◄ | Tro Lom an arz ► |
ALANIG AL LOUARN
Degouezet e oa gouel kaer ar Pantekost. Ar parkeier hag ar c’hoadou a oa glas ha goloet a vleuniou. E drez hag e spern ar c’harz, e bodennou kelenn an hentou doun, e gwez kelvez ar c’hleuziou, al labousedigou, nevez deut d’ar vuhez, a gane seder o c’hanaouennou dudiusa. Ar pradeier, en traoniennou sioul, a oa marellet a vokedou aour. Mousc’hoarz an oabl glan a bare war an douar bleuniet.
Nobl, al leon, en doa galvet e holl sujidi da zont d’e lez da Gemper-Kaourintin. Eus Leon hag eus Kerne, eus bro ar c’hoadou hag eus bro ar mor, ar sujidi a oa deredet, pres warno, da lez ar roue meur. Gwisket o doa o c’haera gwiskamantou. An holl, bras ha bihan, paour ha pinvidik, a oa bet pedet, hag holl e oant deut ; holl… nemet unan… Alanig al Louarn, al loen fin, en doa kavet gwelloc’h chom er gêr. Gant an torfedou niverus a boueze war e goustiañs, Alanig ne gare ket nemeur dont da renta kont eus e daoliou kamm d’e enebourien douet. Rak kement hini eus an aotrounez-se a vage kasoni outañ. Gwir, abeg o doa da glemm : holl e oant bet flemmet gantañ en eur mare bennak eus ar bloaz. Unan hepken ne oa ket bet graet d’ezañ an distera droug : Flaer, ar broc’h, dre ma oa mab da vreur Alanig.
Job, ar bleiz, a grogas gant e glemmou. Dont a reas dirak ar roue gant e gendirvi hag e vignoned. Lavarout a reas :
« Roue meur, roue galloudek, selaouit va doaniou ha va foaniou. Just oc’h, hag e pell vro eo brudet ho madelez. Va gwreg ha va bugale a zo bet merzeriet, hanter lazet zoken, gant Alanig. Tri bleizig am eus er gêr, war o gwele : daou anezo a zo bet hanter diskroc’henet gant an amprevan ; an hini all en deus kollet eul lagad, hag emañ war-nez koll eun hini all. N’ouzon ket penaos o deus gallet en em denna diouz e grabanou. Alanig a ya bemdez ha bemnoz war wasaat. Ne vefe ket hir a-walc’h peder sizun evit displega dre ar munud va flanedenn drist. Ha pa vefe kemmet e paper an holl walennou lien bet gweet a viskoaz gant gwiaderien Lokorn-an-Neved, ne vefe ket a blas warno da skriva eur c’hard eus torfedou al loen milliget. O roue madelezus, truez ouz eun tad paour, beuzet e galon en anken hag er glac’har ».
P’en doe Job dibunet e glemmou, eur c’hi bihan a savas diouz e gornig hag a saludas ar roue :
« Mestr », emezañ, « n’em eus nemet eun draig da lavarout d’eoc’h. Paour oun, ha n’oun bet perc’henn morse nemet war eun tamm anduilhenn am boa kuzet war gleuz al liorz. Alanig a zegouezas d'ezañ dont di d’ober eun dro, ha va zamm anduilhenn a yeas en e gorf ».
Lip-e-Bao, ar c’haz, a savas d’e dro, droug ennañ :
« Roue galloudek, ar c’hi bihan, aze, a dlefe rei peoc’h dirazoun. D’in-me eo bet ar gwasa, rak an tamm anduilhenn-se a oa bet laeret diwarnoun ».
