Pa voe klevet e oa degouezet Alanig e palez ar roue, an holl, bras ha bihan, a zeredas da welout ar gwall loen brudet. Laouen-bras edont holl.
« A ! » emezo, « en taol-mañ eo graet gantañ, hag e wreg a hirvoudo e-pad hir amzer e Kastell-al-Laer, ma chom da c’hortoz anezañ ».
Kredit ac’hanoun, e-touez an aotrounez-se, mignoned Alanig a oa rouez-meurbet, rak kement loen en doa bet abeg da gaout droug outañ.
Alanig a zeuas dirak ar roue, sounn e benn, eur mousc’hoarz war e vuzellou. Klaoustre e oa eur mousc’hoarz glas, rak gwall nec’het en em gave. Met eul louarn a oar liva gevier gwelloc’h eget pep loen, ha rei da gredi d’an holl eo trist pa vez laouen, pe seder pa vez gwall c’hlac’haret, evit dont a-benn eus e jeu.
Lavarout a reas da Nobl :
« Roue galloudek, c’houi a zo mestr warnoun, c’houi a vezo va barner bremaik ; met eur barner just oc’h, ha biskoaz n’hoc’h eus douget eur varnedigez faos. Ar Justis, al Lealded hag an holl Vertuziou a zo oc’h ober o demeurañs en ho kalon. Selaouit ac’hanoun, roue meur. Biskoaz en ho rouantelez n’hoc’h eus kavet eur servijer ken sentus hag Alanig al Louarn. N’em eus ket aon da veza dislavaret. Gouzout a ran ez eus en ho palez aotrounez hag a zo enebourien d’in. Livet o deus gevier diwar va fenn, ha marteze eo degouezet d’eoc’h eur wech bennak, roue madelezus, selaou ha kredi anezo. Diaes e oa d’eoc’h disranna ar wirionez diouz ar gaou, ha soñjal oa gwenn va c’houstiañs pa o deus lavaret hag embannet e kement korn e oa du evel ar pec’hed ha leun a fallentez. A drugarez Doue, ma hoc’h eus selaouet o sotoniou, n’hoc’h eus ket kredet anezo. Poueza a rit en ho tourn ar mad hag an droug, ha gouzout a rit e pe du emañ ar wirionez. Dre ma oan o chom du-se pell, e-kichen Menez Sant-Mikael, ne oan ket evit dont alies d’en em zifenn dirak ho lez-varn. Met a-benn ar fin oun deuet da damall e gaou va holl enebourien. Roue madelezus, selaouit ac’hanoun ».
« Peoc’h », eme ar roue, droug ennañ, « komzou flour ha flanerez ne dalvezint ket d’eoc’h. Torfedou spontus hoc’h eus graet, ha n’eo ket diaes proui. Sell ! setu amañ ar c’hilhog ; laer ha gaouier, laeret hoc’h eus diwarnañ e holl vugaligou an eil goude egile. Lip-e-Bao a zo bet hanter lazet er vilin, ha ne vezo ket pare ken. Lom, an arz, a zo chomet moal an hanter eus e benn, ha, daoust d’eun oberatadur graet d’ezañ gant eur medisin bras, miziou ha miziou a dremeno a-barz ma vezo yac’h. Hag e kredit lavarout d’in, e-kreiz va daoulagad, e karit ar Justis hag ar Vadelez, loen faos ! »
« Roue, selaouit ac’hanoun », a lavaras Alanig, leun a enkrez. « Evit da Lom ha da Lip-e-Bao beza klañv-bras, ha marteze dibare, n’oun ket da veza tamallet evit se, ha n’oun ket kablus ma en deus lezet an arz an hanter eus bleo ha kroc’hen e benn e faout eur pengos dero, na kennebeut ma ’z eo bet roet d’ezañ fest ar vaz gant an aotrou Rustevel. Barrek e oa d’en em zifenn, gant an nerz en deus. Ha ma ’z eo hanter varo Lip-e-Bao, piou a zo kaoz nemet pec’hed al lontegez ? Ma ne vije ket aet da logota d’an noz, en eul lec’h difennet, e vije bet bremañ ken yac’h hag eun archer. Lavaret en doa d’in mont gantañ, dre an toull, e-barz ar vilin, hag e respontis d’ezañ ne oa ket d’in al logodennouigou-se, peogwir ne vevent ket diwar va c’houst. Neuze, Lip-e-Bao a zirollas da c’hoarzin goap ouzin ha da lavarout ne oan nemet eur genaoueg. Setu, roue galloudek, ar pez am boa da ziskleria d’eoc’h. Bremañ, ra vezo graet hervez ho polontez. C’houi eo ar mestr hag eur paour kaez louarn a zo dic’halloud dirazoc’h. Ma plij ganeoc’h barn ac’hanoun d’ar maro, e klevin ho parnedigez, gant doujañs. Va enebourien a vezo laouen-bras, bezit sur, met va maro ne vezo ket eur maro just ».
