Fizians atao !

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 18)



Fizians atao !
————


Gwelet a reomp c’hoaz o tiskenn en dachen
Gourenerien Kerne en o dorn eur zeizen ;
E pardoniou Leon, paotred ar bannielou
Ouz o c’has skanv war bleg er-maez ar chapellou ;
E Treger, Bro-Wened hag e meur a lec’h all
Ar c’han, an dans o ren gant laouender gwechall.

(Tennet eus eul lizer skrivet e
mae 1918 d’eur zoudard ankeniet
).


————