Mont d’an endalc’had

Kanaouennou Brezel/a-bezh

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1919
Skrid a-bezh


Yvonig PICARD


Kanaouennou Brezel
CHANTS DE GUERRE
————

Troc’het e oa ar foenn, an eost a velene,
War ar gwez avalou ar brankou a blege
An holl a oa eürus. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Goulskoude an anken a rene war ar vro
Pa zeuas ar c’hleier da zinsal tro-war-dro…
Eost 1914.


————


Prix : 0 fr. 75



SAINT-BRIEUC
imprimerie francisque guyon, libraire-éditeur
Rues St-Gilles, 4 et de la Préfecture, 18

1919


Kimiad soudard Menez Arre
————


Da zoudarded Menez Arre e
kinnigan ar c’himiad-man.


Troc’het e oa ar foenn, an eost a velene,
War ar gwez-avalou ar brankou a blege.

An holl a oa eürus. — « P’en em gavo ar goan,
A lare an dud koz, ni a harzo outan ! »

Ar baotred ’hunvree e kalz abadennou,
Nozveziou, marvailhou, marteze eureujou…

Va-unan distrôet e Breiz evit bepred
’Rôe da anavout e oan laouen meurbed.

Koulskoude, an anken a rene war ar vro
Pa zeuas ar c’hleier da zinsal tro-war-dro.

Tra vantrus ! Tra skrijus, leun a dristidigez !
Petra ’weler neuze e meur a dïegez ?

Priejou o sellet an eil ouz egile ;
Daerou ’n o daoulagad, ’lenvont d’o bugale.

— Kenavo, tad ha mamm, kerent ha mignoned,
Mestrez karantezus, ha va Breiz venniget !

Ho kuitât a renkan… Ar Frans a zo aze,
Gervel ’ra ac’hanon da vônet d’an arme.

Me a ray va dlead el linennou pella ;
N’eus ket nemet Doue am lakay da grena !

Ma teufen da goueza, dalc’hit sonj ac’hanon,
Lavarit da zant Yann eur bater evidon.

’N eur goueza kredit mat ’vin trec’h d’an enebour,
Va fuzul em daouarn, skôet war va labour.

Ha bepred ’vo kanet e pep korn eus ar bed :
Biskoaz c’hoaz eur Breizad n’en deus bet trahiset !

(Eost 1914).


————


Kimiad soudarded yaouank
————


« N’eus netra kaeroc’h er bed
eget mervel evit difenn ar Vro.
 »

Per, roue ar « Serbi ».


War-raok, o bugale, o Breiziz kalonek,
Re ar bloavez pemzek hag ar bloavez c’houezek !
Eus ar menez Arre, eus ar meneziou Du,
Eus an enezen Vaz beteg ouf ar Pouldu,
An holl a renk sevel evit difenn ar vro
’C’hoantaer da gemer, da wasta tro-war-dro.
Tenn e vo ar stourmad : Prusianed villiget
E pevar c’horn ar bed o devoa embannet :
« Ar Frans ’vo kabestret ha kaset da netra. »
Da c’hortoz e laeront broiou ’vit o saotra !
Ganto an ilizou ’vez dispennet, devet ;
An tïez diskaret, ar maeziou dismantret ;
Gwall-breizata ’reont dre ma c’hellont bale,
Laza ar re c’hloazet, mac’hagna bugale,
Divouzella merc’hed pa ne reont gwasoc’h…
Paotred vad ar Frankiz, gouzanv seurt banden moc’h
’Zo beza torfetour, dare d’ar wazoniez !
Mont a refet eta en hevelep breuriez ?
Ha ! nann biken !
Ha ! nann biken !
Harz war ar Brusianed, enebourien d’an holl !
An nask war o fennou, war o goug ar wakol !
Paotred Breiz, war ho hent ra vo d’ec’h avel vad :
Ra baro ’us d’ho penn daouarn Doue an Tad !
Krogit ’ta en alar ha ruilh d’ar c’hilhorou !
Troït, hadit irvi beteg an talarou ;
Ar greun a ziwano eun deiz evit hor bro,
Evel er Bibl santel : re-all a zastumo.
’Kreiz ober ho tlead kalz a renko klenvel,
Diwaska poaniou kriz, beza gloazet…, mervel !
Ar vuhez, piou n’her goar, ’zo leun a drubuilhou,
Karget eo a c’hlac’har, a wad hag a zaerou.
Met, pa vo deut an trec’h, e pep ti ’vo gweet
Kurunen d’hor broïz ’vo en dachen kouezet ;
A-zioc’h d’al leuriou-kêr, e-kreiz ar berejou
E vezo garanet, moulet o hanoiou
Da dalvezout da skouer d’an holl remziou da zont.
Ha da viret o sonj gant kalon hag hep spont
Da virviken !
Da virviken !!

(Kerzu, 1914).


————


Kenavo eur zoudard ” territorial ”
d’e varc’h ” Laou ”
————


Da Ivon Genver, Huelgoat.


Bannac’hou ’m boa evet ’n eur laret kenavo…
Penaos eta kuitât heb ober giz ar vro,
Hep mont da zaludi ha trinka da yec’hed
Mignoned ha kerent, amezeien garet ?

Klevet ’meus alïes ’man ar wirionez wenn
Nan e spered an dud met e deun [1] eur werenn,
Kemerit ar fizians, em fluen ’man ive
Ar pez a dremenas, ar pez a ris neuze.