Neuze, Tourter, ar maout koz, a lavaras :
« A ! deuet eo ar mare d’ezañ da renta kont. Displegomp amañ an droug en deus graet d’imp ».
Tourter n’en em gavas ket e-unan nemetken e palez ar roue o libuna e glemmou. Job, ar bleiz, a oa deuet ivez gant e gerent hag e vignoned, ha Lom, an arz, ha loened all : Skouarneg an azen, Lammig ar c’had, Chiboudig ar c’hi bihan, Diskrogner ar c’hi-dog, Lamm-da-Laez ar c’havr, Barodeg an bouc’h, Dipadapa ar gwiñver, Frimist ar gaerell ha Gwennig an erminig. Izidor ar c’hole a zeuas abred gant ar marc’h Bichar. Goude e tegouezas al loened gouez : Korneg ar c’haro, Lagadflour an heizez, Lostigloan ar c’honikl, Urkun an houc’h-gouez, Astenngouzoug ar c’houibon, Raka ar gegin, Yann ar frilouz, e bez mell mic’hienn ruz a-istribilh ouz e fri, hag oc’h ober ar rod gant e lost, Stroaleg an houad, Marjan ar waz, ar c’henaoueka hini eus gwazi ar vro, Duard ar vran lontek hag ar big Begaraok, ha kalz loened ha laboused all d’o heul. En o zouez e weled Kokoriko ar paour kaez kilhog gant an nebeut poñsined a chome eus e diad bras. Glac’haret-kenañ e oa, ha droug a oa ennañ. O welout anezo ken niverus, Alanig al Louarn a c’hoarzas glas.
« Roue », eme Lip-e-Bao, « eun tamm anduilhenn en deus laeret diwarnoun ».
« Roue », a lavare eul loen all, « an hanter eus va bugaligou en deus lazet d’in ».
« Va re-me a zo bet debret betek an hini diweza ».
« Roue, Alanig en deus bevet eur vuhez digristen ».
« Roue, Alanig a zo eur gwall loen ».
« Ya, ya, roue, poñsined ha polezi en deus debret e kement parrez a zo er vro etre Kemper ha Kastell ».
« Roue, goap en deus graet eus ho sujidi : Lip-e-Bao a zo bet pistiget gantañ ».
« Me a zo bet hanter lazet », eme Lom an arz.
« Me, ne vezin ket pare ken », eme Job ar bleiz.
« Me, me… »
« Roue, Alanig a zo laer ».
« Roue, Alanig a zo trubard ».
« Roue, Alanig a zo muntrer ».
Nobl ar roue a selaoue.
« Roue, Alanig en deus graet goap ouzoc’h »
« Eñ ? eñ ? » eme Nobl. « Petra ’glevan ? »
« Ya, lavaret en deus dirazomp n’ouzoc’h ket an tu da ren ho rouantelez ».
« Lavaret en deus n’oc’h ket gwall zesket ! »
« Ha n’oc’h ket bet er skol !
« Ha… »
« Ra vezo krouget ! » a yudas Nobl, kounnaret-ruz.
Alanig a voe kerkent chadennet d’ezañ e zaouarn ha taolet eur gorden dreist e choug. E vignoned, rouez avat, a oa glac’haret-holl : Flaer ar broc’h, ha Rikiki ar marmouz, o doa c’hoant gouela. Pa ne c’hellent ket savetei Alanig, kuitaat a rejont ar palez, rak ne felle ket d'ezo chom da welout krouga o mignon muia-karet.
