c’hrizinkas hag ar c’hole Izidor a reas eur « meueu » hir ha truezus, gant ar glac’har o doa.
Pa welas kemend-all. Skouarneg an azen a soñjas : me a zo barz ivez ha me a savo eur werz kalz kaeroc’h eget hini an tammig Frimist-se. Ar strakadennou daouarn o doa hilliget e galon ha lakaet an avi da ziwana ennañ. Sevel a reas.
- « Me am eus savet eur werz ivez », emezañ :
- « A-raok mont da Rom,
- Alanig en doa graet da Lom…
- — Ic’hañ ! ic’hañ ! ic’hañ ! —
- Droug kenañ ».
Hag e krogas da zisplega e bennad :
Ne c’hellas ket an azen lavarout hiroc’h. An holl a oa dirollet da c’hoarzin. Chiboudig ar c’hi bihan a lavaras kreñv :
« O la Ia ! na pegen divalo eo an dra ! »
Ar marc’h Bichar a yeas da gavout Skouarneg, a sachas dre a-dreñv war e chupenn, hag a lavaras d’ezañ :
« Serrit ho kenou, na pa vefe nemet gant ar vez ! Emaoc’h aze oc’h ober an azen dirazomp ! »
« Oc’h ober an azen ? … an azen ? » a lavaras Skouarneg, feuket-bras ; « daoust hag eun azen ne dalvez ket eul loen all ? »
« Oc’h ober an istrogell ma kavit gwelloc’h », a lavaras Bichar.
An azen a zeuas war e giz, mesus. Chiboudig a dennas e deod er-maez eus e c’henou :
« Genaouek », emezañ d’an azen.
Goude ar gourenou, an dudjentil en em lakaas ouz taol. Da eva ha da zebri e oa, kement ha ma kared. E-kreiz ar sal e voe Iakaet eur c’helorniad sistr hag eur varazad chufere eus an hini gwella diwar mel gouez, sukr rouzet ha rezin poaz. Hini ebet ne reas fae warnañ, rak, a-raok ma voe echu ar pred, Lom a grogas da gana, met da gana fall-du, gant eur vouez raouliet, gwerz ar « Sarjant Major ».
Chom a reas berr gant e ganaouenn. Besteod e oa deut da veza, ha ne rae nemet drailha ar geriou. Gwir eo, meur a lipadenn re a oa tremenet dre doull e c’houzoug.
Al loened all a oa savet hag aet kuit, ha Lom a chomas ouz taol da c’hrozmolat ha da zrailha kan ha diskan an eil goude egile, hep gouzout dare d’ezañ edo e-unan e-barz ar sal.
Ar gouel a oa en enor d’ezañ, na petra ’ta !
Eur sizun a oa tremenet goude ar gouel, hag ar roue en em lakae ouz taol gant an duged hag ar varoned ; ar rouanez a oa en tu dehou d’ezañ.
Edont da vat o tebri, pa zigoras dor ar sal, hag eur mevel a zeuas, hep beza galvet, da lavarout d’ar roue :
« Mestr, Lostigloan a zo degouezet er palez, hag eun dra bennak en deus da lavarout d’eoc’h, dioustu. »
« Mat », eme Nobl, « lavar d’ezañ dont d’am c’havout, ha, ma plij d’ezañ, e torro e naon ganimp ».
Lostigloan ar c’honikl a zeuas eta er sal.
« O roue hag aotrounez », emezañ, « me ho ped da gaout truez ouzin ha da veñji ac’hanoun. Darbet eo bet d’in beza lazet gant Alanig al louarn. Dec’h vintin, war-dro c’houec’h eur, e oan o tremen e-biou d’e gastell, ha kredi a rae d’in n’em boa ket aon da gaout. Alanig a oa azezet war eur gador, e toull an nor, gwisket gantañ dilhad beaji. Mont a raen buan gant va hent, rak mall am boa da zont d’ho palez. Sevel a reas, kerkent ha ma welas ac’hanoun, hag e hopas d’in :
« Oc’ho ! Lostigloan, bras eo an tamm ganeoc’h hizio pa ne saludit ken ho mignon Alanig ».
