eus graet o tont. Deuit tre en ti, mar plij. Gwerc’hez
Vari ! Na pegen tomm eo d’eoc’h ! N’eus ket eur vlevenn
sec’h warnoc’h, ha trouc’het eo hoc’h alan !…
Trugarekait ar roue eus va ferz : jentil-kenañ eo bet
o tegas davedoun va brasa mignon. Enebourien douet
am eus er palez. Bemdez e vez lakaet war va c’houstiañs
gant an aotrounez-se eun torfed bennak. Dre
eurvad evidoun emaoc’h eno evit difenn va enor.
Lavarit d’ar roue e tegouezin warc’hoaz vintin, rak
hizio oun re skuiz evit ober zoken eur pennadig-hent.
Da greisteiz em eus debret traou hag o deus graet
droug d’in ».
« Petra hoc’h eus debret eta, filhor ? »
« Ba ! daoust ha talvezout a ra ar boan displega d’eoc’h perak em eus droug-bouzellou ?… Abaoe pell ’zo e ran pinijenn vras. Muioc’h a zellid en deus unan pa wask war e boaniou hep lavarout ger da zen. Hogen peogwir hoc’h eus c’hoant da c’houzout, e lavarin d’eoc’h n’eo ket eur vuhez eürus hini eur paour kaez den. Alanig n’eo ket eur markiz, ha, pa deu naon d’ezañ, e tebr du-mañ, du-hont, eun tammig mel, lipet er pengosiou dero. Ret eo d’in debri ar pez a gavan. Heugi a ran ouz ar mel, nemet eur sac’h goullo ne chom ket a-sav, hag, evit chom beo, eo da d’in debri eun dra bennak. Koeñvet oun gant va fredad. N’eo ket souezus ne brofit ket d’in, pa ne garan ket anezañ ».
« Penaos, filhor ? Petra am eus klevet ? Ne garit ket ar mel, eun dra ken mat all ? Ar mel a zo roue ar meuziou. O ! me n’oun ket ken figus ha c’houi. Lavarit d’in eta pelec’h ez eus mel ha me a dalvezo an dra-se d’eoc’h, ha me a rento servij d’eoc’h e pep lec’h, kredit ac’hanoun ».