Ar roue a chomas nec’het, rak Flaer ha Rikiki a oa baroned en e balez ; rentet o doa servij d’ezañ meur a wech ; spered bras o doa, ha desket e oant war an holl lezennou.
« Baroned », eme Nobl, « perak ez it kuit ? »
« Gouzout a rit, roue galloudek, perak ez eus glac’har en hor c’halon. Ma vez krouget Alanig, ni hag hor mignoned a lavar d’eoc’h : kenavo ».
Job, avat, ha Lom, ha Lip-e-Bao, ne gollent ket amzer. Stleja a raent Alanig d’ar groug. Mall o doa gwelout o enebour istribilhet, du e liou, hag e deod milliget deuet er-maez eus e c’henou. Lavarout a raent an eil d’egile :
« Droug en deus graet d’imp, muioc’h eget d’al loened all. D’imp eo da grouga anezañ ».
« Lom, dalc’hit soñj eus ar pengos dero hag eus mel c’houero an aotrou Rustevel ».
« Lip-e-Bao, logod ar vilin a goustas ker d’eoc’h ».
« Job, meur a dro gamm a zo bet c’hoariet d’eoc’h gant an amprevan-mañ. Diwallomp na daio kuit ».
« Ne daio ket », eme Job. Hag en eur lavarout se e roas da Alanig eur flac’had war e fri.
Alanig, stlejet mell-divell, ne glemmas ket. Lavarout a reas d’ezo :
« Aotrounez, souezet e choman, avat, o welout ho nec’hamant. Eun arme emaoc’h en-dro d’in, hag a-enep d’in, ha n’oc’h ket gwall sur e chomin etre ho taouarn. Bezit dinec’h, ne glaskin ket tec’hout, ha ra vezo graet hervez ho polontez. A-raok mervel e lavarin d’eoc’h evelato n’eo ket gwall vrao d’eun eontr laza e niz, n’eo ket gwir, Lom ?
Lom ne respontas ket, nemet sacha a reas kreñvoc’h war ar gorden evit trouc’ha berr ar c’homzou e toull-gouzoug an amprevan.
Degouezet e oant.
« Job », eme Lom, « lakait eur skeul ouz ar wezenn-mañ, ma pignin da staga ar gorden ».
« Kement-se a vall a zo warnoc’h da staga ho niz ouz ar groug ? » a lavaras Alanig gant eur vouez truezus. « Bravoc’h e vefe d’eoc’h difenn anezañ diouz e enebourien. Met, peogwir e kavit plijadur o lakaat ac’hanoun d’ar maro, kendalc’hit, ha grit buan, rak mar degouez d’in en em denna ac’han, me ’lavar e kousto ker d’eoc’h ».
« Sell ! » eme Lom. « Klevit anezañ ! Ober a ra goap ouzimp c’hoaz, pa emañ dirak ar groug. Ar skeul, buan, buan ! »
Alanig a soñje :
« Penaos e teuin a-benn da deneraat kalon ar roue ? Droug bras a zo ennañ. Va mignoned a zo aet kuit, ha n’eus nemet kasoni ha fulor en-dro d’in. Koulskoude e karfen talvezout d'an tri-mañ o c’homzou faro. Petra ’lavarin d’ezañ ? N’em eus graet tra vat ebet em buhez, ha torfedou am eus graet, dre gant ha dre vil. Met, n’eus ket da c’hedal ».
Alanig a oa pignet er skeul, ha bremaik e vije bet e benn er skoulm-lagadenn. Eus gorre ar skeul e tistroas eta war-du e enebourien, hag e lavaras d’ezo :
« Roue, itronezed, aotrounez, kristenien, ar maro a welan dirazoun, hag, a-raok mervel, e c’houlennan diganeoc’h ar pardon eus kement droug ha kement poan-spered am eus graet d’eoc’h. Goude ma vezin maro, lavarit eur bedenn evit ma vezo pardonet d’in va fec’hedou : mil pardon am eus ezomm da gaout. A-raok lakaat va fenn er skoulm-riskl, lezit ac’hanoun da gofes d’eoc’h va holl dorfedou, torfedou kuz, gant aon na vefe diwezatoc’h tamallet unan bennak diwar laz ha laeroñsi graet ganin-me, Alanig al Louarn. O ! ne c’houlennan ket hir amzer : eur munut, eur munutig hepken ».
