Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/76

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



PENNAD VI

Setu Alanig adarre gwelet-mat gant ar roue. Nobl a bignas war e dron hag a gomzas a vouez uhel ha herr :

« Laboused ha loened, paour ha pinvidik », emezañ, « grit peoc’h. Selaouit ac’hanoun, bras ha bihan, aotrounez hag itronezed, ha sankit doun en ho penn kement tra a c’hourc’hemennin d’eoc’h. Alanig a zo bet bremaik barnet d’ar maro, hag, e gwirionez, dellezet en deus eur maro kriz, ha den ne zislavaro ar varnerien. Bremaik, avat, Alanig en deus diskleriet d’in eur bern traou kuz. Evit e drugarekaat e lezan gantañ e vuhez hag e holl vadou. Va mignon eo adarre. Hiviziken eta e c’hourc’hemennan d’eoc’h saludi anezañ gant doujañs, e kement lec’h, heñ, e wreg hag e vugale. Ma en deus graet droug, — ha piou a zo gwenn e goustiañs ? — ma en deus graet droug, an droug-se a zo tremenet, ha gwalc’het e vezo dizale. Rak, warc’hoaz d’ar beure, kerkent savet an heol, Alanig a guitaio e gastell evit mont d’ober eur pirc’hirinerez hir da Roum, hag ac’hano ez aio pelloc’h, en tu all d’ar mor. D’ober pinijenn ez a di, war droad, eur vaz en e zourn hag eur bisac’h war e gein. A-benn eur bloaz ac’han e teuio en-dro. Lavarit d’ezañ kenavo, gant ho kalon, ha nann gant fae, diwar beg ho teod. Ha dalc’hit soñj mat eus an dra-mañ : an neb a zo mignon d’in ne zeuio ket mui da glemm dirazoun diwar-benn Alanig al Louarn, pe ker e kousto d’ezañ ».

Neuze, Lip-e-Bao a sellas ouz Job hag ouz Lom.

« Nag a boan gollet ! » emezañ. « Ar gwella tra hon eus da ober bremañ eo mont ac’han. Peogwir ez

− 73 −