« Salud d’eoc’h », emeve, « n’em boa ket taolet evez, gant ar pres a zo warnoun. Dont a reas tre d’am c’havout, astenn a reas e zourn, ha me dinec’h a astennas va hini evit e starda ; padal al loen a daolas war va choug e grabanou milliget. A ! an treitour ! doun eo bet e ivinou em c’hil, rak ivinou lemm en deus, ivinou hir ha kalet ! Pilat a reas ac’hanoun war an hent. Kredi a rae d’in e oa graet va stal d’in. En em zifenn a ris ar gwella ma c’hellis, hag, en eur zifreta, e teuis a-benn da sacha va c’hroc’hen a dre e grabanou. Ne zeuas ket war va lerc’h, rak n’eo ket evidoun da redek, ha me, ma oa bet kignet va gar o stourm outañ, ne raen ket ar c’hamm evit kennebeut a dra. Met, ar gwasa tra, unan eus va diouskouarn a zo chomet gantañ, distaget ma ’z eo bet a daoliou dent. Gwelit va fenn, n’eo nemet gwad holl. A ! krena a ran, pa soñjan !… N’ouzon ket penaos oun beo c’hoaz en eur-mañ. Mar doun-me bet avat dieubet gant eun ael mat, soñjit, roue galloudek, soñjit e tremeno c’hoaz hizio ha warc’hoaz, ha bemdez ha bemnoz, meur a gonikl ha meur a goniklez ha meur a loen all e-biou da Gastell-al-Laer, hep gouzout e vezo an amprevan o tiwall en e brenestr, ha prest da zont war lez an hent, da lavarout d’ezo, evel d’in-me : Salud d’eoc’h, va mignon, hag a-nevez ? pe : Penaos emañ ar bed ganeoc’h ? evit lammat warno pa ne vezint ket war evez. Hent Kastell-al-Laer a vezo bremañ hent al laz, ma ne lakait ket urz, ha ma vez lezet Alanig da veva diwar goust hor buhez, ha zizenti atao ouz ho kourc’hemennou, ha da ober goap ouzoc’h, gwasoc’h eget biskoaz ».
A-boan m’en doa ar c’honikl displeget e glemmou ma nijas er sal, dre ar prenestr, Duard ar vran.
« Koaaak ! koaaak ! kelou trist ! kelou trist ! » emezi. « N’oun ket evit komz gant ar spont hag ar glac’har ! Koaak ! krena a ran, ha va c’halon a zo o vont da vankout. Hizio, ar beure-mañ, eun eur ’zo, eun dra spontus, mantrus, a zo degouezet. Me ’oa o c’hoari gant va c’hoar en eur parkad ed nevez hadet, hag edomp o klask gouzout pehini ac’hanomp he dije debret ar muia a c’hreun en nebeuta amzer. Peurleuniet e oa hor c’hof, ha va c’hoar gaez he doa gounezet ar bariadenn. A ! gwelloc’h e vije bet d’ezi koll kant ha kant mil pariadenn e-lec’h koll he buhez. Klevit ! Aet e oamp, en eur c’hoari, betek penn pella ar park.
« Sell ! » eme va c’hoar d’in, « piou a zo aze gourvezet e kostez ar c’hleuz ! »
« Gwelomp », emeve.
Alanig al louarn eo an hini a oa gourvezet e kostez ar c’hleuz. Gourvezet e oa en e hed, ha ne fiñve ket eur vlevenn war e gein. Digor e oa e c’henou, e deod a oa deuet er-maez, ha gwad a oa ouz e vuzellou.
« Marteze eo maro », a lavaren.
« O ! maro eo sur », eme va c’hoar. « Paour kaez Alanig ! Lazet eo bet moarvat gant unan eus e enebourien goz, ha lazet eeun-hag-eeun p’en doa touet beva eur vuhez reiz ha skouer evel an holl gristenien all ! »
Tostaat a rejomp outañ. Skei a raen war e gof, heja a raen e gorf, hag e ouelen hag e lavaren :
« Alanig, Alanig, ha maro oc’h ? »
Va c’hoar a dostaas ouz genou al loen evit gouzout hag heñ a denne c’hoaz e alan.