Diouz an abardaez, a-raok dibri va c’hoan,
’C’h aen da welet va marc’h, d’eun tammig kraou balan ;
An nec’h a oa, siouaz, skignet war va ene
Evel eur goumoulen war griben ar mene.

’Vit netât va c’herc’hen, ’vel ’n eur gador govez,
Raktal me ’zisklêrias hervez ar wirionez :
« En derveziou da zont marteze n’hellfomp ken
Mont da brajou ar stêr, da barkou ar porz-mên ;

Ogedi douarou, arat gwaremou koz,
Bale aman, du-hont, kouls en deiz hag en noz ;
Teila ar c’hriennou, ludua ’r prajeier,
Kerc’hat maerl ha temzou, falc’hat ar foenneier ;

A-gevret [2] dastum êst, rei tro d’an dornerez,
Tenna legumachou, gwaskellat ar frouez,
Hep heug ha gwarizi skoazia ar pinvidig,
’Vit diboania ar paour c’hoantek d’en em ginnig.

Mar ’teus bet a-wechou niver a ehanou
P’edon puchet er c’hleuz oc’h ober kornadou,
Ganen ’teus gouzanvet re a bevar-amzer :
Da blijadur ’zo bet kemmesket a vizer.

Me ’meus en diskennou re wech da wall-gaset,
Hag alïes ivez er c’hrec’hiou re garget…
Oh ! pardon ac’hanoun, o va c’henseurt kêz Laou !
Piou a zo atao fur ? piou n’ez a ket e gaou ? » —


Neuze e tostaan ha d’am marc’h e pokan ;
En e voue e krogan, e c’houg a vriatan ;
Goude va loen karet, gant e lagad tener,
’Zellas ouz va c’hostez, a zeuas d’am c’henver.

Dilavar, sebezet, en em zalc’homp hon daou…,
Ar sioulded, ar peoc’h a rene ’barz ar c’hraou,
Pa zeuas va maouez d’am c’hlask ha d’am gervel :
An nor ’brennan buan ; er-mêz e oa tenvel…

En despet d’am c’halon, antronoz pa zavis,
Va glac’har a oa bras, ha dreist-oll pa glevis
Holl kejer ar penker o kana war o c’hlud,
El leuriou, er porziou o c’houeza ’n avel-yud.

’Vel eun danvad kollet, eur paotrig leun a aon,
En noz en e wele pa zonj en trist Anaon,
Me a oa ken euzet ma ris eur youc’haden :
Ma marc’h a respontas dre eur c’hrisinkaden.

Krena ’reas va c’horf, va ene a rannas,
Va daouarn a groazas, war va glin me ’gouezas…
Pa ’n em gav gwall-amzer kalz a wazed dife
A anzav eul lezen, a zistro da Zoue !

(Genver 1915)


————


Fizians !
————


Pa oa ’n heol o kuzat ’vel eur voul alaouret
A-dreon torgen Kador glazard ha morgousket,
Me ’oa e garridou tour parroz ar Fouilhez
A belec’h e welen betek lein ar menez.
Denved ha pennou-saoud ’c’holoë an henchou
O tistrei deus peuri ’vit gounit o c’hraoiou.
Trouz ebet ne gleven, foet ebet ne strake ;
Ar vugale ’oa mud, nep kristen ne gane…
’Vel-se, d’an abardaez, gand eur spered mored
Va-unan ’n em gaven dirak Doue ar Bed,
Pa zutas eur voualc’h dre he holl vouez nerzus :
« Fizians ! Ho pet fizians !! Ar Spi ’zo eur vertuz ! »

(Ebrel, 1915).


————


Gouen ar Vretoned
————


Da F. M. DENEZ, Lennon.


Dizaon rag ar maro hag en emgannou taer,
Doujansus d’ar vaouez, d’ar re zinerz tener,
En hano ar Frankiz hor Gourdadou ’drec’he
Eus ribl mor ’n Hanternoz betek mor ar C’hreiste.
Hirio, koz ha yaouank eus a Vro Vreiz-Izel
A ro d’ar Frans karet harp start ha gwir skoazel :
Hor zoudarded kadarn, hon tud a vor dispar
A gouez dre gant ha kant da zifenn he douar.
Den n’en deus o gwelet en talben o kila,
Er Marn, er Som hag all o c’haver ar gwella.
Epad kement asailh pa glasker o diskar
E vent ’vel leoned, n’o deus morze o far.
E pep lec’h e skoont egiz eun horz houarn ;
Malloz d’an neb a gouez ganto en o daouarn !
Ar memez gwad eta a red en o gwaziou,
Ploum e talc’hont o fenn e-kreiz an dispac’hiou.
Enebi a reont koulz ha kerrek hon bro,
Reier hon moriou rust ha derc’h hon gwez dero.

Ar German e-unan en deveus diskleriet :
« Ar zoudarded kenta ez eo ar Vretoned. »
Ma tleomp lavaret : « An holl ’ra o dever,
’Zo dare da c’houzanv poaniou kriz ar merzer »,
’Ve reiz embann ivez, diskuilha e pep giz
’Eo stankoc’h an truach paeet gant hor Broïz.