Kalz eus al loened a oa deut an dour en o daoulagad. Lavarout a rejont d’ar roue.
« Ne c’houlenn ket kalz a amzer. Lezit anezañ da ober e gofezadur ».
Ar roue a asantas.
Alanig a lavaras :
« Doue ho pinnigo hag en devo truez ouzin. Ne welan dirazoun den ha n’en deus ket abeg da glemm ouzin. Bihanik e oan c’hoaz, hag a-boan dizonet, pa santis evit ar wech kenta blaz ar gwad war va zeod. Eun deiz e welis deñvedigou o c’hoari en eur waremm. Lammat a ris dreist ar c’hleuz hag e tostais ouz an hini koanta, an hini tenera, ha, gant eun taol-dent en eur c’har a-dreñv, e voe diskaret al loenig. Suna a ris ar gwad, hag e kavis e oa blaz mat gantañ. An deiziou war-lerc’h ne oan ket evit mirout da vont d’ar waremm, da suna gwad an deñvedigou, ken mat all em boa kavet anezañ. N’ouzon ket pet dañvad am eus lazet e-giz-se. War-lerc’h an deñvedigou e lazis givri, yer, gwazi, houidi hag all. Plijadur a gaven o laza anezo. Pa n’em beze ket naon, e raen eun toull en douar, hag en toull-se e lakaen ar c’horf maro da vreina.
Degouezout a reas d’in, en amzer-se, ober anaoudegez gant Job ar bleiz, e Pont-Koblan, etre Gwezeg ha Pleiben. Edo, war ribl ar stêr vras, o teski pesketa darzed. Lavarout a reas d’in piou oa, ha me a lavaras piou oan. Job a felle rei d’in da c’houzout e oa bet kerent tost hor c’herent, ha pa felle d’ezañ rei d’in da gredi, e ris an ezvan da gredi anezañ. Adalek an deiz-se e voemp mignoned vras. Keuz am boa da gaout diwezatoc’h. Kregi a rejomp da vale dre Leon ha Kerne, ha da laerez a-hed an hent. Job a laere ar pep brasa, ha me a soursie ouz laeroñsiouigou. Divizet e oa etrezomp e vije bet boutin kement tra laeret. Job, avat, dre m’en deus muioc’h a nerz egedoun, a ranne pep tra hervez e c’hoant, ha pa zegoueze d’in krozal pe astenn va fao re hir, e kouste ker d’in. Ne veze ket roet d’in zoken an dekvedenn eus ar pez a veze laeret.
Eur wech, soñj mat am eus, hor boa laeret ha lazet eun ounnerig.
« Kig ounner », emezoun da Job, « a dle beza tener. Dizoñjet em eus zoken ar blaz a zo gantañ, keid-all a zo n’em eus ket bet an eurvad da gaout eun tañva anezañ ».
Job a sellas ouzin, droug ennañ.
« Gwelloc’h eo d’eoc’h », emezañ, « kregi en eur penn eus al loen, ma’z aimp gantañ er c’hoad. Pa vezimp pell diouz kement kêr, e c’hellimp ober kofad, dianken ».
Samma a rejomp an ounnerig. Job a valee a-raok, ha me a-dreñv. Met eur vuoc’h, mamm an ounnerig, emichañs, a welas ac’hanomp. Blejal a reas ar pez ma c’hellas, en eur redek war e lerc’h.
« Kerz buan ’ta ! Job », a lavaren-me, « pe emañ kerniel ar vuoc’h em penn a-dreñv ».
Ne gerzas ket buanoc’h, avat, ha ret e voe d’in bounta warnañ. Eeun-hag-eeun e lammemp war ar c’hleuz, pa santis o tremen, eur rahouenn diouz va feskennou, kerniel ar vuoc’h kounnaret. Job a zirollas da c’hoarzin ken na oa mui evit bale, pa lavaris d’ezañ an aon am boa bet. Gouzañv a ris goaperez, rak soñjal a raen e vijen bet gopraet mat.
