Lom a gemeras hent menez Arre. Alanig a veve du-hont, e-kichen Brasparz, e Kastell-al-Laer, savet etre tuchenn Sant-Mikael hag ar Yeun-Elez. Hir oa an hent, pell oa mont di.
Lom a gerze, lorc’h ennañ ha laouen e galon.
Degouezout a reas e-tal Kastell-al-Laer, ar c’hastell brava a oa e Breiz-Izel, en amzer-se (Foeltret eo bet abaoe, ha ne gaver mui en deiz hizio, e-tal ar Yeun-Elez, liou ebet eus an dismantrou). Serret ha prennet e oa an nor.
Lom a hopas :
« En ti emaoc’h, filhor ? Lom, an arz, a zo deut d’ho kavout, a-berz hor roue.
« Nobl a gemenn d’eoc’h dont hep dale d’e lez-varn, ha me a zo bet karget da zegas d’eoc’h ar c’helou. Deuit eta ganin betek ar palez evit renta kont eus ho torfedou, pe evit difenn ho kwiriou. Ma ne zeuit ket, ne vezo nemet gwaz a se evidoc’h. Bazadou betek mervel a vezo roet d’eoc’h marteze ! Filhor, dont a rit ganin ? »
Alanig en doa klevet prezegenn ar genaoueg, eus ar ger kenta betek an hini diweza. Ne respontas ket dioustu. Kredi a rae d’ezañ oa deut tud all gant Lom, hag e oant kuzet, marteze tost d’ar c’hastell, a-dreñv ar bodennou lann. Pignat a reas eta war doenn e gastell, hag e taolas eur sell war ar parkeier tro-war-dro. Ne oa den kuzet ebet. Lom a oa deut e-unan. Alanig a ziskennas.
« Paeron », emezañ, « salud d’eoc’h ha prosperite ! N’em eus ket gallet dont da zigeri d’eoc’h dioustu.
Edon er chapel o lavarout va chapeled. Mat hoc’h