Vertuziou ar c’hiz-se, tra a-berz tad ha mamm,
A ro, sur, testeni d’eur Ouen glan ha dinam !
Bale a reomp, eta, war roudou ar Gelted,
E sklèrijen an deiz hor banniel displeget [3].
Kalz, pa vefont distro a gano en o c’hreiz :
« ’Vit rei ha skei atao, n’ eus egiz paotred Breiz ! »
Ha ni a gar skriva : « Dindan ar boulejou
« Koulz hag en trancheou, er garva stourmajou,
Laouen, drant ha dinec’h, paotred sart, krenv, hardiz,
Tud dihun ha dispont, sed aze ar Vreiziz ! »

Ra vo miret o YEZ, kendalc’het o GIZIOU !
Da rei he seo d’o gouen ez int, sur, ar gwriziou.

(Mezeven, 1915).


Martoloded Breiz e Dixmud
(Eus a Wengolo da Here 1914)
————


D’am mignon Cyrille Ar Barvek (Le Barbu)
pourvezour el « Lycée », mab d’eur c’habiten
an Islanded, e kinnigan ar Werz man.


E-harz menez Are, e parrez ar Fouilhez,
Bugel yaouankik-flamm, e kleven alïes
Meuli an dud a vor, enor hon c’horn-douar,
E peb amzer dizaon, iskuit, taer ha dispar.

Breman, war ziskar-oad, o chom en eur gêr vras,
E veulin anezo kaeroc’h evit biskoaz
O stourm war an Izer, du-hont en Hanternoz.
A-gevret gand tud vat ar Veljig ha Bro-Zôz.

O vailhantiz ’zo bet, o burzud souezus !
Ken anat, ken uhel, ken bras, ken talvoudus
Ma laka sebezet hon Enebour touet,
Ma vez brud anezo e pep lec’h eus ar bed !

Ar begad-douar-ze a zo breman santel,
Rak warnan e voe graet eun taol-kaer a vrezel,
Gwella hini, moarvat, ’voe graet dindan an nenv,
Hag hen bet, war eun dro, ha talvoudus ha krenv !

Eun taol-kaer ’n deus kresket da vro-Frans he brud vat,
Diskouezet n’ez a ket he buhez war fallât,
Hag embannet ez eo galvet da virviken
Da veza digabestr ’n he zao rak an Estren.

Dindan eur gwir-Vreizad, Ronarc’h, o amiral,
Hag int nebeut a dud [4], met holl tud didamall,
E-pad pevar devez urziet da enebi,
E stourmjont peder zûn hep morse diskregi.

A drugarez d’ezo ar « Prus » ’goll an devez ;
Derc’hel start a reomp kêr Dunkerk, porz Kalez,
Hag ar « C’haizer » a wel e zoudarded garo
O koueza a-steiou, falc’het gant ar maro.

Hon martoloded Breiz, gwell c’hoaz ’vit ar zouaved,
A red a-dreuz d’an tan, o souezi ar Veljed,
Gleb, goloet a fank, dihelc’het o youc’hal :
« Dao atao ! Boul-c’hurun ! Er-maez, banden chatal ! »


Ar c’homzou-man ’glevis gant eur Belj ’oa eno :
— « Biskoaz ne voe gwelet, biken den ne welo
Kaeroc’h ’vit ’m eus gwelet : tud a vor kounnaret,
Lufr en o daoulagad, o koueza mac’hagnet,

O sevel kalonek, da gregi a-nevez
Keit ma chome ganto eun tamm nerz ha buhez,
O pedi, kent mervel, Doue en eur goueza :
« ’Traou Doue benniget ! Fiat voluntas tua ! »

Tud dizaon evel-se a ra enor d’o bro.
N’oufen hep daskrena, zoken hep skuilh daero
Achui va diviz… Va c’halon ’renk frailha : » —
Hag e kuzas e benn heb ardou da ouela.

Eur pennadig goude ’echuas evelhen :
« Dindan an obuziou, hep paouez, hep souten
E-mesk ar re varo, e fosiou ar vered,
’Pad ma weled korfou diouz o beziou strinket

Ha ma kleved e tour iliz Sant-Nicolas
Ar c’hloc’h bras bruzunet da Zixmud o son glaz
Eun ofiser ’grie d’eur zoudard diarmet :
Torret eo da fusul !… Gant da benn skô kalet !…

Evit venji e vreur, kouezet en e gostez,
Unan all a lazas gant e vaionetez
En eun asailh foultrus daou war-nugent German :
Trei a rês e spered pa gemeras alan !…

Da fin an emgannou, ker Dixmud ne oa ken
Nemet eur bern ludu. ’N e zao ne jome mên…
Pet a varvas neuze ’n eur ober o dever !
Izel m’o zaludo d’am distro d’o c’henver.

Eno ar wech kenta ha n’eo ket e Verdun
’Zasonas ar ger-man : « Ne dremeno nikun !… »
Hag aboue pevar bloaz — r’hen gouezo pep amzer ! —
N’eus gallet enebour treuzi ster an Yser.

O enor d’ech, aotrou ! Enor d’ec’h ha d’ho tud,
P’eo gwir oc’h kenvroad da Vretoned Dixmud ! » —
Da ’voe ganen klevet ken kaer meuleudigez…
Lavaromp ni ivez : « Gloar, enor, trugarez !

Ya, gloar d’hon tud a vor ! Ha gloar d’hon Breiz-Izel
’Oar maga sort tud vat, tud a galon-uhel ! »


————


Na ouelit ket !
————


Gwriziennet e douar va bro,
Ha Breizad a galon, mar zo,
Dindan bec’h disparti kalet
Ne ouelan ket.

Ho kwaz, ho pugale dinam,
Ho harp, ho nerz, ho kwad, ho flamm,
A renk, maouez, diouzoc’h tec’het ;
Na ouelit ket.

