Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/75

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

kuit, kerkent savet an heol. Chañs vat d’ober pinijenn galet, ha da veza fur ha santel pa viot distro da Vreiz… Unan all a zeuio ganin betek maen-hir ar Yeun. Meur a hini a zo amañ hag a anavez ar vro-se mat-tre, emichañs ? Pehini a vefe ar gwella d’in ibab da zont ganin da glask an teñzor ? Alanig, lavarit d’in piou ».

« Roue », a respontas Alanig, « Lomig ar c’had a anavez mat-tre ar c’hornad. Eno emañ e vro, pell diouz ar chas ha pell diouz an tennou fuzuilh ».

« Trugarez d’eoc’h, Alanig. Kenavo eta ac’han d’ar bloaz a zeu ».

Alanig a saludas ar roue hag ar rouanez, hag a bokas da vouklou aour o botou, hag edo o vont kuit.

« Gortozit », eme ar roue d’ezañ, « gortozit eur pennadig, ma viot meulet hag enoret dirak aotrounez al lez hag al lez-varn evel ma ’z oc’h bet disprizet dirazo bremaik ».

En e gornig, Lomig, galvet da vont gant ar roue da glask an teñzor da Venez Mikael, a grene e-leiz e groc’hen.

− 72 −