Allas ! allas ! allas ! Alan a reas eul lamm, ha gant eun taol dant e trouc’has he fenn d’am c’hoar. Me a nijas kuit gant ar spont. Panevet se n’eo ket eur penn hepken eo a vije aet gantañ. Rak lammat a reas ivez warnoun, hag e ivinou a dremenas dre e-biou d’am askell gleiz. Eur bluenn pe ziou am eus lezet war an dachenn. A ! karet em bije chom etre e grabanou ha beza lazet ivez, rak eun dra re spontus am eus gwelet. Nijet e oan war skourr eur wezenn ha n’em boa ket an nerz da nijal pelloc’h. Ha dindanoun, er park dirazoun, al loen milliget, disvouedet, emichañs, a ziframmas korf va c’hoar hag a zebras anezañ, a zebras anezañ nemet ar plu hag ar beg. N’eus ket chomet an distera askournig en e zilerc’h. O roue, truez ouz va glac’har bras ! Evit diskouez d’eoc’h ne lavaran ket gevier, gwelit ! »
Ha Duard a zispakas eun dournad plu a-zindan eun askell.
« Setu », emezi, « plu va c’hoar ! A ! roue, en eur zont amañ em eus klevet meur a dra, ha muioc’h am bije klevet ma vijen chomet da selaou. Ma ra droug al louarn, c’houi eo an hini a vez tamallet. Rak, goude an torfedou niverus en deus graet, atao oc’h bet madelezus en e geñver, atao hoc’h eus pardonet d’ezañ. Kalz a lavar : Nobl n’eo ket eur roue an hini eo, pa ne oar ket an tu da lakaat urz en e rouantelez na da zont a-benn eus eul louarn zoken ».
Pa glevas kement-se, Nobl a yeas droug bras ennañ. Lavarout a reas :
« An taol-mañ, m’hen tou, en devo keuz Alanig ar pirc’hirin faos. N’eo ket war hent Roum ez aio bremañ, nemet war hent ar groug. Fiziañs am boa ennañ, re a fiziañs. Kalz re vat oun bet. A ! ar gaouier ! Panevet ar rouanez e vije bet krouget. »
« O, n’eo ket me … » a lavaras ar rouanez.
« Peoc’h d’in ! » eme Nobl, « c’houi an hini a zo kaoz, ha panevedoc’h n’em bije biken kredet ar gevier bras en deus displantet d’in eur seurt louarn gros. Evit ober plijadur d’eoc’h … A! a! keuz bras am eus. Met ouspenn unan a zo savet keuz d’ezañ da veza chomet da selaou aliou ar merc’hed. Ouspenn unan en deus bet keuz, hag ouspenn unan en devo c’hoaz. Me avat, n’em bo ket keuz ken. Ma vez keuz en eul lec’h bennak, e Kastell-al-Laer e vezo e-leiz, a-barz pell. Baroned ha duged, en em glevomp eta, hep koll amzer, ha gwelomp ar petra a zo d’ober ».
Ar rouanez a voe an hini a gomzas :
« Va roue ha va aotrou », emezi, « arabat kounnari na toui ken alies. Komzou eun den imoret pe gounnaret n’o deus ket kalz a bouez. Eur skouer fall eo komz re uhel dirak ar sujidi. Eur roue a dle atao beza ingal e gomzou hag e vouez. Selaouit ho kwreg. Marteze e kavot en he c’homzou muioc’h a furnez eget en aliou ho kuzulierien ».
Nobl a selaoue. Lom ha Job a oa du o daoulagad ha roufennet o zal. Ar rouanez a lavare :
« Alanig, mar deo kablus, n’eo ket marteze ken kablus ha ma kred d’imp, ha meur a hini eus ar re a zo o tamall anezañ bremañ a brennfe e c’henou dirazañ. Fur eo selaou, a-raok barn, an tamaller hag an hini tamallet, pe douget e vefe alies barnedigeziou faos. Meur a hini marteze a damall da Alanig torfedou graet gantañ e-unan ».
Ar vran a hejas he diouaskell, kement a zroug a oa enni. Arabat oa d’ezi, avat, lavarout ger keit ha ma vije bet ar rouanez o prezeg.