Kerzet a reont gant fizians,
Assur, e peoc’h o c’houstians,
Evit na vo hon Levr serret ;
Na ouelit ket.

Evit miret, evit difenn
Hon holl vadou ouz eun Estren
Fallakr, disleal, direspet ;
Na ouelit ket.

Evit ma c’hellfe war ar mor
Hon listri merdeï digor
E pep ribl tro-war-dro d’ar bed ;
Na ouelit ket.

’Vit d’ar Frankiz skedi uhel
War barreziou hon Breiz-Izel
Hag hon meneziou alaouret ;
Na ouelit ket.

C’hoarzit d’an deiziou evrusoc’h :
En dremwel ’n em ziskouez ar Peoc’h
An Trec’h gant an holl gortozet ;
Na ouelit ket.

Ha gant hon zoudarded maro
Eun deiz ni holl en em gavo
’N eur bed all gant Doue, — me ’gred ! —
Ne ouelan ket.

(Here, 1915).


————


Doue, ho pet truez !
————


« Gwelet a raimp hor zoudarded er bed-
man pe er bed-all. Bezomp feal d’ezo,
d’o envor, d’hor c’harantez evito…»
(Tennet eus lizer eur plac’h yaouank).


Ho pet truez ouz an dud losket war hor maeziou
Hep skoazell, hep sikour e-kreiz o holl boaniou !

Ho pet truez ouz an dud, re vihan ha re goz,
Pleget dindan o bec’h, ha d’ezo nep repoz !

Ho pet truez ouz an dud, ouz ar gwragez nec’het
N’eo bet ar vuhez c’hoaz evito ker kalet !

Ouz o bugale baour ken dinamm, re yaouank
’Vit santout an diouer eus o zadou a vank !

Ho pet truez, va Jezuz, ouz ar mibien, ar gwaz
’Zo kouezet en talben ! N’o gwelimp ken, siouaz !

Ho pet truez, va Doue, ouz ar re o gortoz
Gant anken ha daerou ’kouls en deiz hag en noz !

Ho pet truez ouz ar re hon c’huitâs drant, laouen,
A zo breman maro war douar an estren !

Ho pet truêz ouz ar re bet skôet en asailh,
A zo chomet flastret dindan eur gwall-vindrailh !

Ho pet truez ouz ar re o deus a-raok mervel
Sellet kantezus war-zu a Breiz-Izel !…

(1916).


————


Eun nozvez pe Pedenn an Tad koz
————


D’an Aotrou Daniélou,
maer Rosgoff.


An noz a oa du, trist ha yen,
Ar glao a goueze… Er-maez den !
Pa ’n em gavchomp em zi bodet
O tomma en-dro d’an oaled.

Gwelet a c’helled, en eur c’horn,
Eur zoudard o fumi e gorn ;
E gapoten hep liou, freget,
En tranche ’ziskoueze ’oa bet.

A-genver d’ezan an tad koz,
Evel eur zant war e biltoz,
’Lonke komzou e vab hena
O tont d’ar gêr ar wech kenta.

Ar re yaouank a zelaoue
Gant prederidigez ha fe
Epad ma luskelle, sioulig,
Mestrez an ti he bugelig.

Hon lagad meur a wech ’gwilc’has
Hogen hon c’halon a startâs.
’Pad n’erbede ar zoudard d’eomp :
« Kendalc’homp mat hag e trec’hfomp !
« Kredit, o va c’hredit, ar Frans
« A welo eur an delivrans ! »

Pa voe deuet pred ar c’housket
An tad koz, war e vaz harpet,
A laras : « Ra vezo va Bro
« Trec’h d’an Alamaned garo !

« Doue, va fardoni a reot
« Ne raio peden all va zeod !
« Tud ker, daoulinomp hep gortoz
« Ha, war hon enebour, malloz !… »

Hag an nozveziad, unanet,
’Respontas : « ’Vel-se bezet graet !… »
An noz a oa du, trist ha yen,
Ar glao a goueze… Er-maez, den !


————


Ar Falc’her
————


D’an « aspirant » G. Creiz, eus a
Liliez, er Fouilhez, medalennet
war dalben ar brezel.


Daoubleget er blenen, e korf gleb e roched,
E benn noaz, ar falc’her, dindan an heol bervet,
Eus ar beure da noz e-touëz ar yeot glas
Treuz-didreuz er prajou ’zigor roudennou bras.

Pa ehan ’vit lemma, harpet war dorn e falc’h,
’Larfec’h eur brezelour leun a nerz, a gendalc’h ;
Gouzout a ra, moarvat, penôs war ar bed-man
Hep poan n’eus ket a drec’h. E furnez a veulan.

D’ar pardaez, en distro eus e zevez skuizus,
E kav e kuz an daol ar plasou enorus,
Karantez ar re goz, doujans ar re yaouank,
Lid gant an tiegez, aked ha boued hep mank.

Henvel ouz ar falc’her, war dachen ar brezel,
Te a ra da zlead dindan pleg hor banniel ;
Da skiant, da galonder ’ziskouez hent an enor
D’hor c’henvroïz vrudet a roy d’imp ar viktor.

Ha pa zeuï d’ar gêr, echu ar gwall-stourmad,
Gant da vedalennou, ennomp holl e vo stad.


————


Roc’h Trevezel
————

D’an Aotrou Coatarmanac’h,
Person Plougasnou
Cds gwr na charo
’R wlad a’i maco !
Kasaüs an den na gar ket
Ar vro he deus e vaget !
(Sant Kado).