Klevit eta, roue meur, klevit, duged, konted ha baroned, klevit, priñsezed. Pa voemp degouezet er c’hoad doun, Job a lavaras d’in :
« Alanig, pell a-walc’h omp aet. Taolomp an ounnerig war an douar. Bremañ e c’hellit kemer ho frankiz ».
« Eñ ? » emezoun, « petra ? penaos ? »
« Ne gomprenit ket ar brezoneg ? » emezañ. « Me a lavar d’eoc’h oc’h dieub da vont bremañ lec’h a garit ».
« Met, an ounner ? »
« An ounner a zo d’in-me », emezañ, war eun ton rust ha rok. « Ret eo d’eoc’h soñjal em eus er gêr eur wreg ha kalz bugale, ha n’eo ket re an ounnerig-mañ evito ».
Ha setu n’em boa bet tamm ebet en taol-se.
Alies e veze roet d’in eun tamm kostezenn grignet da grignat, pe eun tamm bourlas kalet da chaokat. A ! Job ar bleiz a zo bet atao em c’heñver eur c’hompaer divalo !
Dre eurvad evidoun, nem eus gouzañvet, daoust da Job, na naon na sec’hed. Eun den pinvidik a gav atao da brena, ha me am eus eun teñzor kuzet, eur bern aour ken bras ma ne dafe ket e seiz tumporell, staget seiz jao ouz pep hini ».
Neuze, ar roue a lavaras :
« Pelec’h emañ an teñzor-se ? »
« O ! » eme Alanig, « lavarout a rin d’eoc’h pelec’h emañ, rak me a zo o vont da vervel ha ne dalvezo ket d’in. D’an eur diweza eus va buhez n’em eus ket c’hoant da lavarout gaou. Klevit ’ta istor an teñzor burzudus. An aour-se a zo bet laeret, ha laeret d’ar mare mat. Aotrounez hag a gav d’eoc’h int servijerien vat ha leal o doa lakaet en o soñj laza ac’hanoc’h. Met eun nozvez e welis el loar e vijec’h bet lazet er bloaz ma ne vije ket bet laeret an teñzor-se. Dont a ris a-benn da laerez anezañ ha da savetei ac’hanoc’h war eun dro. Va zad a lavaras d’in e oa eun dra guz, ha ne dalveze ket ar boan goulenn hiroc’h digantañ. Al laeroñsi-se a goustas ker d’ezañ. Allas ! Allas ! Ha d’in-me, siouaz ! Rak ma vije chomet kuzet da viken an teñzor daonet-se, Job ar bleiz ha Lom an arz ne vijent ket bet enebourien d’in. Met, n’eus forz ! Laouen e varvin, rak, en eur laerez an teñzor em eus savetaet ho puhez. An droug c’hoarvezet ganin, evit gwella mad va roue eo bet ».
Ar rouanez a voe trubuilhet he c’halon o klevout an holl draou-se.
« Alanig », emezi, « soñjit emaoc’h dirak ar maro. Lavarit d’imp ar wirionez eeun-hag-eeun ha penn-da-benn. Penaos e c’hoarvezas d’ar roue beza war var beza lazet, ha penaos, dre an teñzor-se, eo bet saveteet ? »
Nobl ar roue a lavaras :
« Alanig, diskennit diouz ar skeul ha tostait ; tostik, tostik-tre, ma klevin fraez ».
Alanig a ziskennas eta. E enebourien, avat, a oa droug enno. Al louarn a benndaoulinas dirak ar roue.
« Va mestr », emezañ, « ne lavarin gaou ebet. Petra ’dalvezfe d’in eur gaou pe zaou, peogwir e vezin maro a-raok eun eur amañ ? Re a enebourien douet a zo en-dro d’in ! »
Alanig a grene gant aon na vije ket bet kredet e sac’had gevier. Ar rouanez a lavaras d’ar roue :
« Truez am eus outañ. Bezit dous en e geñver, evit ma c’hellimp gouzout an istor teñval-se penn-da-benn ».
Nobl a lavaras d’e sujidi :
« Peoc’h ! »
Ha da Alanig :
« Komzit dianken ».
Alanig al Louarn a grogas gant e gontadenn.