An tigr a lavaras :
« Ne dalvez ket ar boan gouela na klemm, ma vez lezet al loen d’ober droug. Alanig a zo eul laer hag eur muntrer. Saotret eo bet e galon gant an holl dorfedou. An holl a oar kement-se kerkoulz ha me. Ha pa gollfe ar roue e vrud, e holl vadou hag e vuhez zoken, Alanig a c’hoarzfe gant m’en defe eur bolezig tener da lakaat en e soubenn. Klevit gant peseurt trubarderez du en deus taget Lammig, ar c’had, er sizun-mañ : sellit ! emañ amañ dirazoc’h ar paour kaez Lammig, al loen dizroug. Gwelit e pe zoare truezus eo bet lakaet. Alanig a oa deut d’e di, war zigarez deski e vugale, hag ober skol d’ezo evit netra. Setu ma oant azezet an eil dirak egile evit konta eun tammig kaoz a-raok kregi gant ar gentel genta. Lammig a selaoue ar brezegenn fall hag a grede anezi. En eun taol trumm, Alanig a lammas warnañ, hag a stardas toull e c’houzoug gant e ivinou lemm evit e grouga. Degouezet e oa d’in beza e-kichen an ti d’ar mare. O klevout an tad o hopal, hag ar vugale o leñva, e redis da welout petra a c’hoarveze. Souezet e oan chomet p’em boa anavezet Alanig. Edo da vat o klask rei taol ar maro d’ar paour kaez loenn dizifenn. Sellit ouz Lammig, aze ; dindan ar mouchouer en deus lakaet en-dro d’e c’houzoug ez eus gouliou spontus. Panevedoun e oa graet gantañ. Roue galloudek, n’eo ket da d’in lavarout hiroc’h. C’houi a zougo bremaik eur varnedigez just, rak keit ha ne vezo ket barnet Alanig, hervez an torfedou en deus graet, e klevot c’hoaz meur a glemm a-berz ho sujidi ».
Job, ar bleiz, a lavaras :
« Alanig ne vezo ket douget da gaout keuz. Poent eo staga anezañ ouz ar groug. Ma vez roet ar pardon d’ezañ adarre, gwaz a se evit an dud a beoc’h hag evit an dud onest ».
Neuze, Flaer, ar broc’h, niz da Alanig, a savas evit difenn e eontr :
« Aotrou Job », emezañ, « desket em eus er skol, pa oan bihanik : komzou ar bleiz n’int ket artiklou a feiz. Evit displega ar wirionez penn-da-benn, ret eo anzav ne c’hell ket va eontr rei meuleudi d’eoc’h. E kement lec’h hoc’h eus lavaret droug anezañ, ha dirak kement den eo bet tamallet ganeoc’h, e gaou. Ma vije bet amañ en dije displeget, heñ e-unan, dirak an holl, ho troiou divalo. An Aotrounez a zo dirazomp a oar mat hoc’h eus, n’eus ket gwall bell ’zo, sinet ar peoc’h gant Alanig, hag ho-taou hoc’h eus touet beva evel daou vreur. Selaouit. Er goañv diweza eo bet darbet d’ezañ beza lazet abalamour d’eoc’h. Eun deiz, eur charretour a oa o vont d’ar marc’had gant eur c’harrad pesked. Hag e teuas c’hoant bras d’eoc’h debri eus ar pesked fresk-se. Nemet ne oa ket eun diner en ho kodell. Neuze oc’h aet da gavout va eontr. Alanig a yeas ganeoc’h, a c’hourvezas e-kreiz an hent hag a reas ar maro bihan. Ret e oa kaout nerz evit ober se. Met klevit nag a besked en doa bet evit e lod. Ar charretour a dosta, a zispak e gontell evit laza va eontr. Alanig ne fich ket. Maro eo, a soñj an den, hag e stlap anezañ war c’horre ar c’harr, hilliget e galon en eur soñjal er c’hroc’hen flour a oa war gorf al loen. Ken buan e vije bet lazet va eontr war zigarez renta servij da Job ! Dre ma ’z a ar c’harr war-du ar vourc’h, Alanig a vann pesked, en traoñ, war an hent. Job a zebr anezo. Goude m’en deus diskaret a-walc’h a besked, Alanig a lamm eus ar c’harr, evit kaout ivez eun tañva. Hogen ne chom pesk ebet mui. Job en doa debret anezo holl, ha kement en doa debret ma oa bet darbet d’ezañ krevi gant e gorfad. N’en doa lezet nemet an drein en e zilerc’h, hag e kinnigas an drein-se d’e vignon !…
