« Paeron, arabat ober goap ouzin ».
« O, filhor, ne ran ket goap ouzoc’h, arabat kredi ».
« Mat ! » eme Alanig. « War hent Brasparz, en tu all d’ar menez, ez eus eun den o chom, hag e ano Rustevel. Kement a vel en deus ma n’hoc’h eus gwelet morse kemend-all en ho puhez ».
Lom a reas al lamm skañva ma c’helle ober gant ar blijadur vras a oa ennañ.
« O filhor », emezañ, « mont a reomp di dioustu ? Mall a zo warnoun tañva ar mel, ken mat all e kavan anezañ ».
« Deomp ’ta, neuze », a lavaras Alanig. « Koulskoude eo diaes d’in bale hizio. Met gant karantez evidoc’h e teuin a-benn d’ober ar pennad-hent-se brao a-walc’h. Petra ne rafen ket evidoc’h ? C’houi, d’ho tro, e palez ar roue, a vezo va alvokad, ha va enor ha va brud a vezo difennet-kaer ».
Alanig a gerze, ha Lom a heulie anezañ laouen-ran.
« Mel c’houero a vezo », a soñje al louarn.
Lom hag Alanig a oa degouezet dirak ti Rustevel.
An arz, e vin savet d’al laez, a lavaras :
« O, Alanig ! C’houez eur mel dispar a zo deut betek va fronellou ! »
Hag en eur lavarout se e c’hoarzas kreñv, gant ar blijadur.
« Peoc’h ! » eme Alanig d’ezañ, « pe an aotrou Rustevel, kousket bremañ en e wele, a savo da zont d’imp, ha ni a rafe eun dro wenn ».
Lom a chomas sioul. Bale a reas zoken, ar skañva ma c’hellas war beg e dreid.
Lammat a rejont er porz kloz dreist ar gloued serret. An noz a oa didrouz. Er porz e oa eur mell pengos