Gwreg ar roue a gendalc’has :
« Evit ho prasa mad hag evit eürusted ho rouantelez em eus komzet bremaik, ha va aliou a oa eus ar re fura. Meur a wech hoc’h eus heuliet aliou Alanig al louarn, ha n’eus ket bet keuz da gaout. Er brezel hag er peoc’h eo bet ho mignon priziusa, ha pa oamp nec’het ha nec’het holl zuged ar palez, e veze galvet Alanig, hag Alanig a zeue dioustu, a roe aliou ken fur ma chomemp souezet holl, a ziskoulme ar wall gudenn, hag a gerze en-dro d’ar gêr hep goulenn zoken eun diner evit e labour. N’eo ket gwir marteze ? »
Nobl a stouas e benn evit rei da c’houzout e oa gwir.
« Allas ! » eme ar rouanez, « an dud fur o deus bet atao kalz enebourien. Ne blij ket dimp e vefe komzet dirazomp eus furnez unan bennak, rak furnez an nesa a zo evel eur melezour. Ennañ e welomp sklaer ha fraez, ha dre ar munud, hon holl sotoniou. Petra a ra neuze an dud ? Klask terri ar melezour treitour. Setu e lavaront : « O ! hennez n’eo ket ken fin ha ma kred dan dud, pell ac’hano ! » Hag e kred d’ezo o deus an holl skiant vat o deus nac’het d’ar re all. Alanig al louarn en deus kalz enebourien. Aze emañ ar wirionez hag an dalc’h. Desket eo, ha desket-bras, ha kalz eus ar re a zispenn anezañ n’int ket bet morse er skol. Penaos e c’hellfent beza mignoned ? »
Lom a ruzias gant ar vez, rak ne oa ket evit gouzout ar c’hemm a oa etre an « A » hag an « O », ha Dipadapa ar gwiñver ha noter bras ar palez a selle outañ gant eur mousc’hoarz goapaus. Job ivez a stouas e benn pa glevas komz eus deskadurez, rak, ma oa bet kaset gant e vamm d’ar skol e-pad bloaveziou, anat e oa d'an holl n'en doa ket gallet morse mont hiroc’h eget an daolenn genta. Gouzout a rae e veze lennet gant an daoulagad ha skrivet gant an dourn, ha netra ken. Evit d’ezañ beza chomet dek vloaz er skol, ne zeuas morse Job da c’houzout peseurt penn e vez kroget en eul levr ».
Nobl ar roue a welas e oant gwall nec’het hag a droas ar gaoz. Lavarout a reas d’ar rouanez :
« Rei meuleudi d’al louarn a zo uza teod ».
« Ya, ya ! » eme Job ha Lom.
Skilfeg an tigr a savas :
« Roue », emezañ, « selaouit eun ali all, eun ali at, ha marteze, an ali fura. Kasit eur c’hannad da Gastell-al-Laer evit gwelout hag-heñ eo gwir ar pez o deus lavaret Lostigloan ha Duard, ha roit urz da Alanig, mar demañ c’hoaz er gêr e-lech beza war hent an Itali, da zont dioustu d’ho palez da damall e gaou e holl enebourien, pe da veza krouget war an taol mar deo heñ ar gaouier hag ar muntrer ».
« Brao, Skilfeg ! » a lavaras Job, « ho lagad a zo lemm ha lemmoc’h c’hoaz ho spered. Ya, ar pep gwella eo lavarout d’al louarn-se dont amañ. Ni a welo goude se ar pez a zo d’ober ».
Lom a soñje :
« Ma teu an amprevan amañ eur wech c’hoaz, eo graet e stal dezañ ken buan ha lavarout : evel-se beza graet ».
Hag al loen gros ne oa ket evit mirout da c’hoarzin.