Rouanez ar ruc’hiou eus a venez Arre,
Dister eñ da gichen e kavan Menez Bre,
Torgen ar Menez Hom, Sant-Mikael e-unan…
En gwirionez, ez out tredemarz Breiz-Vihan !

Eus da griben ’weler a bep tu, pell ha pell,
An daolen ar vrava hag ar franka dremwel,
En deiz, an ilizou deus Kastell da Gerez,
En noz, an touriou-tan war gant ha kant enez ;

Du-hont, Toull al Laeron, war lein ar Menez Du,
Al listri e porz Brest, ar bagou e Dourdu,
Ha, da fin mezeven, kaera kurunen aour
Stignet gant tantadou da zant Yan-Badezour !

Savet evel eur bonn ’tre Leon ha Kerne,
Bez’ ez out ar voger o tisranna ané.
Pell-zo e talc’hez penn ouz da enebourien,
Glao, erc’h, skorn, aveliou, krizder ar yenien.

Te ’ziskouez d’an Estren ma karfe dont e Breiz,
Gant paotred ar Mene ’kavje da stourm eleiz :
Gwall-grinet war e gorf ’chomfe e groc’hen lor
Benn ma c’hellfe moustra douar sakr an Arvor !


————


Em bro e kerzu 1917
————


Da Fanch Coïc.


Ar sioulder a c’hounit muioc’h-mui hon maeziou,
War an henchou n’eus den, mud eo ar meneziou.
Ne glever ken er vourc’h o tason an anvez,
Tri bloaz ’zo eo goullo ti-labour ar c’halvez ;
Ar fornier ’zo maro, e baotred er brezel ;
Er brasa tiegez n’eus ’met eur c’hoz mevel.
Odeou ha kleuziou a zo distouf, freget,
Meur a graou, a lojeiz, diraz, disto, kouezet.
Al loened er parkou a zo leun a gailhar,
E penn ar bern-kolo ar c’hi ’ziskouez glac’har.
N’ez eus netra seder, bale ’ran er voren :
An heol war an dremwel a boan a sklêrijenn.


O meneziou va bro, ho kwerziou ar c’haera,
N’eus mui skouarn na mouez d’o c’hlevet, d’o c’hana !
Tenval eo an deiziou, ar bed a zo e kanv ;
Va spered enkrezet penaos e vefe skanv ?
Tristât a reas c’hoaz pa welis eur zoudard
O tônt ’n eur wrenoden en e zilhad glazard,
O vriatat e dud ha trei heb laret ger,
E- pad ma ’z ae e wreg, e re vihan d’ar gêr…

(Kerzu, 1917).


————


Genver 1918
————


D’am mignon an aotrou Yann Guéguen.


Na delien na bleuen ! yeot skornet er prajou ;
Boueden an ed, er park, kousket en ervennou ;
En henchou, el leur-gêr, an erc’h o peurdeuzi ;
Ar yer o pigosat skubelladur an ti,
O vont, goude, nec’hef da buchat war o c’hlud,
E-pad ma c’houez er porz eun avel ven ha yud.
Setu aze Genver, er maeziou, en deiz-man.
Goanvez ne voe biskoaz tristoc’h eget heman !

Koulskoude, me a gred e klev al labourer,
E mouez kloc’h ar barrez o tason er pellder,
Geriou nerzus ha krenv : Ar boan n’ez eo netra,
Ma teu diouti eur Mad, mar hon c’has war wella !…

Me ivez, en desped d’am spered gwall-sammet,
Am eus atao fizians, rak en eur hir-zellet
Ouz startder ha kalon hon holl difennourien,
’C’houzanv merzerenti, du-hont war al linenn,
E kredan e pigno an heol lugernusoc’h
War dremwel hon Bro ger, kresket ha yac’husoc’h.

(Genver 1918).


————


Fizians atao !
————


Gwelet a reomp c’hoaz o tiskenn en dachen
Gourenerien Kerne en o dorn eur zeizen ;
E pardoniou Leon, paotred ar bannielou
Ouz o c’has skanv war bleg er-maez ar chapellou ;
E Treger, Bro-Wened hag e meur a lec’h all
Ar c’han, an dans o ren gant laouender gwechall.

(Tennet eus eul lizer skrivet e
mae 1918 d’eur zoudard ankeniet
).


————


Pedenn eun tad marvet er brezel
D’an itron Retour
————


« Bez eur zoudard a dle beza e-lec’h ez eo kouezet. »
Kabiten F. M. Retour, lazet en asailh Tahure.


Tremeniad, pa gavi, en tu-man d’al linenn,
Va mibien, glac’haret, o vont izel o fenn,
Tosta kerkent outo, a-berz o zad maro
A zo bet douaret heb merk hag heb hano,
Evel kalz a re-all kouezet er memes de
Ha stlapet eveltan ’n o diweza gwele,
Eur foz toullet dillo ha primoc’h c’hoaz stouvet,
Abaoe, meur a wech kollet, adkemeret.