« Selaouit eun dro all c’hoaz. Displeget e vo d’eoc’h penn-da-benn, hervez ma ’z eo c’hoarvezet. En eur gêr, e parrez Pluguen, e oa bet lazet eur pemoc’h lart, ha lakaet en eur c’harrdi goude ma oa drailhet. Va eontr a oa deut ar c’helou-se betek ennañ. Mont a reas dioustu da gavout Job, da lavarout d’ezañ beza prest da vont en hent, kerkent deut an noz. Setu an daou gompaer war hent Pluguen, kazel-ha-kazel, ha laouen-bras. Pa oant degouezet dirak ar c’harrdi, Alanig a daolas eur sell en-dro d’ezañ. Lazet e oa ar goulou en ti, ha didrouz ar porz. Lammat a reas er prenestr, ha stlapa a reas d’ar bleiz, chomet er-maez, ar gwella tamm en istribilh ouz eur vaz-krog.
« Siouaz d’ezañ ! Ar chas ne oant ket pell, ha santet o doa c’houez. Alanig ne c’hellas en em denna eus a zindan o skilfou, nemet pa voe bet divlevet e groc’hen war meur a dakad. Mont a reas da gavout ar bleiz, ha da c’houlenn digantañ e lod eus ar c’hounidigez, evit kaout eun digoll eus e boaniou kalet. Job a lavaras d’ezañ : « Eun tamm dispar am eus dalc’het evidout. Kemer ha debr. Vad a raio d’it ». Ha Job a roas d’am eontr ar vaz-krog da lipat ! Ar gwella tamm eus ar pemoc’h stlapet er-maez dre ar prenestr, va eontr ne welas ket al liou anezañ. Droug a yeas ennañ, nemet ne lavaras ger. Ar pez a soñjas ? Gouzout a rit kenkoulz ha me.
« O Roue glorius, kredit ac’hanoun, va eontr a zo bet c’hoariet, ouspenn kant gwech, gant ar bleiz. Galvit Alanig d’ho palez evit ma c’hello en em zifenn, heñ e-unan. Da c’hortoz, ret eo d’in difenn anezañ penn-da-benn, peogwir en deus kement a enebourien douet.
« Istor Lammig ? Komzou goullo ha sotoniou ! Alanig a c’hourdourze an tad abalamour na zeske ket ar vugale, ha netra ken. Feiz ! ma ne c’hell ket ar vistri ober gourdrouz d’ar gerent, neuze ’vat ! Rak gourdrouz ar vugale en amzer hizio a zo amzer gollet. Kaer en doa va eontr dispign e amzer hag e boan, bugale Lammig ne daolent evez ebet, ne selaouen ket, ne zeskent ket o c’henteliou, ne raent morse o deveriou, hag an tad hag ar vamm o leze d’ober skol-louarn pa garent ! Penaos ne vije ket aet droug er mestr-skol ?
« An tamm ki bihan a netra, aze, a lavar ez eus bet laeret diwarnañ an tamm anduilhenn an doa kuzet war gleuz al liorz ? Bravoc’h e vefe d’ezañ ober e ziouer ha rei peoc’h. Klevet hoc’h eus : an tamm anduilhenn a oa bet laeret a-raok. Laerez eul laer ne dle ket beza eur pec’hed bras, ha ma vije bet krouget ar c’hi, d’an apmoent, ne vije bet den da veza tamallet. Koulskoude, Alanig n’en deus graet droug ebet d’ezañ. Lezet en deus anezañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c’hell barn unan bennak d’ar maro.