Job a lavaras d’e dro :
« Karout a rafe d’in e vefe lavaret da Alanig dont amañ dirak lez hor roue. Ne damallin ket anezañ, e doare ebet : gouzout a rit holl, koulz ha me, en deus lavaret gaou d’ar roue ha graet goap outañ. Touet en deus e oa eun teñzor burzudus en eur waremm bennak er Yeun-Elez, tost dar Youdig, ha n’eus eno teñzor ebet ! Touet en deus dirazomp holl en divije hiviziken bevet eur vuhez skouer ha kristen hag e vije aet d’an Itali d’ober eur birc’hirinadenn hir evit ober pinijenn ! Hag eo chomet braoik-tre en e gastell, hag e vev, nann diwar an aluzen, met diwar goust buhez ar c’honikled, ar yer hag an holl loenedigou kaez, re gredus e ger an amprevan ! Lostigloan eo ruz-gwad e benn. Sellit outañ ! Gwelit : n’en deus mui nemet eur skouarn ! Ar skouarn all a zo bet, pell ’zo, fritet ha debret ! Duard ar vran he deus kollet he c’hoar, bet dibennet gant eun taol-dant : agn ! Hag abaoe dec’h vintin, pet loenig kaez n’en deus ket lazet ? Marteze d’ar mare-mañ ez eus eur c’honikl paour o tec’hout dirazañ, pe o yudal etre e grabanou, pe, gwasoc’h, war an daol zoken, ha dare da veza debret ! Aes a-walc’h eo d’imp gouzout n’emañ ket Alanig e goustiañs e peoc’h. Kannaded ar roue a zo bet o redek ar vro da bedi an holl da zont d’ar gouel, hag eus pep korn an dud a zo deredet dar palez. Al louarn, avat, a zo chomet e-kichen tosenn Sant Mikael d’ober maro bihan war lez an hentou evit tizout al loened dizrouk ha rei d’ezo ar maro bras ».
« Gwir, gwir ! » a lavaras an holl.
Ar roue a lavaras ivez :
« Ya, ya, gwir eo ha re wir. Istor al louarn ne vezo ket hiroc’h. Deomp d’ezi, peogwir emaomp ganti. Chom da gonta diwar-benn Alanig a zo uza teod, evel m’em eus lavaret bremaik. Bezit prest da zont ganin, a-benn c’houec’h devez amañ, da Gastell-al-Laer. Degasit ganeoc’h hoc’h armou : filc’hier,bouc’hili, strepou, ferc’hier, morzoliou, sabrinier, fuzuilhou, kreier, paliou, ha kement benveg lemm ha kalet a zo en ho ti evit skei, trouc’ha, flastra, drailha ha toullgofa. Krr ! … Skuiz a-walc’h oun aet o selaou hirvoudou war-lerc’h klemmou. Bouzaret oun gant yud va sujidi c’hlac’haret. Alanig en deus eur genou hag a c’houez tomm ha yen bep eun eil ».
« Da ziwall outañ ! » a lavaras Lom.
« D’ezañ da ziwall ! » eme ar roue. « A-benn c’houec’h devez, e tegouezin gant va arme dirak tosenn Sant-Mikael, ha Kastell-al-Laer a vezo dismantret betek an diazezou. Alanig, e wreg hag e vugale, a vezo degaset da Gemper. Eur groug a vezo savet war blasenn Sant Kaourintin, ha krouget e vezint. A, a ! piou ar mestr er vro ? »
An duged hag ar varoned a youc’has a-bouez penn :
« You, you ! Bevet ar roue Nobl ! Youc’houc’hou… »
Ar roue hag e vrezelourien a grede dezo e vijent deut a-benn, brao-tre, da lakaat o c’hrabanou war Alanig al louarn. Ya, kredi a rae dezo. Er palez, avat, Flaer ar broch, eontr Alanig, en doa klevet kement tra. Kuitaat a reas ar palez hep gouzout dare da zen, ha dao ! da gavout e niz !
Ar broc’h a gerze war-du Kastell-al-Laer, gwall c’hlac’haret e galon. Soñjal a rae :
« Allas, allas ! petra e teuio bremañ va eontr da veza ? Eul louarn ken mat, eun tad a familh ken karantezus ! Ne gar nemet eun dra : maga e vugale e peoc’h. Hag atao e vez Job, Lom, Lip-e-Bao ha mil loen all o klask ober droug dezañ ! N’eus justiz ebet er bed ! »
Soñjet en doa kement-se ha dek gwech kemend-all, rak hir eo an hent eus Kemper da Venez-Mikael, pa zegouezas dirak Kastell-al-Laer. Alanig a oa azezet e-kreiz eur waremm.
« Penaos emañ ar bed ganeoc’h, Alanig ? »
« Ata, va eontr, ha c’houi an hini eo ? »
« Me an hini eo ! Ha mat emañ an traou ? »
« Mat a-walc’h ».