Daoulina war eur bez pe harpa ouz eur groaz,
Gant esperans da gaout va roud er bed-man c’hoaz,
A vije evito eun enklask didalvez ;
Hen lar d’ezo goustad, met gant hardizegez…
E c’hallont her sonjal, va hunvre vije bet
E bered va farroz beza eun de laket ;
Nemet, pa ’z oun marvet evit difenn ar Frans,
Em lezit en talben beteg an delivrans,
E-mesk va c’henvroïz sebeliet eveldoun,
Piou oar ken e pelec’h !… Ne gollor ket hon c’houn :
Diwezatoc’h ar bobl raio perc’herinaj
E chapel hon Envor, da baea an truaj
Hon eus holl gounezet ’vit beza bet falc’het
O trec’hi ’vid ar Gwir a-eneb trubarded.
N’eus ket kaeroc’h maro ’get, heb fallgaloni,
Mervel war eun dachen ken sakr hag hon hini ;
Hon plas a zo aman ’vid atao he diwall
Ha diskouez da viken ez omp tud didamall.

(1918).


————


Viktor ar re-Varo
————


D’an Aotrou W. Wilson,
Penn-Rener ar Stadou-Unanet.


O bloavez pevarzek, bloavez kriz ha drastus,
A welas o komans eur brezel ken spontus,
Hon arme er Veljig o tec’het, dirollet,
Ha war ar Somm, goude, peurgaset, ha kannet !
« Eil dek-ha-tri-ugent ! » a lared marteze,
Rak an Alamaned war hon bro ’n em lede ;
Ganto hon c’hériou bras a veze dispennet,
’Vel er « Bloavez Euzus » hon maeziou dismantret,
Er reuzidigez-se piou, ’n eur blega e benn,
Ne ouelas d’hon Frans kaer, flastret gant an Estren ?

Koulskoude, e sonjen e skouer hon Goudardou,
Er fizians a virent ’n o gwasa trubuilhou ;
Er Janed Ark e-kreiz hon diskar o sevel
Ar banniel n’hellemp ket astennet, ploum derc’hel
E soudard ar Freuz Bras, Grogner Napoléon,
Kalonek ha dizaon ’zalc’has ’vel eul leon,
A zougas ken uhel arouez [5] karet Bro-C’hall
Er Brus hag en Aotrich hag e meur a vro all,
A c’hortoze en erc’h da gaout eun tamm bara,
A grignje e zaouarn kentoc’h eget kila.

Heritourien d’o brud, d’o labour ha d’o gloar,
Atao d’hon enebour ni a vezo gwall-bar.
Flamm an Amzer gwechall a zevas em ene
Ha va nerz en va c’hreiz a vevas a-neve.
Gwelet a rên ar re ’zo kouezet en talbenn,
O foaniou, ostarter, keit m’oant ouz hon difenn.
Morse n’int bet brasoc’h eget pa voent skôet ;
O Spered a-us d’eomp hon zikoure bepred.
A bep tu e save war linen an dremwel
Eur vouez d’hon c’hentelia ma renkjemp pell derc’hel
Ar vouez-se petra ’oa ’met mouez hon re varo ?
O son sakr ha santel atao ni da glevo !
War stêr « Marne » ’tiskouezjonf na oa ket c’hoaz trôet
Ar gwad puilh ha nerzus a red en hon gwazied.


Daou vloaz a dremenas : gant trouz ar c’hanoliou
E tregernas hon Bro. Adarre hon deiziou
’Zeuas da denvalât. Er Rusi, an Dispac’h
’Zizammas ar German, a bounnerâs hon zac’h.
Egiz a-raok kalz tud, moarvat tud berr-welet,
A yê aman du-hont, gant eun dremm enkrezet,
E-pad ma tourte taer evel eun tourc’h kornek,
Er stourmadou brasa, ar « Bleveg » talvoudek,
War an Yser, en « Aisne », ha dreist-oll e Verdun,
’Lec’h ma strakas mindrailh krenvoc’h eget kurun.

Setu perak breman e teu en Breiz, dre Vrest,
Ar « Sammies [6] » da harpa difennourien ar Gwir
— « Ar Frans a zo eur skouer, zoken eur stereden,
« A zisklerias Wilson. Ra luc’ho da viken !
« Sklerijenna a rês mintin kaer hon Frankiz,
« He lezel da vervel ’ve dizanaoudek, kriz. » —
Skeud Lafayette hag all a eure ar peur-rest.

Setu perak breman e teu en Breiz, dre Vrest,
Ar « Sammies » da harpa difennourien ar Gwir
En eur brezel kalet, distrujus, euzik, hir.
Ar Bobl trugarezus a ya d’o zaludi
War bep hent, da bep kêr, pa vent o tibuni.
Kerzet a reont sounn war douar ar Bed Koz ;
D’o banniel steredet roomp holl hon bennoz ;
E koun ar re varo hen a dreuzas ar mor ;
’N e blegou barennet ’c’houez avel ar Viktor.

(Gwengolo, 1918).


————


Kan re-Varo ar brezel
————


D’an Aotrou A. ar Braz e
koun e vab, lazet er Brezel

I


Brallan a ra ar c’hleier,
Son an drompilh a glever,
Skleur tantad ar meneziou
’Luc’h beteg war hon beziou.

diskan


Gwelet ’reomp en dremwel
Eun heol nevez o sevel ;
Evel-se ’skuilhjomp hon gwad
Hep keuz evit hon Bro vad,
Ha mar bez ganec’h peurgraet
Hon oberou arzaoet,
Eürus ’vezimp da viken
Dindan douar an talben.

II


Ar Peoc’h, pebez kelou mat !
A zo embannet, moarvat !…
Da viken ni hen miro !
Setu le ar Re-Varo.

III


Ni ’harzo ouzoc’h ar spont
A weljomp, eun de, o tont
Da enkrezi hon c’hêriou,
Ha gwasoc’h c’hoaz hon maeziou.

