Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Nobl, al leon, a skrivas goude d’al loened fura ha gouizieka eus e rouantelez, hag a lavaras d’ezo dont d’e balez evit gouzout penaos ha pe vare e vije bet kastizet Alanig.

An aotrounez a zegouezas an deiz war-lerc’h, hag e voe divizet etrezo e vije bet kemennet da Alanig dont d’ar palez d’e dro, evit renta eur gweled d’ar roue, hervez ma oa dleet. Eur wech degouezet er palez… o ! neuze…

Lom, an arz, a voe karget da gas ar c’helou d’ar muntrer.

A-raok ma ’z eas kuit, Nobl a lavaras d’ezañ :

« Me, ar roue, me a gemenn d’eoc’h senti penn-da-benn ouz va gourc’hemennou. It warc’hoaz da gastell Alanig. Bezit avat war evez. Gevier kaer a livo d’eoc’h. Livirit « ya » atao, nemet na gredit ket anezañ. Grit d’ezañ dont d’am palez, hag ar c’henta gwella, hervez va bolontez ».

« Ba ! ba ! » a respontas Lom, « bezit dinec’h ganin. Ne lavaro ket gevier d’in. Ma tegouezfe d’in beza

goapaet gantañ e-kreiz va daoulagad, o, neuze, mil kurun ! me a zegasfe keuz d’ezañ abred… Nann, n’en defe ket a geuz, rak ne rofen ket amzer d’ezañ… Kenavo eta en deveziou-mañ ».

− 20 −