« A-walc’h ? »
« Ya, n’oun ket evit lavarout mat-tre… »
« Petra zo c’hoarvezet eta ? »
« Petra ’zo c’hoarvezet, va eontr ? O, n’eo ket eur gwalleur. »
« Met petra, petra ? »
« Darbet eo bet din bremaik paka eun durzunell, hag …»
« Hag … ? »
« Hag e oa eun durzunell vrao, unan eus ar re vrava a vez gwelet er vro. O klevout anezi o kana flour-flourik war ar c’hleuz, aes e oa gouzout e oa eun durzunell maget-mat ».
« Eul lagad he deus krevet d’eoc’h ? »
« Nann. An durzunell a zo nijet kuit ! »
« Hag evit eun durzunell e welan staget ouzoc’h eun dremm ken trist ? »
« O, va eontr, eun durzunell ken dispar ! N’em eus bet nemet eur bluenn eus he lost ! »
Ha gant penn ar bluenn, marellet a dakadou louet, Alanig a grogas da naetaat eun dant kleuz ha da denna dioutañ tammouigou kig eus dilerc’h e lein.
« Met c’houi, va eontr, petra ho tegas ? »
« Allas ! » eme Flaer, « ar pez a zegas ac’hanoun a zo gwasoc’h tra eget eun durzunell, ha pa vefe-hi rouanez an holl durzunelled ».
« A ya ? Petra eo ’ta ? »
« Ar roue a zo kounnaret ».
« A, a, a ! kounnar ar roue a lak ac’hanoc’h da veza ken trist ? »
« Arabat c’hoarzin, Alanig. Mar deo kounnaret-bras ar roue, aotrounez ar palez a zo enno ivez kounnar du ».
« Kement-se ? »
« Ya, Lostigloan ar c’honikl paour a zo deut d’ar palez gant e c’henou o tiwada hag eur skouarn nebeutoc’h ouz kostez e benn. Duard ar vran a zo deredet ivez, kollet ganti he c’hoar, bet lazet emichañs en eur waremm gant eul lakepod bennak. Ha hi hag heñ, o-daou, o deus tamallet ac’hanoc’h. Hervez m’o deus lavaret, c’houi eo ar muntrer. Hag ar pep gwasa, Nobl en deus kredet anezo ».
« Tud divergont ! »
« Me ’gred d’in ! Ar roue hag ar varoned a zo fuloret-ran. Hag ez int en em glevet. A-benn eur sizun amañ, e teuint da Gastell-al-Laer gant o holl armou : filc’hier, bouc’hili, strepou, ferc’hier, morzoliou, sabrinier, fuzuilhou, kreier, paliou ha kement benveg lemm ha kalet a gavint en o zi evit skei, trouc’ha, flastra, drailha ha toullgofa. « Krrr !… » a lavare ar roue, « dismantret e vezo ar c’hastell betek an diazezou ha ne chomo ket eur maen war c’horre egile. Eur groug a vezo savet e Kemper, war blasenn Sant Kaourintin, hag al louarn milliget a vo krouget. Krrr ! » Fulor ruz a zo er roue ».
« Va eontr, fulor du pe fulor ruz e kalon ar roue, an dra-se a zo ingal d’in. Ha lavarout a ran d’eoc’h : an neb a glasko stourm ouzin, e-kreiz e gounnar ruz, a zeuio da c’hoarzin glas ».
« Taolit evez, va niz. Ma teu a-benn ar roue da deurel e grabanou warnoc’h, eur wech c’hoaz, gwaz a se, gwaz a se ! »
« Ta, ta » va eontr, arabat kemer spont a-raok ar mare. Er palez n’eus nemet genaoueien. Nobl, mar deo speredek, n’en deus tamm bolontez ebet. Selaou a ra hemañ, selaou a ra hennez. A gleiz e tro a zehou, ha pa gerz a-raok, ma vez lavaret d’ezañ dont war e gil, kila a ra dioustu. Gant re a gaoz ne reer tra vat ebet. Hag evit diskouez d’eoc’h eo gwir ar pez a lavaran, warc’hoaz ez in ganeoc’h da Gemper, d’ar palez, hag e lavarin d’ar roue dirak an dudjentil : « Setu Alanig al louarn ». Gwelet e vezo gant piou ez aio ar maout, gant va enebourien pe ganin-me. Da c’hortoz, deomp da zebri eun tamm. Ma n’oun ket evit rei d’eoc’h eun durzunell d’ho koan, eur c’honikl kuilh a zo war an daol, gant sos amann rouzet ha gwin Bourdel dek vloaz evit lakaat anezañ da ziskenn. Ma n’eo ket pred roue Babilon, ne vo ket kennebeut pred eur Boudedeo. Deomp. Met, dreist-holl, na gomzit ket d’am gwreg eus kounnar ar roue. Lavarit d’ezi emaoc’h o pourmen dre ar vro hag oc’h deut, en eur dremen, da renta d’imp eur salud. Me a zisplego d’ezi va-unan goude se va beaj da Gemper ».