IV


Hon c’horfou ’zo bet muntret,
Met biskoaz ne voemp trec’het,
Start ’tiwaljomp hon linenn :
Ar German n’oa ’vit tremen !

V


Ma teu c’hoant d’e vugale
Klask hon tagan adarre,
E savo hon relegou,
Gwir armead an Ankou.

VI


Ni ’zougo falc’h ar Maro :
A-hed, a dreuz e trouc’ho !
It d’ho labour, dibreder,
Dindan kan an alc’houeder.

VII


C’houi hen klevo o kana
En oabl, bemde, hosanna !
War vab-den, o kan bennoz,
Evnig drant ar Gelted koz !

(1919).


————


N’ankounac’haomp ket !
————


D’ar c’hommandant Yvon ar Morvan.


Adstignet ho telen, o Barzed a wechall,
Kanit, Marzin, Gwenklan, Taliesin ha Riouall ;
Sent koz karantezus, bepred ken galloudus,
Pemp bloaz ’zo dilezet ’n ho chapel vurzudus,
Nomenoe, Lan Vras, Alan Baro reustlet,
Bertram, dukez Anna, holl Vretoned vrudet,
Brezelourien dispar, merdeidi ha re-all,
Skoazellerien hon Breiz hag hon Mamm vat, Bro-C’hall,
Tridit a levenez, fin a zo d’hon glac’har,
Ar Frans a chom ’n he zao ha da gement douar,
D’ar C’hermaned c’haro a vennas he flastra,
He yeoa da viken, en eur ger he moustra,
N’oufen re hen embann, hon Gouen he deus desket
Ez eo atao hon Breiz bro ar baotred kalet.
Keit ma redo ho kwad en hon gwaziennou,
Keit ma renoc’h warnomp ha war hon sperejou,
E pep lec’h, dre bep hent ni a c’hello bale
Evit difenn ar Gwir, an Urz, al Liberte !

Breman pa ’n em ziskouez ’vidomp ar peoc’h padus,
Aozomp d’hon stourmerien deveziou c’houek, frealzus,
Saludomp o distro gant kalon, levene ;
Lakomp war o fennou kurunennou lore !
N’o meulimp morse re, ne ganimp re o brud ;
Petra ’kreiz ar poaniou n’o deus ket graet hon tud
Dindan an aezennou, an tan, ar c’hanoliou ?
Gwelit war o askre kleizenn o goulïou !

Penaos, o mignoned, penaos ankounac’hât
Ar zoudarded o deus du-hont skuilhet o gwad ?
Ni a zalc’ho o sonj, ni a glevo o mouez
A lavar d’eomp raktal : « D’al labour hep paouez ! »
Tadou ha mammou keiz, merc’hed yaouank poaniet,
N’en em veuzit pelloc’h ’n eur vuhez ankeniet ;
Mar ho peus dleadou e-kenver pep maro,
Ez oc’h c’hoaz dleetoc’h en andred ho mamm-Vro.
Pedomp an Esperans da zont ’n hon c’halonou,
An amzer sioul da ren dindan hon tôennou.

Eur vouez all a gleven e doun va c’houstians ;
Komz a ra ken freaz, kement ’ro d’in fizians
Ken na oufen tevel an dra a gelen d’in,
Hag an holl ’gavo mat ar pez a lavarin :
’Pad ar goanv e weler, pa c’houez ar wall-avel,
Strolladou brini du o plava o eskell
A-us d’an trevadou, evit kavout ar pled
Da furcha, da skrabat ha da zibri an ed.
Hopadennou ar mestr o laka da bellât,
Met eur pennad hepken ma na ziwaller mat.
’Vel-se ar C’hermaned a glasko a-nevez
’N em zila ’n hon c’hêriou, ha zoken war ar mêz.
Harz war ar bleizi-ze ! Serrit buan ho tor !
O reseo en ho ti ’vefe eun dizenor,
Noazout ouz ar re veo, ober gaou d’ar maro,
Skuilha war e vaz-skaon eun ezans gwall-c’houero.
Piou ’gredfe ’n em zaotra gant eur seurt dismegans ?
Chomomp Breiziz e Breiz ha Fransizien er Frans !

(Meurz, 1919).


————
Kanaouennou graet war bedenn soudarded a c’hoantae
d’ê kana ha dansal adreon linenn an tan.



Dansomp !
————


Da Albert Chevalier.


« Kemer eun tamm plijadur »,
Eo lavar eun den fur.

Evit-se en hon goueliou,
Kendalc’homp an dansou.

An dans ’zo sin a yec’hed
En eur c’horf askellet,

Eun eur a ziverr-amzer,
Hag ouspenn eun dra gaer,

A ra tridal e bro Vreiz
Ar c’halonou ’n hor c’hreiz.

Petra ’gaver digempen
Ebarz eun abaden ?

’Vit gwir, perag kaketal
Awechou c’hoant dansal ?

Evidoun hen ansav frank
Am eus danset hep mank.

Fae ’ta war ar baotred koz
Na glaskont met repos,

A glemm o zreid ’n o boutou
Pa usont o zachou !

Lakit raktal ’n o c’henver
Ar sklocher, an ever,

’Ra alies re gofad
Evit gallout lampat.

C’hoant am eus, en o c’hichen,
Da renka pep mouchen,


Plac’h santel war he menoz,
’Zufe ar baradoz ;

Met pa skoio war e zor
’Kavo ar purgator.