« Allas ! Va eontr hag a gar kement ar justis, n’eus den douget da veza just e geñver. Piou, er vro, a sent gant kement a zoujañs ouz lezennou ar roue evel Alanig ? Me ’garfe gouzout e ano. Den ebet.
« Alanig en deus kemmet buhez. Ne zebr nemet eur wech bemdez, beva a ra evel eun ermit, dougen a ra war e groc’hen noaz eur roched kanab rust. Ne zebr mui gedon na kig yar, hag, e kement doare, e ra pinijenn griz. Gouzañv a ra naon ha sec’hed. Aet eo treut evel eun askell-groc’hen. Ne chom mui anezañ nemet ar relegenn.
« O Roue glorius, lezit anezañ da zont d’ho palez, hag e welot e stad truezus. Met e enebourien glasko atao mirout outañ da zont amañ da zisplega ar wirionez penn-da-benn ».
A-boan m’en doa Flaer peurechuet e brezegenn, ma tegouezas e palez ar roue Kokoriko hag eur vandenn mignoned d’e heul. Pevar c’hilhog a zouge war eur gloued eur yar dibennet ha dic’houzouget. Mai-Graag, ar yar wella eus an dozverezed a oa e Breiz, a oa bet lazet, allas ! Gwad a zivere ouz bizier ar gloued. Alanig an hini en doa graet an torfed ! Diou yarig, unan a bep tu d’ar c’horf, a zouge bep a c’houlaouenn war elum. C’hoarezed e oant d’ar yar lazet. Gwisket e oant e kañv, hag eun druez e oa klevout anezo o yudal gant o glac’har kriz. A-dreñv ar c’horf e teue, e kañv ivez, Kokoriko, gwaz ar yar lazet. Dont a rejont dirak Nobl, ar roue. Kokoriko a lavaras :
« O mestr ar vro, d’ho palez omp deut evit goulenn justis. Eun torfed spontus a zo bet graet en ho rouantelez, hag eur c’holl spontusoc’h c’hoaz a zo bet graet d’in ha d’am bugale. Gwelit labour Alanig. Pa oa tremenet ar goañv, hag an deliou nevez o tarza e skourrou ar gwez, hag ar bleuniou o tiwana el liorzou, me a en em gave eürus o welout an amzer gaer o tont, ha levenez e-leiz va zi. Dek mab ha pevarzek merc’h a oa ganet d’in. Bugale gaeroc’h ne vez ket kavet war an douar. Mai-Graag, va gwreg, he doa dozvet anezo en hañv tremenet. Yac’h e oant, hag ar vuhez a vousc’hoarze d’ezo. O zreidigou a ziskrape ken brao ar gouzilh e porz ar vereuri ! Disoursi e vevent eno. Eur voger uhel, savet en-dro d’ar porz, a ziwalle anezo diouz an dreitourien, ha daou vell ki bras, gant karantez evit va bugale, a veze atao war evez e toull an nor.
« Ne blije ket da Alanig, al laer, gwelout ac’hanomp o veva ken eürus. Bemnoz e teue da selaou, da gantren en-dro d’ar voger, ha da sellout dre zindan an nor. Eur wech avat e voe gwelet gant ar chas ! A, neuze, e c’hellit kredi, e redas kuit, ar pez a c’hellas mont ! Degouezout a reas d’ezañ beza tizet ganto hag ober anaoudegez gant o dent lemm. Siouaz d’imp ! Ne oa ket bet lazet ! Evelato, goude ar predad a oa bet roet d’ezañ, e chomas sizunveziou hep dont war hon tro. Chom a rae, moarvat, en e vaner o klask gouzout penaos dont a-benn ac’hanomp, hep droug ebet evitañ, rak ne blije ket d’ezañ skilfou chas ar vereuri.
« Selaouit mat bremañ : Alanig, goude eur miz tremenet en e vaner, a zeuas adarre da astenn e fri