Degouezet e oant er c’hastell. Gwreg Alanig a oa er gegin war-dro ar c’honikl o rosta er forn, goustadik. Bugale Alanig, daou baotrig kaer, Perig ha Fañchig, a oa da vat o c’hoari kanetenn war al leur-di.
« Na pegen bras int deut ! » eme Flaer. « Ne ra ket o c’horf goap ouz ar boued ».
Alanig a c’hoarzas, lorc’h ennañ o klevout e eontr o fougeal e vugale :
« Bugaligou, petra ’vez graet pa zeu tonton en ti ? »
« Salud, tonton », eme an daou vugel, en eur zic’haloupat da zont da bokat d’ezañ.
Flaer a furchas en e c’hodell hag a roas d’ezo bep a wenneg.
« Sell ! »
« Petra ’vez lavaret ? » eme Alan.
« Bennoz Doue, tonton », a lavaras an daou vugel,
« Mat, it da c’hoari en-dro ».
« Piou a c’hounez ? » a c’houlennas Flaer.
« Me, tonton », a lavaras Perig.
« Me, me », a lavaras Fañchig. « Perig ne ra nemet ober bisk ».
« Bugaligou kaer », a lavaras Flaer, « daou louarn hag a vezo diwezatoc’h re bar d’o zad ».
Alanig a c’hoarzas adarre, ar c’hreñva ma c’hellas. Sila a reas e pleg skouarn e eontr :
« Bremañ e c’hellomp mont da zebri e peoc’h. Va gwreg eus ar gegin he deus klevet ac’hanomp o c’hoarzin gant ar vugale, hag a gredo oc’h deut d’ober eur gweled d’imp a-hed eur bourmenadenn. Biskoaz ne soñjo e kounnar ar roue Nobl. Pa gemer amzer an tad da c’hoarzin gant ar vugaligou, emañ mat ar jeu en ti hag er-maez ».
Hag an daou gompaer a c’hoarzas.
« Chann », a hopas Alanig, « poaz-mat eo ar c’honikl ? Degasit anezañ buan war an daol, ma vo gwelet ha talvezout a rae ar boan redek kement war e lerc’h. Flaer a zo deut da weladenni ac’hanomp, ha naon en deus ».
« O, amzer am eus, va niz », eme Flaer.
Ar c’honikl hag ar gwin Bourdel koz a voe degaset war an daol. Debri a rejont mat, eva a rejont gwelloc’h. Alanig a glaskas divinadennou. Flaer a gontas rimadell ar gazeg wenn. Perig ha Fañchig a laere an eil digant egile ar gwella tammou kig : abred e krogent gant o micher. Chann, gwreg Alanig, a oa eürus.
Goude koan, Alanig ha Flaer a reas eun drôad war ar maez. An noz a oa sklaer gant al loar o para. An niz en doa c’hoant da baka eul loenig e gig tener en enor d’e eontr. Hogen ne vez ket atao loened o c’hig tener o redek ar gwaremmou. Ne zeuas konikl ebet da ober chiboud e-touez ar bleuniou brug. Alanig a reas tro wenn.
Goude graet ganto o zrôad noz, ha kemeret eun tammig aer vat, Alanig ha Flaer a zistroas d’ar c’hastell. Chann a c’hortoze anezo e-tal an tan. Ar vugale a oa bet kaset da gousket.