Dansomp, paotred ha merc’hed,
An dans, ra vo meulet !


————


En eur ziskenn da Zant-Herbot
————


Da Heri Bôd, soudard e Verdun.


WAR DON : Nec’h ha traon gant ar c’hoajou.


En eur ziskenn da Zant-Herbot (diou wech)
’Klevis o kana eur ruz-jot [7] (diou wech)
Me ’zonj e lare war e vrank,
Dre e notennou skiltr ha stank :
« Ped start ar zant ’n e chapelig
« Mar c’hoantêz kavout da goulmig. »

A-boan m’en devoa echuet,
Me ’welas en hent o lammet
Eur plac’hig koant, eur verjelen,
He lagad glas, he bleo melen ;
Skanv ez oa evel eun heiez,
Gwisket evel eur varkizez ;
Eun dudi e oa he gwelet :
E gwir, e trôas va spered.

Petra d’ober, m’her goul ganec’h ?
M’hen assur, ne oan ket hep nec’h,
Pa avizan tapout er c’hleuz,
En eur blanten, eur bodig beuz.
Kemer a reas anezan
En eur grena kalz hec’h-unan ;
Ha me o tisklêria d’ezi :
« Mar ho koulfen da zemezi ?… »
— « Perak n’hen larec’h d’in kentoc’h ? » —
Biskoaz n’ez oun bet sederoc’h.

Kerkent kroazjomp hon biz bihan,
— Gant ar zonj-ze c’hoaz e tridan ! —

Arruet e-barz an iliz,
E taoulinomp hervez ar c’hiz,
’N eur rei hep distro hor c’halon
Evel koulmed er c’hoajou don,
En eur doui ’n em garfemp krenn
E-pad hor buhez, hep termen.


Hon daou e tistrojomp d’ar gêr
Gant geriou ker brao, ken tener,
Ma seblantemp aeledigou
O nijal e-kreiz an nenvou.

Eur miz goude ’oamp eureujet.
Evidomp pebeuz eürusted !
Diouzimp e tec’has an anken,
Laouen abaoe ’n em gaven.


Paotred, pa glaskoc’h eur barez,
Graet ’ta eur zell a garantez,
Er pardoniou, ouz hon zent koz,
Ken galloudus en o bennoz !

(Ebrel 1917).


————


Me am eus bleo war va bruched
————


Da Th. Guyomarc’h.


Ar c’hrenva gwaz am eus gwelet
A oa hanvet Job Dinac’het ;
Rak-se en em veule dreist-penn
Hag, en gwirione, hep termen,
E-pad an de ha deut an noz,
’N em gave begel ar barroz !
Pep lec’h hen kleve o laret :
« Me am eus bleo war va bruched ! »

Pa oa bugel ganeomp er skol,
En em lake a-us d’an holl.
Er c’hoari e renke pep tra,
Ar re-all ’dlee e heulia ;
C’hoantât ’rênt digeri o beg,
Enno hen a glaske abeg ;
Ha huan d'ê ’veze stlapet :
« ’Peus ket a vleo war ho pruched ! »

’N e yaouankiz n’en doa e bar
Da varrat ha da drei douar.
Gwelloc’h ’oa c’hoaz war al leuriou
Da lopa ’n ed gant ar frailhou.
Pa zeue amzer ar falc’hat,
E kemere penn ar rummad ;
Dindan tommder an heol bervet
’C’hlepe ar bleo war e vruched.

E-keit ma chomas dizemez,
Da veur a blac’h e rês al lez ;
Beza ez oa kilhog e gêr,
Hag evel-se eur mestr danser,
Morse skuizet ha prest atao
Da ren bep tro ar jabadao,
Ken ma renke gant e roched,
Sec’ha ar bleo war e vruched.


Nemet pa vanke e arc’hant,
Bepred ec’h eve gwin-ardant ;
Neuze, avat, ne doa nikun
Kerkouls hag hen war e vutun.
Er marc’had, e-barz ar foariou,
Den ne rê d’ezan e voutou.
Beteg ’n e gousk, o ma c’hredet,
’Krafe ar bleo war e vruched.

Marteze e tebras e draou,
Petra bennak ’reas prenaou ;
Met holl ez oant da baea c’hoaz,
Da vihana, pa dremenas.
Ar pez ’zo gwir ’n o c’huzulig
Diou goummer ’gonte goustadig,
— Int-i ’devoa e lïanet. —
« Nag a vleo gris war e vruched !

Aman e lezas war e lerc’h
Eur mab seder ha leun a gerc’h,
Deut da « vleveg » en emgannou,
Ha karget a vedalennou.
Eur wech, pa zistrôas d’ar gêr,
Gregache ar merc’hed er stêr :
« Arru eo paotr Job Dinac’het ;
« Hennez ’zo bleo war e vruched ! »

(Here 1918).


————


TAOLEN
————


Lettre de M. François Vallée 
 2
————

Kanaouennou graet war bedenn soudarded a c’hoantae d’ê kana ha dansal adreon linenn an tan :


————
  1. E fons
  2. Asamblez
  3. « Dan nawdd Duw, yn ngoleuni y dydd » Dindan skoazel Doue, hag e goulou an de, ger stur ar Gelted, a zo skrivet war vanniel ar « Gorsedd ».
  4. 6.000 a eneb da 40.000 pe ouspenn.
  5. Drapo
  6. Leshano soudarded an Amérik.
  7. Eur boc’hig-ruz.