ALANIG AL LOUARN
Bleuniet e oa bet ar palez ar c’haera ma c’helle beza. Eus pep korn ar vro, eus Montroulez, eus Brest hag eus Kemperle, e teredas an dudjentil d’ar goueliou lidet e Kemper en enor d’an arz ha d’ar bleiz. Kannaded a yeas da bedi an noblañsou a oa o chom en o c’hestell e-kreiz an douarou pe e-tal ar mor. Kerkent ha ma voent pedet, an dud a en em lakaas en hent : mont a rejont war-du Kemper daou-ha-daou, ha mall a oa ganto degouezout.
Alanig, heñ, a chomas er gêr. Ne blije ket d’ezañ nemeur mont da renta kont d’ar roue eus e dorfed nevez, ha soñjal a rae e vije bet lakaet marteze er stad vantrus m’en doa lakaet heñ e-unan ar paour kaez Lammig, bet touellet ha lazet en eun doare ken difeson. Nann, an taol-mañ, ar roue n’en dije ket bet truez. Furoc’h eta e oa chom da glevout an avel o c’houitellat war beg an duchenn pe er c’heun, en-dro d’ar Youdig, eget mont da selaou er palez ar vombard hag ar biniou.
E palez ar roue e oa gouel kaer, ha biskoaz n’en deus gwelet Kemper goueliou ken brao all abaoe.