« Chann », eme Alanig, « Flaer a zo gwall nec’het. Unan eus e vignoned en deus paket eur prosez hag a gousto ker d’an neb a gollo. N’eo ket pinvidik a-walc’h evit paea eun alvokad, pe gentoc’h, an hini a zo a-enep d’ezañ, en deus prenet an holl alvokaded evit ma ne vo den ebet da zifenn anezañ. Eur vez e vefe evidomp lezel eun den onest da veza barnet hep beza difennet ».
« Ha piou a zifenno anezañ ? »
« Me », a respontas Alanig.
« C’houi ? Pelec’h e vezo ar prosez ? »
« E Kemper, e palez ar roue ».
« E palez ar roue ? Va Doue ! Gwelloc’h e vefe d’eoc’h … »
« Peoc’h ! » eme Alanig.
« … Ar c’honikl diskouarnet, ar vran lazet », eme Chann.
« Peoc’h, a lavaran ! » eme Alan ; « aes eo se d’in rei da c’houzout d’ar roue ano an hini en deus graet an daou dorfed-se ».
« Ya, ya », eme Flaer, « ar re o deus tamallet ac’hanoc’h o deus dellezet beza diskroc’henet ».
« An dud a zo ken fall », a lavaras al louarn.
Chann a brenne he genou gant aon da lavarout c’hoaz eun dra bennak a-dreuz, ha gant aon diskulia hec’h Alanig muia-karet.
« Warc’hoaz eta », eme Alanig, « ez in gant va eontr da Gemper. Gounit a rin ar prosez. Da c’hortoz, deomp da gousket ».
« Nozvez vat ha chañs vat ! » a lavaras Chann, en eur sec’ha gant korn he zavañjer an daerou a goueze a bep tu d’he fri.
Mont a rejont da gousket.
Flaer a c’hourvezas war eur gwele tomm ha blot graet gant deliou sec’h hag eun dournadig foenn strewet war al leur-di. Alanig, heñ, ne gouskas ket. Gwall nec’het e oa, rak e goustiañs ne oa ket divorc’hed. Klask a rae petra a oa ar fura d’ober antronoz vintin, penaos saludi ar roue, peseurt geriou lavarout evit diskouez e oa glan ha digablus, hag e oa gevier holl an torfedou tamallet d’ezañ. Soñjal ha soñjal a rae. Hanternoz a sonas ; eun eur, … div eur, … teir eur, … Sklerijenn an deiz a darzas war werenn ar prenestr. Alanig n’en doa ket serret eul lagad. Sevel a reas.
« Flaer », emezañ, « poent eo sevel ; uhel emañ an heol ».
Flaer, gwenn e goustiañs, en doa kousket mat. Ret e oa bet da Alanig ober eun hej d’ezañ evit pellaat dioutañ ar c’housked. Flaer a azezas war e goazez, a zistagas ar pikouz diouz e zaoulagad, hag a savas. Alanig a lavaras kenavo d’e wreg evit eun nebeut deveziou. Chann a ouele. He c’halon a grene muioc’h-mui.
« Diwallit mat », emezi goustadik, « gant aon e c’hoarvezfe eur gwalleur bennak. Soñjit en droug hoc’h eus graet. Diwallit diouz hoc’h enebourien, rak hini ebet anezo ne bardono d’eoc’h. Soñjit hoc’h eus eur wreg ha daou vugel ».
« N’en em chalit ket kement, Channig kaez. An hini a ra bil a zo teurt ha vil, evel ma vez lavaret e Pont-’n-Abad. Bezit dinec’h. Me ’vo adarre er palez eul louarn glorius, pe n’eo ket Alanig va ano. Distagellet-mat oun bet, hag an teod a zo em genou en deus kement a finesa ma laka an du da zont da wenn hag ar gaou da veza gwir ken buan ha lavarout : amen. Kenavo eta, Channig. Me a zegaso evit ar vugaligou eus Kemper kouignou rezinennet, gwestell prunennet, krampouez dantelez, skañv da zebri evel eur gavotenn da zañsal. D’eoc’h-c’houi e prenin dantelez ha perlez, hag evit ar pardoniou eun davañjer voulouz glas, ar vrava hini eus ar re gaera a vez kavet er staliou, e straed ar roue Gralon ».
Hag Alanig hag e eontr a gerzas kuit.